Mont d’an endalc’had

Va zamm buhez/Pennad X

Eus Wikimammenn
An Oaled, 1937  (p. 310-313)


PENNAD X


Ar c’hoant dimezi. — An dilez.


Aliez en noz e sonjen oc’h ouzin va unan e oa kalet d’in gouzanv kement a boan spered evit kaout ken nebeut a dra, hag a nebeudou e teuen da heugi oc’h ar vicher a rean, Wardro an deiziou kenta a viz gouere 1901, eur zulvez, gwreg an ti a lavaras d’in e oa he merc’h gosa o vont da zimezi, ha seblantout a rea lavaret d’in e oan c’hoaz abred awalc’h, m’em boa c’hoant d’he c’haout, met me a respontas : « Mad a ra ho merc’h dimezi, he oad hag he skiant a zo ganti, ha me a vezo lawen, m’he gwelan divezatoc’h evurus. » Ennon va unan e sonjen da betra e c’houlennin-me eur plac’h, n’em eus ket eur gwennek war va hano, ha sur da jom war an hent houarn n’oun ket. Mar teufe d’in tec’hout ac’hann, evel em eus ioul pell zo, petra rin-me evit maga eur vaouez da be leac’h he c’hasin ! Setu ’ta ma kemeris perz en eured kaer a oa great en iliz Plouger d’an 22 a viz gouere 1901, hag er banvez roet en devez-ze e Sant Anton. Evit eur gwel e oan lawen, met e gwirionez, e gweled va c’halon e oan glac’haret-oll, rak va mestrez muia-karet a oa o vont gant eun all. A dra-zur em bije kemeret da bried ar plac’h yaouank-ze, fur ha karantezus, ma vijen bet diazezet mat war an hent-houarn, met ne oan ket, ha d’ar mare-ze e oan a-zevri o klask tec’hout.

E maner ar Gergoat d’ar c’houlz-ze, e oa eur plac’hig yaouank, eur voulig vihan eus a Geraez, kaout a c’helle d’ar mare-ze pevar bloaz warnugent. Skuiz oa hi matez er maner, ha c’hoant he devoa ive da gaout eur goaz da c’hounit bara d’ezi. Eun devez, eur zulvez eus Gwengolo 1901, ar plac’h yaouank a deuas da Geraez da welet kerent d’ezi, deuet eus a Vontroulez da welet he zud hag hi war eun dro. Pell a oa ec’h anavezen ar plac’h yaouank-ze, meur a gont a oa bet etrezomp, met morse kont an dimezi. Goude lein, e iajomp holl, tud Montroulez ha re Geraez d’ober eun dro d’an Ivernik. Me a oa kazel ha kazel gant matez ar Gergoat. Goulen a ris diganti ha kontant e vije da zimezi : « Ia, emezi, ma c’houlennit ac’hanon evidoc’h. »

— « Evidon ! a lavaris, n’em c’havit ket re goz evidoch ? »

— « O nan, an oad n’eo netra, ha sur oun e vijen ganeoch, evurusoc’h eget n’eo va c’hoar gant… an hini he deus bet ar gwaleur da rei an dourn d’ezan. Ah ! ar plac’h paour, gouela ran war he zikour, p’en em roan da vad da zonjal en he buez ! »

— « Va Doue ! a lavaris d’ar plac’h yaouank, a dra zur e vefen lawen o timezi, met warc’hoaz marteze ne vezin mui war an hent houarn, ha neuze n’ouzon ket d’ar just petra rafen. » « Oh ! ouspenn war an hent houarn ez eus bara da zebri, ha ma n’eus nemet an dra-ze o c’harz ouzoc’h da zimezi, eo dister ho tigarez, a lavaras d’in ar plac’h yaouank en eur vousc’hoarzin.

— « Eo, a lavaris d’ezi, kalz a draou all a zo c’hoaz o tieza va spered hag o lakat eur voger etre an dimezi ha me. »

— « An dra-ze ne zell ket ouzin, emezi, ha pep hini en em anavez ; evidon e vije bet eun heur a levenez, m’ho pije lavaret d’in e oac’h kontant da zimezi ganen, ha breman c’hoaz e lavaran d’eoc’h ho karan abaoue an heur m’hoc’h anavezan. »

An daelou en he daoulagad, ar plac’h yaouank a gimiadas diouzin evit mont d’ar maner, hag abaoue n’em eus ket he gwelet e Keraez. M’oarvad eo dimezet, hag eat er meaz eus ar vro. Plac’hig paour n’eus forz e peleac’h emaout, e reketan d’it beza evususoc’h evit da c’hoar, ma ne vefes ket, e ve gwelloch d’it beza maro.

Wardro an dek a viz Gwenver 1902, eur mignon d’in, n’em eus mui a zonj piou eo, a lavaras d’in e oat o sevel e parrez P., tost da Gemper, eun ti hag a vije digemeret ennan eun nebeut bugale baour eus an Eskopti. Eno e vije desket d’ezo micheriou a bep seurt, hag ouspenn, lenn ha skriva. Me, lorc’h ennon, a skrivas da aotrou rener an ti-ze a lavaras d’ezan petra ouien da ober, petra rean ha petra oan bet. Eur pennad goude e teuas d’in eul lizer hag a verke d’in mont en deiziou kenta da vaner K. e parrez P. Mont a ris, ha va aotrou a roas d’in kelou mad, a lavaras d’in e vijen galvet raktal ma vije ezom. Setu ma oa lorc’h ennon o vale etre maner K. ha Kemper. En eur dremen dre ar c’hloerdi braz, e teue da zonj d’in eus an nozveziou diveza a dremenis ebarz, nozveziou a c’hlac’har meurbed evidon, ha muioc’h evit va zud.

D’ar zeiz warnugent a viz Genver 1902 eul lunvez vintin, e torris ar chadennou am delc’he galeour e Keraez, rei a ris va dilez eus ar falla toull am eus tremenet drezan biskoaz. Skuiz-maro a spered pemp bloaz a oa, fininouet o tougen chadennou. ar sklavour, e welen pelloc’h o lugerni evidon en dremwel stereden al librente. Ah librente benniget, an den da goll a oar hebken petra dalvezes ! Raktal m’em boa sinet lizer va dilez d’an ijiner, an hini a ranken da henvel neuze « va mestr » !!! a lavaras d’in oa great ganen, e iaje a dra zur va lizer da Vontroulez ! »

— « Evitse eo em eus her great, a zonjen. »

Setu ’ta ma ieas va lizer da Vontroulez, evel emoa c’hoant e iafe. Neuze, p’e gwir n’em oa mui netra da welet e magajen an hent houarn va aotrou a lavaras d’in e c’hallen mont el leac’h ma karien, oan libr da vont da vale m’am oa c’hoant. Setu me da Sant-Anton, skanv va gar, skanv va spered. Neuze e lavaris da dud an ti ar pez a oa c’hoarvezet. Ar re-man a lavaras d’in em oa great fall, e oa gwelloc’h d’in mont da Vontroulez, ha rei da anaout d’an aotrou Ijiner evit pe seurt digarez e tec’hen dioc’h an hent houarn. Pep hini a lavare e glapad, met me ne selaouen hini ebet anezo da vad.

D’an eil a viz c’houevrer, e teuas eun aotrou eus a Vontroulez da ober paeamant ar miz da Geraez. Er bureo e lavaras d’in e oan c’hoaz abred awalc’h da zizrei diwar va zonj ; m’em boa keuz d’ar pez am oa great, e c’hallen c’hoaz beza digemeret er gompagnunez. — Nan, a lavaris, ar pez zo great, zo great ! ho trugarekaat a ran evelato, aotrou P.

— Ho polontez bezet great, a lavaras d’in an aotrou ! Neuze, ganen em godel an dek lur ha pevar-ugent diveza a douchen diwar an hent houarn, e kemeris an hent da vont da Sant Anton da zebri va lein. Antronoz da unnek heur, paotr al lizerou a roas d’in eul lizer, ha warnan oa merket : « Aotrou ker Goude beza sonjet ervad el labour a c’hellit da ober e K. ne welan ket e vije ezom ac’hanoc’h, da vihana evit deustu, rak sonjet em eus abaoue lakat seurezed da ober al labour-ze !

Pouf ! setu me er zac’h ! eun dro vean em oa great e K. parrez P. Piou a oa bet oc’h ober va boutou, ne ouezan ket. Gouzout a ran avad mat e oa an aotrou rener lawen ouzin, pa oan betoc’h e welet, ha kaout a rea d’in e vijen bet digemeret eno gant unan eus ar re genta, ha dre-ze e fizien beteg m’am oa lennet al lizer am eus komzet anezan uhelloc’h, hag a vije bet gwelloc’h digemeret eiz dez kentoc’h. N’eus forz ! a zonjen, va diwesker n’int ket sounnet, va diwrec’h zo divac’hagn, ha va zeod a zo fregann ; gant ar re-ze e vezo great eun dra bennag. Mont a ris neuze ken seder ha tra, da gaout an aotrou M. eus a Geraez. Er gear e oa, pa en em gavis. Konta ris d’ezan neuze va histor hir, hag hen ive neuze a lavaras d’in : « Abenn ma c’hallin ho kemeret da werza louzeier evit al loened, e vezo red d’in skriva d’an ti, ha kaout respont digant an aotrounez M. F., neuze hebken e c’hallin rei d’eoc’h louzeier da werza. Mont a ran da skriva raktal, hag abenn pevar pe bemp dervez, em bezo eur respont, fall pe vad evidoc’h. »

Kennerzet gant ar c’homzou-ze, e kemeris hent Sant-Anton. Eno, em c’hamprig, em gwele, e lennen al levriou a goueze dindan va daoulagad, hag e c’hortozen al lizer d’en em gavout. Ar respont a erruas pevar devez goude ar goulen, hag evidon e oa kelou mad.