Hunvreou kaër a dremen en ezen askellek
A lak kridien vraz e touez bleun aour al lann,
Miret eun tamm, m’ho ped, en âlan ar garrek,
Sonj an amzer dibab a zeu Arvor d’embann.
Ra zeuio an avelach a frê Menez Are,
Da zihuna ’n hor c’halon, eun esper moredet.
Ra zeuio mibien stouet eur wenn disliou hirie,
D’em denna vit echui ouz o c’housk kaledet.
Ar bobl en kuzulik a gont kement a draou,
Ma nefe d’o delc’hen kalz a c’hoant ar brug ru.
Neuze en liouiou brao, lak karantez hep gaou,
Eun emgleo ken laouen ma zoug merk an didu.
Epad noz ar gouanv, ar Maro spouronnus
A zeu en hentchou dôn hag er bodou tenvel.
Da bep envor ive eul lavar dudius,
Hep mar, gant koantiri, renk broda ’eur vantell.
Ar skweriou desevet vit klask lazikerez,
A red hag a zaoulamm barz an devalijen,
An noz ziskuill anê d’ezennou ar gwarez,
Hag a lenvont neuze o malloz da viken !
Rimadellou spontus a zav eur gontadenn,
D’an drez, d’ar mein a zo dre-oll tal an hentchou.
Ar mammou koz ebars o spered, a gav tenn
Bep a vuhez gwirion d’an oll bagad teuziou.
Peb troatad a zibun em gontadenn dispar
Ha peb lec’had ive gomz euz amzer gwechall.
Mes dindan al linsel tano, ’ma an douar,
Birvidik, galloudus, bepred dihun ha grall.
Er reier lec’h a zeu an avel da strakal,
Ar c’henvi vel lôre hep aon a gred steui
’N eur ober d’ê, bemde, gant deliou livet fall,
Eur gurunen c’hwero mad d’ar benaërez kri.
Unan gant trouz ar mor, ar Vretoned a Vreiz,
A zant o skoï bepred, nerzuz, o c’halonou.
En kement ene kelt, kreïz burzudou a leïz,
Euz Barzaz an Hunvre c’helfer gweld ar goulou !
|