Kentel d’ar barz yaouank

Eus Wikimammenn
Armorica, 1935  (p. 48-50)



KENTEL D’AR BARZ YAOUANK
___________



Na ganès morse war da delen
Enor d’ar gwad, d’an emgannou ;
Na verkes morse war da dolen
Lorc’h an Arme, ar Brezellou ;
Kan kentoc’h an amzer da zoned
Eur vuhez kaër meurbed skedus
Vid ma laro ar bobl estonet :
Ar Peoc’h zo eun dra burzudus.

Merk bepred en nerz da ganaouen
An uhelder sakr euz ar Gwir ;
Kan kalonek, hag a vouez lawen
Eur sonik flour gant anal hir.
Ia, kan ar gened, ar bravente,
Kan an Douar hag ar Furnez,
Ar merc’hed koant, ar bleuniou neve
An Nenv, an Heol, ar Garantez.

Em lak a-bez da zervich ar Vad,
An honestiz hag ar re baour ;
Na stages morse da zaoulagad
War iêo ar madou nag an aour.
En peb lec’h, diskuill al loustoni,
Sao da gounnar ouz ar re fall,
Ha frê dre-holl an holl sotoni
Bez atao den eon ha leal.


Ra vezi enebour d’ar Gevier,
Gra sell Iorc’hek ouz ar Glorus ;
Mez na sones morse da gleier ;
Ro skoazel d’ar re falleürus.
Barz, te a rei skwer d’an holl skweriou
Brezel d’ar bec’h, bec’h d’ar brezel,
D’ar Peoc’h, d’ar Vad kan meuleudiou,
Da galon grenv, da benn uhel.

Da lagad war an traou da zoned,
Sell euz an Araokaat skedus ;
Evid ma heuillo ar Vretoned,
Roudou da gammejou kredus.
Ma tihano ar broiou terra
An eil d’eben d’ober brezel,
Vid na zeuio ken gwad da vera,
Barz, trec’h d’ar ganiri varvel.

Malloz d’an Droug ha d’an droug-komzou !
Malloz d’an neb a c’houez an tan,
D’ar pinvidik a c’hronn e vadou,
Da biou bennag a zo distan !
Méz d’an dud ien ha d’ar re glouar,
A gemenn ar fall, an drubuill,
Heb em sevel outê gant kounnar,
Heb kaout ar galon d’o diskuill !

Peoc’h war ar bed d’al Labourerien,
Peoc’h d’ê bepred war an douar ;
Ma vo an dud gwir amezeien,
Ma tec’ho ac’hann ar glac’har ;


Kan, ô Barzik kez, war da delen,
D’an dud paour levenez ar bed,
Ha merk skler a hed da ganaouen
Esper an Amzer-da-zoned…


21 a viz Gouere 1929.


_______________