Va zamm buhez/Pennad IX
Eur mignon d’in Yann R., eus parrez Kleden, a oa d’ar c’houlz-ze karget da gempen hentchou bihan Plouger, debri ha kousket a rea ive eveldon e Sant Anton. An den man a vije bepred lawen, kana rea evel eun eostig, c’houitella, c’houibana, ha gantan e vije kavet berr an amzer, rak bepred en dije eun dra bennag a nevez da gonta, eun histor pe eur marvailh. Eun devez Yann ha me a en em glevas da ober eun tam gouel e Sant Anton, evit didui tud an ti eun nozvez bennag. Setu oamp en em glevet da ober eur c’henveradeg soniou. Pep hini ac’hanomp a raje e zon hag he c’hanje dirag tud an ti ha daou pe dri eus an Tinevez. Setu ma c’h en em lakas ar baotred d’al labour. Me a reas eur werz ; Kimiad ar Misioner, ha Yann a reas eur zon Giziou koz ha giziou nevez.
Ar merc’hed o devoa mall da welet nozvez ar c’hourennadeg o tont. Dont a reas, ha goude koan en nozvez-ze, daou pe dri eus an Tinevez a deuas da Sant-Anton da varnerien war hor zoniou. Ar c’hafe a oa war an tan, an diou dousen krampouez gwiniz, lardet a zoare, a oa en armell gant an diou voutailhad Lagout ha Malaga.
Azezet oc’h an daol, Yann a grogas gant e zon, ar varnerien hag ar varnerezed, azezet etal an tan, a zelaoue, a c’hoarze awechou. Pa oa achuet gant Yann, e teuas va zró-me. Just d’ar c’houlz-ze oan raoulet, setu ma rankas unan eus merc’hed yaouank Sant Anton kana va gwerz em leac’h. Houman a ganas gwella ma c’hallas, gant eur vouez dudius. Pa oa achuet ar ganaouen, oa deuet ar c’houlz da voti. Met penaoz ober, p’e gwir den n’en devoa karten. Setu ma tirollas ar c’hoarz, ha mac’h en em lakas an dud oc’h taol da eva ar c’hafe ha da zebri ar c’hrampouez lardet. Oc’h taol, dén n’oa bet inouet, den n’en devoa c’hoant kouskat, rak Yann, tommet mat d’ezan, a zisplegas d’eomp Disput ar gegin, pe Meuleudi kegin kure Sant Yann ar Biz. Koulskoude, war dro eun heur goude an hanter-noz, gwreg an ti a lavaras e oa deuet ar mare da vont da gouskat, hag evit ober ervad ar votadeg, e roas daou ibil da bep hini eus ar varnerien, eun ibil berr hag unan hirroc’h, hag e lavaras : « An ibil berr a vezo evit Louis, hag an hini hirr evit Yann ; taolit breman er boned an ibil a garfoc’h, hervez ho koustians hag an hini eus an daou c’hourenner en devo an nebeuta ibilien war e hano, eo a ranko paea ar c’hafe, ar c’hrampouez, al lagout hag ar Malaga. » Pa oa tennet an ibilien deus ar boned, ez oa tri ibil hirr ha c’houec’h verr. Ar maout eta a oa d’in-me. An dud a strake o daouarn, a c’hoarze, a iouc’he ha goude beza evet holl peb a vanne, pep hini a glaskas e wele, ha poent oa achui an abaden.
Koulskoude, Yann ac’houdevez n’oa ket lawen oc’h tud an ti, kaout a rea d’ezan oant en em glevet evit rei ar maout d’in-me, flipata rea ac’hanomp bep ar mare, ha dihanet tre oa da gana ha da c’hwitella, pa vije lavaret d’ezan distaga eur zon, e lavare : « Perag ne livirit ket da Louis kana, gwelloc’h evidon-me e ra. » Ar paotr eta oa droug ennan, anat oa.
Eun nozvez, goude koan, me lavaras d’ezan e vijen lawen oc’h ober outan eur c’hourennadeg all, hag en taol-man e vije peb a histor da gonta etal an tan goude koan. Ar paotr a asantas, hag a lavaras « An hini a gollo a baeo kafe, kouignou, lagout ha Malaga d’an holl, hag a roio eiz real d’ar gounider. En taol-man ne vezo ket c’hoariet gant ibilien, met pep barner en devo eun tam paper evidout, merket warnan da hano, ha. kement all evidon-me. »
— « A zo mad, a lavaris d’am c’hengourenner. »
— « Great an traou, a lavaras Yann, va histor a zo great, hi gouzout a ran dre n’envor. »
— « Va hini a zo c’hoaz da ober, emeve. »
— « Pemzek dez a roan d’it d’he ober, met m’oar vad, en taol-man e kolli, rak kaera kontaden zo e Breiz eo a lavarin. »
— « Gwelet e vo, a lavaris. »
Pemzek dez goude eta, wardro miz genver 1901, e oa adarre tud an Tynevez azezet etal an tan e Sant Anton, barnerien oant gant tud an ti, hag evit an eil gwech o devoa da lavaret pe Yann pe me oa ar gwella da ober soniou ha da gonta kontadennou. Pa oa digoret an abaden, Yann a grogas, hag e pad eun heur-hanter, an dud a vennas mouga o c’hoarzin gant an histor fentus a gontas. « Mab ar marc’hadour mezer. »
Pa deuas va zro, me a grogas ive gant va c’hontaden, unan savet ganen aratoz-kaer. N’oan ket bet eun hanter-heur oc’h he c’honta, ha pa m’oa achuet, gwreg an ti a lavaras : « Oh ! evit en taol-man n’eus ket ezom da voti evit gouzout gant piou e za ar maout, evidon-mene nac’han ket, a roio va mouez da Yann, histor Louis n’eo nemet ar skeud da hini Yann, n’eo ket eun tanva d’ezi !… Oh nan avad, Louis Floc’h, a lavaras eun all, koll oc’h, hag a galz ! Allaz ! a lavaras eun all n’och ket evit Yann da gonta historiou avad ! »
Pep hini a veulas Yann hag e histor, ha me n’am oa bet tam meuleudi ebet evit va hini. Setu ma rankis paea ar skoden, ha rei eiz real da Yann. Ar paotr a oa lorc’h ennan, kana rea, ha lawen e vije bet o chom edoug an noz da zidui an dud a roe mel d’ezan da lipat. Koulskoude wardro eun heur goude an hanter-noz, pep hini a ieas d’e wele, lawen goude eun abadennad plijadur. Ar pez a glaskemp holl e Sant Anton, oa lakat Yann da ankounac’haat ar c’holl en devoa bet er c’hourennadeg genta, ha red oa evit-se, hen lakat da c’hounit en eil abaden, hen sevel d’an nec’h, en eur zisken ac’hanon-me. Digouezet oamp, deuet oamp a-benn oc’h hon taol, ha pelloc’h goudeze, Yann a vije lawen evel ar Spered-Santel. Kana rea muioc’h-mui, konta rea d’eomp marvailhou a bep seurt, hon didui a rea holl er goanvez 1900-1901.
Tri bloaz a oa, em oa eun nebeut koloennou gwenan, darn e koat, darn e plouz. Laket em oa em spered e c’hallchen eun devez beva dinec’h ha digabestr gant an arc’hant em bije deus mel, koar ha gwenan, ha dreze e poanien da gaout eur bern braz a goloennou. Beza’ em oa e 1901, seiz kesten ha tregont, leun a wenan, ha sonj em oa da gaout wardro kant, abenn daou vloaz goude.
Allaz ! arc’hant da brena gwenan n’em oa ket, rak va zud a c’houlenne diganen ive bep a amzer eur gwennek bennag, setu e vijen en doare-ze bepred o tougen eur ialc’h c’houllo. Kement gwennek a jome ganen goude beza paet va boued, a iea d’am zud pe d’ar c’halvez a rea d’in keloennou nevez evit loja va gwenan. E Keraez eta e oan paour evel eur raz-iliz, n’em oa nemet va gwenan war va hano, ha warno e fizien evit terri ar chadennou milliget am delc’he sklavour, muioc’h sklavour eget na z’eo ar galeour e Cayenne, er Guyanne. Bemdez e Sant-Anton, e welen tud an ti o labourat a-zevri, gwech e vije start warno, met gwech ha gwech all ive al labour a oa muioc’h eur c’hoari eget eur boan wirion. Klevet a rean Jozon o c’hwitella, o kana en eur labourat, hen gwelet a rean bepred lawen, e oa an den-ze kalz evurusoc’h egedon, rak me a vije bepred va spered a seblante beza dinec’h, hag e sonjen ennon va unan e spered enkrezet, aoun em oa na rajen ket mat va labour, ha va c’halon a oa glac’haret, o sonjal pe seurt stad a vuez a renen e gwirionez. Bep an amzer, o vont eus a Zant-Anton d’ar gar, e teue d’in da zonj eus komzou re wir ar barz koz Virgil pa lavare O fortunatos nimium sua si bona norint agricolas. » « O na pegen evurus e ve al labourerien douar, ma karfent anavezout o eurvad. » Ar c’homzou-ze a zo hag a vezo bepred gwirion, met allaz ! n’int ket, ha ne vezint morse gwir evit an tiekourien na zellont nemet oc’h an tu fall o deus, hag oc’h an tu mad o deus an dud all. »
Ped gwec’h n’em eus ket klevet Jozon o lavaret d’in : « Te a zo brao d’it, a peus da douch tri lur ha pevar-ugent bep miz, ha me n’em eus netra da ober nemet terri va c’horf bemdez da c’hounit arc’hant d’am aotrou, ha da fin ar bloaz ne jom ket eul liard ganen. Jozon, ha kalz a re all eveldan, ne zonjont ket e c’hounezont bep bloaz peadra d’en em vaga, d’en em wiska, ha da vaga ha da wiska kaer pemp pe c’houec’h a vugale. Ma vije bet red d’in-me ober kement all gant va zri lur ha pevar-ugent ar miz, m’oarvad e vijen bet laket nec’het. Setu pa ve sonjet mat, eun tiek evesiant, a c’hounit bep bloaz muioc’h a arc’hant eget na ra an darn vrasa eus ar vicherourien vad. War an hent houarn e Keraez er bloavez 1901 e c’hounezen tri lur ha pevar-ugent c’houec’h gwennek, da lavaret eo mil lur ar bloaz. Rei a ranken wardro c’houec’h kant lur evit va boued hebken, setu e chome ganen pevar c’hant lur da gaout dilhad ha butun da lakat em fri. Abenn m’em bije kaset dek lur ar miz d’am zud, c’hoariet eun tam va faotr yaouank, e vije great sac’h-lip d’am ialc’h.