Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —



VI

« Ar rozenn bet ker fresk a zizec’h war he bod :
« Pennherez Kerbendrez a zisliv ruz he jod.


VII

« Eurus ! o ya ! eurus an neb a varv yaouank !
« War e vez e vernier ar bleuniou stank-ha-stank.


VIII

« Eurus eo ar werc’hez a dremen ’vel ar roz,
« He c’houez glan ouz he heul a bign d’ar Baradoz !


IX

Hag an eostig gant herr a dec’has dirazon,
En eur gana sioulik diweza poz e zon.


X

Pennherez Kerbendrez a varvas antronoz.
Tremen a reas-hi ’vel ma tremen ar roz.


XI

An eostig a ganas e kichen ar feunteun :
« Gant an nevez-amzer eo e tremen ar bleun,


XII

« Me wel d’ar Baradoz o pignat gand ar skeul
« Eur vleunennig tener, hag he c’houez vat d’he heul.


————