Buhez ar Sent/1894/Serj ha Bakus

Eus Wikimammenn
◄   Bruno Serj ha Bakus Berc’hed   ►



ar c’houec’hved devez a viz here


SANT SERJ HA SANT BAKUS, MERZERIEN
————



Serj ha Bakus a ioa offiserien enn arme ann impalaer Maksimian, d’ar mare m’edo ann impalaer-ma o vrezelekaat er Sirii. Eunn devez, Maksimian a zonjaz kinnig eur sakrifis solanel d’ann doueou faoz, hag a ordrenaz d’he holl offiserien kemeret perz er zeremoni-ze. Mes Serj ha Bakus ne d-ejont ket var dro, hag ann impalaer, o veza remerket ann dra-ze, ho galvaz dirazhan hag a c’houlennaz outho perak n’o doa ket great evel ar re all. Hi a respountaz dioc’htu oant kristenien, ha ne adorent nemed ar guir Doue, krouer ann env hag ann douar.

Ar respount-ma a lakeaz Maksimian da egari, ha setu hen ha rei urs da lamet ho mantell a offiser digant ann daou gristen kalounek evit guiska d’ezho saeou merc’hed, ha d’ho fourmen evelse dre gear ha dirak ann arme, gant eur jadenn houarn enn dro d’ho gouzoug, evit ma c’hellje ar bobl holl hag ar zoudarded ober goab anezho ha c’hoarzin divar ho c’houst. Mes Serj ha Bakus a c’houzanvaz ar vez-se gant joa, hag a jomaz bepred stard enn ho feiz.

Neuze ann impalaer ho c’hasaz da Antiokus, gouarner ar Sirii, hag hema ne espernaz na promesaou kaer, na gourdrouzou, evit ober d’ezho kinnig ezans d’ann idolou. Mes, o veza ne c’houneze netra varnho, e lakeaz astenn Bakus var eur stern koat, ha goudeze e lavaraz da bevar bourreo dispenn he gorf a daoliou kalkenn ejenn ken n’en devije laosket he huanad diveza.

Enn noz varlerc’h, ar merzer euruz, bel he gurunen d’ezhan dija, en em ziskouezaz da Zerj, hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Dalc’hit mad, va c’houmpagnoun a vrezel, ha bezit ato kalet ouz ar boan evit ma vezimp asambles er baradoz goude beza bet asambles enn arme var an douar. » Korf Bakus a oue enterret dre guz gant tud fidel Barbalis, ar gear el leac’h m’oa maro.

Antronoz, Antiokus a dlie mont ac’hano da eur gear all, hanvet Razaph, hag a reaz da Zerj bale araok he garr epad teir leo hent goude beza lakeat guiska d’ezhan var he dreid noaz eur boutou ler hag a ioa begou tachou lemm ennho dioc’h ann diabarz. Mes pa oua erruet ann ofiiser kristen e Razaph, eunn eal a bareaz he c’houliou. Ar gouarner a gemeraz ar burzud-se evit eunn taol maji pe eunn taol sorserez, hag a ordrenaz c’hoaz bourrevi Seij e meur a feson all. Abarz ar fin, o velet ne c’helle ket beza treac’h d’ezhan, her c’houndaonaz da veza dibennet, ha setu ar pez a oue great d’ar seiz a viz here, e tro ar bloaz tri c’hant.

He gorf a oue enterret el leac’h m’oa bet merzeriet, ha korf sant Bakus a oue digaset di ive divezatoc’h. Hogen, kement a viraklou a c’hoarvezaz var bez ann daou verzer, ma oue savet eno eunn iliz, ha d’ann iliz-ma e tirede pardounerien a bep tu. Kear Razaph zoken a oue chenchet hano d’ezhi, hag a oue hanvet hiviziken Serjiopolis, da lavaret eo, kear Serj. Ha n’e ket hebken ar gristenien, mes ar baianed ho-unan o devoa eunn devosion vraz d’ar zant-ma. Evelse, Kosroes, roue Pers, hag hen paian goulskoude, a reaz veu da rei d’ezhan eur groaz aour ma c’hounezche ar viktor var eur prins all hag en doa he zidronet. Gounit a eure ar viktor, ha raktal e sevenaz he bromesa.


SONJIT ERVAD

Ma ro ar Zent avechou sikour d’ar baianed zoken, pebez fizians ne dle ket ar gristenien da gaout ennho ! Mar oc’h euz c’hoant eta da obten eur c’hras bennag digant Doue, en em erbedit ouz he vignouned, da lavaret eo, ouz ar Zent ; it da bardouna d’ho ilizou pe d’ho chapeliou, mes it gant feiz ha devosion, ha ma ne resevit ket ato ar c’hras a c’houlenac’h, e resevot da vihana eur c’hras all bennag hag a vezo talvoudusoc’h evit ho silvidigez. Aliez guech, e leal, ann traou a c’houlennomp a ve noazuz d’hon ene. Doue neuze, abalamour d’he furnez ha d’he vadelez, e plas ar pez a c’helfemp diganthan pe digant ar Zent, a ro d’eomp eunn dra all bennag.