Va zamm buhez/Pennad XI
Setu ’ta, en despet da bep tra, e kaven unan hag a oa kontant da rei d’in bara en eur labourat. An aotrou M. a lavaras d’in neuze : « Abenn ho lezel da vont hoc’h unan da werza louzeier, e vezo red d’in diskouez d’eoc’h eun tamm ar vicher, met n’em eus ket amzer da vont deustu, red e vezo d’in gortoz pemzek dez pe marteze teir zizun araok mont ganeoc’h. Eat e vijen ganeoc’h wardro aman da ober tri pe bevar dervez, met ar vro aman n’eo ket mad evit-se, ha dre-ze e teufec’h buhan da goll kalon gwelloc’h eo eta gortoz eur pennad, ha mont en eur vro vad en troiou kenta ; abred awalc’h e welfoc’h ar re fall. »
Neuze ec’h en em lakis da werza va strop, va gwele, eun tam armel hag eun nebeut lugudurachou all am oa e Sant-Anton. Va gwenan oll, a lezen war zaou-hanter gant Jozon, d’ezan d’o c’hempen evel mac’h ententefe.
Eul lunvez, d’ar zeitek a viz c’houevrer 1902, e kimiadis dioc’h an neiz kaer el leac’h emoa epad bloaz-hanter bet kement a blijadur, rak eur blijadur oa evidon pellaat dioc’h al leac’h a drubuilh, evit tanva e Sant Anton ar peoc’h hag al levenez. Dioc’h ar mintin eta, goude beza evet eur banne mat a gafe a-unan gant tud an ti, ha gant ar mignon Yann, e kimiadis dioc’h ar merc’hed. An daelou a deue en despet d’in em daoulagad, pa zonjen e oan marteze o lavaret kenavo ar baradoz d’an dud-ze a garien kement, a oa bet evidon koulz evel ma vijent bet eus va c’herent tosta. Jozon ha Yann a deuas ganen beteg ar gar, gouzout a reant em bije kinniget d’ezo peb a vanne soun en hostaleri dosta.
An trein, evit va arc’hant, va c’hasas da Landivisio, ha pardaez noz e oa pa erruis er gear. Va c’hoar Barba, p’am gwelas, a deuas lawenik da bokat d’in, va zad a reas eveldi, hag a c’houlennas ouz in petra rachen hiviziken evit gounit bara.
« Ar bara, va zad, n’eman ket oll war an hent houarn, hag ar pez a zo, a zo kalet ha c’houero. Pemp bloaz a zo, evit gounit va zam, em eus ranket soubla beteg an douar, ha klevet taoliou, teod c’houero da glevet, dre c’henou tud hag o devoa da welet warnon. Ped gwech n’em eus ket klevet ar geriou-man : Cagot ! Jésuite ! O tont eus genou eun den hag a dlie d’eur beleg !… e blas war an hent-houarn. »
« — Ya, gouzout a ran, va mab keaz, e peus bet da c’houzanv, met dre-oll e pezo, gortoz a c’halles, te koulz hag ar re all, kaout poan, ha beza zoken disprizet, n’eus forz e peleac’h e zi. »
« — Gouzout a ran ez euz poan o c’hounit bara, va zad, ez eo kalet ar vein da derri, an arc’hant diez da c’hounit, met evelato ez eus eur muzul da bep tra, hag e berr-gomzou e lavaran d’eoc’h, e ve gwelloc’h ganen lakat ar zac’h oc’h va c’hein, souba en dour ar bara roet d’ingant an dud vad, eget rankout mont da veva dindan an hini a zo bet va mestr epad pemp bloaz. Ne vezo ket red d’in koueza ken izel-ze, red eo sonjal, hag eur wech bennag, mar teufe d’in rankout c’hoaz senti oc’h unan bennag, e c’houlennin araok digant Doue ar c’hras da zenti da vihana oc’h eun den ha ne vezo ket troet e spered gant an Absint, ha zoken gant ar merc’hed. Ha neuze, va zad, n’eo ket red d’eoc’h en em jali gant eun dra ken dister, hirio n’oun ket ken ar memez den evel ma oan seiz vloaz a zo, dizounet oun deus bronn ar c’houentchou, eleac’h ne oa desket d’in nemet ar B. A. BA eus ar vuez. Abaoue em eus debret kig bioc’h klanv, hag e ouezan penn-da-benn petra eo ar vuez, ha petra zo oc’h va gortoz war an hent a zo digor dirazon. Breman eta, va zad, emaoun o vont da werza louzeier evit al loened du-ma du-hont, a gleiz hag a zeou, ha dreist-oll wardro Brest ha Montroulez.
« — Hag e kav d’it e c’halli beva gant ar vicher ze, paotr keaz ! »
« — Meur a hini em raok o deveus great, hag e-michans me a raio ive, ha neuze ma ne ran ket an dra-ze, e rin eun dra bennag all. »
« — Paour keaz Louis, a lavaras d’in va c’hoar Barba, beteg-hen e peus digaset d’eomp eur gwennek bennag, met hiviziken arabad e vezo d’in gortoz diganes, rak ne pezo ket awalc’h d’it da unan ! »
Ar c’homzou-ze, eleac’h va c’hennerzi, a drubuilhe va spered, aoun em oa n’am bije e gwirionez great eun taol fall, eun taol spered diboell. Koulskoude, en taol-man oa red d’in neun pe veuzi, n’oa ket da gila.
Goude beza bet er gear, e Bodilis o tremen eun nebeut deveziou, ec’h erruas ganen eul lizer digant an aotrou M. eus a Geraez. Ar paper a verke d’in beza e bourk Gwipavas d’ar bemp warnugent a viz c’houevrer, an aotrou M. a vije eno oc’h va gortoz evit deski d’in va micher nevez.
D’an deiz merket, da bemp heur eus ar mintin, e lavaris kenavo d’am zud, a oa c’hoaz en o gwele, kemer a ris eun tam bara, hag en hent evit gar Landivisio. Pemp mil ha pevar c’hant metr em oa da ober varvale abenn digouezout ergar. Amzer em oa bet da gemer va billet ha da lampat en trein raktal. Eun heur goude, wardro seiz heur, e oan e gar Kerhuon Mont a ris neuze trum da Wipavaz, a zo eun hanter leo grenv eus gar Kerhuon. Pa oan digouezet en hostaleri, oa eat va aotrou da werza louzeier ; wardro div heur goude kreizdeiz ec’h erruas en hotel, achu e zevez gantan. Debri reas eun tam, ha me reas eveldan, ha pa oa reut hor c’hof, e iajomp hon daou da vale, da c’hortoz koan. Antronoz vintin, eur barr glao puilh a gouezas, setu oamp chomet hon daou da ober hor c’housk mintin. Wardro deg heur, an amzer a vraoaas, ha ni en hent, tri oamp, an aotrou M. eur bleiner ha me. Ar bleiner a oa evit diskouez an hentchou, evit dougen ar zac’h ha sikour gwerza al louzeier. An aotrou M. a oa kustum eus ar vicher, a ouie an tu da chacha dour d’e velin, gwerza rea evel ma kare e louzeier da baotred Gwipavas. Me n’em oa netra da ober nemet selaou, ha lakat em spered an doare da werza louzeier. Da ziv’heur en devez kenta oa achu hon devez, ha goude, netra da ober nemet gortoz koan.
Goude beza bet epad tri devez gant va aotrou, e ouien gwerza ervad louzeier evit al loened, desket em oa gant eur c’helennour dispar, eun den distagellet mar zo unan. D’an deiz kenta a viz meurz, ar bleiner ha me a ieas hon daou da ginnig louzeier, etre Gwipavaz ha Brest. En ti kenta ma oan eat, e krenen gant va aoun, gouezout a rean n’oan c’hoaz nemet evel eun den o teski e vicher, evel eur c’hrouadur o teski bale, evel eur c’hrennard o teski neun. Koulskoude, en ti kenta deustu e-werzen eur voutailhad louzou mad da zigoenvi ar zaout pa vent koenvet diwar melchen pe eur glazvez all bennag. Lorc’h ennon e trugarekaen ar wreg vad a roe d’in daou bez a eiz real evit ar voutailhad louzou a lezen ganti.
Da beder heur em oa gwerzet c’houec’h boutailhad, ha neuze lorc’h ennon, e tizrois gant va bleiner d’am hostaleri, e bourk Gwipavaz, gounezet mat ganen va dervez. Eur miz am oa tremenet en doare-ze etre Gwipavas, Kerhuon hag ar Relek, ha bemdez e c’hounezen deveziou mat. Eur wech m’em boa gwelet ar parreziou-ze, e oan eat da Sant Thonan, da Gerzent ha da Sant Divy. Er parreziou-ze e rean brao, met allaz ! falloc’h oant eget Gwipavas, an dud ne gomprenent ket kement ar vad a c’halle ober d’o loened al louzeier a oa ganen. Prena reant evelato, met muioc’h difizius muioc’h amgredik oant eget paotred Gwipavaz, ha lavaret e vije great e fallea an dud da gemer louzeier, dre ma pellaen eus Kear Vrest. Koulskoude e sonjen e tlien ober gwelloc’h pell eus an apotikerien eget a dost d’ezo, met n’oa ket gwir.
Beteg-hen eta e zea mat an traou ganen, gounezet em oa ouspenn hanter kant skoed en eur miz, goude paea va boued eiz real bemdez, ha rei ive eiz real all d’am bleinerien er parreziou oan bet enno. Poania ranken evit gwir, bale dre an hentchou diez, lammat awechou dreist ar c’hleuziou, met da vihana em oa peoc’h, e oan va mestr, n’oa ket red d’in lavaret na da Ber na da Baol petra em oa great war an deiz, na goulen petra rajen en de warlerc’h ; dinec’h va spered e kousken c’houek en noz.
Pa oan bet en tiegeziou a zo tro-dro da vourk Sant Divy, e lakis em spered mont d’ober eun tam tro da Blougastel. Kemer a ris e Landerne eur wetur, hag eur pennad goude e oan digouezet e ti kiger braz ar barrez, an aotrou K. Klevet em oa lavaret e oa Plougastel eur barrez pinvidik, eur barrez eus ar seurt ne bartie ket, ha leun a fizians, e klaskis eur bleiner hag a zougefe ar zac’h, hag a ziskouezfe d’in an hent d’an tiegeziou. Heb dale e kavis unan, unan hag a vije bepred goulennet gant ar varc’hadourien a deue da werza marc’hadourez da Blougastel. Setu antronoz vintin ha me en hent gant va c’hanfart, bale reamp, ne zantemp troad ebet. En tiegez kenta n’oa nemet eur wrac’h goz er gear, ar re all a oa en dachen, o kempen ar sivi, setu ma rajomp tro c’houllo. En eil tiegez n’oa en ti nemet eur paotr koz o vutana etal an tan. En trede, ar wreg a oa klanv, hag an ozac’h a oa eat da gerc’hat d’ezi louzou d’ar bourk. Evit troc’ha berr, diou voutailhad am oa gallet da werza abenn an noz. E Plougastel, e doug ar bloaz, ne gaver en tiez na goazed na merc’hed, nemet pa vez teo an erc’h war an douar, neuze ez eo red d’ezo chom en ti. Koulskoude, antronoz vintin e ris ar memez labour, hag ec’h en em gavas ganen ar memez tra, ha n’em oa gwerzet nemet eur voutailhad edoug an deiz. Edon eta o c’hoari koll e Plougastel an arc’hant em oa gounezet e Gwipavas. Dont a reas neuze d’in da zonj eus komzou an aotrou M. pa lavare d’in e rajen abred awalc’h anaoudegez gant ar parreziou fall. Plougastelliz d’am zonj, a zo, an darn vrasa anezo da vihana, tud eus ar c’hiz goz, aoun o deus oc’h sklerijen ar skiantchou a vreman, chom a reont plavet war ar pez o deus ; ne zonjont ket ez eus gwelloc’h en o c’hichen.
Antronoz vintin abred, e kemeris wetur an aotrou K., hag eun heur goude e oan e bourk Dirinon. Gant kalz a blijadur em oa kwiteat Plougastel, lezet em oa an dud da gempen o sivi evel ma c’hententent. Mont a ris en eun hostaleri e bourk Dirinon da c’houlen disken, ha deustu oa lavaret d’in n’oa gwele re ebet, ne c’hallet ket va loja.
« Daonet ! a lavaras an aotrou K. n’e ket eul laer eo an den, heman zo o werza louzeier, hag em zi en deus great diou lojaden, ha paet en deus ac’hanon !— roit eur gwele d’ezan mar gallit. »
« — Gant va gwella bolonte ne c’hallan ket hen loja, a lavaran d’oc’h ! »
Setu me d’ar gar gant va strop, ha div’heur goude oan en Hanvek. Ar barrez-man a zo braz, koad ha brug a zo enni dioc’h an druilh, hag eun niver braz a zaout treut a welen o peuri a gleiz hag a zeou, dre ma ieen eus ar gar d’ar bourk. Mil boan em oa bet o kaout eur gwele evit an noz, m’oarvad Hanvegis va c’hemere evit eun den tec’het eus ar galeou, hag a oa an archerien war e lerc’h. Abenn divez an abaden, p’am oa diskouezet e oa arc’hant ganen da baea, oan bet digemeret gant eur c’here-koun, pe bourreller, hag en devoa eun tam muioc’h a anaoudegez eget an hostizien all. Mont a ris neuze da glask eur bleiner, ha kaout a ris unan, eur c’hart leo eus ar bourk. Leac’h em oa da zonjal, p’e gwir oa ken gouez an dud er bourk, e tlient beza c’hoarz gouesoc’h war ar meaz. Antronoz deustu e welis n’oan ket faziet. Ne dlefen ket a-dra-zur lavaret fall eus tud va bro, an teil ne dlefe ket beza teurc’hiet, rak fleria rafe deustu.
Setu ’ta m’oan eat gant va bleiner da welet an tiegeziou gwella eus parrez Hanvek. En tiegeziou ze holl e oa d’an nebeuta pemp bioc’h ha daou pe dri loen kezeg e pep hini. En hini ebet anezo em boa gwelet an disterra tam louzou evit al loened, ha pa deuas ar pardaez, e c’hallen lavaret evelato e oa eur vuredad en eun tiegez, gwerzet ganen, goude beza bet edoug eun heur o rendael oc’h gwreg an ti. Evelato ne gollen ket kalon, daoust m’oa diez braz va spered, ha sonjal a reen e c’hounezfen antronoz ar pez am oa kollet en devez-ze. Mont a ris eta adarre antronoz gant va bleiner en tu ar Faou. Da greizdeiz n’em oa gwerzet netra, ha d’ar pardaez n’oa ket eat eur voutailhad louzou eus va zac’h. Sonjal a rean neuze e vije bet koulz d’in mont e bro ar Chinoazed da ginnig va louzou, evel chom d’o c’hinnig en Hanvek hag er Faou. Kavet em oa harp d’am zreid, evel a leverer, e broiou hag a zo enno kendirvi gompez da vleizi Koat ar C’hrannou.
Va strop em oa lezet e gar Hanvek, kaset em oa ganen awalc’h a louzeier evit ober daou zevez en Hanvek, hogen deuet oant ganen d’ar gar, nemet an hini em oa gwerzet en Hanvek. Ma oa unan bennag diez e spered, me oa hennez. Antronoz e labouris e Kastellin. Troc’homp berr, ha leveromp n’oa tam gwelloc’h Kastellin eget Hanvek. En Hanvek hag er Faou, peurliesa em oa da ober gant tud hag a oa merket anat war o drem merk an diwiziegez. An dud keiz-ze, ne ouient d’ar mare-ze (1902) netra nemet teurc’hiat douar evel ma vije teurc’hiet kant vloaz a zo, ha gant m’o dije da chakat etre o dent eun tam bara du gant eur bastellig kig-moc’h, ezoant rouaned en o lochou diskempen. E Kastellin n’oa ket mui ar memez tud, eno eo gwelloc’h an douarou, ed puilh a oa er parkeier, an dud gwall ourgouilhus, otus, ne brizent ket traou kinniget d’ezo gant rederien bro. Neuze, o welet e pe seurt stad reuzeudik oan kouezet e berr-amzer gant ar gwella eus al louzeier, e kasis kelou dre orjal d’an aotrou M. da lavaret d’ezan ec’h eno em gavchen e Keraez antronoz vintin. Pa oan digouezet e ti va aotrou, e lavaris d’ezan n’oa ket em zonj kendelc’her gant ar vicher-ze, abalamour da veur a zigarez. Ar boutailhou evit digoenvi ar zaout, a ranken da werza c’houezek real, hogen meur a hini a chine, a lavare oa kalz re ger al louzou evit o ialc’h. Al louzou-ze, eur wech anavezet, dre ma rea dre-oll labour vad, a oa evelkent eaz da werza. E Gwipavaz em oa gwerzet pevar er memez tiegez, dre n’abeg ma ouie ar mestr petra oa al louzou, hag e bro Kerne ne werzen ket unan aliez em devez, dre ma n’oa ket anavezet. Aliez gwech, mestr an ti a vije er park o labourat, hag ar vestrez a lavare d’in ne c’halle ket kemer louzou diganen, heb asant ar mestr. Neuze n’em oa netra da ober nemet lavaret kenavo, ha mont gant va hent, A leiz a dud a lavare d’in : « Ma vije bet ho louzou pevar real, em ije kemeret eur voutailhad, evit gwelet petra eo, met ne fell ket d’in lakat c’houezek real en eul louzou ha n’anavezan ket. »
Setu aze eul loden eus an digareziou a roet d’in en tiegeziou. Darn all a lavare : « Me em eus aze em liorz koulz louzou evel ho peus da zigoenvi va zaout pa deuont da goenvi diwar melc’hen, n’eus nemet frika al louzaouen-ze gant eun tam amann hag eun tam uzul, ha raktal e teu an avel eus korf ar vioc’h. Eun all a lavare : « Aman pa deu eur vioc’h bennag da goenvi, e ve toullet d’ezi he zeod gant eur spilhen, ha pemp minuten goude, eo pare klok ar vioc’h. Me, eme eun all pa ve koenvet va bioc’h, a dap krog em c’haz koz, ha gant eur zizailh, e troc’han eun tamm eus e skouarn, ha n’eus ket gwelloc’h louzou evit digoenvi ar zaout eget n’eo ar goad a ruilh eus skouarn va c’haz, laket en eur banne leaz, ha roet da eva d’ar vioc’h. Me, eme eun all, raktal ma welan eo koenvet unan eus va zaout, a c’horo an hini dosta d’ezi, a sank dounna ma c’hallan al leaz livris-ze e gouzougen hini glanv, hag aliez a benn ma ve diskennet ar veraden diveza enni, e weler ar c’houez o tont diouti evel dioc’h eur zoroc’hel doull. Me, eme gwreg an ti-all, raktal ma ve c’houezet va bioc’h, a sank d’ezi dounna ma c’hallan en he gouzoug eur skour skao kleuz, ha biskoaz n’oun bet manket da barea va zaout koenvet. Me, eme Jaketa, pa welan e vez koenvet unan eus va zaout, a gemer ar bal, raklat a ran al lewezi, ha p’en em gavan gant ar pri a zo flear gantan, e kemeran dioutan eur bouloudennig, hag e sankan ar pri flerius-ze em bioc’h, ha ne vez ket pell goude klanv, raktal e weler he c’hostou o koueza. Me, eme Katell, a ro d’am bioc’h koenvet eun hanter boutailhad troaz koz, ha raktal va bioc’h a zo war-zao, iac’h-pesk. Me, eme eun all, pa ve koenvet va zaout, a sank en he c’hleuz eur minaouet, eur zizailh pe eur gountell, ha raktal ar vioc’h a zo diboaniet, ha pare e nebeut amzer. »
Setu eta an darn vrasa eus al louzeier impliet war ar meaz evit parea al loened korn, pa vent koenvet diwar melchen pe glazvez. Arabad eo eta da zen ebet beza souezet, ma welor an tiekourien o koll loened eus an druilh, ha ma z’eo ken ker ar c’hig, n’eus nemet trugarekaat diwiziegez an dud diwar ar meaz. Ma komzefen aman eus brasa enebour ar c’hezeg, eus ar gwentrou an droug bouellou, pe al laerez, ha ma lavarfen d’eoc’h petra ve great war ar meaz evit parea ar c’hlenved-ze, e lakafen meur a hini da c’hoarzin. Pa ro eul loen kezeg da c’houzout e ve krog an droug bouellou ennan, e ve bervet gwin, leaz livris, pe e ve roet d’ezan souben ar jaodel, e ve laket pepr d’ezan en e benn-adrenv, e ve frotet e gof d’ezan gant eun torchad plouz, e ve great d’ezan lonka dour klouar bervet war a bep seurt bleuniou, darn anezo mad, darn fall evit ar c’hlenved. En eur ger, an tiekourien. p’en em gav ar c’hlenved er c’hraou, a ra bep seurt sismilherez evit esa parea o loened, ober a reont kement o deus klevet lavaret a zo mad da ober. E broiou a zo e ve bervet dour war had teol, war had sklanvez, war deliou brulu, ha kalz a draou all. N’eus nemet ar pez a zo e gwirionez mad ha ne reont ket, an darn vrasa anezo, a lavaran, rak, a drugare Doue, hirio dreist-oll, ez eus war ar meaz unan bennag hag en deus muioc’h a spered en e benn evit en e viz-troad. Rouez int c’hoaz evelato, hag evit pell amzer c’hoaz al louzaouerien kezeg a zo sur a labour war ar meaziou.
Beachet em eus koulz e Kerne, e Leon hag e Treger, bepred etouez al labourerien douar, gwelet em eus ha klevet em eus ive petra reont evit parea o c’hezeg dioc’h ar gwentr. Wardro Keraez, Huelgoat ha zoken eun tam dre-oll e Kerne-Uhel, eman c’hoaz ar c’hiz gant darn, pa ve krog al laërez er c’hezeg, da vont da glask an troc’her pe an droc’herez-laerez. Pa ve en em gavet etal al loen klanv, an troc’her a lavar ar c’homzou-man goustad : « Me ho konjur, krug-laerez vestris, ampoezon ar seiz seurt laerez hag an hanter-laerez, da zortial eus e benn, e empenn, e gorf, e greuz, ha kement ezel en deus (Lavaret aman hano al loen pe hano an den, e liou, e zoare) ha da vont da Venez Are, ha da choaz eno da blas ken ledan a ma kari (Lavaret pemp Pater ha pemp Ave Maria en enor d’an Drinded) setu evit unan.
Evit troc’ha ar boan bouellou (ienien). « An Itron Varia a valeas dreuz nao menez ha nao zeaz, an droug kostez d’ezi a zirollas. Me ho ped aotrou Sant Mathias, ha c’houi aotrou mad Sant Andreas, da lakat an droug kostou hag an oll diezamantchou demeus e vouzellou (lavaret hano an den pe hini an aneval, rei an doare anezan aman) en o eaz. » (Lavaret 7 Pater ha 7 Ave Maria, hag ober seiz tro d’ar c’horf gant an daou zourn digor, stog an eil en egile.)
« Ave, gratia plena, Dominus tecum, tua gratia sit mecum, et benedicta in mulieribus, et benedicta te sancta, et exaudi me, macula peccati prosisti virgo Maria, est autem natus Jesu-Christi filius Dei vivi. Amen. »
30.000 bloaz induljansou da gement kristen a zo er bed katolik, apostolik ha Romen.
Setu aman eun trede doare da droc’ha al laerez :
« Sortez, sortez, sortez, ampoezon, amprevan, deus korf al loen aman prezant, deus e benn, e empenn, deus e gein, deus e zac’h braz ha kement ezel en deus. Krug, krug vestre, me ho konjur en hano Doue, ar seiz seurt laerez hanter, da vont d’ar mor du, d’ar mor ru, d’ar Syrii da gonductor, o gratiam æternam. »
Lavaret raktal eur bater hag eun Ave Maria, en eur denna nebeuta ma vezo gallet an alan, ha goude, pourmen al loen.
Pa ve c’hoant da stanka ar gwad da eun den pe d’eun aneval bennag, e ve lavaret an oræzon-man.
|
« Tri mab just ha leal o vont gant an hent, |
Philip a c’houlas digante : « Da beleac’h e ies da dri ? — Ni c’ha du-man da Jérusalem, da glask lod deus al louzou pehini a stankas da Jezus e c’houliou, hag a stanko da (hano an den) e waziou. — Deus ganen da dri, eme Philip, ha me roi d’it al louzou a stankas da Jezus e c’houliou, hag a stanko da… (hano an den) e weziou, gant ma toui war da le ne ri surpriz da zen ebet. (Lavaret pemp pater ha pemp Ave Maria en enor d’an Drinded, prometi pemp gwennek ive d’an Drinded.)
— Eneb an darvoed — e ve lavaret :
« Darweden, tec’h, tec’h, partout dre lec’h ma da lec’h, treuz nao mor, nao menez ha nao feunteun warek, dizro ac’hane di-zale da venez Are. » Ober nao dro d’an darweden gant ar biz meut glepet gant tuf bep tro, en eur lavaret an orazon-ze ; ober an nao dro a-eneb tro n’heol, ha pa ve great an dro ziveza, ober teir groaz war an darweden gant ar biz meut glepiet gant tuf. Ober al labour ze d’ar gwener kenta eus al loar, suroc’h e ve an darweden da vont da Venez-Are.
Daou vloaz bennag a zo e oan en Huelgoat oc’h ober va foar. Em c’hichen e oa eur plac’h goz hanter vêvez, o werza per hag avalou oa. Kenta diviz em oa, oa gwelet eur wreg iaouank c’hoaz, o tont, tiz warni, da gaout ar sorserez goz. « Deuit ’ta buhan. Mac’harit, al loen a zo du-hont er c’hraou stog e gorf, sur oun eman al laerez o c’hoari-vaz gantan, deuit founnusa ma c’hallfoc’h, pe e varvo ma marc’h. »
Mac’harit a ieas war he strakik…
Pa deuas en dro, eur banne pe daou a vuioc’h en he c’hof, e c’houlennis outi penaoz oa al loen.
« — Eat eo da bourmen anezan.
N’ouzon ket pe he devoa pareet ar marc’h pe n’he devoa ket, met gouzout a ran avad ez eo an doare-ze eun doare koz wardro eno da entent oc’h al laerez pe an droug-bouellou.