Mont d’an endalc’had

Va zamm buhez (An Oaled Nnn 37 - 1931)

Eus Wikimammenn



————


SKRIVANIER BREZONEK [1]


Er bloavez 1906, wardro miz mae, edon e Plouzeniel. Eur zulvez, pa oa debret va lein, e teuas c’hoant kouskat d’in, ha setu me da benn ar bern plouz a oa el leur. Amzer am boa, n’em boa netra da ober. Pa oan dihunet, e oa em c’hichen eur paotr iaouank o lenn ar C’hourrier du Finistère, ha me goulen outan ha kalz keleier a oa a nevez war ar gazeten. « Dal, lenn, me zo o vont da gouskat. » Etouez an traou a oa war ar gazeten, e welis oa digor eur c’henstrivadeg ; priziou a oa da rei d’ar skrivanierien a rafe ar brava kontadennou e brezoneg. Evidon me, a zonjen, ne rin netra, rak ne ouezan histor hir awalc’h ebet da gonta. Kant mil lizeren a ranket da gaout, da vihana, evit tapout eur priz. Setu ma en em lakis adarre da gouskat, Hogen eleac’h kouskat ne rean nemet sonjal, va spered a rede, a nije du ma du-hont ; sonjal a rean a zevri en despet d’in, en histor a c’halljen da ober. — « Bah ! a zonjen, red eo ma ven diskiant ! Me impennti eun histor vrezonek ? Met morse n’em eus skrivet en brezonek war gazeten ebet ! » Kas a reen pella ma c’hallen ar zonj-ze deus va spered, met en aner, rak bepred a deue gant muioc’h a diz eget biskoaz.

Edon eun dervez e Plougerne, e Lilia, war an treaz. Gwelet a ris eno marteloded pesketourien, sonjal a rean e rec’hier ar mor, er penseou, en touriou-tan sklear savet e leach ma vije great tantajou gwechall goz gant al laeron pense. Ha ma rajen eur gontaden war al laeron-mor a zonjis, Daoust ha plijout a raje d’ar C’hourrier ?

Pell oan bet a klask ar steuen, met gant poan oan deuet a-benn da ober eur c’horf d’am c’hontaden. E Lesneven, azaleg an ugent a viz kerzu beteg an dregont, oan bet o labourat a-zevri va histor, ha d’an dez diveza eus ar miz hag eus ar bloaz, e kasen va skrid da rener ar C’hourrier !

M’oarvad, a zonjen, em eus kollet va amzer, n’em bezo netra, met n’eus ket nemeur a goll, an amzer n’oa ket brao da vont da redeg ar meaziou.

Hogen da viz meurz 1907, edon wardro Lannilis ; o vont da glask va c’hoan edon, pa welis eur baotrezig o tont er meaz eus eun ti ar C’hourrier ganti en he dourn. Me ne zonjen ket d’an ampoent-ze er c’hazetennou ; muioc’h a vall em oa da vont da glask va c’hoan. Evelato e trois en ti ma oa deuet er meaz anezan ar plac’hig, ha me goulen Ar C’hourrier. Pa oan digouezet em hostaleri, e tigoris ar gazeten, ha trum va daoulagad a baras war ar c’homzou man skrivet gant lizerennou braz. « Notre concours de feuilleton [2]. » Poan em oa o kredi ar pez a welen dirak va daoulagad : « 2e prix 75 fr. Ar C’habiten Chibiloutik ha paotr ar bezin, gant Louis ar Floc’h eus Bodilis. Ar c’henta priz a oa sammet gant eur skolaer libr eus ar Folgoat, hag an trede gant Hyacinthe Kernilis eus Pont-N’abat. Lorc’h oa ennon, ma oa en unan bennag, sonjal a rean e vije meur a zen lawen e Bodilis, pa glevchent lavaret edo va hano war ar C’hourrier, hag em oa pemp skoed warnugent da gaout evit eun histor great ganen.

Setu ta deustu e miz meurz, ar C’hourrier a stagas da gonta an histor he devoa bet ar priz kenta, evel just, hag abenn divez miz Mae, pa en em gavis e Keraez, oa echu gant Lena, hag e oat krog da gonta troiou Kam ar Chabiten Chibiloutig, re Chigori ha Fistoulig, pa oant bet oc’h em ganna oc’h Paolig.


————


Digouezet e Keraez, kenta tra moa great, oa mont da voullerez Ar Bobl, c’hoant emoa da ober anaoudez gant an aotrou Jaffrennou. Pell a oa em oa klevet komz dioutan. E 1903, oa bet e Lesneven, em oa gwelet e hano war Dépêche Brest, emesk kalz hanoiou all, met d’am zonj, an aotrou-ze a dlie beza eun den koz, pinvidik, ha laket en e spered ober vad da Vreiz e vro, a-gevret gant eur strollad tud all, kalonek eveldan. Er bloavez 1898 oan bet e Plouian, pa oa bet an aotrou Parc hag e strollad o c’hoari « Mister sant Gwenole. » Evit ar wech genta neuze, a zonjan, eo e klevis menek eus Taldir ; araok ar c’houlz-ze n’en anavezen ket.

Setu ta wardro eiz heur eus ar mintin, ha me en ti da brena Kazeten « Ar Bobl. » Eur paotr iaouank, soun e benn, eul lorgnon war e fri, a deuas da rei d’in ar gazeten. « Karout a rafen gwelet an aotrou Jaffrennou, a lavaris : « — Me eo, a lavaras ar paotr iaouank. — Lennet em eus, pell zo dija, ho Kazeten ha gant kalz a blijadur e welan ez eus c’hoaz e Breiz tud hag a gar ar brezoneg, iez o bro. Me a skriv ive war ar C’hourrier ha breman zoken ema varni an histor a great. »

— « Ah ia ! pignit ta d’an nec’h, hag e welfoch va skrivanierien. » Heulia ris ar Rener, hag e welis o skriva en eur gampr an aotrou Ar Mean, barz Pagan hag ar bleiner, Loeiz Gourlet.

Eus an eil kaoz e zeamp d’eben, hag aben divez an abaden, goude beza evet peb a vanne mad a chistr, an aotrou Rener a lavaras d’in e tigemerche gant plijadur eur skrid bennag great ganen.

— N’oun nemet eun deskard, a lavaris d’ezan, ha mez em befe a skriva war ho Kazeten.

— Oh ! p’e gwir ho peus bet an eil priz digant ar C’hourrier, ez oc’h barrek da skriva er Bobl ive, grit d’in eur gontaden verr bennag, hag e vezo moullet war ar Vro er miz a zeu. »

Skriva ris neuze « Histor Alanig an Tougn. »

Raktal cc’h en em lakis a-zevri da skriva eur bern traou evit kas da Rostren abenn Kendalc’h Kevredigez Broadel Breiz, hag er memez amzer Taldir a gasas va hano d’an Drouiz-Meur, evit beza divezatoch digemeret e renk ar Varzed a Vreiz-Vihan.

Pell a oa e ouien hano eus K. B. B. gouzout a reen oa an aotrou de L’Estourbeillon e penn ar Vreuriez, n’hen anavezen ket evelato, daoust n’am boa bet eur priz roet gantan e Gwened e 1898, evit ar Gwenan. Mall em oa da welet o tarza an deiz kaer-ze e Rostren, rak eun deiz a levenez oa evit ar c’halonou a ren enno ar gwir garante-bro.

Abred eus ar mintin, d’ar zul, 14 a viz eost 1907, e wiskis dillad eur paotr iaouank eus Kergonan, parrez Trafrin, ha wardro, pemp heur, e tostaen a lammou braz da Rostren. N’oa c’hoaz koulz lavaret den war zao pa oan erruet e Kear. Koulskoude, wardro eiz heur, e welis Taldir, hag eun nebeut tud all asamez gantan, o vale. D’ar c’houlz ze Iann ar Pach (Pintik) ha me, hon devoa great eur valeaden dre gear, ha gwelet ar vered ha traou all. Caurel (Evnig Arvor,) gant strollad Sant-Nikolas-ar-Pelem, a erruas wardro deg heur, ha goude lein, eun niver braz a dud a oa bodet evit selaou pez-c’hoari Ar Garrec, c’hoariet mad-tre war dachen ti-skol ar merc’hed. Wardro c’houec’h heur eus an abardaez, e kemeris an trein evit mont da Geraez. Mont a ris da loja da Sant-Anton, hag antronoz, abred e kemeren hent Bodilis. Chom a ris neuze eur pennad er gear da c’hortoz ma vije great an eost. Neuze ec’h en em lakis a-zevri da skriva eun histor hir evit ar C’hourrier du Finistère. Histor Agnez a Gerne-Leon. Met allaz ! netra n’em boa bet éviti, daoust ma kave d’in em bije ar priz kenta.


DA DI EUL LOUZAOUER A VREST


Bepred, abaoue an oad a drizek pe bevarzek vloaz, ez oun bet eur mignon karentezus d’al louzeier, ha dreist-oll d’al louzeier a gaver er prajou, er parkeier hag er c’hoajou. E Poitiers e 1885, unan eus va c’helennourien a lavare d’in lezer eun tam a gostez ar Botanique, evit en em emell muioch eus an traou all a oa muioc’h red d’in da c’houzout. Er c’hloerdi e Kemper, em oa prenet eun tam Microscope a bemp lur warnugent, evit studia al loened munut hag al louzeier. Bepred eta em eus karet en em emell eus al louzeier ; dre-ze, pa gavis an tu da vont d’o gwerza, ne gilis ket, ha plijadur em bije bet evelse, m’em bije kavet war ar meaz tud speredet awalch da gompren oa evit o brasa mad kaout en o zi louzeier evit ar c’hlenvejou a zamm o loened. Met allaz ! Yann Gouer a zo pounner a spered, hag a gollo c’hoaz dre e faot kalz loened. Ped ha ped all n’em eus ket klevet o lavaret : « Ma z’eo d’am loen mervel, e varvo, ha goude ma ve aze war e dro gwella louzaouer zo er vro ! Bolontez Done ra vezo great, etre e zaouarn ema va loen ! ha kalz a draou all evelse, diskiantoc’h an eil evit egile. »

— « Petra rafech, a lavaris eun devez da unan eus ar Yannou diskianta a zo e Plouguin, petra rafech, ma teufe d’eoc’h chom eun dro bennag el lagen gant ho Karrad boued loened pe draou all. »

— « Petra rafen, nemet mont da gerc’hat eul loen all, pe daou ma ve red, evit tenna va c’har er meaz eus ar vouillen ! »

— « Gwelloc’h e vije d’eoc’h, a lavaris, en em lakat war bennou ho taoulin, da bedi Doue a-zevri, rak Doue en deus muioc’h a nerz eget holl loened Plouguin, da denna ho karrad er meaz eus ar fank. »

— « O ia ! gouzout a ran ez eo Doue eun den kapabl, met abenn ma vije deuet eus ar baradoz d’am zikour, me, pell a vije, em bije great va zro er gear, pe e ti ar c’henta deuet, hag em bije kavet sikour, ha neuze Doue n’oa ket red d’ezan ober eur mirakl evit tenna va c’har d’in-me eus ar vouillen. »

— « N’eo ket tam ebet retoc’h d’ezan ober eur mirakl evit parea kemen loen a glanvo d’eoc’h, ha Doue a lavar d’eomp : en em zikourit, ha me ho sikouro. »


— « Te peus eun teod re alaouret, gwest oud da denna an naër eus ar c’haë gant da gomzou flour, ha me ne brenan ket a draou digant lapoused giz d’id-te ; gant-se, kerz ganto d’al leac’h ma kari. »

— « Ne gredit ket neuze ar pez a a lavaran d’eoch ! neuze ne gredit ket-muioc’h komzou ar veleien.

— « Ah ! ar re-ze ra eveld’oud-te, a jach gwella ma c’hallont an dour d’o melin, pep hini a gaoze evit e Sant, evit e Sac’h Setu eur zulvez vintin, oan eat da di va louzaouer. Kalz traou am oa ezom, gwerzet mad em oa ar guchen louzeier a oa eat ganen da ober va sizunvez. An apotiker a lavaras d’in e oa eat e vevel da foar an diaoul, hag e oa nec’het a klask gouzout e peleac’h en dije kavet unan all.

— « Mar kirit, emeve, me a jomo ganeoc’h, a zesko buan al labour, hag abenn pevar pe bemp miz, e ouezin koulz hag eun all prienti al louzeier. »

— « Meur a wech em eus sonjet ennoc’h, hag e gwirionez, kredi ran e teufoc’h e berr amzer da veza gwiziek war ar vicher, anaout a rit a vreman hanoiou kalz louzeier, o galloud. Dre-ze, m’ho peus c’hoant, chomit. Er penn kenta, ne roin ket d’eoc’h kalz a dra, met dre ma teufoc’h da veza reiz eus ar vicher, e roin d’eoc’h kreskans. »

Setu ma chomis, evit gwelet hag en em ober a c’hallchen eus ar stad a vuez nevez-ze.

Va louzaouer, va mestr nevez, a oa paotr iaouank dizemez, hag en devoa eur vestrez, eun heiez koant, eur plac’hig flour eus a Vrest. Plijout a rea d’ezi dont aliez da welet al louzaouer, ezom he dije da veza aliez louzaouet, evit doare. Pa deue ar gazez da vignâoa, an targaz a venne koll e benn, hag ar beac’h a goueze bepred war ar mevel. N’oan ket bet eiz dez en ti, ha dija e kave d’am mestr e tlien gouzout ober al labour koulz hag unan kozet er vicher. Ar paour keaz louzaouer n’en devoa ket amzer da zeski d’in-me aoza louzeier, gant ar mall en devoa da choura ha da louzaoui a zoare e dam klinken.

Setu, ma teuis buan da zonjal e oan kouet en eun toull-trap, ha ma rois heb dale va dilez d’am aotrou Targaz. Ma vije bet an den-ze den a boell, a dra zur em bije desket gantan eur vicher vad, met n’oa ket, ha ket, ha p’egwir ne jome ket war va zro d’am deski, ne c’hallen ket dont da veza gwiziek. En deiziou kenta eo em oa ar muia ezom anezan, da ziskouez d’in e peleac’h edo al louzeier ha kalz a draou all. M’em bije gouezet va micher, n’em bije ket great, forz evit gwelet va mestr o choura e vestrez, rak petra zo kaeroc’h war an douar, eget gwelet daou zen oc’h en em garout ; awalc’h a dud zo oc’h en em vac’hata. Met evelkent, e vije bet dleet d’ezan sonjal eun tam muioc’h en e garg, ha lezer da vouga ennan tan ar garantez, da vihana eur pennad bennag.

DA DI « AR BOBL »


Kemer a ris adarre neuze va strop, ha mont a ris da werza louzeier war ar meaz, evel m’oan kustum. An dud, eur c’halz anezo, va anaveze breman ; gwerzet em oa louzeier d’eun darn vraz anezo, great em oa vad d’ezo, ha « Paotr ar plakou » wardro gweled Leon, a oa anvezet evel eur bleiz gwen. Digemeret mad e vijen en tiez peurliesa, ha pa vije ezom traou, ne vije ket aoun o kemer diganen, nag aoun ouzin na vije ket ive, evel er bloaveziou kenta !…

Koulskoude, eun devez oan bet e Lesneven oc’h ober plakou. Va mam a zigouezas ive da werza eun nebeut dillad nevez great gant re goz.

« Eul lizer a zo roet d’in da rei d’id, eus a Geraez eo, digant au Aotrou Jaffrennou eo ’a lavar Perrinn. M’euz aoun e lavar d’id mont di da skrivanier, met m’oarvad ne zi ket, e kavi gwelloc’h chom wardro aman, p’e gwir e c’hounezes eaz da vara, Gwelloc’h eo d’id beza mestr bihan eget beza mevel braz, ha-neuze, me a zo gwelloc’h ganen ive gwelet ac’hanoud wardro aman, eget da welet o vont eur flipad mad a hent eus ar gear, ne c’hallin ket da welet na kaozeal ganes. »

— « Mont a rin evelato, mamm, da ober eun dro ; An aotrou Jaffrennou a zo eur mestr mad, mignoned omp a bell zo, hag hon daou emaomp er memez sonj war galz a draou. Ma n’en em blijan ket, e teuin adarre da Lesneven da ober plakou, ha mac’h en em blijan, e chomin, evel just. »

Setu me da Geraez, antronoz vintin.

E Keraez, e ti Ar Bobl, n’em oa ket avel awalc’h d’am fenn, re stag oan, ne vije ket bepred va spered war va labour, redeg a rea du-ma du hont, hag ar bevans am oa, a oa kalz re vad, dioch al labour am oa da ober. Va fenn, goude va lein a vije batouellet, ha va c’hof a vrasea bemmdez. Dioc’h ar mintin e vijen skuis o sevel dioc’h va gwele, ha koulskoue n’eo ket al labour bounner va skuize, met al labour spered a harze ouzin da veza iac’h.

Eun dro a ris er gear, ha p’en em gavis, va zad a oa en e wele, klanv. Rei a ris d’ezan eur gwennek bennag ha lawen e trugarekaas ac’hanon, en eur lavaret d’in n’en devoa bet biskoaz muioc’h a ezom arc’hant.

« Breman, va mab keaz, ezoun kabac’ha ma c’hallon beza, eun hirnez e vezan oc’h ober an disterra tra, ar c’honverz a za fall, ne za netra er meaz, ha beva ranket evelkent, raksé ta, pa pezo eur gwennek bennag da zioueri, sonj ennomp, digas d’eomp, ezom zo. »

A c’homzou-ze ne reant ket d’in kalz ablijadur, ne gleven nemet kelou kas arch’ant. War an hent houarn oan nasket berr, ar peuri a oa touz, o werza louzeier ne c’hounezen ket kalz muioc’h, oc’h ober plakou e welen aliez an diaoul em ialc’h, hag e ti Ar Bobl, raktal, m’am bije eun diner, oa tri pe bevar gamarad o c’hortoz hen lonka. Setu ma z’oun bet a viskoaz o peuri en eur park leton, treut ar geot ennan.

Eun devez, va mestr a lavaras d’in e kasfe ac’hanon da glask fret da baperou e voullerez, da werza paper evitan en tiez a gonverz diwardro. Evit mont da ober al labour-ze, oa red d’in kaout dillad deread, ha n’em oa ket eur chupen. Sonjal a rean em bije bet war gred, met e vije bet red d’in rei bep miz eun dra bennag, ken em bije paet va dillad. Setu e welen oa du an oabl evidon adarre, rak m’em bije prenet dillad nevez, lakomp evit kant lur hebken, e vijen bet berr epad dek miz dioc’h renk, o rei hebken dek lur ar miz evit va dillad, ha dek lur all d’am zud.

Setu ma ris va zonj da vont adarre da redeg ar c’hartel, « da vont da Guitern, diou leo hanter en tu-all d’an Ifern. » D’ar bemzek a viz Even 1910 e tilezen Moullerez « Ar Bobl. » Tri miz ha pemp devez oun bet enni, ha m’em beus hi dilezet, ar c’hoant da zikour bemdez muioc’h mui va zud, eo a zo bet penn-abeg d’in. A dra zur, ma n’em bije bet den ebet da harpa, e vijen bet gwelloc’h eno evit e kement leac’h all oun bet, rak va mestr va c’hemere, n’e ket evit e vevel, met e genlabourer, en karantez Breiz.

Ar Bobl a zo eur gazeten hag a zo bet plijet d’in a viskoaz, baoue m’he anavezan. Er bloavez 1904, e oan bet e Keraez, hag em oa kemeret unan eus an niverennou kenta a deuas eus ar wask. Goudeze, beteg miz Even 1907 n’em oa mui gwelet al liou anezi, rak e bro Leon n’he c’haven ket. Met abaoue avad, e kavan hir ar zizun pa n’em be ket lennet « Ar Bobl. » Deuet oun da veza damhenvel oc’h ar vugaligou vihan-ze hag o defe plijadur o welet o mamm o vont d’ar zul d’an oferen, rak gouzout a reont e teuio d’ezo ganti eur gwennegad madi. gou. Va gwennegad madigou d’in-me bep sizun eo « Ar Bobl », dousder a gavan, enni, dre ma kaoze eus a Vreiz-Izel, ar vro a dlefe peb Breizad karout eus a greiz e galon. Meur a hini em eus klevet o lavaret e tro Ar Bobl gant peb avel, eur zadornvez e vezo a du gant heman, ha d’ar zadorn warlerc’h gant henhont, hervez ma vezo poulzet gant an avel.

D’am zonj, Ar Bobl n’eman a du gant den ebet, uhelloc’h ec’h en em zalc’h, ha deus uhel, e wel gwelloch ar wirionez, hag e tiskuill heb argila, ar wirionez eneb d’ar bed.

Evit plijout d’an holl
Ranker beza fur ha foll.

hag a gavo d’ezan a zo eur wirionez, a gavo kément a dud. da vont eneb d’ezan, evel da vont a du gantan.

Me zo sur ar Brusianed a gav d’ezo e c’hounezent a tréac’h war o enebourien, ha ma iafemp da Verlin da lavaret d’an dud-ze e vezint koll en taolman, e lavarfent. « ia, pa vezo lazet an holl Fransijen ganeomp. » Ar Fransijen ive a gao d’ezo ez int sur eus o zaol, e teuio an Alzas hag al Lorraine d’ar Frans adarre, ha ne ve ket brao lavaret da hini anezo, n’eo. ket gwir ar pez a leveront. Setu aze eur wirionez e peb kostezen, ha koulskoude an diou wirionez-ze ne raint nemet unan divezatoch. E pe gostez eman wirionez hirio ? Den na oar, ha koulskoude ema-hi a c’henel evit eur gostezen pe evit eben. An den eta zo libr da lavaret e zonj, libr ar re all d’her c’hredi, pe da jom heb ober.

Ar Bobl en deus sanket doun e kalonou meur a Vreizad ar garantez a dle peb den maga evit e vamm vro, ha dre-ze. hebken ez eo dellidus eus hon doujans, dre-ze eo eun dever evit peb Breizad gwiriou hen lenn her skigna dre-oll, evel eun haden hag a vago divezatoc’h dre ar frouez a daolo, sperejou ar Vretoned.

Evit ar pez a zell oc’h ar brezoneg, Ar Bobl n’en deus ket tec’het diwar ar rouden wirion, ha bepred e vezo evit peb Breizad rik ar rouden da heuil evit digouezout e porz ar zilvidigez. A dra zur meur a hini va dislavaro e kever ar poent man ; met gwelet e vezo divezatoc’h e pe du eman ar wirionez, gortozomp hag e welimp.


EUN TAOL LAGAD WAR GEVREDIGEZ BROADEL BREIZ


Abaoue Kendalc’h Rostren, abaoue Kendalc’h ar C’hastelnevez, abaoue Kendalc’h Lokronan Leon, ez oun bet meur a wech er c’heariou-ze, ha n’emeus klevet nemet fall eus ar c’hendalc’hou.

— « Petra eo an dud-ze, a zo bet aze oc’h ober bos gant merc’hed dic’hizet ? quel mardi gras ! a lavare darn all ! Quelle bombe à tout casser ! » ha kalz a draou all evelse am eus klevet er c’heariou bihan-ze, goude ma vije tremenet drezo Kendalc’herien Kevredigez Broadel Breiz. E Plougas. tel, d’am zonj, eo e oa gread d’eomp ar c’haloneka digemer, ha koulskoude em eus klevet oa dare an dud da zont war hor lerc’h gant bizier, kement a freuz a oa great en o farrez. E Lokournan ez ea ar piano en dro war ar ru da eunnek heur pe da hanter-noz ; setu ma oa barnet en eun taol an c’hendalc’herien, ha ma oant kemeret evit frikoterien. En eur ger pep hini hor barne hervez e zonj, hag ive hervez en devoa klevet gant re all. Setu n’oamp mad nemet da hada freuz etouez an dud. Ha koulskoude, e gwirionez, an holl dud-ze a fazie, rak e kalon pep hini ac’hanomp n’oa nemet eur ioul, ar ioul da hada e kalon ar bobl hor selaoue, tan ar garantez a dleomp d’hon bro. N’oamp ket en em vodet er c’heariou-ze evit frikota, evit ober goap eus tud ar broiou-ze, met eat oamp evit lavaret d’ezo karout o bro muioc’h-mui bemdez, karout he iez, karout he c’hustumou, hag an oll draou o deus great eus hon tadou, ar bobl krenva eus ar bed. Setu ioul Kevredigez Broadel Breiz.

A dra-zur ar ioul-ze a zo da veza doujet, da veza skignet dre-oll, da veza hadet e kalon peb Breizad, ha ne ver ket evit meuli morse awalc’h an dud a ro o foan, o arc’hant hag o amzer d’eun hevelep labour. Met n’eo ket awalac’h kaout en hor c’halon ar ioul kaer-zé, red eo c’hoaz gouzout an tu d’her skigna e kalonou hon nesa. N’eo ket awalc’h kaout eur walen da besketa, ha mont ganti d’ar ster, red eo c’hoaz gouzout an tu da dapa pesked, gouzout o doare buez, gouzout lakat e beg ar walen, ar boued a blij ar muia da bep hini anezo, gouzout pe seurt amzer eo ar wella d’o zapa, hag en eur gir, red eo beza eus ar vicher. Setu d’am zonj ar pez ne ouie ket mad awalc’h lod eus pennou K. B. B. N’o deus ket gouezet rei da c’houzout d’an dud diwardro, pell araok ar c’hendalc’hou, petra oant o vont da ober d’ar c’hendalc’hou-ze, Roll ar goueliu a vije merket mad, met den koulz lavaret na ouie pe seurt goueliou a vije, na petra vije lavaret enno. Dre-ze, eun nebeut lakipoted a lavare d’ar re a c’houlenne outo pe seurt goueliou a vije. « Daou vil Saoz a deuio d’hor gwelet, deus kirri-nij e tiskennint war an douar, evit gwelet ar vro. »

Setu d’an deiz merket, abred deus ar mintin, merc’hed ha goazed a vije mall ganto mont en o frennestr, da welet ha prest oa an Anglisien da zibarki.

Ar bobl eta a rank gouzout mad da betra e c’halver anezan, ha petra c’houlenner outan.

Kevredigez Broadel Breiz a zo eun unvaniez, henvel eo oc’h eur rujumant, bleinet gant eur jeneral hag en deus ar garg da ober gwella ma c’hallo evit kas ofiserien ha soudarded d’an treac’h. Petra lavarfech, ma welfec’h en eur brézel ofiserien o trei kein d’o mestr, dre’n abeg ma kav d’ezo ez eo ar mestr-ze faziet diwar an hent mad ? Leac’h a zo, ne ket ta, da lavaret ez eus dizunvaniez er rujumant-ze, leac’h a zo ive, d’am zonj, da lavaret ne raio ket er brezel gwelloch labour ar pastellou-ze dizunanet, eget n’o dije great, ma vijent bet holl a gevret, skoaz oc’h skoaz o vrezelli. Setu penn-da-benn histor Lokornan Leon. Mard’eo gwir eman an nerz en Unvaniez, ar re o deus klasket en em zizunani, ha dizunani ar re all ganto, a zo kablus. An ofiserien leal ne dec’hont morse deus o mestr, goude ma welfent e vent o vont d’ar maro d’e heul, rak gouzout a reont e c’heuliont eur mestr hag a oar gwelloc’h egeto da beleac’h eman o vont, ha da beleac’h e fell d’ezan o c’has evit kaout an treac’h war an enebourien.

Hogen, n’e ket evelse eo e tremenas an traou e Lokournan Leon e 1911. Eno, meur a ofiser, gwiziek a dra-zur, a vage pell a oa kasoni oc’h ar jeneral, abalamour da draou hag a vije bet eaz da renka en kuz evit mad an holl ; met eleac’h goulen renka an traou-ze, e kavchont gwelloc’h trei kein d’ar jeneral, ha chacha d’o heul muia ma c’hallchent a zoudarded. Setu pa oa daou-hanteret ar beren, eleac’h kaout nerz gant unvaniez, n’oa nemet dizurz gant dizunvaniez, leac’h kaout eur Vreuriez vraz ha galloudus, n’oa mui nemet diou strakel a netra, ha c’hoaz goudeze, ne ehanent da gaout abeg an eil en eben, en em flipata reant gwasoc’h eget Ki ha Kaz. Petra zonj eus eun hevelep unvaniez, ar Vretoned vad o deus c’hoant rei o skoazel d’eur vreuriez vrezonek e gwirionez dellidus eus an hano-ze ? M’oarvad ar Vretoned-ze a raio meur a zonj araok rei o arc’hant da skoazella traou hag a c’hall koueza gant an disterra avel, terri dindan an disterra beac’h.

Er brezoneg ez eus eur c’hrenn-lavar hag a zo gwir, daoust ma z’eo fall : « War ar bern braz e za bepred ar marc’h da gac’hat. » An dud peur liesa a ia da brena traou d’eur stal vraz, abalamour eno e kaver traou eus ar c’hoant, evit ar priz a ve c’hoant, hag o veza ma z’eus kalz diskarg d’an traou, ezeus ive traou freskoch eget er stal vihan. Setu aze ive petra zigouez gant ar Vreuziezou, zoken gant ar Vreuriezou brezonek. Araok rei e hano d’eur vreuriez, meur a hini a c’houlenno : « daoust ha kalz a dud a zo er vreuriez-ze ? pe seurt tud int. » Ma ve neuze kalz hanoiou da ziskouez, mar ho peus kalz a draou en ho stal, e teuio kalz a dud davedoc’h.

Mar d’eo bihan ho stal, mar d’hoc’h nebeut a dud, e vefoc’h dilezet, ha brao e vezo d’eoc’h, ma ne deu ket unan bennag da c’hoarzin goap d’eoch, ha da lavaret d’eoch e tlefec’h kaout. mez gant eur stal ken dister. An dud a varn eur Vreuriez deus an dud zo enni, evel ma varnont eur stal deus an traou a zo enni.

Bezit krenv hag e vefoc’h krenveet ; bezit dister, hag e vefoc’h disterreet, ken a vefoc’h diskaret.

Setu va zonj war daol Lokournan Leon, Torret eo an unvaniez, torret eo ive an nerz, ha diskouezet hon eus da Vreiz pegen dister oa al liammou hon dalc’he unanet daouzek vloaz a oa. Al liammou-ze n’oa ket iac’h ar c’hanab a oa oc’h ober anezo.

Pa oa echuet an tabut e Lokournan-ar-fank, ar Varzed a ieas da Roazon, evit kemer perz el lidou « Unvaniez Breiz gant Bro-C’hall. » An drouiz-meur a dlie prezeg, enebi oc’h ar stum daoulinet roet da Anna a Vreiz gant ar skeudenner droch a oa bet karget da gizella ar skeuden-ze, hag a zo mez hor bro. Mez harzet e oa.

E Roazon ive e c’hanas er Vreuriez « Unvaniez Arvor ». Iaouankik eo c’hoaz, ne c’haller ket gouzout petra deui da veza ; ma lez Doue iec’hed ganti da goza, e vezo gwelet… Bet eo e Douarnenez ha diskouezet he deus eno e plije d’an dud. En Henbont oa bet warlene, 1913, hag eno ar bugel he deus diskouezet e ouie bale war he zreid. Buez hir a reketan d’ézi.


VA MICHER GOZ


Setu pa oa echuet an traou e Roazon. e kemeris adarre va zac’h ler, hag en hent da werza louzeier. Breman, ouspenn va louzeier, e werzan c’hoaz levriou talvoudus d’an dud diwar ar meaz. « Louzaouer an dud paour ». ha levr « iec’hed al loened ». E galleg emaint, siwaz, ha beza zo enna kalz traou talvoudus evit iec’hed an dud hag al loened. War ar meaz, e Gweled-Leon, e kavan kalz tud hag a oar lenn mad ar galleg, met ne ententont ket petra lennont, ha dre-ze, al levriou gallek uhel a zo diez da skigna wardro eno. Eur paotr iaouank bennag disketoc’h eget ar c’hustum, bet d’ezan e Zantificat, a gemer diganen va « Manuel Vétérinaire », hag eur plac’h iaouank bennag, dalc’het er skol beteg m’oa deuet mez d’ezi, a ro d’in pevar real evit « Le Médecin des Pauvres. » An eil nebeut a gresk egile, ha dre-ze, gant ma chomo iec’hed ganen evel em eus bet beteg-hen, ez oun unan eus an dud evurusa a daol troad en douar. An den a gemer poan da zastum madou braz, a varvo araok ma vezo deuet a-benn da veza kontant, rak seul ma verno, seul vui e vrasaio ennan ar ioul bernia. N’oun ket bet biskoaz eus an dud-ze, ha gant m’am bezo awalch evidon, goude rei eun tammig d’am zud, e kouskin c’houek, ha ne hunvrein gwech ebet er mouniz. Dinec’h eo éta va spered, den na dle arc’hant d’in ha me ne dlean ket kennebeut d’al louzaouerien.

Eur pennad a oa e kemeren louzeier digant an aotrou Fercoq, louzaouer e Plabennek, hag eun devez, en eur gimiadi dioutan, e liviris d’ezan klask evidon louzeier hag a vije e gwirionez gwelloc’h eget ar re em oa beteg neuze. Al louzaouer a lavaras d’in e klaskfe, ha dalc’het en devoa d’e c’her, rak er penn kenta eus ar bloaz 1913, e skrivas d’in al lizer-man.

« Kavet em eus gwelloc’h louzeier evit al loened eget kement hini ho peus bet beteg-hen. Evit kas an oll darchou eus an oll dillajou, em eus ive kavet traou eus ar seurt n’eus ket bet c’hoaz etre ho taouarn ; evit an hôsed pe an artouzed, em eus eul louzou heb e bar. An oll draou ze am eus sonj da gas da Diskouezadeg vraz Brest er bla-man, ha c’houi, mac’h asantit eo a ielo ganto. »

Setu oa lawen va spered, ha tridal a rea va c’halon gant al levenez o klevet eur seurt kelou.

D’an dez kenta a viz Even 1913, e teuis da Blabennek eus a Lanniliz gant va strop, ha raktal ec’h en em lakis da walc’hi ar buredou a dlie beza laket enno al louzeier evit an Diskouezadeg. Poent oa, rak abenn ar 25 eus ar miz, e tlie an traou beza e Brest, termen diveza.

Eun devez, al louzaouer a lavaras d’in e vije deread d’in lakat dillad breton evit diskouez louzeier breton ; setu mac’h en em glevis gant an itron Ravalek, eus Koray, da ober d’in eur rum dillad giz Kerne.

Setu dar zul, 29 a Even 1913, ec’han da Vrest da werza louzeier. An tri miz hanter am eus tremenet eno, a dremenas buhan, re vuan zoken, rak ebat oa va doare, ha boued mad em oa da zebri.

D’ar zul, 14 a Here, eun nebeut nad a Varzed a en em vodas e Konk-Leon, evit enori skeuden ar Gonidek, den fur ha gwiziek meurbet hag en deus savet evit ar brezoneg daou levr divarvel : Gramadeg ha Giriadur. Eur gouel kaer a oa bet e Konk en devez-ze, kalz tud eus a bell a oa diredet da gemer perz el lidout kaer great en enor d’eur Breizad gwiziez ha kalonek, ganet er barrez-ze.

Va louzaouer neuze a lavaras d’in e karche kaout tud er parreziou er c’heariou, evit gwerza e louzeier, ha dreist-oll an traou da zidarcha au dillad, ha me eo a oa karget gantan da ober ar gefridi-ze dre oll e Breiz. Kemer a ris adarre eta va zac’h ler, ha ganen eur guchen vad a vuredou, ec’h en em lakis en hent. Azaleg an dek a viz du 1913, beteg an devez kenta a viz eost 1914, em eus redet dre Vreiz, o skigna dre-oll louzeier mad ha marc’had mad evit didarcha an dillad, Eur vicher vad eo hounnez, gwerzet em eus en eiz miz eur niver braz a vuredadou, koulz e Leon evel e Kerne hag e Treger, ha dre-oll em eus kavet parreziou fall ha parreziou mad, tud berr a spered ha tud speredet kaer. E. Pontekroaz, pa oan a vont d’ar gar, eur c’heaz den a en em lakas en e brennestr da hopal warnon, ha da lavaret d’in : Yann Seitek ! abalamour n’oa ket henvel va dillad oc’h e re. Klevet em oa goude han an azen-ze. E Pont n’abad hag e kalz keariou all, ha dreist-oll e Penn-ar-Bed, ar vugale a rede war va lerc’h, abalamour d’am dillad Kerne, giz Koray. E Kemper, e kleven tri goaz o kaozeal, hag unan anezo a lavare : « Piou a oar eus a beleac’h eo hennez ! marteze eur Prusian ? marteze eur Chinois… dic’hizet ? » ha darbet oa bet d’in beza kemeret evit eur spier allmand.

En eur bourk, tost da Landreger, al louzaouer eus ar bourk-ze a oa bet darbet d’ezan lakat an archerien war va lerch, abalamour oa ganen gwelloc’h traou evit e re da zidarcha an dillad. Allaz ! paper a oa ganen, ha n’em oa ket aoun oc’h archerien. E Ploubalay e rankis diskouez va faperiou, rak o veza ma oa en devez-ze straket ar brezel, an archerien a oa muioc’h en aoun na vije spierien er vro.

En neb beac’h all ebet n’eo bet goulennet ouzin va faperiou, gwisket re vrao-oan, hag an archerien va leze e peoc’h da veachi ha da ober va c’honverz ; sonjal a reant m’oarvad edon eur marc’hadour chistr eus ar re vrasa eus Kerne.

Bet oun e kostez Sant-Briek, Lamball, Dinan… Er vro-ze ne gomzer ket ar brezoneg. Ar broiou ze a zo nebeut a re vad anezo evit ar veachourien, hag ennon va unan em eus meur a wech sonjet : E bro gallo ne ouezer nemet galleg fall, hag er vro vreton e ouezer ha galleg ha brezoneg, ha lavaret e ve great o deus ar Vretoned rik eun hanter muioc’h a spered, dre ma ouzont eun hanter muioc’h a iezou. Kalz merc’hed pennou teval am eus kavet e bro gallo, nebeut a spered e krogen o fenn. Eur c’halz anezo ne felle ket d’ezo sellout oc’h ar varc’hadourez a ginnigen d’ezo, dont a reant da doull an nor da lavaret d’in, heb gouzout petra oa ganen : « Pas besoin ! »

E bourk Crehen oun bet, ha n’em eus ket gallet gwerza evit eur gwennek a draou d’an dud droch a zo enni. Evurus n’e ket ta an dud a zo paour a spered !… ar re-ze n’o deus ezom netra nemet eun tam bara seac’h da chaokat. An azenned a zo evelto, n’o deus ezom netra… netra nemet eun tam askol da lakat etre o dent.

N’em eus eta tam meuleudi ebet da rei d’ar vriz vretoned eus bro Gallo, ha d’am zonj, an dud keiz-ze a vank kalz d’ezo abenn talvezout àr Vretoned a zo en tu-man da Gastelaudren.

« N’oac’h ket anavezet, lavaro unan bennag, nag ho marc’hadourez kennebeut, rak ma vijec’h bet, ho pije gwerzet. »

Met e Pempoul, e Gouarek, n’oan ket muioc’h anavezet, ha koulskoude e Pempoul hebken, em eus gwerzet muioc’h a vuredadou eget e Sant Brieg, hag e Gouarek kement hag e Dinan.

Eur wech c’hoaz, bevet Breiz gwirion ! Er vro gallo em eus gwelet e oa kalz bourrikou gwirion, re a bevar droad, hir o diskouarn ; n’oun ket chomet avad da niveri ar re n’o deus nemet daou droad, re a amzer am bije kollet.

Araok ma oan eat e bro gallo, e sonjen em bije gwerzet kalz traou. Kavout a rea d’in e tlie beza eno tud a anaoudegez, ha zoken e kave d’in e tlient beza muioc’h sklerijennet eget e bro ar brezoneg.

Allaz ! faziet oan, ha faziet a galz ; n’oan ket bet pell evit gouzout n’eo ket henvel spered Gwengamp oc’h spered Sant Brieg, na spered Kallak oc’h hini Sant Mean. Kemm zo etrezo, evel a zo etre an heol hag al loar. E Kallak hag e Gwengamp an dud a oa lawen, mad da brena, e Sant-Brieg hag e Sant Mean, pennou teval, tud dizeblant ha n’o devoa gwennek re ebet da ziouer. Pa vije menek da chacha en tu diouto, oh ! neuze oant gwelloc’h evit ar Vretoned rik, n’eus par d’ar Gallo da gemer ker evit boued ha lojeiz…

Setu ta ma c’hounezen kalz arc’hant gant ar vicher-ze e darn eus ar parreziou, e kolen er parreziou fall ar gwenneien am bije gounezet er parreziou mad, rak beva ranken, ha rei Keraouez evit va boued hag evit an trein. Setu oan paour bepred, daoust ma labouren bemdez nemet da zul, ha c’hoaz, aliez da zul ec’h en em laken da aoza Kontadennou, evit Kroaz ar Vretoned.

Breman, raktal ma vezo echuet ar Brezel en Europ, emoun e sonj chom sioulik e Gweled-Leon da werza d’al labourerien douar adarre louzeier a bep seurt, levriou talvoudus evito hag evit o loened. Ne hunvrean ket beza pinvidik, rak gouzout a ran ma ne c’heller ket nijal heb diwaskel, heb arc’hant braz ne c’heller ket ober konverz braz. Ha goude ! daoust n’eo ket ar gwez uhela eo a ve da genta diskaret, kreiz ma ve ar muia deliou enno, pa deu eur gwall var-avel d’o skei dizamant ?

N’eus forz pe da vare e varvin eta, e varvin paour, nemet eur guzaden aour bennag a gaofen o troi wardro Gweled-Leon. Ne rin nemet evel va zud koz, n’eus bet hini pinvidik ebet anezo, hag holl o deus bet bara da zebri, goude maga torradou bugale. Pa vezin deuet da veza re gabac’h, pa vezo torret va c’horf ganen o pignat dreist ar c’haëou, em eus sonj sevel eun ti mouded en eun tu bennag wardro Bodilis, hag eno e c’hortozin ma teui Doue d’am galver. Met hop ! n’em eus c’hoaz nemet c’houec’h vloaz ha daou-ugent. Beva c’hallan c’hoaz keidall, ha ma ian da oad va mamm, he deus tregont vloaz warnon, em eus c’hoaz amzer da skriva eur vuez all keit hag houman, ha da gonta meur a histor da lennerien « Ar Bobl », ma chom va spered iac’h ha digor ganen.


————
  1. Ar pennadoù da heuilh a voe moullet e-barzh An Oaled e 1931 (Nnn 37, trede trimiziad, pajennoù 170-182). Lakaet int bet da heuilh ar pennadoù all, dre ma tezrevellont buhez Loeiz ar Floc’h etre 1906 ha 1914. (Notenn gant Wikimammenn).
  2. Kavout a reer ar pennad-se en niverenn eus an 23/02/1907.
    Setu ar pezh a lenner er pennad-se :
    1er prix (125 fr.), Léna , par Ian ar Floc’h, instituteur libre, au Folgoat.
    2e prix (75 fr.), Ar C’habiten Chiliboulik ha paotr ar bezin, par Louis Floc’h, de Bodilis.
    3e prix (50 fr.), Kalon rannet, par Hyacinthe Kerniliz, de Pont-l’Abbé.
    Ar c’habiten Chiliboutik plaira par sa verve intarissable. Aventures merveilleuses de matelots bretons qui ont embarqué… Paolik en personne, caché sous les fabuleux dehors de Paotr ar bezin ; voyage aux îles fantastiques qui leur donnent une fortune ; bons tours joués au pauvre Paolik : rayon de joie dans nos préoccupations.
    (Notenn gant Wikimammenn).