Bibl/Levr 3. S. Iann

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 669)



TRÉDÉ LIZER


SANT IANN ABOSTOL.


————


I. PENNAD.


1. Ar bélek da Gaiuz va miñoun kér, péhini a garann er wirionez.

2. Va miñoun kér, mé a béd Doué ma vézi euruz ha iac’h, ével ma eo euruz da éné.

3. En em laouénéet-brâz ounn, pa eo deûet ar vreûdeûr, ha pa hô deûz rôet testéni d’az gwirionez, ô lavarout pénaoz é kerzez er wirionez.

4. N’em eûz kéd a vrasoc’h lévénez, égét klevout pénaoz va bugalé a gerz er wirionez.

5. Va miñoun kér, eunn dra vâd a réz, pa brédériez ar vreûdeûr, ha dreist-holl ann diavésidi,

6. Péré hô deûz rôet testéni d’az karan̄tez dirâg ann Iliz : hag ervâd é rî lakaad hô ambrouga enn eunn doaré dîn a Zoué.

7. Râg évid hé hanô eo in̄d éat enn hen̄t, hép kémérout nétrâ digan̄d ar jen̄tiled.

8. Nî a dlé éta hô digémérout enn doaré-zé, évit ma vézimp ken-ôberourien ar wirionez.

9. Skrivet em bijé martézé d’ann Iliz ; hôgen Diotréfez péhini a gâr béza ar c’hen̄ta enn-hi, na fell kéd d’ézhan̄ hon digémérout.

10. Râk-sé mar teûann, é tiskouézinn d’ézhan̄ pébez droug a ra pa wall-gomz diwar hor penn ; ha pa na vé kéd a-walc’h, na zigémer kéd hé-unan ar vreûdeûr ; hôgen miroud a ra c’hoaz oud ar ré a fellfé d’ézhô hô digémérout, hag hô c’hâs er-méaz eûz ann Iliz.

11. Va miñoun kér, na heûḻ két ar péz a zô drouk, hôgen ar péz a zô mâd. Néb a ra vâd a zô euz a Zoué ; ha néb a ra fall na wél kéd Doué.

12. Ann holl a rô testéni vâd da Zémétriuz, hag ar wirionez hé-unan : ha ni hon-unan a rô testéni d’ézhan̄ ; ha c’houi a oar pénaoz hon testéni a zô gwîr.

13. Meûr a drâ em boa da skriva d’îd, hôgen na fell két d’in skriva d’îd gan̄t liou ha gan̄d eur bluen :

14. Râk mé a esper da wélout abarz némeûr, hag é komzimp bég-ouc’h-vég. Péoc’h d’îd. Hor miñouned ac’hann a zalud ac’hanod. Salud hor miñouned dré hô hanô.



————