Va zamm buhez/Pennad VI
Tri miz nemed eiz dez oa bet va soutanen ganen c’hoaz goude m’em oa klevet ar c’helou doanius. Wardro hanter miz here 1893, e lavaris d’an aotrou kure dont ganen beteg an ti, evit lavarout d’am mamm ar c’helou spontus eviti. Ar beleg mad a deuas, hag a neubeudou e lavaras d’ezi n’en em gaven ket galvet da vont da veleg, em oa dibabet eur stad a vuhez hag a ioa enni nebeutoc’h a drubuillou, mont a rean da Frer da Bloërmel.
Ar frered, emezan, a ra ar memes labour gant ar veleien, kelen a reont ar vugale war ar mad, ha deski reont d’ezo o c’hreansou. Petra zo kaeroc’h ?
Va mamm a gredaz brao an dra-ze, hag hep re a c’hloaz, e lonkaz ar c’halir c’houero.
D’an dregont a viz here 1893, e oant eat da gouskat da di ar Frered e Montroulez, hag antronoz vintin, goude beza lezet er gouent se va saë du e kemeris penn an hent evit mont da Bloermel. N’em oa ket muioc’h a c’hoant da veza Frer eget n’em oa d’en em deuler diwar bont braz Montroulez. Koulsgoude, red oa d’in beva, hag ober seurt pe seurt.
Sonjal a rean e talvezfe d’in marteze eur wech bennag va deskadurez, ha ma teufe d’in tapout va « brevet » e Ploërmel, e vije eaz d’in beza mestr-skol, zoken dindan ar c’houarnamant.
Antronoz ma oan erruet er gouent, e tigoueze gouel an Holl-Sent. Lidou kaër meurbed a welis eno, mez va spered a oa gant va bara. Ar pez a glasken oa kaout leoriou da zeski kaout va brevet ar c’henta vije ar gwella. Hogen, ar re-ze oa kuzet ouzin, ha ne welen en-dro d’in en novisiat nemed leoriou an Histor-Santel ha Manuels de piété. Va c’halon a oa dizec’h, ne gaven na saour na blaz gant al leoriou-ze. Adaleg ar mintin pemp heur, beteg an noz eiz heur hanter, n’em oa da ober nemed pedi, hag en em zelc’her evel eun eal beo. Mar tigoueze d’in trei va fenn en eun tu pe du, lagad ar Frer a bare warnon kerkent. Na pegen truezus eo stad ar re a zo red d’ezo tremen o deiziou en eun doare ken striz ! Gwelloc’h eo eun tamm mat beza maro evit beza beo, pa ranker trement eur vuhez a sklavour : perinde ac cadaver.
Pa sonjer en deus ar c’houarnamant gortozet an ugentved kantved abenn chench en holl draou-ze…
Nao miz bennag goude ma oan en em gavet e Ploërmel, e ranken en eun doare pe doare beza bet flatet, diskuillet d’ar Frer Rener. Ar Frer Rener eta a rankas beza klevet eun diaoul a dra diwar va fenn, rak laket oan bet da walc’hi ar plajou goude ar prejou. Kement hini ahanomp a vije ezom delc’her lost d’ezan, a vije e blas er gegin raktal goude ar pred, hag evit e boan e ranke torcha al listri. Ar Frer Gardian, prennet mad e vuzellou, e zaouarn en e vanchou, a jome da ziwall ahanomp e doug al labour.
Wardro an deveziou kenta a viz Kerzu 1894, an Tad Rener eus a Boitiers a ioa douetus o tremen dre Bloërmel, hag a deuas d’ober d’eomp eun tamm prezegen. Tomma rea va c’halon outan daoust ma oa nao bloaz abaoue m’en doa tamallet ahanon da veza torret eur weren war e brennestr. Goulen a ris mont da lavaret eur ger d’ezan, hogen n’oa ket bet darbed d’in beza bet aotreet. M’oarvad va zad Rener gwechall ne lavaras ket kalz a vad diouzin d’am breur-Rener a Bloërmel, rak eiz dez goude, pa oan o tisken eus an dortouer evit mont d’ar chapell, da bemp heur diouz ar mintin, ar Frer Gardian a roas d’in eun taolig war va skoaz :
« — Frère Florus (hennez a oa va hano nevez), emezan, venez par ici, et allez voir le Frère Directeur. »
Me zonje d’in ne ouie ket c’hoaz ar Frer Rener d’ar mare-ze eus an noz ped c’hoanen a ioa krog en e zivorzed, ha padal, ar paotr a ioa divorfil kaer en e gampr oc’h va gortoz. Krag oa e zaoulagad, evel daoulagad an aer er c’hleuz. Setu me o selaou va setans :
« — Goude beza taolet piz evez warnoc’h epad an trizek miz ho peus tremenet en hon touez, n’hor beus ket kavet d’eoc’h galvidigez ebed evit beza Frer. Ne alian ket ac’hanoc’h da vont en eur gouent all, awalc’h a gouentchou ho peus a-vreman darempredet. Dizalia ran ac’hanoc’h da vont er Gelennadurez rak droug a rafec’h eleac’h vad. Setu aman arc’hant evit mont d’ar gear ; ho tud a oar e tleit digouezout, rak an arc’hant-man a zo deuet diganto. Kenavo er Baradoz ! »
Ar Frer gardian a deuas da doull an nor borz, da ziskouez d’in hent ar gar. N’oa ket c’hoaz deiz, pa oan er Brohinière. Chom a ris da gouskat e Plouigno, e ti va moereb, intanvez, bloaz a ioa.