Buhez ar Sent/1894/Jakez

Eus Wikimammenn
◄   Kristina Jakez Anna   ►



ar pemped var’nn ugent a viz gouere


SANTEZ JAKEZ, ABOSTOL
————


Ar zant-ma a ioa mab da Zebedee ha da Zalome, ha breur da zant Iann avieler. Hanvet e oue Jakez ar major abalamour m’oa bet galvet da veza abostol araok ar zant Jakez all a zo he c’houel d’ar c’henta a viz mae. Bez’ e oue unan euz ann tri ziskib a ioa karet gant hor Zalver dreist ar re all, hag a gasaz ganthan var menez Thabor pa lakeaz da bara var he gorf ar sked dudiuz euz a c’hloar ar baradoz, ha d’ar jardin Olived, enn noz kent he varo, evit beza test euz he anken hag euz he angouni. Ann daou all oa sant Per ha sant Iann.

O velet ar stad a rea Jezuz euz he daou vab, Salome a deuaz d’he gaout gantho eunn droiad, hag a lavaraz d’ezhan : « — Mestr, grit ma vezo ann daou-ma unan a bep tu d’ehoc’h enn ho rouantelez. »

Mes hor Zalver a respountaz raktal enn eur drei oc’h Jakez ha Iann : « — Ne c’houzoc’h ket petra c’houlennit. Goest oc’h-hu da eva ar c’halir a dleann-me da eva, da lavaret eo, da c’houzanv ar poaniou a dleann-me da c’houzanv ? » « — Ia, emezho, goest oump, » « — Guir eo, eme Jezuz, eva a reot ar c’halir a dleann-me da eva. Goulskoude n’e ket d’inn-me eo lakaat ac’hanhoc’h enn tu deou pe enn tu kleiz d’inn em rouantelez : ar plasou-ze a zo d’ar re m’int merket d’ezho gant va Zad. »

Ann ebestel all, o veza klevet ar pez o doa great Salome hag he daou vab, a ieaz drouk ennho. Mes hor Zalver a gemeraz tro ac’hano da rei d’ezho eur gentel gaer var ann humilite : « — Rouaned ar bed-ma, emezhan, hag ar re a zo e penn ar boblou, a ra ho mistri d’ar re a zo dindanho ; evidhoc’h-hu, arabad e d’ehoc’h ober evelse. Mes ann nep ac’hanhoc’h a fell d’ezhan e ve savet eunn deiz dreist ar re all a dle brema beza ho zervicher, hag ann nep en deuz c’hoant da veza eunn deiz ar c’henta a dle brema en em zelc’her er renk izela. »

Goude m’oa diskennet ar Spered-Santel var ann Ebestel ; sant Jakez a brezegaz ann Aviel er Judee gant kalz a frouez, ha goudeze ez eaz d’ar Spagn. Ne jomaz ket pell eno ; mes, keit ha ma oue, e c’hounezaz eunn nebeut hiniennou da feiz Jezuz-Krist, ha seiz euz ar re-ma a oue sakret divezatoc’h gant ann abostol sant Per, hag a deuaz da veza ann eskibien genta euz ar vro-ze.

O veza distro da Jerusalem, ar Zant a reaz da zaou zorser braz, ho hano Philet hag Hermojenes, anaout ar virionez euz ar relijion gristen. Hogen, dija araok ann dra-ma, ar Iuzevien o devoa kaz outhan ; mes divar neuze o devoue muioc’h c’hoaz, hag evit ober plijadur d’ezho ar roue Herodes-Agrippa a goundaonaz ann abostol kalounek da veza dibennet.

Ann hini en doa kroget ennhan da genta evit he lakaat etre daouarn Herodes en em ziskleriaz kristen he-unan o velet pegen laouen oa o vont d’ar maro. En em strinka a eure da dreid ar Zant enn eur c’houlenn pardoun, hag ann Abostol a bokaz d’ezhan en eur lavaret : « — Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h ! » Prest goude e ouent merzeriet ho daou er bloaz 44 goude donedigez hor Zalver.

Korf sant Jakez a oue enterret e Jerusalem ; mes digaset eo bet a-c’houdevez da gear Kompostell e Spagn, ha di ez a tud da bardouna euz a gement korn zo er bed katholik.


SONJIT ERVAD

Jezuz-Krist a gasaz sant Jakez ganthan var menez Thabor ; mes divezatoc’h her c’hasaz ganthan ive d’ar jardin Olived. Var menez Thabor e tiskouezaz d’ezhan ar sked dudiuz euz he c’hloar er baradoz, hag er jardin Olived e reaz d’ezhan beza test euz he anken hag euz he angouni. Setu aze petra ra Doue peurvuia e kenver he vrasa mignouned. Da genta, ho c’has var ann Thabor, da lavaret eo, e ro d’ezho evel eunn tanva euz a joauzded ann env. Neuze e kavont peb tra eaz, peb tra skanv, hag e redont gant joa enn hent he c’hourc’hemennou. Mes goudeze e kas anezho ive d’ar jardin Olived, da lavaret eo, e ra ann neuz d’en em denna dioutho, hag e lez ann denvalijenn da goueza var ho spered, ann enkrez hag ar spount da c’hounit ho c’houstians, hag eur mor a c’houervder da veuzi ho c’haloun. Eneou kristen, mar d-emaoc’h er stad-se, ne rit van ebed ha dalc’hit mad ato d’ho tevosionou ha d’ho teveriou a relijion. Doue a glask hebken gouzout petra dal ho vertuz, ha mar bezit fidel d’ezhan enn despet d’ar zec’hor, d’ar ienienn ha d’ann nec’hamant a zantit e diabarz ennhoc’h, bezit sur ne zaleo ket d’ho rekoumpansi enn eur zigas adarre ar peoc’h enn ho spered hag ar joa enn ho kaloun hag enn ho koustians, evel ma tigas ann hanv varlerc’h ar goanv ha ma laka ann heol da bara a nevez goude eur goall varr-amzer.