Buhez ar Sent/1912/Mac’harit
ac’harit a c’hanas en Hongri, er bla 1048 ; merc’h oa da Edouard, mab Edmond, roue Bro-Zôz, ha da Agatha, c’hoar rouanez an Hongri.
Savet a oe en lez ar roue sant Stephan, ha dont a reas da vezan unan eus ar merc’hed gouiziekan ha santelan eus he amzer.
Desket oa bet d’ezi a vihanik n’eus si ebet gwasoc’h eget al leziregez ; abalamour da ze, ne chôme tamm dibreder.
Ne oa ket troet kennebeut d’en em fichan, evel ma ve an darn vrasan eus an dud yaouank. Pa veze lavaret d’ezi e oa gwisket re zister, e responte : « N’eo ket dre binvidigez he gwiskamant e tle eur brinsez kristen klask sevel dreist ar re-all, mes dre furnez he bue. »
Da varo Kanut, an hini en devoa didrônet he zad-koz, Edgar, he breur, ha hi a c’hallas dizrei d’o bro ; mes da varo o mignon, ar roue sôz Edouard III, a oe red d’eze kemer adarre hent an harlu.
An avel a dôlas o lestr war ôchou Bro-Skos ; roue ar vro-ze, Malkolm III, a roas digemer d’eze en e lez.
Gened ha spered Mac’harit a blijas kement d’ezan, ma c’houlennas anezi da bried, ha war gourc’hemenn he mamm, e roas he ger.
Kurunet a oe rouanez Bro-Skos, er bla 1070. Daou vla warn-ugent n’he devoa ken. An eured a oe binniget en Dumferlin, en kichen Edimbourg. War al lec’h ma oe grêt an eured-ze, evit derc’hel memor anezan, ar rouanez a lakas sevel eun iliz kaer en enor d’an Dreinded Santel.
C’hoant he devoa dre eno da enori tri ferson an Dreinded ha da dennan bennoz Doue war he fried, warni he unan ha war ar vugale a deurvezje gant an Holl-C’halloudeg rei d’eze.
Rei a reas d’an iliz-ze dilhajou eus ar re gaeran grêt ganti, listri sakr en aour, hag eur groaz alaouret, ar vein bresius o lintran warnezi.
Konvertisan eur roue a zo konvertisan eur rouantelez ; Mac’harit hen gouie, ha dre he dousder, e c’honezas kalon he fried hag e teuas d’ober gantan ar pez a gare, evit mad ar relijion ha mad ar bobl.
Doue a roas d’ezi eiz krouadur, c’houec’h pôtr ha diou verc’h ; ober a reas aneze bugale fur, a oe he c’haeran kurunen.
He c’harante evit ar beorien a oa dispar. Pa ziskenne eus he lez, e veze war he zro an emzivaded, an intanvezed, ar beorien hag ar glanvourien a deue d’he zrugarekât evit he madoberou, pe d’en em erbedi outi evit kaout aluzennou neve.
Ne ouie ket lavaret nan da eun den reuzeudik.
Bep bla e rê daou goareïz, unan arôk goueliou Nedeleg hag eun all arôk goueliou Pask.
Bemde e lavare ofis bihan an Dreinded, hini ar Basion, hini ar Werc’hez ha hini an Anaon.
Eur c’hlenved hag a badas c’houec’h miz a gasas anezi d’ar be ; an dristidigez he devoe da welet o vont en he rôk he fried hag he mab henan lazet er brezel.
Mervel a reas d’ar 16 a viz du 1093.
He c’homzou divezan a oe : « Otrou Jezuz-Krist, c’houi hag ho peus, war goulenn an Tad, ha gant skoazel ar Spered-Santel, roët ar vue d’ar bed, o vervel evitan, dilivret ac’hanon breman. »
Sebeliet a oe, evel m’he devoa goulennet, en iliz kaer he devoa laket sevel en enor d’an Dreinded. Miraklou bras a c’hoarvezas eno war he be hag an Iliz a c’hallas lakat he hano war roll ar zent, er bla 1251.
Innosant XII, er bla 1693, a lakas ober he gouel, d’an 10 a vezeven, dre an Iliz a-bez.
Doue a zo unan en tri ferson ; eur wirione eo ha ne dleomp ket kompren, rak mar hen grafemp, Doue ne vefe mui an hini a zo divent en pep doare ; eur wirione eo hag a dleomp kredi war lavar Doue e unan [1].
Mat eo d’imp ive sonjal alïes en tri ferson an Dreinded, rak dleour omp eus eun dra bennak da bep-hini aneze.
Dleour omp da Zoue an Tad da vezan hon c’hrouet hag hon laket da c’henel en eur vro gristen, da vezan badezet.
Gloar eta ha meuleudi d’an Tad. Gloria Patri.
Gloar ive d’ar Mab da vezan hon c’haret betek skuilh e wad evit hon dasprenan ; gloar ive d’ar Mab da vezan lezet ganimp an Iliz, d’hon ren war hent ar vue betek porz ar baradoz. Gloria Filio.
Gloar ive d’ar Spered-Glan, kemend-all a aked a gemer gant hon zilvidigez. Ma stign an drouk-spered e lasou evit hon c’holl, ar Spered-Glan a stign ive e re evit hon sovetât ; gloar eta d’ezan. Gloria Spiritui sancto.
Gloar da bep-hini aneze, ha gloar d’eze o zri en unan, evel ma oa er penn kentan, m’eo breman, ha ma vezo bepred, eus an eil kantved d’egile. Sicut erat, in principio, et nunc, et semper, et in sœcula sœculorum. Amen.
- ↑ Eur wirione eo dreist spered an den, hep bezan en e eneb. Ma klevfemp hano eus unan bennak hag a vefe êt eus a Vrest, da greiste nemet pemp, hag en em gavet en Pariz d’an tôl a greiste, grêt e hent gantan en pemp munut, e lavarfemp : « An dra-ze a zo dreist hon spered, ha n’omp ket evit hen kompren. » Ma klevfemp hano eus eun all hag a vefe êt eus a Vrest da greiste pemp hag en em gavet eu Pariz da greiste, e lavarfemp : « An dra-ze a zo enep hon spered ha n’hall ket bezan. »
Hogen, ne lavarer ket : eun Doue en tri Doue, nag eur person en tri ferson ; lavaret a rêr : eun Doue en tri ferson ; an dra-ze a c’hall bezan gwir, ha bezan eo, p’eo eun dra embannet gant Doue e-unan.