Pec’hed marvel Gregor Kogan

Eus Wikimammenn
Gwalarn Nn 132, 1941  (p. 1-3)


PEC’HED MARVEL GREGOR KOGAN


Ken fall e oa bet a amzer e-pad an hañv, ma oa bet aotreet d’an dud diwar ar maez medi, eosti ha dourna d’ar suliou ha d’ar goueliou-berz. Stoket ha pladet e oa bet an ed gant ar glao hag an avel, hag e meur a gêr, dre ma ne azve ket ar greun, e chome c’hoaz parkadou da drouc’ha. An ed medet ha dastumet hep beza eostet-mat a louede hag a vreine, greun ha kolo, er gwrac’hellou e-tal al leuriou. En aner e c’hortoze ar verourien eur barradig heol evit dourna.

Eur serr-noz, evelato, an oabl digoabrenn er c’huz-heol a ziouganas amzer a zoare evit an deiz war-lerc’h. Ne oa ket diougan a amzer gaer, rak eur ruzelenn a riblennas an dremmwel a-us da Venez-Hom, goude aet an heol da guza. Diougan avel, avat.

Ar verourien a gasas eta ar vevelien d’ar c’hêriou tro-dro da bedi ar wazed dieub da zont da zourna an deiz war-lerc’h. Hogen gant ar pres ne veze ket kavet kalz a wazed dilabour ; holl e oant bet pedet pe da vedi pe da charreat pe da zourna. Tenn e vo eta al labour, an deiz war-lerc’h, er parkeier evel war al leuriou. Tomm e vo d’ar c’hezeg ha d’an dud.

An deiz war-lerc’h a oa gouel Varia Hanter-Eost. Beure mat e rede ar mederezed penn-da-benn ar parkeier hag e roc’he war al leuriou an dournerezed strapennet sizunveziou ’oa.

Gregor Kogan, graet gantañ e labour sul vintin evel kustum : skrivella ar c’hezeg, leunia a foenn o restell, skuba ar gouzi diwar darou ar marchosi, a sellas gant souez ouz Saik ar Mokaer, e vestr, pa voe kemennet sternia ar c’hezeg goude o doura.

Gregor Kogan a nac’has chom da zourna da c’houel Varia Hanter-Eost.

E porz Pennavern, e tegouezas abred mevelien deut eus Kerunkun, eus Torr-ar-Menez, eus Lanurgad gant o c’hezeg hag o c’hirri.

Ar wazed a zouras o c’hezeg en neo-buñs.

Gregor Kogan a skarzas goude an neo hag a riñsas gant palv e zourn glaour al loened chomet stag ouz ar maen. Tenna ’ reas diouz ar puñs eur c’helorniad dour fresk, hag e walc’has e gorf noaz betek e zargreiz.

— Gregor ! …

Diouz al leur, Herve, mevel bras Lanurgad, eur mignon, a hope d’ezañ, hag a c’houlennas digantañ perak en em gempenne ken spis a-raok dont e-kreiz ar boultrenn hag ar pell da voueta an dournerez.

Gregor ne respontas ket.

Ar Mokaer, mestr bras Pennavern, teo ha ruz e benn ha re lart evit ober labour start, a yae hag a zeue dre al leur, eur c’horfad droug ennañ.

Mevel bras al Lanurgad a hopas : — Poent d’an dournerez mont en-dro. Piou a voueto ?

— C’houi, a lavaras d’ezañ ar Mokaer.

— N’eo ket d’in da voueta an dournerez, rak Gregor Kogan a zo mevel bras war leur Bennavern.

— C’houi a voueto, eme ar Mokaer.

Hag e chomas a-sav dirazañ ; ha gant eul luchadenn :

— Daoust ha koumanant bras hoc’h eus e Lanurgad ?

— N’eo ket re vras en holl, a respontas Herve. Perak, avat, e c’houlennit kement-se diganin ?

Ar Mokaer a vousc’hoarzas, hag en eur rei eur frapadenn d’ezañ war e skoaz :

— Hizio, emezañ, e vouetaot an dournerez, hag e viot ar mevel bras war al leur, e Pennavern.

Hogen, ar baotred a lavare etrezo : — « Gregor Kogan en deus nac’het labourat da c’houel Varia Hanter-Eost ! » Neuze Herve a gomprenas. Lavarout a reas d’ar Mokaer :

— N’em eus ket koumanant dreist e Lanurgad. Hogen adkoumanantet em eus evelato evit gouel-Mikael kenta.

Ar Mokaer a droas kein hag a hopas d’an tucher :

— Lerenn d’ar c’hezeg ken na zrasko an dournerez !

Kleier Landremel a dregerne o mouez a-us d’ar parkeier ha d’al leuriou dourna evit gervel d’an oferenn. En hentou, avat, e oa rouez ar gristenien. Eur gwaz hepken a oa o vont gant an hent bras war-du Landremel : Gregor Kogan, mevel bras Pennavern.


JAKEZ RIOU.

(20 gwengolo 1935).