Mont d’an endalc’had

Va zamm buhez/Pennad XII

Eus Wikimammenn
An Oaled, 1937  (p. 103-106)




PENNAD XII


En Brest, a bep sort micheriou.


War ar Gwenan, e oan barrek, hag e Sant-Anton, Kerahez, evel am eus lavaret, em oa savet ouspenn tregont koloen. Er bloavez 1898, d’an 13 a viz Here, e oa eun Diskouezadeg Labourërez-douar en Gwened. Kaset em oa eur pennad-skrid gallek Les Abeilles, en doa bet eur priz 20 lur kinniget gant an Aotrou De L’Estourbeillon.

War dro miz Gwengolo 1901, eun aotrou a Vrest, e hano H… a skrivas d’in e karje va gwelet, en devoa er Rody eur maner eleac’h e zea bep sul da gemer aër ar meaziou. E liorz ar maner-ze en devoa eun nebeut kestou koat hag a oa gwenan enno.

« Karout a rajen ho kwelet, labourou a zo da ober wardro va gwenan ha dre aman n’eus den hag a oar entent outo. »

Mont a ris d’ar zul warlerc’h da entent oc’h ar gwenan, hag abaoue, an aotrou H… ha me a oa daou vignon. En e vaner Rody e oa c’hoaz eur stal vraz, eur c’hardi braz leun a varrikennou, hag ar barrikennou-ze a oa enno konifled a bep seurt gouenn, tremen eur mil anezo. Eun den a oa karget da glask boued bemdez d’al loened-ze, ha da entent outo a zoare.

Setu ’ta e kreiz va zrubuilhou, e teuas war benn hent d’in an aotrou H… Mont a ris d’her gwelet, ha raktal e kavis labour en e di. Aliez e vijen o skriva, er bureo oc’h ober ar c’hontchou, ha pa vije red, ec’h ententen oc’h an daou ugent kesten wenan en devoa a gleiz hag a zeou wardro Brest. En ti-ze oa ebat va doare, eur mestr em oa evit gwir, met da vihana oa eun den, n’e ket eur bleiz, prest da zailha gant an danvad war zigarez ma z’eo mestr d’ezan.

Pa deue an abardaez, echu va devez, em bije aliez plijadur, war ar Glacis e vije bepred eundra bennag a-nevez da welet. Pa deue mare koan, e ieen da welet hag aozet oa ar rata gant an itron J…, a oa d’ar c’houlz-ze en niveren 8, Ru ar Werc’hez, o telc’her rata ha stripou.

An itron J… a oa eun intanvez a 45 bloaz, pa ris ganti anaoudegez. He gwaz a oa ganet e Bodilis, kereour eus e vicher. Pa deuas ar maro d’ezan, an intanvez, evit gounit bara d’he diou verc’h yaouank, a grogas er stal genta a gavas, hag evit gounit he bara e rea boued d’an dud n’oa ket an aour ganto war ar raden. Me a oa unan eus ar re-ze oc’h en em gavout e Brest er bloavez 1902, e miz mae, ha buan e ris anaoudegez gant an ti marc’had mad-ze. Eno e tiskenne a bep seurt ; labourerien kear, paotred yaouank eus ar Porz, portefidi ar Gar, ha kalz a re all, heb konta ar merc’hed brao a gousk dindan ar gwez, pa ne gavent ket gwazed da gaout truez outo, da hanteri o gwele ganto.

Ha koulskoude, daoust ma vije en ti-ze a bep seurt tud a renk izel, e vije dibaot klevet tabut. Evit gwir, meur a zen mezo pa garnachent re, a vije red o zeuler er meaz, met ar vestrez he-unan eo a rea peurliesa ar gefridi, goudeze ar peoc’h a rene adarre, ha pep hini a garge e gof gwella ma c’halle. Goude koan en hanv, e kaven brao mont d’ober eur gourvez war glazvez ar Glacis, pe ober eun tam tro e kear. En doare-ze ec’h en em zizinouen, ec’h avelen va fenn, hag e welen an dud o vont hag o tont dre gear. En em blijout a reen kalz o sellet oc’h an dud a deue da werza a bep seurt traou war ar Glacis, avi em oa oc’h o stad, ha lawen e vijen bet oc’h ober eveldo, met eul labour em oa da ober, ha n’oa ket red d’in klask ken.

Eun devez, wardro miz gwenver 1903, an aotrou H… a lavaras d’in e oa o vont da rei e stal-labour abez d’eun all, hag e iaje da chom da Bariz. Setu ma oa bet red gwerza ar gwenan, met ar pez a oa gwasoc’h, me a golle va flas.

N’eus forz, n’oan ket c’hoaz tec’het digant an aotrou, pa gavis labour war an tramway. C’houec’h sizun oan chomet da c’hoari troidellik etre Lambézellek ha Kermor. Mezo e vijen en tram, heb eva banne ebet. Etre evesaat d’ar vaz hir, ha rei paper d’an dud dre ma teuent, em oa re da ober, hag ouspenn, an aër bac’h, an trouz eus ar c’har a ree d’in poan benn. Daoust m’emoa va c’houezek real bemdez, n’en em blijen ket, hag e rois va dilez.

Neuze e kavis labour en Hôtel Moderne. An aotrou Branellec va c’hemeras da walc’hi ha da gempen podizi ar gegin, ha da beilhat avalou-douar en dra c’hallen e doug an deiz. Boued em oa eno eus ar gwella, met nebeut a bae, hag an dra-ze eo a reas d’in ar muia ober gwad-fall. Al labour am oa da ober n’oa ket tenn, gwalc’hi ha sec’ha plajou, tirinennou n’oa ket a-dra-zur diez da ober. Kignat eur boutegad patatez n’oa ket diesoc’h, rak skinvier a oa evit azeza warno, ha daou oamp d’en em zikour. Setu ’ta m’am ije bet eun hanter muioc’h a baë d’an nebeuta, e vijen bet eno evel eul logoden er bleud. Met allaz ! eun dra bennag a ve bepred diank d’an den, morse n’en eur gav evurus awalc’h, hag an hini a glask eul lec’hig eaz da vervel, a glasko epad pell amzer, hag a vezo maro abenn m’en devo her c’havet.

Eur pardaez, pa oa echu va devez, ha me mont da di an aotrou J…, apotiker e ru Paris, c’hoant em oa da vont adarre da redeg bro, da werza louzeier, met ne iajen ket na da Blougastel na da Hanvek na d’ar C’hastellin, sonjal a rean e tlie beza en eun tu bennag all e Breiz tud muioc’h speredet evit tud ar broiou-ze. Al louzaouer a lavaras d’in e raje boutailhadou eus ar vent a garjen, evit ar priz a garjen. Setu ma lavaris d’ezan ober boutailhadou da werza pevar real, eun tregont bennag anezo, hag eun dek bennag da werza eiz real. Senti reas ouzin, hag antronoz e kemeren an trein bihan evit mont da Vilers, ganen va boutailhadou louzou en eur vouest koat. Prenet em oa c’hoaz en eun ti all e Brest, eun toullad lugudurachou bihan da werza, traou a briz bihan, hag a c’hallen rei diouto evit eur gwennek ha daou. E Gwilers e tiskennis e ti paotr al lizerou. Daoust ma n’oan ket fall e Brest, ec’h en em gaven evelato didrousoc’h war ar meaz. Goude koan etal an tan, pep hini a gonte eur marvailh bennag, evit lakat ar re all da c’hoarzin, kaoziou druz a vije lavaret awechou, met buannoc’h a ze e vijent lonket. Antronoz vintin, paotr al lizerou, mestr an hostaleri, a lavaras d’in dioc’h renk hanoiou an tiegeziou, n’em oa evelse nemet mont eus an eil d’egile. Ouspenn, eur garten a oa ganen em godel, ha warni oa hanoiou an oll geriadennou diwardro, setu oa eaz d’in evelse kaout an tiegeziou an eil goude egile, heb goulen va hent digant den. Eus ar merc’her vintin beteg ar sadorn da noz, oa chomet da droia e Guilers, ha gwerzet em oa koulz lavaret an traou a oa eat ganen. Dre ma werzen, e welen sklear ar c’hemm braz a zo etre an dud, eus an eil parrez d’eben koulz lavaret. Aman, a dra-zur ne werzen ket e kement ti ma iean, rak en aleiz anezo e oa restachou eus ar memez louzeier, setu n’oa ket red kaout hini fresk, met da vihana abenn ma teue ar pardaez, va zac’h a vije skanveet brao, va ialc’h pounnerreat, hag an dra-ze va lakee lawen, a roe kalon d’in da vale. Diesa zo evit ar beachour wardro Guilers, eo kavout ar merc’hed er gear, dreist-oll deus ar mintin, rak eun darn anezo a vez bemdez o kas leaz, amann, viou ha legumach da Vrest, hag aliez mestrezed an tiegeziou eo a vez oc’h ober ar gefridi-ze. Anez, parrez Guilers a vije bet eur barrez eus ar re wella evit ar veachourien. Arc’hant a zo, tud diluret a zo ive kalz er barrez, n’int ket pennou teval, evel ma z’eo an darn vrasa eus merc’hed ar C’hastellin.

D’ar Sadorn da noz eta e kemeris an trein evit Brest, lawen va spered, rak n’oa ket an diaoul em ialc’h. Antronoz vintin e savis abred dioc’h va c’hlud, ha me da ober eun tam tro e kear.

Wardro eiz heur e oan war dachen Sant-Louis, oc’h arvesti oc’h an traou a oa dispaket a wel d’an holl. Kement a zo ezom evit beva hag en em wiska, a gaver war an dachen-ze bemdez, ha re bell e vijen oc’h henvel anezo oll. Chom a ris eur pennad mat da c’henaouegi e kichen stal eur paotr yaouank a oa war an dachen ive oc’h ober plakou a c’hiz nevez evit kirri, chas, ha traou all. C’hoant em oa da gomz outan, met ne greden ket ober. Eur zonj a deuas em spered d’hen lakat da ober d’in eur plak bihan evit eur c’hi. Pa oa great ar plak, e lavaris d’ezan dont da gemer eur banne. Trum evel eun tenn, e savas diwar e skabel, ha lawen em heulias. En hostaleri e lavaris d’ezan can ive beachour eveldan, nemet ne dec’hen ket pell eus ar vro, ha ne vijen e foar ebet, hag evelato em oa c’hoant deski ober plakou evel a rea e-unan.

« — Deuit d’am c’hampr em-berr da bardaez, hag en eun hanter heur, e teskin d’eoc’h ober plakou eveldon, e lavarin d’eoc’h petra vezo red d’eoc’h kaout evit ober a zoare ar plakou-ze hag a roio d’eoc’h mar kirit bara evurus. Goude lein beteg c’houec’h heur, e vezin war ar Glacis o werza « surprizou ». »

Pa deuas eta ar pardaez, me a ieas gant va c’hanfart deus ar Glacis beteg e glûd, er pevare estach eus eun ti teval e ru Fautras.

Pa oa sklerijennet ar gampr, ar marc’hadour foran a zispakas war an daol ar benviou a ranke da gaout evit ober e blakou a c’hiz nevez. Merka reas d’in neuze war enn tam paper hanoiou al louzeier a ranken da gaout evit ober plakou zink ha kouevr. Diskouez a reas d’in penaoz en em gemer, hag ober a reas dirazon eur plak. Trugarekaat a ris an den mad-ze a gavis war va hent, hag a oa lawen o tiskouez d’in penaoz gounit bara. E gwirionez, p’e gwir e iean bemdez eus ti an eil kouer d’egile, n’oa ket diez d’in goulen e pep ti hag ezom e oa plakou pe evit ar c’hirri pe evit ar chas, ha dre-ze, lakat eur gwennek bennag muioc’h em ialc’h.