Buhez ar Sent/1837/Maur

Eus Wikimammenn
◄   Yan Calybit Maur Julian ha Basilis   ►


An eizvet devez a viz Guenver.


SANT MAUR ABAD.


————


Sant Maur a ïoa mab da ur Senator Romen. Pa voe deut d’an oad a zaouzec vloaz, e dad a bedas Sant Beneat da ober e instrui en e gouent ; an Den Santel-ze quentre ma velas ar c’hrouadur yaouanc a zeuas da aznaout an dessein bras en devoa Doue var-nezâ, hac a guemeras e-unan ar sourci d’e instrui.

Æz eo compren peguement ec profitas e scôl ur mær quer Santel. Dont a reas, e neubeut amser, quer parfait ma er propose Sant Beneat d’an oll Religuiset evit squêr hac exempl : hac evit guir, biscoas ne voe guelet ur Religius yaouanc humploc’h, oboissantoc’h, na fervantoc’h.

An Disquibl fidel-mâ da Sant Beneat, a seblante partagi gant e Væstr ar faveriou eus an Eê. Ur Religius yaouanc, hanvet Placiid, en ur denna dour eus ul laguen vras ha doun, a gouezas ebars : Sant Beneat, o veza aznaveet dre ur revelation, an danger e pehini e medo Placiid, a ordrenas da Sant Maur mont d’e sicour : Sant Maur a redas, hac, eb songeal en danger da behini en em expose e-unan, e tisquennas el laguen ; querzet a reas var an dour, evel Sant Per var ra mor, eb songeal da netra nemet da oboissa prouont, hac e tennas Placiid var ar seac’h. E humilite a reas dezâ cridi ne voa arruet ar miracl-se nemet dre vilit Sant Beneat.

Ur veich-all, tud pere o devoa ur c’hrouadur afliget, o veza e digacet d’ar Gouent, en intention d’e bresanti da Sant Beneat pehini n’en em gavas quet er mare-ze er guaer, e voe presentet ar c’hrouadur da Sant Maur : ar Religius humbl-mâ a lavaras a-grenn ne aparchante nemet ous ar Sænt ober miraclou, ha non pas ous ur pec’her evel dàn. Ar Religiuset pere a ïoa presant, touichet gant truez ous an dud paour-ze, ha leun a fizianç e vertuz Sant Maur, a represantas dezâ ne alle quet da viana reus dezo e bedennou. Neuse en em laqueas var e zaoulin, hac o veza lequeet penn ar Stol var penn ir C’hrouadur, en emgavas libr neuse-touchant. Ar Sant a atribuas ivez ar miracl-mâ da vilit Sant Beneat, e milidou pehini an dud paour-ze o devoa disquezet caout auement a fizianç.

Sant Maur, o veza deut e Franç dre urz Sant Beneat, a reas sevel ur Gouent hanvet Glinseïl, e pehini e recevas seiz-uguent Religius, pere, dindan e zirection, a veve-oll gant ur fervor hac ur santeles ; vras ha beza en devoe ar gonsolation da velet an darn-vuya anezo o caout ur maro precius dirac Doue.

An Abad Santel-mâ, o c’haznaout erfin e voa deut ive e heur divezâ, a c’houlennas beza douguet d’an Ilis, e pelec’h e recevas e Sacramànchou ; neubeut amser goudeze, astennet var an douar, e rentas e Ene d’e Salver, er bloaz 584, oaget a zaouzec vloaz ha tri-uguent ha pevarsec devez.

REFLEXION.

Sant Maur a guerzas var an dour evel var ur pave, evit sicour Placiid pehini a voa en danger da veuzi : Sant Maur ne songe quet memes en danger da behini en em expose e-unan, ne songe nemet da oboissa prount, ha da ober ar pez en devoa ordrennet dezâ e Superior Sant Beneat. O peguer bras vertuz eo an oboissanç, pa zeu an Autrou Doue d’e autorisa dre ur Miracl quer bras !

Eil reflexion. Peguen avantaichus ê oboissa d’e Superioret ! Peguen necesser ê ar vertuz-mâ d’a ur penitant, en andret e Zirector, hac ispicial d’ar re scrupulus pere ne ouffent morse caout peoc’h na repos en o c’houstianç nemet dre unn oboissanç parfet da avis o Director. Stad ar re scrupulus a so trist ha dign a druez ; mæs ive evel ar stad-se a zeufe da veza dangerus evit o silvidiguez, ma ne labourent da soumeti ha da sugea o santimant propr da hini o Director, e tleont labourat evit quemense gant couraich, ha caout muy a fizianc e Doue.