Sétu aman, va c’henvroïz, eur sqeuden euz dérou[2] al levr burzuduz hanvet Télémaq, pen-ober[3] euz an arc’hescop qer brudet Francès a Halégek euz ar vouden Fénélon. Ar scrivagner braz-zé hén deuz peintet, gant ar vréou[4] an dudiussa, ingin an dud, hag arvest[5] ar bed. N’ho peuz nép levr hénvel oc’h héman en ho iez,[6] ha ne ellan qet arvari[7] é gratéot anézan. [8] Clasqet em euz bépréd ar c’hompziou Celt, en eur venna,[9] gant an dud ar gwiziéqa, pénauz an iéziou estern qémesqet gant hini ar vro, a ro dézan eun aoz[10] divalo, ha ne all qét béza hétuz[11] d’ar ré er goar ervad.
ARDAMEZ. An daou v unvanet evellen : w, en em brononç evel ou ; német ma teufent goudé ar guériou, eur, ar, dré, anter, gwal, etc., hag ar re all a laq anézo da goll ar g, ez oa en ho raok ; neuzé e prononcer anézo ével ou, pé ével v, hervez aoz Léon.
Télémaq casset gant Minerva, dindan aoz[13]Mentor, a zo taolet gant eur barr-arneu en énézen Calypso. An douéez-ze, pini ne allé qét en em fréalzi[14] euz tec’h Ulyssès, a ra da vab an haroz-zé an diguémer ar gwella, hag ô véza deut da garout anézan qérqent dreist-pen, a guinnig dézan ar hir-badélez,[15] ma fell dézan choumm gant-hi. O véza bet pédet muioc’h mui, gant an douélez, é tanével[16] dézi hé véach é Pilos, hag é Lacédémon, hé pensé[17] war aot ar Sicil, an daré [18] é pini é oè da véza immolet war béz Anchises, ar scoazel a roaz, hén ha Mentor, d’ar roué Acestès, hag an anaoudégez-mad ar princ-inzé, pini a roaz dézo eul lestr phénician evit mont en ho bro. Al lestr, ô véza bet qéméret gant eur stroll listri ar roué Sésostris, Mentor hag hén a zo dalc’het, ha casset en Egypt. Madou ha burzudou ar vro-zé ; furnez hé blégnérez. Télémaq ha Mentor a zeu dirag Sézostris, pini a ro ardamez[19] ar gra-zé[20] d’eur pen gréou [21] euz hé balez, hanvet Métophis. Dré urz ar pen gréou-zé, Mentor a zo gwerzet da varc’hadourien éthiopian a gas anézan en ho bro, ha Télémaq a zo léqéet da zioualc’h eur vagad loéned[22] en eur gwéléac’h.[23] Azè Thermosiris, béleg Apollon, a c’houéqa[24] crizder hé fortun, en eur zisqi dézan heulia an Doué Apollon, pini, ô véza ma oa réd dézan méaza dénved ar roué Admet, en em fréalzé euz hé disheur, en eur sévenni ar messaérien. Hep dalé Sésostris, ô véza clévet ar péz oll a ré Télémaq a vurzuduz en hé gwéléac’h, a galv anézan en hé guic’hen, a anav hé ziantégued,[25] hag a ra dézan ar bromessa d’hén digaz en Ithaq. Hoguen maro ar princ-zé a bluï[26] c’hoaz anézan en droug-heuriou ; bac’het[27] éo en eun tour, war ribl ar mor, euz a bé léac’h a wél Boccoris, roué névez an Egypt, mervel en eun emgann[28] a énep hé sujidi, scoaziet gant ar Phénicianed. An hini a oé léqéet en he léac’h,[29] ô véza rentet an oll Phénicianed a oa bét qéméret, Télémaq a zo digasset gant-ho war lestr Narbal, pini a vlégné stroll listri an Tyrianed. Epad an treuz,[30] Narbal a beint dézan béli ar Phénicianed, hag ar sclavach truézuz é pini éz oant dindan gwalen ar roué criz Pigmalion ; Télémaq deut é Tyr, a ardamez madou ha fortun ar guéar vraz-zé. Narbat a zisq dézan dré bé aoz éz éo bet léqéet er stad-zé. Couscoudé Télémaq, ô véza war ar préd[31] da wélia étrézeg Chypr, Pigmalion ai zzolo ez éo erméaziad,[32] hag a ro urz d’he zerc’hel : hoguen Astarbé, mestrèz ar roué, a savétei anézan, évit laqaat derc’hel en é léac’h eun den iaouanq euz a bini an disprij hén dévoa héguet anézi. Télémaq a bign en divez[33] war eul lestr Cyprian, évit distrei en Ithaq éénézen Chypr.
Calypso a oa mantret. En em gaout a ré malevruz da véza hir-baduz. He c’héo a oa mud : au nymphed na grédé qén compza out-hi. Balé a ré aliez war ar glazennou sqéduz a oa en dro d’hé énézen ; mès al léac’hiou caer-ze, pell diouc’h hé fréalzi, ne rent német cas en hé ménoz Ulysses, pini hé dévoa gwélet qen aliez en hé c’hic’hen.
En eun taol en em ziscouézaz dira’z-hi pell-cas[34] eul lestr pini a oa o paouez penséa : tostou,[35] roénviérien casset tu-man tu-hont war an tréaz ; eur stur, eur wern, ha qerdin ô neui war an aot. Goudé é wélaz daou zen : unan anézo a vané coz, hag éguilé iaouanq hag henvel oc’h Ulyss. Béz'hén devoa hé c’houéqder gant hé vent hag hé valé leun a vrasder. An douéez a zizoloaz éz oa Télémaq, mab d’an haroz-zé ; mès pétra bennag ma ia squiant an douéou pelloc’h éguet hini an dud, né ellaz qét gouzout piou a oa an dén vénérabl-zé a ié kévret[36] gant Télémaq ; ha qément-sé, abalamour ma ell an douéou huelloc’h cuzet d’an douéou izelloc’h ar péz a blich dézo, ha Minerva, pini a ié kévret gant Télémaq, dindan aoz Mentor, ne fellé qét dézi béza anavézet gant Calypso.
Couscoudé Calypso en em laouénéé eus eur pensé a léqéé war hé énézen mab Ulyss, q’én hénvel oc’h hé dad. Mont a ra étrézeg ennan ; hag hép ober man gouzout piou éz éo : Euz a béléac’h, a lavaraz dézan, é teu déoc’h an herder da zont em énézen ? Gwézit, erméaziad iaouanq, ne zeuer qét dic’haou war va douarou. Clasq a ré da c’holei dindan compziou gourdrouzuz, al lévénez a zic’hlané en hé c’haloun, hag é luc’hé, a énep dézi, war hé dremm.
Télémaq a respontas : O c’houi, piou bennag éz oc’h, dén pé douéez, (pétra bennag na eller ho qémeret német évit eun douélez), ha ne alfac’h q’ét béza cunéet[37] dré an disheur eur mab, pini ô clasq hé dad var ar mor diboellet, hén deuz gwélet bruzuni hé lestr war ho qerreq. Piou ez éo, a lavaraz, ho tad pini a glasqit ? Hanvet éz éo Ulyssèz, a respontas Télémaq. Béz’éz éo unan euz ar rouéed ho deuz, goudé eur stourm euz a zeg vloaz, discaret ar géar a Droa qér brudet. Hé hano a zo bét anavézet en Greç, hac en oll Asia, dré hé galoun er mesqadennou, ha c’hoaz muioc’h dré he furnez er c’huzulliou. Bréman, ô vont hac ô tont war ar mor braz, hén deuz tréménet ar poullou-tro ar ré gwassa. Hé vam-vro a van téc’hout diraz-han. Pénélopès hé bried, ha mé, hé vab, hon euz collet ar spi[38] da allout biqen hé wélet. Rédeq a ran gant qément a zaré hag hén, évit gouzout péléac’h éma. Mez pétra a lavaran ! martézé ez éo bréman sébéliet é gwéled ar mor. Ho pézet truez ouzin, ha mar gwézit, ô douéez, pétra hén deus gréat an tonqadur[39] évit savetei pé coll Ulyss, né faéit qét el lavaret d’hé vab Télémaq.
Calypso souézet bras ô wélet qément a furnez, a hélavardet,[40] en eun den qér iaouanq, né allé qét sellout aoualc’h out-han, ha né lavaré guér. En divez é compzaz évellen : Télémaq, disqi a rimp déoc’h ar péz a zo c’hoarvézet gant ho tad. Mès an danével-zé a zo hir : préd éo déoc’h dont en ti, évit m’ho tiguémérin ével eur mab : deut, béz’é viot ma fréalzer, hag é rin déoc’h an évrussa tonqadur, mar gwézit tanva anézan.
Télémaq a heulié an douéez, en dro da bini ez oa eun ingroez[41] a nymphed, a ziouc’h péré é zavé euz ar pen oll, ével eun derven huel é touez ar gwéz diwar dro. Mézévenni a ré ô wélet hé génetr,<ef>Mézevenni a ré ô wélet he génet. E galleq : sa beauté l’éblouissait.</ref> ar moug[42] euz hé zaé hir, hé bléo koulmet adrén compez, mès gracius, an tan a luguerne en hé daoulagad, hac ar c’houéqder a dempsé[43] hé primder. Mentor, mud, hag hé benn stouet, a heulie Télémaq.
Dont a réjont dirag dor Calyso, é pé léac’h Télémaq a oé souézet ô wélet, gant compézder tud diwar ar méaz, qément a ell plijout d’an daoulagad. Evit gwir, ne wélet azé nag aour, nag arc’hant, na marbr, na colonennou, na taolennou ; mès ar c’héo a oa troc’het ha baotet er roc’h leun a gréguin ; goloët a oa gant eur winien, pini a sqigné hé scourrou euz a bép tu. An ézennou scanv, en eur nijal, a zalc’hé el léac’h-zé, péger braz bennag ma oa ar grouéz, eur fréscadurez déliciuz : chourennouïgou bian a rédé en eur c’heiza war prajou sqéduz a fleur, hag a ré lennou qér splann[44] hac ar strinq :[45] boqéjou diniver a ziwané er glazennou a oa en dro d’ar c’héo. Azé é caved eur c’hoat euz ar gwéz a zoug avalou aour, hag, é pép amzer, fleur euz ar c’houéz ar gwella ; ar c’hoat-zé a vané curuni ar prajou caer-zé, hag ar bodou a oa qer stanq né ellé qét saézennou an héol treuji ennan. Azé ne gléved német mouéz al labousset, trouz eur c’houéren, pini en em strinqé euz créac’h eur roc’h, a gouézé en eur éonenni, hag a rédé a dreuz d’ar prajou.
Kéo an douéez a oa war an dinaou eus eur ménez : alessé é wéled ar mor, a-wéachou héget gant diboell a énep ar c’herreq, war péré en em vruzuné en eur lénva, hag en eur sével hé goummou ével ménéziou. Euz eun tu all en em ziscouézé eur ster,[46] é pini a oa calz a inizi bévennet[47] a évlec’h[48] hag a beupli, euz a béré ar pennou en em guzé en énv. Ar c’haniou aozet[49] gant an énizi a vané c’hoari : ar ré-man a ruillé gant err, a ré-zé a ié sioul ha morgousqet ; ré-all, en eur trei ha distrei, a zeué c’hoaz war ho roudou, ével ma falfé dézo pignat warzu ho mammen,[50] hag é vané ne allent quittaat al léac’h déliciuz-zé. Gwélout a réd a bell ménéziou a ié d’en em goll er goabrennou, euz a béré an aoziou dinivéruz a ré eun dremm-wél[51] évit plijadur an daoulagad. Ar ménéziou tost a oa goloet a winiennou a gouézé é garlantéziou : ar raizin, sqédussoc’h éget ar moug, ne allé qét en em guza dindan an deillou, hag ar scourrou[52] a oa pounnéréet dindan béac’h ar frouez. Ar gwéz figuez, olivez, ar wézen greunneq, a calz a ré all, a c’holoé ar méaz, hag a ré anézan eur liorz braz.
Calypso, ô véza discouézet qément-sé oll d’an dén iaouanq, a lavaraz dézan : Éhanit ; ho qwiscou a zo glébiet, préd eo déoc’h kemma[53] anézo : goude en em wélimp, hag et tanévellin deoc’h calz a draou, euz a béré é viot tréantet. Neuzé ho cassaz, hén ha Mentor, er c’hampr ar pella euz eur c’héo tost d’an hini é pé léac’h é choummé. An nymphed ho devoa bét an aqet d’ober enô eun tantad gant qeuneud cedr, euz a béré ar c’houéz mad en em sqigné a bép-tu ; hag ho dévoa lezet gwiscou évit-ho.
Télémaq, ô wélet éz oa bét lezet evit-han eun duniq a c’hloan ar floura, hag eur zaé a vong broudet en aour, a guéméraz eur plijadur hervez spéret eun den iaouanq, en eur sellet oc’h an traou caer-zé.
Mentor a lavaraz dézan gant eur vouez grévuz : Hac int-hi ar ménoziou-zé, ô Télémaq, ar ré a dlé béza er spéret mab Ulyss ? Mennit qentoc’h da véza tréac’h d’an disheur a ia d’ho heul. Eun den iaouanq a gar en em ficha ével a alfé ober ar merc’hed a zo indign euz ar furnez hag euz ar c’hloar. Ar c’hloar n’ez éo dléet német d’ar ré a oar gouzanvi ha flastra dindan ho treid ar plijaduriou.
Télémaq a respontaz, en eur huanadi : Ra zeuio an Douéou d’am laqaat da vervel qentoc’h évit lezel an dinerzdet hac ar gwaqder tréanti em c’haloun ! Nan, nan, mab Ulyss né vo qet trec’het dré donelléréziou eur vuez dic’hloar ha didalvez. Mès a bé léac’h é teu déomp béza diguéméret qer mad gant mestrès an énézen-man ?
Ho pézet aoun euz hé c’hunvéléziou muioc’h éguet euz ar c’herreq var béré éo bet bruzunet ho lestr. Na grédit qét ar péz a zanévello déoc’h. Ar iaouanqiz hén deuz eur gréden divent. Pétra bennag mar d’eo qér bresq,[54] é sonch allout pép tra dreizhan hé-unan, ha qement-sé hép droug : crédi a ra scanv ha diévez. Né sélaouit qét compziou c’houéq Calypso, péré a zisclo ével eun aer dindan ar boqéjou ; diwallit diouc’h ar c’hontamm[55] cuzet : discrédit varnoc’h oc’h-unan, ha gortozit bépred va aliou.
Goudé é tistrojont étrézeg Calypso, pini a c’hortozé anézo. An nymphed gwisqet en gwen, hag ho bléo gwéet, a servichaz dézo eur préd-boéd diglasq, mès euz ar ré wella. Ne oa qiq all war an daol nemet hini laboussed ho dévoa paqet en ho rouéjou, hag anévaled ho dévoa treujet gant ho zaéziou : discarg a réjont ar gwin ar c’houéqa er c’hopiou aour curunet a fleur. Goudé é casjont er c’hestiou an oll frouez euz an dilost-han. Neuzé péder nymph en em léqéaz da gana : da guenta é canjont emgannou[56] an douéou a énep ar rampsed,[57] goudé an oriadéziou Jupiter[58] ha Sémélé, qinivélez Bacchus, ha pénauz é oé disqet gant ar c’hoziad Silénez. Brézel Troa a oé ive canet ; sével a réjont ar c’hourrach, ar furnez Ulyss, péteg an énv : unan anézo, hanvet Leucothoé, a unvanaz soniou hé zélen[59] gant mouéziou ar ré all.
Pa glévaz Télémaq hano hé dad, an daélou, a zirédaz euz hé zaoulagad, a roaz eur sqéd névez d’hé guénet. Mès Calypso, ô véza gwélet ne allé pelloc’h dibri gant hé galounad, a roaz eun taol lagad d’hé nymphed. Qérqent é canjont stourm ar Centaured a énep ar Lapithes, ha disqen Orphéus en ifern évit caout Euridices, hé bried qér.
Goudé dilost ar préd, an douéez a dostaaz oc’h Télémaq, hag a lavaraz dézan : Gwelet a rit, mab da Ulyss, pénauz e tiguéméran ac’hanoc’h. Hir-baduz oun : den né ell dougen hé c’haméjou en énézen-man, hép béza castizet euz hé herder, hag ho pensé ne diwallfé qét ac’hanoc’h euz ma venjanç, ma n’ho carfen. Ho tad a oé qén évruz ha c’houi ; mès ne wiaz qet tenna gounid euz a gément-sé. Pell amzer em euz miret anézan em énez : né’z euz dalc’het német out-han ne c’houmfé aman ganén en eur stad hir-baduz ; mès an ioul da zistrei en hé vam-vro, ô véza dallet anézan, em c’huittaaz. Gwélet a rit ar pez hén deuz collet évit an Ithaq-zé, pini na wélo biqen. Eur barr-amzer hén deuz tennet venjanç évid-oun : hé lestr, goudé béza bét eur pennad bras fourgasset gant an avéliou, a oé gwélédet er mor. Bézit furoc’h. Goudé hé bensé n’ho c’heuz nétra da c’hortoz, nag évit hé wélet, nag évit réni en énézen Ithaq, hé c’houdé : ho fréalzit da véza collet anézan, pa gavit eun douélez a garfé ho laca da véza évruz, hag a guinniq déoc’h hé rouantélez.
An douéez a réaz goudé prézéguennou braz évit discouez péguément Ulyss a oa bét évruz gant-hi ; danévelli a réaz hé zigwéziou é mougéo Polyphémès, hag é ti Antiphatès, roué al Lestrigonet ; ne ancounéc’héaz qét ar pez a oa digwézet gant-han en énézen Circès, merc’h an héol, hag an daré é pini en em gavaz étré Scylla ha Caribdès. Peinti a réaz ar gwal amzer en dévoa savet Neptunus en hé énep, pa guittaaz anézi. Fallout a réaz rei dézan da grédi éz oa bét collet er pensé-zé, ha ne lavaraz guér euz hé zonédiguez en énez ar Phénicianed.
Télémaq, pini hén dévoa bét da guénta qément a lévénez euz diguémer mad Calypso, a anavézaz hé ard ha furnez aliou Mentor. Respont a réaz é berr compziou : O douéez ! grit trugarez em c’héver, ma né ellan bréman német hirvoudi ; martézé é ellin divézatoc’h tanva an évrusdet a zeuit da guinniq din : évit bréman, na virit qet é wélfen va zad ; gouzout a rit couls ha mé péguement é tellez[60] béza gwélet.
Calypso né grédaz mont pelloc’h war an dra-man : Ober a réaz neuz da véza tréantet, ha d’en em dénéraat évit Ulyssès. Hoguen, évit gouzout gwelloc’h an doaré da vont péteg caloun an dén iaouanq, é c’houlennaz dézan penauz hén dévoa penséet, ha dré bé zarvoud éz oa deut el léac’hiou-zé. Danévelli va digwéziou a vé réïr, a lavaraz. Nan, nan, a rezpontaz dézan ; mall em euz d’ho gouzout, danévellit anézo din-mé. Er houlenn a réaz pell amzer. En divez né ellaz qét énébi out-hi, hag é téraouaz[61] en eur lavaret :
Eat éz oan tré euz a Ithaq, évit mont da c’houlen d’ar rouéed all, distroet euz a vrézel Troa, qélou euz va zad. An dud fall a c’hoantéé va mam Pénélopès, a oé souézet pa clevjont éz oan quittéet : cuzet em boa qément-sé dézo, abalamour d’ho fallagriez. Nestor, pini a wéliz é Pylos ; na Ménélas gant pini éz oen diguéméret carantezuz é Lacédémon, na ellaz rei din da c’houzout mar oa c’hoaz béo va zad. Scuiz da véza atao en arvar, é wéliiz étrézeg ar Sicil, é péléac’h em boa clevet lavarout hé devoa an amzer fall taolet anézan. Hoguen, Mentor, an dén fur-zé, pini a wélit aman, a énébé oc’h an ioul-zé[62] : laqaat a ré dira’z-oun, euz eun tu, ar Cycloped, rampsed horrubl, péré a zebré an dud ; euz eun tu all, listri Enéaz hag an Trojaned, péré a oa el léac’hiou-zé. An Trojaned-zé, a lavaré, a zo diboellet a énep ar Grécianed ; scuill a rafent gant plijadur gwad mab Ullyss. Distroit, a lavaré c’hoaz, en Ithaq : martézé ho tad, caret gant an douéou, a vézo azé qérqent ha c’houi. Hoguen, mar deuz an douéou résolvet hé goll, ma ne dlé qén gwélet hé vam-vro, réd eo déoc’h mont d’hé venji, dizanqa[63] ho mam, discouéz ho furnez d’an oll bopliou, ha rei da anaout d’ar Greç pénauz émoc’h qér dign da réna ével ma oé biscoaz ho tad Ulyssès.
Ar c’hompziou-zé a oa leun a furnez, mès né oan qét daré aoualc’h évit ho silaou, hag hé heuliiz va ioul. Mentor am c’haraz péteg dont kévret ganén en eur véach a ren a énep hé aliou, hag an douéou ho deuz va lézet da ober eur gwal, a dlié servichout d’am paréa euz ar créden re vraz em boa ennoun va-unan.
Epad ma kompzé Télémaq, Calypso a sellé oc’h Mentor. Souézet éz oa : manout a ré dézi gwélet ennan eun dra bennag euz eun Doué ; mès ne ellé qét er guélet splann : choum a ré leun a spount hag a ziscréden er gwél anézan. Neuzé hé dévoé aoun ne welfé hé c’héflusq. It tré, a lavaraz da Télémaq, mall em euz da c’houzout pétra zo c’hoarvezet ganéoc’h. Télémaq a lavaraz évellen : Epad eun dévéziou bennag hor boé eun avel mad évit mont er Sicil ; mès goudé eur barr arneu a c’holoaz an oabl, hac éz oemp grounnet[64] en dénvalijen. D’ar sclérijen euz al luc’hed, é wéljomp listri all er memeuz daré ha ni, hag é anavjomp éz oa listri Enéaz : ne oant qét nebeutoc’h da zouja évid-omp éguet ar c’herreq. Neuzé é wéliz splann péguer braz éo diévezdet ar iaouanqiz. Mentor a oé en daré-zé stard, caloneq, ha drantoc’h éguet araoq : hén am c’hourajé ; anaout a ren é roé din eun nerz n’hén divijé bét dén anézan hé unan. Rei a ré an oll gourc’hémennou hép qéflusq, épad na ouié qén ar sturier pétra a ré. O Mentor, a lavariz dézan, o Mentor qér, da bétra n’em euz qét heuliet ho aliou ! ha ne m’oun-mé qét malévruz, abalamour n’em euz silaouet némed-oun va unan, en eun oad na anav, nag an amzériou tréménet, nag an amzériou da zont, ha ne oar qét tempsa an draou a drémen ! Oh ! ma allan en em denna euz aman, en em zisfiziin ac’hanoun va-uuan ével euz va brassa enébour : c’houi éo, Mentor, a grédin bépred.
Mentor, en eur vousc’hoarzin, a respontaz din : Va miret braz a ran da rébech déoc’h ho fazi ; aoualc’h éo ma er anavézit, ha ma ell servichout déoc’h da dempsi eur wéach all ho iouliou. Mès pa vo trémenet ar gwall daré, ar gréden braz ennoc’h ho unan a zeuio c’hoaz. Bréman eo red en em derc’hel dré ar c’hourrach. Bézit éta mab dign euz a Ulyss ; discouézit éz-éo créoc’h ho caloun éguet an droug-heuriou a c’hourdrouz ac’hanoc’h.
Cunvélez ha courrach an dén fur Mentor am bamaz[65] ; mès souézet braz éz oen pa wéliz gant pébez ard hon dizanqaz euz an Trojaned. Pa zeuaz an énv da zizuat, er c’houlz m’ho divije an Trojaned anavézet ac’hanomp, en eur dont tostoc’h, é ardamézaz unan euz ho listri peur-hénvel oc’h hon hini, hag a oa bet pelléet gant ar barr-arneu. An diarocq a oa curunet a fleur ; en em hast a réaz da laqaat war diaraok hor lestr curunennou hénvel oc’h ho ré ; stag a réaz anézo hé-unan gant rubanou euz ar memeuz liou ha ré ar Trojaned ; qérqent é qémennaz d’ar roénvierien en em stoui war ho tostou, gant aoun ne véfent anavézet gant an énébourien. Evel-sé é tréménjomp é creiz ho listri : leusqel a réjont garmou a lévénez en eur wélet ac’hanomp, ével m’ho dijé gwélet ho c’henvroïz a grédent collet. Réd mad éz oé déomp, gant nerz ar mor, mont eur pennad mad a amzer gant-ho : en divez, é c’houmjomp eun neùbeùt adrén ; hag er c’houlz ma oant casset gant an avéliou braz war an Africa, é léqéjomp hon oll nerz évit dont da zouari[66] en énézen a Sicil.
Deut, gant poan braz, é cavjomp Trojaned all énébourien d’ar Greçiz. Azé é réné ar c’hoziad Acestès, disqennet euz a Droa. A boan éz oamp war an aot, ma vennaz é zujidi ez oamp popliou all euz an énézen claoet[67] évit couéza warnézo, pe erméazidi a zeué da vac’homi ho douarou. Entan a réjont hor lestr, ha laza ho kenvroïz ; ne arboelljont[68] német Mentor ha mé évit hor c’has dirag Acestès, ha gouzout pétra éz oa en ho ménoz, hag euz a bé léac’h éz oamp deut. Tréanti é réjomp é qéar, an daouarn éréet adren ar c’heïn, hag hor buez ne oé lézet déomp német évit hor rei en arvest d’eur bopl ferv, pa oufed éz oamp Grécianed.
Casset éz oemp da guenta dirag Acestès, pini, ô derc’hel ar walen a roué en hé zourn, a varné ar bopliou, en eur c’hortoz an heur euz an azeulidigez[69] vraz. Goulenn a réaz ouz-omp pé vro a oa hon hini, ha pé vénoz hor boa en eur dont azé. Mentor en em hastaz da respont, hag a lavaraz : Dont a réomp euz an Hespéri-vraz, hag hor mam-bro ne déo qet pell ac’hano. Ével-sé é viraz da lavaret éz oamp Grécianed. Hoguen Acestès, hép hé silaou pelloc’h, hag ô crédi éz oamp erméazidi, a guzé ho iouliou, a c’hourc’hémennaz hor c’has er c’hoajou tost, é pé leac’h é servichfemp ével sclaved, dindan ar ré a ziouallé hé vagadou loéned.[70]
Qément-sé a vanaz din crissoc’h éguet ar maro. En em esclam a riz : O roué ! laqit ac’hanomp d’ar maro qentoc’h éguet hor laqaat er sclavach : gwézit ez oun Télémaq, mab da Ulyss, roué Ithaq. Clasq a ran va zad war an oll moriou : ma ne allan, nag hé gaout, na zistrei em vro, na va miret oc’h ar sclavach, tennit diganén eur vuez a zeu da véza eur béac’h évid-oun.
A boan em boa lavaret ar c’hompziou-man, ma teuaz ar bopl d’en em esclami éz oa réd laqaat d’ar maro mab ar ferv Ulyss, euz a bini an ardou ho dévoa discaret Troa. O mab da Ulissès, a lavaraz Acest, n’ellan qét dinac’h da c’hoad da énéou qément a Drojaned, hén deuz taolet da dad war ribl ar C’hocyt : c’houi hag hini ho cas a varvot.
Qérqent eun dén coz euz ho zouez a guinnigaz hon laza war véz Anchisès. Ho goad, a lavaraz, a vézo gratéet gant éné an haroz braz-zé ; Enéaz, pa wézo eun hévélep azeulidigez, a vézo leun a joa, ô wélet pégément a garit an hini a garré ar muia er béd.
Oll é léverjont ével-d’han, ha né oé qén ménoz német d’hon immoli. Dija hor c’hasset war vez Anchises. Diou auter a oa bet savet, war béré éz oa énaouet tan an azeulidiguez ; ar gontel a dlié hon treuji a oa dirag hon daoulagad ; curunet éz oamp bét a fleur, ha nép truez ne allé hor savétei ; gréat éz oa ac’hanomp, pa c’houlennaz Mentor compza oc’h ar roué :
O Acestès ! a lavaraz, ma né ell qét disheur Télémaq, pini n’hén deuz biscoaz douguet ar c’hlaoïou a énep an Trojaned, dont péteg ho caloun, liqit évez évid-oc’h oc’h-unan. Ar sqiant em euz en traou da zont, a ro din da c’houzout pénauz araok tri dévez ho pézo da stourmi oc’h popliou barbar, péré a zisqen ével eur froud[71] euz créac’h ar ménéziou évit distruj ho pro. En em hastit d’ho diaraogi : claoit ho popliou, ha laqit cass en qéar al loéned diniver ho peuz war ar méaz. Mar fals-diouganan déoc’h é ellot hon immoli a ben tri deiz ; hoguen mar déo gwir qément-sé, mennit na dléér qét lémel ar vuez digant ar ré ho deuz savéteet hon hini.
Acestès a oé souézet euz an assuranç vraz a Ventor. Gwélet a ran, erméaziad, a lavaraz dézan, pénauz mar doc’h bét gwal lodennet euz tu ar fortun, oc’h euz bét ar furnez pini a zal calz muioc’h. Qérqent é tisqémennaz an azeulidiguez, hag é roaz an urziou ez oa réd évit énébi oc’h ar bopliou barbar. Né wélet a bép tu nemet graguez spountet, cozidi croummet, bugalé bian, ô daélaoui, péré a zeué en qéar. Cas a réd qément a loéned, né alled qén gouzout é pé léac’h ho laqaat ; euz a bep tu é zoa eun trouz hag eur fourgas ar brassa. Ar pennou-qéar, péré a venné béza furoc’h éguet ar ré al, a grédé hén dévoa Mentor fals-diouganet évit savétéi hé vuez.
Araok divez an teirved dévez, épad ma oant leun euz ar c’hréden-zé, en em ziscouézaz war zinaou ar ménéziou, eur goabren a boultr ; goudé é weljor eun niver braz a varvared claoet : béz’éz oant an Himéris, popliou ferv, gant an bopliou a c’hoummé war vénéziou Nébrodès, ha lein Agragas, pini a zo atao goloet a erc’h. Ar ré ho dévoa faéet diougan Mentor, a gollaz ho sclaved hag ho loéned. Ar roué a lavaraz da Ventor : ancounac’haat a ran emoc’h Grécianed ; hon énébourien a zeu hor mignoned gwella. An douéou ho deuz ho casset évit hor savétei, né c’hortozan qét neùbeùtoc’h euz ho calouniez éguet euz ho furnez ; hastit hor scoazia.
Mentor a ziscouéz en hé zaoulagad eur c’hourrach euz a bini an huella brézélidi a zo souézet. Qémer a ra eur scoed, eun toq houarn, eur c’hlézé, eur goaf ; reiz a ra soudardet Acestès, en em qalaat a ra en ho pen, hag é cas anézo war an énébourien. Acestès, pétra bennag mar d’eo leun a galoun, ne ell qét, gant hé gosni, hé heul német a bell. A dost hén heulian, mès né ellan qét béza par dézan. Hé zaé houarn a oa hénvel, en emgann, oc’h an égidès célestiel. Ar maro a rédé a reiz é reiz dré oll dindan hé daoliou. Hénvel oc’h eul léon naouniet braz, pini en em daol war eur vagad dénved, ho dispen a ra, éma war neu er goad ; hag ar messaérien, pell diouc’h ho difenn, a déc’h évit savétei ho buez.
Ar barbared-zé, péré a grédé estlamm qéar, a oé estlammet ho-unan. Sujidi Alcestès, couraget dré ober ha compziou Mentor, ho devoé eun nerz en tu all d’ho ménoz. Gant va goaf é tiscariz mab roué ar bopl énep. Béz’éz oa euz ma hoal, mès brassoc’h éged-oun ; rag ar bopl-zé a zeué euz eur scourr a rampsed, pini a oa euz eur memeuz c’hef gant ar Cycloped. Faéa a ré eun énébour qér gwan ha mé ; mès hép en em saouzanni euz hé nerz burzuduz, na deuz hé zremm gwéz, é cassiz va goaf é poull hé galoun, hac é riz dézan dislounqa eur mor a c’hoad. En eur gouéza, éz oé darbet dézan va brevi. Trouz sqiltruz hé glaoïou a scoaz ar ménéziou. Qémer a riz hé zibouc’h. hag é tistroïz caout Alcestès. Mentor, ô véza peur-achuet dismanta an énébourien, a lazaz calz anézo, hag é wal-cassaz an téc’hourien péteg ar c’hoajou.
Eur gounid qér caer a réaz arvesti Mentor ével eun dén caret braz gant an douéou. Acestès, leun a anaoudéguez-mad évid-omp, a léqéaz ac’hanomp da c’houzout ne véfemp qét en assuranç ma tistrojé listri Énéas é Siciiia : rei a réaz eul lestr déomp, hag hon aliaz da vont quit hép dalé, évit miret oc’h an droug-heuriou é wélé ô tont ; mès ne fellaz dézan rei déomp, nag eur sturier, na roénviérien euz hé dud, gant aoun ne c’hoarvesfé eur droug bennag gant-ho é broïou ar Grécianed. Béz’hor boemp marc’hadourien a Phénici, péré, ô véza ma rent ar werz gant an oll broadou euz ar bed, n’ho dévoa nétra da zouja, hag é tlient distrei gant al lestr p’hon divijé léqéet en Ithaq ; hoguen, an douéou hor miré évit droug-heuriou all.
An Tyrianed, dré ho balc’hder, ho dévoa léqéet a énep dézo Sésostris, ar roué braz, pini a vlégné rouantélez an Égypt, hag hén dévoa mac’homet qément a bopliou. Ar pinvidigueziou ho dévoa dastumet dré ar c’hommerç, ha nerz qéar a Dir, pini en em gav er mor, ho dévoa c’houézet ho c’halonou. Dinarc’het ho dévoa paéa an tribut dézan, hag ho dévoa roet gréou d’hé vreur, pini hén dévoa c’hoantéet el laza é creiz plijaduriou eur banvez. Fallout a ré da Sésostris, évit discar ho huelder, laqaat ho pinvidiguéziou da vont da gét[72]. Cas a ré listri a bép tu évit énébi out-ho. Eur stroll listri euz an Egypt a c’houarvézaz ganéomp, ével ma téraouemp coll ar gwél euz a vénéziou ar Sicilia ; ar porz mor hag an douar a vané téc’hout adré déomp, hag en em goll er goabrennou. Er memeuz maré é wélemp listri an Egyptianed ô tont warnomp, hénvel oc’h eur géar ô neui. Ar Phénicianed ho anavézaz, hag é clasqjont téc’hout : mès ré divéza éz oa ; ho gwéliou a oa gwelloc’h éguet hor-re ; an avel a oa évit-ho, hag ho roénviérien a oa niverussoc’h : dont a réjont péteg ennomp, hag é casjont ac’hanomp gant-ho en Egypt ével sclaved. En aner[73] é lavariz né oamp qét Phénicianed ; a boan é teurvejont va silaou : hor arvesti a réjont ével sclaved péré ar Phénicianed a esqemmé ; ha né vennjont német da denna gopr ac’hanomp. Dija é vélemp dour ar mor pini a wenna dré vescadurez hini an Nil, hag aochou an Egypt gozid[74] qén izel hag ar mor. Goudé é teujomp d’an énez a Pharos, tost d’ar guéar a Nô : alessé é pignjomp dré an Nil péteg Memphis.
M’hor bijé allet qémer eur plijadur bennag, é vijemp bét bamet ô vélet an douar strujuz euz an Égypt hénvel oc’h eur liors, douret gant eun niver braz a ganiou. Ne allemp qét teurl hon seUou var an daou aot, hép gwélet guériou pinvidiq, ménéziou superb, maéziou en em c’holoé pép bloaz euz ar médérez ar c’haéra, prajéier leun a chatal, gounnidéien pounnéréet dindan béac’hiou frouez, ha bugalé a scoé ann hégleo a zivar dro gant soniou drant ho binvijou.
Évruz, a lavaré Mentor, ar bopl a zo blégnet gant eur roué fur. Er puilder éma, bêv a ra laouen, hag é kar an hini da bini é tlé qément-sé. Evel-sé, a lavaraz c’hoaz, ô Télémaq, éo déoc’h réna, hag ober évrusdet ho pobliou ; ma ellit biqen, gant trugarez an douéou, laqaat var ho pen curunen ho tad. Carit ho popliou ével ma vent ho pugalé ; tanvit ar plijadur da véza caret gant-ho ; ha liqit évez é alfent biqen caout ar péoc’h hac al lévénez, hép menna ez int tléourien déoc’h euz a gément-sé. An rouéed n’ho deuz nép ménoz német d’en em ober douja euz ho sujidi, évit ho laqaat da véza sentussoc’h, a zo freillou an dud. Doujet int, evel ho deuz c’hoantéet, mès casséet ; argarzet int, hast ho deuz c’hoaz muioc’h da zouja a berz ho sujidi éguet ho sujidi euz ho perz.
Respont a ren da Ventor : Allas, né d’éo qét ar préd da venna hervez pé lavarou é tléer blégna : N’euz qén a Ithaq évid-oun ; biqen na vélimp nag hor mam bro, na Pénélopès. Ha pa zistrofé Ulyss, leun a c’hloar en hé rouantélez, biqén n’hén dévo ar lévénez d’am gwélet, na mé an heur-vad da senti out-han évit disqi gourc’hémenni. Marvomp, ô Mentor ; tra all ébet ne d’éo permettet déomp : marvomp pa n’euz an douéou nép truez ouzomp.
En eur lavarout qément-sé, é laosqen huanadou hir. Hoguen Mentor, pini a zoujé ar gwaliou araok ma oant deut, né wié qén ho douja pa gouézent warnézan. Mab indign euz ar roué fur Ulyssès, en em exclamaz, a lezel a ri’ta ar gwalliou d’as trec’hi. Gwézit pénauz é wélot eun déiz anézan en Ithaq, ha Pénélopès ; gwélet a réot oc’hpen, en hé vrassa c’hloar, an hini n’ho peuz biscoaz anavézet, an didrec’huz Ulyssès, pini na ell qét ar fortun discar, pétra bennag mar d’eo hé wal heuriou brassoc’h éguet ho ré. Ho, ma alfé gouzout, er broïou pell é pé léac’h éo bet taolet gant ar gwal-amzériou, pénauz hé vab né d’éo henvét out-han, nag évit ar gouzanv, nag évit ar c’hourach, qément-sé a rafé dézan ar més ar brassa, a muioc’h a boan eguet hé oll disheuriou.
Goudé-zé Mentor a ré din ardamézi huelder ar vro euz an Égypt, é pini éz oa daou vil qéar varnuguent. Souézet éz oa ô wélet réiz mad ar géariou, ar gwir gréat d’ar paour a énep ar pinvidiq ; an descadurez mad roet d’ar vugalé, péré a oa boazet abred d’ar sentidiguez, d’al labour, d’ar sobrentez, d’ar studi ; an aqet évit cérémoniou ar religion, an ioul euz an hénor, al léaldet é qéver an dud, an doujanç évit an douéou, euz a bini pép tad a guélenné hé vugalé. N’en em scuizé qét da ardamézi an urz caër-zé. Evruz, a lavaré din-mé, ar bopl a zo blégnet euz eun hévélep doaré gant eur roué fur ! mès c’hoaz évrussoc’h ar roué a ra heur-mad qément a bopliou hag a gav hé hini er vertuz. Qenderc’hel a ra an dud gant eun éré calz créoc’h éguet an doujanç, hini ar garantez. Senti a rer out-han, hag oc’hpen é carer hen ober. Roué éo war ar c’halonou ; pép hini, pell diouc’h c’hoantaat en em zizober anézan, hén deuz aoun né zeufé eun droug bennag gant-han, hagé rofé hé vuez évit-han.
Ardamézi a ren ar péz a lavaré Mentor, hag é anaien en em enaoué ar c’hourrach é gwéled va c’haloun, pa gompzé din. Qérqent ha ma oemp deut é Memphis, qéar pinvidiq ha maniviq, ar blégner[75] a c’hourc’hémennaz éz afemp péteg Théba, évit béza casset dirag ar roué Sésostris, pini hén dévoa c’hoant da wélet an traou dreizan hé-unan, hag hén dévoa calz a aoz[76] a énep an Tyrianed. Pign a réjomp héd an Nil péteg ar guéar qér brudet a Dhéba, pini hé dévoa cant dor, hag é pé léac’h é c’hoummé ar roué braz. Ar guéar-zé a vané déomp braz divent ha muioc’h poplet éguet ar guéariou ar vrassa euz ar Greç. Reiz qéar a zo divlam évit ar péz a sell oc’h ar stréjou[77], réd an douriou, discadurez ar sqianchou, surentez qéariz. Leuriou-qéar[78] a zo bravéet[79] a feunteuniou hac a obélisqou ; an templou a zo gréat en marbr gant compézder ha brasder. Palez ar prinç a zo hé-unan ével eur guéar vraz : ne wéler ennan német colonennou marbr, pyramidennou, obélisqou, statuou, annéziou[80] aour hag arc’hant.
Ar ré ho dévoa hor c’héméret a lavaraz d’ar roué éz oamp bét cavet en eur lestr a Phénici. Silaou a ré, bemdez d’ar memeuz heuriou, ar ré euz hé sujidi ho dévoa klemmou da ober dézan, pé aliou da rei. Ne faéé, na ne zistaolé, dén ébet, ha né grédé béza roué német évit ober ar mad d’hé sujidi, péré a garré ével hé vugalé. Evit an erméazidi, ho diguémer a ré gant madélez, hag é c’hoantéé ho gwélet, rag menna a ré é tisqer bépred eun dra bennag a dalvoudeq en eur zisqi bividiguez ha lavarou ar bopliou all. Barn a ré bemdez hé bopliou gant eur furnez dign euz ar vrassa veuleudi. Goudé béza labouret épad an deiz da reiza ar graou[81], ha d’ober gwir da béhip ni, en em ziscuize d’an noz, ô glévet an dud gwizieq, hag ô compza gant an dud gwirion péré a wié clasq mad. Ne alled lavaret nétra en hé énep, német m’hén dévoa triomphet gant ré a fougué euz ar rouéed tréc’het gant-han, ha m’hén dévoa bét ré a gréden en unan euz hé sujidi, euz a bini é compzin déoc’h hep dalé.
Pa wélas va iaouanqis bras ha va anqen, éz oé ténéréet. Goulen a réaz din euz a bé pro éz oan, pé hano em boa ; souézet ez oamp ô clévet ar furnez memeuz, ô compza dré hé c’hénou. Respont a riz : O roué braz, clévet ho peuz compza euz a stourm a Droa, pini hén deuz padet déq bloaz, hag euz hé zistruj, pini hén deuz coustet qément a c’hoad d’ar Grécianed. Ulyss va zad, a zo bét unan euz ar roueéd brassa ho deuz distrujet ar guéar-zé ; mont ha dont a ra war an oll moriou, hép allout distrei en Ithaq, pini éo hé rouantélez. Clasq a ran anézan, hag ar reuz hén deuz gréat mar d’oun bét qéméret. Ra zeuio ho touéou d’ho miret d’ho pugalé, ha ma ellint anaout ar lévénez da véva gant enn tad qér mad.
Sésostris a sellé bépret ouzin gant truez ; mès c’hoantaat a réaz gouzout ma lavaren gwir, hag é léqéaz hor c’has da unan euz hé bennou gréou, pini a dléé gouzout euz ar ré ho dévoa qéméret hor lestr, ma oamp Grécianed, pé Phénicianed. Mar d’int Phénicianed éo réd castiza anézo daou guément, abalamour d’ho gaou, ha ma’z int énébourien ; mès, en énep[82], mar d’int Grécianed, fallout a ra din é vent deut mad, ha casset en ho mam-bro war unan euz va listri ; rag carout a rant ar Grécianed, meur a Egyptian hén deuz roet lézennou en ho bro. Anaout a ran nerz Herculès ; gloar Achillès a zo deut péteg ennoun ; souézet oun ô venna er péz a zo bét danévellet din euz furnez Ulyssès.
Ar pen gréou da bini éz oa roet ar gra-man da ardamézi, hén dévoa qement a fallagriez ével hén dévoa Sésostriz a vertuziou. Hé hano a oa Métophis ; goulennou a réaz déomp, evit hor saouzanni, ha pa wélas hén dévoa Mentor muioc’h a furnez éguet-oun, é sellaz out-han gant cassoni, rag an dud fall né gar quét ar ré vad. Hor ranna a réaz, hag abaoué né allen qét gouzout pétra éz oa deut Mentor da véza. An ranadur-zé éz oé évid-omp eun taol foultr. Métophis a grédé bépred pénaus, en eur ober goulennou déomp a zaou du, ho laqafé da lavarout traou dishénvel : dreist ol é crédé va saouzanni dré bromessaou gaer, ha ma laqaat da lavaret a énep ar péz hén divijé lavaret Mentor. En divez, né glasqé qét léal ar wirionez, mès an abeg da rei da grédi d’ar roué éz oamp Phénicianed. Ha pétra bennag ma oa ar roué qér fur é teuas a ben d’hén touella, ha ni dinam.
Couscoudé Métophis hor cassaz étrézeg ar ménéziou euz ar gwéléac’hiou, gant hé sclaved, évit ma servichfemp gant-ho da zioualc’h ar bagadou loéned.
Aman Calypso a lavaraz da Délémaq : Pétra a rejot, c’houi da bini éz oa gwelloc’h mervel éguet béza sclav ? Télémaq a respontas : Va disheur a gresqé bépred, ne allen qét choaz étré ar maro hag ar sclavach ; réd éz oé béza sclav, ha laqaat da hesq[83] crisder ar fortun. Ne choummé din pelloc’h spi ébet, ha né allen qét mémeuz lavaret gér évit labourat d’am dizanqa. Mentor hén deuz lavaret din-mé a oa bet gwerzet d’an Ethiopianed, ha casset en Ethiopi.
Evid-oun éz iz è gwéléac’hiou horrubl : gwélet a rer énô tréaz entannet er compezennou, erc’h ha né deuz é coulz ébet, hag a c’holo bépred lein ar ménéziou ; ha né gaver peurvaniou évit magadurez ar loéned német é touez ar réïer, é créiz ménéziou a darz. Ar stanqennou a zo qér doun, ma ell an héol a boan laqaat hé zaézennou da luia enno.
Caout a riz messaérien qér gwéz hag ar vro. Trémen a ren an nosvéziou oc’h heul eur vagad loéned évit miret oc’h buanégez eur pen-sclaf, pini ô spia caout an dizanqdet, a damallé hép éhan ar ré all, évit laqaat an oaz-zé da dalvézout. Butis a réd euz ar sclav-zé. Tléout a ren béza discaret en darvoud-man. Stardet gant ar boan é ancounac’haïz eun deiz va chatal, hag en em astenniz é tal eur mougéo war ar iéot, hag éno é c’hortozen ar maro, ô véza né allen qét béza tréac’h d’am anqen.
Neuzé ar ménez a zeuas da gréna, an déro hag an gwéz pin a vané disqen euz al lein, an avéliou a zalc’hé ho halan : eur vouéz sqiltruz a zeuas euz ar mougéo, hag a lavaraz : Mab Ulyss réd éo d’id béza braz ével-d’han, dré ar furnez hag ar gouzanv. Eur prinç hag a zo bét atao évruz, na zellez qét calz er béza : ar gwasqder a dor anézan, hag ar fougué en disqiant. Péguément a vézi évruz, mar deuez da drec’hi an disheur. Gwél a ri Ithaq, ha da c’hloar a bigno péteg an énv. Pa vézi mestr da guément a dud, man pénaus éz oud bét gwan, paour ha gouzanvus ével-d’ho ; en em blich da soulaji anézo ; béz leun a garantez é qéver ar bopl ; argarz ar fall-meuleudiou, ha né ancounac’ha biqen pénauz né aller qét béza braz hép béza tréac’h d’an iouliou.
Ar c’hompziou divin-zé a dréantaz péteg gwéled va c’haloun ; névézi a réjont ennan al lévénez hag ar c’hourrach. Né oan qét dalc’het gant an horror-zé, pini a laqa ar bléo da sével war ar pen hag ar goad d’en em scourna er gwazied, pa zeu an douéou d’en em zisculia d’an dud. Sével a riz hép qéflusq, hag é qééliz[84] d’an daoulin, an daouarn savet warzu an énv, Minerva, euz a bini é kréden béza an diougan-zé. Neuzé en em gaviz eun dén all ; ar furnez a c’houlaoué va spéret ; caout a ren eun nerz névez évit tempsa va iouliou, hag évit énébi oc’h buander ar iaouanqis. Ober a riz d’an oll messaérien va c’harout ; va sentiguez, va c’hourrach, va aqét, a gounézaz én divez an dén criz Butiz, pini a oa mestr war an oll sclaved all, hag hén dévoa c’hoantéet da guenta va hesqin.
Evit gallout gouzanv gwelloc’h énou an dalc’hédigez hag an distro, é clasqiz levriou, rag pounnéréet éz oan gant an anqen. Evruz, a lavaren, ar ré a zeu da érézi ar plijaduriou fouguéuz, hag a oar caout ho hét en eur vuez compez. Evruz ar ré en em blich ô tisqi, hag a gar ar sqianchou. Péléac’h bennag ma’z int taolet gant ar fortun, é tougont enno ho-unan pé-a-dra da brédéri ; hag an énou a dor an dud all, mémeuz é créiz ar plijaduriou, na ell qét dont péteg enno. Evruz ar ré a gar lenn, hag a ell caout levriou. En eur lavaret qément-sé é tréantiz en eur c’hoat ténval, é pini é caviz eur c’hoziad, pini en dévoa eul levr en hé zourn.
Ar c’hoziad-zé a oa eur béleg d’an Doué Apollon[85] : hanvet éz oa Thermosiris. Servich a ré an Doué en eur templ a varbr, savet er c’hoat-zé dré urz ar rouéed an Egypt. Al lévr hén dévoa en hé zourn a oa eul levr a hymnou en hénor an douéou. Tostaat a réaz ouzin gant carantez, hag en em léqéjomp da gompza étré-z-omp. Danévelli a ré qér brao an traou tréménet, ma crédet ho gwélet, mes danévelli a ré anézo é berz compziou, hag hé danévellou na énoué dén.
Hép dalé em c’haraz gant ténéridiguez, hag é roas din levriou évit va fréalzi : gervel a ré ac’hanoun va mab, hag é responten dézan aliez : Va zad, an douéou, péré ho deuz tennet Mentor diganén, ho deuz bét truez ouzin. Ho roet ho deuz din évit va scoazia. An dén-ze, hénvel oc’h Orphéus, pé Linus, a oa hép arvar mignon d’an douéou. Lavaret a ré din ar gwerziou hén dévoa gréat, hag é roé din ar ré calz a wersaérien caret gant ar Muzed. P’hén dévoa hé zaé gwen-can, ma’n em léqéé da délenni war hé délen a olifant, an tygred hag al léoned a zeué da c’hourvez d’hé dreid ; ar Satyred a saillé euz ar c’hoajou, hag a zeué da gorolla en dro dézan ; ar gwéz a vané énaouet ; hag ho pijé crédet é ié ar réier da zisqen euz créac’h ar ménéziou dré ardou hé ganaouennou. Né gané német brasder an douéou, vertuz an harozed ha furnez an dud a gar ar c’hloar muioc’h éguet ar plijaduriou.
Laret a ré din aliez é tlien caout bépred courach, ha pénauz an douéou ne dilesfent qét, nag Ulissès, nag hé vab. Assur a réaz din pénauz é tlien, ével an Doué Apollon, disqi d’ar messaérien da géela ar Muzed. Apollon, a lavaré, indignet abalamour ma teué Jupiter da fourgassi an oabl en dévéziou ar c’haëra, gant hé foultrou, a dreujaz a daoliou saez ar Cycloped a c’hovélié anézo. Ar ménez Ethna na zislounqé qén a dan ; né gléved qén trouz ar morzoliou, ô coueza war an anneu : an ouarn hag an dir, ô véza ne oant qén covéliet gant ar Cycloped, a zéraoué en em vergla. Vulcan diboellet a ia tré euz hé vougéo ; pétra bennag mar d’éo camm é pign étrézeg an Olympus ; tréanti a ra en eur c’houéza, ha goloet a poultr, en darempred an douéou ; ober a ra clemmou c’hoerv. Jupiter a vuénéga a énep Apollon, bann a ra anézan euz an olymp, hag en taol war an douar. Hé c’harr gollo a ré hé unan tro ar béd, évit rei d’an dud an dévéziou hag an nosvéziou gant pép amzer. Apollon, dibourc’het[86] euz hé saézennou, ne gavaz nétra qén da ober német dioual loéned ar roué Admet. Gant ar binvijou a c’hoarié ; hag an oll messaérien a zeué dindan an huloc’h évit hé silaou. Péteg henn ho dévoa bévet en eur doaré gwéz ; ne wient német maéza al loéned, ho krévia, ho gôrô, hag ober fourmach : an oll méaziou a oa ével eur gwéléac’h.
Apollon a ziscouézaz dézo ar sqianchou a ell servichout da laqaat ar vuez da véza dudiussoc’h. Cana a ré ar fleuriou euz a béré en em gurun an névez amzer, ar c’houéz mad a sqign, har ar glazennou a ziouan dindan hé gaméjou. Goudé é cané an nosvéziou déliciuz euz an han, hag an aézennou leun a frescadurez. Qémesq a ré ivé en hé ganaouennou ar frouez alaouret gant péré an discar-amzer a c’hopr ar gounidéïen. En divez é tiscouézé ar c’hoajou ténval a c’holo ar ménéziou, hag ar stanqennou doun, é péré ar stériou, en eur trei ha distrei, a van c’hoari er prajéïer. Evel-sé é tiscaz d’an dud diwar ar méaz a bébez vréou a ell béza leun ho buez, gant ma ouzint tanva ar péz hén deuz an natur a vad. Hép dalé, ar messaérien a oé évrussoc’h éguet ar rouéed ; hag ho logou a c’holoé ar plijaduriou glan a dec’h diouc’h ar paléziou alaouret. Ar c’hoariou, ar mousc’hoarz, ar graçou a heulié dré oll ar messaérien dianteq. An dévéziou a oa oll dévéziou a lévénez : né gléved qén német geiz al laboussed, c’houéz an aézennou scanv a c’hoarié er gwéz, pe trouz eur c’houéren a gouézé euz eur roc’h bennag, pé ganaouennou ar méssaérien a heulié Apollon. An doué-zé a zisqé dézo gounid curunennou ar rédadeg, pé dreuji gant ho saéziou ar c’hirvi hag ar iourc’hed. An douéou memeuz ho dévoé oaz ô wélet qément-sé : ar vuez-zé a vanaz dézo évrussoc’h éguet ho hini : hag é calvjont Apollon en énv.
Va mab, an danével-man a dlé béza eur gentel évid-oc’h. P’hén em gavit en eun hévélep stad, distrouézit an douar gwéz-zé ; liqit ar gweléac’h-man da vleunia ; disqit d’ar messaérien bréou ar mélodi ; ténéréït ho c’halonou ferv ; discouézit dézo ar vertuz, ha liqit ho da gompren pégément int déliciuz ar plijaduriou dister a eller tanva en ditroïou, ha péré n’ell d’en tenna d’ar messaérien. Eun déiz, va mab. eun déiz ar poaniou, hag ar prédériou, en em gav en dro d’an thron, a raïo déoc’h qeuzia d’ar vuez a vessaer.
O véza compzet ével-sé, Thermosiris a roaz din eur c’houitel qér c’houéq, ma zeuaz hecléo ar ménéziou da laqaat an oll messaérien da zont étrézeg ennoun. Va mouéz hén dévoa mélodi hini eun doué ; en em gaout a rén leun euz a spéret eun doué, évit cana bréou an natur. Trémen a remp an dévéziou, hag eul loden euz an noz, ô cana kévret. An oll messaérien, oc’h ancounac’haat ho logou hag ho loened, a oa diflac’h en dro din épad ma kélennen anézo : manout a ré n’ho dévoa al léac’hiou-zé nétra qén a c’houéz, pép tra a oa c’houéq : sévénidiguez an dud a vané c’houéqaat an douar.
En em zastum a remp aliez évit azeuli en templ Apollon, euz a bini Thémosiris a oa béleg. Ar messaérien a zeué curunet a loré en hénor euz an doué : ar messaérézed a zeué ivé, en eur gorolla, gant curunennou flour, hag en eur zouga war ho fennou kestou ar ginnidigou sacr. Goudé an azeulidiguez é rémp eur préd-boéd dister ; hor meuziou ar c’houéqa a oa léaz hor gévr hag hon dénved, pini hor boa goroét hon-unan, gant frouéz hon dévoa névez cutuliet, ével an dattou, ar figuez, ar raisin : hor c’hadoriou a oa ar glazennou ; ar gwéz a roé déomp eun dishéol dudiussoc’h éguet baotou alaouret euz ar paléziou ar rouéed.
Mès ar pez a léqéaz va peûr-vruda éo m’en em daolaz eul léon naounniet war va chatal : déraoui a ré eur guiguérez horribl ; n’em boa német eur vaz a vessaer em zourn, hag ez iz hant-han erruz. Al léon a sao hé voué, a ziscouez hé zent hag hé grabanou, digor a ra hé c’hénou ; hé zaoulagad a van leun a c’hoad hag a dan ; en em sqei a ra a bép tu gant hé lost. Ar saé houarn em boa gwisqet, hervez boaz messaérien an Egypt, a viraz na véfen dispennet gant-han. Téir gwéach é tiscariz anézan ; téir gwéach é savaz ; leusqel a ré iudéréziou a léqéé ar c’hoajou da gréna. En divez é vouguiz anézan étré va divréac’h : hag ar messaérien, test euz va gounid, a réaz din gwisqa ar c’hroc’hen euz an anéval terrubl-zé.
Ar brud euz an obériou-man, euz sévénidiguez ar messaérien, en em sqignaz en oll Egypt ; hag é zeuaz pétég Sésostris. Gouzout a reaz pénauz unan euz an daou sclaved a oa bét qéméret ével Phénicianed hén dévoa léqéet an amzer aour da réna er gwéléac’hiou. Fallout a réaz dézan va gwélet, rag carout a ré ar Muzed, hag ar péz a ell qélenni an dud a dréanté péteg hé galoun. Gwélet a réaz ac’hanoun, ha va silaou gant plijadur : hag é anavézaz éz oa bét léqéet é fazi gant Métophis : barni a réaz anézan da véza bac’het évit choummadur hé vuez, hag é lammaz digant-han hé oll pinvidiguéziou. O pébez malévruz éz int ar ré a zo savet huelloc’h éguet ar ré all ! Aliez gwéac’h ar wirionéz né ell qét en em ziscouéz dezo : ar ré a zo en ho dro a vir né zeufé ho pété ; pép hini hén deuz kampi[87] d’ho touella, pép hini dindan neuz a oaz ha guz hé ioul. Manout a rafé é qaront ar Roué, ha né garont német ar madou a ro ; qén neùbeùt é caront anézan, m’hén trubardont évit caout hé vévéziou.[88]
Goudé Sésostris a ziscouézaz ar vrassa garantez em guéver : résolvet hén dévoa va digas en Ithaq gant listri ha gréou, évit dizanqa Pénélopès euz hé orguédérien. Al listri a oa daré da vont tré ; né sonjemp német da bigna ébarz. Estlammi a ren gant ar fortun, pini a sav en huella euz hé rod ar ré hé dévoa discaret. Qément-sé am léqéé da grédi é alfé Ulissès distrei en hé rouantélez goudé gouzanviou hir. Menna a ren ivé gwélet c’hoaz eun déiz Mentor, pétra bennag ma oa bét casset er broïou ar muia dianavézet euz an Ethiopia. Epad ma daléen eun neùbeùt, évit gouzout qélou anézan, Sésostris, pini a oa hoalet braz, a varvaz en eun taol, hag hé varo am distaolaz é disheuriou névez.
An oll rouantéléz a vanaz glac’haret ; pép rumm dud a grédé béza collet hé vignon, hé diwaller, hé zad. Ar c’hozidi, ô sével an daoulagad étrézeg an énv, en em esclamé : Biscoaz ar vro n’hén deuz bét eur roué par d’hé-man ! biscoaz n’hén dévézo unan hénvel out-han ! O douéou ! réd éz oa n’hén discouéz biqen d’an dud, pé el lézel atao hant-ho : pérag éo réd déomp béva c’hoaz goudé Sésostris ! Ar iaouanqiz a lavaré : Ar spi a zo maro er vro-man : hor c’hérent a zo bét évruz da véza dindan eun hévélep roué ; évid-omp n’hon euz hé wélet német évit anaout pébez coll hon euz gréat. Hé vévélien a wélé noz-déiz. Pa oé rentet an hénoriou divéza da Sésostris, éz oé eun ingroez épad daou zévez varnugent : pép hini a fellé dézan miret hé sqeuden en hé vénoz ; lod a fellé dézo béza léqéét en hé véz gant-han.
Ar péz a gresqé c’hoaz ar c’hlac’har, éz éo pénauz hé vab Boccoris né oa na garantézuz é qéver an erméazidi, na douguet d’ar sqianchou ha da hénori au dud vertuzuz. Hé réiz a oa bét abeq euz a gément-zé. Savet éz oa bét er gwaqder hag er fougué : né venné német d’hé blijaduriou, dismant a ré tinzoriou hén dévoa dastumet hé dud gant qément a boan ; hesqin a ré hé bopliou, ha suna goad an dud qéaz ; en divez heul a ré aliou strantal an touellérien iaouanq a oa en dro dézan, épad ma pelléé gant faé cuzuillou fur ar c’hozidi, péré ho dévoa bét créden hé dad. Ne oa qét eur roué, eur mil éz oa. Oll popl an Egypt a lénvé ; ha pétra bennag ma ré an hano a Sésostris, qér caret euz an Egyptianed, gouzanvi rén hé vab, ar mab a dlié en em goll, hag eun évélep prinç né allé qét blégna pell amzer eur rouantélez.
Ne allen qén menna distréi en Ithaq. Bez éz oen bac’het en eun tour war ribl ar mor é qichen Pélusium, é pé léac’h é tliemp pigna en ho listri, ma né vijé qét maro Sésostris. Métophis hén dévoa bét an ard da vont quit euz hé vac’h, ha d’en em léac’hia é qichen ar roué : gréat hén dévoa va dastum en tour-zé, évit en em venji euz hé zisgraç. Trémen a ren an déiz hag an noz en anqen ar brassa : ar péz hén dévoa diouganet din Termosiris, hag ar péz em boa clévet er mougéô, a vané din eun hunvré. Gwélet a ren ar c’hoummou ô sqéi an tour é pini éz oan dalc’het ; aliez é ardamézen al litri quéflusqet gant ar gwal amzériou, hag en daré d’en em vruzuni dindan an tour war ar c’herreq. Hogen pell diouc’h clemm ar ré a oa enno, é c’hoantéen ho tonqadur. Hép dalé, é lavaren, é cavint divez ho poaniou pé é tistroïnt en ho bro. Allaz ! né allen venna na d’an eil na d’éguilé.
Epad m’en em drubulien euz eun hévélep doaré, é wéliz eur c’hoat braz a werniou. Ar mor a oa goloet a c’houéliou c’houézet grant an avel ; ar gwaguennou a éonenné dindan au taoliou roénv. Clévout a ren a bép tu eur safar bras ; gwélet a ren war an aot darn euz an Egyptianed, péré a rédé spouronet d'ar c’hlaoïou, ha darn all a vané mont da ziarbenni al listri a zeué. Neuzé é anavéziz pénauz ar stroll listri a oa, lod anézan euz ar Phénici, ha lod all euz Chypr ; rag an disheuriou a zéraoué va renta gwiziech er péz a sell oc’h ar verdéadurez. An Egyptianed a vané din dizunvanet : n’em bé qét a boan da grédi hén dévoa Boccoris, dré hé vuanéguéziou, léqéet hé sujidi da zispac’ha, hag entanet ar vro. Béz’éz oen euz va dour test euz en emgann gwaduz. Ar ré euz an Egyptianed ho dévoa galvet an erméazidi évit ho scoazia, goudé béza léqéet anézo da zouari, a stourmaz oc’h an Egyptianed, a zalc’hé évit ar roué pini a oa é pen dézo. Gwélet a ren ar roué-zé kalounnéqaat hé zud ; en em ziscouez a ré henvel oc’h an doué Mars : eur môr a c’hoad a wagenné en dro dézan ; a boan é elled laqaat hé c’harr da drémén war ar bergniou corfou brévet. Ar roué iaouanq-zé, crén, kadarn, fougéuz, euz eun dremm huel, hén dévoa ar gounnar en daoulagad, hag ivé an dispi : bez-éz oa ével eur marc’h digabestr ; ar c’haloun a gassé anézan, hag ar furnez na allé qét hé dempsi. Né wié na disgwara hé faziou, na rei urziou é coulz, na wélet an droug-heuriou a allé dont, nag arboell an tud a oa réd dézan. Ne d’éo qét a ziouéré sqiant ; qér braz éz oa hag hé calouniez: hoguen né oa qét bét castizet gant ar fortun fall ; hé vistri ho dévoa hen collet dré ar fals-meuleudiou. Crédi a ré é tlié pép tra plégi d’hé iouliou fougéuz : an distéra énébiez hén léqéé en diboell. Neuzé é ié quit anézan hé-unan : hé huelder er renté hénvel oc’h al loéned gwéz.
Pell amzer hé galoun braz hé gendalc’haz a énep hé énébourien ; mès en divez é couézaz. Gwélet a riz anézan ô vervel : dared eur Phénician a dreujaz poull hé galoun. Al lérennou éz éaz quit euz hé zaouarn ; ruil a réaz euz hé c’harr dindan tréïd ar c’hézeq. Eur Cyprian a droc’haz ar pen dézan ; hag, oc’h hé guéméret dré ar bléo, hé ziscouézaz en triomp d’ar gréou tréac’h.
Biqen ne ancounac’haïn ar pen-zé beuzet er gwad ; hé zaoulagad cloz ; hé zremm dislivet ; hé c’hénou anter-zigor, pini a vané c’hoantaat compza, hag ar gourdrouz peintet varnézan. Epad va oll buez é vézo dirag va daoulagad, ha, ma allan biqen gant trugarez an douéou dont da réna, é vennin goudé eun hévélep qélen, pénauz né d’éo eur roué dign da c’hourc’hémenni, nag évruz en hé c’hallout, német pa silaou atao ar furnez. Ha ! pébez disheur évit eun den a zlé ober évrusdet an oll, ma né d’éo mestr war guément a zud német évit ho droug-heuriou.
Calypso a silaoué souézet braz compziou qér fur. Ar péz a vamé ar muia anézi a oa clévet Télémaq ô danévelli gant compezder ar gwallou hén dévoa gréat dré vuander, hag en eur vont a énep d’an aliou Mentor : caout a ré eur vrasder caer en den iaouanq-zé pini en em damallé hé-unan, hag a vané béza tennet qément a frouez euz hé ziévesdet, évit béza fur. It tré, a lavaraz, Télémaq qér ; mall em euz da c’houzout pénauz éz éjot quit euz an Egypt, ha pé léac’h ho peuz cavet an den fur Mentor, euz a bini ho peuz anavézet ar c’holl gant qément a eunder.
Télémaq a lavaraz évellen : An Egyptianed ar vertuzussa, goudé béza diwallet ho roué péteg hé varo, ô wélet ne oant qet an nivérussa, a éhanaz da enébi oc’h ar ré all : Thermectis a oé léqéet da roué. Ar Phénicianed, ha gréou énézen Chypr, a iaz quit goudé béza en em unvanet gant ar roué névez. Héman a rentaz an oll Phénicianet a oa bet qéméret ; léqéet éz oan bét en ho zouéz. Laqaat a réjont ac’hanoun da vont quit euz an tour ; pign a riz el listri gant ar ré all, hag ar spi a zéraouaz en em énaoui em galoun. An avel a c’houézé mad hor gwéliou, ar roénviérien a droc’hé ar gwagennou péré a éonenné, ar mor a oa goloet a listri ; ar merdéïdi a laosqé garmou a lévénez. An aochou euz an Egypt a téc’hé pell diouz-omp ; ar ménéziou hag ar c’hréac’hiou en em compézé neùbeùt ha neùbeùt. Déraoui a remp da wélet an énv hag an dour hépqén, épad ma vané an héol, ô sével, laqaat hé dan luguernuz da vont tré euz ar mor : hé saézennou a alaouré lein ar ménéziou péré a allemp c’hoaz gwélet war an dremm-wél ; hag an oabl, peintet en glaz, a brometté déomp eur béach évruz.
Pétra bennag m’ho dévoa léqéet ac’hanoun da vont quit ével eur Phénician, nicun euz ar Phénicianed gant péré éz oamp, n’em anaié. Narbal, pini a c’hourc’hémenné al lestr war pini éz oamp, a c’houlennaz diganén va hano, hag a bé vro éz oan. N’oun qét eur Phénician, a lavariz dézan ; hoguen ar Phénicianed ho deuz va c’héméret war eul lestr a Phénici ; béz’éz oun bét sclav é Phénici ével eur Phénician ; dindan an hano-zé na euz pell amzer gouzanvet ; dindan an hano-zé oun bet dizanqet. Euz a bé vro oc’h-hu ? a lavaraz a névez Narbal. Compz a riz outhan évellen : Béz-éz oun Télémaq, mab da Ulyss, roué Ithaq en Greç. Va zad a zo bét brudet étré an oll rouaned ho deuz strobet Troa : mès an douéou n’ho deuz qét permettet dézan gwélet hé vam-vro. Clasqet em euz anézan é meur a léac’h ; ar fortun a esqin ac’hanoun ével-d’han : gwélet a rit eur malévruz pini né huanad német goudé an heur-mad da wéled hé dad ha d’hé gaout.
Narbal a sellé ouzin gant souez ; manout a ré dézan gwélet ennoun eun dra bennag a évruz a zeu euz an énv, ha n’en déo qét bét roet d’an darn vuia euz an dud. Béz’hén dévoa eur galoun vad ; tréantet éz oé a druez, hag é compzaz ouzin gant eur crédén a zeué euz an énv, évit va zenna euz eun hévélep daré.
Télémaq, ne arvaran qét, é lavaraz din-mé, euz ar péz a lavarit, ha ne alfen caout war qément-sé nép arvar ; ar vertuz hag ar c’houéqder peintet war ho tremm ne lez qét din an dizanqdet : da ziscrédi warnoc’h : anaout a ran memeuz pénauz an douéou, em euz atao kéélet, a gar ac’hanoc’h, hag a c’hoanta ho carfen ivé ével eur mab. Rei a rin déoc’h eur c’huzuil mad ; ha né goulennan évit gopr német ma choummo cuzet. N’ho pézet qét aoun, a lavariz dézan, em béfé nép poan da dével war ar péz a lévérot din : pétra bennag ma’zoun iaouanq, em euz cosséet er boaz da dével war ar péz a roer din é cuz. Pénauz ho peuz allet, a lavaraz din, en em voazia da guément-sé en eur iaouanqiz qer braz ? Lévénez braz em béfé d’er gouzout.
Pa’z éaz quit, a lavariz dézan, va zad Ulissès, évit mont d’ar brézel dirag Troa, em léqéaz war hé zaoulin, hag étré hé zivréac’h (ével-sé éo bét danévellet qément-sé din). Goudé béza briétéet ac’hanoun gant ténéridiguez, é lavaraz din ar c’homziou-man, pétra bennag né ellen qét ho c’hlevet : O va mab, ra droc’ho ar Parq neuden da deiziou, pa ma é téraoui béza néet, ével eur méder a droc’h gant hé falc’h eur fleuren a zéraou didarzi ; ra zeuio va énébourien d’as prévi dirag va daoulagad, ha ré da vam, ma tléez biqen dont da fallaat, ha da quittaat hent ar vertuz ! O va mignoned, a lavaraz c’hoaz, lez a ran déoc’h ar mab-zé, pini a zo din qer qér ; ho pézet aqet euz hé vugélérez : ma carit ac’hanoun, pellait diout-han ar fals-meuleudiou ; disqit dézan béza tréac’h d’hé iouliou fall ; ma vézo ével eur vézen iaouanq a bléger évit hen euna. Dreist oll né ancounac’haït nétra évit ma vézo gwirion, madélézuz, hag aqétuz da dével war ar péz a dlé béza cuzet. Piou bennag a lavar eur gaou né d’éo qét dign da véza niveret gant an dud ; ha piou bennag né oar qét tével war ar péz a dlé béza cuzet né déo qét dign da réna.
Danévelli a ran déoc’h ar c’hompziou-zé, abalamour ma’z int bét lavaret din aliez gwéach, ha m’ho deuz tréantet doun em galoun : ho lavaret a ran din aliez. Mignoned va zad ho dévoé aqet d’am boaza abred da dével war ar péz a oa roet din é cuz : é oan c’hoaz bianiq, hag é tanévellent din ar poan ho dévoa ô wélet en dro d’am vam, an orgédérien[89] fall ho dévoa c’hoant d’hé eureuji. Evel-sé éz oant ganén ével ma vijen bét neuzé eun den a reiz hag a boell vad : compz a rent din euz ar brassa graou ; réi a rent din da anaout ar péz a oa bét résolvet évit pellaat an dud-zé : dré-zé é créden béza neuzé eun den braz. Biscoaz n’em euz lavaret guér ébet hén divijé allet disculia ar péz a oa bét roet din é cuz. Aliez é clasqent laqaat ac’hanoun da gompza, ô venna né alfé qét eur bugel, pini hén défé gwélet, pé clévet eun dra bennag, en em guenderc’hel : hoguen gouzout a ren respont dézo ervad hép lavaret gaou, hag hép disqi dézo ar pez né dlien qét lavaret. Neuzé Narbal a gompzaz évellen : Gwélet a rit, Télémaq, gallout ar Phénicianed ; doujet int gant an oll broadou tost, dré ho listri diniver : ar werz, a réont péteg colonennou Herculès, a ro dézo pinvidiguéziou a zo en tu all d’ar ré an oll bopliou ar pinvidiqa. Ar roué braz Sésostris, pini n’hen divijé qét allet béza tréac’h dézo dré vor, hén dévoé calz a boan d’ho zréc’hi war an douar, gant hé c’hréou péré ho dévoa mac’homet an oll broïou euz ar sao-héol : laqaat a réaz varnomp eun tribut pini né oé qét paéet épad pell amzer : ar Phénicianed a oa ré pinvidiq ha ré gallouduz évit choumm dindan géo ar sclavach ; en em laqaat a réjomp en dizanqdet. Ar maro né lézaz qét da Sésostris an amzer da gas d’an divez ar brézel a énep déomp. Evit gwir hor boa calz da zouja euz hé furnez hag euz hé c’halloud : mès ar galloud-zé, ô véza tréménet en daouarn hé vap, dén iaouanq diboell, é anavézjomp n’hor boa nétra da zouja. An Egyptianed, pell diouc’h dont claoet en hor bro, evit hon tréc’hi c’hoaz eur véach, ho deuz hor galvet évit ho dizanqa euz ar roué impi ha diboel-zé. Dizanqet hon euz anézo. Pébez gloar unvanet gant pinvidiguéziou ar Phénicianed !
Hoguen épad ma dizanqomp ar ré all, émomp sclaved hon-unan. O Télémaq ! ho pézét aoun da gouéza étre daouarn Pygmalion, hor roué : glébiet hén deuz anézo, hé daouarn eùzuz, é goad euz a Sichéuz, pried Didon, hé c’hoar. Didon, leun a venjanç, hé deuz téc’het gant eul lod euz al listri. An darn-vuia euz ar ré a gar ar vertuz hag an dizanqdet, ho deuz heuliet anézi : diazézet hé deuz war aot an Africa, eur guéar suberb, pini a zo hanvet Carthag. Pigmalion, pistiguet gant naoun ar madou, en em rent muioc’h mui malévruz ha cassauz ; ar c’hrinder[90] el laqa da véza arvaruz ha criz ; hesqin[91] a ra ar ré binvidiq, ha douja ar ré baour. Eur c’habl[92] brassoc’h éo c’hoaz é Tyr caout vertuziou ; rag venn a ra Pigmalion pénauz an dud mad né ell qét gouzanvi hé wallou. Pép tra a guéflusq anézan, aoun en deuz rag hé sqeud, né gousq noz na deiz : an douéou, évit hé saouzanni, er pounnéra dindan tinzoriou didalvez évit-han. Ar péz a glasq évit béza évruz, a vir out-han n’er vé. Béz'éz eo hé-unan en eun anqen braz é guéled hé balez : hé vignoned memeuz né gréd qét tostaat out-han, gant aoun né zeufé eun arvar bennag da gouéza warnézo. Eur guéd spontuz a zalc’h bépred ar glézéïer noaz, hag ar goafiou[93] savet en dro d’hé guéar. Trégont campr euz a béré pép hini a gas d’ar ré all, hag hé deuz eun hor houarn gant c’houec’h morail téo, a zo al léac’hiou é pére en em vac’h : né ouzer népred é pini é cousq, hag é qendalc’her né cousq népred daou nozvez er memeuz hini, gant aoun né vé troc’het hé ben dézan. Né anav nag ar plijaduriou, nag ar garantez. Hé zaoulagad cleuz a zo leun euz eun tan gwéz ; hép éhan éz int ô vont hag ô tont euz a bép tu : silaou a ra an distéra trouz, hag é choumm qéflusqet ; dislivet éo, hag ar prédériou a zo peintet war he zremm roufennet. Tével a ra, huanadi, ha leusqel euz gwéled hé galoun clemmvanou truézuz ; né ell qét cuza ar boan a scrign hé éné. Ar gwella meuziou a ro heùg dézan. Hé vugalé, pell da véza hé spi, a ra spount dézan : ober a ra anézo hé vrassa énébourien. N’hén deuz bét en hé vuez nép pennad amzer assur ; n’en em guendalc’h némét en eur scuilla ar goad ar ré a zouj. Dén disqiantet, pini né wél qét é vézo ar fervder-zé, é pini hén deuz créden, a gollo anézan ! Eur mével bennag, qén arvaruz hag hén, en em hasto da zizober an dud euz ar mil euzuz-zé.
Evid-oun douj a ran an douéou : pétra bennag ma cousto din, é talc’hin d’am roué : gwelloc’h é vé ganén é teufé d’am laqaat d’ar maro, éguet tenna hé vuez digant-han, éguet faziout mémeuz d’hé ziouall. Evid-oc’h, ô Télêmaq, mirit mad né lavarfac’h éz oc’h mab da Uliss : cred a rafé pénauz Uliss a alfé réi dézan calz a binvidiguéziou évid-oc’h, hag ho talc’hfé bac’het. Pa zeujomp é Tyr, é heuliiz ali Narbal, hag é anaviz ar wirionez euz ar péz hén doa lavaret din. Né allen qét laqaat em spéret pénauz eun den a ell ober hé zroug-heur, ével é vané Pigmalion hén ober. Souézet euz eun hévélep arvest, qer névez évid-oun, é lavaren ennoun va-unan : Sétu azé eun den hén deuz clasqet béza évruz : crédet hén deuz dont da guément-zé dré eur gallout divent : béz’hén deuz ar péz oll a ell c’hoantaat, ha couscoudé éz éo malévruz dré hé binvidiguéziou, hag hé c’hallout memeuz. Ma vé messaer, ével oun bét n’euz qét pell, é vé évruz ével éz oan ; tanv a rafé plijaduriou ar méaz, hag ho tanv a rafé hép prénv scrigner ; ne zoujfé, nag an houarn, nag ar c’hontamm ; carout a rafé an dud, hag é vé caret anézo, diéréet é vé. An den-zé a van ober ar péz a gar ; mès, pell diouc’h qément-sé, né ra német péz a gar hé zroug-iouliou. Manout a ra béza mestr d’an dud oll, mès ne d’éo qét mestr dézan hé-unan, rag qément a vistri hén deuz hag a iouliou fall.
Evel-sé é prédéren euz Pigmalion hép hé wélet ; rag né wélet qét anézan, hag é selled hép qén gant spount oc’h an touriou huel qelc’hiet noz-deiz a warded, hag é pé léac’h éz oa en em vac’het, oc’h en em laqaat cloq enno gant hé dinzoriou. Kemma[94] a ren ar roué-zé gant Sésostris, qér c’hoanteq da wélet an diavéazidi. Sésostris, a lavaren, né zoujé nétra, ha n’hén dévoa nétra da zouja ; en em ziscouéz a ré d’hé oll sujidi ével d’hé vugalé : hé-man a zouj pép tra, hag hén deuz pép tra da zouja. Ar roué fall-man a zo en daré da vervel truézuz, memeuz en hé balez qer crén, é creiz hé warded ; en énep, ar roué mad Sésostris, a oa é surentez é creiz ingroez ar bopliou, ével eun tad hén deuz hé vugalé en dro dézan.
Pigmalion a roaz urz da gas quit gréou énézen Chypr, a oa deut da scora hé ré abalamour d’an unvaniez a oa étré an daou bopl. Narbal a guéméraz an abeg-zé d’en em laqaat en dizanqdet : laqaat a réaz ac’hanoun da vont kévret gant an emgannérien a Chypr : rag ar roué a oa arvaruz[95] é pép tra.
Mesqet en doaré-zé gant ar Cyprianed, é viriz oc’h arvar ar roué. Narbal a gréné gant aoun na vijen bét disoloet : coustet é vijé dézan hé vuez ha va hini. An hast ar brassa hén dévoa d’hor gwelet ô vont tré : mès an avéliou énep hor dalc’haz pel amzer aoualc’h é Tyr.
Implij a riz an amzer-zé da ardamézi bévédiguez ar Phénicianed, qêr brudet dré ar bed oll. Souézet braz éz oan ô wélet ar guéar vraz-zé savet en eun énézen, é creiz ar mor. Ar ribl tost a zo strujuz braz, ha goloet a guéariou hag a wiqou, péré en em zalc’h gozit : an éar a zo c’houéq, rag ar ménéziou a zioual ar ribl-zé oc’h avéliou an anter-noz, a c’houéz euz tu ar mor. Ar vro-zé en em asten é treid al Liban, euz a bini al lein a ia d’en em guzet en énv ; eun erc’h peùr-vaduz a c’holo hé dal ; stériou braz a zilamm, ével froudou, euz broudou ar reier a zo endro d’hé ben. Dindan é wéler coajou a cédr, péré a zoug ho scourrou pétég an énv. Ar c’hoajou-zé ho deuz dindan-ho peurvaniou strujuz war zinaou ar ménez. Azé é vléj an tirvi, a véi an denved, hag ho ein iaouanq a lamm war ar iéot : azé é red gwérennou nivéruz a zarnaou an dour a bép tu. En divez en em ziscouéz dindan ar peurvaniou-zé treid ar ménez, péré a zo ével eul liorz : an névez hag an discar amzer a rén kévret évit unvani ar bleun gant ar frouez. Népred, nag avel grouézuz ar c’hreisdeiz, pini a scarnil hag a zev pép tra, nag an avel cornaoueq, na gréd mont da zisliva al léac’h sqéduz-zé.
E tal ar ribl caer-zé, en em ziscouéz er mor, an énézen war bini éo savet ar guéar a Dyr. Ar guéar vraz-zé a van neui a uz d’ar gwageunou, ha béza ar rouanez euz ar mor. Ar marc’hadourien a zeu enni euz a bép guévren ar bed, hag hé dud ho-unan a zo ar marc’hadourien ar muia brudet euz ar béd. Pa tréanter er guéar-zé, é van né d’éo qét eur guéar a zo d’ar bopl-man ar bopl, mès eur guéar boutin[96] étré an oll bopliou, ha creizen ar werz. Béz hé deuz daou vôl vraz, hénvel oc’h diou vréac’h, a ia en hé raoq er mor, hag a vriata eur porz divent, é pini an avéliou né ell qét dont. Er porz-zé, é wéler ével eur c’hoat a werniou ; hag a boan é eller gwélet ar mor dindan al litri diniver. Qéariz oll en em ro d’ar werz, hag ar pinvidiguéziou ar brassa na ro qét a c’horréguez dézo évit labourat d’ho c’hresqaat. Gwélet a rer a bép tu lin moan an Egypt, hag ar moug diou véach livet euz eul liou burzuduz ; al livach-zé a zo qér béo-buézeq, né ell qét an amzer hé c’hoénvi : servich a ra évit ar gloan flour, pini a zo c’hoaz bravéet euz eur vroudérez aour hac arc’hant. Ar Phénicianed a ra ar werz gant an oll bopliou péteg striz Gadèz, hag éz éont memeuz péteq an océan braz a ra tro an douar. Gréat ho deuz ivé béachou hir war ar mor ruz ; ha dré an hent-zé éz éont da glasq, en énizi dianavézet, aour, parfumiri, ha meur a anéval ne wéler qét aman.
Né allen qét sellet aoualc’h oc’h an arvest caër euz ar guéar vraz-zé. Né wélen qét ével er guériou ar Grécianed, tud didalvez ha curiuz, o vont da glasq qélou war leuriou-qéar, ô sellout oc’h an erméazidi a arru er porz-mor. Ar gwazed a laq ho amzer da ziscarga ho listri, da gas ho marc’hadourez, da réiza pép tra en ho magazinou, ha da jédi[97] ar péz a dléont hag ar péz a zo dléet dezo. Ar merc’hed né éhan da néi ar gloan, da ober broudéréziou, da bléga mézériou caer.
Euz a bé léac’h é teu, a lavariz da Narbal, éz int ar Phénicianed en em léqéet da vistri ar werz oll, ha pinvidiqéet diwar goust an oll bopliou ? Gwélet a rit, a lavaraz din-mé, ar guéar a oa léac’hiet mad évit ar werz. Hor mam-bro éo hén deuz ar c’hloar da véza disoloet ar verdéadurez. An Tyrianed a oé ar ré guenta, ma tléer crédi ar péz a zo danévellet euz an amzériou pella, a c’hourc’hémennaz d’ar gwagennou, pell araok amzer Tiphis hag an Argonauted ; béz’éz oent, a lavaran, ar ré qenta a grédaz en em laqaat en eur lest bresq war ar mor braz, gwalenna hé zounder, ardamézi ar stéred pell diouc’h an douar, hervez sqiant an Egytianed hag ar Babiloniz ; en eur guér, ar ré guenta a unvanaz qément a bopliou dizunvanet dré ar mor. An Tyrianed a zo injiniuz, gouzanvuz, tieq ; béz’ho deuz eur c’herreiz mad ; unvanet cloq éz int étré-z-ho ; népred pobl né déo bet léaloc’h, suroc’h, reizoc’h évit an erméazidi. Sétu azé pétra a ro dézo, hép mont da glasq pelloc’h ar véli war ar mor, ha pétra a ra bleunia en ho porz-mor ar werz qer talvoudeq. M’en em laqfé an dizunvaniez, hag an érez étré-z-ho ; ma zéraoufent gwaqaat en délicou hag en didalvoudéguez ; ma faéfé pennou ar vro, al labour hag an arboell ; ma éhanfé ar sqiant da véza en hénor é qéar ; ma ziouérent léaldet é qéver an erméazidi ; ma teufent da guemma[98] reiziou diéré ; ma né laqfent qét évez oc’h al labouradégou, ha ma éhanfent da baéa da guenta ar miziou gréat évit laqaat ar varc’hadourez da véza cloq, é welfent hép dalé couéza ar véli a ra ho souéz.
Mèz displéguit din, a liviriz, an doaré da laqaat Ithaq da ober eun hévélep werz. Grit, a respontaz din, ével a rer aman : diguémérit mad an erméazidi ; liqit anézo da gaout ar surentez en ho porziou-mor, ar reiz, an dizanqdet ; n’en em lézit qét stleja, na dré ar c’hrinder, na dré an huelder. An doaré da c’hounit calz éz éo fallout népred gounit ré, ha gouzout coll a-wéachou. Grit ma caro an erméazidi ac’hanoc’h : gouzanvit eun dra bennag euz ho perz, diouallit da héga anézo dré ho rogoni : na hesqinit qét reiziou ar werz, ma vézint compez ha splann ; boazit ho popliou da heul anézo hép ho terri népred ; castizit an duaden[99], ha memeuz fast ar marc’hadourten a goll ar werz, en eur golla ar ré hé gra. Dreist oll diouallit da laqaat eubou d’ar werz, évit ho kampi ho-unan. Déréatoc’h éo né rafé qét ar prinç anézi, hag é lesfé ar gounid d’hé sujidi, péré ho deuz ar boan ; euz an aoz all é teufé da zigouraji anézo : tenn a raio aoualc’h a c’hounid dré ar pinvidiguéziou a zeuio en hé stadou. N’hén euz német ar gounid hag ar reiz a laqaio an erméazidi da vont en ho pro ; ma liqit ar werz da véza neùbeùtoc’h reizet ha talvoudeq, éz int quit, ha né zistroint qét, abalamour ma vo popliou all hag a voazio anézo d’en em drémen ac’hanoc’h. Réd éo memeuz ansav déoc’h pénauz abaoué eun neùbeùt amzer, éz éo gloar Tyr calz ténvaléet. Ho ! m’ho pijé gwélet anézi araoq rén Pigmalion, é véfac’h bét en eur souez calz brassoc’h ! Né gavit aman német choummadur euz eur brasder daré da gouéza. O Tyr malévruz ! étré pé zaouarn en em gavez ! gwéach-all ar mor a zigassé did tribut an oll bopliou euz ar béd.
Pigmalion a zouj oll, ha deuz perz an erméazidi, ha deuz perz hé sujidi. Eléac’h diguéri, hervez ar boaz coz, hé borziou-mor d’an oll bopliou, en eur dizanqdet cloq, é fell dézan gouzout an niver euz al listri a zeu, ho bro, hano ar merdéïdi a zo ébarz, ar werz a réont, ar natur hag an dalvoudéguez euz ho marc’hadourez. Gwassoc’h c’hoaz a ra, rag implijout a ra troïdellou évit touella ar marc’hadourien, ha laqaat en hé wir ho marc’hadourez. Anqénia a ra ar marc’hadourien ar pinvidiqa ; laqaat a ra war zigaréziou fall gwiriou névez war ar varc’hadourez. Fallout a ra dézan tréanti hé-unan er guerz ; ha n’euz dén n’hé défé aoun da gaout gra gant-han. Dré-zé, ar werz a doc’hor ; an erméazidi a ancounac’ha neùbeùt ha neùbeùt an hent Tyr, a oa gwéach all qén anavézet dézo : ha, ma né gemm qét Pigmalion, hor gloar hag hor béli a vo casset d’eur bopl all bennag gwelloc’h blégnet égued-omp.
Goulen a riz goudé da Narbal pénauz an Tyrianed ho dévoa en em léqéet da véza qér gallouduz war vor : rag né fellé qét din choumm hép gouzout tra ébet a ellé servichout da vlégna eur rouantélez. Béz’ hon euz, a respontaz din, coajou al Liban a ro déomp danvez évit al listri, hag é viromp anézo gant aqet évit an implij-zé : né droc’her anézo német évit ézom ar rouantélez. Evit qilvizérez al listri, hon euz kilvizien gwizieq. Pénauz, a lavariz, ho peuz allet ho caout ?
Respont a réaz din : En em zisqet int neùbeùt ha neùbeùt er vro. Pa c’hopréer mad ar ré en em sav a uz d’ar ré all, er sqianc’hou, éz oar sur da gaout tud hag a wella anézo péteg ma vézint cloq ; rag ar ré ho deuz ar muia a injin, en em zoug d’ar sqianchou ar muia gopréet. Aman é tiguémérer gant hénor ar ré a zo gwizieq er sqianchou talvoudeq évit ar verdéadurez. Ober a rer ar stad ar brassa euz eur gwalenner listri mad ; euz eur reizer stéred sqiantuz ; rei a rer calz a vadou d’eur sturier guiziéqoc’h eguet ar ré all ; né faéer qét eur c’halvez mad, en énep, er paéa a rer gwelloc’h. Ar roenviérien memeuz ho deuz goprou assur ha kévatal d’ho servichou ; ho béva a rer mad, hag aqet mad zo anézo pa int clan ; épad ma zint en béach ho graguez hag ho bugalé né zint qét ancounac’héet ; ma teuont da vervel en eur pensé, é tic’haouer ho zud : cas a rer quit ar ré ho deuz servichet an amzer-man an amzer. Evel-zé é caver anézo pa garer : an tad hén deuz lévénez da sével hé vab en eur micher qer mad ; ha diwar hé yaouanqiz an ténéra, en em hast da zisqi dézan dournata ar roenv, sténia ar funou, ha disprijout ar gwal amzeriou. Evel-sé é casser an dud, da lavaret éo, dré ar goprou hag ar reiz mad. Sujédiguez euz ar ré izelloc’h né d’int qét aoualc’h ; réd éo gounid ar c’halonou, hag ober d’an dud caout ho kampi er traou é péré é c’hoantéer en em servich euz ho injin.
Goudé ar prézégen-zé, Narbal am c’hassaz da wélet an tuennou, al labouradégou, ha qément a ell servichout d’ar verdéadurez. Goulenn a ren displégou var an traou distéra, hag é scriven pép tra a zisqen, gant aoun da ancounac’haat eun dra bennag a zalvoudeq.
Couscoudé Narbal, pini a anaié Pigmalion, hag am c’haré, hén dévoa an hast ar brassa d’am wélet ô vont tré, rag aoun hén dévoa né zeufen da véza disoloet gant spiérien ar roué, a riblé noz-deiz er c’hartériou qéar : hoguen an avel a oa atao troet fall. Epad ma oamp oc’h ardamézi gant aqet ar porz-mor, en eur ober goulennou da veur a varc’hadour, é weljomp o tont étrezeg ennomp, eur pen gréou euz ar roué Pigmalion, pini a lavaraz da Narbal : Ar roué a zo ô paouéz disqi gant unan euz ar pennou listri distroet euz an Egypt ganéoc’h, pénauz ho peuz casset eun erméaziad a drémen évit eur Cyprian : fallout a ra d’ar roué ma vézo dalc’het évit gouzout a bé vro éo ; respont a reot anézan buez évit buez. Er pennad amzer-zé éz oan eun neùbeùt pelleet évit sellet oc’h eul lestr a zeué da veza peur-c’hréat, hag é lavared béza cloq, hag é rén goulennou d’an injiner hén dévoa er gréat.
Narbal, souézet ha spountet, a lavaraz : Mont a ran da glasq an armêaziad-zé a enézen Chypr. Mès p’hén dévoé collet ar gwel euz ar pen gréou, é rédaz etrézeg ennoun évit rei din anaoudéguez euz an daré é pini éz oan. N’em boa hén némét ré anavézet, Télémaq qér ? collet omp ! Ar roué, pini a zo esqinet noz-deiz, gant hé arvarou, a venn dézan né moc’h qét euz a Chypr ; urz hén deuz roét d’ho qenderc’hel : fallout a ra dézan va laqaat d’ar maro, ma né gassan qét ac’hanoc’h étré é zaouarn. Pétra a rimp ? O douéou, roït déomp ar furnez évit hon tenna euz eun daré qér braz. Réd é vo, Télémaq, m’ho cassin da balez ar roué. Qenderc’hel a réot éz oc’h Cyprian, euz qéar a Amathont, mab d’eur statuer da Vénus. Discléria a rin pénauz em euz anavézet gwéach all ho tad, ha martézé ar roué, hép mont pelloc’h, a zizanqo ac’hanoc’h. Na wélan qét a zoaré all da savétei ho puez ha va hini.
Respont a riz da Narbal : Lézit da vervel eur malévruz hé deuz c’hoant ar fortun da goll. Gouzout a ran mervel, Narbal ; hag é tléan ré déoc’h évit ho cas ganén en droug-heur. An douéou, a wel va oaz évit ar wirionez, a ello difenn va buez dré ho béli, ma er c’hoantaont ; mes né fell qét din hé savétei dré eur gaou.
Narbal a respontaz din : Ar gaou-zé, Télémaq, n’hen deuz nétra né vé dianteq ; an douéou memeuz ne allont qét hé gwal-varni : né ra nép droug da zen, hag é savéta ac’hanomp ; né laq é fals créden nemet ar roué évit miret out-han né zeufé d’ober eur gwal. Ré bell é cassit oaz ar vertuz hag an aoun da c’hlaoza an douéou.
Aoualc’h éo, a liviriz, éz éo ar gaou eur gaou, évit né vé qét dign euz eun den a gompz dirag an douéou, hag é tlé oll d’ar wirionez. An hini a c’hlaoz ar wirionez ha c’hlaoz an douéou, hag hén hé-unan, pa gompz a énép hé c’houzout. Ehanit, Narbal, da zigas er raok eun dra a zo indign ac’hanoc’h hag ac’hanoun. Mar deuz an douéou truez ouzomp, é wézint hon dizanqa : ma fell dézo hon lézel d’en em goll, é vézimp en eur vervel victimou ar wirionez, hag é lézimp d’an dud ar c’hélen da derc’hel muioc’h d’ar vertuz éguet d’ar vuez, va hini a zo dija ré hir, ô véza qér malévruz. Evit-oc’h oc’h-hunan hépqén, ô Narbal qér, é teu va c’haloun da ranna. Ha fallout a rafé é vé ho carantez, évit eun erméaziad qéaz, reuzeudiq en eun hévélep doaré !
Choumm a réjomp pell amzer er stourm-zé, mès en divez é weljomp dont eun den a zirédé dihalanet ; eur pen gréou euz ar roué éz oa, dont a ré euz perz Astarbé. Ar vaouez-zé a oa caer ével eun douéez ; unvani a ré da vréou ar c’horf bréou ar spéret ; béz’éz oa maô, c’houéq, aqétuz. Gant qément a vréou saouzannuz, hé dévoa ével ar vor-graguez[100], eur c’haloun criz, ha leun a fallagriez ; mès gouzout a ré cuza hé gwal-iouliou dré hé ardou. Gwézet hé dévoa gounit caloun Pigmalion dré hé guénet, hé spéret, hé mouéz c’houéq, ha mélodi hé zélen. Pigmalion, dallet dré hé orged évit-hi hén dévoa dilézet ar rouanez Topha, hé bried. Né venné da nétra nemet da rei léac’h da iouliou Astarbé : hé oaz évit ar vaouéz-zé né oa qét eur reuz biannoc’h éguet hé grinder. Mès hi n’hé dévoa évit-han német heug ha faé ; euz a ré hé gwir iouliou, hag é ré neuz da c’hoantaat béva évit-han hépqén.
Béz’éz oa é Tyr eul Lidian iaouanq hanvet Malachon, euz eur guénet burzuduz, mès gwaq, dinerz, ha collet er plijaduriou. Venn a ré hépqén da guenderc’hel liou hé zremm, da griba hé vléo alaouret, péré a waguenné war hé ziou scoaz, ha da roufenna hé zaé graciuz, pé da gana an orgued war hé délen. Astarbé er gwélaz, hag an orgued a grogaz enni. Hé faéa a réaz, ô véza é venné d’eun all. Oc’hpen hén dévoa aoun euz oaz criz ar roué. Astarbé, ô anav éz oa faéet, en em lézaz mont d’an ioul euz ar venjanç. Venn a réaz, en hé dispi[101], é alfé rei da grédi éz oa Malachon an erméaziad a léqéé clasq ar roué, hag é lavared béza deut gant Narbal. Er rei a réaz da grédi da Pigmalion, hag é kounézaz ar ré ho divigé allet disculia ar wirionez dézan. O véza né garré qét au dud vertuzuz, ha né ouié qét anaout anézo étré ar ré all, n’en em gavé en dro dézan német tud ganaz[102], ha paré da senti oc’h hé c’hourc’hémennou en traou an euzussa. Tud euz eun hévélep aoz a zoujé gallout Astarbé, en em unvani a rent gant-hi evit laqaat ar roué da fazia, gant aoun da zisplijout d’ar vaouez huel-zé, pini hé devoa oll créden ar roué. Rei a réjont da grédi dézan éz oa Malachon, anavézet é pép qarter euz qéar évit Crétiad, an erméaziad iaouanq hé dévoa casset gant-han Narbal ; Malachon a oé bac’het.
Astarbé, pini a zoujé né’z afé Narbal da gompza oc’h ar roué, ha né laqafé hé gaou da véza anavézet, a gassaz en hast da Narbal ar pen gréou-man pini a lavaraz dézan : Astarbé a verz déoc’h disculia d’ar roué piou éo oc’h erméaziad ; né goulen déoc’h német ma tafac’h, hag é wézo ober ma gavo oll mad ; couscoudé hastit da laqaat ho erméaziad iaouanq da vont tré, évit né vézo qén gwélet é qéar. Narbal leun a lévénez da allout savétei ével-sé hé vuez ha va hini, a lavaraz é tavfé ; hag ar pen gréou, laouen braz, a zistroaz étrézeg Astarbé.
Kérqent é wéljomp an avel ô trei : O Télémaq qér ! en em exclamaz Narbal, fallout a ra d’an douéou ho laqaat é surentez : téc’hit diouc’h an douar criz ha milliguet-man ! Evruz an hini a alfé ho heul war ar riblou ar muia dianavézet ! évruz an hini a alfé béva ha mervel ganéoc’h ! Hoguen eun tonqadur garv am stag oc’h eur vam-vro dizévruz ; réd éz éo gouzanvi gant-hi : ha martézé é vézo réd couéza gant-hi, ha béza sébéliet en hé ziscar ; né vern qét, gant ma livirin atao ar wirionez, hag é carin pép mad. Evid-oc’h, ô Télémaq qer ! pidi a ran an douéou d’ho cas ével dré an dourn, da rei déoc’h ar gwella euz an oll roïou, eur vertuz glan péteg ar maro. Bévit, distroit en Ithaq, fréalzit Pénélopès, dizeubit anézi deuz an dud fall hé c’hoanta. Ma ello ho taoulagad gwélet, ho tivréac’h briata Ulyss, ar roué fur ; hoguen, en ho deiziou évruz, counit dézan[103], ha né éhanit qet d’hé garout.
P’hén dévoé lavaret, é vriétiz anézan en eur scuilla eur mor a zaélou ; an huanadou a viré ouzin da gompza. Cas a réaz ac’hanoun péteg al lestr ; choumm a réaz war an aot ; ha pa oé léqeat al lestr é finv, né éhanjomp d’hor sellet an eil éguilé, épad ma eljomp hor gwélet.