Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —


O ! chom en-dro d’in da c’hournijal, skeudenn garet,
Chom atao tost d’am c’halon ha d’am spered,
Ma sonjin en deiziou kaer-ze tremenet, siouaz,
Pa zisklaerien d’it eur garantez ker bras !

’Vid an holl maro, ’vidon-me te zo beo hag e sonj d’in
                  Emaout o vousc’hoarzin.
O chom en dro d’in da c’hournijal, skeudenn garet,
An envor ac’hanout am frealz bepred.

Nann, nann, gant e drouz ar bed d’am c’halon n’eo netra,
Tremeniad, e kerzan hep sellet outa ;
Diseblant e lezan da dremen va derveziou,
Hep plijadur nemet gant va hunvreou ;

Va hunvreou ker, diouanet en amzer ma oan troet
                  O ! Jany, d’az karet.
Nann, nann, gant e drouz ar bed d’am c’halon n’eo netra
Rak gant va c’harantez e fell d’in beva.


————