Bleuniou o tremen

Eus Wikimammenn
1930  (p. 55-56)



Bleuniou o tremen
————



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \key f \major
      \autoBeamOff
      \override Staff.Rest.style = #'z
      \time 6/8
      \partial 8*1
      d8 g4 bes8 a4 f8 | g4.~ g4 g8 | bes4 c8 d[ c] bes \break
      \time 3/8 a8[ c] a | \time 6/8 g4 bes8 a4 f8 | g4.~ g4 g8 \break
      bes4 c8 d[ c] bes | a4. r4 a8 | bes4 c8 d4 d8
      g,4 bes8 a4 g8 | \time 3/8 g8[ f] g | \time 6/8 a4. r4 a8 \break
      bes4 c8 d4 d8 | g,4 bes8 a4 g8 | \time 3/8 g8[ f] a \break
      \time 6/8 g4.\fermata r4 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Pa oan, ar min -- tin -- man, o vont da ger -- c’hat
      dour, Pa oan, ar min -- tin -- man, o
      vont da ger -- c’hat dour, E kle -- vis an eos --
      tig er c’hleuz o ka -- na flour E
      kle -- vis an eos -- tig er c’hleuz o ka -- na
      flour.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi {}
}
\header { tagline = ##f }

I

Pa oan, ar mintin-man, o vont da gerc’hat dour,
E klevis an eostig er c’hleuz o kana flour.


II

En e zon e lare, kuzet gant an deliou :
« Dre ma astenn an hanv e koll ar bleun o liou.


III

« Miz mae zo aet en dro gand an nevez-amzer,
« Breman gwrez an heol tomm d’ar bleun zo re bounner.


IV

« Bleuniou pet ac’hanoc’h a wenv bemdez breman,
« Bleuniou koant o tremen buan diouz ar bed-man.


V

« Ne chom ket pell ar bleun da deurel o c’houez vat :
« Ret eo d’ezo kuitat, gwenvi, tremen timat.


VI

« Ar rozenn bet ker fresk a zizec’h war he bod :
« Pennherez Kerbendrez a zisliv ruz he jod.


VII

« Eurus ! o ya ! eurus an neb a varv yaouank !
« War e vez e vernier ar bleuniou stank-ha-stank.


VIII

« Eurus eo ar werc’hez a dremen ’vel ar roz,
« He c’houez glan ouz he heul a bign d’ar Baradoz !


IX

Hag an eostig gant herr a dec’has dirazon,
En eur gana sioulik diweza poz e zon.


X

Pennherez Kerbendrez a varvas antronoz.
Tremen a reas-hi ’vel ma tremen ar roz.


XI

An eostig a ganas e kichen ar feunteun :
« Gant an nevez-amzer eo e tremen ar bleun,


XII

« Me wel d’ar Baradoz o pignat gand ar skeul
« Eur vleunennig tener, hag he c’houez vat d’he heul.


————