Ar bleizdi-mor
Lemmomp hor c’hleveïou,
War-lein ar meneziou,
’Wit mont d’ar brezeliou !
Arru e listri ’r bleizdi-mor,
Da digass brezel en Arvor ;
Ar Ieodet ho deuz komerret,
Hag ann iliz ho deuz dewet.
Lemmomp, etc.
Ann eskop-koz n’ em skuill daero,
Hen euz renket leuskel he vro ;
Et ez e da glask ur vro-all,
E-lec’h na deui ket ann dut-fall.
Den na gred ken chomm en Arvor,
Gant ann euz ouz ann dut-a-vor ;
Parko, tier, loened ha tud,
Holl int gwallet, braz ha munud.
Met ar roue, p’hen euz klewet,
He dent gant broüer [1] ’n euz skrignet;
Em laket e prest en he hent,
Gant he holl dut, he holl gerent.
Un arme vraz ’zo bet savet,
Hag en Arvor ’z omp arruet ;
Bars ur blenenn, en bro-Arvor,
E meump bet kat ar bleizdi-mor.
Epad tri de hon euz stourmet,
Epad tri de hon euz kannet ;
Epad ter noz, hep heana,
N’hon ëuz gret tra nemet laza :
Laza, ken a ruille ’r goad-ru,
’Vel diou waz vraz, euz ann daou-du ;
Laza, evel dorna kolo,
Kolo-segal, pa ve daro !
Strakal ’re hor zaoliou-kleze,
’Vel taoliou ’n horz war ann anne,
Ken a fraille pennou tud-vor,
Evel istrenn hanter-digor.
Keït ma pade ann argadenn,
Ar brini ’nije uz d’hon fenn ;
Pa zo bet fin, en em goagal,
Int bet diskennet d’ar festal !
Lemmomp hor c’hleveïou,
War-lein ar meneziou,
’Wit mont d’ar brezeliou !
Tennet euz paperou ann aotro J.-M PENGUERN.
- ↑ Je ne connais pas le mot broüer, que j’ai traduit par rage.