An ter Vari
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Ter Vari (2).
P’oa an ter Vari o wried
En jardin vraz ar Pradennec,
Erruas ’n otro San-Iann gant-he,
Da anonz d’he kèlo newe.
— « Ha de mad d’ec’h c’hui, ma moereb,
’C’h eus ket gwelet Zalwer ar bed ? »
— Otro Sant-Iann, c’hui oa gant-han
Hac a dle goud pelec’h e-man ;
— Aboue dirio da greiz-de
N’am eus ket clewet d’ezhan doare.
Ar Werc’hez Vari, pa glewas,
Ter gwech d’ann douar a goueas.
— Tawet, moereb, na oelet ket,
Me iello d’hen clasc, ma ve red ;
Me dalc’ho da vale, noz-de,
Ken am o cavet mab Doue...
P’oa ’n ter Vari ’vont gant ann hent,
Hi o rancontr eur mal iaouanc :
— Demad d’ec’h, ’me ar mal iaouanc,
’R zalud bepred ’zo ecselant ;
’R zalud bepred ’zo ecselant
Kercouls da goz ’vel da iaouanc.
— Pelec’h ec’h et, pelec’h oc’h bet,
Pe oc’h eus esper da vonet ?
— Me ’zo ’retorn euz ar menez,
Bet ’welt zevel ’r c’halvar newez,
O welt zevel eur c’halvar coat
Wit crusifia Doue ’r mab.
Ar Werc’hez Vari, pa glewas,
Ter gwech d’ann douar a goueas.
Ter gwech d’ann douar eo coueet,
’R mal iaouanc ’n eus hi goureet.
— Pe c’hui a c’hoerz, pe c’hui ’ra goab,
Pe ’ra da Vari calonad…
. . . . . . . . . . .
— Lavaret d’in-me, c’hui, Pilat,
Pini ann tri-z-ont eo ma mab ?
’N hini ’zo ’roc gant ’r groaz vrassa
’Pignel ar menez da genta,
A zo comerret d’eiz heur noz,
Gant golaou sclezr, leterniou cloz.
. . . . . . . . . . .
— Casset ar vroeg se a lec’h-se !
Creskin ma foaniou ’ra d’in-me.
— Perag lares groeg euz da vamm ?
Crenv eo ma c’halon, pa na rann.
Crenv eo ma c’halon, pa na rann,
’Clewet m ’mab ’laret groeg d’he vamm !
…Diskennit ma mab euz ar groaz,
Wit m’hen maillurin eur wech c’hoas !
— Deut aman d’in eur mouchouer,
E-man en-han goad ar Zalwer,
Ha na it ket d’ar stang gant-han
Rac goad ar Zalwer ’zo en-han,
E-man en-han ar Vadeziant,
Ann Nouenn hac ar Zacramant ;
Rac e-man en-han ann Nouenn,
Prest da rei d’ann nep hi goulenn...
P’oa ’n ter Vari ’vont gant ann hent,
Hi o rancontr eur plac’h iaouanc :
— Dalet, plac’h iaouanc, ur mouchouer,
E-man en-han goad hon Zalwer ;
E-man en-han ar Vadeziant,
Ann Nouenn hac ar Zacramant ;
E-man en-han zur ann nouenn,
Prest da rei d’ann nep hi goulenn ;
Ha na it ket d’ar stang gant-han,
Rac goad-hon Zalwer ’zo en-han !
’R plac’h iaouanc na deus ket sentet,
(Calz a re all na reont ket),
D’ar stang gant-han hi a zo êt,
Ar stang gant-hi ’zo dizec’het ;
Ar stang gant-hi ’zo dizec’het,
Hon Zalwer ’zo apparisset ;
Hon Zalwer a apparïssas,
’R mouchouer digant hi ’lammas :
— Daman, plac’h iaouanc, ’r mouchouer
E-man en-han goad hon Zalwer ;
P’oa ar mouchouer d’ac’h roët,
Dor ’n Ifern ’ndan-oc’h ’poa zerret ;
Dor ’n Ifern ’ndan-oc’h ’poa zerret,
Dor ’r Baradoz uz d’ac’h digoret.
P’e ’r mouchouer diganec’h lammet,
’N Ifern ’ndan ho treid zo digoret ;
’N Ifern ’ndan ho treid ’zo digoret,
Ar Baradoz uz d’ho penn zerret !