Son ar c’hemener

Eus Wikimammenn
(Adkaset eus Son ar c'hemener)
Mont da : merdeiñ, klask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar c’hemener.

◄   Sitoyen Molarje Son ar c’hemener Ar c’hemener   ►


Son an c’hemener


Paroles recueillies par M. Le Goff, instituteur lbre à Briec-de-l’Odet (Finistère).



\version "2.16.2"
\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  <<
    \new Voice = "kan" {
      \autoBeamOff
      \relative c'' {
        \clef treble
        \key a \minor
        \time 5/4
        \partial 8*1
        \set melismaBusyProperties = #'()
        %\override Rest #'style = #'classical
        \tempo \markup { \italic { Moderato } } 4=108
a8 | a g a4 e \bar ":" e8 d e a | a g a4 e \bar ":" e8 d e\fermata b' | \break
\time 3/4 b8 b c c b a | \time 5/4 d c16^\markup {\italic{Diskan}} b a4. g8 \bar ":" \break
a a e fis | g a16 a a8 g a4 \bar ":" c8-. b-. a\fermata r \bar "|."
      }
    }
    \new Lyrics \lyricsto "kan" 
    {
     %\override LyricText #'font-shape = #'italic
\set stanza = "1."
Me ’gar -- fe des -- ki eur chan -- son,
Me ’gar -- fe des -- ki eur chan -- son,
E -- vit he c’ha -- na d’ar Per -- son.
Ma -- ri ’Vôn, lu -- ret -- tik tra -- la -- la,
Ma -- ri ’Vôn lu -- rett’ gé, gé, gé_!
    }
  >>
  \layout { 
    indent = #00
       line-width = #160
    %  ragged-last = ##t
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 126 4)
    }
  }
}



1. Me ’garfe deski eur chanson,
Me ’garfe deski eur chanson,
Evit he c’hana d’ar Person.
Mari ’Vôn, lurettik tra-la-la,
Mari ’Vôn lurett’ gé, gé, gé !

2. Ma fater am euz ankouet
Son ’r c’hemenerien ’m euz desket :

3. Pere ve guel’t ont d’ar c’heariou
Evel tud chentil daou ha daou.

4. E barz ma iant d’o devez
Vez passeet eur c’hart devez ;

5. Ha c’hoaz e lavarfont pa vent digoued
Herrio omp erruet abred.

6. Neuze e iafent da fumi
Da deport o dijuni :

7. Eun a raï eun hasten d’he c’houg
Evit goud ’g heon vo kig er poud,

8. Eun all eun hasten d’he gourlanchen,
Evit guel ’g heon vo kig er zouben.

9. Ma ve ket e iafent er meaz
’N eur dekrial an tiegez.

10. Pa vo kestion da ober
Eun habit eured eun eur gear,

11. Neuze vo guelet ar Mestr Tailler
Evel eun aotrou tout e kear.

12. ’Barz ma kommanso labourad
E ranko kaouet boutaillad.


13. Lavar ’ra ’r vestrez deuz an ty :
Prest eo lein poent he dibri,

14. Rag pa vo eat ien ar ioud
Marteze ne vo ket d'ho koud.

15. — Evit ac’han ne zavin ket
Evit dibri ioud ar silet :

16. Ma vize bet ar galetez
Me vize savet gant prez.

17. — Lakeet ar baz var an azen
’Vit kas lein d’ar gemenerien. —

18. Oant ket eat mad hanter d’ar porz
Ma oa kouet an azen stok he gorf,

19. Oa kouet an azen barz ar foz
Treuzet ar baz dindan he gof.

20. Me ho ped holl tud ar c’harter
Pa gleffout trouz ar c'hemener,

21. Da zon da stanka mad ho fri,
Kapat eo d’hoc’h ampoezoni,

22. Grant aoun ne zafe ’n ho penn
Ar c’huez fall deuz he louadeu.

23. Biskoaz ne peuz guelet kemener,
Ma ne ket bramer pe louer :

24. Ma, ne ket bramer pe louer
Pe eur c’hromp braz ’n he zivisker.

25. Ha ne ket red goud ar vicher,
Evit anveout eur c’hemener.

26. He zivisker ’zo goaried
Hag he feskenno ’zo pladed.



Nota-bene. On ne nous voudra pas de trop d’avoir traduit largement certains passages. En Bretagne, on dit que le tailleur « n’est pas un homme », aussi se permet-on toutes sortes de raillereis plus ou moins inconvenantes à son sujet.

Il est une autre chanson qui se débite à son sujet, et dont nous ne possédons pour le moment que les deux couplets suivants. Ces deux couplets se chantent sur la même mélodie :


1. Pe ia ’r c’hemener d’an dansaou
He chacot leun a veskinaou,
Mari ’Vôn etc…

2. Neuze a lavar ’r merc’hied koant :
Gant ’r c’hemener ma an argant
Mari ’Vôn etc…



Ces deux couplets ont été chantés à Trégunc (Finistère) par Vincent Bourhis — Juin 1904.


————