Bibl/Levr ar Psalmou

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 648-731)



LEVR AR PSALMOU.


————


I. PSALM.


1. Euruz ann dén, péhini n’en deûz két kerzet é ali ar ré fallagr, ha né két choumet é hen̄t ar béc’hérien, ha né két bét azézet é kador ann drougiez ;

2. Hôgen péhini a laka hé ioul é lézen ann Aotrou, hag a laka hé spéred el lézen-zé nôz-deiz ;

3. Hag hén̄ a vézô ével eur wézen a zô plan̄tet war-harz réd ann douréier, hag a roio hé frouez énn hé amzer : hag hé zelien na gouézô két ; ha kémen̄d a rai a zeûi da vâd.

4. Né két ével-sé é-kén̄ver ar ré fallagr ; hôgen hi a zo ével ar poultr a zô skubet gan̄t ann avel diwar c’horré ann douar.

5. Râk-sé ar ré fallagr na zavin̄t két eûz a varô da véô, évit ho gloar, da zeiz ar varn, nag ar béc’herien né vézin̄t két é-touez ar ré reiz. (M).

6. Râg ann Aotrou a anavez hen̄t ar ré reiz ; hag hent ar ré fallagr a iélô da-gét.


————


II. PSALM.


1. Pérâg ar brôadou hô déûs-hi dispac’het, ha pérâg ar boblou ho deûs-hi mennet traou gwân ?

2. Rouéed ann douar a zô savet, hag ar brin̄sed a zo en em zastumet kévret a-éneb ann Aotrou, hag a-éneb hé Grist.

3. Torromp hô éréou, ha taolomp hô géô pell diouz-omp, émé-z-hô.

4. Ann hini a choum enn én̄vou a c’hoarzô diwar ho fenn ; hag ann Aotrou a rai goab anézhô.

5. Neûzé é komzô out-hô enn hê vuanégez, hag é reûstlô anézhô enn hé frouden.

6. Hôgen mé a zô bét lékéat da rouê gant-han̄ war Zion, hé vénez san̄tel, évit rei da anaout hé gélennou.

7. Ann Aotrou en deûz lavaret d'in ; Va màb oud, té, hiriô em eûz da en̄géhen̄tet.

8. Goulenn digan-én̄, hag é roinn d'id ar broadou da zigwéz, hag harzou ann douar da gers.

9. Té a rénô anézhô gan̄d eur walen houarn, hag é vrévi anézhô ével eul léstr prî.

10. Ha bréma, rouéed, digorit hô spéred (T); kémérit ken̄tel, c’houi péré a varn ann douar.

11. Servichit ann Aotrou gan̄t doujan̄s ; hag en em laouénait enn-han̄ enn eur gréna.

12. Dalc'hit mad d’ar reiz, gan̄d aoun na zeûjé ann Aotrou da zével droug enn-han̄ (T), ha na vec’h tennet eûz ann hen̄t reiz.

13. Rak pa zeûi, abarz némeûr, hé vuanégez d’en em en̄tana, euruz é vézo ar ré holl a laka hô fisian̄s enn-han̄.


————

III. PSALM.


Psalm David, pa déc'hé diouc'h Absalom, hé vâb.


1. Aotrou, pérâg eo kresket ann niver eûz ar ré a heskin ac'hanoun ? Kalz a zâv em énep.

2. Liez hini a lavar d’am éné : N’eûz kéd a zilvidigez évit-han̄ a berz hé Zoué.

3. Hôgen, Aotrou, té eo va gwarézer, ha va gloar ; té eo a zâv va fenn.

4. Gan̄t va mouéz em eûz garmet étrézég ann Aotrou ; hag hén̄ en deûz klevet ouz-in eûz hé vénez san̄tel.

5. Kousket ounn bét, môrédet ounn bét ; ha savet ounn bét, ô véza m’en deûz ann Aotrou va digéméret.

6. N’am bézô kéd a aoun râg al lôd brâz a boblou a zô war va zrô : sâv, Aotrou, savété ac’hanoun, ô va Doué.

7. Râk té éc’h eûz skôet gan̄d ar ré holl a zavé em énep héb abek : den̄t ar béc’herien éc’h eûz brévet.

8. Eûz ann Aotrou é teû ar zilvidigez ; ra zeûi da vennoz war da bobl.


————


IV. PSALM.


Évid ann divez, war ar c’hanaouennou. Psalm David.


1. Pa c’halvenn anézhan̄, Doué, va reiz, en deûz klévet ouz-in ; pa oann er c’hlac’har, éc’h eûz va zennet a boan.

2. Az péz truez ouz-in, ha sélaou out va féden.

3. Bété pégeit, ô mipien ann dûd, é vézô pounner hô kaloun ? Pérâg é karit-hu ar gwander, hag é klaskit-hu ar gévier ?

4. Gwézit pénaoz eo ann Aotrou en deûz skuḻet hé vurzudou war hé zan̄t ; ann Aotrou a zélaouô ouz-in, p’am bézô garmet étrézég enn-han̄.

5. Buanékait, ha na béc’hit két ; hô pézet keûz enn hô kwéléou eûz ar péz hoc’h eûz lavaret enn hô kalonou.

6. Kennigit eur sakrifiz a reiz, ha likid hô kéd enn Aotrou ; liez hini a lavar : Piou a ziskouézô ar madou d’é-omp ?

7. Arwézet eo war-n-omp goulou da zremm, Aotrou ; al lévénez éc’h eûz rôet d’am c’haloun.

8. Kresket in̄t bét gan̄d hô frouez, gan̄d hô éd, gan̄d hô gwîn ha gan̄d hô éôl.

9. Évid-oun-mé a c’hourvézô ivé é péoc’h, hag a gouskô,

10. O véza, Aotrou, ma éc’h eûz va c’hrévéet dreist-holl er géd.


————


V. PSALM.


Évid ann divez, évid ann hini a c’hounid ann digwéz. Psalm David.


1. Sélaou va geriou, Aotrou, klev va garmou.

2. Laka évez out mouéz va féden, va roué ha va Doué.

3. O véza ma pédinn ac’hanod, té, Aotrou, a glevô out va mouéz diouc’h ar min̄tin.

4. Diouc’h ar min̄tin é savinn dira-z-od, hag é wélinn pénaoz n’oud két eunn Doué hag a gâr ar fallagriez.

5. Hag ann dén fall na choumô két gan-éz ; hag ann dûd direiz na vévin̄t két dirâk da zaoulagad.

6. Té a gasa ar ré holl a ra fallagriez ; té a goll ar ré holl a lavar gévier.

7. Ann Aotrou a argarzô ann dén a skûl ar goâd hag ann dén touelluz : hôgen mé am eûz fisianz enn da drugarez zô founn-meûrbed (M).

8. Éz inn enn da dî ; hag éc’h azeûlinn ac’hanod gan̄d doujan̄s enn da dempl san̄tel.

9. Kâs ac’hanoun, Aotrou, enn da reiz ; laka va hen̄t da véza éeun dira-z-oud enn abek d’am énébourien.

10. Râk n’eûz két a wirionez enn hô génou : hô c’haloun a zô gwân.

11. Eur béz digor eo hô gargaden, gan̄d hô zéôdou é touellen̄t ; barn anézhô, ô Doué.

12. Bézet diskaret hô ménoiou, kas anézhô kuit enn abek d’ann niver brâz eûz hô fallagriézou, ô véza ma hô deûz da héget, ô Aotrou.

13. R’en em laouénai ar ré a laka hô géd enn-od, trida a rain̄t da-vikenn, ha té a choumô enn-hô. Hag ar ré holl a gâr da hanô en em veûlô enn-od ;

14. O véza ma vennigi ann dén reiz. Hor c’hurunet éc’h eûz gan̄d da ioul vâd, ô Aotrou, ével gan̄d eunn diren.


————
VI. PSALM.


Évid ann divez, var ar c’hanaouennou, évid ann eizved. Psalm David.


1. Aotrou, na damall két ac’hanoun enn da frouden, ha na gastiz két ac’hanoun enn da vuanégez.

2. Az péz truez ouz-in, ô Aotrou, ô véza ma ounn gwân : iac’ha ac’hanoun, ô Aotrou, ô véza ma eo gloazet va eskern.

3. Ha va éné a zô glac’haret-meûrbéd ; hôgen té, Aotrou, bété pégeit ?

4. Distrô ouz-in, ô Aotrou, ha dieûb va éné ; savété ac’hanoun enn abek d’as trugarez.

5. Râk n’eûz hini a gemen̄t en défé koan ac’hanod er marô ha piou a veûlo ac’hanod er béz ?

6. Skuizet ounn bét ô keina ; gwalc’hi a rinn bép nôz va gwélé ô wéla ; glébia a rinn va fléd gan̄d va daérou.

7. Tévaléet eo va lagad gan̄d ar frouden ; deûet ounn da véza kôz é-kreiz va holl énébourien.

8. Tec’hid diouz-in, c’houi holl péré a ra fallagriez ; râg ann Aotrou en deûz klevet out mouéz va gwélvan.

9. Ann Aotrou en deûz klévet out va goulenn ; ann Aotrou en deûz digéméret va féden.

10. Ra rusiô ha ra vézô reûstlet va holl énébourien : ra zistrôin̄t war hô c’hiz, ha ra vézin̄t gôlôet a véz.


————
VII. PSALM.


Psalm David, a ganaz d’ann Aotrou enn abek da c'heriou Kus, mâb Jémini.


1. Aotrou va Doué, eno-od em eûz lékéat va géd : diwall ac’hanoun eûz va holl heskinérien, ha dieûb ac’hanoun,

2. Gan̄d aoun na skrapfé va éné ével eul léon , pa n’eûz hini a helfé va zenna ac’hanô, na va dieûbi.

3. Aotrou va Doué, ma em eûz gréat kémen̄t-sé, ma éz eûz fallagriez em daouarn,

4. Ma em eûz distolet ann drouk da néb en dôa hé c’hréat d’in, ra gouézinn dic’héd dindan dourn va énébourien.

5. Ra heskinô ann énébour va éné, ha ra gémérô anézhan̄ : ra vrévô va buez war ann douar, ha ra gasô da boultr va gloar.

6. Sâv, Aotrou, enn da vuanégez : ha diskouéz da c’halloud é-kreiz va énébourien.

7. Sâv, Aotrou va Doué, hervez ar gélen éc’h eûz gourc’hémennet.

8. Ha strollad ar boblou a iélô war-drô d’id ; hag enn abek da-zé distrô d’ann néac’h.

9. Ann Aotrou a varn ar boblou ; barn ac’hanoun, ô Aotrou, hervez va reiz, hag hervez ma’z ounn dibec’h (T).

10. Drougiez ar béc’herien a iélô da-gét ; ha té a rénô ann dén reiz, ô Doué, péhini a furch er c’halonou hag enn digroazel.

11. Gan̄d reizded é c’hédann skoazel ann Aotrou, péhini a zavété ar ré a zô éeun a galoun.

12. Doué a zô eur barner reiz, kré hag habask ; ha mon̄t a ra droug enn-han̄ bemdez ?

13. Ma na zistrôit két, éc’h hejô hé glézé : hé wareg en deûz sten̄et, hag é aozet en deûz.

14. Aozet en deûz enn-hi binviou a varô ; oud ar ré virvidik em énep en deûz reizet hé zaésiou.

15. Chétu va énébour (M) en deûz digaset ann direizded ; ann droug en deûz en̄géhen̄tet, hag ar fallagriez en deûz ganet.

16. Eur poull en deûz digoret, hag hé gleuzet en deûz ; ha kouézet eo enn toull en dôa gréat.

17. Hé zroug a zistrôiô war hé benn hé-unan ; hag hé fallagriez a ziskennô war hé chouk hé-unan.

18. Meûli a rinn ann Aotrou enn abek d’hé reizded ; ha kana a rinn da hanô ann Aotrou ann Uc’hel-meûrbéd.


————


VIII. PSALM.


Évid ann divez, évid ar gwaskellou. Psalm David.


1. Aotrou, hor mestr, pégen estlammuz eo da hanô war ann douar holl !

2. Râk da veûrded a zô savet dreist ann én̄vou.

3. Eûz a c’hénou ar vugalé hag eûz ar ré a zô c’hoaz oud ar vronn, éc’h eûz tennet eur veûleûdi klôk enn abek d’as énébourien, évit kâs-da-gét ann énébour hag ar ven̄jer.

4. Pa wélann ann én̄vou, labour da viziad ; al loar hag ar stéred éc’h eûz startéet ;

5. Piou eo ann dén évit m’az pé koun anézhan̄ ? Pé mâb ann dén évit ma teûjez d’hé wélout ?

6. Hé lékéat éc’h eûz évid eunn nébeûd amzer izéloc’h égéd ann éled ; a c’hloar hag a énor éc’h eûz hé gurunet ;

7. Hé lékéat éc’h eûz da aotrou war ôberiou da zaouarn.

8. Lékéat éc’h eûz pép-trâ da bléga dindân hé dreid, hag ann holl zén̄ved hag ann holl éjenned ; hag ouc’h-penn loéned ar mésiou :

9. Evned ann én̄v , ha pésked ar môr, péré a valé é raven̄chou ar môr.

10. Aotrou, hor mestr, pégen estlammuz eo da hanô war ann douar holl !


————


IX. PSALM.


Évid ann divez, évid traou-kuzet ar Mâb. Psalm David.


1. Da veûli a rinn, Aotrou, gan̄t va holl galoun : da holl vurzudou a zanévellinn.

2. En em laouénaad a rinn hag é tridinn enn-od ; kana a rinn d’as hanô, ô Uc’hel-meûrbéd.

3. Pa likii va énébour da zistrei war hé giz ; hî a fallai, hag a vézô dispennet dira-z-oud.

4. Râk té éc’h eûz gréat éz ounn bét barnet éz-léal hag em eûz gounézet (M) : azézet oud bét war da drôn, té péhini a varn hervez ar reiz.

5. Krôzet éc’h eûz ar brôadou, hag ar ré fallagr a zô éat-da-gét : roudennet eo gan-éz eûz a levr ar vuez hô hanô da-vikenn, hag é amzeriou ann amzeriou.

6. Armou ann énébour hô deûz kollet hô ners da-vikenn ; ha diskaret eo hô c’heriou gan-éz. Ar c’houn anézhô a zô bét kollet gan̄t trouz.

7. Hôgen ann Aotrou a bâd da-vikenn. Aozet en deûz hé drôn évid hé varn.

8. Hag hén̄ a varnô ar béd holl gan̄d éeunder, hén̄ a varnô ar boblou gan̄t reizded.

9. Hag ann Aotrou a zô deûet da warez d’ar paour ; ha da skoazel d’ézhan̄ enn hé ézommou, hag enn hé c’hlac’har.

10. Lakaen̄t hô géd enn-od ar ré a anavez da hanô ; râk n’éc’h eûz két dilézet, Aotrou, ar ré az klask.

11. Kanit d’ann Aotrou péhini a choum é Sion : rôit da anaout hé labouriou é-touez ar boblou.

12. Koun en deûz bét eûz a c’hoad hé zervicherien a glaské ; n’en deûz két an̄kounac’héet garm ar béorien.

13. Az péz truez ouz-in, Aotrou : gwél ar vuelded é péhini ounn bét lékéat gan̄t va énébourien ;

14. Té péhini a zâv ac’hanoun eûz a zôriou ar marô ; évit ma rôinn da anaout da holl veûleûdiou é-harz dôriou merc’h Sion.

15. Trida a rinn gan̄d ar zilvidigez a rôi d’in ; ar brôadou a zô kouézet enn toull hô dôa gréat évit va laza. Paket eo bét hô zroad el lindâg hô dôa steñet é-kûz.

16. Ann Aotrou a vézô anavézet diouc’h ar varn a rai ; ar péc’her a zô bét paket é labouriou hé zaouarn.

17. Bézet taolet ar béc’herien enn ifern, hag ann holl vrôadou péré a an̄kounac’ha Doué.

18. Râk na vézô két an̄kounac’héet ar paour da-vikenn ; habaskded ar béorien na vézô két kollet da-vikenn.

19. Sâv, Aotrou, évit n’en em stardô két ann dén ; bézet barnet ar brôadou dira-z-ôd.

20. Laka, Aotrou, eur reizer war-n-ézhô, évit ma wézô ar brôadou pénaoz in̄t tûd.


————


X. PSALM.


Hervez ann Hébréd.


1. Pérâg, Aotrou, oud-dé en em dennet pell, ha pérâg é tisprizez ac’hanoun em ézommou hag em c’hlac’har ?

2. En̄dra ma stambouc’h ar fallagr, ar paour a zô devet : ar ré fall a vezô saouzanet enn hô ménosiou. (M).

3. Râg ar péc’her a zô meûlet é ioulou hé éné, hag ar fallagr zô benniget,

4. Ar péc’her en deûz savet droug enn Aotrou, hag enn abek d’hé vuanégez vrâz na glaskô két anézhan̄.

5. Doué n’éma két dira-z-han̄ : hé hen̄chou a zô saotret é péb amzer. Da varniou a vézô lamet a zirâg hé zaoulagad ; aotrounia a rai war hé holl énébourien.

6. Râk lavaret en deûz enn hé galoun : Na vézinn két horellet a-rumm-é-rumm ; dizroug é chouminn.

7. Hé c’hénou a zô leûn a zrouk-péden hag a c’houervder hag a douellérez : dindân hé déôd éma al labour hag ar boan.

8. Azéza a ra é spi gan̄d ar ré binvidik é lec’hiou kuzet, évit laza ann dén dinam.

9. Hé zaoulagad a zell oud ar paour ; aoza a ra spiou é-kûz, ével al léon enn hé géô. Aoza a ra hé spiou évit skrapa ar paour : évit skrapa ar paour pa en deûz tennet anézhan̄ dré falloni.

10. Pa vézô paket enn hé lindâg, é tiskarô anézhan̄, é stouô, hag é kouézô war ar paour a vézô bét trec’het gan̄t-han̄.

11. Râk lavaret en deûz enn hé galoun : Doué en deûz an̄kounac’héet ; distrôet en deûz hé zaoulagad évit na wélô bikenn.

12. Sâv, Aotrou Doué, sâv huel da zourn : na an̄kounac’ha két ar béorien.

13. Pérâg ar fallagr en deûs-hén̄ lékéat droug é Doué ? O véza m’en deûz lavaret enn hé galoun : Na en̄klaskô két.

14. Gwéloud a réz, râk té a laka évez oud al labour hag oud ar boan a ra ar ré fallagr (M), évid hô lakaad dindân da zaouarn. Ar paour a zô en em rôét d’id ; té a vézô skoazeller ann emzivad.

15. Torr bréac’h ar péc’her hag ar fallagr : frouez hé béc’hed a vézô klasket, ha na vézô két kavet.

16. Ann Aotrou a rénô da-vikenn hag é amzeriou ann amzeriou ; ha c’houi, brôadou, a vézô kaset-da-gét eûz hé zouar.

17. Klévet en deûz ann Aotrou oud c’hoan̄t ar béorien ; da skouarn é deûz klevet aoz hô c’haloun,

18. Évid barna é-gounid ann emzivad hag ann dén mac’het ; évit na glaskô mui ann dén en em stambouc’ha war ann douar.


————


X. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Enn Aotrou eo en em fisiann : pénaoz é livirit-hu d’am éné : Trémen buan war ar ménez ével eur golvan ?

2. Râk chétu ar béc’herien hô deûz steñet hô gwarek ; aozet hô deûz hô saésiou enn hô zron̄s, évit tenna enn disgwél war ar ré a zô éeun a galoun.

3. Râk freûzet hô deûz ar péz éz pôa gréat a vâd ; hôgen ann dén reiz, pétrâ en deûs-hén̄ gréat ?

4. Ann Aotrou a zô enn hé dempl, trôn ann Aotrou a zô enn én̄v ; hé zaoulagad a zell oud ar paour ; kroc’hen hé lagad a en̄klask bugalé ann dûd.

5. Ann Aotrou a en̄klask ann dén reiz hag ann dén fallagr ; hôgen néb a gâr ar fallagriez, a gasa hé ené.

6. Lakaad a rai da c’hlavia lindagou war ar béc’herien : tân, ha soufr, hag avel ann arnéou eo kôp hô digwéz.

7. Râk reiz eo ann Aotrou, hag ar reizded a gâr. Hé lagad a zell oud ann hini a zô éeun hé galoun. (T).


————


XI. PSALM.


Évid ann divez, évid ann eizved. Psalm David.


1. Savété ac’hanoun, Aotrou, râk n’eûz mui a zan̄t : râk distéréet eo ar gwirionésiou gan̄t bugalé ann dûd.

2. Traou gwân a lavar pép-hini d’hé nésa ; ann touellérez a zô war hô muzellou, gan̄d eur galoun daou-blég é komzon̄t.

3. Ra gollô ann Aotrou ann holl vuzellou touelluz, hag ann téôd a gomz gan̄t fougé.

4. Lavaret hô deûz : Lakaad a raimp hon téôd da véza galloudek ; ac’hanomp é talc’h hor muzellou ; piou a zô aotrou war-n-omp ?

5. Bréma é savinn, émé ann Aotrou, enn abek da reûz ar ré ézommek, ha da geinvan ar ré baour. E diwall hô likiinn : gan̄d dieûb é rinn kémen̄t-sé.

6. Geriou ann Aotrou a zô geriou glân ; ével arc’han̄t tréménet dré ann tân, glanet er pri, ha karzet bété seiz gwéach.

7. Té eo, Aotrou, a virô ac’hanomp hag a ziwallô ac’hanomp da-vikenn diouc’h ar vrôad-zé.

8. Ar ré fallagr a valé trô-war-drô ; hervez da veûrded éc’h eûz kresket é niver bugalé ann dûd.


————


XII. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Bété pégeit, Aotrou, éc’h an̄kounac’hai ac’hanoun ? Hag évit bépréd é vézô ? Bété pégeit é tistrôi-dé da zaoulagad diwar-n-oun (T) ?

2. Bété pégeit é likiinn-mé ménosiou em éné, ha glac’har em c’haloun bemdez ?

3. Bété pégeit é vézô savet va énébour dreist-oun ?

4. Sell ouz-in, ha sélaou ouz-in, Aotrou va Doué. Skléra va daoulagad évit na gouskinn két er marô ;

5. Gan̄d aoun na lavarfé va énébour : Tréac’h ounn bét d’ézhan̄. Ar ré a heskin ac’hanoun a dridô mar bézann kéflusket :

6. Hôgen mé em eûz lékéat va géd enn da drugarez. Va c’haloun a dridô gan̄d ar zilvidigez a rôi d’in ; kana a rinn d’ann Aotrou péhini en deûz va c’harget a vadou ; séni a rinn é hanô ann Aotrou Uc’hel-meûrbéd.


————


XIII. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Ann dén diskian̄t en deûz lavaret enn hé galoun : N’eûz kéd a Zoué. En em zaotret in̄t, hag argarzuz in̄t deûet da véza enn hô holl brédériou ; n’eûz két a rajé ar mâd, n’eûz hini é-béd.

2. Ann Aotrou en deûz sellet eûz ann én̄v ouc’h bugalé ann dûd, évit gwélout ma éz eûz unan-bennâg a zô digor hé spéred, pé a glask Doué.

3. Eat in̄t holl diwar ann hen̄t mâd (T) ; didalvez in̄t deûed holl : n’eûz két a rajé ar mâd, n’eûz hini é-béd. Eur béz digor eo hô gargaden ; hô zéôdou hô deûz gréat touellérézou ; eur c’hon̄tam aspik a zô dindân hô muzellou. Hô génou a zô leûn a zrouk-péden hag a c’houervder ; buan eo hô zreid évid skuḻa ar goâd. Mac’hérez ha reûz a zô enn hô hen̄chou ; na anavézon̄t két hen̄t ar péoc’h ; n’éma két doujan̄s Doué dirâg hô daoulagad.

4. Ar ré holl péré a ra fallagriez, hag a loun̄k va fobl ével eunn tamm bara, ha na anavézin̄t két kémen̄t-sé ?

5. N’hô deûz két galvet ann Aotrou ; krénet hô deûz enn eul léac’h é péhini né oa két a aoun da gaout,

6. O véza ma éma ann Aotrou enn eur wenn reiz ; direizet hoc’h eûz kuzul ann ézommek, ô véza ma éma hé c’héd enn Aotrou.

7. Piou eûz a Zion a rôiô hé zilvidigez da Israel ? Pa en dévézô ann Aotrou tennet hé bobl eûz ar sklavérez, Jakob a dridô, hag Israel en em laouénai.


————


XIV. PSALM.


Psalm David.


1. Aotrou, piou a choumô enn da delt ? Pé piou a éhanô war da vénez san̄tel ?

2. Néb a gerz dinam, hag a zô reiz enn hé ôberiou :

3. Néb a lavar gwîr enn hé galoun, ha na ra két a douellérez gan̄d hé déôd : néb n’en deûz két gréat a zrouk d’hé nésa, ha n’en deûz két sélaouet a zrouk-komziou a-éneb hé amézeien.

4. Ann den drouk né d-eo nétra é-bed dira-z-han̄ (M) ; hôgen stâd a ra eûz ann hini a zouj ann Aotrou : péhini pa en deûz touet eunn dra d’hé nésa, na douell két anézhan̄ ;

5. Péhini na rô két hé arc’han̄t war gampi, ha na gémér két a c’hobr a-éneb ann dén dinam. Piou-bennâg a ra kémen̄t-sé, na vézô két kéflusket da-vikenn.


————


XV. PSALM.


Skrîd kizellet war eur peûl évid David, pé gan̄d David.


1. Mîr ac’hanoun, Aotrou, ô véza ma em eûz lékéat va géd enn-od.

2. Lavaret em eûz d’ann Aotrou : Va Doué oud, râk n’éc’h eûz két a ézomm eûz va madou.

3. Diskouézet en deûz enn eunn doaré burzuduz va holl ioulou é kén̄ver ar zen̄t a zô enn hé zouar.

4. Kresket hô deûz hô gwanderiou : goudé-zé in̄t en em hastet. Evid-oun na c’hrounninn két anézhô enn hô strolladou évit skuḻa ar goâd ; ha na rinn két a vének eûz hô hanvou war ar muzellou.

5. Ann Aotrou eo al lôd eûz va digwéz hag eûz va c’hôp : té eo a zistolô d’in va digwéz.

6. Al linennou a zô kouézet d’in é lec’hiou mâd-meûrbéd ; râk va digwéz a zô eûz ar ré wella.

7. Benniga a rinn ann Aotrou, ô véza m’en deûz rôet ar poell d’in ; hag ouc’h-penn a-zoug ann nôz va digroazel hô deûz va c’hélennet.

8. Gwélout a réann bépréd ann Aotrou dira-z-oun ; râg enn tû déou d’in éma, gan̄d aoun na venn kéflusket.

9. Dré-zé eo laouénéet va c’haloun, ha va zéôd en deûz tridet ; hag ouc’h-penn va c’hîk a éhanô er gortoz.

10. O véza na zilézi két va éné enn ifern, ha na c’houzan̄vi két é wélfé da zan̄t ar vreinadurez.

11. Rôed éc’h eûz da anaout d’in hen̄t ar vuez, ha va c’harga a rî a lévénez gan̄d ar gwél ac’hanod : eunn dudi brâz a zô da-vikenn oud da zourn déou.


————


XVI. PSALM.


Péden David.


1. Sélaou, Aotrou, ar péz a c’houlennann gan̄t léalded : taol évez out va c’hlemmou. (M). Digor da ziskouarn da béden va muzellou didouell.

2. Ra zeûi va barn eûz da zremm ; ra zellô da zaoulagad out va éeunded.

3. Gwélet éc’h eûz pétra dal va c’haloun, hag hé gwélet éc’h eûz a-zoug ann nôz ; va zréménet éc’h eûz dré ann tân, hag ar fallagriez né két bét kavet enn-oun.

4. Évit na gomzché két va génou hervez ôberiou ann dûd ; enn abek da c’heriou da vuzellou, em eûz miret hen̄chou garô.

5. Stard va c’hamméjou enn da raven̄chou, évit na horellô két va zreid.

6. Mé em eûz garmet, ô Doué, ô véza ma éc’h eûz sélaouet ouz-in : rô skouarn d’in, ha sélaou out va geriou.

7. Diskouéz enn eunn doare burzudus da drugarézou, té péhini a zavété ar ré a laka hô géd enn-od.

8. Diwall ac’hanoun diouc’h ar ré a énéb oud da zourn déou, ével mâb-al-lagad. É skeûd da ziou-askel, gwarez ac’hanoun,

9. A-éneb ar ré fallagr péré hô deûz va g1ac’haret ; va énébourien hô deûz grounnet va éné.

10. Hô lard hô deûz serret ; hô génou en deûz komzet gan̄t balc’hder.

11. Goudé béza va distolet, bréma é c’hrounnon̄t ac’hanoun ; trei a réon̄t hô daoulagad étrézég ann douar.

12. Hî a c’hortoz ac’hanoun ével eul léon daré da gregi ennn hé breiz : hag ével eul léonik a choum é lec’hiou kuzet.

13. Sâv, Aotrou, enn hé raok, ha diskar-hén̄ : tenn va éné eûz a zourn ar fallagr, va c’hlézé

14. Eûz a zaouarn énébourien da zourn déou. Aotrou, rann anézhô a-zoug hô buez eûz ann niver bihan war ann douar : leûn eo hô c’hôv eûz ann traou a guzez. Mipien a-walc’h hô deûz ; ha lézet hô deûz d’hô bugalé vihan ar madou hô dôa c’hoaz.

15. Hôgen mé en em ziskouézô dira-z-oud gan̄t reizded ; va gwalc’h em bézô pa en em ziskouézô da c’hloar.


————


XVII. PSALM.


Évid ann divez, da Zavid, servicher ann Aotrou, péhini en deûz lavaret d’ann Aotrou geriou ar ganaouen-man̄, enn deiz é péhini é tennaz ann Aotrou anézhan̄ eûz a zourn hé holl énébourien, hag eûz a zourn Saul, hag é lavaraz :


1. Mé az karô, Aotrou, va ners :

2. Ann Aotrou eo va skoazel, ha va herberc’h, ha va diboanier. Va Doué eo va c’hen-ners, ha mé a fisiô enn-han̄. Va gwarez, ha galloud va zilvidigez, ha va digémérer.

3. Ann Aotrou a c’halvinn hag a veûlinn : hag eûz va holl énébourien é vézinn dieûbet.

4. Gloasiou ar marô a zô deûet enn-drô d’in (T) ; ha froudou ar fallagriez hô deûz va zaouzanet.

5. Éréou ann ifern a zô deûet war va zrô (T) ; lindagou ar marô hô deûz va c’helc’hiet.

6. Em glac’har em eûz galvet ann Aotrou, hag em eûz garmet étrézé va Doué. Hag hén̄ en deûz klévet ouc’h va mouéz eûz hé dempl san̄tel ; hag ar garm em eûz gréat dira-z-han̄ a zô éat enn hé ziskouarn.

7. Ann douar a zô bét kéfluslet, hag en deûz krénet ; sôliou ar ménésiou a zô bét horellet ha kéflusket, ô véza ma oa éat droug enn Aotrou out-hô. (M).

8. Môged a zô savet enn hé vuanégez ; hag ann tân a zô krôget dirâg hé zaoulagad ; glaou a zô bet en̄tanet diout-han̄.

9. Izéléet eo ann én̄vou gan̄t-han̄, ha diskennet eo ; hag ann dévalien a zô dindân hé dreid.

10. Hag hén̄ a zô bét piñet war ar gérubined, hag en deûz nijet ; nijet en deûz war askellou ann avel.

11. Lékéât en deûz ann dévalien évid hé guza, war hé drô éma hé delt : douréier tén̄val koummoul ann éar.

12. Gan̄d ar skéd a zô dira-z-han̄ eo tréménet ar c’hoummoul, ar c’hazarc’h, hag ar glaou tân.

13. Ann Aotrou en deûz gréat kurun eûz ann én̄v, hag ar Meûrbéd-uc’hel en deûz rôet hé vouéz ; kazarc’h ha glaou tân.

14. Kaset en deûz hé zaésiou, hag hén̄ en deûz hô skiñet : paottet en deûz hé gurunou, hag en deûz hô saouzanet.

15. Ha mammennou ann douréier a zô en em ziskouézet, ha sôliou ar béd a zô bét dizôlôet gan̄d da c’hourdrouz, ô Aotrou, gan̄d eur c’houézaden eûz a avel da vuanégez.

16. Kaset en deûz diwar-laez, hag en deûz va gorréet, hag en deûz va zennet eûz a galz a zouréier.

17. Va zennet en deûz eûz a zaouarn va énébourien galloudek-brâz, ha diouc’h ar ré a gaséé ac’hanoun, ô véza ma oan̄t kréoc’h égéd-oun.

18. Va diaraoget hô deûz é deiz va glac’har ; hag ann Aotrou a zô deûet warez d’in.

19. Va lékéat en deûz enn éc’honder ; va dieûbet en deûz gan̄d hé ioul-vâd em c’hén̄ver,

20. Hag ann Aotrou a zistolô d’in hervez va reiz ; hag hervez glanded va daouarn é roiô d’in.

21. Râk miret em eûz hen̄chou ann Aotrou, ha n’ounn két bét fallagr é-kén̄ver va Doué.

22. Râg hé holl varnédigéziou a zô bét dira-z-oun ; ha n’em eûz két pelléet diouz-in hé gélennou.

23. Ha mé a vézô dinam gan̄t-han̄, hag en em virinn diouc’h va fallagriez.

24. Hag ann Aotrou a zistolô d’in hervez va reiz, hag hervez glanded va daouarn dirâg hé zaoulagad.

25. Gan̄d ar zen̄t é vézi san̄t : ha gan̄d ar ré zinam é vézi dinam.

26. Gan̄d ar ré c’hlân é vézi glân : ha gan̄d ar ré fallagr é teûi da véza fallagr.

27. Râg ar bobl vuel a zieûbi : ha daoulagad ar ré valc’h a vuéli.

28. Râg té eo a sklera va c’hleûzeûr, ô Aotrou ; sklera, va Doué, va zévalien.

29. Râg gan-éz é vézinn dieûbet diouc’h ar gwall-ioul ; ha gan̄t va Doué é lamminn dreist ar vûr.

30. Dinam eo hen̄t va Doué ; gan̄d ann tân eo arnodet geriou ann Aotrou ; ar gwarézer eo eûz ar ré holl a laka hô fisian̄s enn-han̄.

31. Râk piou a zô Doué néméd ann Aotrou ? Pé piou a zô Doué néméd hon Doué ?

32. Hon Doué péhini en deûz 1ékéat ann ners war va zrô, hag en deûz lékéat va hen̄t da véza dinam.

33. Péhini en deûz lékéat va zreid hén̄vel out treid kirvi ; hag en deûz va lékéat war al lec’hiou uc’hel.

34. Péhini a zesk va daouarn d’ar brézel : ha té eo éc’h eûz lékéat va divrec’h ével eur wareg arem ;

35. Hag éc’h eûz rôet d’in gwarez da zieûb ; hag éc’h eûz va lékéat dindân da zourn déou. Da gélen en deûz va c’hastizet bétég ann divez ; ha da gélen am deskô c’hoaz.

36. Lédet éc’h eûz ann hen̄t dindân va zreid : ha né két bét horelluz va c’hamméjou.

37. Mon̄d a rinn war lerc’h va énebourien, hag é tizinn anézhô ; ha na zistrôinn két kén n’am bézô hô c’haset-da-gét.

38. Me hé brévô, ha na hellin̄t két choum enn hô zâ ; kouéza a rain̄t dindân va zreid.

39. Lékéat éc’h eûz ners war-drô d’in évid ar brézel, hag éc’h eûz lékéat da bléga dindan-oun ar ré a énébé ouz-in.

40. Lékéad éc’h eûz va énébourien da drei hô c’hein d’in, hag éc’h eûz dispennet ar ré a gaséé ac’hanoun.

41. Garmet hô deuz, ha na oa dén évid hô dieûbi ; oud ann Aotrou hô deûz garmet, ha n’en deûz két hô sélaouet.

42. Hô feltra a rinn ével ar poultr dirâg ann avel ; hô flastra a rinn ével fan̄k ar ruiou.

43. Va dieûbi a rî diouc’h énébiézou ar bobl ; va lakaad a rî da benn war ar brôadou.

44. Eur bobl ha na anavézenn két a zô deûet dindân va béli ; kerken̄t ha m’en deûz va c’hlevet en deûz sen̄tet ouz-in.

45. Va fobl ével diavézidi a zô bét gaouiad em c’hén̄ver : diavézidi, deûet int da véza kôz ; n’hô deûz két kerzet éeun enn hô hen̄chou. (M).

46. Béô eo ann Aotrou, ha benniget eo va Doué : bézet meûlet Doué va dieûb.

47. Doué péhini a rô ven̄jan̄s d’in, hag a laka ar boblou dindân va béli, a zieûb ac’hanoun diouc’h va énébourien enn hô frouden.

48. Hag é savi ac’hanoun dreist ar ré a énéb ouz-in, eûz ann dén drouk é tieûbi ac’hanoun.

49. Dré-zé, Aotrou, éc’h an̄savinn ac’hanod dirâg ar Jen̄tiled ; hag é kaninn eur ganaouen d’as hanô ;

50. Té péhini a ziskouéz da veûrded ô tieûbi da roué ; oc’h ôber trugarez da Zazid da éôliet, ha d’hé wenn da-vikenn.


————

XVIII. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Ann én̄vou a zanével gloar Doué, hag ann oabl-stérédet a ziskouéz ôberiou hé zaouarn.

2. Ann deiz goudé ann deiz a embann ar wirionez-zé, hag ann nôz goudé ann nôz a rô da anaout ar wiziégez-zé.

3. N’eûz iéz é-béd, n’eûz komz é-béd é péré na vé klevet hô mouéz.

4. Hô mouéz a zô bét klevet dré ann douar holl, hag hô geriou a zo éat bété penn ar béd.

5. Enn héol en deûz lékéat hé delt ; hag hén̄vel oud eur pried a ia er-méaz eûz ar gampr a briédélez, é tilamm ével éul lan̄gouinek évid ôber hé rédaden.

6. Eûz a eur penn eûz ann én̄v é teû : hag éz â bétég ar penn all : ha n’eûz den a gémen̄t a gûz oud hé c’hrouéz.

7. Lézen ann Aotrou a zô dinam ; trei a ra ann énéou ; testéni ann Aotrou a zô féal ; ar furnez a rô d’ar ré vihan.

8. Reizou ann Aotrou a zô éeun ; laouénaad a réon̄t ar c’halounou ; kémenn ann Aotrou a zô luc’huz ; skléraad a ra ann daoulagad.

9. Doujan̄s ann Aotrou a zô san̄tel ; padoud a ra é amzeriou ann amzeriou ; barnou ann Aotrou a zô gwir ; reiz in̄t enn-hô hô-unan.

10. Hetusoc’h in̄t égét kalz a aour hag a vein talvouduz ; ha c’houékoc’h éget mél ha dirennou-mél.

11. Dré-zé da zervicher a vîr anézhô ; hag ôc’h hô mirout é kâv eur gôbr brâz.

12. Piou a anavez hé wallou ? Glân ac’hanoun eûz ar ré a zô kuzet ennoun.

13. Ha mîr da zervicher diouc’h péc’héjou ann diavésidi ; ma na zeûon̄t két da drec’hi ac’hanoun, neûzé é vézinn dinam ; hag é vézinn glanet eûz a eur gwall brâz-meûrbéd.

14. Neûzé geriou va génou a vézô hétuz d’id ; ha ménoz va c’haloun a vézô bépréd dira-z-od, Aotrou, va skoazel ha va daspréner.


————


XIX. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.



1. Ra zélaouô ann Aotrou ouz-id é deiz ar c’hlac’har : hanô Doué Jakob ra ziwallô ac’hanod.

2. Ra zigasô d’id skoazel eûz hé léac’h san̄tel : ha ra ziwallô ac’hanod eûz a Zion.

3. R’en dévézô koun eûz da holl zakrifisou ; ra vézô hétuz d’ézhan̄ da sakrifiz-losk.

4. Ra roiô d’id hervez da galoun : ha ra zévénô da holl ioulou.

5. En em laouénaad a raimp enn abek d’as silvidigez ; hag en em veûli a raimp é hanô hon Doué.

6. Ra leûniô ann Aotrou da holl c’houlennou : bréma em eûz anavézet pénaoz en deûz ann Aotrou savétéet hé éôliet. Klévoud a rai out-han̄ eûz ann én̄v, hé léac’h san̄tel ; dieûb hé zourn déou a zô kré-meûrbéd.

7. Lôd a laka hô fisian̄s enn hô c’hirri, lôd all enn hô c’hézek : évid-omp-ni a c’halvô hanô ann Aotrou, hon Doué.

8. Hî a zô bét strôbet, hag a zô kouézet ; hôgen nî a zô savet, hag a zô choumet enn hon sâ.

9. Aotrou, dieûb ar roué ; ha sélaou ouz-omp enn diez é péhini hor bézô da c’halvet.


————


XX. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Aotrou, ar roué en em laouénai enn da ners : hag é tridô-kaer war ann dieûb az pézô rôet d’ézhan̄.

2. Ioul hé galoun éc’h eûz rôet d’ézhan̄ ; ha n’éc’h eûz két dinac’het d’ézhan̄ goulenn hé vuzellou.

3. Râg hé garget éc’h eûz a vennosiou hag a c’houékder ; lékéat éc’h eûz war hé benn eur gurunen a vein talvouduz-brâz.

4. Ar vuez en deûz goulennet digan-éz ; ha té éc’h eûz rôet d’ézhan̄ deisiou hîr évid ann amzer, hag évid amzer ann amzeriou.

5. Brâz eo hé c’hloar enn da zieûb ; lakaad a rî war-n-ézhan̄ eur c’hloar hag eur skéd ar brasa.

6. Râk hé lakaad a rî da véza benniget é amzer ann amzeriou ; hé laouénaad a rî gan̄d ar gwél eûz da zremm.

7. Râg ar roué a laka hé c’héd enn Aotrou : ha gan̄t trugarez ar Meûrbéd-uc’hel na vézô két horellet.

8. Ra gavô da zourn da holl énébourien ; ra gavô da zourn déou ar ré holl a gasa ac’hanod.

9. Hô en̄tana a rî ével eur fourn losk enn amzer é péhini é tiskouézi da zremm ; ann Aotrou enn hé vuanégez a reûstlô anézhô, hag hô lakai da véza loun̄ket gan̄d ann tân.

10. Hô frouez a denni diwar ann douar ; hag hô gwenn eûz a greiz ann dûd.

11. Râk digaset hô deûz drougou war-n-od ; mennet hô deûz ioulou, ha n’hô deûz két gellet da zévéni.

12. Dré-zé é likii anezhô da drei hô c’hein ; hag éc’h aozi hô dremm évid ann dilerc’h eûz da zaésiou.

13. Sâv, Aotrou, enn da ners ; nî a ganô hag a veûlô da c’halloud enn hor c’hanaouennou.


————


XXI. PSALM.


Évit ann divez, évit skoazel ar min̄tin̄. Psalm David.


1. Va Doué, va Doué, sell ouz-in ; pérâg éc’h eûz-dé va dilézet ? Garmou va féc’héjou a bella ac’hanoun diouc’h va zilvidigez.

2. Va Doué, mé a c’harmô a-zoug ann deiz, ha na zelaoui két ouz-in ; hag a zoug ann nôz, ha na vézô két tamallet da ziboell d’in.

3. Hôgen té a choum el léac’h san̄tel, meûleûdi Israel.

4. Hon tadou hô deûz gédet enn-od : gédet hô deûz, hag éc’h eûz hô dieûbet.

5. Etrézég enn-od hô deûz garmet, hag in̄t bét dieûbet ; enn-od hô deûz lékéat hô gét, ha n’in̄t két bét reûstlet.

6. Évid-oun-mé a zô eur prénv, ha nann eunn dén ; mézégez ann dûd, ha stlabez ar bobl.

7. Ar ré holl am gwélé, a réa goab ac’hanoun ; digeri a réan̄t hô muzellou, hag éc’h hejen̄t hô fenn.

8. Lékéat en deûz hé c’héd enn Aotrou, émé-z-hô, ra ziéréô anézhan̄ ; ra zieûbô anézhan̄, mar kâr anezhan̄.

9. Râk té eo éc’h eûz va zennet eûz a gôv vâ mamm ; va géd oud bét pa édoun c’hoaz oud ar vronn.

10. Etrézég enn-od ounn en em daolet kerken̄t ha ma ounn deûet er-méaz eûz hé dargreiz ; va Doué oud aba ma ounn deûet eûz a gôv va mamm.

11. N’en em denn két diouz-in, râg ar c’hlac’har a zô tôst ; râk n’eûz hini a gémen̄t am skoazelfé.

12. Kalz a éjenned iaouan̄k hô deûz va strôbet ; tirvi lard hô deûz va grounnet.

13. Digoret hô deûz hô génou war-n-oun, ével eul léon skrapuz ha iuduz.

14. Ével dour ounn bét dinaouet, ha va holl eskern a zô bét diléc’het. Va c’haloun em c’hreiz a zô deûet ével koar zô ô teûzi.

15. Dizec’het eo va ners ével eur pôd-prî, ha va zéôd a zô en em staget out va staon̄ ; ha va c’haset éc’h eûz bété poultr ar béz.

16. Râk kalz a châs hô deûz va strôbet ; eur strollad a dûd droug en deûz va grounnet. Toullet hô deûz va daouarn ha va zreid.

17. Va holl eskern hô deûz nivéret. Hag hi a zellé ouz-in hag a arvesté ac’hanoun.

18. Rannet hô deûz va diḻad étré-z-hô, hag hô deûz taolet va zaé d’ar sort.

19. Hôgen té, Aotrou, na bella két da skoazel diouz-in ; laka da boan évit va diwallout.

20. Dieûb va éné eûz ar c’hlézé, ô Aotrou ; tenn-hén̄, pa n’em eûz német-han̄, eûz a baô ar c’hi.

21. Savété ac’hanoun eûz a c’hénou al léon ; ha va vuelded eûz a gerniel ann unikorned.

22. Diskleria a rinn da hanô d’am breûdeûr ; é-kreiz ann iliz é veûlinn ac’hanod.

23. C’houi péré a zouj ann Aotrou, meûlit-hén̄ ; holl wenn Jakob, énorit-hén̄.

24. Holl wenn Israel ra zoujô anézhan̄, ô véza n’en deûz két faéet na disprizet goulenn ar paour ha n’en deûz két distrôet hé zaoulagad diouz-in ; ha ma en deûz sélaouet out va garm.

25. Va meûleûdi a zavinn étrézég enn-od enn eur strollad brâz ; va gwéstlou a rôinn dirâg ar ré a zouj anézhan̄.

26. Ar béorien a zebrô, hag hi hô dévézô hô gwalc’h ; hag ar ré a glaskô ann Aotrou a veûlô anézhan̄ ; hô c’halonou a vévô é amzer ann amzeriou.

27. Holl harzou ann douar hô dévézô koun eûz a gémen̄t-sé, hag a zistrôiô oud ann Aotrou : hag holl diadou ar brôadou a azeûlô dira-z-han̄,

28. O véza ma eo ar galloud d’ann Aotrou ha ma eo hén̄ a aotrouniô war ar brôadou.

29. Ar ré lard eûz ann douar a zebrô hag a azeûlô holl ; ar ré holl a ziskenn enn douar, a gouézô dira-z-han̄.

30. Ha va éné a vévô évit-han̄ ; ha va gwenn a zervichô anézhan̄.

31. Ar rumm da zon̄t a vézô disklériet d’ézhan̄ ; hag ann én̄vou a zisklériô hé reizded d’ar bobl a dlé béza ganet, hag a zô bét gréat gan̄d ann Aotrou.


————


XXII. PSALM.


Psalm David.


1. Ann Aotrou a rén ac’hanoun, ha n’em bézô diouer a nétra :

2. Enn eur peûri mâd en deûz va lékéat. Va zavet en deûz war-harz eunn dour maguz :

3. Distrôet en deûz va éné. Va c’haset en deûz dré hen̄chou ar reizded, enn abek d’hé hanô.

4. Râk, ha pa valéfenn é-kreiz skeûd ar marô, n’am bézô két a aoun râg ann drouk, ô véza ma oud gan-én̄. Da wialen ha da vâz hô deûz va dic’hlac’haret.

5. Eunn daol éc’h eûz aozet dira-z-oun, râg énep d’ar ré a heskin ac’hanoun. Lardet éc’h eûz va fenn gan̄d éôl : ha va c’hôp mezvuz, péger kaer eo !

6. Ha da drugarez a heûliô ac’hanoun é holl zeisiou va buez : évit ma chouminn da-vikenn é tî ann Aotrou.


————


XXIII. PSALM.


Évid ar c’hen̄ta deiz eûz ar sizun, Psalm David.


1. Ann douar a zô d’ann Aotrou, ha kémen̄d a zô enn-han̄ : ar béd holl, ha kémen̄d a choum enn-han̄.

2. Râg hén̄ eo eo deûz hé ziazézet a-ziouc’h d’ar môriou, hag en deûz hé startéet war ar steriou.

3. Piou a biñô war vénez ann Aotrou ? Pé piou a zavô enn hé léac’h san̄tel ?

4. Néb a zô dinam hé zaouarn, ha glân hé galoun ; néb n’en deûz két kéméret hé éné enn-aner, ha n’en deûz két touet é gaou d’hé nésa.

5. Hen-nez en dévézô bennoz digan̄d ann Aotrou, ha trugarez digan̄d Doué, hé Zalver.

6. Hen-nez eo ar rumm eûz ar ré a glask anézhan̄, eûz ar ré a glask dremm Doué Jakob.

7. Savid hô tôriou, ô prin̄sed ; ha c’houi, dôriou peûr-baduz, savit ; ha roué ar c’hloar a iélô ébarz.

8. Piou eo ar roué a c’hloar-zé ? Ann Aotrou kré ha galloudek, ann Aotrou galloudek er brézel.

9. Savid hô tôriou, ô prin̄sed ; ha c’houi, dôriou peûr-badus, savit ; ha roué ar c’hloar a iélô ébarz.

10. Piou eo ar roué a c’hloar-zé ? Ar roué a c’hloar-zé eo ann Aotrou holl-C’halloudek.


————

XXIV. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Étrézég enn-od, Aotrou, em eûz savet va éné.

2. Va Doué, lakaad a rann va fisian̄s enn-od, na zeûet két a véz d’in.

3. Na raet két va énébourien goab ac’hanoun ; râg ar ré holl a c’hortoz ac’hanod, na vézin̄t két reûstlet.

4. Ra vézô reûstlet ar ré holl a ra fallagriez héb abek. Diskouéz d’in da hen̄chou, ô Aotrou ; ha desk d’in da raven̄chou.

5. Rén ac’hanoun enn da wirionez, ha desk ac’hanoun : râk té eo va Doué ha va Zalver, ha da c’hortozet em eûz héd ann deiz.

6. Az péz koun, Aotrou, eûz da vadélésiou, hag eûz da drugarézou, a zô bét a-viskoaz.

7. N’az péz két a goun eûz a béc’héjou va iaouan̄ktiz, nag eûz va diwiziégésiou. Az péz koun ac’hanoun hervez da drugarez, hervez da vadélez, ô Aotrou.

8. Kûn̄ ha reiz eo ann Aotrou : râk-sé é rôiô d’ar ré a bec’h, al lézen a dléon̄t da heûlia enn hô hen̄t.

9. Ar ré zoujuz a rénô er varn : d’ar ré gûn̄ é teskô hé hen̄chou.

10. Holl hen̄chou ann Aotrou a zô trugarez ha gwirionez, évid ar ré a en̄klask hé gevrédigez hag hé desténiou.

11. Enn abek d’as hanô, Aotrou, é tistoli d’in va féc’hed : râk brâz eo.

12. Piou eo ann dén a zouj ann Aotrou ? Rôet en deûz d’ézhan̄ al lézen enn hen̄t en deûz dilennet.

13. Hé éné a choumô er madou, hag hé wenn é dévézô ann douar da zigwéz.

14. Da skoazel eo ann Aotrou d’ar ré a zouj anézhan̄ ; ha gévrédigez en deûz gréat évid en em ziskouéza d’ézhô.

15. Va daoulagad a zâv bépréd étrézég ann Aotrou ; râg hén̄ eo a dennô va zroad eûz al lindâg.

16. Sell ouz-in, hag az péz truez ouz-in ; râk bez’ ez ounn va-unan ha paour.

17. Glac’hariou va c’haloun a zô kresket ; tenn ac’hanoun eûz va ézommou.

18. Sell out va vuelded, hag out va foan ; ha distol d’in va holl béc’héjou.

19. Sell out va énébourien, péger stan̄k in̄t, ha pégen direiz eo ar c’hâs a zougon̄t d’in.

20. Mîr va éné, ha tenn ac’hanoun a boan ; na zeûinn két da rusia, ô véza ma em eûz lékéat va géd enn-od.

21. Ar ré zinam, hag ar ré éeun a zô en em unanet gan-én̄, ô véza ma em eûz da c’hortozet.

22. O Doué, dieûb Israel eûz hé holl c’hlac’hariou.


————


XXV. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Barn ac’hanoun, Aotrou, ô véza ma em eûz kerzet em dinamded : ha pa lakaann va géd enn Aotrou na vézinn két gwanet.

2. Arnod ac’hanoun, Aotrou, ha c’houiḻ ac’hanoun : en̄tan va digroazel ha va c’haloun,

3. O véza ma éma da drugarez dirâk va daoulagad, hag em eûz lékéat va dudi enn da wirionez.

4. N’ounn két bét azézet gan̄t ann dûd rôk ; ha n’az inn két da gavout ar ré a ra fallagriez.

5. Kaséet em eûz strollad ann dûd fall ; ha na azézinn két gan̄d ar ré fallagr.

6. Gwalc’hi a rinn va daouarn é-touez ar ré zinam, hag en em zalc’hinn war-drô d’as aoter, ô Aotrou :

7. Évit ma klévinn mouéz da veûleûdi, ha ma tanévellinn da holl vurzudou.

8. Aotrou, mé em eûz karet skéd da dî, hag al léac’h é péhini é choum da c’hloar.

9. Va Doué, na goll két va éné gan̄d ar ré fallagr, na va buez gan̄d ann dûd a gâr skuḻa ar goad,

10. É daouarn péré éma ar fallagriézou ; hag hô dourn déou a zô leûn a rôou.

11. Évid-oun-mé em eûs kerzet em dinamded ; dasprén ac’hanoun hag az péz truez ouz-in.

12. Va zroad a zô choumet enn hé zâ er reizded ; er strolladou é venniginn ac’hanod, ô Aotrou.


————


XXVI. PSALM.


Psalm David, abarz ma oé éôliet.


1. Ann Aotrou eo va goulou ha va zilvidigez ; râk piou em bézô-mé aoun ? Ann Aotrou eo a ziwall va buez ; piou am lakai da gréna ?

2. Pa dôsta ar ré zroug ouz-in, évid dibri va c’hîk ; hag ar re eûz va énébourien péré hô deûz va heskinet, a zô bét gwanet hag a zô kouézet.

3. Ha pa zavchen̄t arméou em énep, va c’haloun na vijé két spoun̄tet. Ha pa zeûjen̄t da stourmi ouz-in, mé a lakai va géd é kémen̄t-sé.

4. Eunn dra hép-kén em eûz goulennet digan̄d ann Aotrou, hag hé en̄klaskout a rinn ; ma chouminn é tî ann Aotrou a-zoug holl zeisiou va buez, évit ma wélinn dudi ann Aotrou, ha ma wélinn hé dempl.

5. Râk va c’huzet en deûz enn hé delt ; é deiz ann droug en deûz va gwarézet el léac’h kuzéta eûz hé delt.

6. War ar méan en deûz va zavet ; ha bréma en deûz savet va fenn dreist va énébourien ; trôiou em eûz gréat, hag em eûz lazet eunn hostiv a gan enn hé delt ; mé a ganô hag a veûlô ann Aotrou em c’hanaouennou.

7. Sélaou, Aotrou, out va mouéz, pa c’harmann ouz-id ; az péz truez ouz-in, ha sélaou ouz-in.

8. Va c’haloun é deûz komzet ouz-id, va daoulagad hô deûz da glasket ; da zremm a glaskinn, ô Aotrou.

9. Na zistrô két da zaoulagad diouz-in ; n’en em denn két dioud da zervicher enn da vuanégez. Béz da skoazel d’in : na zilez két ac’hanoun, ha na zispriz két ac’hanoun, ô Doué va zalver.

10. Râk va zâd ha va mamm hô deûz va dilézet : hôgen ann Aotrou en deûz va c’héméret.

11. Rô d’in, Aotrou, da hen̄t ; ha rén ac’hanoun er raven̄t éeun enn abek d’am énébourien.

12. Na rô két ac’hanoun da ioul ar ré a heskin ac’hanoun râk gwall destou a zô savet em énep ; hag ar fallagriez a zô trôet é gaou out-hi hé-unan.

13. Mé a gréd é wélinn madou ann Aotrou é douar ar ré véô.

14. Gortoz ann Aotrou ; starta : r’en em nerzô da galoun, ha gortoz ann Aotrou.


————


XXVII. PSALM.


Psalm David, pé évid David.


1. Étrézég enn-od é c’harminn, Aotrou, va Doué, na dav két em c’hén̄ver ; gan̄d aoun, ma tavchez em c’hén̄ver, na venn hén̄vel oud ar ré a ziskenn el lenn.

2. Sélaou, Aotrou, out mouéz va goulenn, pa bédann ac’hanod, pa zavann va daouarn étrézé da dempl san̄tel.

3. Na denn két ac’hanoun gan̄d ar béc’herien, ha na goll két ac’hanoun gan̄d ar ré a ra fallagriez, gan̄d ar ré a gomz a béoc’h gan̄d hô nésa, hag a venn droug enn hô c’haloun.

4. Rô d’ézhô hervez hô ôberiou, hag hervez ann drougiez eûz hô ijinou. Rô d’ézhô hervez ôberiou hô daouarn ; distol d’ézhô ar gôbr dléet d’ézhô.

5. O véza n’hô deûz két poellet ôberiou ann Aotrou, ôberiou hé zaouarn, té hô c’hasô-da-gét, ha na savi mui anézhô.

6. Benniget ra vézô ann Aotrou : râk sélaouet en deûz out mouéz va goulenn.

7. Ann Aotrou eo va skoazel ha va gwarézer : va c’haloun é deûz lékéat hé géd enn-han̄, hag ounn bét skoazellet ; ha névézet eo bét va c’hîk ; ha mé a veûlô anézhan̄ a greiz kaloun.

8. Ann Aotrou a zô ners hé bobl ; hag ar gwarézer a zavété hé éôliet.

9. Dieûb da bobl, Aotrou, ha bennig da zigwéz ; ha rén anézhô, ha sav anézhô da-vikenn.


————


XXVIII. PSALM.


Évit peûr-ôbéridigez ann Tabernakl, Psalm David.


1. Digasit d’ann Aotrou, bugalé Doué, digasit d’ann Aotrou ar menned-tourz.

2. Digasit d’ann Aotrou ar c’hloar hag ann énor, digasit d’ann Aotrou gloar hé hanô ; azeûlit ann Aotrou enn hé borc’hed san̄tel.

3. Mouéz ann Aotrou a zô war ann douréier ; ann Doué a veûrdez en deûz ruḻet hé gurun ; ann Aotrou a zô war ann douréier brâz.

4. Mouéz ann Aotrou a zô enn ners ; mouéz ann Aotrou a zô er meûrded.

5. Mouéz ann Aotrou a dorr ar gwéz-sedr ; ann Aotrou a dorrô gwéz-sedr al Liban.

6. Hô bruzuna a rai ével eul leûé eûz al Liban ; hag ével menn eunn unikorn karet gan̄d hé vamm.

7. Mouéz ann Aotrou a skiñ flamm ann tân.

8. Mouéz ann Aotrou a laka da gréna ann distrô : ann Aotrou a lakai da gréna distrô Kadez.

9. Mouéz ann Aotrou a aoz ar c’hirvi, hag a ziskouézô al lec’hiou stan̄k ; hag ann holl enn hé dempl a embannô hé c’hoar.

10. Ann Aotrou eo a laka ann dic’hlann da choum ; hag ann Aotrou a azézô da roué da-vikenn.

11. Ann Aotrou a rôiô ners d’hé bobl ; ann Aotrou a vennigô hé bobl er péoc’h.


————


XXIX. PSALM.


Psalm-kanaouen, évit sakrérez ti David.


1. Da zével a rinn, Aotrou, ô véza ma éc’h eûz va zavet ha n’éch eûz két lékéat va énébourien d’en em laouénaat diwar va fenn.

2. Aotrou va Doué, étrézég enn-od em eûz garmet, hag éc’h eûz va iac’héet.

3. Tennet éc’h eûz, Aotrou, va éné eûz ann ifern : va dieûbet éc’h eûz eûz a zouez ar ré a ziskenn er poull.

4. Meûlit ann Aotrou enn hô kanaouennou, c’houi hé zen̄t : hag an̄savit ar c’houn eûz hé zan̄télez.

5. Râg ar vuanégez a zeû eûz hé frouden, hag ar vuez eûz hé ioul ; ann daérou a zeû diouc’h ar pardaez, hag al lévénez diouc’h ar min̄tin.

6. Hôgen mé em eûz lavaret em founder : Bikenn na vézinn horellet.

7. Dré da ioul, Aotrou, ez pôa rôet ners d’am eûr-vâd : da zaoulagad éc’h eûz distrôet diouz-in, hag ounn bét reûstlet.

8. Étrézég enn-od é c’harminn, Aotrou : hag é pédinn va Doué.

9. Da bétrâ é talvô va goâd, pa ziskenninn er béz ? Hag ar poultr az meûlô, pé a embannô da wirionez ?

10. Ann Aotrou en deûz va c’hlévet, hag en deûz bét truez ouz-in : ann Aotrou a zô deûet d’am diwallout.

11. Trôet éc’h eûz va c’heinvan é dudi ; roget eo bét va zac’h gan-éz, hag éc’h eûz va grounnet a lévénez,

12. Évit ma kaninn d’id em c’hloar, ha né vézinn mui glac’haret. Aotrou va Doué, da veûli a rinn da-vikenn.


————


XXX. PSALM.


Évid ann divez, évid ann estlamm, Psalm David.


1. Enn-od, Aotrou, em eûz lékéat va géd, na zispenn két ac’hanoun da-vikenn : dieûb ac’hanoun enn da reizded.

2. Dinaou da skouarn étrézég enn-oun, hast va zenna ac’hann. Béz d’in da Zoué difenner, ha da dî a vénéc’hi, évit ma tieûbi ac’hanoun.

3. Râk té eo va ners ha va ménéc’hi ; hag enn abek d’as hanô é réni ac’hanoun, hag e vagi ac’hanoun.

4. Va zenna a rî eûz al lindâg-zé, hô dôa kuzet ouz-in : ô véza ma oud va difenner.

5. Étré da zaouarn é lakaann va éné ; va dasprénet éc’h eûz, Aotrou, Doué a wirionez.

6. Té a gasa ar ré a heûḻ traou gwân ha didalvez ; hôgen mé em eûz lékéat va géd enn Aotrou.

7. Trida a rinn, hag en em laouénainn enn da drugarez, ô véza ma éc’h eûz sellet out va vuelded, ha ma éc’h eûz savétéet va éné enn hé reûstlou ;

8. O véza n’éc’h eûz két va zerret étré daouarn va énébour, hôgen ma éc’h eûz lékéat va zreid enn eul léac’h ec’hon.

9. Az péz truez ouz-in, Aotrou, ô véza ma ounn glac’haret-brâz ; va lagad, va éné ha va c’hôv a zô reûstlet gan̄d ar vuanégez ;

10. O véza ma eo bévézet va buez gan̄d ar c’hloaz, ha va bloavésiou gan̄d ar geinvanou. Dislébéret eo va ners gan̄d ar baouren̄tez ; ha va eskern a zô reûstlet.

11. Da zismégan̄s ounn deûet d’am holl énébourien, ha dreist-holl d’am amézéien, ha da spoun̄t évid ar ré a anavez ac’hanoun. Ar ré a wélé ac’hanoun, a dec’hé er-méaz pell diouz in.

12. An̄kounac’héet ounn, ha lamet eûz hô c’haloun ével pa venn marô : ével eul léstr torret ounn deûet.

13. Râk klevet em eûz tamallou kalz eûz ar ré a choumé trô-war-drô. Pa en em strollen̄t em énep, hô deûz mennet tenna va buez digan-én̄.

14. Hôgen mé, Aotrou, em eûz lékéat va géd enn-od. Lavaret em eûz : Va Doué oud.

15. Va darvoudou a zô étré da zaouarn. Tenn ac’hanoun eûz a zaouarn va énébourien, hag eûz ar ré a heskin ac’hanoun.

16. Laka da zremm da luc’ha war da zervicher ; dieûb ac’hanoun hervez da drugarez.

17. Na zispenn két ac’hanoun, Aotrou, râk da c’halvet em eûz. Ra rusiô ar ré fallagr, ha ra vézin̄t kaset d’ann ifern.

18. Ra zeûiô da véza mûd ar muzellou touelluz péré enn hô rôgen̄tez hag enn hô faé a lavar droug a-éneb ann dén reiz.

19. Péger braz eo, Aotrou, ar founder eûz da gun̄vélez éc’h eûz kuzet évid ar ré a zouj ac’hanod. Hé lékéat éc’h eûz da véza klôk évid ar ré a laka hô géd enn-od, dirak bugalé ann dûd.

20. Hô c’huza a ri el léac’h kuzéta eûz da zremm râk drougiez ann dûd. Hô gwarézi a rî enn da dabernakl oud énébiez ann téôdou.

21. Ra vézô benniget ann Aotrou, ô véza m’en deûz diskouézet hé drugarez em c’hén̄ver enn eunn doaré burzuduz, enn eur géar kré.

22. Hôgen mé em bôa lavaret é frouden va spéred : Distolet ounn bét a zirâk da zaoulagad. Râk-sé éc’h eûz klévet out mouéz va féden pa em eûz garmet étrézég enn-od.

23. Karit ann Aotrou, c’houi hé holl zen̄t ; râg ann Aotrou a en̄klaskô ar wirionez, hag a zistolô gan̄d founder d’ar ré rôk.

24. Startait, ha r’en em nerzô hô kaloun, c’houi holl péré a laka hô kéd enn Aotrou.


————


XXXI. PSALM.


Évid poell David.


1. Euruz ar ré da béré eo distolet ar wallou, hag eûz a béré eo gôlôet ar béc’héjou.

2. Euruz ann dén da béhini n’en deûz két Doué nivéret a béc’hed, hag é spéred péhini n’eûz két a douellérez.

3. O véza ma ounn tavet, va eskern a zô kôséet, en̄dra ma c’harmenn héd ann deiz.

4. O véza ma eo pounnéréet da zourn war-n-oun nôz-deiz, ounn distrôet em c’hlac’har, en̄dra ma zan̄ké ann dréan enn-oun.

5. Va féc’hed em eûz rôet da anaout d’id, ha n’em eûz két kuzet va direizded. Lavaret em eûz : Mé a an̄savô em énep d’ann Aotrou va direizded ; ha té éc’h eûz distôlet d’in fallagriez va féc’hed.

6. Râk-sé pép dén san̄t a bédô ac’hanod enn amzer déréad. Hag enn dic’hlann, ann douréier brâz na dôstain̄t két out-han̄.

7. Té eo va ménéc’hi enn an̄ken a zao enn-drô d’in ; ô va lévénez, tenn ac’hanoun eûz a greiz ar ré a zô war va zrô.

8. Ar poell a rôinn d’id, hag é teskinn d’id ann hen̄t dré béhini é tléez kerzout ; startaad a rinn va daoulagad war-n-od.

9. Na vézit két ével ar marc’h hag ar mûl, péré n’hô deûz két a boell. Gan̄d ar wesken, stard génou ar ré ha na dôstaon̄t két ouz-id.

10. Kalz a gastizou a gouézo war ar péc’her ; hôgen ann drugarez a vézo war-drô ann hini a laka hé c’héd enn Aotrou.

11. En em laouénait enn Aotrou, ha tridit, c’houi tûd reiz, hag embannit hé c’hloar, c’houi holl péré a zô éeun a galoun.


————


XXXII. PSALM.


Psalm David.


1. Tridit enn Aotrou, c’houi tûd reiz : ar veûleûdi a zéré d’ann dûd reiz.

2. An̄savit ann Aotrou gan̄d ann télen ; kanit hé c’hloar gan̄d al liren dék-korden.

3. Kanit d’ézhan̄ eur ganaouen névez ; kanit a zoaré d’ézhan̄ ha kanit kré.

4. Râg éeun eo gér ann Aotrou, hag hé holl ôberiou a zô féal.

5. Hén̄ a gâr ann drugarez hag ar varn ; ann douar a zô leûn eûz a drugarez ann Aotrou.

6. Gan̄t gér ann Aotrou eo bét startéet ann en̄vou ; ha gan̄t c’houez hé c’hénou eo bét gréat hô ners.

7. Hén̄ eo a zastum douréier ar môr ével enn eur bouc’h-kenn ; hag a zalc’h ar poull-doun enn hé den̄zoriou.

8. Ra zoujô ann Aotrou ann douar holl ; ra vézô strafiḻet dira-z-han̄ ar ré holl a choum er béd.

9. Râg hén̄ en deûz komzet, ha pép-trâ a zô bét gréat ; hén̄ en deûz gourc’hémennet, ha pép-trâ a zô bét krouet.

10. Ann Aotrou a vévez kuzuliou ar brôadou ; kâs a râ da-gét ménosiou ar boblou, hag é tiskar kuzuliou ar brin̄sed.

11. Hôgen kuzul ann Aotrou a bâd bépréd ; ménosiou hé galoun a ia a-rumm-é-rumm.

12. Euruz ar vrôad é deûz ann Aotrou da Zoué, hag ar bobl en deûz dilennet da zigwéz d’ézhan̄.

13. Eûz ann én̄v en deûz sellet ann Aotrou ; gwélet en deûz holl vugalé ann dûd.

14. Eûz ann tî en deûz aozet évit-han̄, en deûz sellet oud ar ré holl a choum war ann douar.

15. Hén̄ eo en deûz doaréet hô c’halounou ; hén̄ a anavez hô holl ôberiou.

16. Né két gan̄d hé c’halloud brâz é vézô savétéet eur roué ; na gan̄d hé ners brâz é vézô savétéet eul lan̄gouinek.

17. Touelluz eo ar marc’h évid ann dieûb ; né két gan̄d hé ners brâz é vézô savétéet.

18. Hôgen daoulagad ann Aotrou a zeû war ar ré a zouj anézhan̄, ha war ar ré a laka hô géd enn hé drugarez.

19. Évit ma tennô hô énéou diouc’h ar marô ha ma hô magô enn hô naoun.

20. Hon éné a c’hortoz ann Aotrou, ô véza ma eo hor skoazel hag hon difenner.

21. Râg enn-han̄ en em laouénai hor c’haloun ; hag enn hé hanô san̄tel hon eûz lékéat hor géd.

22. Ra zeûi, Aotrou, da drugarez war-n-omp ; hervez ma hon eûz lékéat hor géd enn-od.


————


XXXIII. PSALM.


Psalm David, pa névézaz hê zremm dirag Ac’himélec’h a lékéaz anézhan̄ er-méaz ; hag hen̄ a iéaz-kuît.


1. Mé a vennigô ann Aotrou é péb amzer ; hé veûleûdi a vézô bépréd em génou.

2. Va éné a lakai hé c’hloar enn Aotrou : ra glevô ar ré gûn̄, ha r’en em laouénain̄t.

3. Embannit gan-én̄ meûrded ann Aotrou ; ha lidomp kévret hé hanô.

4. Klasket em eûz ann Aotrou, hag hén̄ en deûz klévet ouz-in ; hag hén̄ en deûz va zennet eûz va holl en̄krézou.

5. Tôstait out-han̄, hag é viot skléréet ; hag hô pennou na vézin̄t két gôlôet a véz.

6. Ar paour-zé en deûz garmet, hag ann Aotrou en deûz klévet out-han̄ hag en deûz hé zieûbet eûz hé holl en̄krézou.

7. Éal ann Aotrou a iélô war-drô ar ré a zouj anézhan̄ ; hag hén̄ hô dieûbo.

8. Tan̄vit, ha gwélit péger c’houek eo ann Aotrou ; euruz eo ann dén a laka hé c’héd enn-han̄.

9. Doujit ann Aotrou, c’houi holl hé zen̄t, râk n’eûz két a ziénez évid ar ré a zouj anézhan̄.

10. Ar re binvidik hô deûz bét diénez ha naoun ; hôgen ar ré a glask ann Aotrou n’hô deûz diouéret mâd é-béd.

11. Deûit, bugalé, sélaouit ac’hanoun : mé a zeskô d’é-hoc’h doujan̄s ann Aotrou.

12. Piou eo ann dén a gâr ar vuez hag a fell d’ézhan̄ gwélout deisiou mâd ?

13. Distrô da zéôd diouc’h ann drouk ha mîr oud da vuzellou na livirin̄t geriou touelluz.

14. Distrô diouc’h ann drouk, ha grâ ar mâd ; klask ar péoc’h, hag heûḻ anézhan̄.

15. Daoulagad ann Aotrou a zô war ar ré vâd ; hag hé ziskouarn a zélaou hô fédennou.

16. Hôgen daoulagad ann Aotrou a zô trôet a-éneb ar ré a ra drouk, évit kolla ann évor anézhô diwar ann douar.

17. Ann dûd reiz hô deûz garmet, hag ann Aotrou en deûz klévet out-hô ; hag hén̄ en deûz hô dieûbet eûz hô holl en̄krézou.

18. Ann Aotrou a zô tôst d’ar ré a zô en̄krézet hô c’haloun ; hag ar ré vuel a spéred a zieûbô.

19. Kalz a en̄krézou hô deûz ann dud reiz ; hag anézhô holl é vézin̄t dieûbet gan̄d ann Aotrou.

20. Ann Aotrou a vîr hô holl eskern ; na vézô két torret unan anézhô.

21. Marô ar béc’herien a zô reûzeûdik-brâz ; hag ar ré a gasa ann dén reiz a béc’hô.

22. Ann Aotrou a zasprénô énéou hé zervicherien ; hag ar ré holl a laka hô géd enn-han̄ na béc’hin̄t két.


————


XXXIV. PSALM.


Da Zavid, évid David.


1. Barn, Aotrou, ar ré a ra gaou ouz-in ; trec’h ar ré a stourm ouz-in.

2. Kémer da armou ha da diren, ha sâv évit va skoazella.

3. Tenn da glézé, ha sâv eur c’haé oud ar ré a heskin ac’hanoun. Lavar d’am éné : Mé zô da zilvidigez.

4. Ra vézô mézekéet ha spoun̄tet ar ré a glask va buez ; ra zistrôiô war hô c’hiz, ha ra vézô mézékéet ar ré a fell d’ézhô ôber drouk d’in.

5. Ra zeûin̄t ével ar poultr dirâg ann avel ; hag éal ann Aotrou ra waskô anézhô.

6. Ra vézô hô hén̄t téval ha riskluz ; ha r’az ai éal ann Aotrou war hô lerc’h.

7. O véza ma hô deûz héb abek aozet eur spi é-kûz évit va laza ; hag hô deûz ivé héb abek kunuc’het va éné.

8. Ra zeûiô d’ézhan̄ eur spi ha na wézô két ; ra vézô paket enn hini en dôa kuzet ; ra gouezô enn hé spi hé-unan.

9. Hôgen va éné a dridô enn Aotrou ; hag hén̄ a gavô hé zudi enn hé zilvidigez.

10. Va holl eskern a lavarô : Aotrou, piou a zô hén̄vel ouz-id ? Te eo a denn ann ézommek eûz a zaouarn ar ré a zô kréoc’h égét-han̄, hag ann tavan̄tek hag ar paour eûz a zaouarn ar ré a wast anézhan̄.

11. Testou gaou a zô bét savet, hag hî hô deûz gréat d’in goulennou diwar-benn traou ha na wienn két.

12. Disteûrel a réan̄t d’in droug évit mâd ; ha va éné a zizéc’hen̄t.

13. Hôgen mé pa hégen̄t ac’hanoun, é wiskenn eur zaé reûn. Va éné a vuéléenn er iûn ; ha va féden a drôenn war-zû va askré.

14. Truez em bôa out-pép-hini anézhô ével pa vé bét kâr pé vreûr d’in ; hag en em vuéléenn er gwélvan hag er geinvan.

15. Hôgen hî a zô en em laouénéet diwar va fenn, hag a zô en em strollet ouz-in ; kalz gloasiou hô deûz savet war-n-oun, hép ma wienn pérâk.

16. Skiñet in̄t bét, hôgen n’hô deûz két bét a geûz ; va arnodet hô deûz ; va c’hunuc’het hô deûz oc’h ôber goab ac’hanoun ; skriñet hô deûz hô den̄t ouz-in.

17. Peûr, Aotrou, é selli out kément-sé ? Dieûb va éné eûz hô drougiez, va éné a zô hé-unan é-kreiz al léoned.

18. Mé a an̄savô ac’hanod enn eur strollad brâz ; mé a veûlô ac’hanod é-kreiz eur bobl paot.

19. N’en em laoûénaen̄t két diwar va fenn, ar ré a zô da énébourien d’in gan̄d direizded ; péré a gasa ac’hanoun héb abek, hag a ra arouésiou gan̄d hô daoulagad.

20. Râg hî a gomzé ouz-in gan̄t péoc’h ; hôgen pa gomzen̄t dirâg ar boblou leûn a frouden, ménosiou touelluz n’hô dôa kén.

21. Hag hî hô deûz digoret-brâz hô génou war-n-oun, ô lavarout : Mâd, mâd, hon daoulagad hô deûz gwélet.

22. Gwélet éc’h eûz, Aotrou, na dav két ; Aotrou, na bella két diouz-in.

23. Sâv, hag en em rô d’am barn ; va Doué ha va Aotrou, en em rô d’am c’héfridi.

24. Barn ac’hanoun hervez da reizded, Aotrou va Doué, ha n’en em laouénaen̄t két diwar va fenn.

25. Na lavaren̄t két enn hô c’halonou : Mâd, mâd, en em laouénaomp ; na lavaren̄t két : Hé loun̄ket hon eûz.

26. Ra vézô mézékéet ha spoun̄tet ar ré en em laouéna eûz va gloasiou. Ra vézô gôlôet a véz hag a spoun̄t ar ré a gomz gan̄t rôgen̄tez em enep.

27. Ra dridô ha r’en em laouénai ar ré a gâr va reizded ; ha ra livirin̄t bépréd : Meûlet-brâz ra vézô ann Aotrou, hî péré a gâr péoc’h hé zervicher.

28. Ha va zéôd a brédériô da reizded : hag é embanninn da veûleûdi héd ann deiz.


————


XXXV. PSALM.


Évid ann divez da Zavid, servicher ann Aotrou.


1. Ann dén direiz en deûz lavaret enn hé galoun, é fellé d’ézhan̄ péc’hi ; n’éma két doujan̄s Doué dirâg hé zaoulagad.

2. Râk touéllérez en deûz gréat dira-z-han̄ ; hag hé fallagriez é deûz hé lékéat da véza kaséet.

3. Geriou hé c’hénou n’int némét fallagriez ha touellérez ; né két bét fellet d’ézhan̄ deski ôber ar mâd.

4. Ar fallagriez en deûz mennet enn hé wélé ; arzaôet eo enn holl hen̄chou ha na oa két mâd, ha n’en deûz két kaséet ann drougiez.

5. Aotrou, da drugarez a ia bétég ann én̄v, ha da wirionez bétég ar c’hoabr.

6. Da reizded a zô ével ar ménésiou ar ré uc’héla ; da varnou a zô eul loun̄k doun. Ann dûd hag al léoned a zieûbi, Aotrou.

7. Péger braz eo, ô Doué, da drugarez ! Ha bugalé ann dûd a lakai hô géd dindan gwarez da ziou-askél.

8. Gwalc’het é vézin̄t gan̄t founder da dî ; hag é rôi da éva d’ézhô eûz a froud da zudi.

9. Râg gan-éz éma ar feun̄teun a vuez ; hag enn da c’houlou é wélimp ar goulou.

10. Astenn da drugarez war ar ré a anavez ac’hanod, ha da reizded war ar ré a zô reiz a galoun.

11. Na zeûet két bétég enn-oun troad ann dén rôk ; ha na fin̄vet két ac’hanoun dourn ar péc’her.

12. Énô eo bét kouézet ar ré a râ fallagriez ; boun̄tet in̄t bét, ha n’hô deûz két gellet choum enn hô zâ.


————

XXXVI. PSALM.


Psalm da David.


1. Na érez két ann dûd drouk, ha na c’hourvenn két ar ré a ra fallagriez.

2. Râg abarz némeûr é tizec’hin̄t ével ar foenn, hag é wévin̄t ker buan hag ar géot pé al louzou.

3. Laka da c’héd enn Aotrou, ha grâ ar mâd, hag éz î da choum war ann douar, hag é vézi maget gan̄d hé vadou.

4. Laka da zudi enn Aotrou ; hag hén̄ a rôiô d’id goulennou da galoun.

5. Diskouéz d’ann Aotrou da hen̄t, ha laka da c’héd enn-han̄, hag hén̄ her grâi.

6. Hag hén̄ a lakai da skédi da reizded ével eur c’houlaouen, ha da varn ével ar c’hrésteiz.

7. Sen̄t oud ann Aotrou, ha péd-hén̄. Na érez két ann hini en deûz eûr-vâd enn hé heñt ; nag ann dén a râ traou direiz.

8. Dilez ar vuanégez hag ar frouden ; na érez két, évit na zeûi két da véza drouk.

9. Râg ar ré a ra drouk a vézô kaset-da-gét ; hôgen ar ré a c’hortoz ann Aotrou, hô dévézô ann douar évid hô digwéz.

10. Ha c’hoaz eunn nébeûdik, hag ar péc’her na vézô mui. Ha té a glaskô al léac’h ma’z oa enn-han̄, ha n’her c’havi két.

11. Hôgen ar ré gûn̄ hô dévézô ann douar da zigwéz ; hag a gavô hô dudi enn eur founder a béoc’h.

12. Ar péc’her a wélô ann dén reiz ; hag hén̄ a skriñô hé zen̄t out-han̄.

13. Hôgen ann Aotrou a raiô goab anézhan̄ ; ô véza ma wél pénaoz é teûiô hé zeiz.

14. Ar béc’hérien hô deûz dic’houinet hô c’hlézé ; hô gwareg hô deûz steñet, évid diskara ar paour hag ann ézommek ; évit laza ar ré éeun a galoun.

15. R’az ai hô c’hlézé enn hô c’haloun hô-unan ; ha ra vézô torret hô gwarek.

16. Madou dister a zô gwelloc’h d’ann dén reiz, égét madou brâz ar béc’herien.

17. Râk divrec’h ar béc’herien a vézô torret ; hôgen ann Aotrou a starta ann dûd reiz.

18. Ann Aotrou a anavez deisiou ar ré zinam : hag hô digwéz a vézô peûr-baduz.

19. Na vézin̄t két bévézet enn amzer zrouk, hag é deisiou ann naounégez hô dévézô hô gwalc’h :

20. Râg ar béc’herien a vézô kollet ; hag a véac’h ma vézô bét énoret ha gorréet énébourien ann Aotrou, ma vézin̄t diskaret, ha ma tiaézin̄t ével môged.

21. Ar péc’her a emprestô, ha na baéô két ; hôgen ann dén reiz en dévézô truez hag a rôiô.

22. Râg ar ré a vennig anézhan̄ hô dévézô ann douar da zigwéz ; hag ar ré a villig anézhan̄ a vézô kollet a-grenn.

23. Kamméjou ann dén reiz a vézô rénet gan̄d ann Aotrou ; hag hén̄ a gavô-mâd hé hen̄t.

24. Mar kouéz, na vézô két torret ; râg ann Aotrou a laka hé zourn dindan-han̄.

25. Iaouan̄k ounn bét, ha bréma ounn kôz ; ha n’em eûz két gwélet eunn dén reiz dilézet, nag hé wenn ô klask hé vara.

26. Héd ann deiz é ra ann aluzen hag é prést ; hag hé wenn a vézô benniget.

27. Distrô diouc’h ann drouk, ha grâ ar mâd ; hag ez pézô eunn tî peûr-baduz.

28. Râg ann Aotrou a gâr ar reizded, ha na zilézô két hé zen̄t ; da-vikenn é vézin̄t miret. Ar ré zireiz a vézô gwanet ; ha gwenn ar ré fallagr a vézô kaset-da-get.

29. Ann dûd reiz hô dévézô ann douar da zigwéz ; hag hî a choumô war-n-ézhan̄ a-héd ann holl gan̄tvéjou.

30. Génou ann dén reiz a bréderiô war ar furnez, hag hé déôd a gomzô hervez ar reizded.

31. Lézen hé Zoué a zô enn hé galoun ; hag hé gamméjou na horellin̄t két.

32. Ar péc’her a zell oc’h ann dén reiz ; hag a glask ann tû d’hé laza.

33. Hôgen ann Aotrou na zilézô két anézhan̄ étré hé zaouarn ; ha na damallô két anézhan̄ pa vézô barnet.

34. Gortoz ann Aotrou, ha mîr hé hen̄t ; hag hén̄ a zavô ac’hanod, évit m’az pézô ann douar da zigwéz ; ha pa vézô dispennet ar béc’herien, té a wélô.

35. Gwélet em eûz ann dén fallagr uc’héléet, ha kenn uc’hel ha gwéz-sedr Liban.

36. Ha tréménet, ounn, ha chétu né oa mui ; hag hé glasket em eûz, ha n’em eûz két kavet al léac’h ma’z oa enn-han̄.

37. Mîr ann dinamded, ha gwél ar reizded ; râk madou é-leiz a choumô d’ann dén habask.

38. Hôgen ar ré zireiz a iélô-da-gét kévret ; dilerc’h ar ré fallagr a vézô dispennet.

39. Hôgen silvidigez ann dûd reiz a zeû eûz ann Aotrou ; hag hén̄ eo hô difenner é amzer ann en̄krez.

40. Hag ann Aotrou a skoazellô anézhô, hag hô dieûbô ; hag hén̄ a dennô anézhô eûz a zaouarn ar béc’herien, hag a zavétei anézhô ; ô véza ma hô deûz lékéat hô géd enn-han̄.


————


XXXVII. PSALM.


Psalm David, évid ann évor eûz ar sabbat.


1. Aotrou, na damall két ac’hanoun enn da frouden, ha na gastiz két ac’hanoun enn da vuanégez.

2. Râk da zaésiou a zô san̄ket enn-oun ; ha da zourn a zô pounnéréet war-n-oun.

3. N’eûz nétrâ a iac’h em c’hîk er gwél eûz da vuanégez ; n’eûz péoc’h é-béd em eskern er gwél eûz va féc’héjou,

4. O véza ma eo éat va fallagriézou dreist va fenn ; ha ma hô deûz pounnéréet war-n-oun ével ar béac’h ar pounnéra.

5. Va gouliou a zô leûn a zaotr hag a vreinadurez, enn abek d’am diboell.

6. Reûzeûdig ounn deûet, ha kroummet ounn a-grenn ; héd ann deiz é kerzann leûn a c’hlac’har,

7. O véza ma eo leûn va digroazel a wall-zoaré ; ha n’eûz nétrâ a iac’h em c’hîk.

8. Glac’haret ounn bét, gwall vuéléet ounn bét ; iuda a réann é keinvan va c’haloun.

9. Aotrou, dira-z-od éma va holl ioul ; ha va c’heinvan né két kuzet ouz-id.

10. Kéflusket eo va c’haloun, va ners a zilez ac’hanoun ; ha goulou va daoulagad n’éma mui zô-kén gan-én̄.

11. Va miñouned ha va c’héren̄t-nés a zô tôstéet ouz-in hag a zô choumet a zâ. Hag ar rê a oa em c’hichen, a zô en em dennet pell.

12. Ar ré a glaské va buez a strivé ouz-in ; hag ar ré a fellé d’ézhô ôber droug d’in a gomzé gan̄t balc’hder, hag a glaské touéllérézou héd ann deiz.

13. Évid-oun-mé hén̄vel oud eur bouzar na glevenn két ; hag ével eur mûd na zigorenn két va génou.

14. Ha mé a zô deûet ével eunn dén ha na glev két ; ha péhini n’en deûz két a lavar enn hé c’hénou.

15. O véza ma em eûz lékéat va géd enn-od, Aotrou : té a glevô ouz-in, Aotrou va Doué,

16. O véza ma em eûz lavaret : N’en em laouénaen̄t két va énébourien diwar va fenn ; hî péré, pa eo bét horellet va zreid, hô deûz lavaret traou balc’h ac’hanoun ;

17. O véza ma ounn daré da véza skourjézet, ha ma éma bépréd va glac’har dirâk va daoulagad ;

18. O véza ma rôinn da anaout va fallagriez, ha m’am bézô koun eûz va féc’hed.

19. Koulskoudé va énébourien a zô béô, hag a zô en em grévéet ouz-in ; hag ar ré a gasa ac’hanoun héb abek a zô kresket é niver.

20. Ar ré a rô droug évit mâd a wall-gomzé diwar va fenn, ô véza ma heûlienn ar mâd.

21. Na zilez két ac’hanoun, Aotrou va Doué ; na bella két diouz-in.

22. Deûz buan d’am skoazella, Aotrou, Doué va zilvidigez.


————

XXXVIII PSALM.


Évit an divez, da Iditum, kanaouen David.


1. Lavaret em eûz : Va hen̄chou a virinn ; évit na béc’hinn két gan̄t va zéôd. Eur gward em eûz lékeat out va génou, en̄dra ma oa savet ar péc’her em énep.

2. Mâd ounn deûet, hag ounn en em vuéléet, hag ounn tavet diwar-benn ann traou mâd ; ha va glac’har a zô bét névézet.

3. Tommet eo va c’haloun em c’hreiz ; ha pa édoun o prédéria eo kroget ann tân enn-hi.

4. Ha mé em eûz lavaret gan̄t va zéôd : Rô da anaout va divez d’in, ô Aotrou, ha péhini éo ann niver eûz va deisiou ; évit ma wézinn péd a choum c’hoaz d’în.

5. Chétu éc’h eûz lékéat eur ven̄t verr d’am deisiou ; ha va buez a zô ével nétrâ dira-z-od. Évit-gwîr pép dén béô ha pép trâ n’eo némét gwander.

6. Evit-gwîr ann dén a drémen ével eur skeûden ; hôgen en em nec’hi a râ enn-aner. Dastum a ra ten̄zoriou ; ha na oar két évit piou é tastum anézhô.

7. Ha bréma pétrâ eo va géd ? Ha né két ann Aotrou ? Va holl drâ a zô enn-od.

8. Tenn ac’hanoun eûz va holl fallagriézou ; va rôet éc’h eûz da c’hoapérez d’ann dén diskian̄t.

9. Mâd ounn deûet, ha n’em eûz két digoret va génou, ô véza ma eo té éc’h eûz hé c’hréat.

10. Distrô diouz-in da c’houliou.

11. Fatet ounn bét dindân ners da zourn, pa éc’h eûz va zamallet : enn abek d’hé fallagriez éc’h eûz kastizet ann dén, ha lékéat éc’h eûz hé éné da zizec’ha ével eur gefniden : évit-gwîr enn-aner eo en em nec’h pép dén.

12. Sélaou, Aotrou, out va féden hag out va garm ; rô skouarn d’am daérou. Na dâv két ; râg eunn diavésiad ounn dira-z-oud, hag eunn ergerzer, ével va holl dadou.

13. Rô éhan d’in, évit ma en em fréskainn, abarz m’az inn-kuit, ha na vézinn mui.


————


XXXIX. PSALM.


Évit an divez, Psalm da Zavid hé-unan.


1. Gortozet ha gortozet em eûz ann Aotrou, hag hén̄ a zô trôet ouz-in.

2. Hag hen̄ en deûz sélaouét out va fédennou ; ha va zennet en deûz eûz al lenn a reûz, hag eûz ar poull fan̄k, ha lékéat en deûz va zreid war ar méan ; ha rénet en deûz va c’hamméjou.

3. Ha lékéat en déûz em génou eur ganaouen névez, évit béza kanet d’hon Doué. Kalz a wélô ann dra-zé hag a vézô spountet ; hag hî a lakai hô géd enn Aotrou.

4. Euruz ann dén péhini en deûz lékéat hé c’héd é hanô ann Aotrou ; ha na zell két oud ar gwanderiou, hag out traou diskian̄t ha touelluz.

5. Kalz burzudou éc’h eûz gréat té, Aotrou va Doué : ha n’eûz dén hén̄vel ouz-id enn da vénosiou. Pa eo bét fellet d’in hô danévella hag hô rei da anaout, em eûz hô c’havet stan̄k dreist pép niver.

6. Ne két fellet d’id kaout nag hostiv na kennig ; hôgen diskouarn klôk éc’h eûz rôet d’in. N’éc’h eûz két goulennet a sakrifiz-losk nag a hostiv évid ar péc’hed.

7. Neûzé em eûz lavaret : Chétu é teûann. É penn al levr eo skrivet diwar va fenn

8. É rajenn da ioul. Va Doué, hé ioulet em eûz, hag em eûz lékéat da lézen é-kreiz va c’haloun.

9. Embannet em eûz da reizded enn eur strollad brâz ; chétu n’em eûz két serret va muzellou : Aotrou, té her goar.

10. N’em eûz két kuzet da reizded é gwéled va c’haloun ; disklériet em eûz da wirionez ha da zilvidigez. N’em eûz két kuzet da drugarez na da wirionez ouz eur strollad brâz.

11. Té éta, Aotrou, na bella két da vadelezou diouz-in ; da drugarez ha da wirionez hô deûz va miret bépréd.

12. Râg grounnet ounn gan̄d drougou hag a zô diniver ; strôbet ounn bét gan̄t va fallagriézou, ha n’em eûz két gellet hô gwélout. Stan̄koc’h in̄t deûet égét bléô va fenn ; ha va c’haloun é deûz va dilézet.

13. Teurvez, Aotrou, va zenna a boan. Aotrou, sell ouz-in évit va skoazella.

14. Ra vézô mézékéet ha spoun̄tet kévret ar ré a glask va buez évid hé zenna digan-én̄. Ra zistrôiô war hô chîz, ha ra vézô spoun̄tet ar ré a glask ôber drouk d’in.

15. Ra zougô râk-tâl hô mézégez, ar ré a lavar d’in : Mâd, mâd.

16. Ra dridô ha r’en em laouénai enn-od ar ré holl a glask ac’hanod ; ha ra lavarô bépréd ar ré a gâr da zilvidigez : Ra vézô meûlet-brâz ann Aotrou.

17. Évid-oun-mé a zô tavan̄tek ha paour ; ann Aotrou en deûz prédériet ac’hanoun. Té a zô va skoazel ha va gwarézer ; va Doué, na zalé két.


————


XL. PSALM.


Évid ann divez, Psalm da Zavid.


1. Euruz eo ann dén a laka évez oud ann tavan̄tek hag oud ar paour : er gwall zeiz é vézô tennet a boan gan̄d ann Aotrou.

2. Ra virô ann Aotrou anézhan̄, ra rôi eur vuez hîr d’ézhan̄, r’hel lakai da véza euruz war ann douar : ha na lézet két anézhan̄ da c’hoan̄t hé énébourien.

3. Ra zigasô ann Aotrou fréalzidigez d’ézhan̄ war hé wélé a c’hloaz ; hé wélé holl éc’h eûz trôet ha distrôet enn hé glén̄ved.

4. Évid-oun-mé em eûz lavaret : Aotrou, az péz truez ouz-in ; paré va éné, râk péc’het em eûz enn da énep.

5. Va énébourien hô deûz lavaret drouk d’in : Peûr é varvô, hag é vézô kaset hé hanô da-gét?

6. Mar teûé unan-bennag anézhô d’am zî évit va gwélout, é lavaré traou gwân ; hé galoun é deûz dastumet ar fallagriez évit-han̄. Mon̄t a réa er-méaz, hag é komzé enn hévélep doaré.

7. Va holl énébourien a gomzé é-kûz em énép ; hag hî a venné ivé droug em énep.

8. Eunn dra direiz em énep hô deûz lékéat enn hô fenn ; hôgen ann hini a zô kousket er marô, hag hén̄ na hellô két sével adarré da véo (M) ?

9. Râg ann dén gan̄t péhini é vévenn é péoc’h, é péhini en em fisienn, ha péhini a zébré eûz va bara, a zô bét trubard em c’hén̄ver.

10. Hôgen té, Aotrou, az péz truez ouz-in, ha gra d’in sével eûz a varô da véô ha mé a zistolô d’ézhô ann drouk hô deûz gréat (M).

11. Anavézet em eûz pénaoz é karez ac’hanoun, ô véza n’en em laouénai két va énébour diwar va fenn.

12. Enn abek d’am dinamded éc’h eûz va digéméret ; hag éc’h eûz va startéet dira-z-oud da-vikenn.

13. Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué Israel enn holl gan̄tvéjou. Evel-sé bézet gréat ; ével-sé bézet gréat.


————


XLI. PSALM.


Évid ann divez, poell da vipien Koré.


1. Ével ma c’hoan̄ta ar c’harô douréier ar feun̄teuniou ; ével-sé, va Doué, é c’hoan̄ta va éné ac’hanod.

2. Va éné en deûz séc’hed eûz ann Doué kré ha béô ; peûr é teûinn hag en em ziskouézinn dirâk Doué ?

3. Va daérou a zô bét da vara d’in nôz-deiz, pa lavared d’in bemdez : Péléac’h éma da Zoué ?

4. Koun zô deûet d’in eûz a gémen̄t-sé, hag em eûz skuḻet va éné enn-oun va-unan : ô véza ma tréméninn dré al léac’h ma éma ann tabernakl estlammuz, bété tî Doué ; é-kreiz ar c’hân hag al lévénez, ha trouz ar banvez.

5. Pérâk, va éné, oud-dé trist ? Ha pérâg éc’h en̄krézez-té ac’hanoun ? Laka da c’héd enn Aotrou ; râg hé veûli a rinn c’hoaz, ével silvidigez va dremm,

6. Ha va Doué. Va éné a zô bét en̄krézet enn-oun va-unan ; râk-sé em bézô koun ac’hanod eûz a zouar ar Jourdan, eûz a Hermon, hag eûz ar ménez bihan.

7. Eul loun̄k a zenn eul loun̄k all d’hé heûl, galvet gan̄t mouez da zic’hlannou (M). Da holl goummou ha da holl wagennou a zô dilammet war-n-oun (M).

8. Ann Aotrou en deûz gourc’hémennet d’hé drugarez don̄t d’ann deiz merket : ha d’hé ganaouen don̄t d’ann nôz (M). Mé a bédô enn-oun Doué va buez.

9. Mé a lavarô da Zoué : Va digémer oud. Pérâg éc’h eûz-té va an̄kounac’héet ? Ha pérâg é kerzann-mé trist, en̄dra ma ounn glac’haret gan̄d ann énébour ?

10. En̄dra ma vréveur va eskern, va énébourien, péré a heskin ac’hanoun, a ra c’hoaz tamallou d’in, ô lavarout d’in bemdez : Péléac’h éma da Zoué ?

11. Pérâk, va éné, oud-dé trist ? Ha pérâg éc’h en̄krézez-té ac’hanoun ? Laka da c’héd enn Aotrou ; râg hé veûli a rinn c’hoaz, ével silvidigez va dremm, ha va Doué.


————


XLII. PSALM.


Psalm David.


1. Barn ac’hanoun, va Doué, ha rann va c’héfridi diouc’h eur vrôad ha né két san̄tel : tenn ac’hanoun eûz a zaouarn ann den fallagr ha touelluz.

2. Pa oud va ners, ô Doué, pérâg éc’h eûs-té va bannet ? Ha pérâg é kerzann-mé trist, en̄dra ma ounn glac’haret gan̄d va énébour ?

3. Digas da c’houlou ha da wirionez ; hî hô deûz va rénet ha va c’haset war da vénez san̄tel hag enn da dabernaklou.

4. Hag éz inn bétég aoter Doué, étrézé Doué, péhini a laouéna va iaouan̄ktiz. Mé a veûlô ac’hanod war ann délen, ô Doué va Doué.

5. Pérâk, va éné, oud-dé trist ? Ha pérâg éc’h en̄krézez-té ac’hanoun ? Laka da c’héd enn Aotrou ; râg hé veûli a rinn c’hoaz ével silvidigez va dremm, ha va Doué.


————


XLIII. PSALM.


Évid ann divez, da vipien Koré, évid ar poell.


1. Doué, klevet hon eûz gan̄d hon diskouarn : hon tadou hô deûz danévellet d’é-omp al labour éc’h eûz gréat enn hô deisiou, hag enn deisiou ken̄t.

2. Da zourn en deûz kaset-da-gét ar brôadou, hag éc’h eûz hô lékéat énô : glac’haret hag harluet éc’h eûz ar boblou-zé.

3. Râk né két gan̄d hô c’hlézé eo éz in̄t deûet da véza perc’hen d’ann douar (T) : ha né két hô bréac’h é deûz hô dieûbet ; hôgen da zourn déou, ha da vréac’h, ha sklerder da zremm ; ô véza ma éc’h eûz hô c’haret.

4. Té a zô ivé va roué ha va Doué : té péhini éc’h eûz dieûbet Jakob gan̄d da c’hourc’hémenn.

5. Enn-od é kavimp ann ners évid diskara hon énébourien ; hag enn da hanô é raimp faé war ar ré a zaô enn hon énep (T).

6. Râk na likiinn két va géd em gwarek ; ha va c’hlézé na zieûbô két ac’hanoun.

7. O véza ma eo té éc’h eûz hon tennet eûz a zaouarn ar ré a c’hlac’haré ac’hanomp ; hag éc’h eûz gôlôet a vez ar ré hô dôâ kas ouz-omp (T).

8. É Doué en em veûlimp héd ann deiz : hag éc’h an̄savimp da hanô da-vikenn.

9. Hôgen bréma éc’h eûz hor bannet hag hor mézékéet ; ha na gerzez mui gan̄d hon arméou.

10. Hol lékéat éc’h eûz da drei kein d’hon énébourien ; ha nî a zô deûet da breiz d’ar ré hor c’haséé.

11. Hor rôet éc’h eûz ével ann dén̄ved a zébreur ; hag éc’h eûz hor skiñet é-touez ar brôadou.

12. Gwerzet éc’h eûz da bôbl hép gounid : hag évid nébeûd a drâ in̄t bet prénet.

13. Da zismégan̄s éc’h eûz hol lékéat dirâg hon amézéien, ha da gunuc’hen ha da c’hoapérez d’ar ré a zô war hon trô.

14. Da zorc’hen éc’h eûz hol lékéat é-touez ar brôadou ; hag ar boblou a hej hô fenn.

15. Va méz a zô dira-z-oun héd ann deiz : hag ar vézégez a wéleur war va dremm a c’hôlô ac’hanoun,

16. Gan̄t mouéz ann hini a damall ac’hanoun, hag a zrouk-prézég ganén̄ ; da wél va énébour ha va heskiner.

17. Kémen̄t-sé holl a zô bét c’hoarvézet gan-é-omp, ha n’hon eûz két da an̄kounac’héet ; ha n’hon eûz két droûg-c’hréat é-kén̄ver da gévrédigez.

18. Né kéd éat hor c’haloun war hé gîz ; ha n’éc’h eûz két distrôet hor c’hamméjou dioûc’h da hen̄t ;

19. O véza ma éc’h eûz hor vuéléet enn eul léac’h a c’hlac’har, ha ma omb bét gôlôet gan̄t skeûd ar marô.

20. Ma hon eûz an̄kounac’héet hanô hon Doué, ha ma hon eûz astennet hon daouarn étrézég eunn Doué a-ziavéaz :

21. Ha na en̄klaskô két Doué kémen̄t-sé ? Râg hén̄ a anavez ar péz a zô kuzet er c’haloun. Râk kaset omp d’ar marô bemdez évid-oud ; lékéat omp é-c’hîz dén̄ved mâd da véza lazet.

22. Saô, pérâg oud-dé kousket, Aotrou ? Saô, ha na zistol két ac’hanomp da-vikenn.

23. Pérâg é tistrôez-té da zaoulagad, hag éc’h an̄kounac’héez hor paourén̄tez hag hon en̄krez ?

24. Râg hon éné a zô vuéléet er poultr ; hâg hor c’hôv a zô staget oud ann douar.

25. Saô, Aotrou, skoazell ac’hanomp ha daspren ac’hanomp enn abek d’as hanô.


————


XLIV. PSALM.


Évid ann divez, évid ar ré a vézô trôet, da vipien Koré évid ar poell, kanaouen évid ar miñoun-kêr.


1. Va c’haloun é deûz kaset er-méaz eur gér mâd ; mé a lavar va ôberiou d’ar roué. Va zéôd a zô ével pluén eur skrivañer a skrîv buan.

2. Kaer eo da c’héned hag enn tû all da c’héned bugalé ann dûd (M) ; ar c’hrâs a zô fennet war da vuzellou : râk-sé en deûz Doué da venniget da-vikenn.

3. Gouriz da glézé war da vorzed, galloudek-brâz.

4. Steñ ével eur warek da c’héned ha da gaerded. Kéa a-raok ha béz euruz, ha rén dré ar wirionez, hag ann habaskded, hag ar reizded : ha da zourn déou az kasô enn eunn doaré burzuduz.

5. Da zaésiou a zô lémm, ar boblou a gouézô dindan-od ; san̄ka a rain̄t é kaloun énébourien ar roué.

6. Da drôn, ô Doué, a badô da-vikenn. Gwalen da rén a vézô eur walen a éeunder.

7. Ar reizded éc’h eûz karet, hag ar fallagriez éc’h eûz kaséet. Râk-sé, Doué, da Zoué en deûz da lardet gan̄d éôl al lévénez dreist da genvreûdeûr.

8. C’houéz ar mirr, hag ann aloez, hag ar sinnamom a zâv eûz da ziḻad, hag eûz da diez olifan̄t : râk-sé oud bét laouénéet ;

9. Ha merc’hed ar rouéed hô deûz da énoret. Ar rouanez a zô choumet enn hé sâ enn tû déou d’id gan̄d eur zaé alaouret, ha kalz kin̄klérézou war hé zrô.

10. Sélaou, va merc’h, ha gwél, ha dinaou da skouarn ; hag an̄kounac’ha da bobl, ha tî da dâd.

11. Hag ar roué a c’hoan̄tai da c’héned ; râg hén̄ eo ann Aotrou da Zoué ; hag hî a azeûlô anézhan̄.

12. Ha merc’hed Tîr, gan̄d ar ré binvidika eûz ar bobl, a zigasô rôou d’id, hag a rai hô féden dira-z-od.

13. Holl c’hloar merc’h ar roué a zô enn diabarz, é penn-piḻou aour ;

14. Ha kalz kin̄klérézou war hé zrô. Gwerc’hézed a vézô kaset d’ar roué war hé lerc’h ; ar ré nésa d’ézhan̄ a zô kaset d’id.

15. El lévénez hag enn tridérez é vézin̄t kaset ; é templ ar roué é vézin̄t kaset.

16. É léac’h da dadou eo bét ganet mipien d’id ; hô lakaad a rî da brin̄sed war ann douar holl.

17. Koun hô dévézô eûz da hanô a-wenn-é-gwenn. Râk-sé ar boblou a embannô da veûleûdi da-vikenn, hag é kan̄tvéjou ar c’han̄tvéjou.


————


XLV. PSALM.


Évid ann divez, da vipien Koré, évid ann traou kuzet.


1. Doué eo hor ménéc’hi, hag hon ners ; hor skoazel eo bét enn en̄krézou brâz a zô deûet enn-drô d’é-omp.

2. Râk-sé n’hor bézô két a aoun, ha pa vé kéflusket ann douar ; ha pa vé dizouget ar ménésiou é-kreiz ar môr.

3. Trouz hô deûz gréat hé zouréier, hag in̄t bét héjet ; ar ménésiou a zô bét horellet gan̄d hé ners brâz.

4. Réd eur ster a laouéna kéar Doué ; ann uc’héla en deûz san̄télet hé dabernakl.

5. Enn hé greiz éma Doué, ha dré-zé na vézô két horellet ; ha Doué a skoazellô anézhan̄ adaleg goulou-deiz.

6. Ar brôadou a zô bét reûstlet, hag ar rouan̄télésiou a zô bét diskaret ; hé vouéz en deûz rôet, hag ann douar a zô bét horellet.

7. Aotrou ann arméou a zô gan-é-omp : Doué Jakob eo hon digémer.

8. Deûit, ha gwélit oberiou ann Aotrou, en deûz lékéat da vurzudou war ann douar ;

9. O lakaad da éhana ar brézéliou bété penn ann douar. Ar wareg a dorrô, ann armou a vrévô ; hag ann tirennou a zévô gan̄d ann tân.

10. Bézit enn éhan, ha gwélit pénaoz eo mé Doué : huéléet é vézinn é-kreiz ar brôadou, huéléet é vézinn enn douar holl.

11. Aotrou ann arméou a zô gan-é-omp. Doué Jakob eo hon digémer.


————


XLVI. PSALM.


Évid ann divez, évit mipien Koré, Psalm.


1. Brôadou, stlakit holl hô taouarn ; kanit d’ann Aotrou gan̄d eur vouéz laouen.

2. Râg ann Aotrou a zô uc’hel-brâz, hag estlammuz ; roué brâz war ann douar holl.

3. Lékéat en deûz ar boblou da bléga dindân-omp, hag ar brôadou dindân hon treid.

4. Dilennet en deûz hé zigwéz enn-omp ; géned Jakob en deûz karet.

5. Doué a zô piñet el lévénez, hag ann Aotrou é-kreiz soun ar c’horn-boud.

6. Kanit da c’hloar hon Doué, kanit ; kanit da c’hloar hor roué, kanit.

7. Râk roué ann douar holl eo Doué ; kanit gan̄t furnez.

8. Doué a rénô war ar brôadou : Doué a zô azézet war hé drôn san̄tel.

9. Prin̄sed ar boblou a zô en em strollet war-drô da Zoué Abrâham ; râk douéed kré ann douar a zô en em uc’héléet meûrbéd.


————


XLVII. PSALM.


Psalm-kanaouen évit mipien Koré, évid eil zervez ar sabbat.


1. Brâz eo ann Aotrou, ha meûluz meûrbéd é kéar hon Doué, war hé vénez san̄tel.

2. Ann douar a drid ô wélout eo diazézet ménez Sion ; war-zû ann han̄ter-nôz éma kéar ar roué brâz.

3. Doué a vézô anavézet enn hé ziez, pa zigémérô anézhi.

4. O véza ma eo en em strollet rouéed ann douar ; ha ma in̄t en em unanet.

5. Pa hô deûz gwélet kémen̄t-sé in̄t bét saouzanet, in̄t bét reûstlet, in̄t bét kéflusket.

6. Ar c’hrén a zô krôget enn-hô, hô foan a zô hén̄vel oud hini eur c’hrég é gwilioud.

7. Gan̄d eunn avel gré é torri listri Tarsis.

8. Ével ma hon eûz klévet, ével-sé hon eûz gwélet é kéar Aotrou ann arméou, é kéar hon Doué ; Doué en deûz hé diazézet da-vikenn.

9. Digéméret hon eûz, ô Doué, da drugarez é-kreiz da dempl.

10. Ével ma éma da hanô, ével-sé éma da veûleûdi bété penn ann douar ; da zourn déou a zô leûn a reizded.

11. R’en em laouénai ménez Sion, ha ra dridô merc’hed Juda, enn abek d’as barniou, Aotrou.

12. Grîd ann drô da Zion, ha grounnit-hi, nivérit hé zouriou.

13. Men̄tit hé ners, ha nivérit hé ziez ; évit ma tanévellot kémen̄t-sé d’ar rummou all.

14. Râg hen-nez eo Doué, hon Doué ni da-vikenn hag a-gan̄tved-é-kan̄tved ; hén̄ a rénô war-n-omp a-héd ar c’han̄tvéjou.


————


XLVIII. PSALM.


Évid ann divez, da vipien Koré, Psalm.


1. Holl boblou, sélaouit ann dra-man̄ : rôit skouarn, c’houi holl péré a choun er béd :

2. Kenn tûd dister, kenn tûd brâz : kenn tûd pinvidik, kenn tûd paour.

3. Va génou a lavarô ar furnez ; ha préder va c’haloun a vézô ar poell.

4. Dinaoui a rinn va skouarn d’ar barabolen ; hag é tisklériinn va lavar war ann délen.

5. Pérâg em béfe-mé aoun er gwall zeiz ? Fallagriez va zeûl a strôbô ac’hanoun.

6. Ar ré a laka hô fisian̄s enn hô ners, a fougé gan̄d hô madou brâz.

7. Ar breûr na zasprén két hé vreûr, ann dén na zasprénô két anézhan̄ pa ne rôiô két da Zoué péadra d’hé habaskaat ;

8. Nag eur gôbr évid daspréna hé éné ; hag hén̄ a labourô da-vikenn,

9. Hag a vévô c’hoaz hép divez.

10. Na wélô két ar marô, pa wélô ar ré fûr ô vervel : ann dén diskian̄t hag ar foll a varvô kévret. Hag hî a zilézô hô madou gan̄t tûd a-ziavéaz.

11. Hag hô bésiou a vézô da diez d’ézhô da-vikenn. Hô zeltou é vézin̄t a-rumm-é-rumm : gan̄d hô hanvou hô deûz hanvet hô douarou.

12. Hag ann dén pa édô enn énoriou, n’en deûz két poellet kémen̄t-sé : oud al loéned diskian̄t eo bét hévélébékéet, hag eo deûet hével out-hô.

13. Ann hen̄t-sé péhini a heûlion̄t a zô eur gwall-skouér évit-hô ; ha koulskoudé diouc’h hô lavar é plijô dezhô.

14. Ével dén̄ved in̄t bét lékéat enn ivern ; ar marô hô debrô. Hag ar ré reiz hô dévézô galloud war-n-ézhô adaleg ar min̄tin ; hag hô skoazel ken̄t a zeûi-da-gét enn ivern, pa hô dévézô kollet hô c’hloar.

15. Koulskoudé Doué a zieûbô va ené eûz a c’halloud ann ivern, pa en dévézô va digéméret.

16. N’az péz kéd a aoun mar d-eo deûet pinvidig eunn dén ; ha mar d-eo kresket ar c’hloar enn hé dî ;

17. Râk pa vézô marô, na gasô két holl gan̄t-han̄ ; hag hé c’hloar na ziskennô két gan̄t-han̄.

18. Râg en̄dra ma vézô béô-hén̄, é vézô benniget hé éné ; da veûli a rai pa rî vâd d’ézhan̄.

19. Mon̄d a rai da gavout gwenn hé dadou ; ha da vikenn na wélô mui ar goulou.

20. Ann dén pa édo enn énoriou, n’en deûz két poellet kémen̄t-sé : oud al loéned diskian̄t eo bét hévélébékéet, hag eo deûet hével out-hô.


————


XLIX. PSALM.


Psalm Asaf.


1. Doué ann douéed, ann Aotrou en deûz komzet : hag hén̄ en deûz galvet ann douar, adalek ar sâv-héol bétég ar chûs-héol.

2. Eûz a Zion é teûi skéd hé c’héned.

3. Doué a zeûiô enn eunn doaré splann : hon Doué a zeûiô, ha na davô két. Ann tân a grogô dira-z-han̄ ; hag eunn arné gré a vézô enn-drô d’ézhan̄.

4. Gervel a rai ann én̄v diwar-laez ; hag ann douar diwar naou évit dibaba hé bobl.

5. Strollit dira-z-han̄ hé zen̄t, péré hô deûz gréat kévrédigez gan̄t-han̄ gan̄t sakrifisou.

6. Hag ann én̄vou a embannô hé reizded ; râk Doué hé-unan eo ar barner.

7. Sélaou, va fobl, ha mé a gomzô ; Israel, ha mé a rôiô testéni d’id : mé eo Doué, mé eo da Zoué.

8. Na damallinn két ac’hanod évid da zakrifisou ; râk da zakrifisou-losk a zô bépréd dira-z-oun.

9. Na gémérinn két leûéou eûz da dî ; na bouc’hed eûz da dropellou.

10. Râg holl loéned ar c’hoajou a zô d’in, hag ivé loéned ar ménésiou, hag ann éjenned.

11. Evned ann én̄v a anavézann ; ha kaerded ar parkou a zô em c’herz.

12. Ma em eûz naoun, n’hel livirinn két d’id ; râg ann douar holl ha kémen̄d a zô enn-han̄ a zô d’in.

13. Ha dibri a rinn-mé kîg ann tirvi ? Pé éc’h évinn goâd ar bouc’hed ?

14. Kennig da Zoué eur sakrifiz a veûleûdi ; ha rô da wéstlou d’ann Uc’héla.

15. Galv ac’hanoun é deiz ann en̄krez ; mé az dieûbô, ha té a énorô ac’hanoun.

16. Hôgen Doué en deûz lavaret d’ar péc’her : Pérâg é embannez-té va reisiou, hag éc’h eûs-té va c’hévrédigez enn da c’hénou ?

17. Râk té éc’h eûz kaséet ar c’hélen ; hag éc’h eûz taolet va geriou adré d’id.

18. Mar gwélez eul laer, é rédez gan̄t-han̄ ; ha gan̄d ann avoultrerien é kémérez da lôd.

19. Da c’hénou a oa leûn a zrougiez, ha da déôd na aozé némét touellérézou.

20. Pa oaz azézet, é komzez a-énep da vreûr, hag é aozez spi a-enep mâb da vamm.

21. Kémen̄t-sé éc’h eûz gréat, hag ounn tavet. Krédet éc’h eûz, dén fallagr, pénaoz é vijenn hén̄vel ouz-id ; da damallout a rinn, hag é likiinn ac’hanod dira-z-od da-unan.

22. Poellit kémen̄t-sé, c’houi péré a an̄kounac’ha Doué, gan̄d aoun na skrapfé ac’hanoc’h, ha na vé dén évid hô tenna a boan.

23. Ar sakrifiz a veûleûdi a énorô ac’hanoun ; hag hen-nez eo ann hen̄t dré béhini é tiskouézinn d’ézhan̄ silvidigez Doué.


————


L. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David, pa zeûaz ar profed Natan étrézeg enn-han̄, goudé ma oa bét ô kaout Betsabéé.


1. Az péz truez ouz-in, ô Doué, hervez da drugarez vrâz ; hag hervez ann niver brâz eûz da vadélésiou, lam va fallagriez.

2. Gwalc’h ac’hanoun mui-oc’h-vui eûz va fallagriez : ha néta ac’hanoun eûz va féc’hed.

3. O véza ma anavézann va fallagriez, ha ma éma bépréd va féc’hed dira-z-oun.

4. Enn da gen̄ver hép-kén em eûz péchet, ha dira-z-od em eûz gréat ann drouk : évit ma vézi kavet gwirion enn da c’heriou, ha tréac’h pa vézi barnet.

5. Râk chétu ounn bét en̄géhen̄tet er fallagriéz ; hag er péc’héd ounn bét en̄géhen̄tet gan̄t va mamm.

6. Râk chétu éc’h eûz karet ar wirionez ; hag éc’h eûz diskouézet d’in ann traou kuzéta eûz da furnez.

7. Va doura a rî gan̄t sikadez, hag é vézinn glanet ; va gwalc’hi a rî, hag é vézinn gwennoc’h égéd ann erc’h.

8. D’am c’haloun é rôi da glévout dudi ha lévénez (M) : ha va eskern a dridô enn hô vuelded.

9. Distrô da zaoulagad diouc’h va féc’héjou ; ha lam va holl fallagriézou.

10. Krou enn-oun eur galoun c’hlân, ô Doué, ha névéz em c’hreiz eur spéred éeun.

11. Na zistol két ac’hanoun a zira-z-od ; ha na lam két da spéred san̄tel diwar-n-oun.

12. Rô d’in adarré lévénez da zilvidigez ; ha starda ac’hanoun gan̄d eur spéred a ners.

13. Deski a rinn da hen̄chou d’ar ré fallagr : hag ar gwall-dûd a zistrôiô ouz-id.

14. Tenn ac’hanoun eûz ar goâd, ô Doué, Doué va zilvidigez ; ha va zéôd a veûlô da reizded.

15. Aotrou, va muzellou a zigori ; ha va génou a embannô da veûleûdi.

16. Râk m’az pé bét c’hoan̄téet eur sakrifiz, em bijé hé rôet d’id évit-gwîr ; hôgen na garfez két ar sakrifisou-losk.

17. Eur spéred keûziek a zô eur sakrifiz hétuz da Zoué : na zisprizit két, ô Doué, eur galoun keûziek ha vuel.

18. Gra vâd, Aotrou, da Zion enn da ioul vâd ; évit ma vézô savet muriou Jéruzalem.

19. Neûzé éc’h aotréi eur sakrifiz a reiz, ar c’hennigou, hag ar sakrifisou-losk : neûzé é vézô lékéat leûéou war da aoter.


————


LI. PSALM.


Évid ann divez, poell da Zavid, pa zeûaz Doeg, ann Iduméad, da zanévella da Zaul, penaoz é oa deûet David da dî Akimelec’h.


1. Pérâg é fougéez-té enn drougiez, té péhini a zô galloudek er fallagriez ?

2. Héd ann deiz en deûz da déôd mennet ann direiz ; ével eunn aoten lemm éc’h eûz gréat touellérez.

3. Gwell eo bét gan-éz ann drougiez égéd ar vadélez ; ken̄t éc’h eûz komzet hervez ann direiz égéd hervez ar reiz.

4. Karet éc’h eûz ann holl c’heriou téar, ô téôd touelluz.

5. Râk-sé Doué az kasô-da-gét da-vikenn ; da ziframma a rai, da lakaad a rai er-méaz eûz da delt ; hag é tennô da c’hrisien eûz a zouar ar ré véô.

6. Ann dûd reiz a wélô ann dra-zé hag a vézô spoun̄tet ; hag hî a c’hoarzô diwar hé benn, hag a lavarô :

7. Chétu ann dén ha n’en deûz két lékéat éz oa Doué mâd da skoazel d’ézhan ; hôgen péhini en deuz lékéat hé c’héd enn hé vadou brâz ; hag en deûs tennet fougé eûz hé wander.

8. Hôgen mé ével eur wézen-olived a zoug frouez é tî Doué, em eûz lékéat va géd é trugarez Doué da-vikenn, hag enn holl gan̄tvéjou.

9. Mé a veûlô ac’hanod da-vikenn, é véza ma ec’h eûz gréat kémen̄t-sé : hag é c’hortozinn da hanô, ô véza ma eo mâd dirâk da zen̄t.


————


LII. PSALM.


Évid ann divez, war ar Maélet, poell da Zavid.


1. Ann dén diskian̄t en deûz lavaret enn hé galoun : N’eûz két a Zoué.

2. Saotret in̄t, hag argarzuz in̄t deûet enn hô fallagriézou ; n’eûz hini a gémen̄t a rajé ar mâd.

3. Doué en deûz sellet eûz ann én̄v out bugalé ann dûd : évit gwélout hag éz eûz unan poellek-bennâg, pé a glaskfé Doué.

4. En em zihin̄chet in̄t holl ; didalvez in̄t deûet holl ; n’eûz két enn hô zouez hag a rajé ar mâd, n’eûz hini é-béd.

5. Ha n’her gwézin̄t két, hî holl péré a ra fallagriez, hî péré a loun̄k va fobl ével eunn tamm bara ?

6. N’hô deûz két galvet Doué : énô hô deûz krénet gan̄d aoun, el léac’h na oa két a aoun da gaout. O véza m’en deûz Doué brévet eskern ar ré a fellé d’ézhô plijout d’ann dûd ; in̄t bét mézékéet, ô véza ma en deûz Doué hô disprizet.

7. Piou eûz a Zion a rôiô silvidigez da Israel ? Pa en dévézô Doué lékéat da éhana sklavérez hé bobl, Jakob a dridô, hag Israel en em laouénai.


————

LIII. PSALM.


Évid ann divez, war ar c’hanaouennou, poell da Zavid, pa zeûaz ar Ziféed, hag é léverchon̄t : ha né két kuzet David enn hon touez ?


1. Tenn ac’hanoun a boan, ô Doué, enn da hanô ; ha barn ac’hanoun enn da ners.

2. Sélaou, ô Doué, out va féden ; rô skouarn da c’heriou va génou.

3. Râk diavésidi a zô savet em énep, ha lôd kré hô deûz klasket va buez : ha n’hô deûz két lékéat Doué dira-z-hô.

4. Chétu Doué a skoazel ac’hanoun ; hag ann Aotrou a zô da zifenner d’am buez.

5. Distol ann droug war va énébourien ; ha kâs-hi da-gét enn da wirionez.

6. A-galoun-vâd é kenniginn d’id eur sakrifiz, hag é veûlinn da hanô, ô Aotrou ; râk mâd eo.

7. Râg eûz a béb en̄krez éc’h eûz va dieûbet ; ha va lagad en deûz sellet gan̄d herder out va énébourien.


————


LIV. PSALM.


Évid ann divez, war ar c’hanaouennou, poell da Zavid.


1. Sélaou, ô Doué, out va féden, ha na zispriz két va goulenn vuel.

2. Sell ouz-in, ha sélaou ouz-in. Glac’haret ounn bét enn eur brédéria war va foaniou (T) ; reustlet ounn,

3. Gan̄t mouéz ann énébour, ha gan̄d en̄krez ar péc’her. O véza ma hô deûz taolet fallagriézou war-n-oun ; ha ma hô deûz va heskinet enn hô buanégez.

4. Va c’haloun a zô reûstlet enn-oun ; ha spoun̄t ar marô a zô kouézet war-n-oun.

5. Ann aoun hag ar c’hrén a zô kroget enn-oun ; hag ann dévalien é deûz va gôlôet :

6. Hag em eûz lavaret : Piou a rôiô d’in diou-askel ével ar goulm, hag é nijinn, hag é arzaôinn ?

7. Chétu em eûz tec’het pell ; hag ounn choumet enn distrô.

8. Mé a c’hortozé ann hini en deûz va dieûbet eûz a fillidigez va spéred, hag eûz ann arné.

9. Diskar-hi, Aotrou, rann hô zéôdou ; râg gwélet em eûz ar fallagriez hag ann énébiez é kéar.

10. Ar fallagriez a strôbô anézhi nôz-deiz war hé muriou ; hag al labour a zô enn hé c’hreiz,

11. Hag ivé ann direiz. Hag ar c’hampi hag ann touellérez a zô bépréd war hé leûriou kéar.

12. Rak ma venn bét milliget gan̄d eunn énébour d’in, em bijé ken̄toc’h hé c’houzan̄vet. Ha ma ve bét gwall gomzet ouz-in gan̄d eunn dén hag en divijé va c’haséet, martézé é vijenn en em guzet ra-z-han̄.

13. Hôgen té a zô eunn dén a oa a-unan gan-én̄, a oa da benn d’am c’huzul ha va miñoun brâz :

14. Té péhini a zebré bôedou c’houék kévret gan-én̄ ; té gan̄t péhini é valéenn gan̄t unvaniez vrâz étrézé tî Doué.

15. Ra zeûi ar marô war-n-hô ; ha ra ziskennin̄t d’ann ivern béô buézek, ô véza ma éma ann drougiez enn hô ziez, hag enn hô zouez.

16. Hôgen mé em eûz garmet étrézé Doué : hag ann Aotrou a zieûbô ac’hanoun.

17. Diouc’h ar pardaez, diouc’h ar min̄tin, ha da grésteiz é tanévellinn hag é embanninn ; hag hén̄ a zélaouô out va mouéz.

18. Daspréna a rai va éné é péoc’h digan̄d ar ré a dôsta ouz-in : râk kalz anézhô a oa gan-én̄.

19. Doué a zélaouô ouz-in, hag a vuélai anézhô, hén̄ péhini a zô abarz ar c’han̄tvéjou. Râk n’eûz kemm é-béd enn-hô, ô véza na zoujon̄t két Doué.

20. Astennet en deûz hé zourn évid disteûrel d’ézhô ar péz a zellezon̄t. Saotret hô deûz hé gévrédigez.

21. Skiñet in̄t bét gan̄t buanégez hé zremm ; hag hé galoun a zô tôstéet. Hé lavariou a zô chouékoc’h égéd éôl ; hôgen é doaré darédou in̄t.

22. Taol da holl bréder war ann Aotrou, hag hen̄ hé-unan az magô : na rôiô két eur c’héflusk peûr-baduz d’ann dén reiz.

23. Hôgen té, ô Doué, a gasô anézhô da bun̄s ar marô. Ann dûd a c’hoad hag a douellérez n’az ain̄t két d’ann han̄ter eûz hô deisiou ; hôgen mé, Aotrou, a lakai va géd enn-od.


————


LV. PSALM.


Évid ann divez, évid ar bobl a zô bét pelléet diouc’h ar zen̄t, David a lékéaz ar skrid-man̄ da en̄vor, pa oé dalc’het gan̄d diavésidi é Gét.


1. Az péz truez ouz-in, ô Doué ; râg ann dén en deûz va mac’het ; héd ann deiz en deûz stourmet ouz-in, hag en deûz va en̄krézet.

2. Héd ann deiz ounn bét mac’het gan̄t va énébourien : râk kalz a zô hag a vrézéléka ouz-in.

3. Pa zavô ann deiz em bézô aoun ; hôgen enn-od é likiinn va géd.

4. É Doué é veûlinn hé c’hér, é Doué em eûz lékéat va géd ; n’am bézô két a aoun râg ar péz a rai ar c’hîk d’in.

5. Héd ann deiz éc’h argarzen̄t va geriou ; hô holl vénosiou a oa em énep enn drouk.

6. En em strolla hag en em guzet a rain̄t ; hag é arvéstin̄t va c’hamméjou. Ével ma hô deûz gortozet va buez,

7. É doaré é-béd na zieûbi anézhô : enn da vuanégez, ô Doué, é tispenni ar boblou-zé.

8. Va buez em eûz diskouézet d’id : va daérou éc’h eûz lékéat dira-z-od, hervez ar gér éz pôa rôet.

9. Ével-sé va énébourien a zistrôiô war hô c’hiz : é pé zeiz-bennâg ma c’halvann ac’hanod, éc’h anavézann pénaoz oud va Doué.

10. É Doué é veûlinn ar gér, enn Aotrou é veûlinn al lavar ; é Doué em eûz lékéat va géd, n’am bézô két a aoun râg ar péz a rai ann dén d’in.

11. Em én̄vor éma, ô Doué, ar gwéstlou em eûz gréat d’id, ar veûleûdi a dléann d’id.

12. O véza ma éc’h eûz dieûbet va éné eûz ar marô, ha va zreid eûz al lamm : évit ma vézinn hétuz dirâk Doué é goulou ar ré véô.


————


LVI. PSALM.


Évid ann divez, na zispenn két ac’hanoun. David en deûz lékéat ar skrid-man̄ da en̄vor, pa dec’haz a zirak Saul en eur c’héô.


1. Az péz truez ouz-in, ô Doué, az péz truez ouz-in : râk va éné en deûz lékéat hé fisian̄s enn-od. Hag é likiinn va géd é skeûd da ziou-askel, kén na vézô éat ar fallagriez ébiou.

2. Mé a c’harmô oud Doué ann Uc’hel-meûrbéd ; Doué péhini en deûz gréat vâd d’in.

3. Kaset en deûz eûz ann én̄v, hag en deûz va dieûbet ; ar ré a vac’hé ac’hanoun en deûz mézékéet. Doué en deûz kaset hé drugarez hag hé wirionez,

4. Hag hén̄ en deûz tennet va éné eûz a greiz al léonédigou ; kousket ounn bét leûn a reûstl. Bugalé ann dûd hô deûz den̄t ével armou ha saésiou : hag hô zéôd a zô eur c’hlézé lemm.

5. En em zaô, ô Doué, dreist ann én̄vou ; ha bézet da c’hloar enn douar holl.

6. Eur spi hô deûz aozet out va zreid ; ha va éné hô deûz kroummet. Eunn toull hô deûz kleûsiet dira-z-oun ; hag in̄t kouézet enn-han̄.

7. Aozet eo va c’haloun, ô Doué, aozet eo va c’haloun ; mé a ganô, hag a veûlô ac’hanod war ar binviou.

8. Saô, va gloar, savit, va liren ha va zélen : mé a zavô diouc’h ar min̄tin.

9. Mé a an̄savô ac’hanod, Aotrou, é-touez ar boblou ; hag é veûlinn ac’hanod war ar binviou é-touez ar brôadou :

10. O véza ma eo savet da drugarez béteg ann en̄vou, ha da wirionez bétég ar c’hoabr.

11. En em zaô, ô Doué, dreist ann én̄vou ; ha bézet da c’hloar war ann douar holl.


————


LVII. PSALM.


Évid ann divez, na zispenn két. David en deûz lékéat ar skrîd-man̄ da en̄vor.


1. Mar komzit évit-gwîr hervez ar reiz : barnit ivé hervez ann éeunder, ô mipien ann dûd.

2. Râk fallagriézou a zoaréit enn hô kaloun : hag hô taouarn na réon̄t némét traou direiz war ann douar.

3. Ar béc’herien a zô dihin̄chet kerken̄t ha ma in̄t ganet ; faziet hô deûz kerken̄t ha ma in̄t deûet eûz a gôv hô mamm : gevier hô deûz lavaret.

4. Hô frouden a zô hén̄vel oud hini ann aer : hag oud ann aspik en em laka da véza bouzar, ô stan̄ka hé ziskouarn ;

5. Évit na glevô két mouéz ar strôbinellerien : hag hini ar c’helc’hier a fellô d’ézhan̄ hé strôbinella gan̄t gwénded.

6. Doué a vrévô hô den̄t enn hô génou : ann Aotrou a frikô kilden̄t al léoned.

7. Da nétrâ é vézin̄t kaset ével dour a réd : hé wareg en deûz steñet kén na vézin̄t gwanet.

8. Ével ar c’hoar a deûz é vézin̄t kaset-da-gét : kouézet eo ann tân war-n-ézhô, ha n’hô deûz két gwélet ann héol.

9. Abarz ma hô dévézô poellet pénaoz é vézô deûet hô spern da spern-mélen : hén̄ hô loun̄kô ével ez-béô enn hé frouden.

10. Ann dén reiz en em laouénai pa wélô ar ven̄jan̄s : hé zaouarn a walc’hô é goâd ar péc’her.

11. Hag ann dén a lavarô : Mar béz évit-gwîr frouez évid ann dén reiz : éz eûz évit-gwîr eunn Doué hag a varn anézhô war ann douar.


————


LVIII. PSALM.


Évid ann divez, na zispenn két ac’hanoun. David en deûz lékéat ar skrîd-man̄ da en̄vor, pa gasaz Saul tûd évit miroud hé dî, hag évid hé laza.


1. Tenn achanoun, va Doué, eûz a zaouarn va énébourien ; ha dieûb ac’hanoun diouc’h ar ré a zaô ouz-in.

2. Tenn ac’hanoun eûz a zaouarn ar ré a ra fallagriez ; ha dieûb ac’hanoun diouc’h ann dûd a c’hoad.

3. Râk chétu é klaskon̄t kaout va éné ; tûd kré a zô en em daolet war-n-oun.

4. Né két évit va fallagriez nag évit va féc’hed, Aotrou ; hép fallagriez em eûz rédet hag ounn en em rénet.

5. Sâv ha diambroug ac’hanoun, hag arvest. Té, Aotrou, Doué ann arméou, Doué Israel, laka évez da enwélout ann holl vrôadou ; n’az péz két a druez oud ar ré holl a râ fallagriez.

6. Distrei a rain̄t diouc’h ar pardaez ; hag hî hô dévézô naoun ével châs, hag a rai ann drô eûz a géar.

7. Komza a rain̄t enn hô génou, hag eur c’hlézé a zô war hô muzellou : râk piou, émé-z-hô, en deûz klevet ?

8. Ha té, Aotrou, a râi goab anézhô ; ann holl vrôadou a gasi-da-gét.

9. Enn-od é virinn va ners, ô véza ma oud, ô Doué, va difenner.

10. Trugarez va Doué a ziambrougô ac’hanoun.

11. Doué a ziskouézô d’in hé ioul war va énébourien ; na lâz két anézhô, gan̄d aoun na ven̄t an̄kounac’héet gan̄t va fobl. Skiñ anézhô gan̄d da ners ; ha diskar anézhô, ô Aotrou, va difenner,

12. Enn abek da zrouk hô génou, da lavar hô muzellou ; ha ra vézin̄t paket enn hô rogen̄tez. Hag é vézô embannet hô argarzidigez hag hô gevier,

13. É deiz ann dispenn ; pa vézin̄t dispennet gan̄d da vuanégez ha na vézin̄t mui. Hag hî a wézô pénaoz Doué a aotrouniô war Jakob, ha bétég harzou ann douar.

14. Distrei a rain̄t diouc’h ar pardaez ; hag hî hô dévézô naoun ével châs, hag a rai ann drô eûz a géar.

15. En em skiña a rain̄t évit klask hô boéd ; ha ma n’hô deûz két hô gwalc’h, é hiboudin̄t.

16. Évid-oun-mé a ganô da ners hag a veûlô gan̄t lévénez da drugarez diouc’h ar min̄tin. O véza ma oud deûet da zifenner d’in, ha da zigémer, é deiz va en̄krez.

17. Kana a rinn d’id, ô va c’henners, ô véza ma oud Doué, va difenner, va Doué, va zrugarez.


————


LIX. PSALM.


Évid ann divez, évid ar ré a vézô névézet ; ann dra-man̄ a oa skrivet da én̄vor, évit kélen da Zavid, pa lékéaz ann tân er Mésopotamia-Siria, hag é Sobal, hag é tistroaz Joab, péhini en em daolaz war ann Iduméa, hag a lazaz daouzék mil den é traon̄ien ar c’hoalennou.


1. O Doué, hon dislolet éc’h eûz, hon disman̄tret éc’h eûz ; drouk zô bét éat enn-oud, hag éc’h eûz bét truez ouz-omp.

2. Kéflusket eo ann douar gan-éz, hag hé reûstlet éc’h eûz : iac’ha hé darzou râk kéflusket eo bét.

3. Traou kalet éc’h eûz diskôuézet d’as pobl ; gwîn-man̄tr éc’h eûz rôet d’é-omp da éva.

4. Eunn arouéz éc’h eûz rôet d’ar ré a zouj ac’hanod, évit ma tec’hin̄t a zirâg ar warek ; évit ma vézô dieûbet ar ré a garez,

5. Dieûb ac’hanoun gan̄d da zourn déou, ha sélaou ouz-in.

6. Doué en deûz komzet enn hé zan̄t ; en em laouénaad a rinn ha ranna Sichem a rinn : hag é ven̄tinn traon̄ien ann teltou.

7. Galaad a zô d’in, ha Manasez a zô d’in ; hag Éfraim eo ners va fenn. Juda eo va roué :

8. Moab eo léstr va géd. Enn Iduméa éc’h astenninn va c’hamméjou : ann diavésidi a likiinn da bléga d’in.

9. Piou a gasô ac’hanoun er géar gré ? Piou a gasô ac’hanoun bétég enn Iduméa ?

10. Ha na vézô két té, ô Doué, péhini éc’h eûz hon distolet ; ha na gerzi mui gan̄d hon arméou ?

11. Rô d’é-omp skoazel enn hon en̄krez ; râk didalvez eo skoazel ann dén.

12. Gan̄d Doué é raimp traou kalounuz ; hag hén̄ a gasô-da-gét ar ré a heskin ac’hanomp.


————


LX. PSALM.


Évid ann divez, war ganaouennou David.


1. Sélaou, ô Doué, out va goulenn : laka évez out va féden.

2. Eûz a harzou ann douar em eûs garmet étrézég enn-od : en̄dra ma oa en̄krézet va c’haloun, éc’h eûz va zavet war ar méan.

3. Va rénet éc’h eûz, ô véza ma oud deûet da c’héd d’in, ével enn tour kré out va énébour.

4. Choum a rinn da-vikenn enn da dabernakl ; difennet é vézinn dindân̄ skeûd da ziou-askel.

5. O véza, va Doué, ma éc’h eûz sélaouet out va féden, ma éc’h eûz rôet digwéz d’ar ré a zouj da hanô.

6. Deisiou war zeisiou a rôi d’ar roué : hag éc’h astenni hé vloavésiou a-rumm-é-rumm.

7. Choum a rai da-vikenn dirâk Doué ; piou a en̄klaskô hé drugarez hag hé wirionez ?

8. Ével-sé é kaninn da c’hloar da hanô a-gan̄tved-é-kan̄tved, évit ma sévéninn va gwéstlou a zeiz é-deiz.


————


LXI. PSALM.


Évid ann divez, évid Idutun, Psalm David.


1. Ha na zoujô két va éné da Zoué, pa eo digan̄t-han̄ é teûiô va zilvidigez ?

2. Râg hén̄ hé-unan eo va Doué, ha va Zalver, va difenner ; ha na vézinn mui kéflusket.

3. Bété pégeit en em daolot-hu war eunn dén, hag en em lékéot holl évid hé laza, ével oud eur vôger kostézet, pé oud eur gôz vur horellet ?

4. Koulskoudé hô deûz mennet tenna va gôbr digan-én̄, hag em eûz rédet ha mé séc’hédet : a c’hénou é vennigen̄t, hag a galoun é villigen̄t.

5. Koulskoudé, va éné, douj da Zoué : pa eo digan̄t-han̄ é teû va habaskded.

6. Râg hén̄ hé-unan eo va Doué, ha va Zalver : va skoazel, ha na fin̄vinn két.

7. É Doué éma va zilvidigez, ha va gloar : eûz a Zoué é teû va skoazel, ha va géd a zô é Doué.

8. Likid hô kéd enn-han̄, holl strollad ar bobl, fennit hô kalounon dirâ-z-han̄ : Doué a zô hor skoazel da-vikenn.

9. Koulskoudé bugalé ann dûd a zô didalvez, bugalé ann dûd a zô gaouiad er balan̄sou ; hag hî en em unan kévret enn didalvédigez évit touella.

10. Na likid két hô kéd er fallagriez, ha na c’hoan̄tait két traou laéret. Ma hoc’h eûz kalz a vadou, na stagit két hô kaloun out-hô.

11. Eur wéach en deûz komzet Doué, hag ann diou zra-man̄ em eûz klevet, pénaoz da Zoué eo ar galloud,

12. Ha d’id, Aotrou, ann drugarez ; râk té a zistôlô da béb-unan hervez hé ôberiou.


————


LXII. PSALM.


Psalm David, pa édô é distrô ann Iduméa.


1. Doué, va Doué, da glask a rann kerken̄t ha ma teû ar goulou. Va éné en deûz séc’hed ac’hanod ; hag é pé zoaré éz â ivé va c’hîg étrézeg enn-od ?

2. Enn eunn douar distrô, dihen̄t ha dizour, en em ziskouézet ounn d’id ével el léac’h san̄tel, évit gwélout da ners ha da c’hloar ;

3. O véza ma eo gwelloc’h da drugarez égéd ar vuez ; va muzellou a veûlô ac’hanod.

4. Ével-sé é venniginn ac’hanod héd va buez ; hag é savinn va daouarn enn da hanô.

5. Ra vézô leûn va éné ével a lard hag a zruzoni ; ha va génou, ha va muzéllou az meûlô gan̄t lévénez.

6. Ma em eûz bét koun ac’hanod war va gwélé, é likiinn va ménoz enn-od adaleg ar min̄tin,

7. O véza ma oud bét va skoazel, ê tridinn dindan̄ skeûd da ziou-askél.

8. Va éné a zô en em staget war da lerc’h ; da zourn déou en deûz va difennet.

9. Hôgen hî a glaskô enn-aner va éné, é gwéled ann douar éz ain̄t.

10. Da lemm ar c’hlézé é vézin̄t rôet, préiz al lern é vézin̄t.

11. Hôgen ar roué en em laouénai é Doué ; ar ré holl a dou dré-z-han a vézô meûlet ; râk serret eo bét génou ar ré a lavaré traou direiz.


————


LXIII. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Sélaou, ô Doué, out va mouéz pa bédann ; tenn va éné eûz a aoun ann énébour.

2. Va difennet éc’h eûz diouc’h strollad ann dûd fall ; diouc’h al lôd brâz eûz ar ré a ra fallâgriez.

3. Râk lemmet hô deûz hô zéôdou ével eur c’hlézé ; steñet hô deûz hô gwarek leûn a c’houervder,

4. Évit toulla gan̄d hô saésiou ann dén dinam enn amc’houlou.

5. Râk-tâl é toullin̄t anézhan̄ gan̄d ho saésiou, ha n’hô dévézô két a aoun ; hô gwall vénoz hô deûz startéet. En em guzuliet hô deûz évit kuza hô spiou ; hag hî hô deûz lavaret : Piou hô gwélô ?

6. Fallagriézou hô deûz en̄klasket ; hôgen didalvez eo bét hô en̄klask. Ann dén a ziskennô é gwéled hé galoun ;

7. Ha Doué a vézô savet. Ar gouliou a réon̄t a zô ével ar ré a râ saésiou ar vugalé :

8. Hag hô zéôdou hô deûz kollet hô ners enn hô énep. Ar ré holl a wélé anézhô, a zô bét reûstlet ;

9. Ha pép dén a zô bét spoun̄tet. Hag hî hô deûz embannet ôberiou Doué ; hag hî hô deûz poellet hé labouriou.

10. Ann dén reiz en em laouénai enn Aotrou, hag a lakai hé c’héd enn-han̄, hag ann holl dûd éeun a vézô meûlet.


————


LXIV. PSALM.


Évid an divez, Psalm David, kanaouen Jérémias hag Ézékiel, évit pobl ann dizougadur, pa zéraoué don̄d er-méaz.


1. Talvézoud a ra d’id, ô Doué, é vé kanet eur werz é Sion ; hag é vé rôet gwéstlou d’id é Jéruzalem.

2. Sélaou out va féden : pép kîg a zeûiô étrézég enn-od.

3. Geriou ar ré fallagr hô deûz hon trec’het : hôgen té a nétaiô ac’hanomp eûz hor fallagriézou.

4. Gwenvidig eo ann hini éc’h eûz dilennet ha digéméret ; choum a rai enn va leûrennou. Karget é vézimp gan̄t madou da dî ; san̄tel eo da dempl ;

5. Estlammuz eo er reiz. Sélaou ouz-omp, ô Doué hor Salver, géd holl harzou ann douar, hag ar ré a zô pell er môr.

6. Té péhini a starda ar ménésiou gan̄d da ners, a zô gourizet gan̄d da c’halloud :

7. Té péhini a géflusk gwéled ar môr, hag a laka hé goummou da drouza. Ar brôadou a vézô reûstlet,

8. Hag ar ré a choum é harzou ann douar a vézô spoun̄tet gan̄d da arouésiou ; laouénaad a rî ar min̄tin, hag ar pardaez.

9. Gwélet éc’h eûz ann douar, hag éc’h eûz hé vézviet ; eûz a galz a vadou éc’h eûz hé garget. Ster Doué a zô bét leûn a zour ; hag éc’h eûz aozet boéd évid-hô ; râg ével-sé eo éc’h aozez ann douar.

10. Doura hé irvi, ha kresk hé struj : hag hén̄ en em laouénai eûz hé zour, gan̄d ar frouez a zougô.

11. Benniga a rî kurunen ar bloaz gan̄d da vadélez ; ha da barkeier a vézô leûn a frouez.

12. Lec’hiou kaer ann distrô a zeûiô da véza lard ; hag al lévénez a c’hourizô ar c’hrec’hiennou.

13. Ann tourzed hô dévézô kalz dén̄ved war hô zrô, hag ann traoniennou a vézô gôlôet a éd ; ann holl a iouc’hô hag a ganô.


————


LXV. PSALM.


Évid an divez, kanaouen pé Psalm ann dazorc’hidigez.


1. En em laouénait é Doué, holl zouar :

2. Kanit é gloar hé hanô : rôit énor d’ézhan̄ gan̄d hô meûleûdiou.

3. Livirit da Zoué : Pégen estlammuz eo, Aotrou, da ôberiou ? Da ners brâz a damallô da énébour a c’hevier.

4. Ra azeûlô ac’hanod ann holl zouar, ha ra ganô da veûleûdi : ra ganô é gloar da hanô.

5. Deûit, ha gwélit ôberiou Doué : estlammuz eo enn hé guzuliou diwar-benn bugalé ann dûd.

6. Hén̄ péhini en deûz trôet ar môr enn eunn douar séac’h ; hag hî hô deûz treûzet ar ster war-droad : énô en em laouénaimp enn-han̄.

7. Hén̄ péhini a zô da Aotrou gan̄d hé ners hé-unan ha peûr-baduz, hag a zell gan̄t préder oud ar brôadou ; ar ré a hég anézhan̄, na fougéen̄t két enn-hô hô-unan.

8. O brôadou, bennigit hon Doué ha savit hô mouez enn eur gana hé veûleûdiou (T) ;

9. Hén̄ péhini en deûz rôet ar vuez d’am éné ; ha n’en deûz két lézet va zreid da horella.

10. Râg hon arnodet éc’h eûz, ô Doué : hon arnodet éc’h eûz gan̄d ann tân, ével ma arnodeur ann arc’han̄t.

11. Hon digaset éc’h eûz er spi, en̄krézou éc’h eûz lékéat war hor c’hein.

12. Tûd éc’h eûz lékéat war hor pennou. Tréménet hon eûz dré ann tân ha dré ann dour ; hag éc’h eûz hon digaset enn eul léac’h klét.

13. Mon̄d a rinn enn da dî gan̄d hostivou-losk ; sévéni a rinn ar gwéstlou em eûz gréat d’id,

14. Hô deûz rôet da anaout va muzellou, en deûz lavaret va génou em en̄krez.

15. Kenniga a rinn d’id hostivoau-losk mélek gan̄t môged ann tourzed ; kenniga a rinn d’id éjenned gan̄t bouc’hed.

16. Deûit, klévit, c’houi holl péré a zouj Doué, hag é livirinn d’é-hoc’h kémen̄d en deûz gréat évit va éné.

17. Va génou en deûz garmet out-han̄, ha va zéôd en deûz hé uc’héléet.

18. Ma em eûz sellet oud ar fallagriez em c’haloun, ann Aotrou na zélaouô két ouz-in.

19. Râk-sé en deûz Doué sélaouet ouz-in, hag en deûz lékéat évez out mouéz va féden.

20. Benniget ra vézô Doué, péhini n’en deûz két distolet va féden, na tennet hé drugarez diwar-n-oun.


————


LXVI. PSALM.


Évid ann divez, war ar gwersiou, Psalm pé kanaouen David.


1. R’en dévézô Doué truez ouz-omp, ha ra vennigô ac’hanomp : ra sklerai hé zremm war-n-omp, ha r’en dévézô truez ouz-omp ;

2. Évit ma anavézimp da hen̄t war ann douar, ha da zilvidigez é-touez ann holl vrôadou.

3. Ra vézi meûlet, ô Doué, gan̄d ar boblou : ra vézi meûlet gan̄d ann holl boblou.

4. R’en em laouénai ha ra dridô ar brôadou, ô véza ma varnez ar boblou gan̄t reiz, ha ma rénez ar brôadou war ann douar.

5. Ra vézi meûlet, ô Doué, gan̄d ar boblou : ra vézi meûlet gan̄d ann holl boblou.

6. Ann douar en deûz rôet hé frouez. Ra vennigô Doué, hon Doué ac’hanomp.

7. Ra vennigô Doué ac’hanomp ; ha ra zoujô anézhan̄ holl harzou ann douar.


————


LXVII. PSALM.


Évid an divez, Psalm pé kanaouen da Zavid.


1. Ra zavô Doué, ha ra vézô skiñet hé énébourien : ha ra dec’hô a zira-z-od ar ré hô deûz kas ouz-id.

2. Ével ma teû ar môged da ziaéza, ével-sé é tiaézin̄t : ével ma teûz ar c’hoar dirâg ann tân, ra vézô kollet ar béc’herien dirâk Doué.

3. Hôgen ra vanvézô ann dûd reiz, ha ra dridin̄t dirâk Doué ha ra gémérin̄t hô dudi el lévénez.

4. Kanit da Zoué, kanit da c’hloar hé hanô ; aozit ann hen̄t d’ann hini a zô piñet war ar c’hûs-héol : ann Aotrou eo hé hanô. Tridit dira-z-han̄ ; reûstlet é vézin̄t oc’h hé wélout.

5. Hén̄ péhini a zô tâd ann emzivaded, ha barner ann in̄tan̄vézed. Doué a zô enn hé léac’h san̄tel ;

6. Doué péhini a laka da choum enn hé dî ar ré a zô unvan ; péhini a laka ar ré drec’het da zistrei enn hô ners, hag ar ré a hég anézhan̄, da choum er bésiou.

7. Pa gerzez, ô Doué, é raok da bobl, pa dréménez enn distrô,

8. Ann douar a grénaz, hag ann én̄vou a zivéraz dirâk Doué Sinai, dirâk Doué Israel.

9. Ranna a rézoud, ô Doué, hervez da ioul, eur glaô d’as digwéz ; ha mar d-eo bét gwanet, éc’h eûz hé grévéet.

10. Da loéned a choumô enn-han̄ ; enn da vadélez, ô Doué, éc’h eûz hé aozet évid ar paour.

11. Ann Aotrou a rôi hé c’hér d’ar ré a embannô hé c’hloar gan̄t kalz a ners.

12. Roué ann arméou a déc’hô dirâg ar bobl karet-mâd ; hag ann hini a gempennô ann tî, a rannô ann dibourc’h.

13. Ha pa vec’h bét kousket war ann oaled, é viot hén̄vel oud eur goulm, a zô arc’han̄tet hé diou-askel, hag alaouret penn hé c’hein.

14. Pa arvestô roué ann én̄v oud ar rouéed a zô savet out-han̄, hî a zeûi da véza gwenn ével erc’h Selmon.

15. Ménez Doué, ménez druz, ménez strujuz, ménez lard.

16. Pérâg é sellit-hu oud ar ménésiou strujuz ? Eur ménez eo war béhini eo plijet gan̄d Doué choum : râg ann Aotrou a choumô war-n-ézhan̄ bétég ann divez.

17. Karr Doué en deûz war hé drô ouc’h-penn dék mil, ha meûr a vil éal el lévénez. Ann Aotrou a zô enn hô c’hreiz enn hé san̄tuar ével é Sinai.

18. Piñet oud ouc’h krec’h, sklaved éc’h eûz kéméret ; hag éc’h eûz digémeret rôou évid ann dûd. Hag ar ré ziskrédik hô deûz gwélet pénaoz é choumé ann Aotrou Doué enn hô zouez.

19. Ra vézô benniget ann Aotrou a-zeiz-é-deiz : ra rai d’é-omp Doué hor zilvidigez kaout eunn hen̄t mâd.

20. Hon Doué eo, Doué ar zilvidigez ; hag ann Aotrou holl-c’halloudeg eo a denn eûz ar marô.

21. Hôgen Doué a vrévô pennou hé énébourien, penn blevek ar ré a gerz enn hô féc’héjou.

22. Ann Aotrou en deûz lavaret : Eûz a Vasan é tenninn anézhô, eûz a wéled ar môr hô zenninn,

23. Évid ma vézô livet da droad gan̄t goâd da énébourien, hag ivé téôd da châs.

24. Gwélet hô deûz da zonédigez, ô Doué, donédigez va Doué ; va roué a zô er san̄tuar.

25. Ar brin̄sed holl gan̄d ar ganerien a iéaz d’hé ziambrouga ; hag hî, é-kreiz ar plac’hed-iaouan̄k, a skôé war daboulinou.

26. Bennigit Doué enn hô strolladou, bennigit ann Aotrou, c’houi péré a zeû eûz a vammennou Israel.

27. Énô éma Ben̄jamin ar paotr-iaouan̄k, hag hén̄ souézet, ha prin̄sed Juda, hag hô duged ; prin̄sed Zabulon, prin̄sed Neftali.

28. Diskouéz, ô Doué, da ners ; kréva, ô Doué, ar péz éc’h eûz gréat ennomp,

29. Eûz da dempl a zô é Jéruzalem. Ar rouéed a zigasô rôou d’id.

30. Sparl al loéned c’houéz a zô er raoskl, strollad poblou hén̄vel out tirvi hag oud ounnéred, péré a fell d’ézhô harlua ar ré a zô bét arnodet ével archan̄t. Skîñ ar brôadou a c’hoan̄ta ar brézel.

31. Kannaded a zeûi eûz ann Éjipt ; ann Étiopia a astennô da gen̄ta hé daouarn étrézé Doué.

32. Rouan̄télésiou ann douar, kanit da Zoué ; meûlit ann Aotrou ; meûlit Doué,

33. Péhini a zô piñet dreist én̄v ann én̄vou war-zû ar sâv-héol. Chétu hén̄ a rôi eunn ners brâz d’hé vouéz.

34. Rôit gloar da Zoué diwar-benn Israel. Hé veûrded hag hé ners a wéleur er c’hoabr.

35. Burzuduz eo Doué enn hé zen̄t, Doué Israel a rô hé-unan ann ners hag ar galloud d’hé bobl. Benniget ra vézô Doué.


————


LXVIII. PSALM.


Évid an divez, évid ar ré a vézô nevézet ; David.


1. Savété ac’hanoun, ô Doué, ô véza ma eo deûet ann douréier bétég em éné.

2. San̄ket ounn enn eur fan̄k doun, ha n’eûz kéd a galéder. Deûed ounn é gwéled ar môr : hag ar stourm en deûz va beûzet.

3. Skuizet ounn bét ô c’harmi, ha va gargaden a zô bét raoulet : va daou-lagad a zô bét disman̄tret, en̄dra ma lékéenn va géd em Doué.

4. Stan̄koc’h égét bléô va fenn eo ar ré a gasa ac’hanoun héb abek. Va énébourien péré a heskin ac’hanoun gan̄d direizded a zô krévéet ; paéet em eûz ar péz n’em bôa két kéméret.

5. O Doué, té a anavez va diboell ; ha va féc’héjou n’in̄t két kuzet ouz-id.

6. Na rusien̄t két enn abek d’in ar ré a c’hortoz ac’hanod, Aotrou, Aotrou ann arméou. Na vézen̄t két mézékéet enn abek d’in ar ré a glask ac’hanod, Doué Israel.

7. Râg enn abek d’id eo em eûz gouzan̄vet dismégan̄s, hag eo bét gôlôet va dremm gan̄d ar véz.

8. Ével eunn diavésiad ounn deûet évit va breûdeûr ; hag ével eunn tréméniad évid bugalé va mamm.

9. Râg ann oaz eûz da dî a wast ac’hanoun ; hag ann dismégan̄sou a zô bét gréat d’id a zô kouézet war-n-oun.

10. Gôlôet em eûz va ené er iûn ; ha kémen̄t-sé a zô deûet da zismégan̄s din.

11. Kéméret em eûz eur zaé-reûn da wisk : hag ounn deûet da zorc’hen d’ézhô.

12. Ar ré a oa azézet é-tâl ar porz a lavaré droug ac’hanoun ; hag ar ré a évé gwîn a gané diwar va fenn.

13. Évidoun-mé, Aotrou, mé a réa va féden d’id ô lavarout : Chétu, ô Doué, ann amzer da ziskouéza da vadélez. Sélaou ouz-in hervez ma’z eo brâz da drugarez, ha gwirionez da zilvidigez.

14. Tenn ac’hanoun eûz ar fan̄k, évit na zan̄kinn két enn-han̄ : dieûb ac’hanoun eûz ar ré a gasa ac’hanoun, hag eûz a wéled ann douréier.

15. Na veûzet két ac’hanoun ar stourm dour, ha na loun̄ket két ac’hanoun ar poull-doun : ha na zerret két ar pun̄s hé c’hénou war-n-oun.

16. Sélaou ouz-in, Aotrou, ô véza ma eo hégarad da drugarez ; sell ouz-in hervez da zaman̄tou brâz.

17. Ha na zistrô két da zaoulagad diouc’h da baotr ; ô véza ma émounn enn en̄krez, sélaou buan ouz-in.

18. Laka évez out va éné, ha dieûb anézhan̄ ; tenn ac’hanoun a boan enn abek d’am énébourien.

19. Té a anavez va dismégan̄s, va méz ha va mézégez.

20. Ar ré holl péré a en̄krez ac’hanoun a zô dira-z-od : va c’haloun é deûz gortozet ann dismégan̄s hag ar reûz. Ha mé em eûz gortozet ma teûjé eur ré d’én em c’hlac’hari gan-én̄, hag hini n’en deûz hé c’hréat ; ma teûje eur ré d’am zic’hlac’hari, ha n’em eûz kavet hini.

21. Hag hi hô deûz rôet béstl d’in da voéd, ha digaset d’in em sec’hed gwîn-egr da éva.

22. Ra zeûi hô zaol ével eur roued, ével eul lamm, évit béza da c’hôbr d’ézhô.

23. Ra dévalai hô daoulagad évit na wélin̄t két ; ha laka hô c’hein da véza kroumm bépréd.

24. Skûḻ war-n-ézhô da vuanégez ; ha ra gouézô war-n-ézhô frouden da vuanégez.

25. Ra vézô hô c’héar didûd : ha na choumet dén dindân hô zeltou,

26. O véza ma hô deûz heskinet ann hini ez pôa skôet ; hag hî hô deûz kresket c’hoaz poan va gouli.

27. Lez-hi da lakaat fallagriez war fallagriez ; ha n’az aen̄t két enn da reizded.

28. Ra vézin̄t lamet eûz a levr ar ré véô ; ha na vézen̄t két skrivet gan̄d ar ré reiz.

29. Mé a zô paour ha glac’haret ; da c’halloud, ô Doué, en deûz va zavétéet.

30. Meûli a rinn hanô Doué enn eur gana ; hag é uc’hélainn anézhan̄ gan̄t va meûleudi.

31. Hag hétusoc’h é vézô kémen̄t-sé da Zoué égéd eul leûé iaouan̄k da béhini é sâv kerniel ha karn.

32. Ra wélô ar béorien kémen̄t-sé ha r’en em laouénain̄t : klaskit Doué, hag hoc’h éné a vévô :

33. Râg ann Aotrou en deûz sélaouet oud ar béorien ; ha na zispriz két ar ré a oa enn hé éréou.

34. Ann én̄vou hag ann douar, ar môr, ha kémen̄t loen a zô enn-hô, ra veûlin̄t anézhan̄.

35. Râk Doué a zieûbô Sion ; ha keriou Juda a vézô savet ; hag hî a choumô énô, hag hô dévézô anézhi da zigwéz.

36. Ha gwenn hé zervicherien a vézô perc’hen d’ézhi ; hag ar ré a gâr hé hanô a choumô enn-hi.


————


LXIX. PSALM.


Évid an divez, Psalm David enn én̄vor m’en dôa Doué hé dennet a boan.


1. O Doué, deûz d’am skoazella ; hast, Aotrou, d’am c’hen-nerza.

2. Ra vézô faézet ha mézékéet ar ré a glask va buez :

3. Ra drôi war hô c’hîz, ha r’hô dévézô méz, ar ré a fell d’ézhô ôber drouk d’in. Ra vézô diskaret râk-tâl gan̄t méz ar ré a lavar d’in : Mâd, mâd.

4. Ra dridô ha r’en em laouénai enn-od ar ré holl a glask ac’hanod, ha ra livirin̄t bépréd, hî péré a gâr da zilvidigez : Ra vézô énoret-brâz ann Aotrou.

5. Évid-oun-mé a zô tavan̄tek ha paour ; ô Doué, skoazel ac’hanoun. Va skoazeller ha va Zalver oud ; Aotrou, na zalé két.


————


LXX. PSALM.


Psalm David, eûz a vipien Jonadab hag eûz ar sklaved ken̄ta.


1. Enn-oud, Aotrou, em eûz lékéat va fisian̄s ; arabad eo é venn mézékéet da-vikenn (T).

2. Savété ac’hanoun enn da reiz, ha dieûb ac’hanoun. Dinaou da skouarn étrézég enn-oun, ha savété achanoun.

3. Béz d’in eunn Doué gwarézer, hag eul léac’h kré : évit ma savétei ac’hanoun ; râk té eo va ners ha va gwarez.

4. O Doué, tenn ac’hanoun eûz a zaouarn ar péc’her, eûz a zaouarn ann hini a ia a-éneb al lézen, hag ann dén fallagr ;

5. Râk té eo va habaskded, ô Aotrou ; va géd oud, Aotrou, adalek va iaouan̄ktiz.

6. Harpet ounn bét war-n-od é kôf va mamm ; abaoé ma ounn deûet er-méaz anézhan̄ oud deûet da zifenner d’in ; évit da veûli é kanann bépréd.

7. Ével eur burzud ounn bét évit meûr a hini ; hôgen té a zô bét eunn difenner kré évid-oun.

8. Ra vézô leûn va génou a veûleûdi, évit ma kaninn héd ann deiz da c’hloar ha da veûrded.

9. Na zistol két ac’hanoun é amzer ar gôzni ; pa vézô gwanet va ners, na zilez két ac’hanoun.

10. Râk va énébourien hô deûz gwall gomzet ouz-in ; hag ar ré a viré va buez a zalc’haz kuzul étré-z-hô,

11. O lavarout : Doué en deûz hé zilézet ; heskinit-hén̄, ha pakit-hén̄ : râk n’eûz dén évid hé denna a boan.

12. O Doué, na bella két diouz-in ; va Doué, sell ouz-in ha skoazel ac’hanoun.

13. Ra vézô mézékéet ha dispennet ar ré a fell d’ézhô tenna va buez digan-én̄ ; ra vézô gôlôet a véz hag a vézégez ar ré a glask ôber drouk d’in.

14. Hôgen mé a c’hédô bépréd hag a veûlô ac’hanod mui-oc’h-vui.

15. Va génou a embannô da reizded hag a zanévellô bemdez da zilvidigez ; ô véza na anavézann két ar wiziégez,

16. É kerzinn é galloudégez ann Aotrou ; Aotrou, koun em bézô hép-kén eûz da reizded.

17. Va desket éc’h eûz, ô Doué, adalek va iaouan̄ktiz ; ha mé a embannô da vurzudou bétég-henn ;

18. Ha bétég ar gôzni hag ann hîr-hoal ; ô Doué, na zilez két ac’hanoun, kén na rôinn da anaout da ners d’ar rumm a dlé don̄t, ha da c’halloud,

19. Ha da reizded, ô Doué, bétég al lec’hiou uc’héla, gan̄d ann traou brâs éc’h eûz gréat ; ô Doué, piou a zô hén̄vel ouz-id ?

20. Pégémen̄t a en̄krésou hag a boaniou éc’h eûz diskouézet d’in ; hag ô tistrei ouz-in, éc’h eûz adarré rôet ar vuez d’in ; hag éc’h eûz adarré va zennet eûz a loun̄k ann douar :

21. Hag éc’h eûz kresket da veûrded : hag ô tistrei ouz-in, éc’h eûz va dic’hlac’haret.

22. Râk mé a veûlô c’hoaz ac’hanod, ô Doué, oc’h embanna da wirionez diouc’h son ar binviou ; kana a rinn d’id war ann délen, ô san̄t Israel.

23. Va muzellou en em laouénai pa ganinn d’id ; hag ivé va éné, éc’h eûz dasprénet.

24. Ha va zéôd a embannô bemdez da reizded ; pa vézô gôlôet a véz hag a zismégan̄s ar ré a glask ôber drouk d’in.


————

LXXI. PSALM.


Psalm David évit Salomon.


1. O Doué, rô d’ar roué da varnédigez : ha da reizded da vâb ar roué, évit ma varnô da bobl hervez ar reiz, ha da béorien hervez ar varnédigez.

2. Ra zigémérô ar ménésiou ar péoc’h évid ar bobl, hag ar c’hrec’hiennou ar reizded.

3. Barna a rai péorien ar bobl, hag é tieûbô bugalé ar béorien, hag é vuélai ar gwall gomzer.

4. Hag hén̄ a badô en̄dra ma vézô héol ha loar, a-rumm-é-rumm.

5. Hén̄ a ziskennô ével ar glaô war ar c’hréon̄ ; hag ével ann dour a gouéz a-vannéou war ann douar.

6. Enn hé zeisiou é sâvô ar reizded, hag eur péoc’h brâz keit ha ma padô al loar.

7. Hag hén̄ a aotrouniô adaleg eur môr bétég eur môr all ; hag adaleg ar ster bétég harzou ann douar.

8. Dira-z-han̄ é stouô ann Étiopied ; hag hé énébourien a lipô ann douar.

9. Rouéed Tarsis hag ann énézi a gennigô gôbrou ; rouéed ann Arabia ha Saba a zigasô rôou.

10. Hag holl rouéed ann douar a azeûlô anézhan̄ ; ann holl vrôadou a vézô dindân hé c’halloud ;

11. O véza ma tennô ar paour eûz a zourn ann dén galloudék, hag ar paour péhini n’en dôa skoazel é-béd.

12. Hén̄ a drugarézô ar paour hag ann tavan̄tek ; hag é tieûbô énéou ar béorien.

13. Daspréna a rai hô énéou eûz ar c’hampi hag eûz ar fallagriez ; hag hô hanô a vézô énoret dira-z-han̄.

14. Hag hén̄ a vézô, hag é vézô rôet d’ézhan̄ aour eûz ann Arabia ; hag hî a azeûlô bépréd enn abek d’ézhan̄ ; héd ann deiz é vennigin̄t anézhan̄.

15. Ann éd a vézô lékéat enn douar war lein ar ménésiou a zougô hé frouez hag a zavô uc’héloc’h égéd al Liban ; ha tûd kéar a greskô hô niver ével géot ann douar.

16. Benniget ra vézô hé hanô enn holl gan̄tvédou ; keit hag ann héol, é padô hé hanô. Hag holl vreûriézou ann douar a vézô benniget enn-han̄ ; ann holl vrôadou a embannô hé veûrded.

17. Benniget ra vézô ann Aotrou. Doué Israel, péhini hép-kén a ra burzudou.

18. Ha benniget ra vézô ivé hanô hé veûrdez da-vikenn ; ha ra vézô leûniet enn douar holl gan̄d hé veûrdez. Bézet gréat, bézet gréat.

19. Divez kanaouennou David, mâb Jessé.


————


LXXII. PSALM.


Psalm Asaf.


1. Péger mâd eo Doué évid Israel, évid ar ré a zô éeun a galoun !

2. Hôgen évid-oun-mé, a véac’h ma fin̄v va zreid ; a véac’h ma rann eur c’hammed,

3. O véza ma em eûz bét érez oud ar ré fallagr, pa em eûz gwélet péoc’h ar béc’herien.

4. Râk na lékéeur két a évez oud hô marô ; hag hô gouliou na badon̄t két.

5. N’hô deûz két a lôd é labour ann dûd all ; ha n’in̄t két skourjézet ével ann dûd all.

6. Râk-sé é krôg ar rogen̄tez enn-hô, hag in̄t gôlôet gan̄d hô drougiez hag hô fallagriez.

7. Hô fallagriez a zô ével savet eûz hô lard ; da c’hoan̄tégesiou hô c’haloun in̄t en em rôet.

8. Mennet hô deûz, hag hô deûz lavaret drouk ; uc’hel hô deûz lavaret fallagriez.

9. Lékéat hô deûz hô génou a-éneb ann én̄v ; hag hô zéôd a zô tréménet enn douar.

10. Râk-sé va fobl a drôiô aman̄ ; hag é vézô kavet enn-hô deisiou leûn.

11. Hag hî hô deûz lavaret: Pénaoz é oar Doué kémen̄t-sé, hag ar wiziégez a zô enn Uc’hel-meûrbéd ?

12. Cbétu ar béc’herien hô-unan é-kreiz ar founder er béd-man̄, hô deûz dastumet madou brâz.

13. Ha mé em eûz lavaret : Enn-aner eo éta em eûz glanet va chaloun, hag em eûz gwalc’het va daouarn é-touez ar ré zinam.

14. Hag ounn bét skourjézet héd ann deiz ; hag ounn bét kastizet adaleg ar min̄tin.

15. Ma lavarenn : Ével-sé é komzinn ; chétu em eûz tamallet brôad da vipien.

16. Mé a gavé d’in é anavézchenn kémen̄t-sé ; eul labour brâz a zô dira-z-oun ;

17. Kén n’az inn é san̄tuar Doué, ha ken na boellinn pétrâ eo hô divez.

18. Ével enn eur spi éc’h eûz hô lékéat ; hô diskaret éc’h eûz pa en em uc’héléen̄t.

19. Pénaoz in̄t-hi kouézet enn an̄ken ? Enn-eunn-taol in̄t bét dispennet ; kaset in̄t bét da-gét enn abek d’hô fallagriez.

20. Evel huvré ar ré a zihun, Aotrou, é kasi da nétrâ hô skeûden enn da géar.

21. O véza ma eo bét en̄tanet va c’haloun, ha ma eo bét névézet va digroazel,

22. Ha ma ounn bét kaset da nétrâ, héb hé c’houzout ;

23. Ha ma ounn deûet ével eul loen dira-z-od ; ha ma oann bépréd gan-éz,

24. Éc’h eûz dalc’het va dourn déou ; éc’h eûz va c’haset hervez da ioul, hag éc’h eûz va digéméret gan̄t gloar.

25. Râk pétrâ a zô évid-oun enn én̄v ? Ha pétrâ a c’hoan̄taann-mé war ann douar néméd-od ?

26. Falléet eo va c’hîk ha va c’haloun ; té eo Doué va c’haloun, ha va lôd da-vikenn.

27. Râk chétu ar ré a bellai diouz-id a iélô-da-gét ; kolla a rî kémen̄d hini en em zaotrô a zira-z-od.

28. Hôgen mâd eo d’in en em staga ouc’h Doué ; ha lakaat va géd enn Aotrou Doué ; évit ma embanninn da holl veûleûdiou é-tâl persier merc’h Sion.


————


LXXIII. PSALM.


Poell da Asaf.


1. Pérâg, ô Doué, éc’h eûz-té hon distolet da-vikenn ? Hag ef-hi savet da frouden a-énep dén̄ved da beûri ?

2. Az péz koun eûz da strollad, éc’h eûz piaouet adaleg ar penn-ken̄ta ; eûz a walen da zigwéz éc’h eûz dasprénet : ménez Sion, é péhini oud éat da choum.

3. Saô da zaouarn évid diskara da-vikenn hô rogen̄tez ; péger brâz eo ann droug hô deûz gréat er san̄tuar !

4. Ar ré a gaséé ac’hanod a zô en em fougéet é-kreiz da lîd. Lékéad hô deûz hô baniérou da arouéz.

5. Hag hép gouzout pétrâ a réan̄t, hô deûz hô savet war al lein ével war bérsier.

6. Ével ma hô dévijé diskaret gwéz enn eur c’hoat a daoliou bouc’hal, hô deûz trouc’het hé zôriou a-unan ; gan̄d ar vouc’hal ha gan̄d ar morzol hô deûz hé ziskaret.

7. Lékéat hô deûz ann tân enn da zan̄tuar, hag hô deûz hé zévet ; saotret hô deûz tabernakl da hanô, oc’h hé ziskara d’ann douar.

8. En em unanet in̄t kévret, hag hô deûz lavaret enn hô c’haloun : Lékéomp da éhana holl zeisiou goél Doué war ann douar.

9. Na wélomp két hon arwésiou, n’eûz mui a brofed, ha dén na anavézô mui ac’hanomp.

10. Bété pégeit, ô Doué, é teûiô ann énébour d’az tamallout ; hag héga a rai-hén̄ da hanô da-vikenn ?

11. Pérâg éc’h eûz-té tennet da zourn, hag é talc’hez da zourn déou bépréd enn da askré ?

12. Koulskoudé Doué péhini a zô hor roué, pell-brâz zô, en deûz hor savétéet é-kreiz ann douar.

13. Té éc’h eûz startéet ar môr gan̄d da nerz ; flastret éc’h eûz pennou ann aéréven̄t enn douréier.

14. Té éc’h eûz flastret pennou ann aérouan̄t ; hag éc’h eûz hé rôet da voéd da boblou ann Étiopia.

15. Té éc’h eûz lékéat da zével feun̄teûniou ha froudou ; té éc’h eûz dizéc’het ar steriou brâz.

16. D’id eo ann deiz, ha d’id eo ann nôz ; té éc’h eûz gréat goulou-deiz hag ann héol.

17. Té éc’h eûz gréat holl harzou ann douar : té éc’h eûz gréat ann han̄v hag ann névez-amzer.

18. Az péz koun eûz a gémen̄t-man̄, pénaoz ann énébour en deûz tamallet ann Aotrou, ha pénaoz eur bobl diskian̄t en deûz héget da hanô.

19. Na rô két d’al loéned énéou ar ré a veûl ac’hanod, ha na an̄kounac’ha két da-vikenn énéou da béorien.

20. Sell oud da gévrédigez ; râg ar ré hô deûz kaset ann dévalien war ann douar, hô deûz karget hô ziez a fallagriez.

21. Na vézet két gôlôet a véz ann hini a zô er vuélded ; ar paour hag ann tavan̄tek a veûlô da hanô.

22. Saô, ô Doué, barn da géfridi ; az péz koun eûz ann tamallou a réeur d’id, eûz ar ré a ra d’id bemdez eur bobl diskian̄t.

23. Na an̄kounac’ha két mouésiou da énébourien : balc’hder ar ré a gasa ac’hanod a zâv bépréd.


————


LXXIV. PSALM.


Évid an divez, na zisman̄tr két ; Psalm ha kanaouen Asaf.


1. Da veûli a raimp, ô Doué, da veûli a raimp, hag é c’halvimp da hanô. Lavarout a raimp da vurzudou.

2. P’am bézô kéméret va amzer, é varninn gan̄t reizded.

3. Teûzet eo ann douar, hag ar ré holl a choum enn-han̄ ; mé em eûz startéet hé beûliou.

4. Lavaret em eûz d’ar ré fallagr : Na rît két a fallagriez ; ha d’ar béc’herien: Na fougéit két gan̄d hô kalloud.

5. Na zavit két uc’hel hô kalloud ; na wall-gomzit két a-énep Doué.

6. Râg nag eûz ar sâv-héol, nag eûz ar c’hûs-héol, nag eûz ar ménésiou na zeûiô skoazel d’é-hoc’h.

7. Râk Doué eo ar barner ; vuélaat a ra unan, ha sével a ra eunn all.

8. Râg é dourn ann Aotrou éz eûz eur c’hôp gwîn pûr leûn a c’houervder. Hag hén̄ a skuḻ da hé-man̄ ha da hen-hon̄t ; koulskoudé al lec’hid anézhan̄ né két c’hoaz deûet da hesk ; ann holl béc’herien eûz ann douar a évô eûz anézhan̄.

9. Hôgen mé a embannô hé veûleûdi da-vikenn, hag a ganô da Zoué Jakob.

10. Ha mé a dorrô holl c’halloud ar béc’herien ; ha galloud ann dén reiz a vézô uc’héléet.


————


LXXV. PSALM.


Évid an divez, war ar meûleûdiou, Psalm Asaf, kanaouen diwar-benn ann Assiried.


1. Brudet-brâz eo Doué er Judéa ; brâz eo hé hanô enn Israel.

2. Hag hé léac’h a zô er péoc’h ; hag hé dî é Sion.

3. Énô eo en deûz torret nerz ar gwarégou, hag ann tirennou, hag ar c’hlézéier, hag ar brézel.

4. Diskouézet éc’h eûz da c’hloar enn eunn doaré burzuduz eûz a lein ar ménésiou peûr-baduz :

5. Hag ar ré holl a oa diskian̄t a galoun a zô bét reûstlet. Kousket in̄t enn hô hûn ; hag ann holl dûd pinvidik-zé n’hô deûz kavet nétrâ enn hô daouarn.

6. Gan̄d da gastiz eo, ô Doué Jakob, eo bét kousket ar ré a oa piñet war gézek.

7. Té a zô heûzuz, ha piou a harzô ouz-id, pa ziskouézi da frouden ?

8. Eûz ann én̄v éc’h eûz rôet da glevout da varn ; ann douar en deûz krénet, hag a zô choumet é péoc’h,

9. Pa eo bét savet Doué enn hé varn, évit savétei ar ré holl a zô habask war ann douar.

10. Ménoz ann dén a veûlô ac’hanod ; hag ann én̄vor eûz ar vénoz-zé hô lakai da ôber lîd d’id.

11. Grît gwéstlou d’ann Aotrou, hô Toué, ha sévénit-hô, c’houi holl péré a zigâs rôou war hé drô, hén̄ péhini a zô heûzuz ;

12. Hén̄ péhini a denn hô spéred digan̄d ar brin̄sed, hag a zô spoun̄tuz da rouéed ann douar.


————

LXXVI. PSALM.


Évid an divez, évid Iditum, Psalm Asaf.


1. Savet em eûz va mouéz ha va garm etrézég ann Aotrou ; savet em eûz va mouéz étrézé Doué, hag hén̄ en deûz va sélaouet.

2. É deiz va en̄krez em eûz klasket Doué, astennet em eûz va daouarn étrézég enn-han̄ a-zoug ann nôz ; ha n’ounn két bét touellet. Va éné en deûz dinac’het pép dic’hlac’har.

3. Koun em eûz bét eûz a Zoué, hag eo bét dâ gan-én̄: prédériet em eûz ; ha va spéred a zô fatet.

4. Va daoulagad a ziaraogé ar beḻou ; reûstlet é oann, ha na hellenn két komza.

5. Enn deisiou kûz é kounenn ; hag ar bloavésiou peûr-baduz em bôa em spéred.

6. Ha mé em eûz prédériet ha mennet em c’haloun héd ann nôz ; ha va spéred a oa enn en̄klask.

7. Ha Doué a zistolô ac’hanomp da-vikenn ; ha na vézô mui trugarézuz enn hor c’hén̄ver ?

8. Ha tenna a rai hé vadélez diwar-n-omp a-rumm-é-rumm ?

9. Hag an̄kounac’haad a rai Doué béza trugarézuz ? Pe é talc’hô enn hé vuanégez hé drugarézou ?

10. Hag em eûz lavaret : Bréma é téraouann ; ar c’hemm-zé a zeû eûz a zourn déou ann Uc’hel-meûrbéd.

11. Koun em eûz bét eûz a ôberiou ann Aotrou : râk koun em bézô eûz da vurzudou adaleg ar penn-ken̄ta.

12. Hag é prédériinn war da holl ôberiou ; hag é sellinn piz oc’h da vénosiou.

13. Da hen̄t, ô Doué, a zô er zan̄télez : pé Zoué a zô ker brâz hag hon Doué-ni ?

14. Té eo ann Doué a râ burzudou. Rôet éc’h eûz da anaout da nerz é-touez ar brôadou.

15. Dasprénet éc’h eûz gan̄d da vréac’h da bobl, bugalé Jakob ha Jozef.

16. Ann douréier hô deûz da wélet, ô Doué, ann douréier hô deûz da wélet ; hag hî hô deûz bét aoun, hag al loun̄k a zô bét reûstlet.

17. Ann douréier hô deûz gréat eunn trouz brâz ; ar c’hoabr hô deûz rôet da glevout hô mouéz ; da zaésiou a zô bét ivé laosket ;

18. Mouéz da gurun é deûz tarzet oud ar rôdou. Da luc’hed hô deûz goulaouet dré ar béd holl ; ann douar a zô bét kéflusket hag en deûz krénet.

19. Er môr éma da hen̄t, ha da raven̄chou enn douréier brâz ; ha da roudou na vézin̄t két anavézet.

20. Kaset éc’h eûz da bobl ével dén̄ved dré zourn Moizez hag Aaron.


————


LXXVII. PSALM.


Poell da Asaf.


1. Sélaouit va lézen, ô va fobl ; digorit hô skouarn da c’heriou va génou.

2. Digéri a rinn va génou gan̄t parabolennou ; diskléria a rinn traou kuzet abaoé ar penn-ken̄ta :

3. Eûz a gémen̄t hon eûz klévet hag anavézet, hag a zô bét lavaret d’é-omp gan̄d hon tadou.

4. N’hô deûz két hé guzet d’hô bugalé, na d’hô nésted. Lavaret hô deûz meûleûdiou ann Aotrou, hag hé nerz, hag ar burzudou en deûz gréat.

5. Eunn desténi en deûz savet é Jakob, hag eul lézen en deûz lékéat enn Israel ; ma rôjé hon tadou da anaout d’hô bugalé ar péz a oa gourc’hémennet d’ézhô,

6. Évit ma vézô anavézet gan̄d ar rummou all, ha gan̄d ar vugalé a c’hanô hag a zavô ar ré-man̄, péré hé zanévellô ivé d’hô bugalé ;

7. Évit ma lakain̄t é Doué hô géd, ha na an̄kounac’hain̄t két ôberiou Doué, ha ma virin̄t hé c’hourc’hémennou ;

8. Gan̄d aoun na zeûjen̄t da véza, ével hô zadou, eur wenn direiz ha dichek ; eur wenn péhini n’é deûz két miret hé c’haloun éunn ; ha n’é deûz két rôet stard hé spéred da Zoué.

9. Mipien Éfraim a wié steña ar warek ha tenna gan̄t-hi ; hag é deiz ar stourm hô deûz trôet hô c’hein ;

10. N’hô deûz két miret kévrédigez Doué ; ha né két fellet d’ézhô kerzout enn hé lézen.

11. An̄kounac’héet hô deûz hé vâd-ôberiou, hag ar burzudou en deûz gréat dira-z-hô.

12. Burzudou en deûz gréat dirâg hô zadou é douar ann Éjipt, é kompézen Tanis.

13. Ranna a réaz ar môr, hag é lékéaz anézhô d’hé dreûzi ; hag e tastumaz ann douréier ével enn eur bouc’h-kenn.

14. Hag hén̄ hô rénaz a-zoug ann deiz gan̄d eur goabren, hag a zoug ann nôz gan̄d eur c’houlaouen dân.

15. Faouta a réaz ar méan enn distrô, hag é rôaz da éva d’ézhô ével pa vé bét poullou brâz.

16. Tenna a réaz dour eûz ar méan, hag hé lékéaz da rédek ével steriou.

17. Ha c’hoaz é péc’hchon̄t enn hé énep ; lakaad a réjon̄t ann Uc’hel-meûrbéd da von̄t drouk enn-han̄ enn eul léac’h dizour.

18. Hag hî a demptaz Doué enn hô c’halounou, ô c’houlenn boéd diouc’h hô blâz.

19. Hag hî a wall-gomzaz eûz a Zoué, ô lavarout : Ha Doué a hellô aoza eunn daol enn distrô ?

20. O véza m’en deûz skôet war ar méan, ha ma eo deûet dour anézhan̄, ha ma eo rédet froudou ; hag hén̄ a hellô ivé rei bara, pé aoza eunn daol évid hé bobl ?

21. Râk-sé Doué ô véza hô c’hlévet, a c’hourzézaz ; hag eunn tan a grôgaz a-énep Jakob, ha buanégez Doué a zavaz a-énep Israel,

22. O véza n’hô dôa két krédet é Doué, ha n’hô dôa két lékéat hô géd enn hé skoazel.

23. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ar c’hoabr a oa a-ziouc’h d’ézhô ; hag é tigoraz dôriou ann én̄v.

2i. Hag hen̄ a lékéaz da gouéza ar mann da voéd d’ézhô ; hag é rôaz d’ézhô bara ann én̄v.

25. Ann dén a zébraz bara ann éled ; kâs a réaz d’ézhô boéd gan̄t founder.

26. Trei a réaz avel ar c’hrésteiz enn éar ; ha gan̄d hé nerz é kasaz avel ar c’hûs-héol.

27. Hag hén̄ a lékéaz da c’hlavia kîk war-n-ézhô ével poultr, hag evned askellek ével tréaz ar môr.

28. Hag hî a gouézaz é-kreiz hô c’hamp, enn-drô d’hô zeltou.

29. Hag ar ré-man̄ a zébraz, hag hô dôé hô gwalc’h ; ha Doué a rôaz d’ézhô ar péz hô dôa c’hoan̄t da gaout.

30. Ével-sé na oen̄t két touellet enn hô ioul. Édô c’hoaz ar boéd-zé enn hô génou,

31. Pa zavaz frouden Zoué out-hô. Hag hen̄ a lazaz ar ré larta anézhô, hag a ziskaraz ann dilenn eûz a Israel.

32. Goudé kémen̄t-sé é péc’hchon̄t c’hoaz, ha na grédchon̄t két énn hé vurzudou.

33. Hag hô deisiou a dréménaz er gwander, hag hô bloavésiou a iéaz buan ébiou.

34. Pa hô lazé, é klasken̄t anézhan̄ ; hag hî a zistrôé, hag a zeûé d’hé gavout min̄tin-mâd.

35. Hag hî hô dôé koun pénaoz é oa Doué hô skoazel ; ha pénaoz é oa Doué ann Uc’hel-meûrbéd, hô daspréner.

36. Hôgen hî a garaz anézhan̄ a c’hénou ; hag hô zéôd a lavaré gévier d’ézhan̄.

37. Râg hô c’haloun na oa két éeun gan̄t-han̄ ; ha na choumchon̄t két gan̄t féalded enn hé gévrédigez.

38. Koulskoudé hén̄ a oa bépréd trugarézuz enn hô c’hén̄ver, hag a zistolé d’ézhô hô féc’héjou, ha na gollé két anézhô. Hag hén̄ a zistrôaz aliez hé vuanégez diout-hô, ha na lézaz két da zével hé holl frouden.

39. Hag hén̄ en dôa koun pénaoz in̄t kîk hag eunn avel a ia, ha na zistrô két.

40. Péd gwéach hô deûz-hi hé héget enn distrô, hag hô deûs-hi hé lékéat da vuanékaat enn eul léac’h dizour ?

41. Hag hî a zô trôet hag hô deûz temptet Doué : hag hô deûz héget San̄t Israel.

42. N’eûz két deûet a goun d’ézhô eûz hé zourn, enn deiz é péhini en deûz hô zennet eûz a zourn hô heskiner ;

43. Pénaoz é tiskouézaz hé arouésiou enn Éjipt, hag hé vurzudou é kompézen Tanis ;

44. É troaz hô steriou hag hô douréier é goâd, évit na évchen̄t két ;

45. E kasaz d’ézhô eul lôd brâz a gélien, péré a zébré anézhô, ha raned, péré a gollé pép-trâ ;

46. E rôaz hô frouez d’ar prén̄ved, hag hô gounidou d’ar c’hiḻeien-raden ;

47. E kollaz hô gwiniennou gan̄d ar c’hazarc’h, hag hô mouar-brenn gan̄d ar réô ;

48. E tisman̄traz hô loéned gan̄d ar c’hazarc’h, hag hô madou gan̄d ann tân ;

49. E kasaz enn hô énep frouden hé vuanégez, hé érez, ha kalz en̄krézou a zeûaz war-n-ézhô dré zourn ar gwall éled.

50. Eunn hen̄t éc’hon a zigoraz évid hé vuanégez, évit na espernché mui hô buez, hag évit ma varvché ivé hô loéned.

51. Skei a réaz ivé gan̄t kémen̄t ken̄ta-ganet é douar ann Éjipt, ha gan̄t préveûdiou pép labour é teltou Kam.

52. Hag hén̄ a géméraz hé bobl ével dén̄ved ; hag a gasaz anézhô ével eunn tropel enn distrô.

53. Hag hén̄ hô c’hasaz leûn a c’héd, hag héb aoun é-béd, ô véza ma oa bét gôlôet hô énébourien gan̄d ar môr.

54. Hag hén̄ hô rénaz bétég ar ménez a oa gwéstlet d’ézhan̄ ; ar ménez en dôa prénet hé zourn déou ; hag é kasaz kuit ar brôadou a zira-z-hô ; hag é rannaz dré ar sort ann douar étré-z-hô, goudé béza hé ven̄tet gan̄d ar gorden.

55. Hag é lékéaz breûriézou Israel da choum enn hô zeltou.

56. Hôgen hî a demptaz hag a hégaz Doué ann Uc’hel-meûrbéd ; ha na virchon̄t két hé gémennou.

57. Hag hî a zistrôaz diout-han̄, ha na virchon̄t két hé gévrédigez : hag ével hô zadou, é teûjon̄t hén̄vel oud eur warek gwaret.

58. Lakaad a réjon̄t hé vuanégez da zével enn hô c’hrec’hiennou : hag é tenchon̄t war-n ézhô hé oaz gan̄d hô skeûdennou kizellet.

59. Doué hô c’hlévaz, hag hô disprizaz ; hag é kasaz Israel da nétrâ.

60. Hag é tistolaz tabernakl Silo, hé dabernakl, é péhini é oa bét ô choum e-touez ann dûd.

61. Rei a réaz hô nerz d’ar sklavérez, hag hô c’haerded étré daouarn hé énébour.

62. Rei a réaz ivé hé bobl d’ar c’hlézé ; hag é tisprizaz hé zigwéz.

63. Ann tân a zévaz hô faotred-iaouan̄k, ha dén na wélaz war hô flac’hed-iaouan̄k.

64. Hô béléien a oé lazet gan̄d ar c’hlézé, ha dén na wélaz war hô in̄tan̄vézed.

65. Koulskoudé ann Aotrou a zihunaz, ével pa vé bét kousket, ével eunn dén kré goudé ma eo bét mezviet gan̄d ar gwin.

66. Hag é skôaz gan̄d hé énébourien war ar penn-adré ; hag é rôaz d’ézhô eur vézégez peûr-baduz.

67. Hag é tistolaz tabernakl Jozef ; ha na zilennaz két breûriez Éfraim.

68. Hôgen breûriez Juda a zilennaz ménez Sion en dôa karet.

69. Hag é savaz hé dabernakl, ével korn eunn unikorn, enn douar en deûz diazézet da-vikenn.

70. Hag hén̄ a zilennaz David hé zervicher, hag a dennaz anézhan̄ eûz ann dropellou dén̄ved, hag é kéméraz anézhan̄ p’az éa war-lerc’h ar ré a oa leûn,

71. Évit ma teûjé da vésaer da Jakob, hé zervicher, ha da Israel hé zigwéz.

72. Hag hén̄ en deûz hô méset gan̄d eur galoun dinam ; hag hô rénet gan̄d eunn dourn poelluz.


————


LXXVIII. PSALM.


Psalm Asaf.


1. O Doué, ar brôadou a zô deûet enn da zigwéz ; saotret hô deûz da dempl san̄tel ; lékéat hô deûz Jéruzalem é doaré eur gôdôer.

2. Rôet hô deûz korfou-marô da zervicherien da voéd da evned ann én̄v ; ha kîk da zen̄t da loéned ann douar.

3. Skuḻet hô deûz hô goâd ével dour enn-drô da Jéruzalem ; ha né oa dén évid hô bésia.

4. Da vézégez vrâz omp deûet dirâg hon amézéien ; ha da c’hoab ha da zismégan̄s évid ar ré a zô enn-drô d’é-omp.

5. Bété pégeit, Aotrou, é vézô drouk enn-oud ; ha da-vikenn é vézô ? Ha da oaz a grôgô ével tân ?

6. Skûḻ da vuanégez war ar brôadou péré na anavézon̄t két ac’hanod ; ha war ar rouan̄télésiou péré na c’halvon̄t két da hanô.

7. Râk debret hô deûz Jakob : hag al léac’h ma’z édo ô choum hô deûz gwastet.

8. N’az péz két a goun eûz hor fallagriézou kôz ; r’hon diaraogô buan da druzarézou, râg gwall baour omp deûet da véza.

9. Skoazell ac’hanomp, ô Doué hor Salver ; hag enn abek da c’hloar da hanô, Aotrou, tenn ac’hanomp a boan ha distol d’é-omp hor péc’héjou enn abek d’as hanô,

10. Gan̄d aoun na vé lavaret é-touez ar brôadou : Péléac’h éma hô Doué ? Ra vézô anat é-touez ar brôadou dira-z-omp, pénaoz é ven̄jez goâd da zervicherien a zô bét skuḻet.

11. Ra zavô étrézég enn-od keinvanou ar ré a zô er vâc’h. Gan̄t nerz da vréac’h, mîr bugalé ar ré a zô bét lazet.

12. Ha distol war hon amézéien seiz gwéach kémen̄d all, évid ann dismégan̄s hô deûz gréat d’id, ô Aotrou.

13. Hôgen nî, da bobl, ha dén̄ved da beûri, nî a veûlô ac’hanod da-vikenn: embanna a raimp da veûleûdi a-rumm-é-rumm.


————


LXXIX. PSALM.


Évid ann divez, évid ar ré a vézô névézet, testéni da Asaf ; Psalm.


1. Té péhini a rén Israel, sélaou ; té péhini a gâs Jozef ével eunn dan̄vad. Té péhini a zô azézet war ar gérubined, en em ziskouéz,

2. Dirâk Éfraim, Ben̄jamin, ha Manasez. Ken̄traou da c’halloud, ha deûz, évit ma tenni ac’hanomp a boan.

3. O Doué, laka ac’hanomp da zistrei ouz-id (T), ha diskouéz da zremm, hag é vézimp dieûbet.

4. Aotrou, Doué ann arméou, bété pégeit é vézô drouk enn-oud (T) out péden da zervicher ?

5. Bété pégeit é voéti ac’hanomp gan̄t bara daérou, hag é likii ac’hanomp da éva dour hon daérou é founder ?

6. Hol lékéat éc’h eûz da énébiez dirâg hon amézéien ; hag hon énébourien hô deûz gréat goab ac’hanomp.

7. Doué ann arméou, laka ac’hanomp da zistrei ouz-id (T) ha diskouéz da zremm, hag é vézimp dieûbet.

8. Dizouget éc’h eûz ar winien eûz ann Éjipt ; ar brôadou éc’h eûz kaset-kuit, hag éc’h eûz hé flan̄tet.

9. Réner ann hen̄t oud bét dira-z-hi ; startéet éc’h eûz hé grisiou, hag hî é deûz leûniet ann douar.

10. Hé skeûd en deûz gôlôet ar ménésiou ; hag hé skourrou a zô savet dreist gwéz-sedr Doué.

11. Astennet é deûz hé barrou bétég ar môr ; hag hé c’hreskou bétég ar ster.

12. Pérâg éc’h eûs-té diskaret hé môger ; ha ma teû kémen̄d hini a ia ébiou da wasta anézhi ?

13. Houc’h-gwéz ar c’hoat en deûz hé zuriet ; hag al loen ferô en deûz hé feûret.

14. Doué ann arméou, distrô : sell eûz ann én̄v, ha gwél, ha deûz da wélout da winien.

15. Plijet gan-ez gwellaat ann hini éc’h eûz plan̄tet gan̄d da zourn déou ; ha sell a druez oc’h mâp (T) ann dén éc’h eûz startéet évid-od.

16. Dévet eo bét gan̄d ann tân, ha bévézet holl ; hag hî a vézô disman̄tret gan̄t garvder da zremm.

17. Astenn da zourn war Israel a zô dén da zourn déou, ha war ar bobl a zô mâb ann den éc’h eûz startéet évid-od (M).

18. Ha na bellaimp két diouz-id, ha té a rôiô eur vuez névez d’é-omp : ha ni a c’halvô da hanô.

19. Aotrou, Doué ann arméou, laka ac’hanomp da zistrei ouz-id (T) ; ha diskouéz da zremm, hag é vézimp dieûbet.


————


LXXX. PSALM.


Évid an divez, évid ar gwaskellou, Psalm évid Asaf hé-unan.


1. Tridit ô kana da Zoué, hor skoazel ; en em laouénait ô kana da Zoué Jakob.

2. Kémérit ar psalm, ha skôit war ann daboulin : c’hoariit gan̄d al liren c’houék ha gan̄d ann délen.

3. Sonit gan̄d ar c’horn-boud enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, enn deiz brudet-brâz eûz hô lîd.

4. Râg eul lézen eo enn Israel, hag eur c’hélen eûz a Zoué Jakob.

5. Hé lakaad a réaz évid én̄vor da Jozef, p’az éaz er-méaz eûz ann Éjipt, ha pa glévaz eur vouéz ha n’anavézé két.

6. Diskarget en deûz hô c’hein eûz ar bec’hiou, hag hô daouarn na zougchon̄t mui ar c’héstou.

7. Enn en̄krez éc’h eûz va galvet, hag em eûz da dennet a boan ; sélaouet em eûz ouz-id é tévalien ann arné ; da arnodet em eûz é-tal dour ann énébiez.

8. Kleô, va fobl, ha mé a rôiô testéni d’id : Israel, mar sélaouez ac’hanoun.

9. Na vézô két a Zoué névez enn-od, ha na azeûli két a Zoué a-ziavéaz ;

10. Râk mé eo ann Aotrou, da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt : digor da c’hénou, hag é vézô lékéet leûn gan-en (M).

11. Hôgen va fobl na glevaz két va mouéz ; hag Israel na zélaouaz két ac’hanoun.

12. Ha mé em eûz hô lézet é ioul hô c’haloun ; hag hî a gerzô enn hen̄chou hô dévézô gréat hô-unan,

13. Ma en dévijé va fobl va sélaouet, ma en dévijé kerzet Israel em hen̄chou,

14. Eaz em bijé martézé vuéléet hé énébourien ; hag em bijé savet va dourn war ar ré a en̄kréze anézhô.

15. Enébourien ann Aotrou hô deûz hé douellet ; hag hô amzer a badô bépréd.

16. Ha maget en deûz anézhô gan̄t flour gwiniz, ha rôet en deûz d’ézhô hô gwalc’h eûz a vel ar méan (M).


————


LXXXI. PSALM.


Psalm Asaf.


1. Doué a zô savet é strollad ann douéed, barnérien ann douar, hag enn hô c’hreiz é varn ann douéed.

2. Béte pégeit é varnot-hu gan̄d direizted ; hag hô pézô-hu azaouez oud dremm ar béc’herien ?

3. Barnit ar paour hag ann emzivad ; bézit reiz é-kén̄ver ar ré zister hag ar ré baour.

4. Dieûbit ar paour ; ha tennit ann tavan̄tek eûz a zourn ar péc’her.

5. Na ouzon̄t ket, na boellon̄t két, enn dévalien é kerzon̄t ; holl ziazézou ann douar a vézô kéflusket.

6. Mé em eûz lavaret : Douéed oc’h, hag holl éz oc’h bugalé ann Uc’hel-meûrbéd.

7. Hôgen c’houi a varvô ével tûd ; hag é kouézot ével unan eûz ar brin̄sed.

8. Sâv, ô Doué, barn ann douar ; râk te az pézô digwéz enn holl vrôadou.


————


LXXXII. PSALM.


Kanaouen pé Psalm Asaf.


1. O Doué, piou a vézô hén̄vel ouz-id ? Na dâv két, ha na arzaô két.

2. Râk chétu da énébourien hô deûz gréat trouz ; hag ar ré a gasa ac’hanod hô deûz savet hô fenn.

3. Droug hô deûz mennet oud da bobl ; ha dispac’het hô deûz oud da zen̄t.

4. Lavaret hô deûz : Deûit, ha disman̄tromp-hi eûz a douez ar brôadou ; ha na vézô mui a én̄vor eûz a hanô Israel.

5. Dré-zé in̄t en em guzuliet kévret ; hag hô deûz gréat kévrédigez enn da énep,

6. Teltou ann Iduméed hag ann Ismaélited : Moab, hag ann Agarénied,

7. Gébal, hag Ammon, hag Amalek ; ann diavésidi, ha tûd Tir.

8. Ann Assiried a zô deûet ivé gan̄t-hô ; rôet hô deûz skoazel da vipien Lot.

9. Gra d’ézhô ével da Vadian, da Zisara, ha da Jabin war-harz froud Sison.

10. Dispennet é oen̄t é Endor ; ével teil ann douar é teûjon̄t.

11. Gra d’hô frin̄sed ével da Oreb, ha da Zeb, ha da Zébéé, ha da Zalmana, ha d’hô holl brin̄sed all,

12. Péré hô deûz lavaret : Kéméromp san̄tuar Doué da zigwéz d’é-omp.

13. Laka-hi, va Doué, ével eur rôd, hag ével ar c’hôlô dirâg ann avel.

14. Ével ann tân a zév eur c’hoat ; hag ével ar flamm a grôg er ménésiou,

15. Ével-sé éc’h heskini anézhô enn da frouden ; hag é reûstli anézhô enn da vuanégez.

16. Karg hô zal a véz ; hag hî a glaskô da hanô, ô Aotrou.

17. Ra zeûin̄t da rusia, ha ra vézin̄t reûstlet a-gan̄tved-é-kan̄tved ; ra vézin̄t mézékéet ha kollet.

18. Ha ra anavézin̄t pénaoz eo ann Aotrou da hanô, ha pénaoz n’eûz néméd-od a Uc’hel-meûrbéd enn douar holl.


————


LXXXIII. PSALM.


Évid ann divez, évid ar gwaskellou, Psalm évit mipien Koré.


1. Pégen hégarad eo da deltou, Aotrou ann arméou !

2. Va éné a c’hoan̄ta mon̄d da dî ann Aotrou, hag a zeû da fata. Va c’haloun ha va c’hîk a zeû da drida dirâg ann Doué béô.

3. Ar golvan a gav eunn tî évit-han̄, hag ann durzunel eunn neiz évit lakaad hé labousédigou. Da aoteriou a zô d’in, Aotrou ann arméou, va roué, ha va Doué.

4. Euruz ar ré a choum enn da dî, ô Aotrou : é kan̄tved ar c’han̄tvéjou é veûlin̄t ac’hanod.

5. Euruz ann dén a laka hé skoazel enn-od, péhini a venn enn hé galoun don̄d d’en em zével

6. Enn draon̄ien-man̄ a zaérou, el léac’h en deûz lékéat.

7. Râg al lézenner a rôiô hé vennoz ; hag hî a gerzô a nerz é nerz, hag a wélô Doue ann douéed é Sion.

8. Aotrou, Doué ann arméou, sélaou out va féden ; Doué Jakob, astenn da skouarn.

9. Doué a zifenn ac’hanomp, sell ouz-omp ; sell oud dremm da éôliet ;

10. Râk gwell eo eunn deiz hép-kén enn da leûr-dî, éget mil el léach all (M). Dilennet em eûz béza dister é tî va Doué, ken̄toc’h égét choum dindan teltou ar béc’herien.

11. Râk Doué a gâr ann drugarez hag ar wirionez ; ar c’hrâs hag ar c’hloar a rôiô ann Aotrou.

12. N’hô dévézô diouer é-bed eûz (T) a vadou ar ré a valé enn dinamded. Aotrou ann arméou, euruz ann dén a laka hé c’héd enn-od.


————


LXXXIV. PSALM.


Évid ann divez, Psalm évit mipien Koré.


1. Benniget éc’h eûz, Aotrou, da zouar ; distrôet éc’h eûz Jakob eûz ar sklavérez.

2. Distolet éc’h eûz fallagriez da bobl ; gôlôet éc’h eûz hô holl béc’héjou.

3. Habaskéet éc’h eûz da holl vuanégez ; distrôet éc’h eûz da frouden.

4. Trô ac’hanomp, ô Doué hor Salver ; ha distrô da vuanégez diwar-n-omp.

5. Ha droug ez pézô ouz-omp da-vikenn ? Hag astenna a rî da vuanégez a-rumm-é-rumm ?

6. O Doué, té a drôiô ouz-omp hag a rôiô ar vuez d’é-omp ; ha da bobl en em laouénai enn-od.

7. Diskouéz d’é-omp, Aotrou, da drugarez ; ha rô d’é-omp da zilvidigez.

8. Mé a zélaouô ar péz a lavarô ann Aotrou Doué enn-oun ; râg hén̄ a gomzô a béoc’h évid hé bobl, hag évid hé zen̄t, hag évid ar ré a zistrô a greiz kaloun.

9. Évit-gwîr hé zilvidigez a zô tôst d’ar ré a zouj anézhan̄ ; hag ar c’hloar a choum enn hon douar.

10. Ann drugarez hag ar wirionez a zô en em gavet kévret ; ar reizded hag ar péoc’h hô deûz poket ann eil d’égilé.

11. Ar wirionez a zô savet eûz ann douar ; hag ar reizded en deûz sellet eûz ann én̄v.

12. Ann Aotrou a rôiô hé vadélez ; hag hon douar a rôiô hé frouez.

13. Ar reizded a vâléô enn hé raok ; hag hén̄ hé heûliô enn hen̄t.


————


LXXXV. PSALM.


Péden David.


1. Diskenn, Aotrou, da skouarn, ha sélaou ouz-in ; râk tavan̄tek ha paour ounn.

2. Mir va éné, ô véza ma ounn san̄t ; savété, va Doué, da zervicher, péhini a laka hé c’héd enn-od.

3. Az péz truez ouz-in, Aotrou, ô véza ma em eûz garmet ouz-id héd ann deiz.

4- Laouéna éné da zervicher, ô véza ma em eûz savet va éné étrézég enn-od, ô Aotrou,

5. O véza, Aotrou, ma oud kûn̄ hag hégarad, ha ma skuḻez kalz trugarézou war ar ré holl a c’halv ac’hanod.

6. Rô skouarn, Aotrou, d’am péden ; ha laka évez out mouéz va goulenn.

7. É deiz va en̄krez em eûz garmet étrézég enn-od, ô véza ma éc’h eûz sélaouet ouz-in.

8. N’eûz hini hén̄vel ouz-id, ô Aotrou, é touez ann douéed ; ha n’eûz ôber é-béd hén̄vel oud da ôberiou.

9. Ann holl vrôadou éc’h eûz gréat, a zeûi hag a azeûlô dira-z-od, Aotrou ; hag hî a énorô da hanô,

10. O véza ma oud brâz, ha ma réz burzudou ; n’eûz Doué é-béd néméd-od.

11. Kâs ac’hanoun, Aotrou, enn da hen̄t, hag éz inn enn da wirionez : va c’haloun en em laouénai évit ma toujô da hanô.

12. Da veûli a rinn, Aotrou va Doué, a greiz va c’haloun, hag éc’h énorinn da hanô da-vikenn,

13. O véza ma eo brâz da drugarez em c’hén̄ver, ha ma éc’h eûz tennet va éné eûz ann ifern ann izéla.

14. O Doué, ar ré fallagr a zô savet em énep, ha strollad ar ré c’halloudek hô deûz klasket va éné : ha n’hô deûz két da lékéat dira-z-hô.

15. Hôgen té, Aotrou, a zô eunn Doué truézuz ha trugarézuz, habask ha leûn a vadélez, ha gwirion.

16. Sell ouz-in, hag az péz truez ouz-in : rô da c’halloud d’as paotr ; ha dieûb mâb da vatez.

17. Grâ enn-oun eunn arouéz er mâd, évit ma vézô gwélet gan̄d ar ré a gasa ac’hanoun, ha ma vézin̄t mézékéet, ô véza, Aotrou, ma éc’h eûz va skoazellet, ha va dic’hlac’haret.


————


LXXXVI. PSALM.


Évit mipien Koré, Psalm pe kanaouen.


1. Hé diazézou a zô war ar ménésiou san̄tel :

2. Ann Aotrou a gâr persier Sion dreist holl deltou Jakob.

3. Traou meûleûduz a zô bét lavaret diwar da benn, ô kéar Doué.

4. Koun am bézô eûz a Babab hag eûz a Vabilon péré a anavézô ac’hanoun ; chétu ann diavésidi, ha tûd Tîr, ha pobl ann Étiopia a zô bét énô.

5. Ha na vézô két lavaret da Zion : Eunn dén hag eunn dén a zô ganet enn-hi : hag ann Uc’hel-meûrbed eo en deûz hé diazézet.

6. Ann Aotrou a zisplégô é skridou ar boblou hag ar brin̄sed, ann niver eûz ar ré a vezô bét enn-hi.

7. Ar ré a choum enn-od, a zô holl el lévénez.


————


LXXXVII. PSALM.


Kanaouen pe Psalm mipien Koré, évid ann divez, war ar Mahélet, ha péb eil trô, poell da Éman, ann Ezrahitad.


1. Aotrou Doué, va zilvidigez, garmet em eûz étrézég enn-od, a-zoug ann deiz hag a-zoug ann nôz.

2. R’az ai va féden bétég enn-od ; digor da skouarn d’am goulenn.

3. Râk va éné a zô leûn a boan, ha va buez a dôsta oud ar béz.

4. Nivéret ounn bét gan̄d ar ré a ziskenn er poull ; deûet ounn ével eunn dén diskoazel,

5. Diéré é-touez ar ré varô, ével ar ré a zô bét glazet hag a gousk er bésiou, a béré n’éc’h eûz mui a goun ; hag hî a zô bannet eûz da zourn.

6. Va lékéat hô deûz er poull douna ; el lec’hiou téval, hag é skeûd ar marô.

7. Pounnéréet eo war-noun da frouden : ha da holl goummou éc’h eûz kaset war-n-oun.

8. Pelléet éc’h eûz diouz-in ar ré am anavézé ; é argarzidigez ounn bét évit-hô. Serret ounn bét, ha na hellenn két mon̄d er-méaz.

9. Gwén̄vet eo va daoulagad gan̄d ar c’hlac’har. Garmet em eûz étrézég enn-od, Aotrou, héd ann deiz ; astennet em eûz va daouarn étrézég enn-od.

10. Ha té a rai burzudou é-kén̄ver ar ré varô : pé al louzaouerien hag hî hô zavô eûz a varô da véô, évit ma veûlin̄t ac’hanod ?

11. Hag unan-bennâg a zanévellô da drugarez er béz, ha da wirionez enn disman̄tr ?

12. Hag anavézet é vézô da vurzudou enn dévalien, ha da reizded é douar ann an̄kounac’h ?

13. Hôgen mé em eûz garmet étrézég enn-od, Aotrou ; hag hastet em eûz min̄tin mâd kenniga va féden d’id.

14. Pérâg, Aotrou, é tistôlez-té va féden, hag é tistrôez da zaoulagad diouz-in ?

15. Paour ounn, hag el labouriou adalek va iaouan̄ktiz : goudé béza bét uc’héléet, ounn bét vuéléet ha reûstlet.

16. Da vuanégez a zô tréménet enn-oun : ha da spoun̄tou hô deûz va reûstlet.

17. Va grounnet hô deûz héd ann deiz ével dour : va grounnet hô deûz kévret.

18. Pelléet éc’h eûz diouz-in va miñouned ha va c’héren̄t, hag ivé ar ré a anavézé ac’hanoun, enn abek d’am reûz.


————


LXXXVIII. PSALM.


Poell da Etan, ann Ezrahitad.


1. Trugarézou ann Aotrou a ganinn da-vikenn. Va génou a embannô da wirionez a-rumm-é-rumm.

2. O véza ma éc’h eûz lavaret : Ann drugarez a vézô savet enn én̄vou da-vikenn : ha da wirionez a vézô aozet enn-hô.

3. Kévrédigez em eûz gréat gan̄d ar ré em eûz dibabet ; touet em eûz da Zavid va zervicher :

4. Da wenn a virinn da-vikenn, da drôn a zavinn a-rumm-é-rumm.

5. Ann én̄vou a veûlô da vurzudou, ô Aotrou : ha strollad ar zen̄t da wirionez.

6. Râk piou enn én̄vou a vézô hévélep d’ann Aotrou ; ha piou é-touez mipien Doué a vézô hén̄vel ouc’h Doué ?

7. Doué péhini a zô énoret é kuzul ar zen̄t, a zô brasoc’h hag eûzusoc’h égéd ar ré holl a zô war he drô.

8. Aotrou Doué ann arméou, piou a zô hén̄vel ouz-id ? Té a zô galloudek, Aotrou, ha da wirionez a zô enn-drô d’id.

9. Té a zô mestr war c’halloud ar môr ; té a sioula diroll hé goummou.

10. Ann dén rôk éc’h eûz vuéléet ével eunn dén glazet ; gan̄t ners da vréac’h éc’h eûz skiñet da énébourien.

11. Ann én̄vou a zô d’id, hag ann douar a zô d’id ; té eo éc’h eûz diazézet ar béd ha kémen̄d a zô enn-han̄.

12. Té eo éc’h eûz krouet avel ann han̄ter-nôz hag hini ar c’hrésteiz ; Tabor hag Hermon a dridô enn da hanô.

13. Gan̄d da vréac’h éma ar galloud : ra vézô krévéet da zourn, ra vézô uc’héléet da zourn déou.

14. Ar reizded hag ar varn a harp da drôn ; ann drugarez hag ar wirionez a iélô dira-z-oud ;

15. Euruz ar bobl a anavez al lévénez. É goulou da zremm, ô Aotrou, é valéin̄t.

16. Trida a rain̄t enn da hanô héd ann deiz ; hag enn da reizded é vézin̄t savet.

17. Râk té eo gloar hô ners ; ha war da vadélez eo é savô hor galloud.

18. Râg ann Aotrou eo en deûz hon digéméret ; ha San̄t Israel eo en deûz rôet hor roué d’é-omp.

19. Neûzé éc’h eûz komzet oud da zen̄t enn eur wélédigez, hag éc’h eûz lavaret : Enn eunn dén galloudek em eûz lékéat va skoazel ; ha gorrôet em eûz ann hini em eûz dilennet é-touez va fobl.

20. Kavet em eûz David va zervicher ; hag em eûz hé zakret gan̄t va éôl sakr.

21. Râk va dourn a skoazellô anézhan̄ : ha va bréac’h hé gen-nerzô.

22. Ann énébour na vézô két tréac’h d’ézhan̄, ha mâb ar fallagriez na hellô két ôber gaou out-han̄.

23. Ha mé a dréc’hô dira-z-han̄ hé énébourien ; hag é likiinn da dec’hout ar ré a gasa anézhan̄.

24. Va gwirionez ha va zrugarez a vézô gan̄t-han̄ ; ha gan̄t va hanô é vézô savet hé c’halloud.

25. Lakaad a rinn hé zourn war ar môr ; hag hé zourn déou war ar steriou.

26. Hén̄ a c’halvô ac’hanoun : Té eo va zâd, va Doué, ha digémer va zilvidigez.

27. Ha mé hel lakai da gen̄ta-ganet, ha dreist rouéed ann douar.

28. Mirout a rinn d’ézhan̄ va zrugarez da vikenn : hag ar gévrédigez em eûz gréat gan̄t-han̄ né vézô két évit béza torret.

29. Ha mé a lakai hé wenn da badout é kan̄tved ar c’han̄tvéjou, hag hé drôn ével deisiou ann én̄v.

30. Hôgen mar tiléz hé vugalé va lézen, ha ma na valéon̄t két em barnédigézou :

31. Mar saotron̄t va reizou ; ha ma na viron̄t két va gourc’hémennou :

32. Mé a emwélô gan̄d ar walen hô fallagriézou, ha gan̄d ar skourjézou hô féc’héjou.

33. Hôgen na denninn két va zrugarez diwar-n-ézhan̄, ha na fallainn két em gwirionez :

34. Na zaotrinn két va c’hévrédigez, ha na likiinn két da véza didalvez ar péz a zô éat er-méaz eûz va génou.

35. Eur wéach em eûz touet dré va zan̄télez, na livirinn két a c’hevier da Zavid.

36. Hé wenn a badô da-vikenn.

37. Hag hé drôn a vézô ével ann héol dira-z-oun, hag ével al loar enn hé gann da-vikenn, hag ével ann tést féal enn én̄v.

38. Hôgen té éc’h eûz distolet ha disprizet da bobl, té éc’h eûz pelléet da éôliet :

39. Diskaret éc’h eûz kévrédigez da zervicher ; saotret éc’h eûz oud ann douar hé gurunen.

40. Diskaret éc’h eûz hé holl gaéou ; taolet éc’h eûz ar spoun̄t enn hé gestel.

41. Ar ré holl a dréméné dré ann hen̄t hô deûz hé wastet ; deûet eo da vézégez d’hé amézéien.

42. Savet éc’h eûz dourn déou ar ré a waské anézhan̄ ; laouénéet éc’h eûz hé holl énébourien.

43. Distrôet éc’h eûz ar skoazel d’hé glézé ; ha n’éc’h eûz két hé gennerzet er brézel.

44. Tennet éc’h euz digan̄t-han̄ hé skéd ; hag éc’h eûz torret hé drôn oud ann douar.

45. Berréet éc’h eûz deisiou hé rén ; hé c’hôlôet éc’h eûz a véz.

46. Bété pégeit, Aotrou, é tistrôi-dé ? Ha da-vikenn é vézô ? Hag ével ann tân é tévô da vuanégez ?

47. Az péz koun pétrâ eo va buez ; hag enn aner eo éc’h eûz krouet holl vugalé ann dûd ?

48. Piou eo ann den a vévô, ha na wélô két ar marô ; a hello tenna hé éné eûz a zourn ar béz ?

49. Péléac’h éma da drugarézou kôz, ô Aotrou, ével ma éc’h eûz hô zouet da Zavid enn da wirionez ?

50. Az péz koun, Aotrou, eûz ann dismégan̄s hô deûz gréat kalz brôadou d’as servicherien, hag em eûz dalc’het em askré ;

51. Pénaoz hô deûz da damallet da énébourien, ô Aotrou, hô deûz da damallet da véza trôet é-kén̄ver da éôliet.

52. Benniget ra vézô ann Aotroü da vikenn ; bézet gréat, bézet gréat.


————


LXXXIX. PSALM.


Péden Moizez ann dén Doué.


1. Aotrou, té a zô bét da vénéc’hi d’é-omp a gan̄tvéd é kan̄tved.

2. Abarz ma oa gréat ar ménésiou, ha ma oa doaréet ann douar hag ar béd ; té a zô Doué a-viskoaz da vikenn.

3. Na zistrô két ann dén er vuelded, pa éc’h eûz lavaret : Distrôit, bugalé ann dûd.

4. Râk mil bloaz a zô dirâk da zaoulagad, ével déac’h divéza péhini a zô éat ébiou : hag ével eur beḻ eûz ann nôz ;

5. Hag hô bloavcsiou a vézô sellet ével nétrâ.

6. Ann dén diouc’h ar min̄tin a zô ével ar géot a drémen ; diouc’h ar min̄tin é teû da vleûi hag é trémen ; diouc’h ar pardaez é kouéz, é teû da galédi hag é tizec’h.

7. Râg enn da vuanégez é fatomp ; hag enn da frouden omp reûstlet.

8. Lékéat éc’h eûz hor fallagriézou dira-z-od, hag hor buez ouc’h goulou da zaoulagad.

9. Râk-sé hon deisiou holl a zô bévézet ; ha nî a zô bévézet ivé gan̄d da vuanégez : hor bloavésiou a drémen er préder ével ré ar géfniden.

10. Deisiou hor bloavésiou n’az éon̄t peûrvuia néméd da zék vloaz ha tri-ugen̄t. Ar ré gréva a ia bété pévar-ugen̄t vloaz ; enn tu all n’eûz mui némét poan ha gloaz, ha gan̄d da vadélez eo in̄t berréet.

11. Piou a anavez nerz da vuanégez, hag a oar péger brâz ha pégen heûzuz eo da vuanégez ?

12. Diskouéz nerz da zourn déou, ha desk ar furnez d’hor c’halounou.

13. Distrô, Aotrou, bété pégeit hor dilézi-dé ? Ha béz habask é-kén̄ver da zervicherien.

14. Leûniet omp bét diouc’h ar min̄tin gan̄d da drugarez : tridet hon eûz, fréalzet omb bét héd hon holl zeisiou.

15. En em laouénéet omd évid ann deisiou é péré éc’h eûz hor vuéléet ; évid ar bloavésiou é péré hon eûz gwélet ar boan.

16. Sell oud da zervicherien, hag oud da ôberiou ; ha rén hô bugalé.

17. Ra zeûi war-n-omp skéd ann Aotrou hon Doué ; rén diwar-laez ôbériou hon daouarn ; rén hon daouarn.


————


XC. PSALM.


Meûleûdi kanaouen David.


1. Néb a choum é skoazel ann Uc’hel-meûrbéd, a arzavô dindan skoazel Doué ann én̄v.

2. D’ann Aotrou é lavarô : Va digémérer oud, ha va ménéc’hi ; va Doué eo, hag enn-han̄ é likiin va géd,

3. O véza m’en deûz va diwallet diouc’h lindâg ar gwénaerien hag eûz ar gér dichek.

4. Da lakaad a rai dindân skeûd hé ziou-askel : hag é c’hédi dindân hé blû.

5. Hé wirionez a c’hôlôi ac’hanod ével eunn diren : na vézi két spoun̄tet gan̄d ar spoun̄tou nôz ;

6. Na gan̄d ar zaez a nîch enn deiz, na gan̄d ann droug a gerz enn dévalien, na gan̄t stourmou diaoul ar c’hrésteiz.

7. Mîl a gouézô oud da zourn kleiz, ha dék mil oud da zourn déou ; hôgen na dôstai hini ouz-id.

8. Koulskoudé té a zello gan̄d da zaoulagad ; hag é wéli kastiz ar béc’herien.

9. Râk té eo, Aotrou, va géd ; kéméret éc’h eûz ann Uc’hel-meûrbéd évid da vénéc’hi.

10. Na zeûi két ann drouk bétég enn-od : hag ar walen na dôstai két oud da delt.

11. Râg gourc’hémennet en deûz d’hé élez diwar da benn : ma virin̄t ac’hanod enn da holl hen̄chou.

12. Étré hô daouarn é tougin̄t ac’hanod gan̄d aoun dré zarvoud na stokfez da droad oud eur méan ;

13. War ann aspik hag ar basilik é kerzi ; hag é flastri al léon hag ann aer.

14. O véza ma en deûz lékéat hé c’héd enn-oun, mé a dennô anézhan̄ a boan : hé zifenni a rinn, ô véza ma en deûz anavézet va hanô.

15. Garmi a rai étrézég enn-oun, ha mé a zélaouô out-han̄ ; émounn gan̄t-han̄ enn en̄krez : hé zieûbi a rinn, hag éc’h énorinn anézhan̄.

16. Hé leûn̄ia a rinn a zeisiou ; hag é tiskouézinn d’ézhan̄ va zilvidigez.


————


XCI. PSALM.


Psalm pé kanaouen évid deiz ar sabbat.


1. Mâd eo meûli ann Aotrou, ha kana d’as hanô, Uc’hel-meûrbéd,

2. Évid embanna da drugarez a-zoug ann deiz, ha da wirionez a zoug ann nôz,

3. War al liren dék-korden, gan̄t kanaouennou, ha war ann délen ;

4. O véza, Aotrou, ma éc’h eûz va diduellet gan̄d da labour : hag é trîdinn é ôberiou da zaouarn.

5. Péger brâz eo, Aotrou, da ôbériou ! Pegen doun eo da vénosiou !

6. Ann dén diskian̄t n’hô anavézô két ; hag ann dén diboell n’hô c’hlévô két.

7. Pa vézô savet ar béc’herien ével ar géot ; ha pa vézô en em ziskouézet ar ré holl péré a râ fallagriez ; hî a vézô kollet da-vikenn.

8. Hôgen té, Aotrou, a zô ann Uc’hel-meûrbéd a-viskoaz-da-vikenn.

9. Râk chétu da énébourien, ô Aotrou, râk chétu da énébourien a ia da goll ; hag ar ré holl a râ fallagriez a vézô skiñet.

10. Ha va galloud a vézô uc’héléet ével korn ann unikorn ha va c’hôzni a vézô leûniet gan̄d da drugarez.

11. Va lagad a zellô gan̄t faé out va énébourien ; ha va skouarn a glevô héb aoun ar ré fallagr a zavô em enep.

12. Ann dén reiz a vleûn̄vô ével ar wézen-balmez ; ével gwéz-sedr al Liban é kreskô hé niver.

13. Ar ré a zô plan̄tet é tî ann Aotrou, a vleûn̄vô é porched ti hon Doué.

14. Kreski a rain̄t adarré hô niver enn eur gôzni leûn a vadou ; hag hî a vézô habask brâz,

15. Évit ma embannin̄t : Péger reiz eo ann Aotrou hon Doué ; n’eûz fallagriez é-béd enn-han̄.


————


XCII. PSALM.


Meûleûdi pé kanaouen David enn derc’hen̄t ar sabbat, pa oé diazézet ann douar.


1. Ann Aotrou en deûz rénet ; gloar en deûz gwisket ; ann Aotrou en deûz gwisket nerz, hag eo en em c’hourizet. Râk startéet eo ar béd gan̄t-han̄ ha na vézô két kéflusket.

2. Da drôn a zô bét aozet a neûzé ; té a zô a viskoaz.

3. Saved eo ar steriou, Aotrou ; saved hô deûz ar steriou hô mouéz, saved hô deûz ar steriou hô c’hoummou,

4. Gan̄t mouésiou douréier brâz. Souézuz eo gorréérez ar môr, souézuz eo ann Aotrou enn envou.

5. Da desténiou a zô da véza krédet ; ar zan̄télez, ô Aotrou, a dlé béza da-vikenn skéd da dî.


————


XCIII. PSALM.


Psalm da Zavid, évid ar pévaré deiz goudé ar sabbat.


1. Doué ar ven̄jan̄sou eo ann Aotrou : Doué ar ven̄jan̄sou en deûz gréat pép trâ é pep fran̄kiz.

2. En em uc’héla, barner ann douar ; distol hô gôbr d’ar ré rôk.

3. Bété pégeit ar béc’herien, Aotrou, bété pégeit ar béc’herien a fougéô-hî ?

4. Bété pégeit ar ré a ra traou direiz, a gomzô ken dichek, hag a lavarô traou ker fallagr ?

5. Da bobl, Aotrou, hô deûz izéléet, ha da zigwéz hô deûz gwasket.

6. Ar marô hô deûz rôet d’ann in̄tan̄vez ha d’ann diavésiad ; ha lazet hô deûz ann emzivaded.

7. Ha lavaret hô deûz : Ann Aotrou n’her gwélô két, ha Doué Jakob n’her gwézô két.

8. Poellit, c’houi tûd diskian̄t é-touez ar bobl ; tûd foll, bézit fûr eur wéach.

9. Ha na glevô két, ann hini en deûz plan̄tet ar skouarn ? Ha na wélô két, ann hini en deûz gréat al lagad ?

10. Ha na damallô két, ann hini a gastiz ar brôadou ; hén̄ péhini a zesk ar wiziégez d’ann dén ?

11. Ann Aotrou a anavez ménosiou ann dûd, hag a oar pégen didalvez in̄t.

12. Euruz eo ann dén éc’h eûz desket, ô Aotrou, ha da béhini éc’h eûz rôet da anaout da lézen.

13. Évit ma vézi habask d’ézhan̄ enn deisiou fall, kén na vézô toullet ar béz d’ar péc’her.

14. Râg ann Aotrou na zistolô két hé bobl ha na zilézô két hé zigwéz :

15. Kén na drôi ar reizded é barn ha na zeûi war hé drô ar ré holl a zô éeun a galoun.

16. Piou a zavô gan-én̄ a énéb ar ré zrouk ? Pé piou a choumô enn hé zâ em c’hichen a-éneb ar ré a ra fallagriez ?

17. Ha n’en dévijé két ann Aotrou va c’hen-nerzet, gan̄t nébeût a dra é vijé kouézet va éné enn ifern.

18. Ma lavarenn : Kéflusket eo bét va zroad ; da drugarez, Aotrou, a gen-nerzé ac’hanoun.

19. Hervez ann niver brâz eûz a en̄krézou va c’haloun, da fréalzidigez é deûz laouénéet va éné.

20. Ha kador ar fallagriez a hell béza unvanet gan-éz : té péhini a laka poan er c’hélen ?

21. Spiou a aozin̄t a-énep éné ann dén reiz ; hag é varnin̄t ével kabluz ar goad dinam.

22. Hôgen ann Aotrou a zô deûet d’in da vénéc’hi, ha va Doué da skoazel va géd.

23. Hag hén̄ a zistolô war-n-ézhô hô fallagriez : hag é kollô anézhô gan̄d hô drougiez hô-unan ; ann Aotrou hon Doué a gollô anézhô.


————


XCIV. PSALM.


Meûleûdi pe kanaouen David.


1. Deûit, tridomp d’ann Aotrou : en em laouénaomp é Doué hor Salver.

2. Déomp dira-z-han̄ évid hé veûli : ha kanomp psalmou enn hé énor.

3. Râg ann Aotrou eo ann Doué brâz, hag ar roué brâz dreist ann holl zouéed.

4. Râg holl harzou ann douar a zô enn hé zourn : hag ar ménésiou ar ré uc’héla a zô d’ézhan̄.

5. Râk d’ézhan̄ eo ar môr, hag hén eo en deûz hé c’hréat : hag hé zaouarn eo hô deûz doaréet ar séac’h.

6. Deûit, azeûlomp, ha stouomp : ha gwélomp dirâg ann Aotrou péhini en deûz hor gréat.

7. Râg hén̄ eo ann Aotrou hon Doué ; ha nî pobl hé beûri, ha den̄ved hé zourn.

8. Mar sélaouit hiriô hé vouéz, na galédit két hô kalounou,

9. Ével enn énébiez, da zeiz ann arnod enn distrô, é péléac’h hô tadou hô deûz va zemptet, va arnodet, hag hô deûz gwélet va ôberiou.

10. É-pâd daou-ugen̄t vloaz eo bét savet droug enn-oun a-énep ar bobl-zé, hag em eûz lavaret : Fazia a réon̄t bépréd enn hô c’halounou.

11. Hag hi n’hô deûz két anavézet va hen̄chou ; ével-sé em eûz touet em brouez pénaoz na zeûin̄t két é léac’h va éhan.


————

XCV. PSALM.


Kanaouen da Zavid, pa zaved ann tî goudé ar sklavérez.


1. Kanit d’ann Aotrou eur ganaouen névez : holl zouar, kanit d’ann Aotrou.

2. Kanit d’ann Aotrou, ha bennigit hé hanô ; embannit a-zeiz-é-deiz hé zilvidigez.

3. Embannit é-touez ar brôadou hé c’hloar, hag é-kreiz ann holl boblou hé vurzudou.

4. Râk brâz eo ann Aotrou, ha da véza meûlet meûrbed eo (T) ; dreist ann holl zouéed ez eo estlammuz.

5. Râg holl zouéed ar brôadou a zô diaouled ; hôgen ann Aotrou en deûz gréat ann én̄vou.

6. Gloar ha skéd a zô dira-z-han̄ ; san̄télez ha meûrdez a zô enn hé léac’h san̄tel.

7. Tud ar brôadou, digasit d’ann Aotrou, digasit d’ann Aotrou gloar hag énor.

8. Digasit d’ann Aotrou gloar hé hanô. Kémérit hostivou, hag iit enn hé borched.

9. Azeûlit ann Aotrou enn hé borched. Ra grénô ann holl zouar dira-z-han̄.

10. Livirit é-touez ar brôadou pénaoz en deûz rénet ann Aotrou, râk startéet en deûz ar béd, péhini na vézô két horellet ; barna a rai ar boblou gan̄t reizded.

11. R’en em laouénai ann én̄vou, ha ra dridô ann douar ; ra vézô kéflusket ar môr, ha kémen̄d a zô enn-han̄.

12. En em laouénaad a rai ar mesiou, ha kémen̄d a zô enn-hô ; neûzé gwéz ar c’hoajou a dridô,

13. Dirâg ann Aotrou, ô véza ma teû ; ô véza ma teû da varna ann douar. Barna a rai ar béd hervez ar reizded, hag ar boblou hervez hé wirionez.


————


XCVI. PSALM.


Da Zavid, pa oé lékéat hé zouar er stad gen̄ta.


1. Ann Aotrou a rén ; ra dridô ann douar ; r’en em laouénai ann holl énézi.

2. Ar c’hoabr hag ann dévalien a zô war hé drô ; ar reizded hag ar varnédigez a zô da harp d’hé drôn.

3. Ann tân a iélô enn hé raok, hag a zevô hé énébourien trô-war-drô.

4. Hé luc’hed hô deûz skleréet ar béd ; ann douar en deûz hô gwélet, ha krénet en deûz.

5. Ar ménésiou hô deûz teûzet dirâg ann Aotrou, dirâg ann Aotrou, ann douar holl.

6. Ann én̄vou hô deûz rôet da anaout hé reizded ; hag ann holl boblou hô deûz gwélet hé c’hloar.

7. Ra vézô kaset-da-gét ar ré holl a azeûl traou kizellet, hag a ra fougé gan̄d hô skeûdennou. Azeûlit anézhan̄, c’houi hé holl élez.

8. Sion é deûz klévet, hag a zô en em laouénéet. Merc’hed Juda hô deûz tridet, enn abek d’as barnou, ô Aotrou :

9. O véza ma eo té ann Aotrou Uc’hel-meûrbéd war ann douar holl ; ha ma oud Uc’hel-brâz dreist ann holl zouéed.

10. C’houi péré a gâr ann Aotrou, kasait ann drouk ; ann Aotrou a vir énéou hé zen̄t ; hô zenna a rai eûz a zourn ar péc’her.

11. Savet eo ar goulou war ann dén reiz ; hag al lévénez er ré a zô éeun a galoun.

12. Tûd reiz, en em laouénait enn Aotrou ; ha meûlit én̄vor hé zan̄télez.


————


XCVII. PSALM.


Psalm évid David.


1. Kanit d’ann Aotrou eur ganaouen névez, ô véza m’en deûz gréat burzudou. Hé zourn déou hag hé vréac’h san̄tel hô deûz hor savétéet évit-han̄.

2. Ann Aotrou en deûz rôet da anaout hé zilvidigez ; diskouézet en deûz hé reizded dirâg ar brôadou.

3. Deûet eo koun d’ézhan̄ eûz he drugarez hag eûz hé wirionez é-kén̄ver tî Israel. Holl harzou ann douar hô deûz gwélet silvidigez hon Doué.

4. En em laouénait é Doué, holl zouar ; kanit, ha tridit, ha c’hoariit war ar binviou.

5. C’hoariit gan̄d ann délen ha gan̄d al liren :

6. Gan̄t kornou gréat gan̄d ar morzol, ha gan̄t kornou korn. En em laouénait dirâg ann Aotrou Roué.

7. Ra vézô kéflusket ar môr, ha kémen̄d a zô enn-han̄ ; ann douar holl, hag ar ré a choum enn-han̄.

8. Ar steriou a stlakô hô daouarn, hag ar ménésiou ivé a dridô,

9. Dirâg ann Aotrou ; ô véza ma teû da varna ann douar. Barna a rai ar béd hervez ar reizded, hag ar boblou hervez ann éeunder.


————


XCVIII. PSALM.


Psalm évid David.


1. Ann Aotrou a rén, ra grénô ar boblou ; azézet eo war ar gérubined, ra vérô horellet ann douar.

2. Brâz eo ann Aotrou é Sion : hag uc’hel eo dreist ann holl boblou.

3. Ra veûlin̄t da hanô brâz ; ô véza ma eo eûzuz ha san̄tel,

4. Hag énor ar roué a gâr ar varn. Té éc’h eûz aozet ann éeunder ; ar varnédigez hag ar reizded éc’h eûz gréat é Jakob.

5. Savit gloar ann Aotrou hon Doué, hag azeûlit skabel hé dreid ; râk san̄tel eo.

6. Moizez hag Aaron a ioa béléien d’ézhan̄ ; ha Samuel a ioa eûz ar ré a c’halvé hé hanô ; hî a c’halvé ann Aotrou, hag hén̄ a zélaoué out-hô.

7. Er peûl-koabr é komzé out-hô. Hag hî a viré hé c’hourc’hémennou hag ar c’hélen en dôa rôet d’ézhô.

8. Aotrou, hon Doué, té a zélaoué out-hô : Doué, té a oa trugarézuz enn hô c’hén̄ver ha pa hô c’hastizez zô-kén évid hô gwall-ioulou.

9. Savit gloar ann Aotrou hon Doué, hag azeûlit-hen̄ war hé vénez san̄tel ; râk San̄t eo ann Aotrou hon Doué.


————


XCIX. PSALM.


Psalm a veûleûdi.


1. Kanit da c’hloar Doué, holl zouar ; servichit ann Aotrou gan̄t lévénez. Deûit dira-z han̄ enn eur drida.

2. Gwézit pénaoz ann Aotrou a zô Doué hé-unan ; hén̄ eo en deûz hor c’hréat, ha né ket ni hon-unan ; hé bobl omp, ha dén̄ved hé beûri.

3. Id dré hé zôriou oc’h hé énori, hag enn hé borched enn eur gana ; énorit-hén̄, meûlit hé hanô.

4. Râk c’houék eo ann Aotrou ; peûr-baduz eo hé drugarez, hag hé drugarez, hag hé wirionez a iélô a-wenn-é-gwenn.


————


C. PSALM.


Psalm évid David.


1. Kana a rinn dira-z-od, Aotrou, da drugarez ha da varn ; kana a rinn war ar binviou.

2. Hag é klaskinn gan̄t poell ann hen̄t éeun. Peûr é teûi-dé étrézég enn-oun ? Mé a valéé é dinamded va c’haloun é-kreiz va zî.

3. Na lékéenn nétrâ a zireiz dirâk va daoulagad ; kasaad a réenn ar ré fallakr. Na zaremprédenn két

4. Ann hini a oa saotret hé galoun ; na anavézenn két ann dén fall a belléé diouz-in.

5. Heskina a réann ann hini a wall-gomzé é-kûz diwar-benn hé nésa ; na zebrenn két gan̄d ann hini a oa rôk hé lagad, ha diwalc’hek hé galoun.

6. Va daoulagad a zellé oud ar ré féal war ann douar, évit hô lakaad da azéza em c’hichen ; évit servicher em bôa ann hini a valéé enn eunn hen̄t éeun.

7. Néb a zô rôk na choumô két em zî ; néb a lavar traou direiz n’en deûz két gellet choum dirâk va daoulagad.

8. Diouc’h ar min̄tin é lékéenn da laza holl ré fallakr ann douar ; évit kâs-kûit eûz a géar ann Aotrou ar ré holl péré a réa fallagriez.


————

CI. PSALM.


Péden ar paour, pa vézô glac’haret, ha ma skuḻô hé béden dirâg ann Aotrou.


1. Aotrou, sélaou out va féden ; ha r’az ai va garm bétég enn-od.

2. Na zistrô két da zaoulagad diouz-in ; é pé zeiz-bennâg é vézinn en̄krézet, digor da skouarn étrézég enn-oun. É pé zeiz-bennâg é c’halvinn ac’hanod, sélaou ouz-in buan.

3. Râk va deisiou a zô diaézet ével môged ; ha va eskern a zô dizéc’het ével eur c’héf-tân.

4. Skôet ounn bét ével ar foenn, ha va c’haloun a zô dizéc’het ; ô véza ma em eûs an̄kounac’héet dibri va bara.

5. Gan̄t va lén̄v ha va c’heinvan eo staget va eskern out va c’hroc’hen.

6. Hén̄vel ounn deûet out pélikan ann distrô ; deûet ounn ével ar gaouen a gûz enn tiez.

7. Beliet em eûz, hag ounn deûet ével ar golvan a zô hé-unan war enn dôen.

8. Héd ann deiz va énébourien a damallé ac’hanoun ; hag ar ré a veûlé ac’hanoun, a doué em énep :

9. O véza ma tebrenn ludu ével bara, ha ma veskenn va daérou gan̄t va braoued,

10. Enn abek d’as buanégez ha d’ar frouden ; ha na éc’h eûz va diskaret goudé béza va zavet.

11. Va deisiou a zô diaézet ével ar skeûd ; ha mé a zô en em zizéc’het ével ar foenn.

12. Hôgen té, Aotrou, a bâd a-viskoaz, hag ann én̄vor ac’hanod a iélô a-wenn-é-gwenn.

13. Té a zavô, hag az pézô truez out Sion ; râk deûed eo ann amzer, ann amzer da gaout truez out-hi.

14. Râg hé vein a zô bét hétuz d’as servicherien ; hag hî hô deûz bét truez oud hé douar.

15. Hag ar brôadou a zoujô da hanô, ô Aotrou, hag holl rouéed ann douar a énorô da c’hloar.

16. O véza m’en deûs ann Aotrou savet Sion : ha ma vézô gwélet enn hé c’hloar.

17. Sellet en deûz out péden ar ré vuel ; ha n’en deûz két disprizet hô goulenn.

18. Ra vézô skrivet kémen̄t-sé évid ar rummou all ; hag ar boblou a vézô krouet a veûlô ann Aotrou ;

19. O véza m’en deûz sellet eûz a lein hé léac’h san̄tel ; sellet en deûz ann Aotrou eûz ann én̄v oud ann douar :

20. Évit klévout keinvanou ar ré a oa enn éréou ; évid tenna a boan mipien ar ré a oa barnet d’ar marô :

21. Évit ma embannin̄t hanô ann Aotrou é Sion ; hag hé veûleûdi é Jéruzalem,

22. Pa en em strollô kévret ar boblou hag ar rouéed évit servicha ann Aotrou.

23. Hag hén̄ a lavaraz da Zoué é hen̄t hé nerz : Rô da anaout d’in niver bihan va deisiou.

24. Na chalv két ac’hanoun é han̄ter va deisiou ; da vloasiou té a ia a-wenn é-gwenn.

25. Té Aotrou, er penn-ken̄ta éc’h eûz diazezet ann douar ; ha labour da zaouarn eo ann én̄vou.

26. Hî a zeûi-da-gét, hôgen té a choumô ; hî holl a gôsai ével eur zaé, hag ével eur van̄tel é kemmi anézhô, hag é vézin̄t kemmet.

27. Hôgen té a zô bépred hével, ha da vloasiou a vézô da-viken (T).

28. Bugalé da zervicherien a choumô énô ; hag hô gwenn a vézô startéet da viken.


————


CII. PSALM.


Évid David.


1. Va éné, bennig ann Aotrou ; ha kémen̄d a zô enn-oun ra vennigô hé hanô san̄tel.

2. Va éné, bennig ann Aotrou ; ha na an̄kounac’ha két hé holl vadélésiou.

3. Hén̄ eo a zistol d’id da holl fallagriézou hag a iac’ha da holl boaniou.

4. Hén̄ eo a zasprén da vuez diouc’h ar marô ; hag a gurun ac’hanod gan̄d hé drugarez hag hé vadélésiou.

5. Hén̄ eo a garg da c’hoan̄t gan̄d hé vadou hag a névez da iaouan̄ktiz ével hini ann er.

6. Ann Aotrou a rô hé drugarez hag hé varnédigez d’ar ré holl a c’houzan̄v ar gaou.

7. Rôet en deûz da anaout hé hen̄chou da Voizez, hag hé ioulou da vugalé Israel.

8. Trugarézuz ha truézuz eo ann Aotrou ; habask eo, ha truézuz-meûrbéd.

9. Na vuanékai két bépréd ; ha na c’hourdrouzô két da-viken.

10. N’en deûz két gréat d’é-omp hervez hor péchéjou ; ha n’en deûz két rôet d’é-omp hervez hor fallagriez.

11. Râk kémen̄t ha ma eo uc’hel ann én̄v dreist ann douar, en deûz startéet hé drugarez war ar ré a zouj anézhan̄.

12. Ker pell ha ma eo ar sâv-héol diouc’h ar c’hûs-héol, en deûz pelléet diouz-omp hor fallagriézou.

13. Ével m’en deûz eunn tâd truez oud hé vugalé, en deûz ann Aotrou truez oud ar re a zouj anézhan̄ ;

14. O véza ma anavez ann danvez ac’hanomp. Koun a zô deûet d’ézhan̄ pénaoz é oamp poultr.

15. Deisiou ann dén a zô ével ar géot ; bleûñi a ra ével bleûn̄ ar mesiou.

16. Râg ar spéred a dréménô enn-han̄, ha na vézô mui ; ha na anavézô mui al léac’h m’éma bréman̄.

17. Hôgen trugarez ann Aotrou a zô a-viskoaz, hag a choumô da-vikenn war ar ré a zouj anézhan̄. Hag hé reizded a choumô war vugalé ar vugalé

18. Eûz ar ré a wîr hé gévrédigez hag hô deûz koun eûz hé c’hourc’hémennou évid hô sévéni.

19. Ann Aotrou en deûz aozet hé drôn enn én̄v ; hag hé rén a aotrouniô war bép-trâ.

20. Bennigit ann Aotrou, c’houi hé holl élez ; c’houi péré a zô kré ha galloudek hag a ra hé c’her, évit klévout mouéz hé lavariou.

21. Bennigit ann Aotrou, c’houi hé holl arméou ; c’houi hé vinistred péré a ra ar péz a fell d’ézhan̄ é vé gréat (T).

22. Bennigit ann Aotrou, c’houi hé holl ôbériou, é pép léac’h hé aotrouniez ; va éné, bennig ann Aotrou.


————


CIII. PSALM.


Évid David.


1. Va éné, bennig ann Aotrou : Aotrou va Doué, diskouézet éc’h eûz da veûrded enn eunn doaré skéduz. Ar c’hloar hag al lufr éc’h eûz lékéat war da drô :

2. Gwisket éc’h eûz ar goulou é doaré eur zaé. Té a léd ann én̄v é doaré eur c’hroc’hen.

3. Té eo a c’hôlô gan̄d douréier ar penn uc’héla anézhan̄. Té eo a bîñ war ar c’hoabr hag a valé war askellou ann avel.

4. Té eo a laka ann avélou da élez d’id, hag ann tân flamm da vinistred d’id.

5. Té eo éc’h eûz diazézet ann douar war hé starder hé-unan ; ha na vézô bikenn diskaret.

6. Al loun̄k a ra ann drô d’ézhan̄ ével eur gwisk ; ann douréier a zâv dreist ar ménésiou.

7. Gan̄d da c’hourdrouz é tec’hon̄t ; gan̄t mouéz da gurun in̄t spoun̄tet.

8. Piña a réon̄t ével ménésiou, diskenni a réon̄t ével traon̄iennou, el léac’h éch eûz aozet évit-hô.

9. Harzou éc’h eûz lékéat, ha n’az ain̄t két ébiou ; ha na zistrôin̄t két da c’hôlei ann douar.

10. Té eo a gâs ar feun̄teûniou enn traon̄iennou ; hag hô laka da rédek é-krerz ar ménésiou.

11. Holl loénéd ar ménésiou a év anézhô ; ann azéned c’houéz a c’hoan̄ta anézhô pa hô deûz séc’hed.

12. Evned ann én̄v a choum a-ziouc’h d’ézhô ; hô mouéz a gleveur é-krerz ar rec’hier.

13. Doura a réz ar ménésiou gan̄d ann douréier a zô a-ûz ; ann douar a vézô gwalc’het gan̄t frouez da ôberiou.

14. Lakaad a réz da zével ar géot évid al loéned, hag al louzou évit servich ann dûd ; lakaad a réz ar bara da zével eûz ann douar.

15. Hag ar gwîn péhini a laouéna kaloun ann dén ; hag ann éôl a ziroufenn hé dal, hag ar bara a gréva hé galoun.

16. Gwéz ar mésiou hô dévézô hô gwalc’h, hag ivé gwéz-sedr al Liban a zô bét plan̄tet gan̄d ann Aotrou.

17. Énô eo é rai al laboused hô neisiou. Ar c’hen̄ta anézhô eo ti ar gerc’heiz.

18. Er ménésiou uc’hel é choum ar c’hirvi ; hag er rec’hier ann heûreûchined.

19. Gréat en deûz al loar évit merka ann amzeriou ; ann héol a anavez ann amzer ma tlé mon̄t da guzet (T).

20. Ann dévalien éc’h eûz gréat, hag eo deûet ann nôz ; a-zoug ann nôz eo é trémen loéned ar c’hoat.

21. A1 loénédigou a iûd war-lerc’h hô freiz, hag a glask ar boéd a zô aozet gan̄d Doué évit-hô.

22. Pa zâv ann héol en em strollon̄t, hag éz éon̄t da c’hourvéza enn ho zoullou.

23. Neûzé ann dén a ia er-méaz ; hag é labour bétég ar pardaez.

24. Péger brâz eo da ôberiou, ô Aotrou ! Gan̄t furnez éc’h eûz gréat pép-trâ ; leûn eo ann douar eûz da vadou.

25. Péger brâz ha pégen éc’hon eo ar môr ; énô éz eûz eunn niver brâz a besked, anévaled bihan hag anévaled brâz.

26. Énô é trémen al listri ; énô éma al loen diven̄t éc’h eûz gréat évit c’hoari enn-han̄.

27. Holl é c’hédon̄t ma rôi d’ézhô ar boéd enn hé amzer.

28. Pa hé rôez d’ézhô, é tastumon̄t anézhan̄ ; pa zigorez da zourn, éz in̄t leûn gan̄d da vadélez.

29. Hôgen mar tistrôez da zaoulagad diout-hô, é vézin̄t reûstlet ; ar c’houéz a lami diout-hô, hag é fatin̄t, hag é tistrôin̄t d’hô foultr.

30. Da spéred a gasi, hag é vézin̄t krouet ; hag é névézi gorré ann douar.

31. Ra vézô lidet gloar ann Aotrou da-vikenn ; ann Aotrou en em laouénai enn hé ôberiou :

32. Hén̄ péhini a zell oud ann douar, hag hé laka da gréna : péhini a stok oud ar ménésiou, hag hô laka da vôgédi.

33. Kana a rinn d’ann Aotrou en̄drâ ma vévinn ; kana a rinn da Zoué war ar binviou en̄dra ma vézinn.

34. Ra vézô hétuz d’ézhan̄ va lavar ; évid-oun-mé en em laouénaat a rinn enn Aotrou.

35. Ra vézô lamet ar béc’berien hag ar ré fallagr, ha ma éhanin̄t da véza. Va éné, bennig ann Aotrou.


————
CIV. PSALM.


Alléluia.


1. Meûlit ann Aotrou, ha galvit hé hanô ; embannit hé ôberiou é-touez ar brôadou.

2. Kanit d’ézhan̄, kanit war ar binviou. Danévellit hé holl vurzudou.

3. En em veûlit enn hé hanô san̄tel ; r’en em laouénai kaloun ar ré a glask ann Aotrou.

4. Klaskit ann Aotrou, hag en em nerzit ; klaskit hé zremm bépréd.

5. Hô pézet koun eûz ann traou souézuz en deûz gréat, eûz hé vurzudou hag eûz a varnédigézou hé c’hénou,

6. C’houi, gwenn Abraham hé zervicher ; c’houi, bugalé Jakob hé zilennet.

7. Hén̄ eo ann Aotrou, hon Doué ; hé varniou a ia dré ann douar holl.

8. Koun en deûz bét da-vikenn eûz hé gévrédigez ; hag eûz ar gér en deûz rôet da vil rumm ;

9. Eûz ar péz en deûz lavaret da Abraham ; eûz ar péz en deûz touet da Izaak ;

10. Euz ar péz en deûz gréat ivé da Jakob ével eur c’hélen ; ha da Israel ével eur gévrédigez peûr-baduz,

11. O lavarout : Rei a rinn d’id douar Kanaan, évit korden hô tigwéz

12. Pa oa c’hoaz bihan hô niver, pa oa nébeût anézhô, hag hî diavésidi :

13. Pa dréménen̄t eûz a eur vrôad enn eur vrôad all, hag eûz a eur rouan̄télez enn eur bobl all.

14. Na lézaz dén é-béd da ôber drouk d’ézhô ; hag hén̄ a gastizaz rouéed enn abek d’ézhô.

15. Na likit két hô tourn war va éôliet ; ha na rit két a zrouk d’am proféded.

16. Hag hén̄ a c’halvaz ann naounégez war ann douar ; hag a dorraz nerz ar bara.

17. Kâs a réaz enn hô raok eunn dén : Jozef a oé gwerzet évit béza sklâv.

18. Hé vuéla a réjon̄t ô lakaat chadennou oud hé dreid ; ann houarn a dreûzaz hé éné,

19. Kén na oé sévénet hé c’hér. Lavar ann Aotrou a en̄tanaz anézhan̄.

20. Ar roué a gasaz tûd hag a ziéréaz anézhan̄ : prin̄s ar boblou a gasaz anézhan̄ er-méaz.

21. Hé lakaad a réaz da vestr war hé dî : ha da brin̄s war hé holl drâ,

22. Évit ma teskché hé brin̄sed ével-t-han̄ hé-unan ; ha ma tiskouézché ar furnez d’hé hénaoured.

23. Israel éta a iéaz enn Éjipt ; ha Jakob a choumaz é douar Kam.

24. Ann Aotrou a baottaz kalz hé bobl ; hag hel lékéaz da véza galloudékoc’h égéd hé énébourien.

25. Trei a réaz hô c’haloun da gasaad hé bobl ; ha da ôber pép gaou oud hé zervicherien.

26. Neûzé é kasaz Moizez hé zervicher ; hag Aaron en dôa dibabet.

27. Lakaad a réaz enn-hô hé c’halloud, évid ôber arouésiou ha burzudou é douar Kam.

28. Kâs a réaz ann dévalien, hag é teûaz ann amc’houlou ; hag hén̄ a zévénaz hé c’hériou.

29. Trei a réaz hô douréier é goad : hag é lazaz hô fesked.

30. Sével a réaz eûz hô douar raned bétég é kamprou ar rouéed hô-unan.

31. Hén̄ a gomzaz, hag é teûaz kelien ha fubu enn hô holl vrô.

32. Trei a réaz hô glaô é kazarc’h, hag enn eunn tân a zevaz hô douar.

33. Skei a réaz war hô gwiniennou ha war hô gwéz-fiez ; hag é torraz holl wéz hô brô.

34. Hén̄ a gomzaz, hag é teûaz kiḻéien-raden ha biskouled, hag hî diniver :

35. Hag hî a zebraz holl c’héot hô douar, hag a loun̄kaz holl frouez hô brô.

36. Hag hén̄ a skôaz gan̄d ar ré gen̄ta-ganet holl enn hô brô ; ha gan̄t ken̄ta-frouez hô holl labour.

37. Hag hén̄ hô zennaz er-méaz gan̄d arc’han̄t hag aour ; ha na oa dén klan̄v é-béd enn hô breûriézou.

38. Ann Éjipt en em laouénéaz p’az éjon̄t-kuît ; râg ar spoun̄t ra-z-hô a oa kroget enn-hô.

39. Eur goabren a astennaz évid hô gôlei ; hag eunn tân évid hô goulaoui a-zoug ann nôz.

40. Goulenn a réjon̄t, hag é teûaz koaḻed ; hag hén̄ a rôaz d’ézhô hô gwalc’h eûz a vara ann én̄v (T).

41. Faouta a réaz ar méan, hag é rédaz douréier ; steriou a skuḻaz war eul léac’h séac’h.

42. Râk koun en dôé eûz hé c’hér san̄tel, en dôa rôet da Abrabam, hé zervicher.

43. Hag hén̄ a gasaz hé bobl er-méaz gan̄t lévénez, hag hé ré zilennet gan̄d dudi.

44. Hag é rôaz d’ézhô brôiou ar brôadou ; ha labouriou ar boblou a oé d’ézhô :

45. Évit ma virchen̄t hé c’hourc’hémennou, ha ma klaskchen̄t hé lézen.


————


CV. PSALM.


Alléluia.


1. Meûlit ann Aotrou, ô véza ma eo mâd : ô véza ma eo peûr-baduz hé drugarez.

2. Piou a zanévellô ôbériou galloud ann Aotrou, hag a rôi da glevout hé holl veûleûdiou ?

3. Gwenvidig eo ar ré a wîr ar varn, hag a zéven ar reizded é péb amzer.

4. Az péz koun ac’hanomp, Aotrou, hervez da vadélez é-kén̄ver da bobl : emwél ac’hanomp gan̄d da zilvidigez,

5. Évit ma wélimp madélez da ré zilennet, ha ma en em laouénaimp gan̄t lévénez da bobl ; évit ma vézi meûlet enn da zigwéz.

6. Péc’het hon eûz gan̄d hon tadou ; gan̄d direizded omp en em rénet, fallagriez hon eûz gréat.

7. Hon tadou enn Éjipt na boelchon̄t két da vurzudou ; n’hô dôé két a goun eûz al lôd brâz eûs da drugarézou ; hag hî a hégaz oc’h ann Aotrou, pa biñen̄t étrézég ar môr, ar môr Rûz.

8. Hag hén̄ a zieûbaz anézhô enn abek d’hé hanô, évit ma rôjé da anaout hé c’halloud.

9. Hag hén̄ a c’hourdrouzaz ar môr Rûz, hag é tizéc’haz ; hag hén̄ hô c’hasaz a-dreûz d’ar poull doun, ével a-dreûz da eunn distrô.

10. Hag hén̄ a zieûbaz anézhô eûz a zourn ar ré a gaséé anézhô ; hag é tennaz anézhô eûz a zourn hô énébour.

11. Hag ann dour a c’hôlôaz ar ré a heskiné anézhô ; ha na choumaz hini anézhô.

12. Neûzé é krédchon̄t d’hé c’heriou ; hag é kanchon̄t hé veûleûdi.

13. Hôgen na gen̄dalc’hchon̄t két, hag é an̄kounac’héjon̄t hé ôbériou ; ha na chortozchon̄t két hé guzul.

14. Hag hî a c’hoan̄taaz kaout kîk enn distrô hag a demptaz Doué enn eul léac’h dizour.

15. Hag hén̄ a rôaz d’ézhô hô goulenn ; hag é kasaz d’ézhô péadrâ da walc’ha hô énéou.

16. Hag hî a hégaz oc’h Moizez er c’hamp, hag oc’h Aaron, san̄t ann Aotrou.

17. Ann douar a zigoraz, hag a loun̄kaz Datan ; hag a chôlôaz Abiron hag hé strollad.

18. Ann tân a grôgaz é-kreiz ar ré-zé ; hag ar flamm a loskaz ar gwall zûd.

19. Hag hî a réaz eul leûé é Horeb ; hag éc’h azeûlchon̄t labour teûzet.

20. Hag hî a drôaz hô c’hloar évit skeûden eul leûé a zebr géot.

21. An̄kounac’haat a réjon̄t Doué péhini en dôa hô dieûbet, péhini en dôa gréat traou brâz ann Éjipt,

22. Traou burzuduz é douar Kam, ha traou heûzuz er môr Rûz.

23. Hag hén̄ en dôa lékéat enn hé benn hô dispenna, ma n’en dévijé Moizez, hé dilennet, miret out-han̄, oc’h hé derri, hag ô sével dira-z-han̄, évit distrei hé vuanégez, ha mirout out-han̄ n’hô dispenché.

24. Hag hî a zellas ével nétrâ eunn douar ken hétuz ; na grédchon̄t két d’hé chér.

25. Hag é krôzchon̄t enn hô zeltou, ha na zélaouchon̄t két mouéz ann Aotrou.

26. Hag hén̄ a savaz hé zourn war-n-ézhô, évid hô dispenna em distrô :

27. Hag évit disteûrel hô gwenn é-touez ar brôadou ; hag hô skiña é meûr a vrô.

28. Hag hî en em wéstlaz da Véelfégor hag a zebraz hostivou ar ré varô.

29. Hag hî a hégaz out-han̄ gan̄d hô gwall-ôberiou ; hag eul lôd brâz anézhô a oé kollet.

30. Hôgen Finéez a zavaz, hag a habaskaaz Doué : hag ar gouli a éhanaz.

31. Ha kémen̄t-sé a zô bét nivéret d’ézhan̄ ével reiz a-wenn-é-gwenn ha da-vikenn.

32. Hag hî a hégaz c’hoaz oc’h Doué é douréier ann Énébiez ; ha Moizez a oé kastizet enn abek d’ézhô,

33. O véza ma c’hlac’harchon̄t hé spéred ; hag hén̄ a ziskouézaz diskréd enn hé lavariou.

34. Na zispenchon̄t két ar brôadon, en dôa ann Aotrou lavaret d’ézhô da zispenna.

35. En em veski a réjon̄t é-touez ar brôadou-zé, hag é teskchon̄t hô ôberiou :

36. Hag éc’h azeûlchon̄t hô skeûdennou kizellet, ar péz a oé da wall-skouér d’ézhô.

37. Laza a réjon̄t hô mipien hag hô merc’hed é sakrifiz d’ann diaouled.

38. Skûḻa a réjon̄t ar goâd dinam : goâd hô mipien hag hô merc’hed, a rôjon̄t é sakrifiz da skeûdennou kizellet Kanaan. Hag ann douar a oé stlabézet gan̄d ar goâd ;

39. Ha saotret é oé gan̄d hô gwall-ôberiou ; ô véza ma en em rôjon̄t d’ar gwall-ioulou.

40. Ha drouk brâz a zavaz enn Aotrou oud hé bobl ; hag éc’h argarzaz hé zigwéz.

41. Hag hén̄ hô lékéaz étré daouarn ar brôadou ; hag hî hô dôé da vistri ar ré a gaséé anézhô.

42. Hag hô énébourien a en̄krézaz anézhô, hag hî a oé izéléet dindân hô daouarn.

43. Aliez é tieûbaz Doué anézhô ; hôgen hî a hégé out-han̄ gan̄d hô ménosiou : hag hî a oé izéléet enn hô fallagriézou.

44. Hag hén̄ hô gwélaz enn hô en̄krez ; hag é sélaouaz oud hô féden.

45. Hag hén̄ en dôé koun eûz hé gévrédigez ; hag en dôé keûz hervez hé drugarez vrâz.

46. Hag é skuḻaz war-n-ézhô hé drugarézou dirâg ar ré holl hô dôa hô lékéat é sklavérez.

47. Dieûb ac’hanomp, ô Aotrou hon Doué ; ha stroll ac’hanomp eûz a greiz ar brôadou, évit ma veûlimp da hanô san̄tel, ha ma en em énorimp enn da veûleûdi.

48. Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué Israel, a-gan̄tved-é-kan̄tved ; ha ra lavarô ann holl bobl : Bézet gréat, bézet gréat.


————


CVI. PSALM.


Alléluia.


1. Meûlit ann Aotrou ô véza ma eo mâd ; ô véza ma eo peûr-baduz hé drugarez.

2. Ra livirin̄t ar ré a zô bét dasprénet gan̄d ann Aotrou, ar ré en deûz dasprénet eûz a zourn ann énéhour, en deûz strollet eûz ar brôadou,

3. Eûz ar sâv-héol, hag eûz ar c’hûs-héol ; eûz ann han̄ter-nôz hag eûz ar c’hrésteiz.

4. Kan̄tréet hô deûs enn distrô, é lec’hiou dizour ; n’hô deûz két kavet a hen̄t évit mont da eur géar é péhini é helchen̄t choum.

5. Naoun ha séc’hed hô deûz bét ; hô éné a zô fatet enn-hô.

6. Neûzé hô deûz garmet étrézég ann Aotrou enn hô en̄krez ; hag hén̄ en deûz hô zennet eûz hô foaniou.

7. Hag hén̄ en deûz hô digaset enn hen̄t éeun, évit m’az ajen̄t d’ar géar é péhini é tlien̄t choum.

8. Ra veûlin̄t ann Aotrou enn abek d’hé drugarez ; ha d’ar burzudou en deûz gréat é-kén̄ver bugalé ann dûd.

9. Râg gwalc’het en deûz ann éné a oa goullô ; ha leûniet en deûz a vadou ann éné en dôa naoun.

10. Azézet é oan̄t enn dévalien, hag é skeûd ar marô ; éréet enn davan̄tégez hag er chadennou houarn,

11. O véza ma oant en em zispac’het out gér ann Aotrou ha m’hô dôa disprizet kuzul ann Uc’hel-meûrbéd.

12. Hô c’haloun a zô bét vuéléet gan̄d al labouriou ; dinerzet in̄t bét, ha né oa dén évid hô skoazella.

13. Neûzé hô deûz garmet étrézég ann Aotrou enn hô en̄krez ; hag hén̄ en deûz hô zennet eûz hô poaniou.

14. Hô lamet en deûz eûz ann dévalien, hag eûz a skeûd ar marô ; hag hô éréou en deûz torret.

15. Ra veûlin̄t ann Aotrou enn abek d’hé dmgarez ha d’ar burzudou en deûz gréat é-kén̄ver bugalé ann dûd.

16. Râk torret en deûz ar persier arem ; hag ar sparlou houarn en deuz brévet.

17. Hô zennet en deûz eûz a hen̄t hô fallagriez ; râg enn abek d’hô direisiou eo in̄t bét izéléet.

18. Hô éné a hérézé péb boéd ; hag hî a oa tôst da bersier ar marô.

19. Neûzé hô deûz garmet étrézég ann Aotrou enn hô en̄krez ; hag hén̄ en deûz hô zennet eûz hô foaniou.

20. Kaset en deûz hé c’hér, hag en deûz hô iac’héet ; hag en deûz hô zennet eûz ar marô.

21. Ra veûlin̄t ann Aotrou enn abek d’hé drugarez ha d’ar burzudou en deûz gréat é-kén̄ver bugalé ann dûd.

22. Ra gennigin̄t d’ézhan̄ eur sakrifiz a veûleûdi ; ha ra embannin̄t hé ôberiou gan̄t tridérez.

23. Ar ré a ziskenn war vôr el listri, hag a labour é-kreiz ann douréier brâz ;

24. Ar ré-zé hô deûz gwélet ôberiou ann Aotrou, hag hé vurzudou er poull doun.

25. Gourc’hémennet en deûz, hag eunn avel arné a zô savet ; ha koummou ar mor a zô savet.

26. Hî a biñé bétég ann én̄v ; hag a ziskenné bétég ar poull doun ; hô éné a faté gan̄t kémen̄d a boan.

27. Hî a oa reûstlet ha kéflusket ével eunn dén mézô ; hag hô holl furnez a oa teûzet.

28. Neûzé hô deûz garmet étrézég ann Aotrou enn hô en̄krez ; hag hén̄ en deûz hô zennet eûz hô foaniou.

29. Hag hén̄ en deûz trôet ann arné enn eunn aézen ; ha koummou ar mor a c’houzizaz.

30. Hag hî a zô bét laouénéet ô véza ma oan̄t gouzizet ; hag hén̄ en deûz hô c’haset er porz é péhini a fellé d’ézhô mon̄t.

31. Ra veûlin̄t ann Aotrou enn abek d’hé drugarez ha d’ar burzudou en deûz gréat é-kén̄ver bugalé ann dûd.

32. Ra énorin̄t anézhan̄ é strollad ar bobl ; ra veûlin̄t anézhan̄ el léac’h ma eo azézet ann hénaoured.

33. Trôet en deûz ar steriou enn eunn distrô ; hag al lec’hiou dourek é douar séac’h ;

34. Ann douar frouézuz é bili enn abek da zrougiez ar ré a choumé enn-han̄.

35. Trôet en deûz ann distrô é lennou dour : hag ann douar dizour é douréier réd.

36. Hag énô en deûz lékéat ar ré naounek ; hag hî a zavaz eur géar évit choum enn-hi.

37. Hag hî a hadaz er mesiou, hag a blan̄taz gwini péré hô deûz douget hô frouez.

38. Hag hén̄ a vennigaz anézhô, hag a baottaz anézhô kaer ; hag hô loéned a lékéaz ivé da greski.

39. Hôgen goudé-zé in̄t bét digresket ; heskinet in̄t bét gan̄t kalz a en̄krez hag a boan.

40. Skuḻa a réaz ann dispriz war ar brin̄sed, hag é lékéaz anézhô da gan̄tréa enn distrô el lec’hiou dihen̄t.

41. Tennet en deûz ar paour eûz hé davantégez ; ha kresket en deûz niver hé vugalé ével ann dén̄ved.

42. Ann dûd reiz a wélô kémen̄t-sé, hag en em laouénai ; hag ar ré fallagr a zerro hô génou.

43. Piou a zô fûr évit mirout ann traou-zé, hag évit poella trugarézou ann Aotrou ?


————


CVII. PSALM.


Kanaouen pé Psalm évid David.


1. Aozet eo va c’haloun ; mé a ganô, hag a veûlô ac’hanod war ar binviou é-kreiz va gloar.

2. Saô va gloar, savit, va liren ha va zélen ; mé a zavô diouc’h ar min̄tin.

3. Mé a an̄savô ac’hanod, Aotrou, é-touez ar boblou : ha meûli a rinn ac’hanod war ar binviou é-touez ar brôadou,

4. O veza ma eo savet da drugarez bétég ann én̄vou, ha da wirionez bétég ar c’hoabr.

5. En em c’horré, ô Doué, dreist ann én̄vou ; ha bézet da c’hloar war ann douar holl,

6. Évit ma vézô dieûbet ar ré a garez. Dieûb ac’hanoun gan̄d da zourn déou, ha sélaou ouz-in.

7. Doué en deûz komzet enn hé zan̄t ; trida a rinn ; hag é lôdenninn Sichem, hag é ven̄tinn traon̄ien ann teltou.

8. Galaad a zô d’in, ha Manasez a zô d’in ; hag Éfraim eo ners va fenn, Juda eo va roué.

9. Moab eo léstr va géd. Enn Iduméa éc’h astenninn va c’hamméjou ; ann diavésidi a zô deûet da viñouned d’in.

10. Piou a gasô ac’hanoun er géar gré ? Piou a gasô ac’hanoun bétég enn Iduméa ?

11. Ha na vézô két té, ô Doué, péhini éc’h eûz hon distolet ; ha na gerzi mui gan̄d hon arméou ?

12. Rô d’é-omp skoazel enn hon en̄krez ; râk didalvez eo skoazel ann dén.

13. Gan̄d Doué é raimp traou kalounuz ; hag hén̄ a gasô-da-gét hon énébourien.


————


CVIII. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Na dav két, ô Doué, diwar-benn va meûleûdi ; râg génou ar péc’her, ha génou ann toueller a zô digoret em énep.

2. Komzet hô deûz em énep gan̄d eunn téôd touelluz, va grounnet hô deûz gan̄t lavariou kasauz ; stourmet hô deûz ouz-in héb abek.

3. Pa dlien̄t va c’harout, é wall-gomzen̄t diwar va fenn ; hôgen mé a bédé.

4. Hag hî a réa d’in droug évit mâd ; ha kâs évit va c’haran̄tez.

5. Rô d’ar péc’her ar galloud war-n-ézhan̄ ; ha ra zavô ann diaoul enn hé zourn déou.

6. Pa vézô barnet, ra vézô tamallet ; ha ra vézô hé béden da béc’hed d’ézhan̄.

7. Ra vézô berréet hé zeisiou ; ha ra vézô rôet hé garg da eunn all.

8. Ra zeûi hé vugalé da emzivaded ; hag hé c’hrég da in̄tan̄vez.

9. Ra vézô kildrô ha divrôet hé vugalé, ha ra glaskin̄t hô boéd ; ha ra vézin̄t lékéat er-méaz eûz hô ziez.

10. Ra vézô en̄klasket hé vadou gan̄d ann hini a rô war gampi ; ra vézô skrapet hé labour gan̄d ann diavésidi.

11. Na vézet skoazel é-béd d’ézhan̄ ; ha n’en dévézet dén truez oud hé emzivaded.

12. Ra varvô hé holl vugalé ; ra vézô lamet hé hanô a-benn eur rumm hép-kén.

13. Ra zistrôi é én̄vor ann Aotrou fallagriez hé dadou ; ha na vézet két lamet péc’hed hé vamm.

14. Ra vézin̄t bépréd dirâg ann Aotrou ; ha ra vézô kollet ann én̄vor anézhô diwar ann douar ;

15. O véza n’en deûz két bét a goun da ôber trugarez,

16. Ha ma en deûz heskinet ann dén paour ha tavan̄tek, hag ann hini a oa glac’haret hé galoun, évid hé laza.

17. Ha pa en deûz karet ar valloz, a teûi d’ézhan̄ ; ha pa né két fellet d’ézhan̄ ar vennoz, é pellai diout-han̄. Ha pa en deûz gwisket ar valloz é-c’hîz eur zaé, hî a zô éat ével dour enn diabarz anézhan̄, hag évél éôl enn hé eskern.

18. Ra vézô d’ézhan̄ ével ar zaé a c’hôlô anézhan̄ ; hag ével ar gouriz a zô bépréd enn-drô d’ézhan̄.

19. Hennez eo dirâg ann Aotrou gôbr ar ré a damall ac’hanoun hag a wall-gomz diwar-benn va éné.

20. Ha té, Aotrou, Aotrou, difenn ac’hanoun enn abek d’as hanô ; râk c’houék eo da drugarez. Tenn ac’hanoun a boan,

21. O véza ma ounn tavan̄tek ha paour ; ha va c’haloun a zô reûstlet em c’hreiz.

22. Diaézet ounn ével eur skeûd a ia-kuît ; hag éz ann tû-man̄ ha tu-bon̄t ével ar c’hiḻeien-raden.

23. Va daoulin a zô gwanet gan̄d ar iûn ; ha va c’hîk a zô kemmet enn abek d’ann éôl.

24. Ha mé a zô deûet da zismégan̄s d’ézhô ; va gwélet hô deûz, hag hô deûz héjet hô fenn.

25. Skoazel ac’hanoun, Aotrou va Doué ; dieûb ac’hanoun hervez da drugarez.

26. Ha ra wézin̄t pénaoz éma da zourn aman̄ ; hag éo te, Aotrou, a ra kémen̄t-sé.

27. Hî a villigô ac’hanoun, ha té am bennigô ; ra vézô kaset-da-gét ar ré a zispac’h ouz-in ; hôgen da zervicher en em laouénai.

28. Ra vézô gôlôet a véz ar ré a lavar droug ac’hanoun ; ha ra vézin̄t gwisket a vézégez ével eûz a eur zaé daou-bléget.

29. Me a embannô kaer gloar ann Aotrou gan̄t va génou ; hag é veûlinn anézhan̄ é-touez kalz a dûd,

30. O véza ma eo savet enn dourn déou ar paour, évit savétei va éné eûz ar ré a heskiné anézhan̄.


————


CIX. PSALM.


Psalm David.


1. Ann Aotrou en deûz lavaret d’am Aotrou : Azez war va dourn déou : kén n’em bézô lékéat da énébourien da skabel d’as treid.

2. Gwalen da ners a dennô ann Aotrou eûz a Zion ; rén é-kreiz da énébourien.

3. Gan-éz é vézô ar brin̄sélez é deiz da c’halloud, é skéd va zen̄t ; da en̄géhen̄tet em eûz eûz va dargreiz abarz ar wérélaouen.

4. Touet en deûz ann Aotrou, ha n’en dévézô két a geûz ; té eo ar bélek peûr-baduz, hervez urs Melkisédek.

5. Ann Aotrou a zô oud da zourn déou ; brévet en deûz ar rouéed é deiz hé vuanégez.

6. Hén̄ a varnô é-touez ar brôadou ; leûnia a rai pép-trâ a ziskariou ; flastra a rai oud ann douar pennou meûr a hini.

7. Eûz a zour ar froud éc’h évô enn hen̄t ; râk-sé é savô hé benn.


————


CX. PSALM.


Alléluia.


1. Mé a veûlô ac’hanod, Aotrou, a greiz va c’haloun, é kuzul ann dûd reiz hag er strollad.

2. Brâz eo ôberiou ann Aotrou ; kévatal in̄t d’hé holl ioulou.

3. Meûleûdi ha meûrded eo hé boll ôberiou ; hag hé reizded a choum enn holl gan̄tvéjou.

4. Ann Aotrou hégarad ha trugarézuz en deûz lékéat hé vurzudou da véza peûr-baduz.

5. Boéd en deûz rôet d’ar ré a zouj anézhan̄. Koun en dévézô da-vikenn eûz hé gévrédigez.

6. Embanna a rai d’hé bobl ners hé ôberiou :

7. Évit ma rôi d’ézhô digwéz ar brôadou : ôberiou hé zaouarn eo gwirionez ha barnédigez.

8. Hé holl c’hourc’hémennou a zô féal ; stard in̄t enn holl gan̄tvéjou, ô véza ma’z in̄t gréat hervez ar wirionez hag ar reizded.

9. Ann dasprénadurez en deûz kaset d’hé bobl ; kemennet en deûz hé gévrédigez da-vikenn ; hé hanô a zô san̄tel hag heûzuz.

10. Derou ar furnez eo doujan̄s ann Aotrou. Poell mâd a zô gan̄d ar ré holl hô deûz hén̄ ; hé veûleûdi a choum enn holl gan̄tvéjou.


————


CXI. PSALM.


Alléluia, eûz a zistrô Aggéé ha Zac’harias.


1. Gwenvidig eo ann dén a zouj ann Aotrou, hag a zéven hé c’hourc’hémennou a ioul vâd.

2. Galloudek é vézô hé wenn war ann douar ; nésted ann dûd reiz a vézô benniget.

3. Ar c’hloar hag ar madou a zô enn hé dî ; hag hé reizded a choum enn holl gan̄tvéjou.

4. Savet eo ar goulou war ann dûd reiz é-kreiz ann dévalien ; hégarad ha trugarézuz, ha reiz eo ann Aotrou.

5. C’houék eo ann dén a zô trugarézuz, hag a brést d’ar paour, hag a reiz hé lavariou hervez ar varn :

6. Râk na vézô bikenn kéflusket.

7. Én̄vor ann dén reiz a vézô peûr-baduz ; n’en dévézô két a aoun râg ar gwall lavariou : hé galoun a vézô daré da lakaad hé c’héd enn Aotrou.

8. Krévéet eo hé galoun : na vézô két kéflusket kén na zisprizô hé énébourien.

9. Skuḻet en deûz hé vadou, war ar béorien ; hé reizded a choum enn holl gan̄tvéjou ; hé c’halloud a vézô savet er c’hloar.

10. Ar péc’her her gwélô, hag é savô droug enn-han̄ ; skriña a rai hé zen̄t, hag é tizec’hô ; hôgen ioul ar béc’herien a iélô-da-gét.


————


CXII. PSALM.


Alléluia.


1. Paotred, meûlit ann Aotrou, meûlit hanô ann Aotrou.

2. Benniget ra vézô hanô ann Aotrou, a-vréma ha da-vikenn.

3. Adaleg ar sâv-héol bétég ar c’hûz-héol é tlé béza meûlet hanô ann Aotrou.

4. Uc’hel eo ann Aotrou dreist ann holl vrôadou, hag hé c’hloar dreist ann én̄vou.

5. Piou a zô hén̄vel oud ann Aotrou, hon Doué, péhini a choum el lec’hiou uc’hel,

6. Hag a zell oud ann traou dister enn én̄v ha war ann douar ?

7. Péhini a denn ann tavan̄teg eûz ar poultr, hag a zâv ar paour diwar ann teil ;

8. Évid hé lakaat gan̄d ar brin̄sed, gan̄t prin̄sed hé bobl ;

9. Péhini a laka ar c’hrég bréc’han̄ da choum gan̄t lévénez enn hé zî, hag hî mamm da galz bugalé.


————


CXIII. PSALM.


Alléluia.


1. P’az éaz Israel er-méaz eûz ann Éjipt, ha tî Jakob eûz a greiz ar bobl kriz,

2. Ar Judéa a zeûaz da zan̄tuar, hag Israel da rouan̄télez d’ézhan̄.

3. Ar môr a wélaz, hag a dec’haz ; ar Jourdan a zistrôaz war hé gîz.

4. Ar ménésiou a lammaz ével tourzed ; hag ar c’hrec’hiennou ével ein ann dé̄nved.

5. Pérâg, ô môr, oud-dé tec’het ; ha té, Jourdan, pérâg oud-dé distrôet war da gîz ?

6. Pérâg, ô ménésiou, hoc’h eûs-hu lammet ével tourzed ; ha c’houi, krec’hiennou, ével ein ann dén̄ved ?

7. Horellet eo bét ann douar dirâg ann Aotrou, dirâk Doué Jakob,

8. Péhini a drôaz ar méan é froudou dour, hag ar roc’h é feun̄teûniou dour.

9. Na rô két d’é-omp, ô Aotrou, na rô két d’é-omp ; hôgen rô ar c’hloar d’as hanô ;

10. Enn abek d’as trugarez ha d’as gwirionez ; gan̄d aoun na lavarfé ar brôadou : Péléac’h éma hô Doué ?

11. Hôgen hon Doué a zô enn én̄v ; kémen̄d zô bét fellet d’ézhan̄ da ôber en deûz gréat.

12. Skeûdennou ar brôadou arc’han̄t hag aour, labour daouarn ann dûd.

13. Eur génou hô deûz, ha na gomzin̄t két ; daoulagad hô deûz, ha na wélin̄t két.

14. Diskouarn hô deûz, ha na glevin̄t két : difron hô deûz, ha na c’houésin̄t két.

15. Daouarn hô deûz, ha na zournatin̄t két ; treid hô deûz, ha na gerzin̄t két : gan̄d hô gargaden na c’harmin̄t két.

16. Ra vézô hén̄vel out-hô ar ré a ra anézhô ; hag ar ré holl a laka hô fisian̄s enn-hô.

17. Tî Israel en deûz lékéat hé c’héd enn Aotrou ; hén̄ eo hô skoazel hag hô difenner.

18. Tî Aaron en deûz lékéat hé c’héd enn Aotrou ; hén̄ eo hô skoazel hag hô difenner.

19. Ar ré a zouj ann Aotrou hô deûz lékéat hô géd enn Aotrou ; hén̄ eo hô skoazel hag hô difenner.

20. Ann Aotrou en deûz bét koun ac’hanomp, hag en deûz hor benniget ; benniget en deûz tî Israel ; benniget en deûz tî Aaron.

21. Benniget en deûz ar ré holl a zouj ann Aotrou, ar ré vihan kerkoulz hag ar ré vrâz.

22. Ra skuḻô ann Aôtrou madou névez war-n-hoc’h ; war-n-hoc’h ha war hô pugalé.

23. Benniget ra viot-hu gan̄d ann Aotrou, péhini en deûz gréat ann én̄v hag ann douar.

24. Én̄v ann én̄v a zô d’ann Aotrou : hôgen ann douar en deûz rôet da vipien ann dûd.

25. Ar ré varô na veûlin̄t két ac’hanod, ô Aotrou ; nag ar ré holl péré a ziskenn enn ifern.

26. Hôgen ni péré a zô béô, a vennigô ann Aotrou, a vréma ha da-vikenn.


————


CXIV. PSALM.


Alléluia.


1. Karet em eûz, ô véza ma sélaouô ann Aotrou mouéz va féden ;

2. O véza m’en deûz trôet hé skouarn étrézég enn-oun ; gervel a rinn anézhan̄ em holl zeisiou.

3. Gloasiou ar marô hô deûz va grounnet ; ha gwallou ann ifern hô deûz va c’havet. Ann en̄krez hag ar boan em eûz kavet.

4. Ha galvet em eûz hanô ann Aotrou : O Aotrou, dieûb va éné.

5. Trugarézus ha reiz eo ann Aotrou, hag hon Doué a zô leûn a druez.

6. Ann Aotrou a vîr ar ré vihan ; vuéléet ounn bét, hag hén̄ en deûz va dieûbet.

7. Distrô, va éné, d’as éhan : râg ann Aotrou en deûz gréat vâd d’id.

8. Râk tennet en deûz va éné eûz ar marô, va daoulagad eûz ann daérou, va zreid eûz al lamm.

9. Hétuz é vézinn d’ann Aotrou é douar ar ré véô.


————


CXV. PSALM.


Alléluia.


10. Krédet em eûz, râk-sé em eûz komzet : hôgen gwall vuéléet ounn bét.

11. Mé em eûz lavaret em lec’h : Pép dén a zô gaouiad.

12. Pétrâ a rôinn-mé d’ann Aotrou, évit kémen̄t en deûz rôet d’in ?

13. Kôp ar zilvidigez a gémérinn ; hag é c’halvinn hanô ann Aotrou.

14. Va gwéstlou a rôinn d’ann Aotrou dirâg hé boll bobl :

15. Talvouduz-brâz eo dirâg ann Aotrou marô hé zen̄t.

16. O Aotrou, ô véza ma ounn da zervicher, ma ounn da zervicher, ha mâb da vatez ; té éc’h eûz torret va éréou.

17. Mé a gennigô d’id eunn hostiv a veûleûdi ; hag é c’halvinn hanô ann Aotrou.

18. Va gwéstlou a rôinn d’ann Aotrou dirâg hé holl bobl :

19. É porc’hed tî ann Aotrou, enn da greiz, ô Jéruzalem.


————


CXVI. PSALM.


Alléluia.


1. Holl vrôadou, meûlit ann Aotrou ; holl boblou, meûlit anézhan̄.

2. Râg hé drugarez a zô bét startéet war-n-omp ; ha gwirionez ann Aotrou a bâd bépréd.


————


CXVII. PSALM.


Alléluia.


1. Meûlit aon Aotrou ô véza ma eo mâd ; ô véza ma eo peûr-baduz hé drugarez.

2. Ra lavarô bréma Israel pénaoz eo mâd ; pénaoz eo peûr-baduz hé drugarez.

3. Ra lavarô bréma tî Aaron pénaoz eo peûr-baduz hé drugarez.

4. Ra lavarô bréma ar ré a zouj ann Aotrou : Pénaoz eo peûr-baduz hé drugarez.

5. Eûz a greiz ann en̄krez em eûz galvet ann Aotrou ; hag ann Aotrou en deûz sélaouet ouz-in, ha va lékéat enn éc’hon.

6. Ann Aotrou a zô va skoazel ; n’am bézô két a aoun râg ar péz a hellô ann dûd da ôber d’in.

7. Ann Aotrou a zô va skoazel ; ha mé a zisprizô va énébourien.

8. Gwell eo lakaad hé fisian̄s enn Aotrou, égét lakaad hé fisian̄s enn dén.

9. Gwell eo lakaad hé c’héd enn Aotrou, égét lakaad hé c’héd er brin̄sed.

10. Ann holl vrôadou hô deûz va grounnet, hôgen é hanô ann Aotrou ounn en em ven̄jet.

11. Ann drô d’in hô deûz gréat ; hag é hanô ann Aotrou ounn en em ven̄jet.

12. Ann drô d’in hô deûz gréat ével gwénan, hag en̄tanet in̄t ével tân enn drein ; hag é hanô ann Aotrou ounn en em ven̄jet.

13. Boun̄tet ha divoun̄tet ounn bét, ha daré da gouéza ; hag ann Aotrou en deûz va c’hen-nerzet.

14. Va nerz ha va meûleûdi eo ann Aotrou ; deûet eo da véza va zilvidigez (T).

15. Mouéz ann tridérez hag ar zilvidigez a gleveur é teltou ann dûd reiz.

16. Dourn déou ann Aotrou en deûz gréat nerz ; dourn déou ann Aotrou en deûz va gorréet, dourn déou ann Aotrou en deûz gréat ners.

17. Na varvinn két, hôgen béva a rinn ; hag é tanévellinn ôberiou ann Aotrou.

18. Va gwall gastizet en deûz ann Aotrou ; hôgen n’en deûz két va rôet d’ar marô.

19. Digorit d’in persier ar reizded, m’az inn ébarz, ha ma veûlinn ann Aotrou.

20. Hé-man̄ eo pors ann Aotrou ; ar ré reiz a iélô ébarz.

21. Da veûli a rinn ô véza ma éc’h eûz sélaouet ouz-in ; ha ma oud deûet da véza va zilvidigez.

22. Ar méan hô deûz distolet ann ôbérourien-tiez, a zô bét lékéat é penn ar c’horn.

23. Gan̄d ann Aotrou eo bét gréat kémen̄t-sé, hag eunn dra eo hag a zô souézuz d’hon daoulagad.

24. Hé-man̄ eo ann deiz en deûz gréat ann Aotrou ; tridomp, hag en em laouénaomp enn-han̄.

25. O Aotrou, dieûb ac’hanoun, ô Aotrou, laka da zon̄d da vâd.

26. Benniget ra vézô ann hini a zeû é hanô ann Aotrou. Hô penniga a réomp eûz a dî ann Aotrou.

27. Doué eo ann Aotrou, hag hén̄ en deûz hor goulaouet. Likid ann deiz-zé da véza liduz, ô lakaat skourrou bété korn ann aoter.

28. Va Doué oud, hag é veûlinn ac’hanod ; va Doué oud, hag é uc’hélainn ac’hanod. Da veûli a rinn ô véza ma éc’h eûz sélaouet ouz-in ; ha ma oud deûet da véza va zilvidigez.

29. Meûlit ann Aotrou ô véza ma eo mâd ; ô véza ma eo peûr-baduz hé drugarez.


————


CXVIII. PSALM.


Alléluia.


aleph.


1. Gwenvidig eo ar ré a zô dinam enn hen̄t ; a gerz é lézen ann Aotrou.

2. Gwenvidig eo ar ré a en̄klask hé desténiézou, hag a glask anézhan̄ a-greiz hô c’haloun.

3. Râg ar ré a ra fallagriez, na valéon̄t két enn hé hen̄chou.

4. Té éc’h eûz kémennet ma vijé miret mâd da c’hourc’hémennou.

5. A-ioul é vé reizet va hen̄chou, enn hévélep doaré ma virinn da gélennou.

6. Neûzé na vézinn két kollet, p’am bézô lékéat évez oud da holl c’hourc’hémennou.

7. Mé a veûlô ac’hanod é éeunder va c’haloun, ô véza ma em eûz desket barnédigézou da reizded.

8. Da gélennou a virinn ; na zilez két ac’hanoun enn-holl-d’ann-holl.

beth.

9. Pénaoz é tifaziô hé hen̄t ann hini a zô iaouan̄k ? O virout da c’heriou.

10. A greiz va c’haloun em eûz da glasket ; na bella két ac’hanoun diouc’h da c’hourc’hémennou.

11. É gwéled va c’haloun em eûz kuzet da lavariou évit na béc’hinn két enn da énep.

12. Benniget oud, ô Aotrou ; desk d’in da gélennou.

13. Gan̄t va muzellou em eûz lavaret holl varnédigézou da c’hénou.

14. Kéméret em eûz va dudi enn da gélennou, ével enn holl vadou.

15. Prédéria a rinn da c’hourc’hémennou ; hag é likiinn évez oud da hen̄chou.

16. Poelladi a rinn war da gélennou ; na an̄kounac’hainn két da c’heriou.

gimel.

17. Béz mâd é-kén̄ver da zervicher, ma vézinn béô ; hag é virinn da c’heriou.

18. Tenn ar wél diwar va daoulagad ; hag é sellinn-pîz oud ar burzudou a zô enn da lézen.

19. Diavésiad ounn war ann douar, na gûz két ouz-in da c’hourc’hémennou.

20. Va éné en deûz c’hoan̄téet-brâz da gélennou é péb amzer.

21. Krôzet éc’h eûz ar ré valc’h ; milliget eo ar ré a bella diouc’h da c’hourc’hémennou.

22. Tenn diwar-n-oun ann dismégan̄s hag ann dispriz ; ô véza ma em eûz klasket da desténiézou.

23. Râg ar brin̄sed a zô bét azézet, hag hô deûz komzet em énep ; hôgen da zervicher a boelladé war da gélennou.

24. Râk da desténiézou a oa va fréder ha da gélennou va c’huzul.

daleth.

25. Va éné a zô bét stâg oud ann douar ; rô ar vuez d’in hervez da c’hér.

26. Va hen̄chou em eûz diskouézet d’id, ha té éc’h eûz sélaouet ouz-in ; desk d’in da gélennou.

27. Diskouéz d’in hen̄t da gélennou ; ha mé a boelladô war da vurzudou.

28. Morédet eo va éné gan̄d ann doan ; kennerz ac’hanoun gan̄d da c’heriou.

29. Pella diouz-in hen̄t ar fallagriez ; hag az péz truez ouz-in hervez da lézen.

30. Hen̄t ar wirionez em eûz dilennet ; n’em eûz két an̄kounac’héet da varnou.

31. En em staget ounn, Aotrou, oud da desténiézou ; na zispenn két ac’hanoun.

32. É hen̄t da c’hourc’hémennou am eûz rédet, pa éc’h eûz lédet va c’haloun.

hé.

33. Rô évit lézen d’in, Aotrou, hen̄d da gélennou ; ha mé hé en̄klaskô bépréd.

34. Rô ar poell d’in, hag é c’houiḻinn da lézen ; hag é virinn anézhi a greiz kaloun.

35. Kâs ac’hanoun é raven̄t da c’hourc’hémennou ; râg hé c’hoan̄téet em eûz.

36. Dinaou va c’haloun étrézé da desténiézou, ha nann étrézég ar c’hrinded.

37. Distrô va daoulagad évit na wélin̄t két ann didalvédigez ; rô ar vuez d’in enn da hen̄t.

38. Laka stard da c’hér enn da zervicher, gan̄d ann doujan̄s ac’hanod.

39. Pella diouz-in ann dismégan̄s em eûz doujet bépréd ; râk da varnou a zô c’houék.

40. Chétu em eûz c’hoan̄téet da c’hourc’hémennou ; rô ar vuez d’in enn da éeunder.

vav.

41. Râ zeûi war-n-oun da drugarez, ô Aotrou ; ha da zilvidigez hervez da c’hér.

42. Hag em bézô eur gér da lavarout d’ar ré a damall ac’hanoun : Pénaoz em eûz lékéat va géd enn da c’heriou.

43. Ha na denn két eûz va génou da-vikenn ar gér a wirionez, ô véza ma em eûz lékéat va holl c’héd enn da varaou.

44. Hag é virinn bépréd da lézenn, er c’han̄tvéjou, hag é kan̄tvéjou ar c’han̄tvéjou.

45. Enn éc’honder é valéenn ; ô véza ma em eûz klasket da chourc’hémennou.

46. Komza a réann eûz da desténiézou dirâg ar rouéed ; ha n’em boa két a véz.

47. Poelladi a réann war da c’hourc’hémennou, péré a garann.

48. Va daouarn a zavenn étrézé da c’hourc’hémennou, péré a garann : hag é poelladenn war da gélennou.

zaïn.

49. Az péz koun eûz ar gér éc’h eûz lavaret d’as servicher, dré béhini éc’h eûz rôet d’in ar géd.

50. Dré-zé eo ounn bét dizoaniet em vuelded : râk da lavar en deûz rôet ar vuez d’in.

51. Ar ré rôk a embrégé gan̄t kalz a fallagriez : hôgen mé n’ounn két pelléet diouc’h da lézen.

52. Koun em eûz bét, ô Aotrou, eûz da varnou a vépréd ; hag ounn bét dizoaniet.

53. Fatet ounn bét, enn abek d’ar béc’herien a zilezé da lézen.

54. Da gélennou a oa va c’hân, el léac’h va harlu.

55. Koun em eûz bét a-zoug ann nôz eûz da hanô, ô Aotrou ; hag em eûz miret da lézen.

56. Kémen̄t-sé a zô c’hoarvézet d’in ; ô véza ma em eûz klasket da gélennou.

cheth.

57. Va lôd, ô Aotrou ; lavaret em eûz é virinn da lézen.

58. Pédet em eûz da zremm a greiz va c’haloun ; az péz truez ouz-in hervez da lavar.

59. Évéséet em eûz va hen̄chou ; ha trôet em eûz va zreid étrézé da desténiézou.

60. Daré ounn, ha n’ounn két reûstlet ; miroud a rinn da c’hourc’hémennou.

61. Éréou ar béc’herien hô deûz gréat ann drô d’in ; ha n’em eûz két an̄kounac’héet da lézen.

62. É kreiz ann nôz é savenn évid da veûli, diwar-benn barnou da gélennou.

63. Unvan ounn gan̄d ar ré holl a zouj ac’hanod, hag a vir da c’hourc’hémennou.

64. Leûn eo ann douar eûz da drugarez, ô Aotrou ; desk d’in da gélennou.

teth.

65. Mâd oud bét é-kén̄ver da zervicher, ô Aotrou, hervez da c’her.

66. Desk d’in ar vadélez, ar gélennadurez hag ar wiziégez : ô véza ma em eûz krédet d’as gourc’hémennou.

67. Abarz ma ounn bét vuéléet em boa faziet ; râk-sé em eûz miret da lavar.

68. Mâd oud ; hag hervez da vadélez, desk d’in da gélennou.

69. Fallagriez ar ré rôk a zô bét brâz em énep ; hôgen mé a c’houiliô da c’hourc’hémennou.

70. Kaoulédet eo hô c’haloun ével al léaz ; hôgen mé em eûz prédériet war da lézen.

71. Mâd eo d’in ez pé va vuéléet ; évit ma teskinn da gélennou.

72. Gwell eo d’in lézen da c’hénou, égét milionou aour hag arc’han̄t.

jod.

73. Da zaouarn hô deûz va c’hréat ha va doaréet : rô d’in ar poell, ma teskinn da c’hourc’hémennou.

74. Ar ré a zouj ac’hanod a wélô ac’hanoun, hag en em laouénai ; ô véza ma em eûz lékéat va holl c’héd enn da c’heriou.

75. Anavézet em eûz, Aotrou, pénaoz eo reiz da varnou ; ha pénaoz éc’h eûz va vuéléet gan̄t gwirionez.

76. Ra zeûi da drugarez d’am dizoania, hervez ar gér éc’h eûz rôet d’as servicher.

77. Ra zeûi da vadélésiou war-n-oun, évit ma vévinn ; râk da lézen eo va fréder.

78. Ra vézô mézékêet ar ré valc’h, ô véza ma hô deûz gréat fallagriez em c’hén̄ver héb abek ; hôgen mé a boelladô war da c’hourc’hémennou.

79. Ra drôi ouz-in ar ré a zouj ac’hanod, hag ar ré a anavez da desténiézou.

80. Ra zeûi va c’haloun da véza dinam enn da gélennou, évit na vésinn két mézékéet.

caph.

81. Fatet eo va éné gan̄d da zilvidigez ; lékéat em eûz va holl c’héd enn da c’hér.

82. Gwévet eo va daoulagad gan̄d da c’hér, ô lavarout : Peûr é tic’hlac’hari-dé ac’hanoun ?

83. Râk deûet ounn ével eur bouc’h-kenn dindân ar réô ; ha n’em eûz két an̄kounac’héet da gélennou.

84. Péhini eo niver deisiou da zervicher : peûr é varni-dé ar ré a heskin ac’hanoun ?

85. Ar ré fallagr hô deûz danévellet d’in sorc’hennou ; ha né oan̄t két hén̄vel oud da lézen.

86. Gwirionez eo da holl c’hourc’hémennou ; gan̄d direizded hô deûz va heskinet, skoazel ac’hanoun.

87. Daré eo bét d’ézhô va dispenna war ann douar ; hôgen n’em eûz két dilézet da c’hourc’hemennou.

88. Rô ar vuez d’in hervez da drugarez ; ha mé a virô testéniézou da c’hénou.

lamed.

89. Da c’her, Aotrou, a choum bépréd enn én̄v.

90. Da wirionez a bâd a rumm é rumm ; diazézet eo bét ann douar ganéz, hag é choum.

91. Gan̄d da reiz é pâd ann deiz ; râk pép-trâ a zen̄t ouz-id.

92. Ma na vijé két bét va fréder enn da lézen, é vijenn martézé bét kollet em vuelded.

93. Bikenn na an̄kounac’hainn da gélennou ; râg gan̄t-hô eo éc’h eûz rôet ar vuez d’in.

94. D’id onnn, dieûb ac’hanoun ; râk da gélennou em eûz klasket.

95. Ar béc’herien hô deûz va gortozet évit va c’holla ; da desténiézou em eûz poellet.

96. Gwélet em eûz ann divez eûz a bép-trâ klôk ; hôgen da c’hourc’hémennou a zô éc’hon-brâz.

mem.

97. Pégémen̄t é karann da lézen, ô Aotrou ! va fréder eo héd ann deiz.

98. Va lékéat éc’h eûz da véza furoc’h égét va énébourien gan̄d da c’hourc’hémennou : râk dira-z-oun émin̄t bépréd.

99. Poellékoc’h ounn bét égéd ar ré a zeské ac’hanoun ; ô véza ma lakaann va fréder enn da desténiézou.

100. Poellékoc’h ounn bét égéd ann hénaoured ; ô véza ma em eûz klasket da c’hourc’hémennou.

101. A bép gwall hen̄t em eûz distrôet va zreid, évit ma virchenn da c’heriou.

102. N’ounn két bét pelléet diouc’h da varnou ; ô véza ma éc’h eûz rôet eul lézen d’in.

103. Péger c’houék eo da lavariou d’in ; c’houékoc’h égéd ar mél d’am génou !

104. Gan̄d da c’hourc’hémennou ounn deûet da véza poellek ; râk-sé em eûz kaséet pép gwall hen̄t.

nun.

105. Eur c’hleûzeûr eo da c’hér évit va zreid, hag eur c’houlaouen évit va raven̄tou.

106. Touet em eûz, ha lékéat em penn é virchenn barnou da reizded.

107. Vuéléet-brâz ounn, ô Aotrou ; va laka da véva hervez da c’hér.

108. Laka, Aotrou, ma vézô hétuz d’id ar gwéstlou a rann a-ioul-vâd ; desk da varnou d’in.

109. Éma bépréd va éné étré va daouarn ; ha n’em eûz két an̄kounac’héet da lézen.

110. Ar béc’herien hô deûz aozet eur spi d’in ; ha n’ounn két distrôet diouc’h da c’hourc’hémennou.

111. Kéméret em eûz da zigwéz da-vikenn da desténiézou ; ô véza ma in̄t lévénez va c’haloun.

112. Douget em eûz va c’haloun da ôber bépréd da gélennou, enn abek d’ar gôbr.

samech.

113. Ar ré fallagr em eûz kaséet ; ha da lézen em eûz karet.

114. Va skoazeller ha va difenner oud ; hag enn da c’hér em eûz lékéat va holl c’héd.

115. Pellait diouz-in, tûd drouk ; hag é en̄klaskinn gourc’hémennou va Doué.

116. Starta ac’hanoun hervez da lavar, ha va laka da véva ; ha n’am lez két da véza touellet em géd.

117. Skoazel ac’hanoun, hag é vézinn dieûbet ; hag é poelladinn bépred war da gélennou.

118. Disprizet éc’h eûz ar ré holl a bella diouc’h da varnédigézou ; ô véza ma eo direiz hô ménoz.

119. Holl béc’herien ann douar em eûz sellet ével fallerien ; râk-sé em eûz karet da desténiézou.

120. Treûz a-grenn va c’hik gan̄d ann doujan̄s ac’hanod ; râg aoun em eûz râk da varnédigézou.

aïn.

121. Barn ha reiz em eûz gréat ; na laka két ac’hanoun étré daouarn ar ré a wall-gomz diwar va fenn.

122. Digémer da zervicher er mâd ; na vézet két gwall-gomzet diwar hé benn gan̄d ar ré rôk.

123. Gwévet eo va daoulagad gan̄d da zilvidigez ; ha gan̄t lavar da reizded.

124. Gra é kén̄ver da zervicher hervez da drugarez ; ha desk d’in da gélennou.

125. Da zervicher ounn ; rô d’in ar poell, évit ma anavézinn da desténiézou.

126. Préd eo ôber, Aotrou ; diskaret eo bét da lézen gan̄t-hô.

127. Râk-sé em eûz karet da c’hourc’hémennou dreist ann aour hag ann topaz.

128. Râk-sé éz éann râg-eeun étrézé da holl c’hourc’hémennou ; péb hen̄t fall em eûz kaséet.

phe.

129. Burzuduz eo da desténiézou ; râk-sé va éné en deûz hô en̄klasket.

130. Ann displég eûz da lavariou a c’houlaou hag a rô poell d’ar ré vihan.

131. Digoret em eûz va génou, hag em eûz hoalet ann aézen ; ô véza ma c’hoan̄téenn da c’hourc’hémennou.

132. Sell ouz-in, hag az péz truez ouz-in, hervez ma oud boazet da ôber é-kén̄ver ar ré a gâr da hanô.

133. Rén va c’hamméjou hervez da lavar ; ha na zeûet két ann direizded da drec’hi ac’hanoun.

134. Dieûb ac’hanoun eûz a wall-gomsiou ann dûd ; évit ma virinn da c’hourc’hémennou.

135. Goulaou da zremm war da zervicher ; ha desk d’in da gélennou.

136. Va daoulagad hô deûz skuḻet gouériou daérou ; ô véza n’hô deûz két miret da lézen.

tsadé.

137. Reiz oud, Aotrou ; hag éeun eo da varn.

138. Kémennet éc’h eûz a-ratoz ma vijé miret testéniézou da lézen, ével ar reizded hag ar wirionez hé-unan.

139. Va oaz en deûz va lékéat da zizéc’ha ; ô véza ma hô deûz va énébourien an̄kounac’héet da c’heriou.

140. Da lavar a zô arnodet-kaer gan̄d ann tân ; ha da zervicher a gâr anézhan̄.

141. Bihanig ounn ha disprizet ; hôgen n’em eûz két an̄kounac’héet da gélennou.

142. Da reizded a zô ar reizded peûr-baduz ; ha da lézen a zô ar wirionez.

143. Ann en̄krez hag ann an̄ken a zô kouézet war-n-oun ; poelladet em eûz war da c’hourc’hémennou.

144. Reizded da desténiézou a zô peûr-baduz ; rô ar poell d’in, hag é vévinn.

coph.

145. Garmet em eûz a greiz va c’haloun ; sélaou ouz-in Aotrou ; da gélennou a en̄klaskinn.

146. Garmet em eûz étrézég enn-od, dieûb ac’hanoun ; évit ma virinn da c’hourc’hémennou.

147. Abréd ounn deûet, hag em eûz garmet ; ô véza ma em eûz lékéat va holl c’héd enn da c’heriou.

148. Trôet eo va daoulagad étrézég enn-od min̄tin mâd ; évid ma poelladfenn war da lavariou.

149. Sélaou va mouéz hervez da drugarez, Aotrou ; ha rô ar vuez d’in hervez da varnédigez.

150. Ar ré a heskiné ac’hanoun a zô tôstéet ouc’h ar fallagriez ; hôgen pelléet in̄t diouc’h da lézen.

151. Té a zô tôst, Aotrou ; ha da holl hen̄chou a zô ar wirionez.

152. Adaleg ar penn-ken̄ta em eûz anavézet, diwar-benn da desténiézou, pénaoz éc’h eûz hô diazézet da-vikenn.

resch.

153. Gwél va vuelded, ha dieûb ac’hanoun ; ô véza n’em eûz két an̄kounac’héet da lézen.

154. Barn va c’hiriégez, ha dieûb ac’hanoun ; rô ar vuez d’in hervez da lavar.

155. Pell éma ar zilvidigez diouc’h ar béc’herien ; ô véza n’hô deûz két en̄klasket da gélennou.

156. Paot eo da drugarézou, Aotrou ; rô d’in ar vuez hervez da varnédigez.

157. Kalz a zô hag a heskin, hag a en̄krez ac’hanoun ; n’ounn két distrôet diouc’h da desténiézou.

158. Ar ré fallakr em eûz gwélet, hag ounn bét dizéc’het ; ô véza n’hô deûz két miret da lavariou.

159. Gwél, Aotrou, pégémen̄t em eûz karet da c’hourc’hémennou ; rô ar vuez d’in hervez da drugarez.

160. Penn-abek da c’heriou eo ar wirionez ; holl varnou da reizded a zô peûr-baduz.

sehin.

161. Ar brin̄sed hô deûz va heskinet héb abek ; ha va c’haloun é deûz krénet râg da c’heriou.

162. En em laouénaad a rinn enn da c’heriou ; ével ann hini en deûz kavet kalz diwiskou.

163. Ar fallagriez em eûz kaséet, hag hé argarzet em eûz ; hôgen da lézen em eûz karet.

164. Seiz gwéac’h enn deiz em eûz da veûlet, enn abek da varnou da reizded.

165. Péoc’h brâz a zô évid ar ré a gâr da lezen ; ha n’eûz két a wall-skouér évit-hô.

166. Da zilvidigez a c’hortozenn, Aotrou ; ha karet em eûz da c’hourc’hémennou.

167. Miret en deûz va éné da desténiézou ; hag hô c’haret en deûz stard.

168. Miret em eûz da c’hourc’hémennou, ha da desténiézou ; ô véza ma éma va holl hen̄chou dira-z-od.

tau.

169. Ra dôstai va féden dira-z-od, ô Aotrou ; rô d’in ar poell hervez da lavar.

170. R’az ai va goûlenn bété dira-z-od. Dieûb ac’hanoun hervez da lavar.

171. Va muzellou a rôi da glevout eur ganaouen, p’az pézô desket d’in da gélennou.

172. Va zéôd a embannô da lavar ; ô véza ma eo reiz da holl c’hourc’hémennou.

173. Ra zeûi da zourn d’am dieûbi ; ô véza ma em eûz dilennet da c’hourc’hémennou.

174. C’hoan̄téet em éûz da zilvidigez, ô Aotrou ; ha da lézen a zô va fréder.

175. Va éné a vévô hag a veûlô ac’hanod ; ha da varnédigézou a skoazellô ac’hanoun.

176. Kildrôet em eûz, ével eunn dan̄vad a zô dian̄ket ; klask da zervicher, ô véza n’em eûz két an̄kounac’héet da c’hourc’hémennou.


————


CXIX. PSALM.


Kanaouen ann dérésiou.


1. Etrézég ann Aotrou em eûz garmet pa oann en̄krézet ; hag hén̄ en deûz sélaouet ouz-in.

2. Aotrou, dieûb va éné diouc’h ar muzellou fallagr, ha diouc’h ann téôd touelluz.

3. Pétrâ a vézô rôet d’id, pé pétrâ a vézô digaset d’id évid da déôd touelluz ?

4. Saésiou lemm ar galloudek, gan̄t glaou rûz-tân.

5. Gwâ mé, ô véza ma eo hirréet va harlu ; bét ounn ô choum gan̄d ar ré a zô é Sédar :

6. Pell-amzer eo bét diavésiad va éné.

7. Gan̄d ar ré a gasée ar péoc’h, é oann péoc’huz ; pa gomzenn out-hô, é stourment ouz-in héb abek.


————


CXX. PSALM.


Kanaouen ann dérésiou.


1. Savet em eûz va daoulagad étrézég ar ménésiou, a béléac’h é teûiô skoazel d’in.

2. Va skoazel a zeûiô diouc’h ann Aotrou, péhini en deûz gréat ann én̄v hag ann douar.

3. Na lézet két da droad da véza horellet ; na gousket két ann hini a ziwall ac’hanod.

4. Chétu na vôrédô na na gouskô, ann hini a ziwall Israel.

5. Ann Aotrou a ziwall ac’hanod, ann Aotrou a zô da zifenner, ouc’h da zourn déou.

6. Ann héol n’az devô két a-zoug ann deiz, nag al loar a-zoug ann nôz.

7. Ann Aotrou a ziwall ac’hanod a bép drouk ; ra ziwallô ann Aotrou da éné.

8. Ra ziwallô ann Aotrou ac’hanod pa zeûi ha p’az î ; a-vréma ha da-vikenn.


————


CXXI. PSALM.


Kanaouen ann dérésiou.


1. En em laouénéet ounn gan̄d ar péz a zô bét lavaret d’in : Da dî ann Aotrou éz aimp.

2. Stard é oa hon treid, enn da borchédou, ô Jéruzalem.

3. Jéruzalem a zaveur ével eur géar ; hag hé holl gévrennou a zô unvan étré-z-hô.

4. Râg énô eo é piñé ar breûriézou, breûriézou ann Aotrou, testéni Israel, évit meûli hanô ann Aotrou.

5. Râg énô é oa diazézet trôniou ar varn, trôniou tî David.

6. Goulennit ar péz a dlé rei ar péoc’h da Jéruzalem ; ha ra zeûi ar founder d’ar ré a gâr ac’hanod.

7. Ra vézô ar péoc’h enn da nerz ; hag ar founder enn da douriou.

8. Enn abek d’am breûdeûr ha d’am c’héren̄t, em eûz komzet a béoc’h évid-od.

9. Enn abek da dî ann Aotrou hon Doué, em eûz klasket ôber vâd d’id.


————


CXXII. PSALM.


Kanaouen ann dérésiou.


1. Savet em eûz va daoulagad étrézég enn-od, té péhini a choum enn én̄vou.

2. Chétu ével ma éma daoulagad ar mévellou war zaouarn hô mistri ; ével ma éma daoulagad ar vatez war zaouarn hé mestrez ; ével-sé éma hon daoulagad étrézég ann Aotrou hon Doué, kén n’en dévézô truez ouz-omp.

3. Az péz truez ouz-omp, Aotrou, az péz truez ouz-omp : râk leûn omp a véz.

4. Râk leûn eo hon éné ; gan̄d dismégan̄s ar ré binvidik, ha gan̄t faé ar ré rôk.


————


CXXIII. PSALM.


Kanaouen ann dérésiou.


1. Ma na vijé két bét ann Aotrou gan-é-omp, ra lavarô Israel bréma,

2. Ma na vijé két bét ann Aotrou gan-é-omp, pa zavé ann dûd enn hon énep,

3. Martézé hô dévijé hol loun̄ket ez béô : pa eo savet hô c’hounnar war-n-omp,

4. Martézé ann dour en dévijé hor beûzet.

5. Hon éné en deûz treûzet ar froud ; martézé en dévijé hon éné treûzet eunn dour dic’houzan̄vuz.

6. Benniget ra vézô ann Aotrou, péhini n’en deûz két hor rôet da breiz d’hô den̄t.

7. Va éné a zô éat-kuît ével eur golvan eûz a lindâg ar gwénaerien : al lindâg a zô bét torret, ha nî a zô bét dieûbet.

8. Hor skoazel a zô é hanô ann Aotrou, péhini en deûz gréat ann én̄v hag ann douar.


————


CXXIV. PSALM.


Kanaouen ann dérésiou.


1. Ar ré a laka hô fisians enn Aotrou a zô ével ménez Sion ; néb a choum é Jéruzalem na vézô bikenn kéflusket.

2. Ménésiou a zô enn-drô d’ézhi ; hag ann Aotrou a zô enn-drô d’hé bobl, a vrema ha da-vikenn.

3. Râg ann Aotrou na lézô két bépréd gwalen ar béc’herien war zigwéz ar ré reiz, gan̄d aoun na astenfé ar ré reiz hô douarn étrézég ar fallagriez.

4. Grâ vâd, Aotrou, d’ar ré vâd, ha d’ar ré a zô éeun a galoun.

5. É-kén̄ver ar ré a zistrô é hen̄chou gwâr, r’hô c’hasô ann Aotrou gan̄d ar ré a ra fallagriez : péoc’h war Israel.


————


CXXV. PSALM.


Kanaouen ann dérésiou.


1. Pa en deûz ann Aotrou lékéat da zistrei ar ré eûz a Zion a oa é sklavérez ; ével tûd dizoaniet omb bét.

2. Neûzé eo bét leûn hor génou a lévénez, hag hon téôd a dridérez. Neûzé é vézô lavaret é-touez ar brôadou : Traou brâz en deûz gréat ann Aotrou enn hô gounid.

3. Traou brâz en deûz gréat ann Aotrou enn hor gounid ; ha nî a zô en em laouénéet.

4. Laka da zistrei, Aotrou, hor sklaved, ével eur froud er c’hrésteiz.

5. Ar ré a hâd enn daérou, a védô enn tridérez.

6. Mon̄d a réan̄t hag é wélen̄t, ô teûrel hô hâd. Hôgen pa zistrôin̄t é teûin̄t gan̄t tridérez, ô tougen hô malanou.


————


CXXVI. PSALM.


Kanaouen dérésiou Salomon.


1. Ma na zâv ann Aotrou ann tî, enn aner eo é labour ar ré a zâv anézhan̄. Ma na ziwall ann Aotrou ar géar, enn-aner eo é choum dihun ann hini a ziwall anézhi.

2. Enn-aner eo é savit abarz goulou-deiz ; savit goudé ma hô pézô en em ziskuizet, c’houi péré a zebr bara ar c’hlac’har. Pa en dévézô rôet ar c’housk d’ar ré a gâr,

3. Chétu évid digwéz ann Aotrou, mipien ; évit gôbr, frouez ar c’hôv.

4. Ével saésiou é dourn eunn dén galloudek ; ével-sé éma mipien ar ré a zô bét en̄krézet.

5. Gwenvidig eo ann dén péhini en deûz sévénet he ioul enn-hô ; na vézô két mézékéet pa gomzô oud hé énébourien é-tâl ar porz.


————


CXXVII. PSALM.


Kanaouen ann dérésiou.


1. Gwenvidig eo ar ré a zouj ann Aotrou, hag a valé enn hé hen̄chou.

2. Râk labour da zaouarn é tebri ; gwenvidig oud ; hag ervâd é vézô d’id.

3. Da c’hrég a vézô ével eur winien strujuz war gostésiou da dî. Da vipien ével kreskou gwéz-olived, a vézô enn-drô d’as taol.

4. Ével-sé eo é vézô benniget ann dén a zouj ann Aotrou.

5. Ra vennigô ann Aotrou ac’hanod eûz a Zion ; ha ra wéli madou Jéruzalem é holl zeisiou da vuez.

6. Ha ra wéli mipien da vipien ; hag ar péoc’h war Israel.


————


CXXVIII. PSALM.


Kanaouen ann dérésiou.


1. Aliez hô deûz stourmet ouz-in abaoé va iaouan̄kiz, ra lavarô Israel bréma :

2. Aliez hô deûz stourmet ouz-in abaoé va iaouan̄kiz ; koulskoudé n’hô deûz két gellet va zrec’hi.

3. Ar béc’herien hô deûz labouret war va c’héin ; hirréet hô deûz hô fallagriez.

4. Ann Aotrou péhini a zô reiz, en deûz trouc’het penn ar béc’herien.

5. Ra vézô mézékéet ha ra zistrôi war hô c’hîz ar ré holl péré a gasa Sion.

6. Ra zeûin̄t ével géot ann tôennou, péhini a zeû da wévi, ken̄t ma tenneur anézhan̄ ;

7. A behini na leûn két ar méder hé zourn, nag ar malaner hé askré.

8. Hag ar ré a iéa ébiou n’hô deûz két lavaret : Bennoz Doué war-n-hoc’h ; hô penniga a réomp é hanô ann Aotrou.


————


CXXIX. PSALM.


Kanaouen ann dérésiou.


1. Eûz ann dounder em eûz garmet étrézég enn-od, Aotrou ;

2. Aotrou, sélaou out va mouéz. Ra lakai évez da ziskouarn out mouéz va féden.

3. Mar sellez-pîz, Aotrou, oud ar fallagriézou : Aotrou, piou a harzô ?

4. Hôgen ô véza ma oud leûn a drugarez ; hag enn abek d’as lézen em eûz harzet ouz-id, ô Aotrou. Va éné en deûz harzet ô lakaad hé c’héd enn hé c’hér.

5. Va éné en deûz lékéat hé c’héd enn Aotrou.

6. Adalek beḻ ar min̄tin bétég ann nôz, ra lakai Israel hé c’héd enn Aotrou,

7. O véza ma eo trugarézuz ann Aotrou ; ha ma eo brâz ann dasprénadurez enn-han̄.

8. Hag hén̄ a zasprénô Israel eûz hé holl fallagriézou.


————


CXXX. PSALM.


Kanaouen dérésiou David.


1. Aotrou, né két bét stambouc’het va c’haloun ; na két bét savet va daoulagad. N’em eûz két baléet enn traou brâz, nag enn traou burzuduz dreist-oun.

2. Ma n’em bôa két ménosiou vuel, hôgen ma em eûz savet va éné ; ra zeûiô va éné hén̄vel oud eur bugel a zô bét dizounet gan̄d hé vamm.

3. Ra lakai Israel hé c’héd enn Aotrou, a vréma ha da-vikenn.


————


CXXXI. PSALM.


Kanaouen ann dérésiou.


1. Az péz koun, Aotrou, eûz a Zavid, hag eûz hé holl gun̄vélez :

2. Evel ma en deûz touet d’ann Aotrou, ha ma en deûz gréat hé wéstl da Zoué Jakob.

3. N’az inn két é telt va zî ; na biñinn két war ar gwélé é péhini é kouskann.

4. Na rôinn két a gousk d’am daoulagad, nag a vôred da groc’hen va daoulagad,

5. Nag a éhan d’am daou-ividik ; kén na gavinn eul léac’h évid ann Aotrou, eunn tabernakl évid Doué Jakob.

6. Chétu hon eûz klevet pénaoz édô é Éfrata : hé c’havet hon eûz é mésiou ar c’hoad.

7. Mon̄d a raimp enn hé dabernakl : hé azeûli a raimp el léac’h é péhini eo bét diazézet hé dreid.

8. Saô, Aotrou, enn da éhan, té hag arc’h da zan̄télez.

9. Ra wiskô da véleien ar reizded ; ha ra dridô da zen̄t.

10. Enn abek da Zavid da zervicher, na zistol két dremm da éôliet.

11. Ann Aotrou en deûz touet ar wirionez da Zavid, ha na vézô két touellet gan̄t-han̄ ; frouez da gôv a likiinn war da gador,

12. Ma vîr da vipien va c’hévrédigez, hag ann testéniézou-man̄ a zeskinn d’ézhô : hag ivé hô mipien da-vikenn ; éc’h azézin̄t war da gador.

13. Râg ann Aotrou en deûz dilennet Sion ; hé dilennet en deûz évit choum enn-hi.

14. Énô é vézô va éhan da-vikenn ; énô é chouminn, ô véza ma em eûz hé dilennet.

15. Hé in̄tan̄vez a venniginn ; bara a rôinn d’hé féorien hô gwalc’h.

16. Hé béleien a wiskinn gan̄t silvidigez ; hag hé sen̄t a lamô gan̄t tridérez.

17. Énô eo é tiskouézinn galloud David ; hag em eûz aozet eur c’hleûzeur d’am éôliet.

18. Hé énébourien a wiskinn gan̄t méz ; hôgen va zan̄télez a vleûn̄vô war-n-ézhan̄.


————


CXXXII. PSALM.


Kanaouen dérésiou David.


1. Péger mad ha péger c’houék eo é choumfé ar breûdeûr kévret.

2. Ével al louzou c’houés-vâd eo a zô skuḻet war ar penn, hag a ziskenn war ar barô, war varô Aaron ; a ziskenn war véven hé zaé.

3. Ével glîz Hermon, a ziskenn war vénez Sion. Râg énô eo en deûz ann Aotrou kémennet hé vennoz hag ar vuez da-vikenn.


————

CXXXIII. PSALM.


Kanaouen ann dérésiou.


1. Chétu bréma bennigit ann Aotrou, c’houi holl servicherien ann Aotrou ; c’houi péré a choum é tî ann Aotrou, é porchédou tî hon Doué.

2. A-zoug ann nôsiou savit hô taouarn étrézég ar san̄tuar, ha bennigit ann Aotrou.

3. Ra vennigô ann Aotrou ac’hanod eûz a Zion, hen̄ péhini en deûz gréat ann én̄v hag ann douar.


————


CXXXIV. PSALM.


Alléluia.


1. Meûlit hanô ann Aotrou, meûlit ann Aotrou, c’houi hé zervicherien.

2. C’houi péré a choum é tî ann Aotrou, é porchédou tî hon Doué.

3. Meûlit ann Aotrou, râk mâd eo ann Aotrou ; kanit hé hanô, râk c’houék eo.

4. Râg ann Aotrou en deûz dilennet Jakob évit-han̄ hé-unan, hag Israel da c’hlâd d’ézhan̄.

5. Râk mé em eûz anavézet pénaoz eo brâz ann Aotrou, ha ma eo hon Doué dreist ann holl zouéed.

6. Ar péz a garé en deûz gréat ann Aotrou enn én̄v, enn douar, er môr, hag enn holl loun̄kou.

7. Hén̄ a zigas ar c’hoabr eûz a benn ann douar ; trei a ra ar gurun é glaô. Tenna a râ ann avel eûz hé den̄zoriou.

8. Hén̄ en deûz skôet ar ré gen̄ta-ganet eûz ann Éjipt, adaleg ann dén bétég al loen.

9. Hén̄ en deûz kaset arouésiou ha burzudou enn da greiz, ô Éjipt, a-énep Faraon, hag a-éneb hé holl zervicherien.

10. Hén̄ en deûz skôet war galz a vrôadou ; hag en deûz lazet rouéed kré ;

11. Sébon, roué ann Amorréed, hag Og, roué Basan, hag holl rouan̄télésiou Kanaan.

12. Hag hén̄ en deûz rôet hô douar é digwéz, é digwéz da Israel, d’hé bobl.

13. Da hanô, Aotrou, a badô da-vikenn ; ann én̄vor ac’hanod a iélô a-rumm-da-rumm.

14. Râg ann Aotrou a varnô hé bobl ; hag é sélaouô péden hé zervicherien.

15. Skeûdennou ar brôadou eo arc’han̄t hag aour, labour daouarn ann dûd.

16. Eur génou hô deûs, ha na gomzin̄t két ; daoulagad hô deûz ha na wélin̄t két.

17. Diskouarn hô deûz, ha na glevin̄t két ; râk n’eûz kéd a c’houéz a vuez enn hô génou.

18. Ra vézô hén̄vel out-hô ar ré hô grâ ; hag ar ré holl a laka hô fisian̄s enn-hô.

19. Tî Israel, bennig ann Aotrou. Tî Aaron, bennig ann Aotrou.

20. Tî Lévi, bennig ann Aotrou ; c’houi péré a zouj ann Aotrou, bennigit ann Aotrou.

21. Benniget ra vézô ann Aotrou eûz a Zion, hén̄ péhini a choum é Jéruzalem.


————


CXXXV. PSALM.


Alléluia.


1. Meûlit-kaer ann Aotrou, râk mâd eo ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

2. Meûlit-kaer Doué ann douéed ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

3. Meûlit-kaer Aotrou ann aotrounez ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

4. Hén̄ eo a râ hé-unan burzudou brâz ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

5. Hén̄ eo en deûz gréat ann én̄vou gan̄t poell ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

6. Hén̄ eo en deûz startéet ann douar war ann douréier ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

7. Hén̄ eo eo deûz gréat goulaouennou brâz ; râk peûr-baduz eo hé drugarez :

8. Ann héol évit luc’ha a-zoug ann deiz ; râk peûr-baduz eo hé drugarez :

9. A1 loar hag ar stéred évit luc’ha a-zoug ann nôz ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

10. Hén̄ eo en deûz skôet war ann Éjipt gan̄d hé ré gen̄ta-ganet ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

11. Hén̄ eo en deûz tennet Israel eûz hô zouez ; râk peûr-baduz eo hé drugarez :

12. Gan̄d eunn dourn kré, hag eur vréac’h uc’hel ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

13. Hén̄ eo en deûz rannet ar môr Rûz é daou han̄ter ; râk peûr-baduz eo hé drugarez ;

14. Hag a lékéaz Israel d’hé dreûzi ; râk peûr-baduz eo hé drugarez ;

15. Hag a ziskaraz Faraon hag hé armé er môr Rûz ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

10. Hén̄ eo en deûz kaset hé bobl a-dreûz d’ann distrô ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

17. Hén̄ eo en deûz skôet gan̄t rouéed brâz ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

18. Hag en deûz lazet rouéed kré ; râk peûr-baduz eo hé drugarez ;

19. Séhon, roué ann Amorréed ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

20. Hag Og, roué Basan ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

21. Hag en deûz rôet hô douar é digwéz ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

22. É digwéz da Israel, hé zervicher ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

23. Râg enn hor vuelded en deûz bét koun ac’hanomp ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

24. Hag en deûz hon dasprénet diouc’h hon énébourien ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

25. Hén̄ eo a rô boéd da gémen̄t zô béô (T) ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.

26. Meûlit-kaer Doué ann én̄v ; râk peûr-baduz eo hé drugarez : meûlit-kaer Aotrou ann aotrounez ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.


————


CXXXVI. PSALM.


Psalm David évit Jérémias.


1. War-harz steriou Babilon, énô omb bét azézet hag hon eûz gwélet : pa eo deûet koun d’é-omp eûz a Zion.

2. Skourret hon eûz hon télennou oud ann halek a zô enn hé greiz.

3. Râg ar ré hô dôa hor c’haset é sklavérez a c’houlenné digan-é-omp ma kanchemp énô ; hag ar ré hô dôa hor skrapet a lavaré : Kanit d’é-omp unan-bennâg eûz a ganaouennou Sion.

4. Pénaoz é kanimp-ni kanaouen ann Aotrou enn eur vrô a-ziavéaz ?

5. Ma an̄kounac’haann ac’hanod, ô Jéruzalem, ra vézô lékéat va dourn déou é an̄kounac’h.

6. R’en em stagô va zéôd out va staon̄, ma n’em eûz két a goun ac’hanod ; ma na lakaann két Jéruzalem é penn va lévénez.

7. Az péz koun, Aotrou, eûz a vipien Édom é deiz Jéruzalem péré a lavaré : Dispennit, dispennit bétég ann diazez anézhi.

8. Gwa té, merc’h Babilon : gwenvidik eo ann hini a zistolô d’id ar péz éc’h eûz gréat d’é-omp.

9. Gwenvidik eo ann hini a gémérô da vugaligou, hag hô stlapô oud ar vein.


————


CXXXVII. PSALM.


Évid David.


1. Da veûli-kaer a rinn, Aotrou, a greiz va c’haloun, ô véza ma éc’h eûz sélaouet geriou va génou. Dirâg ann éled é kaninn da veûleûdi.

2. Azeûli a rinn enn da dempl san̄tel, meûli-kaer a rinn da hanô, enn abek d’as trugarez ha d’as gwirionez : râg uc’héléet éc’h eûz da hanô san̄tel dreist péb hanô.

3. É pé zeiz-bennâg ma pédinn ac’hanod, sélaou ouz-in ; kreski a rî nerz va éné.

4. Ra vézi meûlet-kaer gan̄d holl rouéed ann douar, ô véza ma hô deûz klevet holl c’heriou da c’hénou :

5. Ha ra ganin̄t hen̄chou ann Aotrou ; râk brâz eo gloar ann Aotrou.

6. Râg ann Aotrou a zô uc’hel-brâz ; hag é sell-pîz oud ann traou izel ; hag é anavez a bell ann traou huel.

7. Mar baléann é-kreiz ann en̄krez, té a rôi ar vuez d’in ; ha té éc’h eûz astennet da zourn war frouden va énébourien, ha da zourn déou en deûz va dieûbet.

8. Ann Aotrou a zistôlô évid-oun ; da drugarez, Aotrou, a zô peûr-baduz ; na zispriz két ôberiou da zaouarn.


————


CXXXVIII. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Aotrou, va arnodet éc’h eûz, hag éc’h eûz va anavézet.

2. Anavézet éc’h eûz va éhan, ha va assav.

3. Poellet éc’h eûz a bell va ménosiou ; va raven̄t ha va c’hordennad éc’h eûz c’houiliet.

4. Ha va holl hen̄chou éc’h eûz râg-gwélet, abarz ma oa gér em zéôd.

5. Chétu té, Aotrou, éc’h eûz anavézet pép-trâ, ann traou névez hag ann traou kôz ; té eo éc’h eûz va doaréet, hag éc’h eûz lékéat da zourn war-n-oun.

6. Da wiziégez a zô savet dreist-oun enn eunn doaré burzuduz ; startéet eo, ha na hellinn két hé zizout.

7. Péléac’h éz inn évit pellaad diouc’h da spéred ; ha péléac’h évit tec’hout a zira-z-oud ?

8. Mar piñann enn én̄v, té a zô énô ; mar tiskennann enn ifern, émoud énô :

9. Mar kémérann va diou-askel min̄tin-mâd, ha mar d-ann da choum enn tu-all d’ar môr ;

10. Da zourn da-unan a gasô ac’hanoun ; ha da zourn déou a harpô ac’hanoun.

11. Ma lavarann : Martézé ann dévalien a guzô ac’hanoun ; hag ann nôz é deûz va goulaouet em dudiou.

12. Râg ann dévalien né két téval dira-z-od, hag ann nôz a zô skléar ével ann deiz ; hé dévalien a zô hén̄vel oud hé c’houlou.

13. Râk va digroazel a zô bét d’id ; va digéméret éc’h eûz adalek kôv va mamm.

14. Da veûli-kaer a rinn, ô véza ma éc’h eûz diskouézet da veûrded enn eunn doaré estlammuz ; burzuduz eo da ôberiou, ha va éné her goar ervâd.

15. Né két kuzet va eskern oûz-id, té péhini éc’h eûz hô gréat enn amc’houlou ; na va danvez a oa é gwéled ann douar.

16. Da zaoulagad hô deûz va gwélet ha mé dizoaré ; hag holl in̄t skrivet enn da levr : don̄t a ra ann deisiou, ha n’eûz hini ébed n’éma enn-han̄ (M).

17. Hôgen énoret-brâz eo, war a wélann, da viñouned gan-éz, ô Doué ; startéet brâz eo hô galloud.

18. Hô nivéri a rinn, hag hî a vézô paottoc’h égét ann tréaz ; savet ounn, ha gan-éz émounn c’hoaz.

19. Mar lazez, Aotrou, ar béc’herien ; tûd a c’hoad, pellait diouz-in ;

20. O véza ma livirit enn hô ménoz : Enn aner eo é kémérin̄t da geriou.

21. Ha n’em eûz két kaséet, Aotrou, ar ré a gaséé ac’hanod ; ha na zizéc’henn ket enn abek d’as énébourien ?

22. Gan̄d eur c’hâs krenn é kaséenn anézhô ; hag hî a zo deûet da énébourien d’in.

23. Arnod ac’hanoun, ô Doué, ha c’houiḻ va c’haloun ; grâ goulennou ouz-in, hag anavez va raven̄chou.

24. Gwel hag éma enn-oun hen̄t ar fallagriez ; ha digas ac’hanoun enn hen̄t peûr-baduz.


————


CXXXIX. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Diwall ac’hanoun, ô Aotrou, diouc’h ann dén drouk ; diwall ac’hanoun diouc’h ann dén direiz.

2. Ar ré a venn fallagriézou enn hô c’haloun, a stourmé bemdez ouz-in.

3. Lemmet hô deûz hô zéôdou ével hini ann aer ; eûr c’hon̄tam aspik a zô dindân hô muzellou.

4. Va mîr, Aotrou, dioc’h dourn ar péc’her ; ha va dieûb eûz ar ré fallagr, péré hô deûz mennet va lakaad da gouéza.

5. Ar ré rôk hô deûz kuzet eur spi d’in ; eur roued hô deûz steñet er spî ; lékéat hô deûz war-harz ann hen̄t péadrâ d’am lakaad da gouéza.

6. Lavaret em eûz d’ann Aotrou : Té eo va Doué ; sélaou, Aotrou, mouéz va féden.

7. Aotrou, Aotrou, ners va zilvidigez ; gwarézet eo va fenn gan-éz é deiz ar brézel.

8. Na laka két ac’hanoun, Aotrou, étré daouarn ar péc’her hervez hé ioul : em énep hô deûz mennet ; na zilez két ac’hanoun, gan̄d aoun na zeûjen̄t da fougéa.

9. Holl zroug hô zrôidellou, gwallou hô zéôdou a c’hôlôi anezhô.

10. Glaou a gouézô war-n-ézhô, enn tân é taoli anézhô ; na hellin̄t két herzel enn hô reûstlou.

11. Ann dén lan̄chennek n’az ai két da vâd war ann douar ; kouéza a rai ann drougou war ann dén direiz pa vézô enn hé drémenvan.

12. Mé a oar pénaoz ann Aotrou a vézô reiz é-kén̄ver ann dén glac’haret hag é ven̄jô ann dén paour.

13. Koulskoudé ar ré reiz a veûlô-kaer da hanô ; hag ar ré éeun a choumô dira-z-oud.


————


CXL. PSALM.


Psalm David.


1. Aotrou, garmet em eûz étrézég enn-od, sélaou ouz-in : laka évez out va mouéz, pa c’harminn étrézég enn-od.

2. Ra zavô va féden ével ézan̄s étrézég enn-od ; hag ar sâv eûz va daouarn ével sakrifiz ar pardaez.

3. Laka eur gward, ô Aotrou, out va génou ; hag eunn ôr trô-war-drô d’am muzellou.

4. Na laka két va c’haloun da drei out gériou drouk, évit klask digarésiou d’am péc’héjou, ével ma râ ar ré fallagr ; ha na gémérinn két va lôd enn hô dudiou.

5. Ra damallô ann dén reiz ac’hanoun gan̄t trugarez, ha ra gastizô ac’hanoun ; na vézet két lardet va fenn gan̄d éôl ar péc’her. Râk lakaad a rinn va féden a-éneb hô ioulou.

6. Hô barnerien a zô bét taolet ha brévet oud ar méan ; hî a zélaouô va geriou, ô véza ma in̄t galloudek.

7. Ével ma teû eunn douar séac’h da véza torret ha diskaret war eunn douar all ; hon eskern a zô bét brévet bétég er béz :

8. Hôgen ô véza ma em eûz savet, Aotrou Doué, va daoulagad étrézég enn-od ; ô véza ma em eûz lékéat va géd enn-od, na denni két va buez digan-én̄.

9. Diwall ac’hanoun diouc’h ar spî hô deûz aozet d’in ; ha diouc’h dismegan̄sou ar ré a râ fallagriez.

10. Ar béc’herien a gouézô enn hô rouéjou hô-unan ; ha mé a choumô va-unan, kén n’az inn ébiou.


————


CXLI. PSALM.


Poell David pa édô er c’héô ; péden.


1. Gan̄d va mouéz em eûz garmet oud ann Aotrou ; gan̄t va mouéz em eûz pédet ann Aotrou.

2. Skiña a rann va féden dira-z-han̄ ; hag é tanévellann va en̄krez dira-z-han̄,

3. Pa eo daré va spéred da von̄t diouz-in ; ha té a anavez va raven̄chou ; enn hen̄t-zé é péhini é valéenn, hi hô deûz kuzet eur spi d’in.

4. Mé a zellé a zéou, hag a lékéa évez ; ha na oa hini a gémen̄t am anavézé. Né oann két évit tec’het (T), ha dén na glaské savétei va buez d’in.

5. Garmet em eûz étrézég enn-od, Aotrou, hag em eûz lavaret : Té eo va c’héd, ha va lôd é douar ar ré véô.

6. Laka évez out va féden, râg gwall vuéléet ounn. Diwall ac’hanoun diouc’h ar ré a heskin ac’hanoun ; râk deûet in̄t da véza tréac’h d’in (T).

7. Tenn va éné eûz ar vâc’h, évit ma veûlinn-kaer da hanô ; ar ré reiz a zô war-c’héd eûz ar péz a rî em c’hén̄ver.


————

CXLII. PSALM.


Psalm David, p’az éa hé vâb Absalom war hé lerc’h.


1. Aotrou, sélaou out va péden : laka da ziskouarn da évésaat out va goulenn hervez da wirionez ; sélaou ouz-in hervez da reiz.

2. Ha na zeû két é barn gan̄d da zervicher ; râk dén béô é-béd na vézô kavet reiz dira-z-oud.

3. Râg ann énébour en deûz heskinet va éné ; vuéléet en deûz va buez bétég ann douar. Va lékéat en deûz enn dévalien ével ar ré a zô marô meûr a vloaz zô.

4. Ha va spéred a zô bét an̄keniet-brâz, ha va c’haloun a zô bét reûstlet em c’hreiz.

5. Deûet eo koun d’in eûz ann deisiou kôz ; prédériet em eûz war da holl ôberiou ; gwélet em eûz labouriou da zaouarn.

6. Astennet em eûz va daouarn étrézég enn-od ; va éné a zô dira-z-od ével eunn douar dizour.

7. Hast, Aotrou, sélaoui ouz-in ; fata a râ va spéred ; na zistrô két da zaoulagad diouz-in, pé é vézinn hén̄vel oud ar ré a ziskenn er poull.

8. Rô da glevout d’in diouc’h ar min̄tin da drugarez ; râg enn-od em eûz lékéat va géd. Rô da anaout d’in ann hen̄t é péhini é tléann baléa, ô véza ma em eûz savet va éné étrézég enn-od.

9. Dieûb ac’hanoun, Aotron, diouc’h va énébourien ; enn-od em eûz lékéat va fisian̄s.

10. Desk d’in ôber da ioul, ô véza ma eo té va Doué. Da spéred mâd a gasô ac’hanoun enn eunn douar éeun.

11. Enn abek d’as hanô, ô Aotrou, é rôi ar vuez d’in, hervez da éeunder : tenna a rî va éné eûz ann en̄krez.

12. Enn da drugarez é tispenni va énébourien, hag é kolli ar ré a heskin va éné, ô véza ma ounn da zervicher.


————


CXLIII. PSALM.


Psalm David a-énep Goliat.


1. Benniget ra vézô ann Aotrou va Doué, péhini en deûz desket ar stourm d’am daouarn, hag ar brézel d’am biziad.

2. Va zrugarez ha va digémer ; va gwarézer ha va dieûber ; va skoazeller, hag enn-han̄ em eûz lékéat va géd ; péhini a laka va fobl da bléga dindan-oun.

3. Aotrou, pétrâ eo ann dén, ma oud en em rôet da anaout d’ézhan̄ ? Pé mâb ann dén, ma talc’hez stâd anézhan̄ ?

4. Ann dén a zô hén̄vel oud eunn aézen ; hé zeisiou a drémen ével eur skeûd.

5. Aotrou, izéla da én̄vou, ha dîskenn ; skô war ar ménéziou ; hag é tivôgédin̄t.

6. Laka da lugerni da luc’hed, hag é skiñi anézhô ; kâs da zaésiou, hag é reûstli anézhô.

7. Astenn da zourn diwar-laez : dieûb ac’hanoun, ha savété ac’hanoun eûz a zouréier brâz ; eûz a zourn mipien a-ziavéaz,

8. É génou péré eo deûet geriou balc’h ; dourn déou péré a zô eunn dourn a fallagriez.

9. Mé a ganô d’id, ô Doué, eur ganaouen névez ; war eul liren dék korden é kaninn d’id.

10. Té péhini a rô ar zilvidigez d’ar rouéed ; té péhini en deûz dieûbet David da zervicher diouc’h ar gwall glézé :

11. Dieûb ac’hanoun, ha tenn ac’hanoun eûz a zourn mipien a ziavéas, é génou péré é teû geriou balc’h ; dourn déou péré a zô eunn dourn a fallagriez :

12. Mipien péré a zô ével plan̄tou névez enn hô iaouan̄ktiz ; merc’hed péré a zô kin̄klet ha kempennet é-c’hiz eunn templ.

13. Hô c’haviou a zô leûn, ha red eo hô goullôi ann eil enn égilé ; hô dén̄ved a zô spériuz ha paot p’az éon̄t er-méaz.

14. Hô éjenned a zô lard. N’eûz kéd a zifreûz enn hô mûr, nag odé é-béd ; n’eûz kéd a c’harm enn hô ruou.

15. Euruz hô deûz lavaret ar bobl en deûz kémen̄t-sé ; euruz eo ar bobl en deûz ann Aotrou da Zoué.


————


CXLIV. PSALM.


Meûleûdi évid David.


1. Da uc’hélaat a rinn meûrbéd, ô Doué, va roué ; hag é venniginn da hanô a-vréma ha da-vikenn.

2. Bemdez é venniginn ac’hanod ; hag é veûlinn da hanô a-vréma ha da-vikenn.

3. Brâz eo ann Aotrou ; talvézout a ra é vé meûlet-meûrbed (T) ; hag hé veûrded a zô diven̄t.

4. Ann holl rummou a veûlô da ôberiou ; hag a embannô da c’halloud.

5. Komza a rain̄t eûz a gaerded da c’hloar ha da zan̄télez ; hag é tanévellin̄t da vurzudou.

6. Komza a rain̄t eûz a nerz da ôberiou spoun̄tuz ; hag é tanévellin̄t da veûrded.

7. Embanna a rain̄t kré da gun̄vélez vrâz ; trida a rain̄t gan̄d da reizded.

8. Trugarézuz ha truézek eo ann Aotrou ; habask eo, ha leûn a drugarez.

9. Mâd eo ann Aotrou é-ken̄ver ann holl ; hag hé drugarézou a wéleur enn hé holl ôberiou.

10. Ra vézi meûlet-kaer, ô Aotrou, gan̄d da ôberiou ; ha ra vézi benniget gan̄d da zen̄t.

11. Gloar da rén a zanévellin̄t ; ha da c’halloud a embannin̄t,

12. Évit rei da anaout da vugalé ann dûd da c’halloud ha gloar brâz da rén.

13. Da rén eo rén ann holl gan̄tvédou ; ha da véli a bâd a rumm é rumm. Gwirion eo ann Aotrou enn hé holl c’heriou ; ha san̄tel enn hé holl ôberiou.

14. Ann Aotrou a harp ar ré holl a zô daré da goueza ; hag a zâv ar ré a oa brévet.

15. Lagad ann holl a zô trôet étrézég enn-od er géd, Aotrou : ha té a rôi d’ézhô hô bôéd pa vézô ar maré.

16. Da zourn a zigorez hag é leûniez ann holl loéned gan̄d da vadélez.

17. Reiz eo ann Aotrou enn hé holl hen̄chou ; ha san̄tel enn hé holl ôberiou.

18. Tôst eo ann Aotrou d’ar ré holl a c’halv anézhan̄ ; d’ar ré holl a c’halv anézhan̄ er wirionez.

19. Sévéni a rai ioul ar ré a zouj anézhan̄, hag é sélaouô oud hô féden ; hag é tieûbô anézhô.

20. Ann Aotrou a ziwall ar ré holl a gâr anézhan̄, hag a gollô ann holl béc’herien.

21. Va génou a embannô meûleûdi ann Aotrou ; ra vennigô pép kîk hé hanô san̄tel a-vréma ha da-vikenn.


————


CXLV. PSALM.


Alléluia, gan̄d Aggéé ha Zac’harias.


1. Va éné, meûl ann Aotrou ; ann Aotrou a veûlinn héd va buez ; kana a rinn d’am Doué en̄dra vévinn.

2. Na likit két hô fisian̄s er brin̄sed, nag é mipien ann dûd, é péré n’eûz kéd a zilvidigez.

3. Hô spéred a iélô er-méaz, hag hî a zistrôiô d’hô douar ; enn deiz-zé hô holl vénosiou a iélô da-gét.

4. Euruz eo ann hini en deûz Doué Jakob da skoazel, hag a laka hé c’héd enn Aotrou, hé Zoué,

5. Péhini en deûz gréat ann én̄v hag ann douar, ar môr, ha kémen̄d a zô enn-hô ;

6. Péhini a vîr bépréd ar wirionez, péhini a zô reiz é-kén̄ver ar ré a chouzan̄v ann dismégan̄s, a rô boéd d’ar ré hô deûz naoun. Ann Aotrou a ziéré ar ré a zô éréet.

7. Ann Aotrou a skléra ar ré zall. Ann Aotrou a zâv ar ré vrévet, ann Aotrou a gâr ar ré reiz.

8. Ann Aotrou a ziwall ann diavésidi ; ann emzivad hag ann in̄tan̄vez a warézô ; hag é tispennô hen̄chou ar béc’herien.

9. Ann Aotrou a rénô da-vikenn ; da Zoué, ô Sion, a rénô a-wenn-é-gwenn.


————


CXLVI. PSALM.


Alléluia.


1. Meûlit ann Aotrou, râk mâd eo hé gana ; ra vézô hétuz ha dellézuz ar veûleûdi d’hon Doué :

2. Ann Aotrou eo en deûz savet Jéruzalem ; hén̄ eo a strollô bugalé Israel a zô skiñet.

3. Hén̄ eo a iac’ha ar ré a zô brévet hô c’haloun, hag a liénô hô gouliou.

4. Hén̄ eo a niver al lôd brâz a stéred ; hag a c’halv pép hini anézhô dré hé hanô.

5. Brâz eo hon Aotrou, ha brâz hé nerz ; ha diven̄t eo hé furnez.

6. Ann Aotrou a zifenn ar ré gûn̄ ; hôgen vuéla a rai ar béc’herien bétég ann douar.

7. Ken̄t-kanit ann Aotrou oc’h hé veûli-kaer ; kanit d’hon Doué war ann délen.

8. Hén̄ eo a c’hôlô ann én̄v a c’hoabr ; hag a aoz ar glaô évid ann douar. Hén̄ eo a laka da zével ar foenn war ar ménésiou, hag ar géot évit ézommou ann dûd.

9. Hén̄ eo a rô d’al loéned ar boéd a zô mâd d’ézhô, ha d’ar brini bihan a c’harm étrézég enn-han̄.

10. Na gâr két é vé fisiet é nerz ar marc’h ; ha né két hétuz d’ézhan̄ é lakajé ann dén kréd enn hé zivesker.

11. Hétuz eo d’ann Aotrou ar ré a zouj anézhan̄ ; hag ar ré a laka hô géd enn hé drugarez.


————


CXLVII. PSALM.


Alléluia.


12. Jéruzalem, meûl ann Aotrou ; Sion, meûl da Zoué.

13. O véza ma en deûz krévéet potaḻou da bersier ; ha ma en deûz benniget ar vugalé a zô enn-od.

14. Hén̄ eo en deûz lékéat ar péoc’h bété da harzou, hag a rô d’id da walc’h eûz a flour gwiniz (T).

15. Hén̄ eo a gâs hé lavar d’ann douar ; hé c’hér a réd buan.

16. Hén̄ eo a rô erc’h ével gloan ; réô a fenn ével ludu.

17. Hén̄ eo a gâs hé skourn ével tammouigou ; piou a hellô herzel dirâg hé iénien ?

18. Kâs a rai hé c’hér, hag é teûzô anézhô, hé avel a c’houézô, hag ann douréier a rédô.

19. Hén̄ a rô da anaout hé c’her da Jakob ; hé gélennou hag hé varnédigézou da Israel.

20. N’en deûz két gréat eunn hévélep trâ é-kén̄ver ann holl vrôadou ; ha n’en deûz két rôet da anaout d’ézhô hé varnédigézou. Alléluia.


————


CXLVIII. PSALM.


Alléluia.


1. Meûlit ann Aotrou eûz ann én̄vou ; meûlit-hén̄ el lec’hiou uc’hel.

2. Meûlit hén̄, hé holl éled ; meûlit-hén̄, hé holl arméou.

3. Meûlit-hén̄, héol ha loar ; meûlit-hén̄, holl stéred ha goulou.

4. Meûlit-hén̄, en̄vou ann én̄vou ; hag holl zouréier a zô dreist ann én̄vou,

5. Meûlit hanô ann Aotrou, rag hén̄ en deûz lavaret, hag hî a zô bét gréat : hén̄ en deûz gourc’hémennet, hag hî a zô bét krouet.

6. Hô lékéat en deûz da-vikenn, hag é pép kan̄tved ; eul lézen en deûz rôet, ha n’az ai két ébiou.

7. Meûlit ann Aotrou eûz ann douar, aérouen̄t, hag holl boullou-doun ;

8. Tân, kazarc’h, erc’h, skourn, avel-arné, c’houi péré a zéven hé c’her ;

9. Ménésiou, hag holl grec’hiou ; gwéz-frouez, hag holl wéz-sedr ;

10. Loéned c’houéz, hag holl loéned zon̄v ; aéred hag evned askellek ;

11. Rouéed ann douar, hag holl boblou ; prin̄sed, hag holl varnérien ann douar ;

12. Paotred-iaouan̄k, ha plac’hed-iaouan̄k ; tûd-kôz, ha tûd-iaouan̄k, meûlit hanô ann Aotrou :

13. Râg hé hanô hép-kén a zô uc’hel-meûrbéd.

14. Hé veûleûdi a zâv dreist ann én̄v hag ann douar ; hén̄ eo en deûz uc’héléet galloud hé bobl. Ra vézô kanet hé veûleûdi gan̄d hé holl zen̄t ; gan̄t bugalé Israel, gan̄d ar bobl a zô tôst d’ézhan̄. Alléluia.


————


CXLIX. PSALM.


Alléluia.


1. Kanit d’ann Aotrou eur ganaouen névez ; ra vézô meûlet é strollad ar zen̄t.

2. R’en em laouénai Israel enn hini en deûz hé c’hréat ; ha ra dridô Sion enn hé roué.

3. Ra veûlin̄t hé hanô gan̄t koroll ; ra ganin̄t gan̄d ann taboulin hag al liren,

4. O véza ma en deûz ann Aotrou lékéat hé zudi enn hé bobl, ha ma uc’hélaio ar ré habask er zilvidigez.

5. Ar zen̄t a dridô er c’hloar ; en em laouénaad a rain̄t war hô gwéléou.

6. Meûleûdiou Doué a vézô enn hô génou ; ha klézéier daou-lemm enn hô daouarn :

7. Évid ôber ven̄jan̄s war ar brôadou, ha kastiza ar boblou.

8. Évit chadenna treid hô rouéed ha lakaat kéfiou houarn oud daouarn hô frin̄sed ;

9. Évit ma rain̄t enn hô c’hén̄ver ar varn a zô skrivet. Houn-nez eo gloar hé holl zen̄t. Alléluia.


————


CL. PSALM.


Alléluia.


1. Meûlit ann Aotrou enn hé zan̄tuar ; meûlit-hén̄ war drôn stard hé nerz ;

2. Meûlit-hén̄ enn hé c’halloudou ; meûlit-hén̄ hervez hé vrasder diven̄t ;

3. Meûlit-hén̄ é son ar c’horn-boud ; meûlit-hén̄ war al liren ha war ann délen ;

4. Meûlit-hén̄ gan̄d ann taboulin ha gan̄d ar c’horoll ; meûlit-hén̄ war ar rébet ha war ann ogrou ;

5. Meûlit-hén̄ gan̄t simbalou skiltr ; meûlit-hén̄ gan̄t simbalou a laouénidigez.

6. Kémen̄d en deûz alan, ra veûlô ann Aotrou. Alléluia.