Mont d’an endalc’had

Zant Josep, Pried Mari

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Sant Jozeb, Pried Mari ha Cantique de Saint Joseph.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 79)



KANTIKOU DA ZANT JOZEP
————
N° 68. — Zant Jozep, Pried Mar.
War don : Jezus, Zalver adorabl, N° 19.


1. Zant Jozep, pried Mari,
Tad mager da Jezus,
Ni fell d’imp hoc’h enori,
Patron karantezus.

Diskan

Zant Josep, pried Mari,
Tad mager da Jezus,
Ni fell d’imp hoc’h enori,
Patron karantezus.

2. Mirer choazet gant Doue,
D’he Vab ha d’ar Werc’hes,
Bet ec’h euz en ho pue
Anken ha levenes.

3. Evit digemer Jezus
N’ec’h euz na tan na ti ;
Mes ho kalon zo eürus
O tont d’hen adori.

4. Pa glask Herodes Jezus
D’hen lakat d’ar maro,
Gant pebes fe burzudus
Hen kaset da bel-bro !

5. Pebes poan ! epad tri de,
Jezus a zo kollet ;
Pebes joaüstet goude,
Jezus ec’h eus kavet !

6. Ho labour a n-euz maget
Ho krouer, Mab Doue,
En ho labour Mest ar bed
Ouzoc’h-hu o zente !

7. War an douar trubuillet,
En Envou war ho tron
C’houi zo galloudus meurbet
Ha tener a galon.

8. Jezus a bleg d’ho peden
Vel e Vam, ho pried :
Hastet eta d’in goulen
Ar c’hras ma vin zalvet.

9.Pa vin galvet gant Doue
Patron ar maro mad,
Deut, gant eun dom a drue
Zerret ma daoulagad.

10. Tost d’ac’h ha tost da Vari,
E-kichen tron Jezus,
Neuze me iei d’ho meuli,
O ma Fatron eürus.

T. R.