gwennoc’h na gwelloc’h eget va hini », eme Gatell ar Vourc’h-kozh.
— « Na gwelloc’h na gwennoc’h ? »
— « Nann ! na ker gwenn na kenkoulz. »
— « Hein ? »
— « Hein ? »
— « Nann ! nann ! Na gwenn na mat. Klevout a rit ? »
— « Ya ! klevout a ran emaoc’h adarre o klask chikanañ, ha n’eo ket Katell, nemet Keben eo hoc’h anv. Mat ! ganin-me an neb a glask a gav. Dal !… »
Ha Katell ar Vourc’h-kozh a stlapas da Chann ar Runigoù, e-kreiz he fas, ur mell pezh tamm toaz flibouz ma strinkas beradennoù e pep tu ha zoken e genou ar merc’hed a c’hoarzhe re d’ar mare.
Ha, neuze, ’vat, e savas cholori en ti-forn.
Gwreg ar baraer a oa en tu all o pouezañ bara gwinizh d’he fratikoù.
— « Pet lur ’po ? »
— « Lakait din ur bara a bemp lur. »
Ha dav ! ar varaerez a bouezas ur bara a zek lur, a droc’has un drailhenn vara evit ober al lañs hag a roas anezhañ d’ar vaouez.
— « Dal ! setu aze pemp lur. Ha c’hwi ? Ur bara a begement ? »
— « Unan a zek. »
— « Dal ! setu amañ unan hag a zo ennañ pouez mat gantañ. »
— « Hennezh a zo ur bara a bemp lur ! Unan a zek a c’houlennan. »