Wikimammenn:Degemer

Eus Wikimammenn
(Adkaset eus Degemer:Brezhoneg)
Mont da : merdeiñ, klask


Scribe mediéval.


Donemat er

Wikimammenn , al levraoueg dieub


Ur raktres a diazezadur Wikimedia a-youl-vat he c’henlabourerien eo Wikimamenn.

Arroud

Jakez Riou, An ti satanazet, 1944 :



PENNAD KENTAN
Raklavar


— « Piv an desketañ en ti ? »

— « Me, a respontas ar c’hi. »

Rak, gouzout a rit, va lennerion, gwechall-gozh al loened mut a gomze kerkoulz hag an dud, ha c’hoant bras am eus da lavarout : gwelloc’h.

Alanig al Louarn n’en doa ket e bar da livañ gevier fin, ha Job ar Bleiz da zisplantañ gevier gros. Mes an amzer-se a zo tremenet, siwazh ! hag al loened o deus moarvat dizesket meur a dra.

Piv ha petra a zo kaoz ?

Nec’het a-walc’h e choman va-unan. Evit kavout d’am goulenn ur respont dereat e vefe ret bezañ gouiziek e kement gouiziegezh, hag a-boan ma ’m eus-me uzet foñs ur bragoù war skiñvier ar skolioù.

N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.

Eo, ar c’hegined, pa vezont distagellet mat, a zeu a-benn da zrailhañ meur a gomz, ha klevet em eus unan anezho en un ostaleri a Vro-Leon o lavarout da gement den a zeue en ti : « mezvier brein ! mezvier brein ! »


Dre ar munud…

Dastum a ra ar Wikimammenn testennoù hag a zo en domani foran, pe embannet diouzh doareoù-implij frank. Hiziv ez eus er Wikimammenn muioc’h evit 1 885 pajenn savet.

A B C CH C’H D E F G H I J K L M N O P R S T U V W Y Z.

Raktresoù

Ma fell deoc’h reiñ sikour e c’hellit, da skouer :

Deuit e darempred ganeomp

En davarn e tiviz kenlabourerien ar Wikimammenn. Deuit d’evañ ur banne ganeomp !

Gallout a rit klask gouzout penaos e vez kemmet ar pajennoù er poull-traezh.

Istor Wikimammenn

Istor Wikimammenn

  • Krouet eo bet d’an 21 a viz Here 2007.
  • 13 a viz Du 2010, un isdomani a zo bet digoret evit ar Wikimammenn.
Wikipedia Wikipedia
en holl yezhoù
Wikeriadur Wikeriadur
geriadur hollvedel
Wikiarroud Wikiarroud
dastumad arroudennoù
Wikicommons Wikimedia commons
bank roadennoù liesvedia
Meta-Wiki Meta-Wiki
kenurzhiañ raktresoù Wikimedia
Ostilhoù personel
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Moullañ / ezporzhiañ
Boest ostilhoù
Yezhoù all