Var ar Bater ha var bep unan eus ar seiz goulen

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
L. Prud’homme, 1846  (p. 283-320)



TEIRVET LODEN


Goulen ar pez-so comprenet er Bater hac an Ave.
————


VAR AR BATER.

Ar Bater a so ar gaëra hac ani excellanta eus an oll bedennou, abalamour ma eo hor Zalver en deus-hi græt ; abalamour ma tesq deomp petra a dleomp da c’houlen ha penos e tleomp en ober ; hac abalamour ma’z-eo ber hac æz da bep-unan da zesqui ha da gompren.

I. Hor Zalver pa oa var an douar a barlante alies d’e zisquibien eus an necessite da bedi, hac alies e pede e-unan en o fraesanç, ar pez a roas dezo occasion da c’houlen diganthan penos e tleïent pedi: Domine, doce nos orare ? [1] Pa bedot, emezan, c’hui a lavaro : hon Tad pehini-so en êe, hoc’h hano bezet santifiet, etc… Evel-se ar Bater a zo hanvet peden an Autrou souveren, oratio dominica, da lavaret eo, peden hor Zalver. Ne vouïemp quet ar fæçon da bræsanti hor requejou da Zoue ; piou eta a dleie en desqui deomp nemet e Vab propr, hor Zalver hac hon alvocad dirac e Dad eternel… Lavaret a dleomp ar Bater gant ur fizianç ar vrassa, rac petra ouffe un tâd-mâd da refusi da ur requet fontet var militou ha recommandation ur mab quen dîn ? Ha n’hon eus-nî quet an assuranç en deus roet deomp Jesus-Christ penos e c’hobtenimp quement a c’houlennimp digant e Dad en e hano ? Quidquid petieritis Patrem in nomine meo, dabit vobis [2]. An Tad eternel, eme sant Cyprien, a anavezo hac a exauço peden e Vab pehini a zo ive hon redemptor benniguet hac hon alvocad carantezus [3]. Evel-se, sant Thomas a lavar penos ne recitomp jamæs ar Bater hep tenna ur profit-bras anezi, mar e leveromp gant attantion ha gant ur galon distag eus ar pec’het [4].

II. Jesus-Christ a zesq deomp er Bater quement a ellomp da zezirout ha da c’houlen diganthan gant ræson : piou a dle anaout-guel eguet hor Zalver penos e d[l]eomp pedi ha petra a dleomp da c’houlen ? Piou en devize credet guervel Doue e Dad, ma n’en devize hor Zalver er gourc’he-mennet deomp, evit desqui deomp e tleomp caout ar memes fizianç e Doue, evel ur c’hrouadur en e Dad ? Ar Bater, eme Dertulien, a zo an abrege eus an Aviel, hac eus a guement-so en Testamant ancien hac en ini nevez [5]. Necesser e oa, eme sant Cyprien [6], e teuje an ini a dle rei deomp bues ar c’hraç, e calite a Zalver, da zesqui deomp, evel mæstr cœlestiel, ar fæçon da bedi erfad ; e furnez divin a zeu d’en em zisquez, en urs, en douçter, en ners hac er sclerder eus ar beden-ma.

III. O veza ma zomp fragil ha sujet da gals a infirmiteou, an oræson-ma a zo ber hac æz da zesqui, evit ma recevimp-oll digant Doue prontoc’h sicour, oc’h e lavaret liessoc’h ha devotoc’h aze. Æz eo da entent, abalamour ma en deus hor Zalver e c’homposet evit an oll generalamant. Dre’r beden-ma e veulomp Doue, en ur faæçon an excellanta, hac e c’houlennomp outhan quement a zo requis, quen evit ar chorf quen evit an ene : sevel a ra hor speret etreze an êe, ha dont a ra da unissa hor c’halon gant Doue. Eürus eta an ini a lavar devotamant ar Bater pehini so ar gaëra hac an excellanta eus an oll bedennou !

Er Bater ez-eus ur bræfaç ha seiz goulen.

I. Ar brefaç a zo composet eus ar c’homzou-ma : hon Tad pehini so en êe... Guervel a reomp Doue hon tad, abalamour ma en deus hor c’hrouet hac hon adoptet evit e vugale. Doue eo en deus tennet quement-so eus a netra : an êe hac an douar a zo al labour eus e zaouarn, ha diganthan eo hon deus recevet ar vuez : ipse fecit nos et non ipsi nos [7] ; conseryi a ra deomp, dre e vadelez hac e oll-c’halloud, ar vuez en deus roet deomp : rac, er memes moment ma c’heanne d’hor zouten, e c’heannemp ive da veva, hac e retomfemp e poultr hac e ludu, pe autramant ive e netra, hervez e volontez : cùm ceciderit, non collidetur, quia Dominus supponit manum suam [8]. Hon adoptet, da lavaret eo, hor choaset, hor c’hemeret en deus a volontez-vâd evit e vugale dre’r vadiziant. Er moment eürus-se, ez-omp deut da veza, eus a adversourien ma oamp aroc, bugale da Zoue, hæritourien d’e rouantelez ha breudeur da Jesus-Christ. Guelit, eme an abostol sant Ian, pebes carantez en deus bet Doue evidomp : roet en deus deomp-oll an heur da veza galvet, ha da veza en effet e vugale : videte qualem caritatem dedit nobis Pater, ut filii Dei nominemur et simus [9]. Christenien, eme sant Leon, anavezit an enor en deus græt Doue deoc’h ; hac o caout an heur da veza memprou da Jesus-Christ, laquit evez da zizenori ur stad quer zantel, o tistrei d’an dizurzou e pere e cuëzac’h diaguent : agnosce, ô christiane, dignitatem tuam et divinæ consors factus naturæ, noli in veterem vilitatem degeneri conversatione redire [10]. Petra da songeal eus a ur paour pehini goude beza bet adoptet gant ur prinç-bras evit e grouadur, a guntinu, en despet dar brinç, d’en em c’holo a druillou ha da veva evel diaguent ? Cetu aze imach ur c’hristen a behini ar vuez a so control d’ar zantelez eus ar c’haracter en deus recevet er vadiziant.

Guervel a repmp Doue hon tad, ha non pas va zad, evit disquez ez-omp oll breudeur hac e tleomp-oll pedi an eil evit eguile… C’hui a zo oll breudeur, a lavare Jesus-Christ d’e ebestel, ha n’hoc’h eus oll nemet un tad pehini-so en êe : vos omnes fratres estis et unum habetis patrem qui in cœlis est [11]. Quemen-se so caus ma roe an ebestel d ar gristenien eus o amzer, an hano a vreudeur. Ar pabet hac an esquibien el lizerou a adressont d’ar gristenien, hac ar brædicatoret en o zermoniou a c’halv an oll dud fidel o breudeur, abalamour ma zomp oll memprou eus ar memes corf a behini Jesus-Christ a zo ar pen ; bugale eus ar memes famill a behini ar mæstr hac an tad a zo ive hor Zalver Jesus pehini en em blich, hervez an abostol, o c’hervel ar gristenien e vreudeur : non confunditur christianos vocare fratres [12] ; ha pehini, hervez ar roue David, aroc ma oa deut var an douar, a lavare da Zoue e dad : me a zisquenno eus an êe hac a annonço hoc’h hano d’am breudeur : narrabo nomen tuum fratribus meis [13] ; ha goude e resurreclion, pa apparissas d’ar merc’het devot a oa deut da vizita e vez, e lavaras : it da gaout va breudeur ha livirit dezo eus va fers mont da C’halilee e peleac’h em guelint [14]. Lavaret a reas c’hoas d’e ebestel penos da fin ar bed e roje an hano a vreur hac a c’hoar d’ar re zisterra eus ar gristenien pere o devize heuillet-mâd e lezen [15]. Oll eta ez-omp breudeur ha c’hoarezet e Doue. Oll e tleomp caout istim ha carantez an eil evit eguile, ha non pas en em zecrial, nac en em voal-dreti evel a erru re-alies. An daouarn na zisprisont quet an treid, eme sant Augustin ; o veza memprou eus ar memes corf, en em zicouromp eta, ha laqueomp evez-mâd da noazout an eil d’eguile [16]… O veza breudeur ha c’hoarezet, pedomp an eil evit eguile hac hor peden a vezo profilabl evidomp hac evit ar gristenien-all, evel ma’z-eo profitabl ar boued a zebromp evit oll vemprou hor c’horf : pedit an eil evit eguile, eme an abostol sant Ian, evit ma viot salvet : orate pro invicem ut salvemini [17]. An Autrou Doue, eme sant Chrisostom [18], a zelaou gant plijadur an ini a bed evithan e-unan hac evit ar re-all : ar beden a reomp evidomp hon-unan a zo ur beden a necessite ; mæs ar beden a reomp evit ar re-all a zo ur beden a garantez, hac a zo meurbed agreabl da Zoue pehini a recommand deomp en em garet an eil eguile. Ar gristenien guenta n’o devoa nemet ar memes calon hac ar memes speret : cor unum et anima una [19] ; aquetus e voant da bedi an eil evit eguile, hac a vechou ur particulier a obtene graç evit ar bobl e general, evel Ananias [20] ; a vechou-all, ar bobl a obtene graç evel ur particulier, evel pa voue dilivret sant Per eus e brison [21]. Maes allas, en amzer a rên, e c’haller ober gant mui a ræson eguet biscoas, ar c’hlêm a rê guechal ar profet Isaï : n’en deus mui den, ô va Doue, d’ho pedi evit ho pobl : non est qui invocet nomen tuum [22] ; nan, n’en deus mui den da zerc’hel ur voalen eus ho justiç præst da zisquen varnomp evit hor punissa : non est gui teneat te [23].

Pehini-so en êe : ar c’homzou-ma a leveromp, abalamour, petra-bennac ma ema Doue e pep-leac’h, an êe a zo an trôn eus e c’hloar evel ma’z-eo an douar ar scabel eus e dreid [24]. An êe ive a zo al loden nopla eus an oll draou crouet, o veza ma chom ato ar memes tra, ha ne dê quet, evel an traou-all, sujet d’ar gorruption. Etouez an oll draou crouet n’en deus netra caër evel an heaul, al loar hac ar stered : rac-se Doue en deus choaset an êe evit ar plaç e pehini en em zisquez d’an dud eürus en e c’hloar, ho cetu perac.e leveromp hon tad pehini-so en êe, petra-bennac ma ema Doue dre-oll, ha ma hon deus ennan ar vouvamant hac ar vuez, evel a lavar an abostol : in ipso enim vivimus, movemur et sumus [25]… Lavaret a reomp c’hoas pehini so en êe evit disquez penos ar bed-ma ne dê quet hor guir vro, ha penos e tleomp en em gonsideri ama evel estranjourien ha pelerinet : evel-se ne leveromp quet: hon tad pehini-so var an douar, mæs hon tad pehini-so en êe, evit ma teui hor c’halonou hac hor sperejou d’en em zevel varzu an êe e peleac’h e rên hon tad, hac e peleac’h e tleomp rên assamblez ganthan eternelamant.

II. Beza ez-eus seiz goulen er Bater : an tri goulen quenta o deus gloar Doue evit objet, evel pa c’houlennomp ma vo santifiet e hano santel, ma roi deomp e rouantelez, ha ma vezo græt e volontez ama var an douar, en hon touez, evel e touez ar zænt en êe. Ar pevar goulen-all o deus evit objet hon ezomou hon-uuan ; evel pa c’houlennomp hor bara bemdeziec, ar pardon eus hon offançou hac ar c’hras da veza præservet eus an dentation hac eus ar pec’het.

quenta goulen.
Hoc’h hano bezet santifiet.

Dre’r c’homzou-ma : hoc’h hano bezet santifiet, e c’houlennomp ous Doue ma vezo enoret e hano santel, da lavaret eo, ma vezo e-unan anavezet, meulet, caret hac adoret gant an oll, hac ispicial gueneomp-ni.

I. Requeti a reomp ma vezo enoret gant an oll an hano santel a Zoue. Hano an Autrou Doue ne dê netra-all-ebet nemet e berfectionou infinit, nemet Doue e-unan pehini a lavar en e Scritur : me-so an ini-so : ego sum qui sum [26] ; da lavaret eo, an ini zo dreizan e-unan, hep sicour ini all-ebet ; an ini-so necesseramant ; an ini-so mæstr hac Autrou souveren da guement-so, rac-se Moyses a lavar d’ar hobl a lsrael : an ini-so en deus va digacet d’ho caout : qui est misit me ad vos [27] ; da lavaret eo, dont a ran d’ho caout a bers Doue ; rac dre’n hano a Zoue, en andret-ma eus ar Bater, evel e cals a andrejou-all eus ar Scritur, e tleer entent Doue e-unan. Na dleomp quet prononç re-alies an hano a Zoue pehini-so santel ha terrubl, sanctum et terribile nomen ejus [28], gant aoun d’er prononç hep respet : nominatio Dei non sit assidua in ore tuo [29]. En em gontantit, eme hor Zalver, da lavaret ia ha nan, quemen-se so guir ; guemen-se ne dê quet ; ar pez a livirit ouspen a zorti eus a ur zourcen fall : sit autem sermo vester : est, est, non, non : quod his abundantius est, à malo est [30].

Evel ma’z-eo Doue hon tad, hor c’hrouer hac hor mæstr souveren pehini a dleomp da garet a greiz hor c’halon, ar c’henta tra a c’houlennomp eo ma vezo anavezet, caret ha servichet : pa leveromp eta : hoc’h hano bezet santifiet, quemen-ma ne zinifi quet e c’houlennomp ma vezo santifiet dre hor pedennou, rac Doue so infinimant zantel hac ar zourcen memes eus an oll zantelez ; mæs evel ma’z-eus var an douar cals a dud pere n’en anavezont quet, evel ar bayaned, ha pere, dre eno, ne rentont quet dezan an enor a vilit, hac evel ma ez-eus ive etouez ar gristenien un niver bras pere en dishenor dre o goal-vuez, pa leveromp ar c’homzôu-ma : hoc’h hano bezet santifiet, e pedomp Doue ma plijo ganthan rei deomp hon-unan ha d’an oll dud, ar c’hraç d’e anaout, d’e garet ha d’e zervicha-mâd var an douar. Ar goulen-ma a zo eta just ha ræsonabl, rac necesser eo deomp-oll anaout Doue, evit gallout e garet, e zervicha hac en em zavetei. En e-unan a lavar deomp en e Scritur, penos ez-eo an hent, ar virionez nac ar vuez : ego sum via, veritas et vita [31] ; penos gallout erruout en ur plaç pa na ouzor quet an hent ? penos ive erruout e rouantelez an êe hep anaout an hent pehini eo Doue e-unan ? ego sum via… An traou crouet hac hor passionou a lavar deomp e c’hello […] [(diverket eo dibenn al linenn)] eürus ; mæs hon trompla a reont, rac ne deus bonor-ebet nemet e Doue pehini-so ar virionez, o veza ma c’hell en hepquen rassasia hor c’halon, hac o veza na ell nac hon trompla nac en em drompla e-unan : ego sum veritas… Digant Doue eo e recevomp buez hor c’horf hac hon ene : emaomp e Doue, evel ar pesq en dour : hon ene e stad-vâd, a vev eus a c’hraç Doue : graç Doue a zo d’hon ene ar pez ma’z-eo hon ene d’hor c’horf, hor c’horf a chom maro querquent a ma’z-eo sortiet hon ene anezan ; evel-se ive hon ene a chom en ur stad a varo dirac Doue, querquent a ma coll e c’hraç ; Doue a so eta buez pep-unan ac’hanomp : ego sum vita. Mæs, evit beva e graç Doue, e renquer e anaout, e garet hac e zervicha : anavezomp eta, caromp ha servichomp Doue, a greiz hor c’halon, ha requetomp ma vezo anavezet, caret ha servichet gant an oll ; hac evit quemen-se, bevomp hon-unan santelamant, ha dihoallomp da rei goal exempl ; rac, en ur c’hristen-mâd, an hano a Zoue a so santifiet dre’r vuez santel a gundu, evel ma’z-eo dishenoret dre’r goal vuez a gundu ar bec’herien.

II. Requeti a reomp ma vezo santifiet an hano santel a Zoue, ispicial gueneomp hon-unan : la-queomp eta evez d’er profani dre hon leou-douet nac hor blasphemou, na da veza direspet e quever Doue, betec en e demplou santel hac ec’hars treid e auteriou, lavaret a reomp a c’hinou : hoc’h hano bezet santifiet, da lavaret eo, e fell deomp e ve Doue anavezet, caret ha servichet gant an oll ; mæs, mar bevomp-fall hon-unan, mar roomp hon-unan goal exempl ha mar lezomp tud hon ti da veva en disurz, neuse, eleac’h enori Doue, eo en dishenori a reomp ; henvel omp neuse ous a ur c’hrouadur dinatur pehini, en ur squei e dad hac oc’h e gaquetal, a lavar er c’har e-unan hac e fell dezan e ve caret hac istimet gant an oll. Bevomp eta mâd hon-unan ha roomp exempl-vâd d’ar re-all : hent ar barados, eme ar Speret Santel, a zo hir ha diæz da zesqui dre gomzou, mæs ber eo hac æz da zesqui dre’n exemplou-mâd [32]. An oll gristenien a dle beza c’hüez-vâd hor Zalver Jesus-Christ, eme an abostol, ha servichout da c’houlou, da squêr ha da exempl, an eil d’eguile : Christi bonus odor sumus [33]. Simplicien, guir vignon sant Augustin, er c’honvertissas en ur rei dezan evit exempl Victorin pehini a oa un den savant, mæs ive un den debauchet evelthan, aroc e gonversion [34]. Sant Augustin o consideri en devoa renoncet d’e zizurzou, evit en em rei oll d’ar binigen, a lavaras ennan e-unan : perac ne allin-me quet ober ar pez a ra ar re-ma, hac ar re-hont ? Cur non potero quod isti et istæ ? [35] Hon nessa, oc’h hor guelet oc’h ober ar mâd, a lavaro ive : perac ne ran-me quet ar pez a velan ar re-all oc’h ober ? hac evel-se e teuï da santifia an hano a Zoue assamblez gueneomp, ha cetu ar pez a c’houlennomp er Bater pa leveromp : hoc’h hano bezet santifiet.

eil goulen.
Ho rouantelez roit deomp.

Petra c’houlennomp-nî dre’r c’homzou-ma : ho rouantelez roit deornp ? Gant pe seurt dispo-sitionou e tleomp-nî goulen digant Doue e rouantelez ?

I. Goulen a reomp ma rêno Douê ennomp er bed-ma dre e c’hraç, ha ma rai deomp rên ganthan hac e c’hloar er bed-all. Daou dra a c’houlennomp eta digant Doue : ma rêno er vuez-ma en hor c’halonou dre e c’hraç, ha ma rai deomp rên ganthan er barados. Rên a sinifi beza mæstr ; caout ur galloud absolu var ur rouantelez pe var un dra-bennac. Dre’r goulen-ma e pedomp eta an Autrou Doue da veza hor mæstr hac bon Autrou souveren, ha da zisposi ac’hanomp hervez e volontez santel… O veza hor C’hrouer hac hon Doue, ez-eo necesseramant hon Autrou souveren hac e tle necesseramant rên varnomp, hep ma c’hallemp ampech ar rên-ma : mæs beza ez-eus ur rên-all pehini a zepand diouzomp ; ar rên eus e c’hraç : ar rên-ma eo a c’houlennomp diganthan evidomp hon-unan, evit ar bayanet, an hæretiquet, ar bec’herien hac evit an oll e general : lavaret a reomp e fell deomp e renfe ennomp, hac e fell deomp destum calonou an oll gant hor c’halon hon-unan, evit o rei oll dezan assamblez, etre ma tepant diouzomp ; mæs, allas, ma na viromp quet e c’hourc’hemennou, e reomp ar c’hontrol d’ar pez a leveromp : lacat a reomp neuse ar pec’het hac hor passionou da rên en e blaç, hac hon œuvrou a ro da anaout penos ne fell quet deomp e renfe varnomp : nolumus hunc regnare super nos [36]. Ar pec’her obstinet, an den avaricius, ar mezvier, an dud lubric-se a lavar d’an Autrou Doue : renit ennomp dre ho craç ; mæs n’er leveront nemet divar bec o zeod ; en o c’halon e teziront ar pec’het, ar rên eus o fassionou, eus a vadou, a enoriou hac blijaduresou an douar : goulen a rêr digantho, eus a bers Doue, en dribunal santel eus ar binigen, petra eo ar guella gantho, pe chom hep o fasq pe renonç d’ar madou-se goal-acquisitet, d’al lubriciteou, d’ar vezventi, d’an assambleou difennet-se, hac e respontont penos ne dint quet evit renonç d’an traou-se, da lavaret eo, penos eo guêl gantho o c’haout eguet caout ar barados. Ar seurt tud-ma a ra goab eus a Zoue, pa leveront : ho rouanielez roit deomp, pa’z-eo guir ni zeziront en o c’ha-lon nemet rên ar pec’het.

II. Goulen a reomp ma rai Doue deomp rên ganthan en e c’hloar er bed-all : an êe a zo an objet eus hon oll esperanç, rac an êe eo hor bro. Doue en deus hor c’hrouet evit rouantelez an êe, hac hor Zalver Jesus en deus acquisitet deomp guir er rouantelez caër-se, dre e varo var ar groas ; mæs falvezet eo dezan e teuzemp bemdez da c’houlen ar recompanç-se ha d’he militout dre hon œuvrou-mâd ; rac-se e lavar deomp en e Aviel : clasquit da guenta rouantelez an êe, hac ar rest a vezo roet deoc’h evel var an oll. Petra servich d’an den, emezan, gounit ar bed-oll mar deu da goll e ene ? Mæs ne dê quet avoalc’h deomp goulen rouantelez an êe, ret eo deomp er gounit dre hon œuvrou-mâd ; quement ini a lavar : Autrou, Autrou, ne antreint quet e rouantelez Doue ; mæs hepquen ar re a raï e volontez [37] ; hoguen, bolontez an Autrou Doue a so merquet en e c’hourc’hemennou ; mar fell deomp eta rên ganthan en e c’hloar, miromp brema e c’hour-c’hemennou, pe autramant n’hon devezo pers-ebet en e rouantelez ; da lavaret eo, ne renimp quet ganthan en e c’hloar er bed-all, ma na rên quet ennomp er bed-ma dre e c’hraç.

III. Evit goulen rouantelez Doue gant an dispositionou requis, e tleomp disprisout an traou terrien, ha caret an traou cœlestiel. Disprisout an traou terrien a zo consideri madou, enoriou ha plijaduresou an douar evel traou pere a dremen-buan, ha pere a zo dangerus-bras evit ar silvidiguez, ha derc’hel hor c’halon distag outho : divitiæ, si affluant, nolite cor apponere [38] ; disprisout an traou terrien a zo c’hoas consideri ar bed-ma evel ur mor perillus var behini e ma omp ato en danger d’en em goll, abalamour d’ar c’homzou ha d’ar maximou-fall a glêvomp ha d’ar goal exemplou a velomp : disprisout an traou terrien a zo ive consideri ar vuez-ma evel un amzer ver roet deomp gant Doue evit gounit, dre gals a boan ha dre ur brezel continuel, un eternite a eürusded : non sunt condignæ passiones hujus temporis ad futuram gloriam quæ revelabitur in nobis [39]… Caret an traou spirituel a zo caret Doue ha quement a gundu varzu ennan, evel ar beden, al lecturiou spirituel, an ofiç divin, an instructionou-mâd, an œuvrou a drugarez, en ur guer, an oll exerciçou a vertus hac a zevotion : caret an traou spirituel a zo ober un istim ar brassa eus ar graçou a ro Doue deomp er bed-ma, hac eus ar recompanç a bromet deomp er bed-all. Ar graçou a recevomp digant Doue a zo quer precius quen na eller caout, var an douar, netra da veza comparachet gantho. Madou hac enoriou ar bed-ma a zo disterroc’h eguet ar fanq, e comparæson da c’hraçou Doue, eme ar Speret Santel : an ini-so e graç Doue, a zo din da antren e sall ar banquet, da lavaret eo, e rouantelez an êe o sortial eus ar vuez-ma. Prix ar rouantelez divin-se pehini a bromet Doue deomp, a zo infinit : henvel eo, eme ar Speret Santel, ous a un tenzor cuzet, hac ous a ur mên precius ; an ini a oar o anaout, a ro quement en deus evit o acquisita [40] : ne dê quet memes avoalc’h rei quement hon deus ; en em rei a dleomp hon-unan, quentoc’h evit mancout da gaout ar rouantelez caër-se : rac-se, santPaul a lavare, hac an oll verzerien o deus lavaret hac a lavaro evelthan : piou a zispartio ac’hanon-me eus a garantez Jesus-Christ ? nan, nan, nac ar sec’het, nac an aon, nac ar c’hlênved, nac ar yec’het, nac ar vuez, nac ar maro ne vezint capabl d’am ampech da garet va Zalver ha va Doue ! [41] Caret an traou spirituel, a zo huanadi alies varzu an êe pehini eo hor bro, evel a rê ar zænt e general, hac e particulier sant Ignaç a Loyola, pa lavare : o peguen dister e cavan au douar, pa sellan ous an êe ! Quam mihi sordescit terra dum cœlum aspicio ! [42]

En em gonsideromp eta var an douar, evel pelerinet pere o deus guir da rên en o bro pehini eo an êe : na heuillomp quet exempl Esaü pehini a verzas evit ur plat louzou ar guir quenta en devoa en hæritach hac e benediction e dad, o veza e vab-êna [43] ; nac exempl ar gristenien fall-se pere, evit un nebeud madou terrien, pe evit ur moment a blijadur, a zacrifi madou an êe hac un eternite a vonor ! Ma lavarre ur roue da ur paour : pa guëzo ho lochen, pe ho cabanen, e pehinih oc’h eus dienez a bep-tra, roe a roï deoc’h ur palæs caër e pehini ho pezo pep-tra en abondanç, pebes hast n’en deffe quet ar paour ma da velet e lochen o cuëza en e boûl ? nî eo ar beorien eürus-se ; er moment ma cuëzo ho c’horf pehini eo al lochen pe ar prison tênval e pehini hon ene he deus dienez a bep-tra, Doue a roi deomp ur rouantelez, en peleac’h e vezimp eternelamant eürus hac evel en ur mor a ziliçou !… O rouantelez divin e pehini e rên va Doue, hac e pehini e tlean rên assamblez ganthan, p’heur e c’herruin-me ennoc’h ! Quandò veniam et apparebo ante faciem Dei ! [44] Piou a roi d’în-me diou-esquel evel d’ar goulm, ma c’hallin nigeal d’en em reposi em bro ! Quis mihi dabit pennas, ut columbæ, et volabo et reguiescam ! [45] Piou a doro ar chaden am dalc’h-pell diouz va Doue, ha diouz va bro ! Seblantout a ran d’în guelet sænt ar barados oc’h va deport hac o c’hasten d’în o daouarn evit va diguemeret en o zouez : me espectant justi, donec retribuas mihi !!! [46]

trede goulen.
Ho polontez bezet græt var an douar evel en êe.

Evit santifia-mâd an hano santel a Zoue eo ret e renfe en hor c’halonou dre e c’hraç, hac evit ma reno en hor c’halonou dre e c’hraç, eo necesser deomp ober e volontez, da lavaret eo, miret e c’hourc’hemennou ; cetu perac en em heuill an tri goulen quenta, pere o deus Doue evit objet.

Dre’r c’homzou-ma : ho polontez bezet græt var an douar evel en êe, e c’houlennomp ar c’hraç da ober bolontez Doue var an douar evel ma ra an ælez hac ar zænt er barados… Petra eo ober bolontez Doue ; penos e c’heller he anaout ; e pe fæçon e tleer he accomplissa ?

I. Bolontez Doue a reomp o viret e c’hourc’hemennou hac oc’h en em zoumeti e pep-tra d’an urs eus e Brovidanç divin : rac-se pa leveromp da Zoue : ho polontez bezet græt, e c’houlennomp diganthan ma c’hoboisso an oll dud d’e lezen var an douar, ha ma en em zoumetint oll d’ar secrejou adorabl eus e brovidanç, evel an ælez hac ar zænt en êe. Eürus ar re a vir-mâd lezen Doue ; rac, ar re a vir-mâd e lezen a santifi e hano santel, a vev en e c’hraç, hac a ra e volontez ! Ar re-ma eo an dud-so quemeret gant hor Zalver evit e vreur, e c’hoar hac e vam, abalamour ma reont fidelamant bolontez e dad pehini-so en êe : quicumque fecerit voluntatem Patris mei qui in cœlis est, ille frater, et soror, et mater est [47]. Ar zervicherien fidel ma o consideri Doue e personach quement ini o deus autorite varnezo, ne zentont nemet ous Doue, hac a rên evel-se var o fassionou ha var guement-so : servire Deo, regnare est [48]… Beza soumetet e pep-tra d’an urs eus a brovidanç Doue, a zo receo pep-tra eus e bers gant humilite ha gant ur gonformite barfet d’e volonlez santel. Ar vâd hac an drouc, ar vuez hac ar maro, ar baourentez hac ar madou a recevomp eus a zorn Doue : bona et mala, vita et mors, paupertas et honestas à Deo sunt [49] ; hor bolontez a dle eta beza ato conform da volontez Doue pehini ne ra ha ne bermet netra nemet evit hor brassa mâd : diligentibus Deum, omnia cooperantur in bonum [50]. Ne erru netra gueneomp nemet evit hor punissa eus hor pec’hejou, evit amprou pe evit cresqui hor milit dirac Doue. En em humiliomp eta dindan e zorn oll-galloudus ; anzavomp ez-omp coupabl, hac hon deus militet cals muioc’h a boan : humiliamini sub potenti manu Dei [51] ; petra-bennac a erru gueneomp, n’en em affligeomp quet dreist-voder : non contristabit justum guidguid ei acciderit [52] ; mæs souffromp pep-tra e speret a binigen gant ur propos ferm d’en em gorrigea eus ar fautou e pere e cuëzomp quellies a vech ha pere o deus martese tennet varnomp coler Doue : consideromp ar pez a erru gueneomp evel un effet eus e drugarez, o veza ma punis ac’hanomp er bed-ma evit gallout hon espergn er bed-all. Misericordiæ Domini, quia non sumus consumpti [53] ; ne dê quet bet quen trugarezus en andret cals a dud pere-so bet scoet gant ar maro ha præcipitet er poaniou eternel, præst goude ar pec’hejou quenta o devoa cometet.

II. Bolontez an Autrou Doue a ellomp da anaout dre’r Scritur sacr pehini a vez espliquet deomp gant an Ilis, ato cunduet gant ar Speret Santel, ha pehini abalamour da ze na ell nac en em drompla, nac hon trompla ; d’an eil, dre’r gourc’hemennou divin en deus roet deomp evit gounit ar vuez eternel ; d’an drede, dre urzou hor superioret spirituel pere a zalc’h e blaç var an douar, ha pere en deus carguet d’hor c’hundui en hent eus ar silvidiguez, evel ma’z-eo hon tad santel ar pab, an esquibien, hor c’hoëssoret, ar bastoret nac ar brædicatoret : d’ar re-ma oll e lavar en e Scritur : an ini o selaou am zelaou [54] ; hac an ini o tispris am tispris ; d’ar bevare, dre urzou hor superioret temporel, evel ma’z-eo hon tadou hac hor mamou, ar brincet hac ar re o deus recevet un autorite bennac digant Doue varnomp, rac, pep autorite a zisquen eus an èe, eme an abostol : omnis potestas à Deo [55] ; enebi ous ar superioret a zo enebi ous Doue memes : qui resistit potestati, Dei ordinationi resistit [56]. Dre’r peder fæçon-ma e c’hellomp anaout bolontez an Aotrou Doue, hac ive, a vechou, dre’n inspirationou zantel a ro deomp. Lavaret a ran a vechou, rac prudant ha mâd eo deomp en em zisfiziout ac’hanomp hon-unan ha quemeret cuzul digant unan-bennac eus ar re-so carguet ac’hanomp, aroc ober ar pez a zeblant beza inspiret deomp gant Doue, dreist-oll, mar de un dra a gonsecanç-bennac.

III. Penos e tleomp-nî ober bolontez Doue ? Hor Zalver en desq deomp er Bater, pa lavar deomp penos e dleomp he ober var an douar, evel ma he gra ar zænt hac an ælez en êe ; hoguen ar zænt hac an ælez en êe a ra bolontez Doue gant ur gonformite barfet, gant hast ha gant carantez. Gant ur gonformite barfet, o veza ne fell dezo nemet ar pez a fell da Zoue, pa fell dezan, hac er fæçon-ma fell dezan : rac-se, dre exempl, an ælez a zo quer contant da veza an instrumanchou hac ar vinistret eus e justiç evel eus e vadelez ; da gundui eneou ar re baour evel eneou ar re binvidic : ene an disterra eus an dud evel ene ar prinç quenta eus ar bed. Gant hast ; hep goulen perac e c’hourc’hemenner dezo an dra-ma pe an dra-hont : o repræsanti a rer gant diou-esquel, evit rei da anaout an hast gant pehini e reont bolontez Doue. Gant carantez, o caret an urz a recevont, ar plaç hac ar garg a roer dezo. Mæs nî, penos e reomp-nî bolontez an Autrou Doue ? Allas, peguen dishenvel eo hor buez ous avaximou an Aviel ? An Autrou Doue e fell dezan hor zavetei, ha nî ne fell quet deomp heuil e c’hourc’hemennou : ne erru netra gueneomp nemet dre volontez pe dre bermission Doue, ha quement a erru gueneomp, ne erru nemet evit hor brassa-mâd, cousgoude, ha ne vurmulomp-nî quet a-enep an urs eus ar Brovidanç divin, pa erru gueneomp ur c’holl pe un affliction-bennac ?… Ne vurmuljen quet, eme c’hui, ma vizen certen e teuje ar c’boll pe an affliction-se eus a bers Doue ; mæs, un amezec-fall eo en deus, dre valiç laquet an tân em zy, collet va reputation, rac-se ne allin biquen er pardoni : tor bras hoc’h eus, rac, ma na bardonit quet ho preur, ne

viot quet hoc’h-unan pardonet gant Doue pehini en eus permetet e c’herruje gueneoc’h ar c’hollou-se evit ho brassa-mâd, evit effaci ho pec’hejou dre’r binigen, pe evit guelet ha c’hui a vize fidel dezan en adversite evel er brosperite, pe evit exerci ho patiantet ha rei deoc’h leac’h da vilitout dirazan dre’r victoriou a dleïac’h da c’hounit varnoc’h hoc’h-unan ha var adversourien ho silvidiguez… Conformit eta ho polontez da volontez an Autrou Doue ha livirit evel an den santel Job : Doue en devoa roet d’în ar madou, ar brud-vâd-se, ha Doue en deus o lamet diganêen : ar mâd am boa recevet diganthan, perac ne falje quet d’în-me receo ar boan eus e bers ? e hano santel ra vezo meulet ! Dominus dedit, Dominus abstulit ; sit nomen Domini benedictum ! [57] Si bona suscepimus de manu Domini, mala quarè nons uscipiamus ? [58] Senti a rit, eme c’hui ; maes senti a rit-hu pront ha gant joa, evel ar profet Samuel pa lavare : cetu me ama, ma Doue, abalamour m’hoc’h eus va galvet [59] ; pe autramant evel an abostol sant Paul, pa c’houlenne digant an Autrou Doue, petra en devoa da c’hourc’hemenni dezan : Domine, quid vis me facere ? [60] Ha caret a rit-hu ober bolontez an Autrou Doue, da lavaret eo, ha caret a rit-hu conformi ho buez da vaximou e Aviel ha d’e c’hourc’hemennou ? Allas, guelit gant pebes yenien e rit ho pedennou, e c’hasistit en ofiç divin, e tostait ous no sacramanchou, hac en em acquitit eus hoc’h-oll deveriou e quêver Doue, e quêver ho nessa, hac en hoc’h andret hoc’h-unan ?… Goulennit pardon ous Doue : pedit-ên da douch ho calon ; da rei deoc’h ar c’hraç da gonformi ho bolontez d’e ini ; ha dâ guerzet gant hast ha gant joa, evel ar roue David, en hent eus e c’hourc’hemennou divin : viam mandatorum tuorum cucurri, cùm dilatâsti cor meum. [61]

pevare goulen.
Roit deomp hirio hor bara pemdeziec.

Ar bara pemdeziec eo an traou a bere hon deus ezom quen evit hor c’horf, quen evit hon ene. Goude beza goulennet gloar Doue el loden guenta eus ar Bater, e c’boulennomp en eil loden hon ezomou hon-unan… Guelomp eta petra c’houlennomp dre’r c’homzou- ma : roit deomp hirio hor bara pemdeziec, ha petra sinifi pep-unan anezo.

I. Dre’r c’homzou-ma : roit deomp hirio hor bara pemdeziec, e c’houlennomp digant Doue ar pez so necesser evit hor c’horf hac evit hon ene… Evit hor c’horf eo necesser deomp caout peadra d’en em vaga ha d’en em visca : cetu a ze an traou temporel a bere hon deus ezom, ha pere a c’houlennomp digant Doue en articl-ma eus ar Bater : bara, logeis, ur viscamant dereat hervez hor stad hac hor c’hondition : pa hon deus peadra d’en em vaga ha d’en em visca e tleomp beza contant, eme an abostol : habentes autem alimenta et quibus tegamur, his contenti simus [62]. Ne roit dîn, ô va Doue, eme ar fur Salomon, na paourentez, na madou-bras, mæs roit d’în, hepquen peadra da veva (Prov. 30, 8). N’en em nec’hit quet, eme hor Zalver, o lavaret : penos hon devezo-nî peadra d’en em vaga ha d’en em visca ? ho Tad cœlestiel a oar hoc’h eus ezom eus an traou-se-oll : clasquit da guenta rouantelez an êe, hac ar rest a vezo ive roet deoc’h. N’en em ne-c’hit quet o songeal en deiz varc’hoas, e boan a so avoalc’h da bep devez : sufficit diei malitia sua (Matth. 6,31). Goulennomp eta hor bara pemdeziec, mæs o labourat bemdez d’e c’hounit, hac o c’hanzaô goude, gant guirionez, penos e teu deomp eus a zorn ar Brovidanç divin. Oll ez-omp condaonet d’al labour ha d’ar boan abaoue pec’het hon tad quenta : chom hep labourat, ha goulen quement hon deus ezom, a zo tenti Doue, evel goulen eost-mâd ha chom hep hada. En em zicouromp ha Doue hor sicouro ; mæs goude beza graet hor possubl, comprenomp eo digant Doue e recevomp pep-tra ; ar bara hac an traou-all pere hor mag a so diganthan, o veza ne deus nemethan hac alfe lacat an douar da brodui, an had da ziouan ha da gresqui : incrementum autem dat Deus [63]. An dillad a c’holo ac’hanomp a deu c’hoas deomp, evel an traou-all, digant Doue pehini hepquen a ell lacat al lin da gresqui, hac ar productionou-all, evel ar gloan var guein an dênved. En em gonsideromp eta evel peorien pere n’o deus netra anezo o-unan, ha pere a dle goulen bemdez ha bep moment o ezomou digant Doue : panem nostrum quotidianum da nobis hodiè.

Ar pez-so necesser evit hon ene eo graç Doue, e gomzou divin hac ar gommunion santel. Graç an Autrou Doue, da lavaret eo, ar sclerigen, an anoudeguez, an ners necesser evit ober ar mâd hac en em viret oc’h an drouc, a zo buez an ene. An ini ne ma quet e stad a c’hraç, a zo maro dirac Doue ; ne dê beo nemet a hano : nomen habes quod vivas et mortuus es [64]. Bemdez e tleomp eta goulen digant Doue e c’hraçg pehini-so bara pemdeziec hon ene, ha lacat evez-mâd d’he mouga ennomp, o vancout da ober e volontez, da lavaret eo, o vancout da viret e c’hourc’hemennou divin : spiritum nolite extinguere [65]. Comzou Doue, da c’houzout eo, ar c’hatekis, an instructionou santel, an avisou-mâd, al lecturiou devot a zo c’hoas bara an ene ; rac an den, eme ar Speret Santel, ne vev quet hepquen a vara, mæs ive a gomzou Doue [66] pehini a barlant deomp dreizan e-unan, dre voyen e inspirationou zantel, pe dre c’hinou e vinistret ha dre c’hinou at re a zo carguet d’hon instrui eus e bers. Pa deu an Autrou Doue d’hor priva eus e gomzou, ar pez a erru, siouas, pa hon deus goal-offancet e vajeste divin, ar Scritur a lavar penos hon afflich neuse dre’r famin. Me gaço, eme Zoue, ar famin var an douar : non pas ar famin a erru gueneomp pa vezomp privet a vara hac a zour, mæs pa vezomp privet a gomzou Doue [67] : hoguen, evel ma tizesperer eus a yec’het un den pehini na guemer netra evit en em zouten, evel-se ive e c’heller gant ræson dizesperi eus a silvidiguez an dud pere ne glevomp mui, h ne fell mui dezo clêvet comzou Doue. Evit caout ed e renquer hada, hac evit ober frouez-mâd a silvidiguez e renquer receo comzou Doue pere so, eme hor Zalver, un had mysterius : semen est verbum Dei [68]. Comzou Doue so ur sclerigen a behini hon deus ezom evit mont eus ar vro estranjour-ma da rouantelez an êe pehini eo bor guir-vro : lucerna pedibus meis verbum tuum et lumen semitis meis [69]. Ar gommunion santel pehini-so ive magadurez hon ene, a ro deomp an ners hac ar gourach a bere hon deus ezom evit en em zavetei : Dominus fortitudo mea et salus mea [70]. Hor Zalver a lavar e unan en e Aviel, penos ez-eo ar bara beo disquennet eus an êe, ha penos an ini a zebr ar bara-se a vevo eternelamant : ego sum panis vivus qui de cœlo descendi ; si quis manducaverit ex hoc pane vivet in æternum [71]. Er guervel a reomp hor bara pemdeziec evit diou ræson : da guenta, abalamour ma’z-eo offret bemdez evidomp er sacrifiç santel eus an oferen, ha d’an eil abalamour ma tleomp e receo bemdez dre zezir pe en effet, o veva-mâd avoalc’h evit-se.

II. Petra sinifi pep-unan eus ar c’homzou-ma : roit deomp hirio hor hara pemdeziec ? Roit : dre’r goms-ma e c’hanavezomp Doue evit mæstr absolu ha guir zourcen eus an oll vadou, quen spirituel, quen temporel. Digant Doue bon deus recevet ar vuez : ipse fecit nos [72]. Ne allomp chom beo nemet dre e sicour : ipse supponit manum suam [73] ; nac ober netra evit an êe nemet dre c’hrac ha dre sicour Doue : sine me nihil potestis facere [74]. Deomp, ha non pas d’în, evit disquez ar garantez a dle rên etouez an oll dud fidel pere a so oll breudeur ha c’hoarezet e Doue : evel-se un den e-unan a c’houlen evit an oll, ar pez a blich da Zoue, pehini a lavar deomp e-unan, dre c’hinou e abostol, en em garet ha pedi an eil evit eguile. Diligite alterutrum [75]. Orate pro invicem [76].

Hirio : ar pez a zinifi e tleomp lacat evez d’en em jali o songeal en amzer da zont pehini ne dê quet deomp, mæs da Zoue : n’en em jalit quet divar ben an devez varc’hoas, eme hor Zalver, rac ne ouzoc’h quet ha c’hui er guelo : nolite solliciti esse in crastinum [77]. Bezomp eta ur fizianç-vras e Doue pehini a vag hac a visq labouced an êe [78], ha pehini, o veza un tad-mâd, en devezo ive sourci ac’hanomp-ni pere hon deus an heur da veza e bobl hac e vugale : nos autem populus tuus et oves pascuæ tuæ [79].

Hor bara, da lavaret eo, ar pez hon deus ezom evit hor c’horf hac evit hon ene : ar pez-so deomp, o veza ma hon deus er gouneet dre voyennou just ha legitim, da lavaret eo, dre’r beden hac al labour.

Pemdeziec, abalamour ma tleomp er goulen hemdez, ha ma hon deus bemdez ezom anezan.

pempet goulen
Pardonit deomp hon offançou evel ma pardonomp, etc.

Dre’r c’homzou-ma e c’houlennomp digant Doue, ma pardono deomp hor dle, evel ma pardonomp d’hor dleourien : dimitte nobis debita nostra, sicut et nos dimittimus debitoribus nostris. Dleourien omp oll da justiç Doue dre’r pec’het pehini a vilit punition, rac-se e pedomp an Autrou Doue da chom hep hor punissa ha da bardoni deomp hor dle, evel ma pardonomp d’hor dleourien. Evit ober ar goulen-ma gant ar c’honditionou requis, pevar dra so necesser : en em anzao coupabl, detesti hor pec’hejou, goulen pardon anezo ha pardoni d’ar re-all.

1° En em anzao coupabl : an dud just a guez seiz guech [80], da lavaret eo, lies a vech er pec’het, eme ar Scritur ; oll e tleomp eta en em anaout coupabl ha goulen pardon digant Doue. Leveromp dezan gant ar fermour a behini e parlant an Aviel, eo re-vras hor dle evit gallout o faea var an heur, gortoz gueneomp ha caout truez ouzomp [81]. 2° Ret eo deomp ive detesti hor pec’hejou, quitaat ar goal-occasionou ha cundui ur vuez conform da lezen Doue ; rac mar bevomp er stad a bec’het, e reomp goab eus a Zoue oc’h e bidi da bardoni deomp pec’hejou a bere n’hon deus quet a gueuz, pa na renonçomp quet dezo. 3° Ne dê quet avoalc’h o anaout, o detesti ha renonç dezo, ret eo c’hoas pidi an Autrou Doue d’o effaci. Doue hepquen en deus ar galloud-ma : couëza a reomp ac’hanomp hon-unan evel ma couëz en ur vale bugaligou vian, mæs dorn Doue hepquen a ell hor sicour da sevel : hor sicour a rai, er prometet en deus, hon tad eo, ha ne dê quet ep ræson en deus desquet deomp lavaret : pardonit deomp hon offançou ; mæs evit beza pardonet, ur gondition a zo c’hoas requis. 4° eo ive deomp pardoni ar re-all: rac, an ini ne bardono quet ne vezo quet pardonet, eme ar Speret Santel : si non dimiseritis hominibus, nec Pater vester dimittet vobis peccata vestra [82]. Mæs, allas ! cals a ræsoniou faus a gav un darn-vras a dud evit chom hep pardoni.

Diæz eo d’în, eme c’hui, pardoni un den pehini-so pen-caus eus ar c’holl am eus græt eus va brud-vâd hac eus va madou. Ia, diæz eo pardoni ; mæs considerit ar gundu a Zoue pehini a laca an heaul da sevel var ar re-fall evel var ar re-vâd, ha bezit parfet, eme hor Zalver, evel ma’z eo parfet ho Tad pehini-so en êe [83]. Ma na garit nemet ar re ho car, pe seurt milit hoc’h eus-hu, eme an Aviel, ar bayanet ha ne reont-y quet quement-all ? nonne et ethnici hoc faciunt ? Ped guech eta, a c’houlen certen tud, e renquin-me pardoni d’am breur e offançou ? Seiz guech ? Quoties peccabit in me frater meus, et dimittam ei ? Septiès ? Ne lavaran quet deoc’h seiz guech, eme hor Zalver, mæs dec guech ha tri-uguent seiz guech, da lavaret eo, ato, evit ma viot ive ato pardonet gant Doue : non dico tibi septiès, sed septuagiès septiès [84]. Pardoni a ran, eme c’hui, mæs ne fell quet d’in parlant ous an ini en deus va offancet, na memes e velet : laquit evez-mâd , rac Doue a rai deoc’h evel ho pezo græt d’ho nessa : sic Pater meus cœlestis faciet vobis, si non remiseritis fratri suo unusquisque de cordibus vestris [85]. Cassoni, yenien hoc’h eus outhan : Doue en devézo ive cassoni ha yenien ouzoc’h. Seblantout a rit lavaret da Zoue dre ho cundu : va Doue, ne fell quet d’în pardoni va adversourien, evel-se n’am fardonit quet ive… Horrupla peden !… Obliget omp eta da bardoni, mar fell deomp beza pardonet hon-unan : an obligation-ma so fontet var ar gourc’hemen a ra deomp hor Zalver, var an exempl en deus roet deomp, ha var hon interest hon-unan. Gourc’hemennet eo deomp gant hor Zalver, caret hon adversourien : guechal e lavaret : carit ho nessa ha cassaït hoc’h adversour ; mæs me, ho mæstr, ho Salver hac ho Toue, me a lavar deoc’h : carit hoc’h adversourien, grit vâd d’ar re o deus græt drouc deoc’h ; pedit evit ar re a zeu d’ho persecuti ha d’ho calomnia : dictum est antiguis : Diliges proximum tuum, et odio habebis inimicum tuum ; ego autem dico vobis : Diligite inimicos vestros, benefacite iis qui oderunt vos et orate pro persequentibus et calumniantibus vos [86]. Quer-bras dezir en deus hor Zalver d’hor guelet o viret-mâd ar gourc’hemen-ma, ma lavar c’hoas deomp e-unan : mar deu deoc’h da zonch pa bræzantit hoc’h offranç var an auter, penos oc’h eus un dra-bennac a-enep ho preur, iit da guenta d’en em reconcilia ganthan, ha neuse deut da offr ho praesant gant fizianç [87]. Ober a rit da Zoue ar sacrifiç eus ho prô, eus ho madou, eus ho prud-vâd, eus hoc’h enor hac eus ho buez memes : sacrifiçou-bras int, mæs guelit aroc o ober ha c’hui a gar ho nessa; rac, hep ar garantez, an traou preciussa ne dalont netra, eme sant Augustin ; mæs gant ar garantez, quement a rêr evit Doue, a vilit ur recompanç infinit : adde charitatem, prosunt omnia ; detrahe charitatem, nihil prosunt [88]. Parlant langach an ælez, anonç an traou da zont, anaout ar mysteriou muia cuzet, beza guizyec e pep-tra, caout ur feiz crê avoalc’h evit treuzporti ar meneziou, quemen-se oll a zo burzudus : mæs ha pa bossedoen an oll donaesonou-se, eme an abostol, hep ar garantez, ne doun netra : sine charitate nihil sum [89]. Ar garantez eo an eol pehini a zalc’h hor goulou ellumet, da lavaret eo, pehini hon rent agreabl da Zoue [90] ; ar garantez eo an habit a eüred gant pehini e vezimp recevet e sall ar banquet, da c’houzout eo, an ornamant precius eus a c’hraç Doue, dre behini e vilitomp antren en rouantelez an êe ; ar garantez eo an aour pur pehini a dleomp da acquisita dreist pep-tra, da entent eo, ar vertus a behini e tleomp ober ar brassa istim. Mæs ne dê quet dre e gomzou hepquen, dre e exempl eo en eus ive hor Zalver desquet deomp caret hon adversourien. O veza clevet e zisquibien o pedi an tân eus an êe da zisquen var an dud a serre ho daoulagad da sclerigen ar feiz, e teuas e-unan d’o repren ha da lavaret dezo : fall a rit, en em dreuzporti evel-se, o veza ministret a zouçder hac a peoc’h [91]. Goabeet, dispriset, scoet gant e adversourien epad e bassion, ne respont netra dezo, evit desqui deomp penos e tleomp souffr pep-tra gant patiantet, beza ato praest da bardoni, hac ato disposet da garet ar re a ra drouc deomp. E vuez pen-da-ben a zo bet un exergiç continuel a garantez en andret e adversourien, hac en ur vervel var ar groas e c’houlen pardon evit e vourrevien memes , hac e teu d’o iscusi dirac e Dad eternel en ur lavaret dezan penos ne vouïent petra rent : Pater dimitte illis, nesciunt enim quid fa-ciunt ! [92] Interesset-bras omp hon-unan da bardoni ar re-all; rac, ne vezimp pardonet, nemet e quemeñt ha ma pardonimp : dimitte et dimittemini. Doue a roï deomp gant ar memes muzul ma hon devezo roet d’ar re-all : quâ mensurâ mensi fueritis, metietur vobis [93]. An ini ne gar quet e vreur, eme an abostol sant Ian, a chom en ur stad a varo ; mæs an ini a bardon hac a gar e vreur, a vezo ive pardonet ha caret gant Doue [94]. Eürus, eme hor Zalver, an dud trugarezus, rac obteni a raint ive trugarez o-unan ! [95]

c’huec’hvet goulen.
N’hon abandonit quet d’an dentation.

Petra c’houlennomp digantDoue dre’r c’homzou-ma ? petra dleomp da ober aroc, epad ba goude an dentation ?

I. Goude beza goulennet pardon eus hor pec’hejou dre’r goulen-all, e pedomp Doue, dre’r goulen-ma, d’hor præservi diouz an dentation, pe da rei deomp ar c’hraç hac an ners d’he zrec’hi ; rac neheud e servichfe deomp receo ar pardon eus hor pec’hejou, ma coessemp enno a nevez, hor stad a zeufe neuse da veza cals terruploc’h dirac Doue : et fiunt novissima hominis illius pejora prioribus [96]… An dentation so ur mouvamant interior pehini hon doug varzu an drouc : evel -se e leveromp ez-omp tentet, pa fell deomp quemeret tra hon nessa ; er squei, pe ober un drouc-bennac dezan, pe deomp hon-unan. An dentationou a so mouvamanchou-fall excitet ennomp dre hor passionou , dre’r pez a velomp pe a glevomp, pe dre’r revolt eus an natur corrompet : rac-se e pedomp Doue d’hor præservi anezo, pe da rei deomp ar c’hraç d’o zrec’hi.

An dentation ne dê quet ur pec’het, dreizi e-unan, ha pa e zrec’homp, ez-eo evidomp un occasion a vilit ; Doue a bermet e vemp tentet, mæs non pas en tu-all d’hon nerz, eme an abostol : ne fell dezan nemet amprou hor vertus, evit rei deomp leac’h da anaout hor zempladurez, da c’houlen e zicour, d’en em burifia muioc’h mui ha da vilitout dirazan, abalamour d’hor fidelite : sed faciet etiam cum tentatione proventum [97]. An dud just a vez amprouet dre’n dentation evel an aour dre’n tân : quasi aurum in fornace probavit electos Dominus [98]. Ne c’houlennomp quet eta digant Doue beza dilivret eus a bep seurt tentation, pa’z-eo guir penos hor buez a zo ur brezel continuel, ha penos ne vezo curunet en êe, nemet ar re o devezo brezellequeet-mâd : non coronabitur nisi qui legitimè certaverit [99] ; mæs pedi a dleomp Doue d’hor præservi diouz an tentationou-se pere a alfe beza noazus d’hor silvidiguez, pe da rei deomp en e vadelez, graçou nerzus avoalc’h evit o zrec’hi. Mæs evit receo ar graçou precius-ma, e tleomp ober hon oll bossubl evit non pas beza tentet, pe evit enebi oc’h an dentation.

II. Aroc an dentation e tleomp beilla, pedi ha dihoal diouz an diegui ha diouz ar goal occasion. Beilla ha pedi : hor Zalver eo a recommande quemen-ma d’e ebestel : beillit, emezan, ha pedit, gant aon ne antreac’h e tentation, rac ar speret a so pront hac ar c’hic a so fragil [100]. Beillomp eta var hor zongesonou, hor c’homzou hac hon oberou. Ur zonch a so ur pas varzu ar mâd pe an drouc, hervez ma’z-eo mad pe fall ar zonch a so en hor speret : ur fulen eo, pehini a ell beza util pe noazus ; mougomp eta rac-eon, ar zonch pe ar mouvamant hon doug varzu an drouc. Hor c’homzou a ro da anaout deomp hon-unan ha d’ar re-all, piou ez-omp en effet : rac ar guinou peurvuia a barlant eus a abondanç ar ga-lon, eme ar Speret Santel : ex abundantia cordis os loquitur [101] mar deo eta fall ho comzou, credit eo fall ho calon : ho langach a ro da anaout piou ez-oc’h : loquela tua te manifestum facit [102]. Diouz hoc’h oberou e viot ive anavezet evel ar vezen eus e frouez : ex fructibus eorum cognoscetis eos [103] ; guelit eta hac int-so mâd ho songesonou, ho comzou, hoc’h oberou, ha beillit varnoc’h hoc’h-unan ; mæs pedit ive an Autrou Doue d’ho sicour… Nebeud e servich deomp guelet eo fall an amzer, diæz an hent, pe rust ar mor, hep goulen-digant Doue ar sicourou a bere hon deus ezom : pedomp eta hac e vezimp sicouret ; hor Zalver e-unan a lavar deomp penos quement a c’houlennimp digant e Dad en e hano a vezo accordet deomp : quodcumque petieritis Patrem in nomine meo, dabit vobis [104]. En em zihoal a dleomp ive eus an diegui pehini-so ar vamen eus a un niver-bras a viçou, eme ar Speret Santel : multam malitiam docuit otiositas [105] ; grit, eme sant Jerom, ma viot cavet ato occupet, pa deuï an drouc speret d’o tenti : fac ut diabolus inveniat te occupatum [106]. An drouc sperejou a antren e calon an den diegus evit e denti e pep fæçon, evel al laeron en un ty digor a bep costez, evit quemeret quement a gavont. Evit non pas beza tentet, hon dever eo tec’het diouz ar goal occasion : an ini a gar an danger a berisso ennan, eme hor Zalver : qui amat periculum, in illo peribit [107]; hac an ini a guntinu da vale dre un hent risclus, n’en deus quet a gueuz avoalc’h da veza cuezet : cecidisse satis non piget, qui in lubrico ambulat[108]. Quen impossubl eo, eme ar Scritur, chom hep pec’hi, en occasion eus ar pec’het, evel ma’z-eo bale diarc’hen var glaou-beo, hep devi plantou an treid [109].

III. Epad an dentation e tleomp, pedi ac enebi outhy, pell d’en em arreti, ha d’en em blijout enny chasseal pront a dleomp, eta ar zonch, an dezir-fall-se, evel a reas huechal hor Zalver e-unan pehini a bermetas d’an drouc speret e denti, evit disquez deomp penos an dentation ne dê quet ur pec’het, ha penos e tleomp en em zizober anezi. En em dên-buan, a lavaras hor Zalver d’an drouc speret : vade retro, satanas [110] ; ha cetu aze ive ar pez a dleomp da ober : pellaat pront diouzomp ar pez a dent ac’hanomp, ha guervel an Autroü Doue d’hor sicour, evel a reas an ebestel, en amzer-ma oa cê-bras an avel, ha rust ar mor : Domine, salva nos, perimus [111]. Ar beden eo an arm a laca an drouc speret da guemeret an tec’h : dre’r beden ha dre zin ar groas eo ê vezimp victorius : in hoc signo vinces [112]. Ar zonch eus hor finvezou diveza a zo ive ur remed excellant a-enep an dentation, eme ar Speret Santel : memorare novissima tua, et in æternum non peccabis [113]. En em sicouromp hon-unan evel Joseph pehini a lezas e vantel etre daouarn greg Putiphar pehini a falle dezi e lacât da bec’hi [114]. Lavaromp ennomp hon-unan gant an Aviel : petra servich d’în-me gounit ar bed-oll, mar collan va ene ? [115] pe gant sant Philip a Neri : dalc’hit-mâd d’în, ô va Doue, rac beza ema oun var ar poënt d’ho quitaat ha d’en em goll ! [116] pe gant sant Augustin : evit ur moment a blijadur ez in-me da vilitout un æternite a dourmant ! [117]

IV. Goude an dentation : mar hon deus bet an heur-vâd d’he zrec’hi, e tleomp trugarecât Doue, dre sicour pehini hon deus gouneet ar victor var adversourien hor silvidiguez ; rac ac’hanomp hon-unan, ne allemp netra ; ha cuntinui da veilla ha da bedi ; rac an ini a zeblant dezan beza ferm en e za, a dle c’hoas en em zerc’hel var evez, eme an abostol [118]. Mar domp bet trec’het gant an dentation, e tleomp, da guenta, en em excita d’ar glac’har da vezâ offancet Doue, o consideri penos dre hor pec’het hon deus outraget ar guella eus an oll dadou, crucifiet a nevez hon redemptor benniguet, collet ar barados ha militet an ifern : d’an eil, quemeret ar propos ferm da goës hor pec’het quenta ma vezo possubl deomp ; da ober ur binigen-bennac ac’hanomp hon-unan, dre exempl, da lavaret ur beden, da ober ur yun, da rei un aluzen-bennac d’ar paour, ha da satisfia, guella ma vezo possubl deomp, da Zoue ha d’an nessa ; d’an drede, quemeret guelloc’h resolutionou d’en em viret ous ar pec’het en amzer da zont, pedi gant muioc’h a zevotion ha beilla gant muioc’h a zourci.

eizvet goulen.
Mæs hon dilivrit a bep drouc.

Dre’r c’homzou-ma e c’honlennomp digant Doue ar c’hraç da veza dilivret eus a dri seurt drouc : eus an drouc temporel, eus an drouc spirituel hac eus an drouc eternel.

I. Eus an drouc temporel : da lavaret eo, eus ar c’hlênvejou, ar baourentez, ar famin, ar brezel, ar goal amzer ha generalamant eus a oll boaniou ar vuez-ma : goulen a reomp digant Doue ar c’hraç da veza dilivret eus an oll boaniou-ma, gant aoun ne brofitemp quet anezo, rac occasionou a vilit int oll, pa o souffrer gant patiantet ha gant ur volontez conform da volontez an Autrou Doue. Goulen a reomp ma vezimp dilivret a bep drouc, hoguen ne deus guir drouc-ebet nemet ar pec’het pehini a ell hon ampech d’en em zavetei ; an afflictionou temporel a zo ur guir-vâd, pa vezont util evit hor silvidiguez ; er c’hontrol, ar madou-hras hac an enoriou a so ur guir drouc, pa viront ouzomp da observi lezen Doue ; dre fæçon ma pedomp Doue d’hon dilivra eus ar madou hac eus an enoriou a alfe noazout d’hon ene, evel ma er pedomp d’hon dilivra eus an afflictionou pere a alfe ive beza, dre hor faut, occasionou a bec’het evidomp.

II. Eus an drouc spirituel : da lavaret eo, eus ar pec’het pehini eo ar guir drouc; rac an afflictionou temporel ne vilitont quet an hano a vir zrouc, o veza ma c’hellont satisfia da justiç Doue, ober deomp santout ar bouez eus hor zempladurez, ha distaga hor c’halon diouz an traou crouet ; eleac’h ar pec’het ne zervich da netra a vâd, o veza ma’z-eo ur zonch, ur gomz, un action pe un omission control d’al lezen ha d’ar volontez a Zoue. Eus ar pec’het, dreist pep-tra, eo eta e c’houlennomp digant Doue ar c’hraç da veza præservet, pa leveromp : mæs hon dilivrit a bep drouc : sed libera nos à malo… Goulen a reomp c’hoas, dre’r memes comzou, eme sant Augustin, ar c’hraç da veza dilivret eus an drouc sperejou [119], da lavaret eo, eus a zrouc speret an ourgouill, ar gourmandis, al luxur, ar goler, an diegui, en un guer, eus ar sperejou-fall-se pere so adversourien hor silvidignez, hac a rôd, hep hean, endro deomp, evel leoned arraget, o clasq hon discar ha rei ar maro d’hon ene dre’r pec’het [120]. Evit enebi outho, an abostol sant Per [121] a lavar deomp derc’hel-mâd d’an arm galloudus eus ar feiz, da lavaret eo, caout recours da Zoue pehini a deuï pront d’hor sicour, ha pehini ne bermeto quet d’an drouc sperejou hon tenti en tû-all d’hon ners. Dre’r memes peden e c’houlennomp ive beza dilivret eus hor passionou hac eus hor goal inclinationou pere hon doug varzu ar pec’het, da lavaret eo, e choulennomp ive dre’r c’homzou diveza eus ar Bater, ar c’hraç da veza dilivret, non pas hepquen eus ar poaniou temporel hac eus ar pec’het, mæs c’hoas eus an oll dentationou dangerus evit hor silvidiguez.

III. Eus an drouc eternel : da c’houzout eo, eus an ifern pehini eo ar guir drouc hep fin-ebet. Mæs penos e vezo præservet eus ar poaniou eternel ar re pere a gar ar pec’het pehini en deus toullet an ifern ha pehini a gundu d’ar plaç-ma a dourmant ? An dud ourgouillus a lavar da Zoue : dilivrit ac’hanomp eus an ourgouill hac eus ar boan eternel dleet dezan ! cousgoude e cuntinuont da zisprisout ar re-all, ha da glasq an enoriou hac ar plaçou quenta… An dud gourmand a lavar ive : dilivrit ac’hanomp eus ar gourmandis ! petra-bennac ma reont bepret o Doue eus an evach hac eus an dibri… Hon dilivrit eus an avaristet, eme an dud avaricius, en amzer ma vagont en o c’halon un dezir dreist-voder da zestum madou… Ar re-ma oll a ra goab ous Doue : fachet-bras e vent da obteni diganthan ar pez a c’houlennont : o c’halon a zo stag ous ar pec’het hac o feden a zo fall-bras… Penos e c’hallont-hy guervel Doue o zad, int pere ne fell quet dezo beza e vugale ? penos e credont-hy goulen ma vezo santifiet e ano, int pere ne heanont d’e vlasphemi ha da rei goal exempl d’ar re-all ! penos e c’houlennont-hy ma rêno en o c’halon, int pere na fell dezo quen mæstr, na quen roue, nemet an drouc speret ! Lavaret a reont da Zoue : ho polontez bezet græt ; int pere ne reont jamæs nemet o bolontez o-unan ! Roit deomp hirio hor bara pemdeziec ; int pere a gred e recevont pep-tra digantho o-unan, na pere ne zongeont nemet destum evit an amzer da zont ! Pardonit deomp hon offançou ; int pere ne bardonont da zen ! N’hon abandonit quet d’an dentation ; int pere en em expos alies-bemdez d’ar brassa tentationou hac en em blich e pep seurt occasionou a bec’het ! Mæs hon dilivrit a zrouc ; int pere a gar ar pec’het ha quement a gundu varzu ennan !… Allas ! o feden e c’hondaon o-unan !

Na pedomp quet eta eveltho, mæs pedomp gant respet ha gant attantion, gant humilite ha gant ur galon distag eus ar pec’net. Guir vugale da Zoue, d’ar guella ha d’an tenerra eus an oll dadou, requetomp a greiz hor c’halon ma vezo e hano santel santifiet, da lavaret eo, ma vezo e-unan anavezet, meulet hac adoret gant an oll : sanctificetur nomen tuum… Evit er meuli hac en adori evel ma’z-eo dleet, goulennomp diganthan e c’hraç, pedomp-ên da rên en hor c’halon, da veza hor mæestr hac hon roue : adveniat regnum tuum… Pedomp-ên c’hoas da zisposi ac’hanomp hervez e volontez santel pehini a dleomp da ober gant ar memes joa hac ar memes hast var an douar, evel ma’z-eo græet gant ar zænt hac an ælez en êe : fiat voluntas tua, sicut in cœlo et in terra… Goude beza requetet ma vezo hon tad-mâd anavezet, caret hac adoret gant an oll ; ma rêno ennomp er bed-ma dre e c’hraç ha ma raï deomp rên ganthan en e c’hloar er bed all ; ma raï e pep-tra e volontez en hon andret, goulennomp diganthan c’hoas, gant fizianç, en eil loden eus ar Bater, ma roï deomp, dre e vadelez, hon oll ezomou quen spirituel, quen corporel : o veza ma’z-eo un tad-mâd, hac ur mæstr carantezus pehini en deus sourci, memes eus a laboucet an êe, ne vanco quet da bourvei da ezomou e vugale hac e zervicherien fidel, rac-se n’en em nec’homp quet re gant an amzer da zont : panem nostrum quotidianum da nobis hodiè… Pedomp-ên ive da bardoni deomp hor pec’hejou ; hac evit beza pardonet hon-unan, pardonomp ive d’ar re-all eus a greiz hor c’halon : dimitte nobis debita nostra, sicut et nos dimittimus debitoribus nostris… Mæs nebeud e servichfe deomp beza pardonet, mar cuezomp a nevez er pec’het ; rac-se pedomp c’hoas an Autrou Doue d’hor præservi diouz an tentationou dangerus evit hor zilvidiguez, pe da rei deomp an ners d’o zrec’hi, o veza na ellomp quet chom hep beza tentet en ur fæçon-bennac, pa’z-eo guir penos hor buez a zo ur brezel cuntinuel var an douar : et ne nos inducas in tentationem… Achui a dleomp oc’h ober da Zoue ar goulen-ma e pehini eo comprenet an oll goulennou-all : mæs hon dilivrit a zrouc, da lavaret eo, eus ar pec’het pehini eo ar guir drouc, hac eus ar punitionou dleet d’ar pec’het, da c’houzout eo, eus ar poaniou temporel hac eus ar boaniou eternel : sed libera nos à malo… Evel-se bezet græt : da lavaret eo, accordit deomp, ô va Doue, quement en deus desquet deomp ho Mab divin da c’houlen diganeoc’h : Amen.



  1. [ Luc. XI, 1.]
  2. [Joan. XV, 16 ; XVI, 23.]
  3. [Cypr., De Orat. dom., 3.]
  4. [Tho. Aq., Expos. in Orat. dom. (dre vras).]
  5. [Tertul., De orat. 9.]
  6. [Cypr., ibid.]
  7. [Ps. XCIX, 3.]
  8. [Ps. XXXVI, 24.]
  9. [I. Joan. III, 1.]
  10. [Leo M., Serm. I de Nativ. Dom.]
  11. [Cf. Matth. XXIII, 8-9.]
  12. [Cf. Heb. II, 11.]
  13. [Ps. XXI, 23.]
  14. [Matth. XXVIII, 10.]
  15. [Cf. Matth. XII, 49-50.]
  16. [Cf. Aug., C. Faust., XXI, 10 ; Enarr. in Ps. CXXX, 6 ; ha lec’hioù all.]
  17. [Jac. (neket s. Yann) V, 16.]
  18. [Ps. Jo. Chrys., Op. imperf. in Matth., hom. XIV.]
  19. [Act. IV, 32.]
  20. [Gw. Act. V, 1.]
  21. [Gw. Act. XII, 4-10.]
  22. [Is. LXIV, 7.]
  23. [Ibid.]
  24. [Is. LXVI, 1-2 (hag Act. VII, 49).]
  25. [Act. XVII, 28.]
  26. [Exod. III, 14.]
  27. [Ibid.]
  28. [Ps. CX, 9.]
  29. [Eccli. XXIII, 10.]
  30. [Matth. V, 37.]
  31. [Joan. XIV, 6.]
  32. [L. Æn. Seneca (neket ar Speret Santel !), Epist. ad Lucil., VI, 5 : longum iter est per præcepta, breve et efficax per exempla.]
  33. [II. Cor. II, 15.]
  34. [Gw. Aug., Confess., VIII, 5.]
  35. [Ibid., VIII, 12.]
  36. [Luc. XIX, 14.]
  37. [Matth. VII, 21.]
  38. [Ps. LXI, 11.]
  39. [Rom. VIII, 18.]
  40. [Matth. XIII, 44.]
  41. [Cf. Rom. VIII, 35.]
  42. […]
  43. [Gw. Gen. XXV, 25 sqq.]
  44. [Ps. XLI, 3.]
  45. [Ps. LIV, 7.]
  46. [Ps. XLI, 8.]
  47. [Matth. XII, 50 ; Marc. III, 35.]
  48. [Gw. uh.]
  49. [Eccli. IX, 14.]
  50. [Rom. VIII, 28.]
  51. [I. Pet. V, 6.]
  52. [Prov. XII, 21.]
  53. [Thren. III, 22.]
  54. [Luc. X, 16.]
  55. [Cf. Rom. XIII, 1.]
  56. [Rom. XIII, 2.]
  57. [Job I, 21.]
  58. [Job II, 10.]
  59. [I. Reg. III, 5.]
  60. [Act. IX, 6.]
  61. [Ps. CXVIII, 32.]
  62. [I. Tim. VI, 8.]
  63. [I. Cor. III, 7.]
  64. [Apoc. III, 1.]
  65. [I. Thess. V, 19.]
  66. [Matth. IV, 4.]
  67. [Amos VIII, 11.]
  68. [Luc. VIII, 11.]
  69. [Ps. CXVIII, 105.]
  70. [Habac. III, 19.]
  71. [Joan. VI, 51.]
  72. [Ps. XCIX, 3.]
  73. [Cf. Ps. XXXVI, 24.]
  74. [Joan. XV, 5.]
  75. [Lakaet war gont s. Yann gant Hieron., Comm. in Ep. ad Galat., III, ad VI, 2 & 10 (diwar Joan. XV, 12 : Hoc est præceptum meum, ut diligatis invicem…)]
  76. [Jac. V, 16.]
  77. [Matth. VI, 34.]
  78. [Cf. Matth. VI, 26 ; Luc. XII, 24.]
  79. [Ps. LXXVIII, 13.]
  80. [Prov. XXIV, 16.]
  81. [Gw. Matth. XVIII, 21-35.]
  82. [Matth. VI, 14-15 ; Marc. XI, 26.]
  83. [Matth. V, 45-48.]
  84. [Matth. XVIII, 21-22.]
  85. [Matth. XVIII, 35.]
  86. [Matth. V, 43.]
  87. [Matth. V, 23.]
  88. [Aug. Serm. CXXXVIII, 2.]
  89. [I. Cor. XIII, 1-2.]
  90. [Cf. Matth. XXV, 1-13.]
  91. [Cf. Luc. XIX, 54-55.]
  92. [Luc. XXIII, 34.]
  93. [Matth.VII, 2 ; Marc. IV, 24.]
  94. [Cf. I. Joan. III, 14.]
  95. [Matth. V, 7.]
  96. [Matth. XII, 45 ; Luc. XI, 26.]
  97. [I. Cor. X, 13.]
  98. [Sap. III, 6.]
  99. [II. Tim. II, 5.]
  100. [Matth. XXVI, 41.]
  101. [Matth. XII, 34 ; Luc. VI, 45.]
  102. [Matth. XXVI, 73.]
  103. [Matth. VII, 20.]
  104. [Joan. XV, 16.]
  105. [Eccli., XXXIII, 29.]
  106. [Hieron., Epist. CXXV (ad Rusticum), 11.]
  107. [Eccli. III, 27.]
  108. [Cf. BERN, Serm. in die Paschae, 17.]
  109. [Cf. Cypr., De singul. cleric. ; Hieron., Epist. XLII (ad Ocean.), 3. (N'eo ket evit bezañ kavet en Skritur sakr.)]
  110. [Matth. VIII, 33.]
  111. [Matth. VIII, 25.]
  112. [Hervez Euseb. Cæsar., Vita Constant. imp., I, 31.]
  113. [Eccli. VII, 40.]
  114. [Gw. Gen. XXXIX, 12.]
  115. [Matth. XVI, 26 ; Marc. VIII, 36 ; Luc. IX, 25.]
  116. […]
  117. [Gw. uh.]
  118. [I. Cor. X, 12.]
  119. [An dro-lavar « liberare a dæmonibus » pe « a potestate dæmonum » a vez kavet lec’h-mañ-lec’h en De civitate Dei : gw. dre sk. chab. XXXI.]
  120. [Cf. I. Pet. V, 8 : adversarius vester diabolus tamquam leo rugiens circuit, quærens quem devoret.]
  121. [Ibid.]