Mellezour ar C’halonou
MELLEZOUR
AR
C’HALONOU.
LANDERNEAU,
Imprimerie de P.-B. DESMOULINS Fils.
MELLEZOUR
AR
C’HALONOU.
PE
EXAMEN A GOUSTIANÇ,
INSTRUCTIONOU PROFITABL EVIT EN EM
BREPARI DA OBER UR GOVESSION VAD,
GENERAL PE ORDINAL.
E ty DESMOULINS, Imprimêr ha Librêr,
Rû ar Pont.
Gouzout a rit, va breudeur, pe da viana e tleit gouzout penaoz ar Govession a so un affer a gousecanç vras, mar deus nicun, pa ze guir e tepand anezi ho silvidiguez pe ho taonation eternel ; ho silvidiguez, mar e grêt mad, ho taounation ma na rit quet. M’ho pe, pe supposet ho pe, un affer a behini e tepante hoc’h enor, ho reputation, ho fortun pe ho puez, ne spernfac’h netra evit dont a ben d’e ober ha da gaout un issu mad. Grit ar memes tra evit affer ho silvidigues, pehini a zepand eus ar Govession vad. Hoguen evit ober ur govession vad, eo necesser absolu examina mad ho coustianç, da lavaret eo, lacaat ho speret hac ho poan da anaout ar pec’hejou hoc’h eus grêt. Evit ho sicour da ober an examen-se, ez eo grêt al Levric-mâ, e pehini e rapporter cals pec’hejou, a bere hoc’h eus coumetet darn, ha darn-all n’hoc’h eus quet : deoc’h eo da velet.
Marteze n’hoc’h eus grêt covession vad ebet en ho puez, faut deoc’h da veza examinet mad ho coustianç ; ar pez a so bet caus n’hoc’h eus quet discleriet ho oll pec’hejou, pe abalamour m’oc’h eus gant ho couezieguez nac’het unan bennac, pe abalamour n’hoc’h eus quet bet ar glac’har necesser anezo, nac ar volontez d’o c’huitaat, da chench a vuez, da dec’het dioc’h an occasionou, pe abalamour n’hoc’h eus quet restituet an danves goal guemeret, na pardounet a galon doc’h adversourien. Er seurt occasionou-ze hoc’h eus grêt goall govession, hac e zoc’h obliget, m’ar fell deoc’h en em savetei, da repari, dre ur govession general eus hoc’h oll buez, ma n’hoc’h eus grêt nicun vad, pe da viana eus abaoue an diveza govession vad hoc’h eus grêt.
Ha pa na vec’h quet memes anaoudec ho pe grêt goall govession
ebet, e ven avis deoc’h da ober ur Govession general, ma
n’hoc’h eus grêt biscoas nicun ; ha goude ober ur revu, a amser
da amser, eguis ur veich er bloas, pep daou pe pep tri bloas, abaoue
an hini diveza ho pezo grêt. Mar pratiquet quemense, e
concefot mui a gontrition en ho calon, e quitafot ho coal accustamanchou,
e condufot guel buez, ho pezo muy a horrol eus ar
pec’het, mui a beoc’h hac a gonsolation en hoc’h ene. Al Levric-mâ
ho sicouro cals e quemense : graç deoc’h da brofita anezan
evit en em brepari da vonet dirac Doue, ar pez a c’hoarvezo certen,
marteze hep dale ha pa sonchot nebeuta.
AR C’HALONOU.
Examinit da guenta ar Poenchou-mâ.
Guelit pegueit so abaoue ho Covesion diveza. A c’hui ho poa bet an absolven. A c’hui ho poa bet ur guir glac’har eus ho pec’hejou, hac ur guir desir d’o c’huitat. A n’ho poa nac’het pec’het ebet ; pe seurt pec’het e voa ; ha perac n’hoc’h eus-hu quet e ziscleriet ?
A grêt hoc’h eus-hu ar binigen a voa ordrenet deoc’h ; mar doc’h manquet d’e ober, pe seurt pinigen e voa, ha pet guech hoc’h eus-hu manquet ?
A c’hui hoc’h eus grêt ar pez en devoa recommandet deoc’h ho Confessour ; eguis restitui, pardoni, quitaat an occasion eus ho pec’het, repari an henor ho poa lamet, etc.
Goude beza manquet en unan bennac eus ar poenchou-se, pet guech hoc’h-hu bet ô Coves hac ô Sacramanti, pe recevet ur Sacramant all bennac ?
A c’hui hoc’h eus quemeret amser, ha lequeet ho speret hac ho poan da examina ho coustianç, ha d’en em brepari d’ar Govession-mâ. A goulennet hoc’h eus-hu digant Doue ar c’hraç d’e ober ervad, ha da gaout ur guir glac’har?
Examinit bremâ Gourc’hemennou Doue a unan da
unan, eguis ma ze lequeet amâ, varlec’h ; hac evit anaout
guell ho pec’hejou, songit er plaçou hac er personnachou
hoc’h eus frequantet, en afferou hoc’h eus
bet, ha dreist pep tra en ho vocation ordinal, pe en
deveriou eus ho stad hac ho condition. Bezit sonch da
lavaret pet guech hoc’h eus grêt pep pec’het, pet guech
en deis, pet guech er sizun, er bloa, pe en oll. Ma na
ouzoc’h an nombr just, lavaret tost da vad, ha justa ma
c’hallot.
Un Doue hepquen a adori,
Ha dreist pep tra oll a guiri.
An enor souveren dleet da Zoue, ha rentomp dreist pep tra dre ar Feiz, an Esperanç, ar Garantez hac ar vertus a Religion : en em examinit eta var ar poenchou-se.
A c’hui hoc’h eus discredet pe douetet gant bolontez hac o gouieguez eus ur virionez bennac desquet dre ar Feiz, eguis discredi ha doueti hac èn so un Ifern hac ur Barados, hac èn a vilit ur pec’het marvel hepquen an Ifern, etc, pet guech ?
A c’hui hoc’h eus lavaret traou control d’ar Feiz, dirac tud-all, pe roet da entent, en ur fæçoun bennac, na gredac’h quet ar guirioneou-se ; dirac pet den, ha pet guech ?
A c’hui hoc’h eus meulet pe amprouet ur Religion faus, eguis lavaret e aller en em savetei etouez an Hugnodet, quer couls evel etouez ar Christenien catholic ; pet guech ha dirac pet den ?
A c’hui so manquet da ober actou a Feiz a amser da amser, eguis ma ze obliget pep Christen, ispicial pa oc’h bet temptet dre sonjou control da ur virionez bennac desquet dre ar Feiz ?
A C’hui hoc’h eus disesperet eus ho silvidiguez, o songeal ne alle quet Doue ho pardonni, pe e voa impossubl deoc’h miret e C’hourc’hemennou, pet guech ?
Dre an disesper-se a c’hui so chomet hep ober un action vad bennac, da behini e voac’h obliget ; peseurt action, ha pet guech.
A c’hui hoc’h eus offanset Doue gant mui a liberte
hac a facilite, rac ma ze mad ha prest da bardouni ; pe
o songeal e visac’h quit en ur goves ho pec’het ; pe
seurt pec’het ha pet guech.
A c’hui hoc’h eus en em exposet pe en em laqueet en danger da bec’hi, o fiziout re en o nerz, en ho speret, en ho gouiegues, en ho tanvez, pe en ho querent, ho mignounet, pe seurt occasion, ha pet guech ?
A c’hui hoc’h eus bet santimanchou a gassoni evit an Autrou Doue, abalamour d’e jugeamanchou pe d’e C’hourc’hemennou, pere a barisse deoc’h re rust.
A c’hui hoc’h eus murmulet en e enep abalamour da ze, pe abalamour m’ho lese e poan, en affliction, e paourentez ; pe guech, ha dirac pet den.
A c’hui hoc’h eus taulet ho fautou var an Autrou Doue, o lavaret : Pa zon grêt er guis-mâ gant Doue, pa na ro quet Doue din ar c’hraç da drec’hi ma zañtimant na ma goall inclination : pet guech, ha dirac pet den. An dra-se a so blasphemi.
N’hoc’h eus-hu quet bet cassoni evit an dud devot ha vertuzus, o decriet, grêt goab anezo ; pet guech.
N’hoc’h eus-hu quet caret muioc’h traou ar bed evit Doue, o veza disposet d’e offansi quent evit o divoeret, quent evit displigeout d’ho querent, d’ho mignounet, etc.
A c’hui hoc’h eus leset ho tever pe un action vad bennac da ober gant mez, pe evit pligeout d’ar bed, pe gant aoun da veza goapeet ; petra eo, ha pet guech.
N’hoc’h eus-hu quet tremenet an darn vuia eus hoc’h amser er stad a bec’het marvel, heb ober actou a garantez Doue nac a contrition.
A c’hui so manquet da repren, ispicial ar re a so en ho carg, pa o deus grêt ur pec’het bennac en ho presanç.
A c’hui hoc’h eus meulet, amprouet pe conseillet un droug bennac, pet disaliet ur re bennac da ober mad ; pet guech ?
A c’hui so manquet da bidi Doue var ho taoulin dioc’h ar mintin ha dioc’h an nos, pe lavaret ho pedennou hep respet, hep devotion nac attantion, ho speret e lec’h-all ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus parlantet ha causeet hep necessite en Ilis, c’hoarset pe en em gomportet en ur fæçoun direspet, grêt goab eus ar Misteriou, pe eus ar ceremoniou santel, dispriget comsou Doue a vize expliquet deoc’h ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus credet pe grêt un dra bennac leun a superstition, eguis cridi d’an unvreou, d’al loënet, cridi ez eus deveziou eürus pe malheürus anezo ho-unan, consulti an divinourien pe ar re en em emel a sorceres, ha traou-all erguis-se.
A c’hui hoc’h eus en em servichet eus a ur sorceres bennac ; eguis a villejou, a gomsou, a oræsonou, pe eus a draou-all evit parea clènvejou, evit distana, chalmi ar goad ; chalmi ar fusullou, evit gouren, evit diboch pe trompla ur re bennac ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus desquet ar seurt traou diabolic-se da re-all, pe o aliet d’en em servicha anezo ; da bet den, ha pet guech.
A c’hui so manquet pe daleet re da accomplissa ho vœuou, da lavaret eo, da renta pe da ober ar pez ho poa gouestlet da Zoue pe d’ar Saent ; pe seurt vœu ?
Hep caus e Hano na doui quet,
Nac ivez netra eus ar bed.
A c’hui hoc’h eus touet, da lavaret eo, quemeret
Doue, pc ar Barados pe un dra-all da dest eus ar pez
a lavarac’h pe a assurac’h. Pe seurt le hoc’h eus grêt,
pe dre ho Feiz da Zoue, quer guir ha ma Doue en Ee,
pe ne houllân biquen mont d’ar Barados, pe me houlen
beza daounet, beza dall, pe an diaoul r’am dougou, pe
ne houllân quet flaicha ae’hann, pe dre ur fæçoun-all
bennac. Leveret pe e faus pe e guir, pe hep songeal
hac èn a vize guir pe faus ; pet guech bemdeiz, pet
guech er sizun pe er mis.
A c’hui hoc’h eus touet e faus dirac ur Barner. Al le hoc’h eus grêt hac èn a so bet caus eus ur c’holl pe un domaich bennac ; pe seurt domaich.
A c’hui hoc’h eus touet pe brometet, dre ho le, da ober un dra bennac hep caout intantion de ober ; a c’hui so bet caus dre guemense eus un domaich bennac, pe seurt domaich.
A c’hui so manquet hep ræsoun da ober ar pez ho poa prometet dre ho le , a bet caus dre guemense eus un domaich bennac.
A c’hui hoc’h eus touet dre goler pe en ur gourdrous e rafac’h un dra bennac ; mar boa mad ha permettet, a c’hui so manquet d’e ober. Mar boa droug a difennet, a c’hui hoc’h eus èn grêt, pe bet ar volontez d’e ober ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus touet evit un dra a voa guir, mæs hep affer na necessite ; pet guech.
A c’hui so bet caus , dre ho faut pe expres, da ur re bennac da douet pe da vlasphemi ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus en em glemet a Zoue, ho songal pe o lavaret ne voa quet just na mat en oc’h andret pe en andret ar re all, pe o lavaret : petra em eus-me grêt da Zoue pa em lez er boan-mâ ; peautramant, na Doue nac an diaoul n’o deus sonch ac’hanon ; pet guech, ha dirac pet den.
A c’hui hoc’h eus losquet mallosou pe roet maledictionou da re-all, pe deoc’h hoc’h-unan, pe d’ho loenet, eguis lavaret : mallos Doue varnout, an tan ra tevo, ar vocen ra lazo, quee gant an diaoul, etc.
A c’hui hoc’h eus lavaret an traou-se a galon, gant desir pe bolontez e c’hoarvezent ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus prononcet an Hano a Zoue hep respet, gant despet, pe dre goler, eguis lavaret : Sacre, Ventre, Pardi, etc., pe brononcet evit netra, pe evit farçal, an Hano a Jesus, Mari ; pet guech ?
Miret a ri an oll Suliou
Gant œuvrou mad ha pedennou.
Cleo devot a-ben-da ben
Bep Sul a bep Gouel an Oferen ;
Neuse pep labour a lizi,
Evit hor Salver a enori.
A c’hui so chommet hep Oferen da Sul pe da Vouel dre ho faut , bet caus d’ar re all da goll an Oferen ; pet guech.
N’hoc’h-hu quet erruet divezat en Oferen, d’ar memes deveziou, dre ho faut. Peguement hoc’h eus collet eus an Oferen ; ha pet guech.
A c’hui hoc’h eus parlantet en Oferen hep affer na necessite, troet ho pen da sellet en dro deoc’h, bet caus d’ar re-all da barlant pe da c’hoarsin dre ho taillou, ho gestou ; pet guech, ha da bet den hoc’h bet caus da goll er guis-se an Oferen.
A n’en de quet pet ho speret disonch, direis pe dibarfet en Oferen ; da lavaret eo, ho sonch, ho santimant e plaç-all, o sonch traou-all, ar pez a hanver distractionou.
A c’hui hoc’h eus consantet pe en em arretet a volontez vad en distractionou-se, pet guech.
A c’hui so manquet dre ho faut pe dre negligeanç da assista en Oferen bred en ho Parres, da viana bep tri Sul ; pet guech.
A c’hui so sortiet eus an Ilis epad ar c’hatechis, ar pronn, pe an instruction, ha bet caus dre ar goall exempl-se d’ar re-all da sortial : pet guech.
A c’hui hoc’h eus labouret da Sul pe da Vouel hep un necessite vras, pe seurt labour, epad pet heur, ha pet guech.
A c’hui hoc’h eus grêt d’ho pugale, d’ho servicherien pe da re-all labourat en devesiou-se ; pet guech ha pet den.
A c’hui hoc’h eus prenet pe guerzet hep necessite da Sul pe da Vouel, bet er foariou, er marc’hajou.
A c’hui so bet en tavarnou da Sul pe da Vouel, evet epad an Ofiç en ho parres, tremenet cals amser eus an devesiou-se er feneantis, er c’houariou, en ebatou, o chasseal pe hoc’h ober beachou ha bisitou inutil ?
Da Dad, da Vam a enori,
Ha da vuez a astenni.
Ar Gourc’hemen-mâ a gompren deveriou ar vugale, ar Servicherien, deveriou ar priejou, an Tadou, ar Mamou ; deveriou, ar Mistri ha Mestreset,ha generalamant deveriou an Inferiolet en andret o Superioled, ar Superioled en andret o Inferioled : ret eo eta da bep hini examina amàn an deveriou eus e stad hac eus e gondition.
Ar vugale a dle d’o Zadou ha Mamou carantez, respect, oboissanç, ha servich.
A c’hui oc’h eus bet drouc a cassoni oc’h ho Tad pe ho Mam, desiret ho maro pe un drouc bennac dezo. Perac. Hac abalamour m’ho reprenent eus ho fautou e voua, pe abalamour m’hoc’h ampechent da freguanti goall gompagnunes, pe evit caout o danvez, pe abalamour ma vouac’h scuis ganto ; pet guech ?
A c’hui, oc'h eus preseguet rust outo, bet disprigeanç evito, o injuriet, gret goap anezo, o drouc-preseguet, o reprenet gant ourgouill pe superbite, gret rebechou dezo ; petra oc’h eus-hu lavaret, pet guech ?
A c’hui a so bet digass a mogracius en ho andret, roet goal responchou dezo, sellet a dreus outo, manquet d’ho saludi pe da breg outo gant respet ; pet guech ?
A c’hui so manquet d'o c’honsulti en oc’h afferiou important, evel pa ve quistion da zimisi pe da guemer ur parti-ail ?
A c’hui oc'h eus o gourdrouset, aviset scoï ganto, pe memes scoët ganto ; pet guech ?
A c’hui hoc’h eus disoboisset d’ho Tad pe d’ho Mam pa gommandent deoc’li un dra bennac a vize permettet ; petra voa, ha pet guech.
A c'hui oc'h eus en despet dezo frequantet an dançou, ar c’hoariou, ar goall gompagnunez, an dud libertin ha dibochet, na dlefac'h quet memes gant o c’honsantamant, heulia.
A c’hui oc’h eus, en ur vonet da ober ar pez a goumandent deoc’h murmulet, resonet a bet caus dezo da bec’hi da goleri, da douet pe da vlasphemi ; pet guech ?
A c’hui oc’h eus abandounet ho Tad pe ho Mam en o necessite ; reüset outo an traou necesser, hac ho assista hervez ho callout ; e pe tra, ha pet guech.
A c’hui a so manquet da ober ar pez o devoa recoumandet en o heur diveza pe dre o zestamant, pe chomet re hir hep e ober ; petra voa, ha perac.
A c’hui hoc’h eus bet sourci da bidi Doue evito goude o maro, a memes epad o bues, eguis ma zoc’h obliget ?
A c’hui oc’h eus o ampechet pe o distroet da restitui ar pez o devoa goal-guemeret, pe zidomachi ar gaou o devoa gret, pe manquet d’e ober, hoc’h-unan, o c’houzout e voant-y obliget.
A c’hui hoc’h eus quemeret un dra bennac divar goust ho Tad pe ho Mam, roet pe guerzet traou divar o c’houst, hep gout dezo ; petra eo a perac ?
A c’hui hoc’h eus aliet pe en em servichet eus ar servicherien pe re-all evit quemense.
A c’hui hoc’h eus gret goal usach pe dispignet en tavernou, er c’hoariou, e procesou injust pe e traou dishonest, an arc’hant pe an danvez o devoa roet deoc’h ; peguement.
Ar servicherien o deus ivez ar memes deveriou e quenver o Mistri, o Mestreset, evel ar vugale en andret o Zadou, o Mammou, ret eo eta dezo en em examina var ar memes poenchou-se, ha dreist pep tra guelet hac hy o deus impliget mad an amser, pe quemeret un dra bennac divar goust o Mæstr pe o Mestres, var digare ma quevont o deus re nebeut a c’homanant.
Ar Priejou a dle en em garet, en em supporti, en em respeti, ha beza fidel an eil d’eguile.
A c’hui hoc’h eus bet yenien ha cassoni evit ho pried : abalamour da betra ; hac abalamour ma carac’h guel an all. Pegueit eo padet ar gassoni-se. Hac ato emoc’h-hu en disposition-se. A c’hui hoc’h eus desiret drouc d’ho pried ; pe seurt drouc, ha pet guech. A c’hui hoc’h eus e scoët pe gret an droug bennac dezi.
A c’hui hoc’h eus e laqueet e coler, bet caus dezi da douet da vlasphemi, en em laqueet expres da zireisi pe da c’hoari ar c’hontrol ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus e injuriet, pedet mallozou ; pe seurt, ha pet guech.
A c’hui hoc’h eus bet disprigeanç evit ho pried abalamour d’e defautou pe d’e humor ; gret rebechou, gret trous, scandalet ha cavet drouc e quement a rae ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus abandounet ho pried er c’hlenved, en em separet ; perac.
A c’hui hoc’h eus tretet ho pried eguis ur vates, bet disprigeanç evit e avisou mad, manquet da roï dezi anaoudeguez eus oc’h afferiou.
A c’hui hoc’h eus fallet beza mestres, coumaudi d’ho pried, beza indepandant, pe reüset senti hac heulia e avis ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus permettet actionou dishonest an eil gant eguile, pe seurt, ha pet guech.
A c’hui boc’h eus bet aoun da gaout re a vugale, a gret un dra bennac evit miret n’ho pize quet ; petra, ha pet guech ?
N’hoc’h eus-hu quet goal distribuet danvez ho creg ; e pe fæcoun, ha peguement.
A c’hui hoc’h eus e chagrinet ha tourmantet evit e obligea da gounsanti pe da sina un affær bennac a voa domaichus dezi ; pe seurt affer, ha pet guech.
A c’hui hoc’h eus quemeret pe guerzet traou e cuz, hep gout dare d’ho pried ; evit petra, peguement ha pet guech.
Pa hoc’h eus bet cassoni, trous ha scandal an eil oc’h eguile, a c’hui hoc’h eus disoboisset ha reüset e guir an eil d’eguile ; pet guech.
Ar refus-se hac èn so bet caus eus un drouc bennac-all.
A c’hui hoc’h eus pec’het pe desiret pec’hi gant re-all, ha droug-songet eus ho pried var ar memes poent, pet guech ha pegueit amser hoc’h-hu bet er goall santimant-se ?
An Tadou hac ar Mammou a dle instrui o bugale, roï dezo squezr vad, hac o antreteni hervez o c’hondition.
A c’hui hoc’h eus instruet ho pugale hac ho servicherien, ispicial ar re a so en oat da zisqui, desquet dezo anaout ha caret Doue, o c’hasset d’ar c’hatechis, d’an Oferen da Sul ha da Vouel, querquent ha ma ze achuet o seiz vloas ganto.
A c’hui hoc’h eus o c’hasset da goës, pa ze deut dezo ar memes oat a seiz pe a eiz vloaz, gret dezo pidi Doue hep mintin ha hep nos.
A c’hui hoc’h eus roet dezo liberte da frequanti tud fall, tud libertin, compagnunezou dangerus, eguis an dançou, an nosveziou, ar c’hoariou, etc, desquet dezo conchennou pe canaouennou dishonest, touet Doue en em lacaat e coler, en em scandala.
A c’hui hoc’h eus o c’horriget dre goler, dre amportamant ; o injuriet, pedet mallozou, pe roet goall dolliou dezo ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus incitet ho pugale pe ho servichourien d’an drouc, eguis d’en em vengi, da ober coll, coumandet dezo traou diffennet, poho ampechet da ober traou coumandet gant Doue pe gant an Ilis ; petra, ha pet guech.
A c’hui oc’h eus inspiret dezo an ourgouil, ar vanite, an ambition, o meuli, o guenet, o speret, o madou, etc.
A c’hui hoc’h eus laqueet bugale vian, quent deiz ha bloaz, pe bugale goude an oat a bemp bloaz, da gousqüet gueneoc’h, pe autramant potret ha merc’het da gousquet assambles goude ar memes oat ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus mouguet pe bet caus eus a varo anan bennac, rac beza e dennet er guele gueneoc’h.
A c’hui hoc’h eus gret un droug bennac dirac ho pugale pe ho servichourien, touet, blasphemet, roet maledictionou, lavaret comsou dishonest, evet dreist musul ha mezvet dirazo ; petra hoc’h eus-hu gret pe lavaret, ha pet guech.
A c’hui hoc’h eus gret goab dirazo eus an devotionou pe eus an dud devot ; pet guech.
N’o deus-y quet remerquet penaus ne assistet casi jamæs en Offiç en ho parres, na dosteet nemeur oc’h ar Sacramanchou, na bedet jamæs Doue var ho taoulin da vintin pa zavet, na da nos pa zet da gousquet ?
N’hoc’h eus-hu quet goall dispignet an danvez a dleac’h da implija evit antreteni ho pugale hervez ho stad, pe tremenet hoch amser er feneantis, o redec duma ha duont, ar pez a so caus na ellet quet o antreteni na pea ho tle.
N’hoc’h eus-hu quet contraignet unan bennac eus ho pugale da zimizi pe da antren en ur stad-all bennac, enep e volontes hac e gonsantamant parfet.
A c’hui a so bet caus a gassoni etre ho pugale, o caret an eil dreist eguile, pe o roï mui da unan evit d’eguile.
Mar doc’h Lestad pe Lesvam, a c’hui so bet rust en andret ar vugale guenta, o goaldretet, o injuriet, gret gaou outo dre un Invantor faus, pe en ur fæçoun-all.
A c’hui hoc’h eus paet ho servichourien gant lealdet. N’hoc’h-hu quet bet goal rust hac ingrat en ho andret, e coumandi dezo traou re zifficil pe dreist o galloud ; gret dezo paea traou collet pe torret hep o faut.
N’hoc’h-hu quet a abandounet en o c’hlenved pe reüset o soulagi hervez ho commodite ?
Mir na lazi den ebet,
Nac a galon nae a effet.
A c’hui hoc’h eus bet cals a maliç hoc’h ho Nessa. Petra, ha pegueit e padet ar gassoni-se. A c’hui hoc’h eus recevet ar Sacramanchou er stad-se ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus songet pe lavaret na bardounzac’h
birviquen nep en devoa hoc’h offancet, reüsec prezec
ountàn, e saludi a renta dezàn ar servich oac’h custum,
pedet mallosou gantàn.
A c’hui hoc’h eus gret drouc d’ho Nessa, e scoet, e voall-gannet, e vlecet pe e lazet, desiret pe gourdrouset ober an traou-se ; pet guech, ha pe seurt drouc hoc'h eus-hu desiret, ha pe seurt personaichou hoc’h eus tretet er guis-se.
A c’hui hoc'h eus bet trous, scandal, angaget re-all en ho tisputou, en ho cannou ; pet den, ha pet guech. Epad peguement a amser hoc’h eus-hu ruillet dre ho speret ar sonch pe an intantion da ober an drouc-se abars e ober.
A c’hui hoc’h eus injuriet ho Nessa en e bresanç ha dirac re-all. Hac-èn a voa guir pe faus, pe cuzet ha secret ar pez hoc’h eus lavaret.
A c'hui hoc’h eus e zrouc-prezeguet pe e zecriet er mare ne voa quet presant, quemeret pligeadur o clevet e zrouc-prezec. Petra hoc'h eus-hu lavaret pe clevet.
A c’hui hoc’h eus dre gassoni, dre vengeanç dre avi desiret un drouc bennac d’ho Nessa pe de Famill, eguis ar maro, collou, dishenor, paourentez pe eur goal affer ; quemeret pligeadur o velet drouc, pe displigeadur o velet vad dezan, pe seurt drouc, ha pet guech.
A c’hui hoc’h eus discleriet ar joa-se ho poa o velet drouc pe coll d’o Nessa da re-all, hac ho disaliet da ober vad dezan.
A c’hui hoc’h eus drouc-songet, credet drouc eus ho Nessa hep guir na resoun, lequeet trous, scandal ha division etre an dud.
A c’hui hoc’h eus desiret drouc deoc’h hoc’h-unan, eguis desirout ho maro, terri ho couzoug, en em veuzi, pe en-em laza en ur fæçoun-all ; pet guech ha perac.
A c’hui a so bet digas en andret ho Nessa, indiffarant o velet poan pe coll dezan, pe disprigeanç evintàn, occupet ho speret demeus e zefautou, o disculiet d’ar re-all, ha gret goab anezàn.
A c’hui hoc’h eus manquet d’he assista er pez ma c’hellac’h, bet cris hac ingrat en andret ar beorien, comset rust outo, ha gret rebechou dezo ; pet guech.
Pa zoc’h bet drouc countant a ur re bennac, a c’hui
hoc’h eus murmulet en e enep, ha lavaret : Nebaoun,
c'hui a zui c'hoas d'am c'hlas-me, affer hoc'h eus ac’hanon-me,
mæs m’en talvo deoc’h.
A c’hui a so bet caus pe occasion da ur re bennac da offansi Doue dre ho faut pe dre ho coall exempl ; pe seurt pec’het, hoc’h eus-hu occasionet, pet guech, na da bet den.
A c’hui hoc’h eus amprouet goall actionou, meulet ur re bennac eus e bec’hejou ; pet guech, ha peseurt pec’het hoc’h eus-hu meulet.
A c’hui hoc'h eus laqueat ur re bennac da offansi Doue dre ho coal ali dre ho courc’hemen, pe oc’h e contraign, pe o vancout d’e gorrigea mar boa en ho carg, pe da avertissa an nep a alle lacaat urz ; pe seurt pec'het hoc’h eus-hu occasionnet er c’hiz-se.
A c’hui hoc’h eus manquet da ampeich ur pec’het pe un drouc all, mar boa en ho pouvoar e ampeich ; pet guech, hac e pe occasion.
Goulennit digant Doue ar c’hraç da garet ho Nessa eguistoc'h hoc’h-unan, eguis ma coumand deoc’h, martese n’hoc’h eus-én gret biscoas.
Lubric mir na vezi nepred,
Dindan boan da veza daounet.
Ne c’hoanta dre luxur pec’hi,
Nac e sonch vil en em bligi.
Al Lubricite, ar pec’het vil se pehini, hervez an abostol
Sant Paul, na dleffe quet beza hanvet etouez ar
Gristenien, a eller da goumeti dre an oll squianchou
naturel, ret eo eta o examina an eil goude eguile.
A c’hui hoc’h eus quemeret pligeadur o clevet comsou cuzet ha goloët, comsou lous ha dishonest, pe canouennou dissolit ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus c'hoarset pe roet da entend en ur
faeçoun-all bennac e amprouac’h ar seurt langaichou
vill-se ; pet guech. O c'hallout o ampeich, en ur avertissa
pe o repren nep o lavare, a c’hui a so manquet d’e
ober.
Ar c’homsou dishonest-se hoc’h eus clevet, hac iy a so bet caus deoc’h da gaout sonjou vil en ho speret, e pere hoc’h eus en em arretet ha quemeret plijadur ; pet guech.
A c'hui hoc’h-eus bet ivez desirou fall en ho calon, da lavaret eo, faltasi pe intantion da ober un action fall bennac ; pe seurt ha pet guech.
Ha clasquet hoc’h eus-hu an tu pe an occasion da ober an action-se ?
A c’hui hoc’h eus ive lavaret ar seurt comsou-se, pe canet a recitet ar seurt canaouennou-se ; pet guech, ha dirac pet den.
A c’hui o poa sonjou pe desirou vil er mare-se pe goudese, dre ar c’homsou-se. Difficil bras ha quasi impossubl eo n’ho pize quet ; rac an teod ne barlant nemet hervez ar pez a so er santimant pe er galon.
A c’hui hoc’h eus arretet ho sell var draou dishonest, pe da viana dangerus ; pc seurt traou ; pet guech, hac e pe intantion ; dre legerete pe dre curiosite.
N’hoc’h eus-hu quet ive sellet gant curiosite pe gant pligeadur oc’h guenet ur personaich bennac ; lennet Levriou fall, hac ho frestet da ur re bennac. Ar sellou, al lecturiou-se n’o deus-y quet roet deoc’h sonjou pe desirou vil ?
Ar sonjou hac an desirou vil-se hoc’h eus bet, ha n’o deus-iy quet ho touguet da ober un dishonestis bennac gueneoc’h hoc’h-unan, pe gant re-all, pe da glasq an occasion d’e ober, pe seurt dishonestis, pet guech ganeoc’h hoc’h-unan, pet guech gant re-all, ha gant pe seurt personaich, hep e henvel, dre e hano, mæs lavaret hac èn e voa car pe cares deoc’h, comper pe gommer, fillor pe fillores, dimezet pe zizemes, etc.
A c'hui hoc’h eus desquet da re-all, pe o angaget hac o sollicitet da ober traou dishonest ; pe seurt traou, pet den, ha pet guech.
A c’hui hoc’h eus permettet da unan bennac ober
deoc’h taillou pe gestou dishonest ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus en em visquet pe en em gomportet en ur fæçoun divoder ha control d'ar vodesti ; e pe intantion.
A c’hui hoc'h eus bet re a familiarite an eil gant eguile, goaset ha merc’het ; quemeret ul liberte criminal bennac, grèt bisitou gant intantion fall, comzet e cuz assambles, daremprezet an dançou, an ebatou, an nosveziou, etc,
A c’hui hoc’h eus en ho tifun en em arretet ha quemeret pligeadur er sonjou vil hoc’h ens bet dre ho cousq ; pet gouech ?
Beza ez eus cals pec’hejou-all a Lubricite pere a so estrainch ; n’eller quet o c'henvel amàn, mæs nep a sant e ene coupabl anezo, a dle en em ziscarga hep dale dindan boan a zaounation.
Eguis an Orgouill, ar Gourmandis hac al Lesireguez a gondu ordinalamant d’al Lubricite, e eller o examina amàn.
A c’hui hoc’h eus en em c’hlorifiet, en em bompadet da veza gret ur pec’het bennac, pe seurt pec’het, ha pet guech hoc’h eus-hu e goumetet.
A c’hui hoc'h eus en em vantet da veza gret ur pec’het bennac n’o poa quet grêt ; petra eo, pet guech, ha dirac pet den.
A c'hui hoc’h eus en em c’hlorifiet eus ho madou, ho quenet, ho gouieguez, eus ho quiscamanchou, eus ho querent pe eus a un dra-all ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus en em istimet muia evit ar re-all ; bet disprigeanç evito, grêt goab anezo ; pet guech.
A c'hui hoc’h eus en em quinclet, en em fichet evit pligeout, pe evit lacaat ur re bennac d’ho caret, pe da zesirout pec’hi ganeoc’h ; pe seurt tud hoc’h eus temptet er guis-se, ha pet guech.
A c’hui hoc'h eus roet da gridi dre impocrisi e voac’h un den devot, un den honest, grêt œuvriou mad eguis rei an alusen, pe mont alies da goës, etc, en inition-se da dremen evit an den devot, da veza istimet hac enoret.
A c’hui hoc’h eus murmulet pe en em glemet eus ho superiol, dispriget e bersonnaich, e avisou hac ar pez a goumande deoc’h legitimamant ; pet guech ?
A c’hui hoc’h eus debret pe evet re, ha memes bete incommodi ho yec’het, vomissa pe coll ho ræsoun ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus grêt un dishonestis bennac dre ho mezventi, lavaret comsou lubric, canet canaouennou dissolit, touet Doue, charniet, clasquet affer, scoët pe cannet ur re bennac, injuriet pe goall dretet ho crecg pe ho pugale ; petra hoc’h eus-hu grêt pe lavaret, ha pet guech.
A c’hui hoc’h eus angaget re-all da eva dreist vusul, roet da eva da dud meo, hac en em vantet d’o beza mevet ; pet den, ha pet guech.
A c’hui hoc’h eus debret re alies, impliget re a amser da zibri ha da eva.
A c’hui a so bet meo da Sul pe da Vouel, d’an devesiou yun, eguis er c’horaïs er vigilou, en daouzec deiziou, ha bet caus da ur re bennac da ober ar memes tra ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus yunet ar c’horaïs, ar vigilou, an daouzec deiziou, drebret etre ho predou, ha bet caus d’ar re-all da derri ar yuniou-se ; pet guech.
A c’hui hoc’h eus debret quic pe viou en deveziou difennet, hep nessessite na permission, ha grêt da re-all ober ar memes tra, pet guech ?
A c’hui hoc’h eus collet an amser, o chom hep ober netra pen da ben an deiz ; nemet cousquet, dibri hac eva, pourmen, lavaret traou dibrofit, ober bisitou inutil, ha lesel ho traou en abandoun ; pet guech ?
A c’hui hoc’h eus manquet da assista en instruction, o caout ar gommodite, hac impliget hoc’h amser er c’hoariou, o c’hoari ar c’hartou pe c’hoariou-all ; pegueit so abaoue ma m’oc’h en accustumanç-se ?
A c’hui hoc’h eus prodiguet ho madou er c’hoariou,
laqueet an dud da brezec ac’hanoc’h, ha bet occasion
d’ho crecg pe d’ho pugale, d’ho tad pe d’ho mam da
gaout melconi, displijadur ha dienez.
En em zivoal dioc’h laëronci,
Na domaich da Hentez na ri,
Madou re all na zezir quet
D’ho c’hemeret hep guir ebet.
A c’hui oc’h eus quemeret un dra bennac divar goust ho nessa ; petra eo, ha peguement a dal ?
A c’hui hoc’h eus quemeret nebeut gant bolontez da guemer davantaich, m’ho pize cavet an occasion ?
A c’hui hoc’h eus bet alies ar volontez-se da guemer traou injustamant, pe desiret madou ho nessa, a traou ne voant quet dleat deoc’h ; pet guech ?
A c’hui hoc’h eus dalc’het cont vad eus ar pez a voa roet deoc’h da verza, pe recommandet da brena. Noc’h eus-hu quet miret un dra bennac gueneoc’h, var digare ma voa dister ha ma ho poa e c’houneet avoalac’h, abalamour ma vouiac’h ar fæçoun da verza hiroc’h pe da gaout guel marc’hat evit un all ; pegueit so ma rit an dra-se, pet guech, ha peguement bep guech ?
A c’hui hoc’h eus tromplet ho prena pe o verza, guerzet traou fall ha fautet, evit traou mad ha difaut, guerzet muioc’h evit ne dale ar varc’hadoures da nep ne vouie quet ar pris, gret fals poés, fals muzul pe mescount gant couieguez ; pegueit so ma rit er guis-se, pet guech, ha peguement bep guech.
A c’hui hoc’h eus distribuet arc’hant faus gant ho couieguez, peguement, ha pet guech.
A quemeret oc’h eus-hu un dra bennac a aparchante oc’h an Ilis ; pe, o veza Fabriq, leset traou an Ilis pe e goaranchou da goll, pe gret mescount.
A c’hui oc’h eus prenet gant ho couieguez traou a vize laëret, prenet e cuz digant graguez, bugale pe servichourien ; petra, ha pet guech.
A c’hui hoc’h eus miret en ho profit ar pez hoc’h eus cavet, pe hoc’h anaout e berc’hen, pe o vancout d’en em informi oc’h piou e apparchante ; petra eo.
A c’hui hoc’h eus peet gant lealdet goprou ho servichourien, an devesourien, gonediguez ar vicherourien ; peguement a c’haou hoc’h eus-hu grèt outo.
N’hoc’h-hu quet bet negligeant da bea ho tle o c’hallout e ober, manquet da bea ho cargou, an deogou, lamet un dra bennac anezo, ha roet ar pep falla ho poa evito, ha bet caus er guis-se da nep ma rancac’h da souffr domaich ; peguement.
A c’hui hoc’h eus gret domaich da nicun en e vadou, en e eost, en e loenet, pe e traou all ; peguement a zomaich :
A c’hui hoc’h eus carguet er Rollou ur re bennac dre gassoni, dre vengeanç, pe evit discarga ho querent, ho mignounet, pe evit en em ziscarga hoc’h-unan.
O veza micherour, devezour, pe servichour, a c’hui hoc'h eus labouret gant lealdet ; n’hoc’h eus-hu quet laëret an amser, ar boet hac an arc’hant ; peguement e talie an domaich.
A c’hui hoc’h eus coumandet, conseillet aliet ober un domaich pe un drouc bennac, permetet, counsantet pe sicouret ober, roet pen d’al laëron, cuzet traou laëret pe goal gueméret, profitet anezo, pe manquet da ampeich ur c’holl bennac, ispicial o veza obliget, evel ur servichour pehini a bermet laëres e Vestr pe ober coll dezân ; peseurt domaich hoc’h eus-hu occasionet er guis-se ?
Na gueïer, na fal testeni,
Mir birviquen na liriri.
A c’hui hoc’h eus douguet fals testeni, o lavaret ar pez ne voa quet guir pe ho tevel var ar virionez ; pet guech ha pe seurt domaich hoc’h eus-hu occasionnet.
A c’hui hoc’h eus clasquet pe angaget ur re bennac da veza test faus ; pet den, ha pet guech.
A c’hui hoc’h eus gret actou, contrajou, quittancou pe billejou faus, laqueet brassoc’h somm er c’hontrajou-pren evit ne voa conditionet, ha quement-se evit ampeich ar raquit pe e cas a raquit, evit caout ar somm-se.
A c’hui hoc’h eus songet pe lavaret gueïer, traou a vize faus, hac a gonsecanç, a elle noazout d’an enor pe d’ar reputation an Nessa. Eus a be seurt condition tud hoc'h eus-hu drouc-prezeguet er guis-se ; petra hoc’h eus-hu lavaret ha pet guech.
A c’hui hoc’h eus lavaret eus ho Nessa traou a vize guir, mæs cuzet ha secret, ha bet caus dezan da veza decriet ; dirac pet den.
A c'hui hoc’h eus cresquet fautou ho nessa, o lavaret mui evit ne voa en effet ; dirac pet den.
A c’hui hoc’h eus bet plijadur o clevet drouc-prezec ha dicrial ur re bennac : dre guriosite e voa, dre gassoni pe dre avi, pet guech.
A c'hui hoc’h eus drouc-songet ha credet re bront an drouc hoc’h eus clevet eus ar re-all, ispicial mar boa pouner ha noazus.
A c'hui hoc’h eus disculiet ar pez a voa lavaret deoc’h e secret, ha bet caus er guis-se d'eguile da gaout nec’h ha displigeadur, cassoni pe scandal ha division.
A c'hui hoc’h eus trahisset ur re bennac oc’h ober van da veza mignoun dezân ha da guemer e barti er mare ma voac’h control dezân. A c’hui a so bet caus dezân er guis-se da gaout coll pe domaich ; pe seurt domaich.
Ar seiz pec’het capital a so c’hoas ur sujet var behini e tleer en em examina : mæs mar hoc’h eus gret attantion, hon eus comset anezo e Gourc’hemennou Doue dre bere e zint diffennet.
Graç da nep a lenno pe a glevo lenn ar pez a so raportet el levric-ma, da brofita anezan, evit gloar Doue ha silvidiguez e ene.
Imprimerie de DESMOULlNS à Landerneau,