Mont d’an endalc’had

Collocou familier, 1779

Eus Wikimammenn
Dizanv
E ti Intanvez Marin Blot, 1779



COLLOCOU
FAMILIER
ETRE UN DEN CURIUS
hac un Den Expert var an abuſou
commun da bep Stadou a veler a
rer etouez a pep ſeurt tud a Breiz-
Iſell, hac e leac’h-all.


Dediet d’ar Vretonet gant ur mignon
dezo, hep intantion da choqui
den e particulier.


— O —


E QUEMPER,
E ty Intànves Marin Blot,
Imprimeur ha Librer. 1779.


Obſequium amicos, veritas odium parit.

Cals a glevo an dra-màn, o devezo regret,
Palamour d’ar virionez ſo ennàn diſcleriet :
An den clan e zaoulagat n’ell quet ſellet an de,
Nac ar re a ve coupabl clevet ar virione.





COLLOCOU
FAMILIER
ETRE UN DEN CURIUS
hac un Den Expert var an abuſou
commun da bep Stadou a veler a
rer etouez a pep ſeurt tud a Breiz-
Iſell, hac e leac’h-all.


Dediet d’ar Vretonet gant ur mignon
dezo, hep intantion da choqui
den e particulier.


Voar un ton nevez, en em repeti ato
an eil vers.



BOnjour den coz ha venerabl,
C’hui a glevan a ſo capabl
D’am inſtrui ha d’am c’helen
Voar ar pez ameus da c’houlen :
Eur Commis oun, hac emeus urs
Da verqua tout quement diſurs,
Quement abus ha goal guſtum
En deus an dut a rum da rum.

Den yaouanc en o tont er bed,
Gout ar c’houſtumou ne ran quet,
C’hui a ene a pep ſeurt tut,
Quercou1s ar re vras ha re vunut.
Hentet hoc’heus a bep ſeurt ſtat.
Tut a Ilis, Tut Gentil vat,
Tut a Juſtiç ha Bourc’hiſien,
Tut a ſtudi, Marc’hadourien,
Artiſanet, tut a vicher,
Mæſtr ha Mæſtres, ha Servicher,
Cals a dut coz ha re yaouanc,
Quen Digentil, quen païſant ;
Livirit din o cuſtum oll
Evit m’o merquin var va roll,
Ma vezo great ur Reglamant
Eus an oll generalamant.

An Den expert.

Tout e caffet habec enno,
Hac int tut fur var o meno.

An Den curius.

Pe ſeurt habec, den ancien,
A guef an dut er Veleyen ?

An Den expert.

Ar Veleyen a ſupoſer
En em acquit eus o dever ;
Pe ii a ra, pe ne reont quet,
Coms voar o ſtat ſo difennet :

Occupet int oll deis ha nos
O caç an dut d’ar Barados ;
Mæs tut ſot int, mar boe jamæs,
Caç re all d’y, ha chom er mæs.

An Den curius.

Livirit-hu din, va den mat,
Hac abec ſo en eur Prelat ?

An Den expert.

Eus a Eſcop nac a Prelat
Ne oun netra nemet pep mat ;
Ar Brincet int eus an Ilis,
A ſo venerabl e pep guis :
O Doctrin hac o ſantelez
O rent henvel ous an Elez,
Ha couſcoude ne ellont quet
Miret na vent drouc-preſeguet.
Ar Veleyen p’o courriger
Hac ar glover p’o refuſer,
Ne leveront nemeur a vat
Eus o Eſcop hac o Prelat.

An Den curius.

Nac ur Perſon hac en a ell
Pligeout d’an dut eguis ma fell ?

An Den expert.

Eur Perſon mat hervez an dut
Eo an hini en deus ar brut
Da veza libr gant e arc’hant,

Hep goulen digant Payſant ;
Mar car ober ber an Ofiç,
Sortial abret eus an Ilis,
Rei da effa ha da zibri
Da quement den a ya d’e di,
Leſel cabeſtr gant an dut fall,
Hep o gourdrous nac o zamall,
Rei liberte da yaouanctis
Da ebatal en o divis :
Chetu eno ar Berſonet
A blich muia d’ar Vretonet.
Mæs mar o deus eur guir Perſon,
Hac a fell deza gant ræſon
Regli e dut, hac obligea
An dut fall d’en em corrigea,
Hac o les pell hep abſolven
Deffot na reont pinigen,
Birviquen hennes ne gueront,
Drouc er Perſon a leveront :
Dibaot hini en andure,
Guell eo ganto caout ar C’hure.

An Den curius.

Mæs ur Perſon hac èn a dle
fiziout e garg en e Gure ?

An Den expert.

Pe èn a dle, pe na dle quet,
Fiziet e vez enna an denvet ;

Pa vez affer, da bep mare
Cure bepret a renq bale.
Perſonet ſo ne fizient quet
Alc’huez o c’haf en o C’hureet,
Hac a fis eno couſgoude
Alc’huez ar Sacr ha mil ene.

An Den curius.

Livirit din, den ancien,
Petra ſervich d’ar Veleyen
Mont da ſarmon er c’hadoriou,
Pa na rer van eus o c’homſou.

An Den expert.

Rar ê guelet eur Sarmoner
O convertiſſa eur pec’her ;
Rac nac an eil nac eguile
Ne viſont quet da guemenſe.
Marteſe ar Predicator
Ne glaſq netra nemet enor,
Nac ar pec’her eus e goſte
Ne entent quet chench a vue ;
Scouarn vouſar a vanite
A goll an eil hac eguile.

An Den curius.

Me garre caout eur C’honfeſſeur
Hac am trete dioc’h va humeur ;
Hac ec’h allen fiziout enna
Pa zaen da goffes daveta ?


An Den expert.

N’en deus cas dit pe da biou
Mont da gonta da faſiou,
Rac n’en deus Confeſſour er bet
D’e Benitant na d’ê ſecret.

An Den curius.

Secret int oll, cridi a ran,
Mæs re ruſt int, var a glevan ;
Rac rei a reont goual Pinigen,
Pe refus cren an Abſolven.

An Den expert.

Couls ê guenen e lavares
Ne fel quet dit mont da gofes,
Nemet da leſel a raet
Da retourn arre d’ar pec’het.
Ma caffes un den ignorant
Ec’h abſolve hep ſenchamant,
Hac a roe dit eur binigen
A ve ſoublic dioc’h da c’houlen,
Hennez ha te en em grae,
Hac oc’h taol guenet e zae ;
Mæs goude lein oc’h da eſpern,
E coannies gantàn en Ifern.

An Den curius.

Aoun bras ameus, den ancien,
Na choquit re ar Veleyen :
Eſpernit-y, en han Doue,

Ha coumſit din eus ar Roue.

An Den expert.

Dibaot Roue ſo er bed-màn,
Na guef ar bopl abec ennàn,
Dre ma renquont oll fourniſſa
Arc’hant ha tud d’e ſervicha ;
Mæs en aner e vurmuront
Hac hep ræſon en em glemont ;
Corf ha madou oump d’ar Roue,
Pa hor goulen hervez Doue.

An Den curius.

Gant aoun na gouſte ho puhez,
Eſpernit mat ar Rouanez.
Livirit din ha difficil
Eo pligeout da un Digentil ?

An Den expert.

An dut Gentil a reſpeteur,
Mæs o c’haret ne rear nemeur,
Abalamour cals anezo
So difficil pligeout dezo :
Dilicat int, preſt e fachont,
Dibaot a zen a excuſont ;
Ha mar manquer a netra tout
D’o ſervicha hervez o gout,
Pelloc’h goude n’ê quet facil
Pligeout nemeur da Zigentil.
Me oar erfat hervez ar bet

Enori Noblanç a ſo dlet,
Mæs me falfe din o c’helen
Da ſoufr enor hep e goulen,
Hac o deffe humilite
Aſſambles gant o qualite.

An Den curius.

N’oc’h quet capabl ha c’hui habil,
Da rei quentel da Zigentil ;
Liſt an noblanç en o divis,
Ha coumſit din eus ar Juſtiç,
Livirit din hac ur Barner
A ell manquout en e dever ?

An Den expert.

Beza Barnet ſo dangerus
Da nep na d’ê quet vertuzus :
Eur Barner mat, leal ha juſt,
Na dle beza na douç na ruſt :
Dioc’h ar juſt e renq jugi,
Ha rei e guir da bep hini.
Barnerien ſo hac a ro preſt
Setançou treus dre intereſt ;
Aon rac tud nobl ha puiſſant,
Carantez re oc’h an arc’hant,
Coffadou guin ha cherou mat,
En tiez bras beza deut mat,
Preſantou great pe prometet,
Pe c’hoant da bligeout d’ar merc’het,

An traou-ze tout a ſo caos
Ma ze ſerret ar Barados
Oc’h cals emeus a Varnerien,
Dre ma reont gaou oc’h ar beorien.

An Den curius.

Ha ne ell quet an Avocat,
Pe Procureur o pledi mat,
Conteſti oc’h ar Varnerien,
Ha difen mat caos ar Beorien ?

An Den expert.

Avocadet, Procurerien,
Ne fis quet enno birviquen ;
Dibaot Avocat ſo er vro,
Ho conſultet nep a garo,
Na aſſurint da pep hini
E c’houneſo o proceſi.
Ar Procureur eus e goſtez
A bromet e lacaï evez ;
Ha d’e gliant e lavaro :
Sur ar Procez m’er gounezo ;
Evelſe ne vanquint james
Da boulſa Ian en e Proces ;
Rac a-unan ez int o daou
Evit e zeſtum en e graou :
An eil d’eguile a lavar,
Moyen en deus quement a gar,
Evit aſten ar parchimin,

Ha digaç an het d'ar vilin :
Leve en deus, guerzet vezo,
Ha mar queromp lod hor bezo ;
C’hui Avocat, roït eſperanç.
Me Procureur a raï avanç,
Hac ar Barner a zeporto
Da rei Setanç quen a garo :
Dalc’het vezo Ian er Proces
Hep e leſel da zont er mes,
Harzet vezo ha deſtumet
Evel labous en ur gaouet,
Ha birviquen er mes ne da
Endra choumo pluen ounta ;
Deut a raï hep gallout nigeal,
Debret vezo ar pez a dal ;
Eat an danvez, eat al leve,
Loſquet vezo Ian da vale,
Rac hep arc’hant pe eſperanç
Ne fell da zen ober avanç ;
Un den a les a ſo ur Sant
Mar gra ur pas hep c’huez arc’hant.

An Den curius.

Nac ur Greffier gant e ſiell,
Hac èn a guſtum ober guell ?

An Den expert.

Siell lequeat grant ur Greffier
A guſtum ato couſtout quer,

Mar d’ê requis caout tri deves
Da ober priſach a un danves,
Dibaot Greffier, mar deus nicun,
Eus a tri dez na ra ſizun ;
Menat paper eleac'h feuillen
A impligeo oll pen-da-ben,
Evit caout dioc’h an Invantor
Mui evit n’en deus ar Minor.

An Den curius.

Ha ne dle quet ar Curator
Miret oc’h domach e Vinor ?

An Den expert.

Ar Curator hac ar Greffier
So a-unan e pep affer ;
Mar deus madou, endra badint
Divar gorre e labourint :
Quement camet na pas a rint
Oc’h ar Minor tout e contint.
An eil d’eguile a effo,
Hac ar Minor quez a baeo ;
Ar Curator a yal e Quer
Evit e affer particulier,
Hac a lacaï voar e Vemor
Ez eo eat evit ar Minor.
Deut an amſer da renta cont,
Ar Curator ſo preſt ha pront :
Mui a vezo voar e Vemor,

Evit na voa en lnvantor ;
Greffierien ha Curatoret
A ruin cals a Vinoret.

An Den curius.

Un den honeſt ha mignon din
A c’houl arc’hant e preſt ouzin,
Ha c’hui a gred em be affer
D’e obligea dirac Noter ?

An Den expert.

An Noteret pell amſer ſo
So neceſſer ebars er vro,
Abalamour ma zeus tud fall
Mui evit ſo bet a-veichal,
En amſer gos arc’hant preſtet
Var ar guer e vezent rentet ;
Hoguen breman na elleur fiziout
Netra e den anez coll tout ;
Anes caout Act dirac Noter
James an dle ne deu d’ar guer,
Ha c’hoas emeus da lavaret,
Laca evez oc’h Noteret,
Cals anezo evit arc'hant
A drompl an dut hac hi preſant,
Bremâ e ſcrivont voar ar paper
Control d’ar pez a prometer,
Ha te ſo facil da drompla
Pa n’ouzout na len na ſcrifa ;

Pa n’effe ma vanquont d’o guer,
Cals anezo ne ve affer
Nac an Noter nac a Sergeant
Da ober dezo paea contant.

An Den curius.

Na gomſit quet a Sergeantet,
Rac ar re-ze ſo tyrantet.

An Den expert.

Ar Sergeantet a bep amſer
A ſo douguet e pep carter,
Dangerus int, ha pa veler
O Recordet en o c’hever,
E lavarer e ber langach
Ar re-mâ ya d’ober domach.
Mæs petra dal lavaret guer,
Ret eo o ſoufr pe couſtint quér
O c’hanna rear, couls paoues,
Rac d’o c’hroc ne vanquont james.
Nep a ſo roc oc’h Sergeantet
Sur ma na goll ne goune quet,
Mar caremp oll paea hon dle
Biquen affer outo n’hor be ;
Nep na ra gaou ous den ebet
N’en deus quet aoun rac Sergeantet.

An Den curius.

Evidon-me ne gredan quet

E ven dleour da zen ebet,
Na biſcoas ne roïs diner
Na da Sergeant na da Noter,
Moyen ameus honeſtamant,
M’am be yec’het e ven contant,
Mæs clanvus oun, ha ne oun quet
Pe ous piou goulen remet.

An Den expert.

Mar e c’heus c’hoant da veva pel
Ha caout yec’het bete mervel,
Chede amâ petra renques
Da obſervi het da vues ;
Eus da vele quen ma ſivi,
Paſſa, cranch ha c’hues da fri,
Coumer da ſae ha quer buhan
En eur lam cren a doſt d’an tan
Evit commanç en em guempen,
Goualc’h da viſach ha crib da ben,
Ha na les e fri netra lous,
Nac e taoulagat tam picous,
Rinç net da viſach ha da zent,
Ha næta tout eus a bep hent,
Abars e corf ma zaï netra,
Gra da zour ha quea da blega,
Goude purgi da vouzellou,
Guelc'h da zaouarn ha da guenou,
Coumer goude ſevel mintin

Un tam bara hac ul loum guin,
Sorti abret mar be caër,
Glao pe avel chom er guer,
Pa ziſtrei goude pourmen,
Laca evez oc’h yenigen,
Mar d’ê yen ha cris ar gouan,
Da gof oc’h taol, da guein d’an tan.
E peb amſer bes ſourcius,
Da bourvei bouet yec’hedus,
Bevin, leue, yar ha maout,
A ſo mat, mar c’helles caout,
Ar c’hic moc’h-ſall aſſeſounet
A leſi gant an haillonet,
Ar guella tam pa gouſt quer
A ro degout gant an amſer.
Pa ve da gorf bouetet mat,
Gra exerciç ha les ar plat,
Ha na ra quet, laca evez,
Daou repas bras en un devez :
Na zebr jamæs quebel touſſec,
Peſquet gregun nac ar melvet,
Na morilles na mouſſeron,
An traou-ſe tout ſo ampoeſon,
Viltançou int veus an douar ;
A ſo noaſus da nep o c'har ;
Ef da vin pur ha ſouben tom,
Ha pep hini diouc’h da ezom,

Anes caout gout na zebr netra,
Delc’h apetit bepret un dra,
Exces dibri, exces efa,
N’eus quet a cas pe emeus a dra,
A ra da mui a dut mervel
Evit ne lazer e breſel,
Na zebr nemeur a vouadeguen,
Nebeutoc’h c’hoas a ſilſiguen,
Mæs n’eus quet a cas pe da heur
Eus a fourmach na zebr nemeur,
Pebr gant guinæcr n’en d’ê quet mat
Da conſervi un eſtomac,
Hac ar butun a ra dies
Da guemeret re alies,
Ar peſquet mat da zeiz vigel,
Ne ranquer quet o dileſel,
Mæs a nep ſeurt eus a beſquet
Jamæs en deiz na ra daou bret,
Ar viou freſq dioc’h an nos
So yac’hedus abars repos,
Gant e neuyo ar Veleyen
Ebars er vi var al Leſen,
Pa o c’hifi poaſet tano,
Ef oc’h da ben hep e vano :
Na zebr netra na ve paret,
Rac an traou cris ſo re galet
D’hon eſtomac da zigeri,

Ha na ranquer quet o dibri,
Rac-ſe’ta laca evez pis
Na zebri re eus a frouez cris,
Na ſaladen nemeur a dra,
Rac dibri cals ne dal netra,
Pa zibri boet, quemer amſer,
Na zebr tam nemet dre voder,
Ma allo quent arre dibri
Da eſtomac peur digeri,
Ha mar fell dit caout pligeadur,
O tibri bouet hervez natur,
Ro ſpaç d’an dent etre pep tam,
Abars cregui a nevez-flam,
Ar ſucr ſo mat var leas guen,
Gant an aval, gant ar beren,
Gant ar peches, gant ar civi,
Gant ar framboes pa o c'hivi,
Eus a raiſin na quereſen
Na lonc ar men nac ar c'hroc'hen,
Nemet ſec’het pe naon a pe,
Na zebr tam na ne ef banne,
N’en em garg re eus a netra,
Iſpicial eus a vara.
Quercouls en an hac er gouan
Na zebr nemeur a dra da coan,
Eus a ſouben hac a ragout
Debr un nebeut, pe leſſi tout,

Goude da lein chom e repos,
Goude da coan quers bete nos ;
D’ar mintin quea d’ar meneſſiou,
D’an abardaez d’an disheoliou,
Na quers re vuan na re c’hourec,
Quea d’ar pas ha les ar galop,
Bete c’huez ec’h elles bale,
Nemet da rochet a dreuſſe,
Ha na ſouffr quet var da croc’hen
Re a domder na yenigen,
Ha ſeinch lingeri alies,
Peautramant e vezi dies,
Goude mis Ebrel, da fin Eost,
Da dan ebet ne dy quet toſt,
Croc er vouteil hac er veren,
Eſſoc’h vizi an drederen,
Goue mis Eoſt bete mis Mae,
Ef ar guin gant nep er pae,
Goude creiz deiz les ar c’houſquet
Deut anter-nos ne veilli quet,
Rac ne quet yac’hus beilla pell,
Sevel mintin a ſo cals guell,
Azc’houen da groc’hen na gouſqui
Ha nebeutoc’h c’hoas var da fri,
Var da c’hoſtez chom er guele
Var an eil tu pe eguile.
Mar e pez c’hoant d’en em voalc’hi

En dour en em liqui,
Gant an dour yen guelc’h da zaouarn,
Non-pas da ben da ziouſcouarn
Mar des er bein, ſorti abret,
Chom pell en dour ne renquer quet,
Quendalc’h da dreid ha da ben tom
Ha netra quen nec’heus ezom.
Ma ro da gof dit nep encres,
Na zale quet na dy var ves,
En em rinç rout eus a peb hent,
Hep miret dour, avel na guent,
Pa vez brumen a het an nos,
Dalc’h da dy varnot ſerret clos,
Ha laquea evez voar an oll
Oc’h an erc’h, heaul meurs, avel foll,
Var an deiz les ar c’houſquet,
Chom e cador, na c’hourves quet,
Pa vez tomder e creiz an aon,
Chom en disheaul da heana,
Hac effort er bet mir na ri,
Nac o redec nac o c’hoari,
Les a goſtez ar Proceſou,
Pep ſeurt diſput ha querellou,
Beo diſourci hac hep chagrin,

Triſtidiguez a ſo malin,
Hac a ſo caos, hervez ar brud,
Da abregi buhez an dud ;
Ha mar fell dit beva eürus,
Deus da henti an dut joayus,
Ha na implich, mar credes din,
Apotiquer na Medecin,
Rac mar queres en em regli
Quen en effa, quen en dibri,
Quen en repos, quen en ober,
A Vedecin ne c’heus affer,
Rac peurvia an exceſſiou
A ſo caos d’hor clevejou ;
Pe te ſo yac’h, pe te ſo clan,
Laca evez da-vianan
Penaos an oll Vedecinet,
Ar re vella tout a gaffet,
Ne reint quet d’an nep o c’halvo
Remet ebet oc’h ar maro,
Rac quement int guitibunan
E renquont mervel o unan,
N’eus Medecin ebars er vro
Peb quelou mat d’an oll na ro,
Ha na bromet ober pare
Eus o clenvet pa vent dare,
Purgi, gouada, rei lavamant
A raïnt d’an oll dioc’h o arc’hant.

Mæs gout penaos na pe da heur
Rei remejou n’ouzont nemeur,
Tud habil int voar o meno,
Mæs haſard eo fiziout enno,
Pe te vevo, pe te varvo,
O faeamant o devezo,
Par conſequant, mar credes din,
Na fis biquen e Medecin.

An Den curius.

Va bennos deoc’h, den ancien,
C’hui hoc’h eus roet din ar voyen
Da gaout yec’het a la parfin,
Hep caout affer a Vedecin :
Livirit din an abuſou
A gommetter en traficou.

An Den expert.

Dibaot eo ar varc’hadoures
Na reat ganti affronteres,
Poueſiou ſcan ha goalen ber,
Muſur bihan ha guerza quer,
Voar digarez rei marc’hat mat,
Guerza traou fall eleac’h re vat,
Chede eno pe ſeurt trafic
A rent Marc’hadour pinvidic ;
Credit a reont, hac ar bed-oll
A ya d’o ſtal evel tud foll.
Allas ! an termen a zeu preſt

Ma renquer paea an intereſt,
Deut an termen da gaout arc’hant,
Ret ê paea pe caout Sergeant,
Ha ſot oc’h o prena netra,
Ma na c’heus arc’hant da baea ;
Pe mar ec’heus quea da ur ſtal vat,
Ha digor franc da zaoulagat ;
Pe vi tromplet gant da zen
En eil fæçon pe en e ben.

An Den curius.

Pehini er guella a zaou unan
P’er Marc’hadour, pe Artiſan ?

An Den expert.

Arabat ê lavaret gaou,
Rac d’en em heul e zeont o daou ;
Mar impliges Artiſanet,
Laca evez, pe e vi goanet,
Ardou o deus en o Micher
Da drompla Mæſtr ha Servicher,
Maxim commun da Artiſan
Eo prometi da peb-unan
E rei oll quement a c’houlen,
Endra vezo croc er veren,
Effet ar guin hac eat er meas,
E vi tromplet na mui na meas.
Cals anezo ſo ignorant
En o Micher pe feneant,

Evit touch gant an eſquen,
Planta an nados gant ar veſquen,
Squei ha darc’ho a daol da daol
Pe gant buohal, pe gant morſol,
Dreſſi, lemma an hoſtillou,
A oar pep Ian ha peb Guillou,
Hoguen tailla dioc’h ar muſur,
Ober labour fin hac aſſur,
Dibaot hini er goar ober,
Pe e laëro cals amſer.
Artiſanet mar greont marc’hat,
A ſo nos ha deiz o labourat,
Mæs pa labouront dioc’h an deis,
Eus a pevar e reont eis,
Ha mar labouront dioc’h marc’hat
Dibaot e reont labour vat,
Labourat fall ha coll amſer
A guſtumont tout da ober.

An Den curius.

Un habit ameus da ober
Hac a renquan caour Quemener,
Voar a livirit aſe din,
Sur avoalc’h tromplet e vezin.

An Den expert.

Quemerer ha Quemeneres
A zrouc-preſeguer alies,
An dorn a groc o deus ato,

Ha danger ê fiziout enno ;
Griat gorrec, laëres amſer,
Cas brudou fall a guær da guær,
Prena trao braou da dud yaouanc
Hep gout d’o Zat gant e arc’hant
Diſpen dillat a vez laëret,
Gant aon na vent anavezet,
Truffla digant ſervicherien
Quic pe aman, bleut pe vrignen
Tamou etof, cudennou neud
Da ſevel ftal bep un neubeut,
A ra da gals gant an amſer
Eus a dailler dont da vercer.

An Den curius.

Pe c’hriat eta pe vea,
A guivit-hu an direbecha ?

An Den expert.

Me gonto deoc’h evit reſpont
Pe ſeurt bues a gunduont :
Guiaderes ſo un etat
A ſo quempen ha delicat ;
Bemde-c’houlou e vezont brao,
Ne renquont ſouffr nac heaul na glao ;
O blam a rer o deus an teich
Da guemeret lies a veich
Eus an anneven cudeunic

Hac eus ar fleven ur branquic ;
Evit ſevel ul logoden
Da ober d’e c’hrec ſaë pe loſten,
Hi a ene erfat e goas,
A lavar dezâ digaç c’hoas,
Evit ar pris ne d’ê quet quer,
Accordi a reont e daou guer,
Marc’hat mat en deus hac a ro,
Quement all ar re en devezo,
Pa ſtevo un anter guiat,
E vezo touchet un tam mat
Da ober couef pe mouchouer,
Peautramant colier da gouer ;
C'hoas e reont meur a veniat
D'ar guemeneres da griat,
Goude e zaint da goulen cuden
Da achui ar viaden :
Ar marc’hadour en deus caër clem
M’emeus aon enont n’am flem ;
Mar lavar eo e viat ſtris,
E reſponto al laon ſo pis,
Mar da glem an anneven,
E lavar e tor an neuden,
Pa e muſur gant e goualen,
E c’hef re ver dioc’h an daou ben,
Ha mar car ſellet outi pis,
E velo enni neudennou bris,

Souillet, goal great ar bevennou,
Perzier gollo diffiennou,
Neudec ha flaſq an lian,
Gant an aſcorn frotet bian :
Mæs petra a dal e damal,
Couls e gaouet eguis un all,
Comſou en deus d’en em excus
Oc’h quement a dui d’e accus,
Arabat eo redec ar brut,
Ret ê deza fiziout en dut.

An Den curius.

Livirit din, den ancien,
A c’hui oar doare an hoſtiſien ?

An Den expert.

Ya, rac alies, ſiouas din,
Emeus effet emeus o guin.
Mar em gredes, na fis james
Nac en hoſtis nac en hoſtiſes ;
Mont d’an davarn a ſo ebat
D’an nep a gar ober cher vad,
Mæs dont er meas a ſo dies,
Nemet contant ve an hoſtiſes.
Pa antrei en un davarn,
Laca evez d’en em c’houarn,
Rac mar tremenes ar rouden,
E paï diou veich da ſouben :
An oſtiſes evit commanç,

A raï dit cant reveranç,
Mar deus guin mat, lot a pezo
Quent na vizi ſantet mezo ;
Goude guin bas ha dour enna
A vezo roet dit da effa ;
Effet ar guin, debret ar c’hic,
E vezo contet ric a ric ;
Te a gont tri hac hi pevar,
Pea a ranqui en e lavar,
Ha gret e c’hont oll gant Catel,
Ret eo caout arc’hant pe vantel.
Un hoſtis hac un hoſtiſes
Mar effont guin re alies,
A veler tout abars ar fin
Oc’h effa dour varlerc’h ar guin.
Cals anezo evit ar guir
A ra cher vat hac ebat hir,
Mæs dibaot eo an nep er grae,
Ma na reont gaou oc’h an nep er pae ;
Oc’h Per, oc’h Paul e veſcontont,
Hac evelſe en em diſont ;
Ar gabaret a zoug malheur
Ha d’an hoſtis ha d’an effeur,
En em zaoni a ra an hoſtis,
Hac an effeur a bae ar mis.


An Den curius.

Livirit din, den venerabl,
Hac ur Breton a ve capabl
D’en em ganna en un Arme
Evel er guear gant ur banne ?

An Den expert.

Ar Vreronet a Vreis-Iſel
Ne gueront quet mont d'ar Breſel ;
Tud vaillant int voar o meno,
Couraich o deus betec eno :
Ne deus netra o diſconfort
Evel rancout tenna d’ar ſort,
Pa na c’houlenner nemet unan,
E cren an oll guitibunan :
Guel ê guene, eme Breton,
Beva pell, ha beza poeltron,
Evit na d'ê mont en danger
Hac hazardi da goll va per ;
Mæs tud ſot int hac abuſet,
Ha caer o deus en em guzet,
Dont a raï ſort quent pe goude
Ma ranquint mervel couſgoude,
Ha darn-vuya a zeſertont,
Er galeou en em c’hefont.

An Den curius.

Pe ſeurt abec a c’heffit-hu

Enep a guemer habit du,
Hac a bretant mont en Ilis
Da zouguen camps ha ſourpilis ?

An Den expert.

Aon bras emeus cals anezo
Nemet goall fin n’o devezo ;
Caſſ tud d’ar ſcol a ſo facil,
Mæs o gouarn ſo difficil ;
Evit beza eat d’ar Golach,
Ne maïnt quet e pen o beach :
Tud miſus int, diſpign a reont,
Ha netra tout ne c’hounezont ;
Goude ruina Mam ha Tat,
Un hazard eo mar greont fin vat,
Ar yaouanctis a ra dezo
En em deboch cals anezo :
Arc’hant ne vanq quet da Cloarec
O ſongeal e vezo Bælec,
Guiſquet brao, cher vad a ra,
N’en deveus deffot a netra,
Henti a raï tud libertin
Hac e guſtumo dioc’h ar guin,
Mont da effa ha chom oc’h taol
Endra ema ar re-all er ſcol,
Goude repas mont da c’hoari,
Pe da heſtal gant merc'h Mari,
Cheda eno cuſtum Clouer

Pa zeu arc’hant digant Couer,
Latin a oar, Bælec vezo,
Mæs netra tout ne dalvezo ;
Ne deus Cloarec na Scolaer,
Ma carent tout ſtudia caer,
Pidi Doue voar o daoulin,
Ha tec’het diouc’h tud libertin,
Ne raent fin vat hep dale pell,
Hac y hac o zud a ve vell ;
Mar be deboch en e ſtudi,
Emeus a cant ne deu hini
Ne raï dishenor d’an Ilis
O touguen camps ha ſurpilis.

An Den curius.

Livirit din ha ne gaffet
Er C’houenchou abec ebet ?

An Den expert.

Buhes ar Menec’h ſo ur ſtat
Admirabl dreiſt peb etat ;
Ar Menec’h gant Doue galvet,
So tud ſantel ha tud parfet,
O vuhez vat, o ſantelez
O rent henvel oc’h an Elez,
Queit ha ma heuliont o Reglen
Eus a vir galon pen-da-ben ;
Mæs ar Reglen en o zouez
Ne d’ê quet ato ar Pouez,

Elec’h chom faſt[sic] en o tiez,
O gueler o redec aliez
Da viſita Demezellet,
Tud-Gentil hac Itronezet :
Pa int rentet er C’houenchou,
Ne veler nemet diſcourſou,
Etre Menac’h ha merc’hejou
Hed an deiz er Parlouerou,
Ha ne ell den cridi e ve Doue.
Sujet an oll diſcourſou-ſe :
Tremen a ran cals a draou-all
A reont ſioas en ur gueſtal ;
Pedomp Doue ma tuint breman
D’en em regli voar ar pez-man.

An Den curius.

Livirit din ha nep diſurs
A gommetter en Trede-Urs ?
Me gare gout ha den ebet
A gaf abec ar Seurezet ?

An Den expert.

An Trede-Urs a ſo ur ſtat
Gant an Ilis approuvet mat,
Mæs cals a dud a ſo enni
Hac a abus eus anezi.
Seureuzet ſo ma zaent e pris,
Ne dalfent quet o habit gris,
Ha mar telont netra oc’hpen,

Ne dalont quet o habit guen :
O daoulagat a ſell iſel,
Hac o c’halon a zoug huel,
Un dra a dleont en henor
Nemet o teaut hac o humor ;
Gant habit an humilite
E cuzont o ſuperbite ;
D’an oll int ſervichereſet,
Pa n’ellont beza mæſtreſet,
Patiant int voar o meno,
Mæs ſouffr netra ne fell dezo ;
Drouc coms a reont a bep-unan,
Nemet anezo o unan,
P’en em c’hefont en ur bagat,
Ez eont oll d’en em ſcandalat,
Hac aviziou d’en em gribat
A daouliou ivin bete’r goat :
Ne gomſan quet preſantamant
Eus a nep ſo fur ha prudant
parlant a ran e general,
En em graffet nep en deus gal.

An Den curius.

Pe vont en Urs, pe dimiſi,
Eo ar guella da bep-hini ?

An Den expert.

Ar c’huſtum eo dre intereſt
D’an dud yaouanc dimiſi preſt,

Mæs dimiſi preſt ſo tromplus
Mont re vuhan ſo dangerus,
Ha dreiſt pep tra amourouſtet
A ra d’an dud beza tromplet ;
Arc’hant, guenet ha lignez vras
En deus tromplet meur a goas ;
Promeſſou great gant goaſet
En deus tromplet cals a blac’het.
Tud re yaouanc mar demeſont,
Goas pe vaoues mat ne reont,
Yaouanc gant coz a ve cals goas,
Laouen hirio ha triſt varc’hoas,
Caret guenet ne bad quet pell,
Caret honeſtis a ſo guell ;
Plac’h difæçon, mar be parfet,
A verit mui beza caret
Evit ar c’hoanta ſo er vro,
Mar car tout nep e c’haro :
Te couſcoude ſo touellet
Gant nep en deus mui a guenet ;
Da vlam a rear, couls e leſel,
Ha couſgoude ne di quet pel ;
N’en em guef quet re divezat
En ty forn da c’houlen poaſat,
Caret out ha caret a res,
Promeſſa ſo, a leveres,
Sotoc’h a ſe out prometti,

Ha ſotoc’h c’hoas vez dimizi,
Ma na c’heus claſquet peadra
Hac hi ha te evit beva,
Rac carante ne bado quet,
Ma deu eſom goude euret :
Amourouſder d’an dud yaouanc
A ſo caos da vil nec’hamant.

An Den curius.

Na mar dint deza demezet,
Netra hoc’heus-hu da lavaret ?

An Den expert.

Goas ebet ne dleffe james
Caout nep diſput oc’h e vaoues,
Na fiziout re ne dle enni,
Pe e vezo tromplet ganti,
Rac an ozac’h pa vez fachet,
Mar lavar guer oc’h e briet,
A raï dezi mont e coler,
Hac e reſpont gant an eil guer ;
Oſac’h ebet ne dle jamæs
Mont d’ar banquet hep e vaoues,
Peautramant, hep e voueſo,
Guell cher evinta en deffo.
Eur vrœc honeſt, fur ha parfet,
Na gar den nemet e friet,
Pa za ermeas e deus anquen,
pa zeu d’ar guær e vez laouen ;

Mæs er c’hontrol eur c’hrec gadal
A zouc friantis voar e zal,
Pa zeu dirazi e friet,
So guel ganti n’er guele quet :
Ozac’h fachet pa zeu d’ar guer,
Ar vrœc ne dle lavaret guer,
Mar be modeſt, ha tevel tout,
E zaï preſt coler en e rout :
Teaut grœc ſo caos, pa e c'hanner,
Peur-lieſſa da vil miſer,
Dibaot a zen ſo demezet,
Na enou preſf gant e briet :
Daou zeis hepquen en deus pep goas
Ha pep maoues pligeadur vras,
Ar c’henta eo deiz an euret,
Hac an eil eo deiz an decet :
C’hoant dimiſi, c’hoant beva pell
En deus pep Ian ha pep Catell ;
Demeſet int, pell e vevont,
Tout var o c'his e carent dont.

An Den curius.

Caret a raent goas ha maoues
Beza intaon pe intanves.

An Den expert.

Beza intaon hac intanves

A gueffont tout a ſo dies,
Pa vez maro pennadurez,
Ozac’h pe grœc en tieguez,
Neuſe intaon pe intanves,
Quen na vez eat ar c’horf ermes,
A lavaro da bep-unan,
Biquen jamæs ne demezan ;
Mæs enterret ar c’horf maro,
Goude preſt e diſlavaro :
Pa vezo achu an eizvet,
E carrent beza demezet,
Marteſe e zint o-unan
Da barlant oc’h ar vaſvalan,
Mar d’ê diſeves priedou ;
Nep a chom beo gant ar madou,
A c’huſo lot eus ar moyen
Da fruſtra an heritourien,
Hac ar memes tra a raï
D’e bugale, mar deus hini,
O cuſtum cuzet madou,
Neud ha lien a fac’hadou,
Evit berrat an Invantor,
Hac ober gaou oc’h ar minor,
Dimiſi a raïnt hep dale,
Ha dont a raï c’hoas bugale,
Ha divar gouſt ar map quenta,
E fell mezur an diveza.


An Den curius.

Livirit din, ur ſervicher
Penaos e vanq en e zever ?

An Den expert.

Dirac ar mæſtr mevel a ya,
Pa ne guel e chom en e za ;
Mates ſo fur dirac mæſtres,
Adren e c’hein e diodes,
Ar boueta, ar mad gajou bras
A gueront oll maoues ha goas,
Labourat tenn ha mont buhan,
Ne gueront quet muguet an tan,
Dibaot na mates na mevel
En un ty mat e chomo pell,
Na roint oll ſujet da zoueti
Ez eus eno guen dimizi ;
Cher vad a reont, ne gouſt netra
Nac an dibri nac an efa :
Eas ê cundui amourouſtet
Divar gouſt mæſtr ha meſtræſet ;
Mevel, mates a gar an danç
D’an tiez mat a zoug goal chanç :
Mevel yaouanc a gar ar guin,
Nep a fis ennâ n’ê quet fin,
Mates friant ha dibarfet,
Hac a ſell re oc’h ar goaſet,
A ruino, hep dale pell,

Quercouls ar mæſtr hac ar mevel :
Lipouſeres, cher vat atao,
Ha prenant bep bloaz dillat brao,
Dibri mintin, couſquet abret
Car ber amſer etre bep pret,
So maxim mevel ha mates,
O teport mezur paourentez.

An Den curius.

Ar Mæſtr eta ha ar Væſtres
Ha ne fachont-hi jamæs ?

An Den expert.

Dibaot hini a ell tevel
Nac oc’h mates nac oc’h mevel,
Ha couſcoude ne vezont quet
O re goudrous guell ſervicher ;
Natur an oll bihan ha bras
E caſſat an oll dud egas :
Mar bez egaſſet ur mevel,
Gant ber labour e vezo pel ;
Mar bez egaſſet ar vates,
Eus a un heur e raï deves,
Peautramant a raint labour fall
Evit mont da ur ſervich all,
An daou goſtes e vurmuront,
Ha netra erfat ne reont,
Ha beza gourdrouzet oc’hpen
A ra da veur a ſervicherien

Laeres e væſtr pe coll amſer :
Nep a ra comananchou caër
A guſtum ato mevel laër ;
Arc’hant, peoc’h ha boueta mat
A ra d’an oll dud labourat ;
Ma na reont quet oc’h ar pris-ſe,
E caout re o liberte,
O c’haſſ ermeas hac o faea,
Hep o gourdrous eo ar guella.

An Den curius.

Eſtonet bras en em gafan
Gant ur c’huſtum ſo er vro-man :
Ne deus ltron na Bourc’hiſes
Na guemeront oll magueres
Evit mezur o bugale,
Quen na vezont deut da vale ;
Ha couſcoude n’en deus hini
N’en deus Doue roet dezi
Divron ha leas evit mezur
Ha ſuſtenti e c’hrouadur.

An Den expert.

Un abus bras ê quemenſe ;
Anez ma ve neceſſite,
Ar c’huſtum cris ha dinatur
E da vam guegel crouadur,
Hac e briva neuſe-ſouden
Eus ar pez en deus d’e ſouten

E vagadurez naturel
Eo læz e Vam da ur buguel,
Hac injuſtiç a reat ountâ,
Oc’h e briva eus aneza.
Mervel a ra cals a vuguel
E deffaut e læz naturel,
Ha rac-ſe e vanq alies
An Itron hac ar Vagueres :
Ar c’henta vanq d’e c'hrouadur,
O caret re e fligeadur,
Ar Vagueres evit arc’hant
A abandon un innoçant,
Hac en les da veza debil
Evit mezur map Digentil,
Meur a Itron ameus guelet
O mezur chaç, anavelet,
Hac o lequea var o barlen
Da zibri lod eus a ſouben ;
A boc dezo, o briata,
Hac a ro dezo an tam quenta ;
O c’hi ganto en o guele,
En dishenor d’o c’halite,
Ha couſcoude ne vaquent quet
Ur buguel queas o deus ganet ;
Ha ne dint-hy quet dinatur
Mezur qui eleac’h crouadur ?
Cals a grimou a rear ouc’hpen

Abalamour d’ar vagaden ;
Eus a bere ne gomſan quet
Gant aon ha mez o laret :
Ne deus maguer na magueres
Na faſiont re alies.

An Den curius.

Livirit din, ur Payſant
Hac èn a hel beva contant ?

An Den expert.

Ur Payſant a hel beva,
Caout da zibri, da efa,
Hep caout ezom eus a Varquis,
A Zigentil nac a Vourc’his ;
N’en deffe ezom eus a netra,
Ma talc’he oll quement a ra ;
Mæs deſtumet e oll hedou,
Hadet e liors, e barcou,
Quen alies a goul ounta,
Ne chom quaſi netra ganta :
Ar Rouanes gant o zaillou,
An Dud-Gentil gant o fermou,
Ar Perſonet gant o deogou,
Bellec, Menec'h gant o gueſtou,
Servicherien gant o gajou,
Medicinet gant remejou,
Tud a Juſtiç gant proceſou,
Hac ar beorien gant ezomou.

Mibien caër gant o argoulou,
Milinerien gant o gobrou,
Ar Sergeantet gant o miſou,
Hac al laeron gant o ardou,
Oll e pillont ar Payſant,
Ha d’an oll e fournis arc’hant,
Ha couſcoude en diſpriſont,
Hac hep ræſon er goal-dretont,
Rac n’en deus tud voar an douar,
Ar bed-oll er cred hac er goar,
En em vir couls oc’h ar pec’het
Evel ma ra Payſantet.

An Den curius.

Darpet e deomp, den ancien,
Ancouat ar Vilinerien,
Hac ar bet oll guitibunan
A renc o c’haout bras ha bian,
Hac en a ſo den er c’hanton
O drouc-preſegue gant ræſon ?

An Den expert.

Milinerien dreiſt an oll dud
A bep amſer o deus goal vrut,
Ha ſujet int d’an teaudadou
Abalamour d’ar ſac’hadou ;
O blam a rear n’ellont quet
En em ſouten hep laeres het,
Ferm vras o deus, cher vad a reont

Gant o madou, n’ouſont ma zeont,
Re e quemer, eme Couer,
Eleac’h ſcudel gant ar c’hrouer ;
Ar groagues ques ne gueffont ſon
Nac e pot ar jognac nac er forn,
Hac evelſe e criont caër :
Eat ê va ſac’hat gant al laër ;
Ar Miliner a ſell a dreus,
Hac a lavar, va guir ameus,
Obliget oc’h, va Jaqueta,
Da zont d’am milin da mala,
Ha c’hui hoc’heus un arves fall
Da gaç an anter da lec’h-all,
Hac evelſe ec’h allan reis
Elec’h c’huezec quemeret eis,
Ne ra quet erfat ar Merer
Miret e guir oc’h Miliner,
Hac ur Miliner a ra gaou
Elec’h unan quemeret daou ?
Hac evelſe par conſequant
Ez int daou Laër ha drouc contant,
Ma livirin couſgoude franc
D’am avis pehini ſo vanc,
D’ar Meiller ur pen e ruin
E beza ſujet d’ar vilin,
Penaos benac e labouro,
Ne vanquo biquen n’ho tromplo :

Ma renc fourniſſa dioc’h ar pouez,
E lacaï dour en e zouez,
Goude e ſtlapo het-a-het
Ar bleut voar an douar ſo gleb :
Beza ez eus Milinerien all
A vir het mat ha rei het fall,
Goude e zaint gant o hed mat
D’er guerza deoc’h er marc’hat :
Pa guemeront diou ſcudellat
Elec’h unan a ur ſac’hat,
E cuſtumont queſmeſq uſien
Ganto evit talvout brignen :
Peurvuya o deus ar guis
Elec’h ar bleut da guemer gris,
Evit contanti ar groagues,
Quen na vezo eet en tamoues :
Petra ſervich dezo facha,
Cas a raïnt dezo pe paea,
An nep a renq paea arval,
A ra daou gobr pe areval,
Fiziout ennan ar guella dit,
Hac e ri guell cals da brofit.


Fin.