Selaou, ma breur ker, Tec’hel ra

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Selaou ma breur ker.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 96)



N° 83. — Tremen ra peb tra.
War an ton N° 83.
Diskan : Parce, N° 80.


1. Selaou, ma breur ker,
Tec’hel ra an amzer.
Tremen ra peb tra ;
Ners, madou, iec’het,
iaouankis ha genet,
Tremen ra peb tra, Tremen ra peb tra !

2. Skeuden da vue
Eo al lestr o vale ;
Tremen ra peb tra ;
E roudou er mor
A gloz kentis digor ;
Tremen ra peb tra. (bis).

3.Deiou presius,
Grasou gwelan Jezus,
Tremen ra peb tra ;
Eur wej tremenet
Endro na zeuont ket,
Tremen ra peb tra. (bis).

4. Tud skanv ha distur
A glask ar blijadur :
Tremen ra peb tra ;
Fenoz o tansal,
Warc’hoaz er be tenval,
Tremen ra peb tra. (bis).

5. Tud a zo tentet,
Da stourm na baouzet ket :
Tremen ra peb tra ;
Fin vo d’ar brezel ;
Chomet eta fidel,
Tremen ra peb tra. (bis).

6. Ber eo peb devez,
N’eo ket hir ar vuez,
Tremen ra peb tra.
Klaskomp hep dale
Zovetat hon ine,
Tremen ra peb tra. (bis).

7. Kant mil vla amzer
A zo c’hoaz goal dister :
Tremen ra peb tra;
Nemet c’houi Doue,
Hag an eternite,
An eternite ! (bis).

(Tennet eur Kantikou Kemper ha Leon).