Mont d’an endalc’had

Heritourien Biel al Liardou

Eus Wikimammenn




Lomik HÉLIÈS


HERITOURIEN



Biel al Liardou



E TRI ARVEST





BREST


4 — Moullerez ru ar C’hastell — 4


――


1909



Personajou :


Biel al Liardou, oajet dija.
Jermen, mevel iaouank gant Biel.
Moris, amezek ha kamarad Biel.
Valentin, barner, oajet ive dija.
Julian, 30 vloaz, nizien Biel.
Anton, 28 vloaz,
Olier, 25 vloaz,
Bielik, 5 bloaz, mab Julian.
Manuel, klasker bara, 50 vloaz.
Daou dest.







ARVEST KENTA

Var leuren an theatr. eun daol, diou gador, eur c’hroufr.

――――――――――



KENTA DIVIZ


Biel (goude eva ar rest euz he volennad

chist en eur azeza)

Gwelomp buan petra zo nevez hirio gant va c’hazeten. Eun dra râl eo kaout enni keleier da ober plijadur, rag en amzer vrema eo diez kompren penaoz e ma an dud an eil e kenver egile…

Sell, petra velan ama ?… (En eur len). Affer heritourien ar miliner ruz. Dilun kenta, da unek heur euz ar mintin, an heritourien a zo galvet dirak al lezvarn divar ben an tam leve chomet varlerc’h maro ar miliner euz a Jarivari… Ar iaouanka euz ar vugale, drouk-kontant euz an doare m’oa great al Iodennou gant an expert, a c’houlen ma vo asrannet al leve dre zaouarn tud all… (En eur deuler e gazeten). N’am boa ket hen lavaret ? Sakondien nag a draou poaniuz ! Na glever mui nemet ar memez kanaouen : sikan ac’halen, sikan ac’haleont ! divar ben leveou. A veac’h ma vez diskennet brema korf unan benag er vered, e veler an heritourien oc’h en em zastum en dro d’he damik peadra, prest avad d’en em zrailla evel bleizi, pa gav dezo e vez roet eur spillen muioc’h d’an eil eget d’egile. . Daoust hag en em gavet e ve an amzer a gomze anezan va zad, Doue her pardouno ? « Eur poent a deuio, emeza, ar vugale n’ho devezo karantez nemet evit an arc’hant, mall ganto da velet ho zud o vervel evit sailla var al leve… O mil sakondien ! pebes tra euzus ! ! Ra blijo gant Doue na c’hoarvezo ket kement all en ti-ma goude va maro ! (Sevel a ra

en he za).
EIL DIVIZ
Jermen

… Mestr, setu ama ho tabatieren, leun a vutun fresk-beo ! Er memez amzer e tigasan d’eoc’h eur c’helou. N’ho peuz ket klevet ar freuz a zo gant heritourien ar miliner ruz ?

Biel

Divar ben al leve zo chomet, neketa ?

Jermen

Just avad !

Biel

Sakondien, e m’aoun o paouez len an affer em c’hazeten… Eur vez eo emichans ! eun dismegans ! gwelet eun evelep trabas etouez breudeur, ha divar betra c’hoaz ! !… Me en em c’houlen e gwirionez e peleac’h ema ar garantez ?

JERMEN

Mad ! va lezit d’hen lavaret : petra benag n’oun ket euz ar fina, eme c’houi, eur glaoustre a rafen gant neuz forz piou e c’hoarvezo ama eun dra benag evelse goude ho maro.

Biel

A sonj d’id ? Bez disousi var ar poent-ze : em zi-me ar choari a vezo didrouz kaer, rag me am euz great va zestamant hag a voar etre daouarn piou e koezo va liardigou.

Jermen

Etre daouarn Olier hag Anton, na petrata ! Da biou e vent ken ?

Biel

Hein !! Piou zo bet o fourra ar zonj-ze en da

speret ?
Jermen

Den ebet. Anad awoalc’h eo emichans ho peuz lakeat oc’h oll fizians en daou niz-ze, eleac’h an niz all. Julian…

Biel

Ro peoc’h d’in gant Julian. Hennez n’hen deuz biskoaz va c’haret e gwirionez, evel m’ho deuz great an daou all, ha koulskoude Doue a voar pegen mad oun bet en he genver, betek derc’hel var ar mean-fount he vab kossa Bielik…

Jermen

Ah ! mestr ! c’houi o pezo eun dromplezon, ma ro Doue d’eoc’h amzer awoalc’h evit anaout ar wirionez hed an neuden… An niz na c’hellit ket gouzanv dirazoc’h, hennez eo ho kar euz goeled he galon, eleac’h an daou all, va c’hredit pe n’her grit ket, ne garont nemet ho liardou.

Biel

Ta, ta, var ar poent-ze, ne fell ket d’in da gredi, tam ebet, nan, ne fell ket d’in.

Jermen

Va c’hredi a c’hellit. Anton hag Olier, ken aliez guech ma teuont d’ho kwelet, ne reont nemet ho rouza, ha kerkent a ma vez ho zreid er meaz, e tirollont da c’hoarzin goap… Sur oun, ar re-ze ho deuz mall e vec’h maro, abalamour da c’hellout krabanata ho peadra.

Biel

Oh ! ma ve gwir kementse ? Sakondien, ma ve gwir !

Jermen

Re wir, siouaz ! Daoust a n’am euz-me ket ho c’hlevet gant ho c’haketerez : « Tonton Biel, emezo, na zaleo ket da doulrida… Nag a liardou a jomo ganeomp da ziloueda… Pebez tortat a raimp en he enor deiz he varo…»

Biel

Hein ! Evelse ho deuz lavaret ?… Toulrida… liardou da ziloueda. .. eun tortat en va enor !…

Jermen

Ia, mestr, ha kalz traou all euzussoc’h, dirak kanfarted henvel out-ho hag a helfen da henvel d’eoc’h.

Biel

En han’ Doue, n’her gra ket ; n’am euz ezom ebet d’ho anaout… (En eur azeza)… Sakondien, pebez ran-galon ma ve gwir ! !… Jermen, kerz da ober da labour ha me jomo ama, evit ober gwelloc’h va sonj…

――――


TREDE DIVIZ
Biel (he-unan)

… Anton… Olier… Poan am euz o kredi kement all euz ho ferz… Koulskoude ma ve ar wirionez e tu Jermen, elec’h beza em hini-me, ha perak na ve ket ? Santimanchou an dud a zo ken diez da anaout en hon amzer ! Da heul ar c’homzou flour a zired divar ho muzellou, e kredfec’h marvad n’ho p’euz ket kaeroc’h mignouned var an douar, ha ma ve dizoloet goeled ho c’halon, petra ve kavet ? ?…

O ma ve gwir lavar Jermen ! Mez penaoz en em gaout gant ar wirionez ? Eno e ma an dalc’h.


――――
PEVARE DIVIZ
Moris

Ac’hanta, amezek, penaoz e za ar bed ganez, abaoue an taol domino hon euz great disul tremenet ?

Biel

Ne da ket re fall an oll, a drugare Doue, Moris… Kemer ar gador a zo aze ha tosta ama da ober eur frapad marvaillad ; ne peuz ket a brez-labour, a gredan ?

Moris (en eur azeza)

Takebie, me gav tenval da ben, mantruz, Biel paour ; n’en em gavez ket var da du pe betra ?

Biel

Evit klanv n’oun ket, a drugare Doue, ha zoken, hen lavaret a c’hellan d’id, biskoaz n’am euz kavet c’hoekoc’h va zamik boued eget brema ; mez setu ama petra zo : eun dra a zo deut da zigompeza va spered hag e zan d’her c’hounta d’id, gant ma taoli evez d’hen rikla da zen ebet.

Moris

Bez dinec’h en eur gounta d’in da enkrez ; beteg hirio, hen gouzout a rez, n’oun ket bet lakeat e mesk ar ridellou toul.

Biel

Var dri niz am euz, hag a anavezes mad, e zeuz daou, Anton hag Olier, hag a garien dreist ho breur kossa, dre ma kave din ho devoa evidon eur garantez leal ; setu perak brema e zeuz tri bloaz am euz great eun testamant evit lezel gantho va oll liardou, goude ar fin ac’hanon… An testamant zo bet lakeat etre daouarn ar barner Valentin… Na lavar grik da zen ebet var gement-ma, neketa,

Moris ?
Moris

Bez disousi eur vech c’hoaz, takebie, ne vezi ket gwerzet.

Biel

Vit doare, an daou niz-ze (an hano a ganfarted eo a dlefen rei d’ezho) na reont an neuz d’am c’haret nemed abalamour d’am liardou, ho deuz mall da fourra en ho godellou.

Moris

N’eo ket brao euz ho ferz, nan.

Biel

Egile, er c’hontrol, ervez ma lavarer, am c’har meurbet, ha n’ema ket he zaoulagad o virvi var va feadra…

Setu perak oun lakeat nec’het awalc’h.

Moris

Nec’het, Biel ? hag abalamour da betra, kleo ?

Biel

Sakondien, defot gouzout sklear e pe du ma ar wirionez, evit ma c’hellin en em gemeret en eun doare all gant va zestamant. Va entent a rez ?

Moris

Brema ec’h ententan… Mad, silaou ar pez am euz da lavaret d’id : Ha ma rafez evel Laou an Trutal, a ioa ken nec’het ha te, defot gouzout ive gant pehini euz he nizien oa karet e gwirionez ?

Biel

Petra reaz hennez, ’ta ?

Moris

Eun dra farsus, mintoue ! ha, ha, ha !… Evit anaout santimanchou he nizien en he genver e sonjas ober ar maro bian, ha, ha, ha…

Biel

Sakondien, biken n’am bije divinet eun evelep finessa !

Moris

Mad, takebie ! Kred ac’hanon, deut oa braoïk aben euz he daol, rag, d’ar mare ma tiredaz he nizien en aviz teuler dour benniget var ar vaskaon, Laou a jome kuzet adren eun armel, hag ac’hano e velas doare pep hini anezo.

Biel

Ha pe seurt doare a gavas d’ezho, Moris ?

Moris

Lod anezho a ziskueze kaout glac’har, mez beza e zoa daou hag a ziskueze neubeutoc’h a geuz d’ho eontr eget a vall da glevet pegement a leve a jome da zastum var he lerc’h ; setu perak, pa zispakas Laou euz he doul-kuz, meudik an daou-ze a goezas brao en ho dorn, a c’hellez kredi.

Biel

Mad a reas Laou en em gemeret en doare-ze gantho. (Sevel a ra en he za da vale). Sakondien, nag a dud faoz zo var an douar.

Moris

Da beleac’h e zez-ta evelse ?

Biel (ennan he-unan hag en eur vale)

Ne ven ket pell, nan, evit ober an dro… Teodou an dud a ielo marteze var araok… Goude tout, petra ra-ze d’in-me ar pez a vo lavaret… (Da Voris) Ia, Moris, setu great ganen va sonj : eun taol henvel euz hennez a fell d’in da ober, sakondien, hag ar c’henta eo ar gwella !… (Gervel a ra Jermen) Jermen ! Jermen !

————
PEMPED DIVIZ
Jermen

Petra zo, mestr ? (En eur velet Moris) . Bonjour, Moris.

Moris

Bonjour, va faot-me.

Biel

Selaou, Jermen : kerz en eur redaden beteg ti an aotrou barner, ha lavar deza dont ama raktal.

Jermen

Me n’ouzoun ket piou hennez…

Biel

N’hen anavezes ket. An aotrou Valentin, pe m’ar d’eo gwelloc’h ganez, an aotrou zo leshanvet gant an dud an aotrou Nonde vingt-deux ?

Jermen

Petra ? Hennez eo an aotrou barner ? Hen anaout a ran neuze… Ne gav ket d’in e ven pell evit her c’haout, rag bremaïk edo e tal dor he di. (Mont a ra kuit).

————


C’HUEC’HVED DIVIZ
Moris

Abalamour da betra e rez-ta digas Valentin ama ?

Biel

Abalamour da betra ? Evit lakat ar ziel var va c’hrouf a zo enna va liardigou, rag, her gouzout a rez koulz a me, ar c’hiz zo da ziella traou eun den

maro, ken na vez en em zastumet an oll heritourien.
Moris

Takebie, gwir awoalc’h a lavarez, ha, ha, ha… Ankounac’heat am boa dija, vit doare, edoz o vont d’en em lakat e renk ar re varo.., evit eur pennadik.

Biel (goude azeza ouz taol)

Da c’hortoz Valentin, eo red mad d’in farda eun testamant nevez. Silaou ar pez e zan da skriva : « Me… Biel… Pendavad, a fell d’in… e ve… roet… va danvez… d’an niz hen devezo… diskuezet… kaout… ar muia… keuz… d’in… goude va maro. »

Moris

Pe tiaoul a skrivez ?

Biel

Lez ac’hanon-ta da achui : « … Va mevel… Jermen… a vezo… karget da rei da anaout… d’an aotrou Valentin… barner… hano an niz… karantezussa… »

Moris

Biskoaz n’am beuz gwelet, mintoue, eun evelep testamant.

Biel (eb ober van ebet)

«… An testamant-ma… a freuz… kement hini all… am beffe great… diagent.. . Great… d’ar c’henta… a viz ebrel… mil nao c’hant eiz… » Eun tam skrabaden evit sinatur ha mad pell-zo… (Da Voris). Hein ! Moris, petra e peuz-te da lavaret brema ? N’eo ket c’hoari fin an dra-ze ?

Moris

Ne vouien ket, nan, oaz ken louarn a ma peuz an ear da veza… Deut eo ganez avad, hag ama ive eur poent benag, biz meud meur a hini a c’helfe

koeza en ho dorn, Biel.
Biel

Ha goude m’her grafe, ne ven ket souezet tam ebet goude ar pez am euz klevet, m’ar d’eo gwir da viana… Da c’hortoz, na lavar grik ebet var gement-ma, neketa, Moris.

Moris

Bez disousi ; n’euz ket a risk a vez gwerzet gant da gamarad koz… Mez, evit chench kaoz, e pelec’h e chom-ta an aotrou Valentin ? Daoust ha Jermen hen deffe great tro c’houllo ?

Biel

Kleo ! setu hen arru, a sonj d’in. Pa vez komzet euz ar bleiz, te voar…

Moris

E vez gwelet e ziou skouarn.

Biel

Pe ar pen all… n’euz forz… Allo ! m’ar kerez e savimp en hor za da rei digemer dezan… (sevel a reont).

————


SEISVED DIVIZ
Valentin (en eur zec’ha e c’hoezen)

Bonjour : petra zo nevez-ta dre ama, nonde vingt-deux, pa zeur deut d’am c’hlask gant kement a brez ?

Moris

Va c’hamarad Biel en deuz eun tam affer da ober ganeoc’h hag a c’houlen ma ve dibunet ar c’henta possubl.

Valentin

Eun affer, Biel ! Ha divar ben petra ?

Biel

Her gouzout a rez, Valentin : brema e zeuz var-dro tri bloaz am boa great eun testamant, hag hen lakeat am boa etre da zaouarn.

Valentin

Ac’hanta, nonde vingt-deux ! N’ema ket etre daouarn mad ?

Biel

Ne ket an dra-ze a fell d’in da lavaret, pell ac’hano… Silaou ac’hanoun eur pennadik… Lakeat oun nec’het gant ar pez am euz klevet divar ben va nizien, hag am euz sonjet ober eun eil testamant. Setu hen ama var an daol… Kemer aneza, m’ar plij, ha pa pezo hen lennet e roï d’in da aviz.

Valentin (goude len an Testamant)

Meur a destamant a zo tremenet dija dirak va daoulagad, mez farsussoc’h eget hema n’am euz biskoaz gwelet avad!

Moris

Evelato e c’hell passeal evelse, emichans ?

Valentin

Ia, passeal a c’hell, dre ma n’euz enna netra a eneb al lezen. — Ha neuze, Biel, petra e peuz c’hoant a ve great anezan ?

Biel

C’hoant am euz da genta d’her c’huzat aze e diabarz va c’hrouf, ha goudeze, e rafez eur vad evidon ma karfez siella ar c’hrouf.

Valentin

Siella ! Nonde vingt-deux, perak komz a gementze ? N’ema ket c’hoaz ar c’hiz da lakat ar ziel var danvez eun den enorabl eveldot, araok ma vez maro.

Moris

Gwir avoalc’h ar pez a leverit, aotrou, mez Biel en deuz fourret en he ben ober ar maro bian.

Valentin

Hein, ar maro bian ! Hag en aviz petra ?

Moris

Evit anaout suroc’h santimanchou he dri niz en he genver : rag, evel ma voezoc’h oc’h-unan, goude maro eun den eo ec’h anavezer ar gwella tout ar pez a ve sonjet divar he ben.

Valentin

Ah ! nonde vingt-deux, brema avad ec’h ententan eun dra bennag : brema ec’h ententan ! (Da Viel). Peur eta e fell d’id e ve lakeat ar ziel ? Ma ne ziez ket kementze ac’hanot, e zan d’hen ober raktal. .. Lavar da zantimant.

Biel

Ne c’houlennan ket gwelloc’h, Valentin. Ar buana great eo ar sura.

Valentin

Mad ! kemer da destamant ha four anezan en eur gorn pe gorn euz da grouf… Goudeze e klaskot din, ho taou, ar pez zo red evit sielia, eun tam koar, hag eur c’houlaouen. (Biel a zigas koar, Moris a allum eur c’houlaouen)(Valentin en eur zispaka e ostil da ziella. :) — Moris, dalc’h ar c’houlaouen tost d’in, ha te, Biel, stign an tam ruban lian-ma var prên ar c’hrouf… Evelse… Difen zo brema da freuza ar ziel, pe d’hen sevel, eb na ven var al leac’h… Al lezen her goulen !

Moris (da Viel)

Me gave d’in e poa eur servij all da c’houlen.

Biel

Mad a rez hen digas d’in da sonj ! Edon o vont d’hen ankounac’hât… (Da Valentin:) Araok mont kuit, ne c’helfez ket ober eur vad all c’hoaz evidon, Valentin ?

Valentin

Gwelomp da genta petra eo.

Biel

N’ema ket c’hoaz ar c’hiz d’ar re zo maro skriva liziri d’ar re veo.

Valentin

Ne sonj ket d’in, tra.

Biel

Rak-ze, e pedan ac’hanot da skriva em leac’h, ar c’henta ma c’helli, evit kemen d’am nizien e vin sammet gant eur c’hlenved spegus benag, gant ar vosen, hag oa ranket va anterri raktal, eb rei amzer d’ar gerent da zont d’am anterramant… Ar vad-ze a rafes evidon, Valentin?

Valentin

Ententet eo, ha kounta a c’hellez varnon, nonde vingt-deux. Kenta tra a rin oc’h en em gaout er gear a vo skriva al lizer-ze… ha sur oun, da nizien na vezint ket divezad evit en em gaout ama varc’hoaz vintin… Allo, kenavo, Moris, ha chans vad d’an hini zo vont da vervel (mont a ra kuit).

Biel

Bennoz Doue d’id atao, Valentin.

Moris

D’in-me eo poent ive tostât euz ar gear, rag va jatal a zo da voueta, ha va hini goz a dle beza nec’het dija ganen… Mez varc’hoaz vintin, me a vo ama kerkent a da nizien, m’ar gellan, evit gwelet penaoz e tremeno an traou… Da c’hortoz e ve mad d’id kentelia Jermen var ar pez en devezo da ober.

Biel

Bez disousi, sonj am euz d’en ober.

Moris

Kenavo varc’hoaz, Biel ; ne ket inoui a ran ganez.

Biel

Na me ken neubeut ganez-te ; kenavo, Moris.

————


EISVED DIVIZ
Biel

Dre aze e m’aout, Jermen ?

Jermen (o tiredet)

Ia, mestr, petra zo ta ? (En eur velet ar ziel). Ar ziel zo lakeat ama ? O mestr ! ! petra ?…

Biel

Ne da ket da ober brema da ziot : digor frank da ziou skouarn : varc’hoaz vintin va nizien en em gavo ama sur awoalc’h…

Jermen

Ho nizien ? Adarre ?

Biel

Ia, skrivet a vo dezho bremaik evit lavaret e vin maro, hag enterret raktal goude va maro, abalamour da eur c’hlenved spegus.

Jermen

O evelato, mestr !

Biel

Kredabl, an tri niz-ze ne vankint ket da rei da anaout ar santimanchou a vagont em c’henver, hag o veza ma chomin kuzet dre aze, e c’hellin dont aben da len beteg goeled ho c’halon.

Jermen

Brema avad oc’h ententan… Gwelet a reot, mestr, edo ar wirionez ganen pa lavaren oac’h karet muioc’h gant Julian eget gant an daou all.

Biel

Lez da c’hlabouz !… — Dre ma teuint beteg va zi, gra an azen gantho, ha divoal na ven gwerzet ganez…

Jermen

Bezit dinech var gementze, me voar an doare da veza finoc’h eget n’am euz an ear da veza… O lezit anezo etre va daouarn…

Biel

Kounta a ran varnoud… Beteg vrema out bet eur servicher leal… eur paotr sentuz… eun den iaouank fur… mad da renta servij…

Jermen

Ha goude, mestr ?

Biel

Netra, caketer ma z’out… (En eur vont kuit). Ha dreist oll, gra an azen gantho ; ma tennez mad da daol, me da baeo.

Jermen

Paea dioc’htu a c’hellit neuze, rag evel pa vije tennet eo dija.

Biel

Gwelet a vo, gwelet a vo ! Gortozomp an dervez varc’hoaz. (Mont a ra kuit).


NAVED DIVIZ
Jermen

Mad, pa ma an traou o vont da dremen evelse, eo red d’in mont d’en em viska e kaon, ha kemeret eur pen-ognon evit lakat trez an daelou var va daoulagad… O na me am euz mall da velet varc’hoaz o tont : pebez abaden a dremeno en ti-ma ! Gant ma teuio da viana va lavar da veza gwir ! Ne c’houlennan ket gwelloc’h, rag neuze va mestr n’hen devezo nemet muioc’h a fizians en he Jermenik e kement affer all a c’helfe c’hoarvezout da c’houde !…

Achu an arvest kenta.
————


EIL ARVEST


Var an theatr : ar c’hrouf siellet… azioc’h : daou dok a zistribil ha poltred Biel. — E kichen ar c’hrouf : bouteier… En eur c’horn : eur paravel anter-zigor.

KENTA DIVIZ
Jermen (harpet ouz ar c’hrouf, pe azezet varnan)

… Julian, ar c’hossa euz nizien va mestr, a zo bet gwelet o tisken dre an hent doun, gant he vab Bielik krog en he zorn. Ne zaleo ket d’en em gaout ama, a sonj d’in, ha marteze he zaou vreur, Anton hag Olier ne vint ket pell var he lerc’h… (O sevel en he za). O na me am euz mall e ve sklerijennet va mestr var santimanchou pep hini euz he nizien en he genver ! Hen lavaret a ran, hag hen toui a rafen, ar gounid diveza a jomo e tu Julian, evitan da veza istimet ken neubeut a dra beteg vrema… Setu unan benag e tostat… Kemeromp buan hor mouchouer, rag eb hema, ervez ma lavarer, ne zeuz na kaon na glac’har gwirion ebet… (Ober a ra an neuz da sec’ha daelou pa deu Julian).

————


EIL DIVIZ


Julian (krog e dorn Bielik)

Bonjour d’id, Jermenik paour ! (Biel a vez gwelet o tont da zilaou adren ar paravel).

Jermen

Bonjour d’eoc’h ive, Julian. Setu c’houi en em gavet abarz ar fin ?

Julian

N’oa ket possubl d’in en em gaout araok an heur-ma, rag ar c’helou poaniuz n’eo bet anavezet ganeomp nemet deac’h goude hor c’hoan… Paour keaz Tonton Biel ! Eur maro trum hen deuz bet, var ar gount-ze ?

Jermen

Eur maro trum, ia, hen lavaret a c’hellit ! Biskoaz n’am euz gwelet den ebet o vont buanoc’h… Euz ar mintin oa ken seder ha n’euz forz piou, ha deus ar pardaez oa skubet… Sellit, pa deu ar sonj-ze em speret, e tired eur c’hoezen ien euz va bisaj !… Iskuzit ac’hanon, ma rankan skuilla daelou dirazoc’h.

Julian

Kemer kouraj atao, Jermen. An hini a ioa var eun dro da vestr ha va zonton, n’eo ket manket da gaout digemer mad er bed all, rag he zakramanchou diveza…

Jermen

Siouas ! petra livirit aze !

Julian

Da entent a ran : ar pez a fell d’id da lavaret eo n’hen devezo ket bet a amzer awoalc’h… N’euz forz ! n’euz forz ! Eur c’hristen aketuz d’he oll zeveriou, evel ma zeo bet hen, na c’hell ket beza surprenet en eur stad fall gant falc’h ar maro… Sonj aliez e kementze, Jermenïk, hag e pezo nerz da zougen ar groaz zo lakeat da boeza var da ziou skoaz koulz ha var va re-me !

Pounner eo e gwirionez !!…

Jermen

C’houi, vit doare, Julian, a garie meurbet ho Tonton.

Julian

Feiz ! dinatur awoalc’h a vijen, ma n’am bije ket her c’haret, goude an oll vad great ganta en hor c’henver, pa edomp c’hoaz o sevel, va breudeur ha me. Hon tad, ouspen ma n’oa ket pinvidik, a jomas pell amzer var he vele, hag hor mam, red dezhi soursial dioutha, n’oa ket gwest gant he gwella bolontez da c’hounid bara d’eomp. Mez va zonton, dre vadelez evidomp, a zigasse d’hon ti peadra da zibri ha dillad da viska, ken na voamp en oad da labourat hon unan. — Goude kementse, n’eo ket just, a gav d’id, em bije karantez evithan ? (Biel a sec’h he zaelou).

Jermen

Mad, hen lavaret a c’hellan deoc’h, ho Tonton ive ho karie, muioc’h eget na ziskoeze, ha na ven ket souezet, goude m’hen deffe lezet ganeoc’h eul loden grênv euz he zanvez.

Julian

Perak komz a draou evelse ? Silaou, Jermen : ne ket en aviz klevet pegement a beadra a jom var lerc’h va zonton e zoun diredet ama : n’hen garfen ket neubeutoc’h, ha goude m’hen dije implijet he oll leve, pe en oberou mad, pe evit lakat pedi Doue evitan… — Goude tout, he zanvez a ioa d’ezan, dre ma zoa bet gounezet en honestiz.

Jermen

Koulskoude, Julian, eun tamik heritaj ne ra ket a zrouk da gaout, pa c’heller hen dastum dic’hlabouz…

Julian

Na lavaran ket ar c’hontrol ; mez eur vech c’hoaz, m’ar d’oun diredet beteg ama, eo evit klevet ganez pe seurt maro en deuz bet va zonton, abarz mont d’ar vered, hag evit kountanti er memez amzer va mab Bielik, na roe peoc’h ebet d’in defot beza digasset beteg ti he Baeroun… Ar paour keaz bian ! ped guech n’am euz-me ket her c’hlevet er goanv tremenet ? « Tata, emeza, pa deuio an anv, e rankimp mont beteg ti Parrain, hag e velo pegen brao e skrivan brema, abaoue m’oun eat d’ar skol gant ar Freret » : Siouas ! setu kollet evithan ar blijadur-se ! Da viana, Jermen, gra d’eomp hon daou eur blijadur all.

Jermen

Pehini, Julian ?

Julian

Digas d’eomp poltret va zonton a velan aze stag ouz ar voger, ma ne ziez ket ac’hanoud…

Jermen

Diez ebet, Julian, diez ebet : mont a ran d’hen dispega ouz ar voger.

Julian (da Vielik)

Bremaïk e veli poltret da baeroun, va faotr-me !

Jermen (o kinnig ar polltret)

Eun tamik eo mogedet, mez n’euz forz, eaz awoalc’h eo c’hoaz da anaout.

Julian

O ia ta !… Paour keaz Tonton Biel (en eur bokat d’ar poltret).

Digemerit an testeni-ma euz va c’harantez hag euz va anaoudegez vad… (En eur lakat ar poltret dirak Bielik). Ne velez ket aze, Bielik, poltret da Baeroun ?… Henvel beo, sell, atao gant ar memez daoulagad seder a rea pa en em gavez ganta. .. Ro eur pokik brao d’ezan.. . Brema, Jermen, e c’hellez hen c’hemeret evit hen lakat en he blas, ha bennoz Doue d’id.

Jermen (o kemeret ar poltret hag en eur he gas d’he blas)

Evit netra, Julian, evit netra.

Julian

Kenavo a lavaran d’id, araok mont da lavaret eun De profundis d’ar vered… (En eur bellat). N’ouzoun ket avad a me a zistroio dre ama, rag meur a affer am euz da ober gant va amezeien goz…

————


TREDE DIVIZ
Biel (o tont a lam)

Julian !… Bielik !

Jermen (strafuillet)

O mestr ! petra rit ta !

Julian

Va Doue ! Va Doue, piou velan-me ? C’houi eo, va zonton ?

Biel

Ia, me va unan, korf hag ene… O ! va lezit da bokat d’eoc’h ho taou… va c’halon a zo bâr a levenez !…

Julian

Livirit d’in buan, perak oc’h en em glevet gant Jermen, evit rei d’eomp eur seurt spountaden, en eur zigas beteg ennomp ar c’helou euz ho maro, ha c’houi leun a vuez, a drugare Doue.

Biel

E daou c’her ebken hen livirin d’id, va niz : c’hoant am boa da anaout pe seurt santimanchou e poa em c’henver. .

Julian

M’ar d’eo possubl evelato c’hoari eun dro evelse !

Biel

Ha mall braz eo ganen ive gwelet ha da vreudeur ho deuz eur galoun ken karantezuz ha da hini… Kredi a ran ne zaleint ket d’en em gaout ama.

Jermen

Var gementse e c’hellit beza eb douetans ebet : dont a raïnt ive en aviz pedi, mez n’eo ket d’ar vered avad e zaint, mestr !

Biel

Glabouser, da beleac’h ta neuze e zaïnt, e sonj d’id ?

Jermen

Ama, sellit, ebars ho krouf, evel an Hebret gwechal ehars al leue aoùr.

Biel

Sakondien, ma ve gwir ! Goude tout, gwelet e vo. (Da Julian). Da c’hortoz, e ve mad d’id kas da vab da di an amezek tosta, rag ama, te voar, e c’hell tremen meur a dra guest da drubuilla ar c’heaz bian !

Julian

Ar pez zo sur, eno e vo kalz ebatoc’h he zoare eged etouez an emgros. Mont a ran d’her c’has.

Biel

Ia, hag hast buan ober da dro, abalamour d’id da veza dre ama adarre kerkent ha da vreudeur, m’ar gellez : mez dalc’h kloz da c’hinou avad var ar pez a dle tremen.

Julian

Ententet eo, va zonton : kountit varnon ha kenavo ar c’henta. (Mont a ra kuit gant Bielik).

―――


PEVARE DIVIZ
Jermen

Ac’hanta, mestr, n’edo ket ar wirionez ganen-ta, pa lavaren d’eoc’h oac’h muioc’h karet gant Julian eget gant an daou niz all ?

Biel

Gortozomp ken a vo achu an abaden araok barn an nesa. Julian am c’har evit gwir, ne c’hellan mui hen nac’h abaoue ar pez am euz gwelet ha klevet. Mez piou voar ? Marteze an daou all a ziskuezo kaout muioc’h a garantez c’hoaz eget hema.

Jermen

Ta, ta, ta, ne dit ket da fourra traou evelse en ho pen… Ho Jermenik n’eo ket euz ar re fina, possubl eo ; louarn awoalc’h eo koulskoude pa vez menek da zivinout petra eo an dud !

Biel

Allo, sac’h moged !… bombanser fall : setu te adarre o vralla da gloc’h eb ezom… Pebez tech divalo e peuz aze ! sakondien.

Jermen

Ne gavan kel e ve hennez eur perz fall ! Emichans eo mad d’in bralla va c’hloc’h pa na fell da zen all ebet kaout ar vadelez d’hen ober em leac’h.

Biel

Silaou ac’hahon, Jermen… N’eo ket deread e teufez evelse da ober da veuleudi. Lez ar soursi-ze gant unan all benag, pe ganen-me, hag e vezi estimet gant an oll kant guech just muioc’h eget brema.

Jermen

Neuze ne dâl mui ar boan d’in lavaret netra ?

Biel

Nan, da viana var an affer a dle tremen ama, me hen difen ouzid, rag n’hen anavezez ket gwelloc’h eget n’her gran va-unan.

―――


PEMPED DIVIZ
Moris

Takebie, Biel, kaout a ra d’in eo poent d’id en em jacha ac’haleze… Anton hag Olier a zo arru duze er c’hroaz-hent, mez n’ho deuz ket an ear da zont da eun enterramant.

Biel

Hein ! petra lavarez ?

Moris

Nan, n’ho deuz ket an ear da veza goal glac’haret. Setu ar pez a fel d’in lavaret… Gwir eo, n’am euz ho gwelet nemed a bell ebken ; koulskoude avad ar jolari zo gantho, ho c’haketerez hag ho guiskamant a verk daou zen diskramail.

Jermen

Ac’hanta ! Mestr !

Biel

Te zo eun tor-pen, sakondien : dalc’h da deod en da c’hinou ken na vo goulennet da aviz diganez. (Da Voris.) Mad, Moris, ne ket evit ober eur rebech d’id eo ; mez da gomzou a dreuz va c’haloun egiz eur gountel.

Moris

Ne da ket da gemeret enkrez re abred, Biel paour : marteze an daou-niz-ze, en em gavet ama, a gemero eur stuz dereapl hag a lezo da bara santimanchou kaera a guzont e goloed ho c’haloun.

Biel

Ne c’houlennan ket gwell eget gwelet da gomz o tont da wir, mez ne jom ket ganen kalz a esperanz mui.

Moris

Takebie, kemer kouraj atao… ha kerz da guzat, rag eur spount am euz a vez paket dre ama… Kerz, a lavaran d’id.

Biel (en eur bellât)

C’houi ho taou a jomo aze, neketa ? Taolit evez avad d’am gwerza.

Moris

Bez disousi : na vezi ket gwerzet ganeomp…

―――


C’HUEC’HVED DIVIZ
Jermen

Ne voezoc’h ket, Moris ?… Eun neubeut araok ma zoc’h en em gavet, an niz kossa Julian a ioa o paouez mont ac’han.

Moris

N’eo ket possubl ? ! Koulskoude kaer am boa beza var evez, n’oun ket en em gavet da deuler va daoulagad varna.

Ha neuze, penaoz eo bet tremenet an traou ?

Jermen

Evit ar gwella, Moris ; egiz m’am boa divinet… Va mestr na c’hello mui nac’h eo karet gant Julian, rag ken tenereat eo bet he galoun en eur glevet he niz, ma zeo deut a lam da bokat deza a zro-vriad ha d’he vab Bielik a ioa ive ganthan.

Moris

Hein ! gwelet a rafez, Jermen ! — Ha da beleac’h eo eat Julian brema, pa n’her gwelan ket dre ama ?

Jermen

Da gas he vab beteg ti hon amezek tosta ; ne sonj ket d’in e ve pell oc’h ober he dro… Selaouit : setu hen o tostât, kredabl awoaIc’h.

Moris

O nan, ne ket hên eo… Kredi a rafen kentoc’h e ve an daou all… (O silaou.) O ia ! Anton hag Olier int : euz ho mouez ho anavezan brema… Chom sioul…

―――


SEISVED DIVIZ

(Olier anter-vezo hag Anton diabaf o tont en eur gana.)

Mil bennoz d’an ankou
A ro d’eomp kalz madou :
Hon Tonton zo maro
En he lec’h ni vevo (bis).
(Biel a deu adarre adren ar paravel da zilaou.)
Moris (da Jermen)

Takebie, Jermen, setu en em gavet daou lustrugen a n’ho deuz ket an ear da gaout nemeur a boan speret.

Olier

Poan speret ? double barriken, n’ouzoun ket petra eo an dra-ze.

Moris

Mardouen, da vreur ne zeblant ket hen anaout ken neubeut, ervez an doare anezan ?

Anton

Nan, adrazur, a drugare Doue !

Moris

Gwella-ze d’eoc’h neuze, va zud mad, ha salo na rafec’h morse anaoudegez ganthi, mez taolit evez na ve tostoc’h d’eoc’h eget na sonjit.

Anton

Er c’hontrol, pelloc’h e ma eget biskoaz, abalamour d’an heritaj braz hon devezo da zastum ama. Nag a beziou aour a dle chom varlerc’h hon Tonton !

Olier

Pebez tortat a raimp, hein, breur ?

Jermen

M’ar d’eo possubl komz enn eun doare ken mezuz !

Anton

Te, Jermen, zo pedet da gloza da vuzellou, neketa ; pell amzer awoalc’h e peuz great da vestr en ti-ma, var digarez m’edoz e servij eun immobil koz : chench baz d’an tambourin a zo poent brema, paotr !

Moris

Evidon-me a zao gant Jermen. Ne gavan ket deread euz ho perz e teufec’h da gomz euz ho Tonton, en doare ma rit, goude ma zeo bet ken mad evidoc’h.

Anton

Ken mad ! petra livirit euz an inkin koz-ze? Ia ken mad, m’an dije faoutet eur pez a vennek e pevar evit rei d’eomp eun draïk benag d’hor c’halanna.

Sur oun, ne grede ket dibri leiz e gov, abalamour d’he avarisdet.

Olier

Ni a zebro en he leac’h, hein, breur !

(Biel a ziskuez e gounar).
Anton

M’en deuz great eur vad benag, eo lavaret kenavo d’ar bed-ma.

Olier

Requiescat in pace. Amen.

Anton

Ha c’hoaz, ma ve red displega an traou evel m’emaïnt, e lavarfen ne ket hen he-unan eo hen deuz great ar vad-ze, mez ar vosen benniget a zo deut d’hen samma, evit lezel ar re all da ober gwelloch implij euz he liardou.

Moris

Eur vez eo komz en doare-ze !

Olier

A ! pebez tortat a raimp (da Voris) ha ne ket en da enor-te eo avad, amprevan koz !

Moris

Me ra forz, a gav d’id, en enor da biou e ri da dortat ? Lez da storlok zo gwelloc’h d’id, mil takebie, ha taol evez na helfez ket peurober kement tra zo en da sonj… An ali-ma, ne ket eun immobil eo hen ro d’id…

Anton

Evidompni, Olier ha me, n’euz ket a leac’h da gaout nec’hamant, rak kement liard a zo en ti-ma a zo da ranna entrezomp…

Olier (o kommans kana)
Mil bennoz d’an ankou…
Anton

Chom sioul, Olier, ma tisplegin sklear an traou d’ar re-ma… (da Voris ha da Jermen). Brema e zeuz vardro tri bloaz, hon Tonton hen deuz great eun testamant, ha dre an testamant-ze hen deuz voezet da biou rei he liardou.

Moris

Da biou-ta, m’ar plij ?

Anton

Da biou hen deffe ho roet ken nemet da Olier ha din-me ?

Moris

M’ar d’out ken sur a ma lavarez, n’am euz nemet rei peoc’h.

Anton

Ia, sur oun ; ken sur a ma zeuz pemp biz var va dorn. Daoust ha n’am euz ket gwelet an testamant ? Hag hen lennet am euz ive pen da ben, da genver eun dervez m’en doa hon Tonton ankounac’heat prenna he armel.

(Biel a veler o tec’hat kuit, leun a gounar.)

O ! gortozomp ; bremaïk pa vo ar paper-ze etre hon daouarn, meur a hini a gavo gras stanka he c’hinou.

————

EISVED DIVIZ
Olier (o tiskuez Julian a zo oc’h entreal)

Sell, breur, setu aze eun tarzeller all, evel pa ne ve ket awoalc’h dija.

Anton

Julian a gav dezan marvad n’hen deuz nemet en em ziskuez en ti-ma evit gwelet liardou aour tonton Biel o koeza evel glao var bal e zorn.

Moris

Takebie, c’houi zo divergount, evelato : Julian a zo breur d’eoc’h, ha beteg gwelet, hen deuz gwir d’en em zerc’hel e diabarz an ti-ma, da neubeuta kement a n’euz forz pehini ac’hanoc’h ho taou.

Julian

Moris, na rit ket a van evit ho c’hlevet… Ma ne deuont ama nemet en avis krabanata peadra hon Tonton, ar buana ma c’hellint, n’ho deuz ket a leac’h d’en em fougeal, rag an oll a gavo divalo an doare-ze da ziskuez doujans ha karantez d’an hini hen deuz hor c’haret kement, p’edomp o sevel.

Olier

Double barriken, pebez prezeger a ra hema !

Anton

Re zivezad, Julian, kalz re zivezad e teues gant da brezegennou… Ma karjes, e vijes bet heritour var ar memez renk ganeomp-ni, mez lavar da vea culpa, rag morse ne peuz klasket an tu da rouza Tonton Biel, ha da fourra kaol dezan adreuz he c’hinou, evel ma ranker ober e kenver an dud immobil.

Julian

Hag e sonj deoc’h o pezo brassoc’h chans vad, goude ar goaperez-ze ? Evidon-me n’her c’hredan ket.

Anton

Gra kaeroc’h… Kerz d’hor flatra d’an Tonton, duze d’ar vered ; gwelet a ri ha silaouet e vezi ganta…

Etre daou, ar pez zo great a jomo great, ha kaer e peffe gina pe en em glem ouz an dud, al leve a zo d’eomp-ni hon daou, Olier ha me.

Olier

A ! pebez tortat a raimp, hein, breur !

Julian

Me am beffe mez o tigeri va ginou da lavaret traou evelse, ama.

Moris

Takebie, Julian : me zo koz dija, emichans, hag hen toui a chellan, morse n’am euz klevet komzou ken divergount : eur vez eo ! eur vez eo !

Anton

Ne ket awoalc’h klevet radoterez… Araok pep tra, eo red en em gaout gant an testamant…

Jermen, daoust a na ve ket lakeat aze e diabarz ar c’hrouf ? Koulz eo d’eomp kommans dre aze !

Jermen (en eur ober eul lam evit difen ar c’hrouf).

Na dit ket pelloc’h, m’ar plij… Den ebet na c’hell touch ouz ar c’hrouf-ma, rag siellet eo, evel m’her gwelit oc’h-unan, ha me a zo karget d’hen divoal nemet ar barner a ve var al leac’h.

Olier

Pebez ger dichek aberz ar marmouz-ze !

Anton

Mar d’eo red kaout ar barner, n’hon devezo ket kalz a zale evit mont d’her c’hlask… Dont a rez, Olier ?

Olier

Taolomp evez, breur ! Ha ma ve dibradet eun dra benag ac’han, epad ma vezimp oc’h ober hon tro ?

Anton

Bez dinec’h var ar poent-ze : a bell zo dija ec’h anavezomp kement tra a zo var dro an ti-ma, ha ma vankfe an disterra spillen, ni a voeffe var biou lakat ar beac’h da goeza.

Julian

Mad, gant aon da veza tamallet gant nikun ac’hanoc’h, me a zo o vont er meaz en ho raok. Didrabassoc’h a vo evidon…

Moris

Me am euz c’hoant da ober eveldot, Takebie… Ia, kerzomp ac’halen, evit roi muioc’h a frankiz d’an daou-ma… Na ve ket brao beza fourret en affer gantho…

(Mont a reont kuit.)
Anton

Evel ma kavot ar gwella, aotrouien ; an or a zo digor dirazoc’h… (da Jermen). Te, Jermen, a c’hell da viana chom aze da zivoal an ti… Honest out, a gredan, ha ma rez da zever egiz ma zeo dlet, ni ne vankimp ket da rei d’id eun dra benag evit da boan, goude m’hon devezo rannet al leve.

Jermen

N’am euz ezom a netra ! bennoz Doue d’eoc’h… Ouspen-ze, c’hui ne gavoc’h ket o pezo re evidoc’h oc’h-unan.

Anton

Na c’hellez ket va respount en eun doare dereaploc’h ? E peleac’h out-te bet o teski an dereadurez da viana ? (da Olier). Deuz ac’haleze, Olier, beteg ti ar barner, kentoc’h a ze e vezimp distro.

Olier (en eur vont kuit)

Pebez tortat a raimp, hein, breur ?

―――


NAVED DIVIZ
Jermen (e-unan)

Ia, kerzit beteg ti an Aotrou Valentin, daou zen divergount ma zoc’h, ha distroït ganthan en aviz lipa kement tra zo ama. Gwelet a vo neuze piou hen devezo tro da c’hoarzin. — Brema e zan da gaout va mestr, evit her c’helen var ar pez a zo tremenet, gant aon n’hen deffe ket gellet heulia an abaden pen da ben. Petra sonjo ? petra lavaro ? O la la ! Mall am euz d’her gouzout!

(Ar ridoj a goez d’an douar).
―――o―――


TREDE ARVEST


(An theatre a zo evel an eil Arvest)

――――――


KENTA DIVIZ
Anton (araok entreal)

Entreit ta, m’ar plij, aotrou barner !

Valentin

Petra benag ma n’ema ket va c’hear ama, e sentan ouzid. Mont a ran eta da genta en ti… (Valentin, gant Anton hag Olier var he lerc’h a veler o tont var an theatr).

Anton

Assuri a rit eta d’eomp, aotrou Valentin, e zeuz eun Testamant great gant hon Tonton, hag a lez al leve da ranna etre va breur Olier ha me.

Valentin

Ia, hen assuri a ran ; netra n’eo suroc’h ; mez gant aon na chomfe eun tamik douetans var ho speret, e zan da len dirazoc’h an Testamant-ze, rag ganen ema em godel… (Goude hen dispaka). Selaouit mad evit gellout tanva gwelloc’h ar pez zo skrivet gant ho Tonton, Doue her pardouno : « Me, Biel Pendavad a fell d’in rei va oll danvez, goude va maro, d’am daou niz Anton hag Olier, en distro euz ar garantez birvidik ho deuz bet evidon… Great d’ar c’henta a viz ebrel mil nao c’hant pemp… Sinet : Biel Pendavad. » (En eur ginnik an Testamant.) Ma ra plijadur d’id kaout an Testamant, ne peuz nemet her c’hemeret…

Anton (laouen en eur fourra an Testamant en he c’hodel)

Bennoz Doue d’eoc’h… Doueti a rean atao oa great ar paper-ze abaoue eun neubeut bloaveziou.

Olier

Na kaera Testamant, hein, breur !

Anton

Aotrou barner, pa zeo gwir oac’h eur c’hamarad braz d’hon Tonton, c’houi a lavarfe deomp marteze pegement a leve a jom var he lerc’h ? N’ho poa ket klevet gantan ?

Valentin

Eo, klevet a rean gantan kement tra a zelle ouz he afferou. Ho Tonton, abalamonr d’he urz vad, en deuz gellet lakat ugent mil lur var interest.

Anton

Ugent mil lur ! Ha pegement dre gant a roe dezan ar zoum arc’hant-ze ?

Valentin

Eur skoed dre gant, ar pez a ra c’huec’h kant lur ar bloaz a leve, m’ar gouzout kounta.

Anton (da Olier)

Ni ho lakaio da rei c’huezek real dre gant, eiz kant lur leve etrezomp hon daou.

Olier

Ma na ve nemet an dra-ze, ne ve ket druz !

Anton

Hag an ti, aotrou barner, pegement a gav d’eoc’h a ve gellet tenna dioutan ?

Valentin

An ti,… gant ar porz-kloz,… gant he damik liorz ?… Vardro tri c’hant lur ar bloaz da neubeuta…

Anton

Goulennomp neuze pevar c’hant lur : unan benag a vo kavet atao d’her c’hemeret evit ar priz-ze.

Olier

Ha goude, netra mui da gaout ?

Anton

Na velan ket, da viana.

Olier

Mad, kompren a c’helles, breur, ne deimp ket a bell gant ar c’huec’h kant lur leve lezet da bep hini ac’hanomp gant an inkin koz.

Anton

Evit gwir, ne vo ket braz hor ialc’had.

Valentin

Petra livirit, nonde vingt-deux ? Me ho kav goal direzoun er moment-ma : petra !! Nag a dud var an douar n’ho deuz ket ar bedervet a gementze, ha ne sonjont ket en em glem… Eürus e tlefec’h beza, emichans, m’ar gellit dont a ben da zastum heritaij ho Tonton.

Olier

M’ar gellit ? M’ar gellomp ?

Anton

Sklear awoalc’h eo avad, a drugare Doue, ar pez zo merket var ar paper.

Valentin

Ia, var ar paper a zo ganez en da c’hodel, mez ho Tonton a c’hell beza great eur paper all, piou voar ? Abalamour da ze, araok ho lezel da gemeret netra, e rankan furchal mad e pep leac’h, ha dreist-oll er c’hrouf a velan aze siellet.

Anton

Ober ar pez a livirit aze, aotrou barner, a ve eur c’holl amzer, a sonj d’in.

Olier

Evel p’hon dije amzer da goll, hein, breur.

Anton

Evelse ne dal ket ar boan…

Valentin

Nonde vingt-deux, gouzout a ran petra lavaran ; ha va dever da genta… Mont a ran da glask daou dest evit sevel dirazho ar ziel. Chom a chellit aze ; me ne vin ket pell. (Mont a ra kuit).

EIL DIVIZ
Olier

Te a gred ar pez a gount ar radoter koz-ze, e c’hell beza eun eil testamant evit freuza al labour vad a zo great gant ar c’henta ?

Anton

Lezomp hennez gant he randounerez, ha greomp evel pa vemp ar vistri. Daoust ha tonton Biel hen dije sonjet ober eun dra evelse, pa n’oa ket guest da zivinout e reamp goap anezan ? Biken n’her c’hredin…

Sell, breur, ama e velan daou dok kasi nevez flam, hag a zeblant goulen bep a ben da c’holei… Evidon-me a zo o vont da essa unan ; gra eveldon, m’ar kerez ! (Kemeret a ra unan euz an tokou).

Olier (en eur dostat da gemeret egile)

Ar pez zo sur, gwelloc’h ear hon devezo gant bep a dok eget gant hor c’hoz bonedou krasset.

Anton (goude easa he hini)

Dichanz var an taol kenta ! hema a zo re laosk d’in-me ; hag an hini e peuz-te kemeret, Olier ?

Olier

Double barriken, a zo re stard ; kement a lavaret avad ! Ha ma rafemp eun trok ? Marteze ec’h en em gavint euz hon doare !

Anton

Akord raktal… (Goude an trok). Ac’ha ! an tok-ma a zo evel great evidon ! Pegen eaz !!… Pegen skanv !…

Olier

Ar memez tra a c’helfen da lavaret d’id euz hema !… Pegen brao e tle disken var va zal !…

Anton

Ne vo ket fall, emichans, d’an aotrouien vraz beza saludet ganeomp… Evelhen, sell… (en eur zaludi Olier.) Bonjour, Aotrou Olier, ha, ha, ha…

Olier (o saludi ive)

Bonjour, Aotrou Anton, ha, ha, ha !…

Anton

Dalc’homp mad d’ar re-ma, Olier ! kement se tapet eo atao divar leve hon Tonton benniget.

Olier

Mez da c’hortoz gwelloc’h, hein, breur !

Anton

O ! kredi a c’hellez ne basseimp ket gant an neubeut-ma… A forz da danva, e teu an naon. (Klevet a rer Manuel o lavaret he Bater e tal an or.)

―――


TREDE DIVIZ
Olier

Kleo !… daoust ha piou a ve aze e vourouellat e toul an alc’houez ?

Anton

Eul laskar benag, kasi sur, o klask beva divar goust he nessa.

Olier

Mont a ran da velet. (D’ar paour.) Tosta ama, ha lavar dustu petra out deut da ober, rag n’hon deuz ket amzer da goll !

(Biel a vez gwelet o tont adren ar paravel
evit eur pennadik ebken).
Manuel

Eur gwennegik d’ar paour, m’ar d’eo ho madelez !

Anton

Koulz oa goulen dek gwennek var eun dro ! Ken buan great oa ! — Te a sonj d’id marvad e valeomp ama var an aour ?

Manuel

Ho Tonton na vanke morse da rei d’in aluzen.

Olier

Duze er vered her c’havi ; gra dezan hor gourc’hemennou.

Anton

Eur vech all hon devezo muioc’h a eaz da rei d’id eun draïk benag.

Manuel

Me am euz naon, goulskoude.

Olier

Double barriken, me am euz sec’het ive, eb gellout kaout banne ebet abaoue div heur, ha n’euz ket kementze a storlok ganen.

Manuel (en eur vont kuit)

N’ho pezo ket muioc’h o chanz vad, goude ober oap euz ar paour : Kenavo.

Anton

Ia, kenavo, ha salo na ve morse gwelet da dreid vardro an ti-ma.

Manuel (var treujou an or)

N’ho pezo ket a chanz vad.

Olier

Kerz ac’haleze, a lavarer d’id, labouz-noz ma z’out!

Anton

Setu aze eul laskar hag a zo deut d’hon direnka divar hon labour… Olier, petra sonjes ? Ha ma kemerfemp ive bep a re voutou, e mesk ar bouteier a zo aze en daou du d’ar c’hrouf ?

Olier

N’eo ket eun dra fall ken neubeut… Gwelomp neuze ha ni a vo ken chansuz eget gant an tokou.

Anton (o tibrada eur re voutou)

0 tonnerr ! Ar rema a zo eur beac’h anezo, ha n’ouzoun ket penaoz e c’helle an immobil koz bale gantho.

Olier

Diskuez-ta, Anton (goude ho dibrada hag en eur ho zeuler d’an douar a frao)…. Ne ket me a garfe ober eul leo gant eur seurt bagou… Mad da verza d’ar pillaouer, pa dremeno dre aze.

―――


PEVARE DIVIZ
Jermen (o klevet trouz ar boutou, a zired)

Piou zo aze ? Piou zo aze ?

Anton (en eur zaludi)

…Bonjour, Aotrou Jermen.

Olier

…Bonjour, Aotrou Jermen.

Jermen

Iskuzit… Me a gave d’in divroidi…

Anton

Ni, divroidi ? pebez fron ! Evit piou e peuz-te c’hoant d’hor c’hemeret.

Olier

M’ar deuz eun divroad ama, eo te, ha ne vemp ket pell evit hen diskuez did… Mez araok pep tra all, lavar d’eomp : daoust ha ne peuz laeret netra divar hor c’houst epad m’edoz ama da unan ?

Jermen

Me, laerez eun dra benag ? Evelato ne garfec’h ket e ven lakeat e mesk al laeroun… Furchit ac’hanon.

Anton

Ne peuz ezom ebet da grial evel ma rez : da gredi a reomp, va Doue benniget… Allo, kerz da beurachui da labour… (Pa zeo eat Jermen dija pell). Ma kendalc’hez da veza fur, ni roio d’id marteze poltret hon Tonton Biel, a zo ama a zistribil.

Olier

Poltret eur marmouz kaer, hein, breur !

―――


PEMPED DIVIZ
Valentin (en eur entreal gant daou dest)

Petra velan, nonde vingt-deux ?

Tokou Biel dija var ho pen ! ! N’emaoc’h ket divezad o kregi…

Anton

Brema pe divezatoc’h. an dra-ze zo kavatal, aotrou barner.

Valentin

A gav d’id ? mez n’eo ket va zantimant d’in-me, da viana betek hen : Bremaïk e vo great ar sklerijen… Mont a ran da zevel ar ziel dirak an daou zen a volontez vad o deuz assantet servichout da destou, evit gwelet a n’euz ket eun Testamant all e diabarz ar c’hrouf… (En eur freuza, ar ziel). Ma n’euz hini ebet ama, ne gav ket d’in e ve ken neubeut e leac’h all ebet… Sellomp piz e pep korn, eb direnka re ar pez a zo dastumet ennan !…

Olier (da Anton)

Gant ma raïo tro c’houllo, da viana !

Anton

Aze n’euz ket muioc’h a destamant eget na zeuz peziou aour var bal va dorn.

Valentin (o tifoucha eur paper)

Ac’hanta : petra lavaren-me ?…

Olier

Petra zo, ta ?

Valentin

Skrivet eo var ar paper-ma : eil Testamant Biel Pendavad.

Anton

Siouas !

Olier

Piou hen dije kredet ?

Valentin

…Gwelomp ar pez zo diabarz : « Me, Biel Pendavad, a c’houlen ma vo roet va danvez d’an niz hen devezo diskuezet kaout ar muia keuz d’in goude va maro. Va mevel Jermen a vezo karget da rei da anaout d’an Aotrou Valentin, barner, hano an niz karantezussa. .. An testamant-ma a freuz kement hini all am beffe great diagent… Great d’ar c’henta a viz ebrel mil nao c’hant eiz. »

Olier

M’hon dije goezet oa red diskuez keuz ! !

Valentin

Hen gwelet a rit, brema, koulz ha me ; an testamant-ma a c’hell chench doare d’an traou… Da biou a vo al leve ? Den n’her goar, nonde vingt-deux, nemet diviner e ve…

Beteg gouzout pehini euz an tri niz a vo kavet mad da herita, an testamant-ma a jomo etre va daouarn, hag ar c’hrouf a rank beza kasset raktal beteg an ti-kear. (An daou dest a gemer ar c’hrouf evit mont kuit, gant Valentin var ho lerc’h : hema araok pellât) : Allo ! kenavo, va zud mad hag en eur reketi kement a chanz vad d’an eil eget d’egile ac’hanoc’h…

―――


C’HUEC'HVED DIVIZ ;
Anton

Klevet e peuz-te biskoaz hano a gementall ? Rei al leve d’an niz a dlie diskuez ar muia glac’har ?… Teir guech immobil a ranke beza hon Tonton adrazur, pa rea eur seurt paper.

Olier

Ne ket chom da vantri eo brema : poent eo labourat, breur paour, m’ar fell d’eomp kaout an heritaj hon devoa kement a ezom anezan evit gellout en em zizc’hlea !

Anton

Gwir eo, ni hon daou en em glevo atao, n’euz forz pehini ac’hanomp a ve dibabet evel heritour ; mez penaoz miret ouz Julian da veza choazet en hon raok ? Eno e ma an dalc’h.

Olier

Deomp da gaout hor breur : marteze, gant hor c’homzou flour hag hor promessaou trompluz, e teuimp aben d’hen lakat da renons d’an heritaj, dirak testou…

Anton

Possubl awoalc’h, avad !… Koulzkoude, ervez va zantimant, e ve c’hoaz gwelloc’h gounid Jermen, rag ar marmouz-ze a c’helfe beza kalz noazus d’eomp, dre ma zeo bet re frank hor ginou dirazan, hag, her gouzout a rez, hennez a vo braz he c’halloud dirak ar barner.

Olier

Petra da ober, neuze ?

Anton

Me a ve aviz e prometfemp dezan eun dra benag guest da ober plijadur d’he galoun !

Olier

Ha me ive ! Double barriken, n’euz ket a riskl evit prometti eur ialc’had are’hant : goudeze ni a daillo d’ezan.

Anton

Dao deï neuze !… Mont a ran d’hen gervel ; mez da c’hortoz, kemer da vouchouer ha gra an neuz da zec’ha bep an amzer da zaelou. Goudeze me en em gargo euz ar rest… Prest out ?

Olier

Ia ; pa gari e c’halvi Jermen…

―――


SEISVED DIVIZ
Anton

Jermen… Jermenik, e peleac’h e maout-ta ?

Jermen

Ama e maoun, o skuba ar porz-kloz.

Anton

Ne dal ket ar boan eu em skuiza evel ma rez ; deuz ama da varvaillat ganeomp-ni eur pennadik.

Jermen (o tont)

Petra zo nevez ganeoc’h, Anton ?

Anton

Silaou mad ar pez e z an da lavaret d’id, va mignoun.

N’oun ket souezet e ve tenval da ben en deiziou-ma, ha beuzet da galoun gant ar glac’har ; rag ar mestr e peuz kollet n’hen devoa ket he bar var an douar, eur mestr douz, eur mestr eaz da garet.

Jermen

Koulskoude ne ket an dra-ze a lavarec’h bremaïk.

Anton

Ne da ket da ober van, Jermenik… Gwir eo, va breur Olier hen deuz lezet eun neubeut komzou balc’h da goeza euz he c’hinou, mez hen iskuzi a rankomp ; ken glacharet oa bet o klevet oa maro Tonton Biel, m’en deuz ranket beuzi e c’hlac’har en eur eva eur c’hart hini melen…

Olier (goude sec’ha he zaoulagad)

Setu petra eo kaout eur galoun re dener.

Jermen (en he bart he unan)

Ken braz komidian an eil eget egile.

Anton

Hen toui e c’hellan, Jermen, da vestr n’eo bet karet gant den ebet muioc’h eget gant Olier. Va dever eo hen diskleria a vouez huel, rag, e ken kas ma teufe unan benag da c’houlen da aviz, e voeffez da viana petra da respount.

Jermen

Piou a sonj d’eoc’h, a deuio da c’houlen va aviz var gementze ?

Anton

An aotrou Valentin, sur awoalc’h, rag an oll varnerien a zo mad da guriuzat an dud… Lavar dezan ar wirionez, eb kaout aon e ven jalouz ouz va breur… Goude tout paet e vezi : Olier a vo joa ganthan rei d’id, ouspen poltret Tonton Biel, eun dra benag all evit gellout derc’hel sonj euz da vestr, eur re voutou pe eur jileteri.

Olier

O breur ! ne gavan ket e ve awalc’h kementze : me a bromet rei dezan eul loïz aour, evit prena eur viskamant a zoare.

Anton

Gwelet a rez, Jermen ? Hennez a zo kaloun tout, ha rei a rafe kement tra hen deuz en aviz ober plijadur d’he nessa… (Da Olier, a vouez izel.) E ma dija gounezet ar marmouz.

Jermen

Petra livirit aze, a vouez izel !

Anton

Edon o lavaret d’am breur out bet atao eur zervicher dispar dre al lealdet e peuz diskuezet e servij da vestr.

Jermen

Oh ! kalz re a veuleudi evidon-me ! Dek gwech muioc’h eget na veritan… Gwelloc’h eo ganen distrei d’am labour.

Anton

Evel ma kavi an essa, Jermenik ; ia, kerz da beurachui da labour, mez eb en em skuiza, ha n’ankounac’ha ket dreist-oll ar bromessa e peuz great.

Jermen (divar treujou an or)

Pe seurt promessa ?

Anton

Her gouzout mad a rez, Jermenik paour : ar bromessa da lavaret ar wirionez dirak ar barner Valentin, egiz m’am euz diskuezet d’id bremaïk…

Jermen

Da genta, e c’houlennan amzer da ober va sonj (Mont a ra kuit).

Anton

Bez disousi, ni a vezo anaoudek en da genver.

Olier

Kenavo, Jermenik, kenavo, va mignoun !…

―――


EIZVED DIVIZ

(Anton hag Olier en em laka da c’hoarzin… ha, ha, ha.)

Anton

Ac’hanta, breur, petra e peuz-te da lavaret ? N’eo ket founuz ar bourren e m’aoun o paouez tenna ?

Olier

Eur pabor out, evel ma n’euz ket kalz var an douar, ha mil boan em boa o viret da zirol pa edoz oc’h ober da louarn gant Jermen.

Anton

Kredi a c’hellez n’eo ket euz ar re fina, hag abalamour da ze oun deut a ben d’her gounid buan awoalc’h.

Olier

Hag eur vech gounezet hennez, n’euz mui riskl ebet evidomp, emichans ?

Anton

Nan, riskl ebet… Kompren-ta, aben daou zervez setu ni pinvidikeat gant liardou hon Tonton Biel !

Olier

Ezom ebet mui d’en em skuiza o labourat !

Anton

Bara guiniz da zibri gant kig hag amân, n’euz forz pegement !

Olier

Ha gwin da eva diouz hor sec’het !

Anton

N’oa ket re abred e teuje hon tro da veza savet e renk an aotrouien.

Olier

Ha da glevet an dud o lavaret d’eomp : Bonjour, aotrou Anton, bonjour, aotrou Olier, ha, ha, ha.

Anton

Ken braz eo va levenez, ma n’ouzoun ket petra vir ouzin da leusker eur bom kân, evit lavaret kenavo d’hor stad koz.

Olier

Double barriken, perak n’her grez-ta ? Me da zikouro, ar gwella ma vo possubl d’in, petra benag ma zeo krasset va gouzouk…

Manuel (e tal an or)

Eur gwennegik, m’ar plij, m’ar d’eo ho madelez.

Anton

Kleo piou zo aze adarre.

Olier

Lavaret a ve ar memez bouroueller hon deuz kasset dija ac’haleze da foueta bro.

Anton

Kasi sûr ; mont a ran da velet… (D’ar paour). Petra glaskez ama evit an eil guech ?

Manuel (o tont a vel)

Ne c’houlennan netra digant nikun ac’hanoc’h ho taou.

Olier

Digant piou-ta neuze ? Digant an ankou ?

Manuel

N’ema ket Biel Pendavad dre ama ?

Anton

Biel Pendavad ?

Olier

Hon Tonton d’eomp-ni ?

Manuel

Ia, ia, ho Tonton madelezuz !

Anton

Assa ! Evit piou a fell d’id hor c’hemeret ? Daoust ha n’hon deuz-ni ket roet da entent d’id eo sammet gant an ankou ?

Olier

Er vered duze, her c’havi…

Manuel

Koulzkoude n’euz ket c’hoaz a zek munut abaoue m’am euz her gwelet o treuzi he borz.

Anton

Allo, kerz ac’haleze buan, a zo gwelloc’h did eget choum da zirezouni d’eomp evel ma rez.

Olier

Ha da ober d’eomp koll hon amzer !

(Biel en em ziskuez gant eul linser ven varnan).
Manuel (strafuillet)

…O va Doue !… petra velan !

NAVED DIVIZ
Anton

Assa ? achu e peuz gant da ardou fall !!

Manuel (o tiskuez)

…Sellit… aze… adren ho kein.

Anton hag Olier a zistro da zellet

…Piou an tonnerr !!

Anton

Eur farser benag sûr awoalc’h, deut ama da glask hor spounta.

Olier

En esper hor pellât marteze euz an ti-ma, mez n’eo ket en em gavet eno c’hoaz.

Anton

C’hoant am beffe da baria eo Julian, hennez : o ia, eb douetans ebet… Julian, Julian !

Julian (o tiredet)

Setu me ama, ha pa zeo gwir am gwelit dirak ho taoulagad, ne c’hellan ket beza kuzet dindan al linser-ze er memez amzer.

Olier

Jermen eo marvad, oc’h ober an neuz da veza brassoc’h eget ma z’eo e gwirionez… Diskuez da fas ta, marmouz !

Jermen (o tiredet)

Senti a ran, hag eur blijadur eo evidon diskuez ama va fas evit rei d’eoc’h da gompren n’oc’h ket c’hoaz divinerien awoalc’h…

Anton

Mantruz eo ne vemp ket guest da zivinout piou zo aze.

Moris (o tiredet)

Ar pez zo sur, ne ket me eo, sakondien.

Valentin (o tont raktal var he lerc’h)

Na me ken neubeut, nonde vingt-deux.

Olier

Mad, n’euz fors piou eo, eur spountail distrantel n’eo ken ! a veac’h ma ve mad da spounta brini !

Julian

Gwelet a ran ho peuz mall, c’houi ho taou, da c’houzout piou eo an den a zo aze dirazoc’h… Mont a ran d’hen dizelei.

…Digorit mad ho taoulagad… (Hen dizelei a ra)

Anton

Siouas !! hon Tonton Biel eo.

Olier

Vit doare, n’oa ket maro !

―――


DEKVED DIVIZ
Biel

Nan, n’eo ket maro, a drugare Doue, ha chom a ra libr da ober ar pez a garo euz he damik peadra.

Anton

Iskuzit ac’hanomp, Tonton Biel.

Olier

Ni ho karo a greiz kaloun.

Biel

Awoalc’h, m’ar plij, euz an ardou-ze, oun bet test anezho abaoue ma zoc’h en em gavet em zi… Lakit raktal an tokou a velan var ho pen er memez leac’h ma peuz ho c’havet… (senti a reont). Nizien divergount ma z’oc’h !! Nizien digaloun ! na c’hedit mui kaout netra euz an ti-ma : Julian ebken a zo din da veza va heritour : ne gav ket deoc’h, va mignouned ?

An Oll (nemet Anton hag Olier)

Eo, eo !

Biel (en eur gregi e dorn Julian)

Julian, dirak an oll destou a zo ama, e tisklerian a vouez huel ne roïn va leve da zen all ebet nemet did ha d’am fillor Bielik.

Julian

Ho trugarekat a ran, va Zonton, euz ho madelez em c’henver, mez brassoc’h levenez a ve em c’halon, ma karfec’h merka d’in pe seurt loden da rei d’ho Jermenik, a zo bet ken soursius en ho servij.

Biel

Da anaout a ran brema, va niz, ha n’oun ket nec’het evit gouzout e voezi atao ranna gant Jermen kerkoulz ha gant kement paour a deuio e tal da zor.

Moris

Kozeal mad a rez, Biel, hag eur blijadur eo da glevet, takebie !

Biel

Gwella-ze, Moris. — (Da Anton ha da Olier). D’eoc’h-c’houi n’am euz nemet eur ger ebken da lavaret : distroit d’ar gear, ha dalc’hit sonj n’eo ket deread karet eun Tonton nemet abalamour d’he liardou.

(Anton hag Olier a in kuit).
Valentin

Nonde vingt-deux, lavar eta eo eun dra mezus ! ha salo e teufe ar gentel-ma da zioriba en hor bro an heritourien divergount ha digaloun…



ACHU AR PEZ-C’HOARI






28510 — Brest, imprimerie rue du Château, 4