Loden gentan — XXVI.
Pac’h eas an otro Bourne en karg n’an nevoa nemet daou vla ha daou ugent, ha c’hwec’h vla a oa e rene eskopti Southwark (lennet Saouzwôk), eman ennan an tu ar c’hreiste eus Londrez. Gwall yaouank, kwita ? evit eun eskob. Mes danve a oa ennan. Al labour mat dispar an nevoa grêt en Southwark, dreist-oll ’n eur zevel breuriezio a bep sort, an nevoa diskoeet e oa gouest da gemer ar renk kentan etouez eskibien Bro-Zôz.
Breman hen gweler c’hoaz sklêroc’h, breman pan eo deut da vat gantan ar c’hendalc’h an neus savet en Londrez ar bla 1908.
Daou vla a oa en nevoa laket en e benn hen sevel. Kridi a rê e oa dare awalc’h ar fe gatolik en Bro-Zôz evit m’he dije kêr Londrez, d’he zro, an enor da gaout ar c’hendalc’h a dalc’her bep bla, aboe 1889, en eur vro bennak eus ar bed katolik, en enor da Zakramant an Oter. Eur sort bodaden he dije talveet d’e genvroiz katolik kalz a gonfort, dre m’he dije stardet o fe e-kenver an Eukarist, ha d’e genvroiz protestant he dije talveet eur gentel a-bouez, dre m’he dije roet d’ê da c’hoût pegen kaer tra eo an oferen ha pegen kaer al lido all a ra an Iliz Roman dre zoujanz ouz Doue er Sakramant. E tu-hont da ze, ’n eur bedi an Tad santel ar Pab da gas eus e beurz eur c’hannad (légat) evit ren ar gouelio, e wele au otro Bourne e roe d’e vreudeur dianket an tu da lemel eus o c’halon, pe da vihanan da glouaraat ar gasoni o deus ouz pennrener an Iliz Roman. Ha seul-vui ma sonje en ze, seul-vui donoc’h e yenne e vennoz en e spered.
Meur a hini koulskoude a glaskas hen dizalian, meur a hini a glevas o laret e lake re uhel ar fians an nevoa ennan e-unan. « Petra ! emint-i, sonjal bodan kement a eskibien hag a veleien gatolik en Bro-Zôz, ha pidi anê, war ar marc’had, da zont da Londrez en soudanen, mar o deus ar gustumans d’he dougen ! Hag-en, en Bro-Zôz, herve Reiz a Frankiz 1829, ne dle ar veleien en em diskoe er ruio nemet gant ar gwiskamant lik a doug an dud a iliz ![1] Petra c’hoaz ! Pidi an Tad santel ar Pab da gas da Londrez, eus e beurz, eur c’hardinal kannad, hag-en n’eus ket eur vro hag e vefe bet diskoeet enni beteken kement a gaz ouz e c’halloud hag e hano ! Petra c’hoaz ! Kridi sevel prozision ar Zakramant en kêr-benn Bro-Zôz, e-kichen iliz abati Westminster, elec’h ma toue ar roue Edouard VII, an 9 a viz eost 1901, ’n eur gemer war e benn ar gurunen a roue, en nije stourmet ouz kreden an treusustansiadur[2]. Nan, birviken ne vo otreet d’an arc’heskob gant gouarnamant ar roue ober kemend-all ! Lakomp kouskoude e tigouefe d’ean kaout otreadur. War biou en em harpo ? N’ê ket a dra zur war ar boliserien. War biou ’ta neuze ? War ar gatoliked ? hag-en n’emaint nemet 600 mil en Londrez e-kenver 6 milion a brotestanted ; nemet 2 vilion en Bro-Zôz hag en Bro-Skos, e-kenver 34 milion a brotestanted. Gwir ê emaint tost da 4 milion en Iverzon : mes re baour int eno evit ober eur veaj ken hir ha hini Londrez.
Piou eta a difenno tud ar prozision, piou a difenno an Hosti zakr eneb an dud a dizurz a glasko, sur mat, an tu d’ober d’ê eun dismegans bennak ?
Nan, kaer e vo laret, sonjal ober kement-se n’eo nemet eur mennoz diboell ».