D’ann Itroun Varia Remengol

Eus Wikimammenn
◄  Telenn Remengol D’ann Itroun Varia Remengol Guerz ann Eskop gwenn, ann Aotrou Joseph-Mari Gravran   ►


D’ANN ITROUN VARIA REMENGOL
————
Da varz Laouenan-Breiz
————
War don : Eliedik, ma merc’hik koant.


E korf ma roched, diarc’henn,
Ha ma zal pleget er boultrenn
Ez ounn deut hirio d’ho kwelet,
Evel m’am boa d’e-hoc’h lavaret.

Me glev al labousedigou
O kana drant d’hoc’h ho zoniou ;
Ha me aman e toull ho tor,
Na gredann ket goulenn digor.

Barz kez Remengol, pelerin,
A zo aman war he zaoulin ;
Plijet gan-e-hoc’h zellet out-han
Ha digeri ho tor d’ezhan.


Salud, Gwerc’hez, ma mamm dener,
Setu devez ho pardoun kaer ;
Hoc’h iliz na weler enn-hi
Nemet ann aour o lugerni.

Ann heol ne d-eo ket c’hoaz savet,
Ho ti leun a belerined.
A lavar skler hag huel d’ann holl
Ez oc’h-hu Gwerc’hez Remed-holl.

Pelerined a zeu d’ho ti
A vandennou hirr d’ho meuli ;
Ann neb a zeu enn eur wela,
Az a d’ar gear enn eur gana.

A-raok ober d’e-hoc’h ma c’himiad
Em euz c’hoant da gaout eur mennad :
Dalc’hit bepred ho tourn santel
Astennet war dud Breiz-Izel !

Me n’hellann ket tec’het ac’han,
Choum bepred aman a garann.
Koulskoude eo red d’in mont kuit :
Krogit em dourn ha ma henchit !