Var an ourgouill. — Remejou

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 448-450)



VAR AR PEC’HEJOU CAPITAL
ha var ar remejou a bere e tleer en em zervichout evit en em viret da gueza enno, pe evit en em barea goude beza cuezet.
————
Var an ourgouill. — Remejou.

Ar pec’hejou capital a zo evel-se hanvet o Ve-za ma zint pennou, capita, pe zourcennou an oll bec’hejou-all. Ar pec’hejou capital a zo d’ar pec’hejou ar pez ma’z-eo ar mor d’ar rifyerou ; ar re-ma a zorti eus ar mor evel ma sorti an oll bec’hejou-all eus ar pec’hejou capital. Beza ez eus seiz pec’het capital : ourgouill, avarisdet, luxur, avi, gourmandis, coler ha diegui. Hanvet int ive ar seiz pec’het marvel, mæs hep ræson, rac marvel pe veniel e c’hallont beza, hervez ma cuëz er cals pe nebeud enno, hac hervez ar gonsantamant gant pehini o c’hometer. Ar pec’hejou capital a zo daou seurt anezo, eme sant Gregor [1] : darn a zo pec’hejou ar speret, ha darn-all pec’hejou ar c’horf, evel al luxur hac ar gourmandis : pec’hejou ar speret a zo brassoc’h, eme ar memes doctor ; mæs pec’hejou ar c’horf a dên muioc’h a zizenor var an ini o c’homet.

I. An ourgouill a zo ur garantez dreist-vuzul pehini en deus an den evithan e-unan, hac evit ar c’haliteou en deus pe a sonch dezan da gaout, pehini a ra dezan en em zevel azioc’h ar re-all, o credi ez int oll disterroc’h evithan… Lavaret a ran ur garantez dreist vuzul, rac permetet eo deomp en em garet hon-unan, hac en em istimout ræsonablamant : evel-se hor Zalver a lavar deomp caret hon nessa eveldomp hon-unan ; mæs ar garantez direglet hon deus evidomp hon-unan a so ar pen-caus eus ar seiz pec’het marvel hac eus an oil bec’hejou-all e general : en em garet hon-unan carout betec guelloc’h en em gontanti hon-unan eguet senti ouz Doue ; quemen-se a so ur garantez disordren : hounnes eo ar garantez o deus evitho o-unan, an dud ourgouillus, an dud avaricius, an dud lubric, an dud avius, an dud gourmand, an dud colerus, an dud diegus, en un guer, an oll bec’herien. An dud miserabl-ma a vir evitho o-unan, ar pez a so dleet da Zoue, ar garantez, an enor hac an oboissanç guenta. Ha possubl eo ober brassoc’h injur d’hor c’hrouer ha d’hor mæstr souveren !… Rac-se an ourgouill a so ar pec’het quenta, ar brassa hac an dangerussa : ar c’henta, o veza ma’z-eo pec’het an ælez revoltet, pec’het hon tad quenta er barados terrestr hac ar gommangamant maleurus a bep drouc, eme ar Speret Santel : initium omnis peccati est superbia [2] ; ar pec’het brassa o veza ma teu rac-eoun da attaqui Doue o lemel diganthan, hac o vancout da rei dezan ar pez a aparchant outhan ; ar pec’het dangerussa abalamour ma en em vesq etouez ar vertuziou memes, abalamour ma tougomp ar vamen anezan ennomp hon-unan, ma’z-eo an diæssa da zisc’hrienna, an diveza oc’h hor c’huitaat, hac abalamour ma’z-eo ordinalamant ur merq a zaounation, o veza ma’z-eo pec’het an drouc speret pehini a zo hanvet er Scritur, tad an dud ourgouillus [3].

Beza ez eus un niver hras a bec’hejou pere a zorti eus an ourgouill, evel ar rifierou eus ar mor, pe evel ar brancou eus ar vezen ; conta a rer dec seurt anezo, pere so : ar væn gloar, ar fougasserez, an ambition, an ipocrysi, ar garantez evit an nevezentiou, an aheurtamant, an drouguiez, an disputou, ar bresomption hac an disoboissanç.

II. Ar c’henta hac ar guella remed a-enep an ourgouill eo an humilite. An humilite, eme sant Bemard, a so ur vertus pehini hon doug d’en em zisprisout dre ar guir anoudeguez ac’hanomp hon-unan. Humilitas est virtus, quâ quis verissimâ suî cognitione sibi ipsi vilescit [4]. Rac-se ne ma quet er c’homzou, nac en oberou memes ; lavaret comzou humbl, ha douguen habijou modest a so mâd-bras ; cousgoude, quemen-se ne dê quet aoualc’h evit beza humbl : cals a dud o deus habijou modest var o discoas ha comzou humbl en o guinou, hep caout cousgoude an humilite en o c’halon : un drâ hepquen pehini a zisplich dezo a so aoualc’h evit rei da anaout penos n’ez-int quet quen humbl ha ma seblantont beza : tange montes etfumigabunt [5]. An humilite a zo eta ur zantimant izel pehini hon deus ac’hanon hon-unan fontet var an anoudeguez eus hon neant hac eus hor miser… O va Doue, roit d’în eta ar c’hraç d’hoc’h anaout ha d’en em anaout va-unan ! Roit d’in ar c’hraç da zesqui gueneoc’h beza douç hac humbl a galon ! Evit-se eo red d’în souffr gant patiantet quement a erruo gueneên er bed-ma.

  1. [Greg. M., Moral. in Job, XXXI, 45.]
  2. [Eccli. X, 15.]
  3. […]
  4. [Bern. De grad. humil. et superb., I, 2.]
  5. [Ps. CXLIII, 5.]