Buhez ar Sent/1894/Ar Verc’hez kaset d’ann templ

Eus Wikimammenn
◄   Felis a Valoa Ar Verc’hez kaset d’ann templ Sesilia   ►



ann unann var ’nn ugent a viz du


AR VERC’HEZ VARI KASET D’ANN TEMPL
————


Ar Verc’hez ne oa c’hoaz nemed tri bloaz pa’z eaz he zad hag he mamm d’he c’hinnig da Zoue e templ Jerusalem, evit seveni ar bromesa o doa great araok m’oa ganet. Hogen, epad m’edo Anna ha Joachim oc’h he c’hinnig evelse da Zoue, ar Verc’hez en em ginnige ive dioc'h he c’hostez ; rak, o veza ma’z oa skoliet ha sklerijennet gant ar Spered-Santel he-unan, e devoa dija skiant aoualc’h evit koumpren petra zinifie ann dra-ze.

Gouzout a rea ne fell ket da Zoue beza daou-hanter gant ar grouadurien, ha setu perak ec’h en em ginnigaz holl d’ezhan heb miret netra nag evithi he-unan, nag evit ar bed. Enn eur ger, kinnig a eure d’ezhan var eunn dro he spered. he c’haloun hag he c’horf : he spered evit he adori, he c’haloun evit he garet dreist peb tra, hag he chorf evit he zervicha hen hebken.

Mari a c’houie c’hoaz ne fell ket da Zoue ken nebeut e ve mui lamet diganthan ar pez a zo bet roet d’ezhan eur vech. Setu perak ive ec’h en em ginnigaz d’ezhan evit ato hag evit mad, enn eur lavaret e vije d’ezhan da bep mare euz he buez, e vije d’ezhan betek ar maro, e vije d’ezhan bepred korf hag ene.

Hirio e ra ann Iliz ar memor euz ar c’hinnig dudiuz-se a reaz ar Verc’hez da Zoue, d’ann oad a dri bloaz, euz he spered, euz he c’haloun, euz he holl skianchou. Goudeze Anna ha Joachim a zistroaz d’ar gear, ha Mari a jomaz enn templ evit beza savet eno etouez ar guerc’hezed. Evit guir, e peleac’h edo plas ann hini a ioa galvet gant Doue da veza mamm d’he Vab en em c’hreat den, nemed e ti ann Aotrou Doue he-unan ?

Brema, piou a c’hellfe rei da anaout peger pur ha peger santel e oue ar vuez a renaz Mari e templ Jerusalem ? Tremen a rea he holl amzer o pedi, o vedita hag o labourat. He spered hag he c’haloun a veze ato gant Doue, ha traou ann douar a ioa evithi egiz pa ne vijent ket. Ne zebre nemed ar pez a ioa red evit miret outhi da vervel gant ann naoun ; ne gouske ken nebeut nemed oc’h red, hag epad he c’housk zoken he c’haloun a jome bepred dihun, da lavaret eo ar zonj euz a Zoue a jome bepred enn he spered.

Al labour e devoa ar Verc’hez da ober oa studia, neza, griat, ober stamm ; mes al labour-ze a ioa c’hoaz eur bedenn ; rak n’her grea nemed evit Doue hag er guel a Zoue. A hent all, biskoaz krouadurez ne oue ken dous, ken humbl, ker modest hag hi : ne oa ket hueloc’h ann eil ger d’ezhi eged egile, ha morse ne oue remerket ann distera drouk ennhi.

Ne gaozee nemed pa veze ezomm, ha guelloc’h oa ganthi beza he-unan eged e koumpagnunez re all, evit selaou easoc’h a ze mouez ann Aotrou Doue a gomze outhi e goeled he c’haloun. Ann elez a heulie anezhi e peb leac’h, hag a ioa souezet o velet kement a zantelez enn eur verc’h ker iaouank. Ann tri ferson adorabl euz ann Dreinded a veze ato ive ho daoulagad o para varnhi gant plijadur ; rak Doue ann Tad he c’harie dija evel he verc’h, Doue ar Mab, evel he vamm, ha Doue ar Speret-Santel, evel he bried.


SONJIT ERVAD

Ar Verc’hez Vari en em ginnigaz holl da Zoue kerkent hag ann oad a dri bloaz. Ha c’houi, daoust ha ne glaskit ket avechou daou-hantera ho kaloun etre Doue hag ar bed ? Goulskoude ne c’hellit ket servicha daou vestr asambles. Ma roit lod euz ho kaloun d’ar bed, Doue ne resevo ket al lodenn all ; rak Doue a fell d’ezhan kaout ho kaloun holl, pe netra. Ar Verc’hez en em ginnigaz ive da Zoue evit ato hag evit mad. Ha c’houi, ped guech n’oc’h ket eat a enep ho ker goude beza lavaret eveldhi ec’h en em roac’h holl da Zoue ? Ped guech n’oc’h euz ket selaouet adarre mouez ar bed, mouez ar c’hig, pe vouez ann drouk-spered ? Peur eta e reot-hu evel ar Verc’hez, hag ec’h en em root-hu da Zoue eur vech evit ato hag evit mad ?