Var Sacramant an auter

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
L. Prud’homme, 1846  (p. 362-379)



SACRAMANT AN AUTER.


Sacramant an auter a zo ur sacramant e pehini e ma, e guirionez, corf, goad, ene ha divinite hor Zalver Jesus-Christ, dindân ar speçou pe an apparançou a vara hac a vin.

I. Ur sacramant, da lavaret eo, ur zîn sansibl eus a ur c’hraç invisibl, instituet gant hor Zalver Jesus-Christ evit hor santifia. Ur zîn sansibl, guelet, touch, tânva a rer ar speçou a vara hac a vin, ha sinifiout a reont penos corf ha goad hor Zalver a zo magadurez hon ene evel ma’z-eo ar bara hac ar guin magadurez hor chorf... Eus a ur c’hraç invisibl : Jesus-Christ, ar sourcen eus an oll graçou, eo a recevomp er sacramant-ma, dindân ar speç a vara pehini dre gomzou ar gonsecration a zo cenchet e corf hac e goad hor Zal-ver... Instituet gant hor Zalver Jesus-Christ, rac Doue hepquen en deus ar galloud da staga ar c’hraç eus a zinou sansibl evel ar sacramanchou, ha d’o lacat d’e frodui dreizo o-unan, ex opere operato… Evit hor santifia : sacramant an auter, o veza unan eus a sacramanchou ar re veo, ne ro quet ar c’hraç santifiant quenta, mæs rei a ra an eil, da lavaret eo, santifia a ra c’hoas ac’hanomp, o cresqui ennomp buez ar c’hras pehini hon devoa recevet dre’r vadiziant pe dre’n absolven, hac oc’h hon renta e guirionez templou ha tabernaclou beo ar Speret Santel.

II. E sacramant an auter ema e guirionez, corf, goad, ene ha divinite hor Zalver Jesus-Christ : o veza ma’z-eo ressuscitet, e gorf, e voad, e ene hac e zivinite ne allont mui beza dispartiet : ne dê quet eta an imach anezo, evel a lavar ar brotestantet, ar calvinistet, eo a zo er sacramant-ma ; mæs guir gorf, guir voad, guir ene ha guir divinite hor Zalver Jesus-Christ : ar memes Jesus-Christ pehini-so bet concevet dre c’hraç ar Speret Santel, ganet gant ar Venc’hes Vari ; en deus souffret dindân Ponç-Pilat, a zo bet crucifiet, maro hac enterret ; a zo ressuscitet eus a varo da veo, hac a zo brema, er memes amzer, en êe ha var hon auteriou dre e oll c’halloud hac e vadelez infinit. Ar Scritur sacr a ro deomp da anaout-mâd ar virionez-ma pehini a zo ive un articl eus hor feiz. Jesus-Christ, eme an Aviel [1], o veza caret e vugale pere a oa var an douar, a falvezas, dezan o c’haret betec ar fin : rac-se o veza var ar poent da bignat en êe ha d’o friva dre eno eus e bræsanç sansibl, e c’hinstituas ur sacramant dre voyen pehini o devize an heur d’e bossedi en ur fæçon quer reel, evel pa oa gantho var an douar. Rac-se, o veza, en nos memes ma tleie besa livret gant Judas etre daouarn ar Yuzevien, quemeret ha benniguet bara, en roas d’e ebestel en ur lavaret : dibrit-oll eus a hema, rac hema eo va c’horf. Goude-se e quemeras guin, hac o veza roet ive dezan e venediction, en roas dezo, er memes tra, en ur lavaret : efit-oll eus a hema, rac hema eo ar goad eus an alianç nevez hac eternel pehini a ran gueneoc’h, hac a vezo scuillet evidoc’h hac evit an oll, e remission d’ar pec’hejou : quellies guech ma reot quemen-ma, er grit e memor d’în. Ne dê quet eta an imach eus e gorf hac eus e voad hepquen, eo a roas hor Zalver d’e ebestel, mæs rei a reas dezo, e guirionez, e gorf hac e voad, rac ên e-unan eo a lavar penos e gorf a zo veritablamant un dibri, caro mea verè est cibus, hac e voad un evach reel, et sanguis meus verè est potus [2]. An ini, emezan en un andret-all eus ar Scritur [3], a zebr va c’horf hac a ev va goad en devezo ar vuez eternel, ha me en ressuscito da fin ar bed. Hor Zalver, er moment-se, eme an Tadou santel eus an Ilis, a roe da anaout e volonteziou diveza en ur ober e destamant ; hoguen, ur testatour fur ha prudant pehini a gar e heritourien, en em espliq sclerra ma ell, gant aoun da rei leac’h da droug ha da zebat goude e varo, ha cetu ar pez a ra hor Zalver ; rac ha possubl eo lavaret netra sclerroc’h eguet ar c’homzou-ma : hema eo va c’horf, o parlant eus ar bara ; hema eo va goad, o parlant eus ar guin ? Guir eo eta penos ema Jesus-Christ reelamant præsant er sacramant adorabl eus an auter.

III. Dindân ar speçou pe an apparançou a vara hac a vin : na eller quet guelet hor Zalver er sacramant-ma, chom a ra cuzet dindân ar speçou a vara hac a vin ; anez, ne aljemp tostaat ous an auter, nemet evel ma tostee guechal ar Yuzevien eus a venez Sinaï, da lavaret eo, gant aoun ha gant spount : ne alfemp quet souten e bræsanç, ma teuffe d’en em zisquez deomp gant ur squeud hepquen eus e c’hloar ; evel an ebestel var menez Thabor, e cuëssemp var hor faç d’an douar [4] ; mæs an heol benniguet-se en deus ar vadelez d’en em guzet a zirazomp, hac evel ma tle servichout da vagadurez d’hon ene, en em ro deomp dindân ar speçou a vara hac a vin pere so an traou agreapla ha communna. Mæs goude ar gonsecration, n’en deus veritablamant na bara na guin, ne chom anezo nemet an apparançou : cenchet int, e guirionez, e corf hac e goad hor Zalver… Corf, goad, ene ha divinite hor Zalver, pere ne allont mui beza dispartiet, a zo eta realamant dindân pep-unan eus ar speçou ; beza e ma int dindân ar speç a vin evel dindân ar speç a vara ; beza e ma int realamant dindân pep tam ha pep bruzunen eus ar bara, evel dindan pep banne ha pep beraden eus ar guin ; an ini eta a receo ur vruzunen eus ar bara, pe ur veraden eus ar guin consacret, a receo, e guirionez, corf, goad, ene ha divinite hor Zalver Jesus-Christ, couls hac an ini a receo un hosti en antier, couls hac an ini a gommuni dindân an daou speç a vara hac a vin : fracto demùm sacramento, ne vacilles, sed memento tantùm esse sub fragmento quantùm toto tegitur [5]. Guechal an oll dud fidel a gommunie dindân an daou speç evel a ra hirio c’hoas ar veleyen ; mæs o veza ma’z-eo diæz caout guin e certen broyou, ha ma’z-eus cals pere o deus dic’hoût eus ar guin, an IIis, ato cunduet gant ar Speret Santel e deus cavet a propos accordi ar c’halir d’ar veleyen bepquen, ha communia ar rest eus an dud fidel gant ar speç a vara ; ne recevont quet evit-se nebeutoc’h, pa’z-eo guir penos Jesus-Christ a zo antieramant dindân ar speç a vara, evel ma ema antieramant dindân ar speç a vin. An avieler hac an abostoler a vez gant ar pap ous auter epad ma lavar an oferen, a gommuni dindân an daou speç, hac ê couent Cluny, ar religiused a ra ar memes trâ, ur vech er bloas. Ar rouanez a Franç, en deiz ma vezont sacret, a gommuni ive dindân ar speçou a vara hac a vin, mæs ne recevont quet muioc’h evit-se, nevezi a reont bepquen ar memor eus ar c’hustum ancien da gommunia dindân an daou speç.

Pe seurt hanvou en deus c’hoas sacramant an auter, p’heur e tleer e receo ha gant pe seurt dispositionou, pe seurt effejou a brodu ennomp ?

I. Meur a hano a roer en Ilis catholic d’ar sacramant divin-ma : hanvet eo sacramant an auter, abalamour ma vez offret ha consacret var an auter ; hanvet eo ar gommunion, abalamour ma c’hunis ar gristenien etrezo ba gant Jesus-Christ. Eucharistia, pehini a sinifi action a c’hraç, abalamour oc’h offr pe o receo ar sacramant-ma, e rentomp da Zoue ar vrassa hac an agreapla action a c’hraç a ellomp da renta dezan ; an daul santel, abalamour ma’z-eo ur banquet spirituel da behini Jesus-Christ e-unan a gonvî an oll dud fidel ; ar viatic, abalamour ma souten ac’hanomp er veach a reomp varzu an êe pehini eo hor bro, ha ma vez ive roet deomp pa vezomp var ar poent da vont eus ar bed-ma d’ar bed-all ; bara an ælez, rac ma’z-eo ur vagadurez spirituel pehini a zisquen eus an êe.

II. Doue e-unan, hac ive an Ilis, eo a ra deomp-oll un obligation absolu da gommunia : mæa beza ez eus, eme sant Thomas [6], diou fæçon d’en ober : spirituelamant hac en effet. Communia spirituelamant eo desirout en em unissa gant Jesus-Christ dre’r gommunion ; ha communia en effet, eo receo ar sacramant sacr eus an auter… Pep den, goude an usach parfet a ræson, a dle en ober, en eil fæçon hac en eben, rac ne deus silvidiguez ebet evit an ini a chom, dre e faut, hep communia : ma na zibrit, eme hor Zalver, eus a gorf Mab an den, ha ma evit eus e voad, n’ho pezo quet ar vuez ennoc’h : nisi manducaveritis carnem Filii hominis, et biberitis ejus sanguinem, non habebitis vitam in vobis [7]. Ar gommunion o veza magadurez spirituel an ene, e tleomp caout alies recours d’ar vagadurez divin-ma. An Ilis a c’hourc’hemen deomp communia, da viana ur vech er bloas : ha da Basq e sacramanti, rac-se e stâd-vâd e vevi ; an ini eta, pehini, dre e faut, ne gommuni quet da Basq a gomet ur pec’het marvel. Betec ar c’honcil general a Latran [8], an Ilis a oblige he bugale da gommunia teir guech er bloas : da Nedelec, da Basq ha d’ar Pantecost : brema n’en deus obligation da gommunia nemet ur vech er bloas, dindân boan da bec’hi marvelamant ; mæs ar gristenien sourcius eus o silvidiguez a dosta liessa ma ellont ous ho zacramanchou, o c’heull cousgoude var guemen-ma avis-mâd o c’hoëssour. Evit communia alies, e renqqer beza exant a bep accustumanç da guëza er pec’het marvel, ha caout ar galon distag eus a bep pec’het veniel… Mâd-bras eo communia alies : eürus, eme an Aviel, ar re o deus naon ha sec’het eus o santification, rac beza e vezint rassasiet ! [9] Ar c’honcil a Drant a zezir e vemp henvel ous ar gristenien guenta pere a gommunie quellies guech ma c’hassistent en oferen [10] ; ha sant Augustin a lavar deomp cundui ur vuez santel avoalc’h evit beza dîn da gommunia bemdez [11]. An tad Avila pehini a oa ur belec santel hac habil-meurbed [12], a lavare penos ar gommun eus an dud a dle communia peder guech er bloas, an dud devot ur vech er mis, hac an dud santella ur vech er sizun pe aliessoc’h. Sant Frances a Sall a ro ar memes avis [13]. Heuillit ar pez a lavaro deoc’h ho coëssour eus a berz Doue, goude beza roet dezan da anaout-mâd ar vuez a gunduit hac an dezir hoc’h eus da gommunia.

III. Gant pe seurt dispositionou e tleer communia ? Communia eo receo hor Zalver hac hon Doue : action-ebet eta santelloc’h nac importantoc’h, rac-se ive action-ebet na c’houlen brassoc’h dispositionou. Laquit evez da brofani un action quer santel, ha da renta inutil evidoc’h ar sacramant a dle ho santifia : brassa goal-eur a ouffe da erruout gueneoc’h eo ober ur goal-gommunion ; dibri hac efa a raffac’h ho condaonation, eme an abostol [14] : ne dosfait eta jamæs ous an daul-sacr nemet gant an dispositionou requis, quen evitt ho corf, quen evit hoc’h ene.

Dispositionou ar c’horf : ar c’horf a dle beza var yun, da lavaret eo, hep beza debret nac efet abaoue anter-nos, nemet communia a raffac’h e viatic en danger a varo. An dud a gommuni da nos Nedelec a ell dibri o c’hoan ; mæs, dre respet evit ar sacramant, ne dleont quet en dibri re-zivezad, da c’houzout eo, goude dec pe unnec heur. An ini a long diouz ar mintin, nep songeal, un draic bennac chomet etre e zent, pe ur veradennic-bennac eus an dour gant pehini e velc’h e c’hinou, na dle quet, eme sant Thomas ha cals a deologianet-all, en em briva evit-se eus ar gommunion [15]. Ret eo ive caout ur viscamant propr ha modest, ha disquez dre un exterior ha parfet e c’houzomp anaout peguer precius ha peguer santel eo ar banquet da behini ez omp galvet.

Dispositionou an ene : ret eo beza instruet-mâd hac e stad a c’hraç : tostaat ous ar gommunion gant ur feis crên , un esperanç ferm, ur garantez ardant, un dezir-bras hac un humilite barfet.

Beza instruet mâd : sant Justin a raport penos e commangamant an Ilis n’en devize dèn permission da gommunia nemet instruet-mâd e vije var ar guirionezou principala eus ar feiz [16]; hac en amzer bræsant, an Ilis a ordren c’hoas d’he ministret en em assuri eus a instruction. ar vugale, hac ive eus a instruction an dud-vras, aroc rei dezo ar bermission da gommunia. Ar mysteriou principala eus ar feiz hac ar guirionezou quenta eus ar religion a zo necesser da anaout evit beza salvet, ha ne deus sacramant ha silvidiguez ebet evit ar re a vanq d’en em instrui varnezo : hæc est vera religio ut cognoscant Deum et quem misisti Jesum-Christum [17].

Beza e stad a c’hraç : da lavaret eo, exant, da viana, a bep pec’het marvel : da zezirout eo e vemp exant ive a bep pec’het veniel, petrabennac an oll bec’hejou veniel ne reont quet ur pec’het marvel hepquen, ha ne rentont quet ac’hanomp absoluamant indîn eus ar gommunion ; mæs ar pec’hejou-se a zisplich cals da Zoue, hac evel ma’z-eo diæz-bras diffaranti ar pec’hejou veniel eus ar pec’hejou marvel, e tleomp purifia hon ene guella ma ellomp, dre’r glac’har da veza offancet Doue ha dre’n absolven eus hon oll bec’hejou… An Doue a recevomp eo an ini a ro o guened d’ar stered ha d’an heol, impossubl eo deomp eta gallout beza re-bur, na memes pur avoalc’h evit e receo. Ar bobl a Israel a reas un arch eus a ur c’hoat ar preciussa evit lacat enni diou dablen al lezen, hac ar roue Salomon a implijas, epad seiz vloas, daou-uguent mil artisan evit sevel un templ da receo an arch-se ; mæs nî a receo er gommunion an ini en deus græt al lezen, an ini pehini gant ur vrec’h, eme ar Scritur [18], a zalc’h ar firmamant, ha gant ur vrec’h-all a vuzul goeled ar mor, an ini a laca ar meneziou er valanç ; an ini dirac pehini an oll nationou a zo evel pa na vent quet : tanquàm nihilum ante te [19]. Beachi a reomp alies, eme levr an Imitation [20], evit bizita relegou ar zænt ; joa hon deus o clêvet an actionou caër eus o buez ; admira a reomp an ilisou savet en o enor, poquet a reomp gant cals a respet d’o esquern sacr pere a gonserver etouez ar zeï hac an aour ar preciussa ; mæs er gommunion e recevomp an Doue en deus santifiet ar zænt, an Doue en deus an êe evit trôn eus e c’hloar hac an douar evit scabel d’e dreid. Jesus-Christ a lavar deomp penos evit gallout antren e sall ar banquet, e rencomp caout ar viscamant a eured [21] ; hoguen, ar viscamant precius-se, eo graç an Autrou Doue pehini so necesser, pe autramant e vezo amarret deomp, evel d’ar servicher-fall, hon treid hac hon daouarn, hac e vezimp taulet en devaligen exterior, da lavaret eo, ê tân an ifern. Va c’horf ha va goad, eme Jesus-Christ, a zo e guirionez, un dibri hac un eva [22] : hoguen, evel ma’z-eo noazus an dibri hac an efa d’an ini a zo clân bras, abalamour e estomac na ell mui souten netra ; evel-se ive, an dibri hac an efa spirituel-se, a zo noazus hac a ro ar maro memes d’an ini a zo clân eus a glênved ar pec’het : mors est malis, vita bonis, vide paris sumptionis quàm sit dispar exitus [23].

Caout ur feiz crê : hep ar feiz, eme an abostol, ne aller quet plijout da Zoue [24] ; sant Per [25], sant Thomas [26] ha darn-all eus an ebestel a oue reprenet gant o mæstr divin, abalamour ne oa quet c’hoas crê avoalc’h o feiz ; er c’hontrol, Abraham a oue meulet gant Doue abalamour d’e feiz crê [27], hac ar Gananeen a obtenas he requet abalamour ma oa bras he feiz, eme hor Zalver : magna est fides tua [28]… O va Doue, me a gred ive eus a greiz va c’halon quement a bropos d’în, eus ho pers, hoc’h Ilis da gredi : compren-mâd a ran penos ne allit nac hon trompla nac en em drompla hoc’h-unan, o veza ma ez-oc’h ar virionez memes, ha prest oun, gant ar sicour eus ho craç, da ober ar sacrifiç eus a guement am eus evit souten va feiz. Ia, credi a ran penos e recevin er gommunion ar Zalver adorabl-se pehini so bet concevet dre vertus ar Speret Santel ; ganet gant ar Verc’hes sacr er c’hraou a Vethlem, en deus preseguet e Aviel evit disquez deomp hent an êe, hac a so maro var ar groas evit rei deomp-oll ar vuez eus e c’hraç er bed-ma hac ar vuez eternel er bed-all : credi a ran an traou-ma oll ha quement-so gourc’hemennet d’în gant an Ilis da gredi, mæs cresquit c’hoas va feiz, ô va Doue, ha roit d’în ar c’hraç da gonformi va buez d’am c’hreden !

Un esperanç ferm : santout a ran ennoun va-unan, evel an abostol, ur brezel cuntunuel, intùs pugnæ, hac adversourien va silvidiguez pere a velan en dro d’în a spount ac’hanon, foris timores [29] ; mæs gant sicour Doue e c’hallan pep-tra hac e Doue hepquen e lacan va fizianç, o veza ma c’houzoun ez eo mâd ha galloudus avoalc’h evit va difen ha rei d’in hervez va œuvrou. Ra zeuï ar re a garo da fiziout, darn en o madou, darn en o guizieguez, darn-all e protection ar re vras, evidon-me, evel sant Bernard, a laca va fizianç ennoc’h-hu hepquen, ô va Doue : Tu es, Domine, spes mea ! [30] Evel ma teu an dud a vor da deuler eor o lestr evit gallout en em derc’hel dizanger a-enep fulor an tempest ; evel-se, ô va Doue, an esperanç eo an eor a daulan en êe evit gallout en em viret dizanger a-enep an avel hac an tempest eus va goal inclinationou, ama var an douar, etouez poaniou ar bed. En em jali a fell d’in a vechou, o consideri maliç, dangerou ha miseriou ar vuez-ma, mæs an esperanç a zo evel ur vam vâd pehini a oar-manific consoli hac instrui he c’hrouadur : sec’hi a ra va daëlou, ha digaç a ran d’în da sonch penos an Autrou Doue, evit ur moment a boan, a roï d’în un eternite a joa !

Ur garantez ardant : penos, ô va Doue, gallout chom hep ho caret ! naturel eo da ur c’hrouadur caret e grouer ; da ur mab, caret e dad ; da ur servicher caret e væstr : ô va C’hrouër, va zad ha mæstr souveren, ho caret a fell deomp eus a greiz hor c’halon !… C’hui hoc’h eus hor c’hrouet evit hon renta eternelamant eürus gueneoc’h en ho gloar : an êe, an douar hac ar môr a zo levriou bras pere a zesq deomp ho c’hanaout hac a lavar deomp ho caret o veza ma hoc’h eus græt pep-tra evidomp, ha nî evidoc’h, ô va Doue… C’hoas ouspen, hor c’haret hoc’h eus betec digaç evit hor prêna ho Mab unic, an objet eus ho conplezançou pehini en deus hor c’haret e-unan betec scuilla e voad dre garantez evidomp, hac en em occupi ac’hanomp en êe ha var an douar. En êe e ma, evel un alvocad galloudus o pledi evidomp-oll, advocatum habemus apud Patrem [31] ; ha var an douar e ma, er sacramant adorabl eus an auter, evel un tad carantezus evit hor sicour en hor poan ha rei deomp a bep seurt madou Spirituel : ut ditem diligentes me et thesauros eorum repleam [32]… O va Jesus, permetit ma lavarin dehoc’h gant sant Per : c’hui a oar, va mæstr divin, penos ho caran ! [33] Pe autramant gant S. Paul [34] : nan, nan, va Doue ; nac an naon, nac ar sec’het, nac ar vuez, nac ar maro, netra er bed ne allo lemel diganeen ar garantez am eus evidoc’h ! Ia , guel eo gueneen quitaat va bro ha va c’hærent, coll va madou ha va buez eguet coll ho carantez dre’r pec’het, ô va Doue! O Jesus, ho pizita a rin alies er sacramant sacr eus an auter, hac ato en em dennin gant poan evel sant Frances Borgia, hac en ur lavaret gant un c’hantic devot [35] :

Quen a vezo, va Jesus, va c’horf a ia d’ar guær ;
Mæs ma c’halon a chomo gueneoc’h var an auter !


Un dezir-bras : anaout a rit, ô va Doue, an dezir am eus d’en em unissa gueneoc’h dre’r gommunion santel : clevet a rit an huanadou eus va ene hac eus va c’halon : gemitus meus a te non est absconditus ! [36] Ia, va Doue, evel ma querz ar c’haro varzu an dour evit terri e sec’het ; evel ma tezir un den squis ar fin eus e labour evit gallout en em reposi ; evel ma tezir ur paour præst da vervel gant an naon, an alusen digant ar pinvidic, evit caout peadra d’en em zoulagi ; evel-se va ene a zezir ho receo, ô va Zalver ha va Doue ! Quemadmodùm servus [sic] anhelat ad fontes aquarum, ità desiderat anima mea ad te, Deus [37]. Leun oun a devaligen, mæs c’hui, ô va Doue, eo an ini-so sclerigen ar bed ; poursuet oun a bep-tû gant adversourien va silvidiguez, mæs c’hui gant ur goms hepquen a ell o lacat da guemeret an tec’h ; va ene a zo gouliet gant ar pec’het, mæs c’hui eo ar medicin souveren ; me eo an dânvad dianquet, mæs c’hui, ô va Jesus, eo ar pastor-mâd [38] ; me eo ar buguel prodig a behini eo parlantet er Scritur [39], mæs c’hui eo an tad mâd ha carantezus pehini a fell deoc’h va fardoni ha va receo ; deut eta, va Doue, deut ha quemerit possession eus va c’halon !

Un humilite barfet : mæs, allas ! piou oun-me, ha piou ez oc’h-hu hoc’h-unan, ô va Doue ! me ne doun nemet sempladurez ha fragilite ; ur prêon-douar ha non pas un den, ego sum vermis et non homo [40], din da veza goapeet ha dispriset gant an oll, opprobrium hominum et abjectio plebis [41]. Penos e credden-me hepquen parlant ouzoc’h, ô va Doue, me pehini ne doun nemet poultr ha ludu : loquar ad Dominum, cùm sim pulvis et cinis ! [42] Sant Ian-Badezour, pehini ho poa santifiet aroc ma teuas var an douar, a lavare gant guirionez penos ne oa quet din da zilaça ho poutou : non sum dignus solvere corrigia calceamenti [43] ; sant Per, prinç an ebestel, ho suplie guechal da bellaat diouthan, abalamour ne oa, emezan, nemet ur pec’her paour : exi a me, quia homo peccator sum, Domine [44]. Ar c’habiten a behini e parlant an Aviel ne grede quet ho convia da anlren en e dy : Autrou, emezan, ne doun quet dîn a guémen-se ; mæs lavarit ur goms hepquen, ha va servicher a vezo rentet pare : sed tantùm dic verbo et sanabitur puer meus [45]. Ar c’homzou-ma hepquen, ô va Doue, eo a gredan ive da brononç : lavaret a rêr eus ho pers d’am ene : erru eo ho pried divin, en em hastit da vont d’e ziguemeret : eccè sponsus venit, exite obviàm ei [46] ; mæs, allas, ne gredan quet avanç varzu ennan, ha n’em eus nemet an ners da lavaret : va Doue, ne doun quet dîn : Domine, non sum dignus… Ama eta, ô va Doue, prosternet en ho præsanç, ama var va daoulin, va daouarn juntret, va c’halon leun a c’hlac’har, me a c’houlen pardon diganeoc’h euz va fec’hejou tremenet : lavarit ur goms hepquen, hac e vezint oll effacet, ha va ene a vezo rentet pare : et sanabitur anima mea [47]… O burzud, ô sacramant, ô carantez ! va guervel a rit, ô va Zalver Jesus ! ha squei a rit var dor va c’halon : eccè ad ostium sto et pulso [48]… Antreit, ô va mæstr divin, antreit, mar plich gueneoc’h ; digor eo evit ho receo ar galon-se pehini hoc’h eus crouet, pu-rifiet ha santifiet dre ho graç ! Antreit, ô Jesus, ha grit enni ho temeuranç, a vrema, da jamæs ! Amen. Fiat ! fiat !

IV. Pe seurt effejou a brodu ennomp ar gommunion santel ? Hon unissa ra gant Jesus-Christ ; nevezi a ra en hor speret ar memor eus e bassion hac eus e varo ; cresqui a ra ennomp buez ar c’hraç, ha beza ez eo evidomp un ærez eus ar vuez eternel. O sacrum convivium ! [49]

1° Hon unissa ra gant Jesus-Christ, dre fæçon ma reomp neuse hon demeuranç e Doue, ha Doue ennomp : qui manducat meam carnem et bibit meum sanguinem, in me manet et ego in illo [50]. Goude ar gommunion, ne vevomp mui, eme an abostol, nemet eus a vuez Jesus-Christ, abalamour ma zomp deut da veza ar memprou eus e gorf sacr : qui adhæret Domino, unus spiritus est, quia membra sumus corporis ejus [51]… O caëra, ô admirapla, ô preciussa union ! An union-so etre diou galon pere a seblant beza græt an eil evit eben, etre daou speret pere o deus ar memes songesonou, etre daou dam coar teuzet ha mesquet assamblez, ne dê nemet ur squeuden comparachet gant an union a so etre Jesus-Christ hac an ini e receo ; rac ne dê quet eus an union-ma, eme sant Augustin [52], evel eus an union-so etre ar c’horf hac ar vagadurez a guemer, rac ar vagadurez-ma eo a so cenchet ennomp, eleac’h nî eo ar re a so cenchet e Doue dre’r gommunion santel, dre fæçon ma c’hallomp lavaret, gant guirionez, goude beza communiet : beva a ran, pe, evit lavaret-mâd, ne dê mui me eo a vev, mæs Jesus-Christ eo a vev ennon [53].

2° Nevezi ra en hor speret ar memor eus a bassion hac eus a varo hor Zalver pehini, goude beza communiet e ebestel, a lavaras dezo : grit quemen-ma e memor d’în : hoc facite in meam commemorationem [54]; quellies guech ma communiot, e c’hanonçot va maro betec va eil donediguez : quotiescumquè manducabitis panem hunc et calicem bibetis, mortem Domini annuntiabitis donec veniat [55]. Hoguen an oll graçou a recevomp, a zo an effejou pe ar frouez eürus eus a bassion hac eus a varo hor Zalver ; gant pe seurt santimancbou a garantez hac a anoudeguez-vâd na dleomp-nî quet eta tostaat ous ar gommunion e pehini e cavomp ar zourcen eus an oll graçou bac eus an oll santelez !

3° Gresqui a ra ennomp buez ar c’hbraç, evel ma cresq ar vagadurez temporel buez ha ners hor c’horf ; hac evel ma’z-eo inutil rei magadurez da ur c’horf maro, evel-se ive ar gommunion a zo inutil ha noazus memes d’an ini ne vev quet eus a vuez a c’hraç : ar gommunion so ur vagadurez, hoguen ret eo beva aroc en em vaga… Ar gommunion ne ro quet ar c’hraç santifiant quenta, da lavaret eo, ne effaç quet ar pec’het originel, nac ar pec’hejou marvel cometet goude ar vadiziant ; mæs rei a ra deomp an eil c’hraç santifiant, da lavaret eo, cresqui a ra ar guenta, effaci a ra ar pec’hejou veniel, hac hor c’harga a ra a bep seurt graçou precius : mens impletur gratiâ [56]. Rac-se, tostaomp alies ous ar gommunion santel, mæs ispicial, pa en em zantomp affliget, goapeet, dispriset gant an dud : clêvomp neuse ar vouez a Zoue pehini a zezir en em unissa gueneomp evit hor c’honsoli : venite ad me, omnes qui laboratis, et onerati estis et ego reficiam vos [57]. O velet peguer-bras eo an niver eus a adversourien hor silvidiguez, bezomp alies recours d’an daul santel savet gant Doue evidomp en o-enep : parasti in conspectu meo mensam adversùs eos qui tribulant me [58]. En amzer ne ouzomp petra da ober, na pe-leac’h en em drei, etouez dangerou ar bed, tostaomp gant an dispositionou requis, ous ar gommunion, hac e recevimp an ners hac ar sclerigen a bere hon deus ezom : accedite ad eum et illuminamini [59]. Ne zanter quet ar vâd a ra ar gominunion d’an ene, evel ne zanter quet ar blanten o crênvaat hac o cresqui, mæs ne dê quet nebeutoc’h guirion penos e crêva hac e cresq… Ar remejou a bræserv an dud ous ar c’hlênved, a zo da nebeuta quer precius evel ar re a rent ar yec’het ; hoguen ar gommunion santel a ra an eil hac eguile ; crêvaat a ra hon ene hac e furifia a ra eus ar pec’hejou veniel a gometomp ; hor præservi a ra eus ar pec’hejou marvel, o vouga ennomp an tân eus hor goal inclinationou, o rei deomp horrol eus ar pec’het, hac oc’h ober deomp caout joa ha contantamant e servich an Autrou Doue, eus a behini e rent deomp al lezen douç hac agreabl : evel-se ar c’honcil a Drant a lavar penos ar gommunion a zo er memes amzer ur remed hac ur præservatif : antidotum quo liberamur a culpis quotidianis et a peccatis mortalibus præservamur [60].

4° Ar gommunion sanlel a zo evidomp un erres eus ar vuez eternel : er c’hontrajou a ra an dud etrezo e roer alies erres ; hoguen deiz hor badiziant ez eus bet græt evel ur c’hontrat mutuel etre Doue ha ni; Doue, eus e gostez, en deus prometet deomp ar vuez eternel, hac evit erres eus e bromessa, e ro deomp er gommunion e gorf, e voad , e ene hac e zivinite ; ni hon deus prometet dezan fidelite ; ha ne quet dê just e raffemp dezan ive hor c’halon en erres eus ar bromessa hon deus græt ? An ini, eme hor Zalver, a zebr eus va c’horf hac ev eus va goad, a recevo ar vuez eternel, hac a ressuscito da fin ar bed evit un æternite a vonor [61] : o communia , e recevomp ar merq, ar c’hachet, an assuranç eus an eurusted-se, rac receo a reomp er bed-ma, ar memes Doue pehini a vezo hon recompanç er bed-all. Hor c’horfou, evit guir, a vezo, evel corfou ar bayanet, discaret gant ar maro, cuzet dindân an douar ha flastret gant an treid ; mæs ressuscita a raint dre’r galloud a Zoue, ha partagi a raint, gant hon eneou, ar joausded eternel !



  1. [Dre vras.]
  2. [Joan. VI, 56.]
  3. [Er memes andret eo : Joan. VI, 55.]
  4. [Gw. Matth. XVII ,1-9 ; Marc. IX, 2-9 ; Luc. IX, 28-3).]
  5. [Antiph. in fest. SS. Sacram.]
  6. [Cf. Tho. Aq., Super IV. Sent., dist. 18, q. 2, art. 1 (ha lec’hioù all).]
  7. [Joan. VI, 54.]
  8. [Concil. Lateran. IV (an. 1215), can. 21.]
  9. [Matth. V, 6.]
  10. [Cf. Catech. Trident., II, c. 4, q. 59.]
  11. [Ps. Aug., De dono persev., XIV.]
  12. [Gw. Les Epistres spirituelles du R. P. Avila très renommé prédicateur d'Espagne (Paris: G. Chappuys, 1630), Ep. LXIV, p. 438 sqq.]
  13. [Introduction à la vie dévote, III, 20 : De la fréquente communion.]
  14. [I. Cor. XI, 29 : Qui enim manducat et bibit indigne, judicium sibi manducat et bibit.]
  15. [Tho. Aq. Super IV. Sent., dist. 8, q. 1, art. 4.]
  16. [Julian. Mart., Apolog. Ia, LXVI, 1.]
  17. [Cf. Joan. XVII, 3.]
  18. [Cf. Is. XL, 12.]
  19. [Ps. XXXVIII, 6.]
  20. [Imit. J.-C., lib. IV, ch. 1, § 9.]
  21. [Cf. Matth. XXII, 12.]
  22. [Joan. VI, 56.]
  23. [Tho. Aq., Lauda Sion Salvatorem (Offic. fest. SS. Sacram.), str. 18.]
  24. [Heb. XI, 6.]
  25. [Gw. Matth. XIV, 31.]
  26. [Gw. Joan. XX, 24-29.]
  27. [Gw. Gen. XXII, 16.]
  28. [Gw. Matth. XV, 21-28.]
  29. [Cf. II. Cor. VII, 5.]
  30. [Ps. XC, 12.]
  31. [I. Joan. II, 1.]
  32. [Prov. VIII, 21.]
  33. [Cf. Joan. XXI, 15-17.]
  34. [Cf. Rom. VIII, 35.]
  35. […]
  36. [Ps. XXXIV, 10.]
  37. [Ps. XLI, 2-3.]
  38. [Gw. Luc. XV, 3-7.]
  39. [Gw. Luc. XV, 11-32.]
  40. [Ps. XXI, 7.]
  41. [Ibid.]
  42. [Gen. XVIII, 27.]
  43. [Marc. I, 7 ; Luc. III, 16 ; Joan. I, 17.]
  44. [Luc. V, 8.]
  45. [Matth. VIII, 8.]
  46. [Matth. XXV, 6.]
  47. [Komzoù an oferen.]
  48. [Apoc. III, 20.]
  49. [Tho. Aq., Offic. SS. Sacram.]
  50. [Joan. VI, 57.]
  51. [I. Cor. VIII, 17.]
  52. [Aug., Epist. 137, III, 11.]
  53. [Gal. II, 20 : Vivo autem, jam non ego, vivit vero in me Christus.]
  54. [Luc. XXII, 19.]
  55. [I. Cor. XI, 26.]
  56. [Tho. Aq., “O sacrum convivium”, in Offic. SS. Sacram.]
  57. [Matth. XI, 28.]
  58. [Ps. XXII, 5.]
  59. [Ps. XXXIII, 6.]
  60. [Concil. Trident., Sess. XIII, can. 2.]
  61. [Joan. VI, 54-55.]