Va zamm buhez/Pennad III
Va iontr ha va moereb va digemeras eus ar gwella, ha goude lein, va zeir geniterv ha me a ieas d’ober eun dro vale da vourk Plouigno. Wardro kuz heol, em oa lezet an teir blac’h iaouank da vond d’ar gear da sikour o mamm da ober he labour. Me a ieas daved va iontr, a oa en devez-ze o labourat etal gar Plouigno, en tu Montroulez. Evel ma oa kustum, an tonton Laou a ranke lipat eur bigorn en hostaleri ar gar, ha me a ieas d’he heul en ti. Me, pa m’oa evet eur banne, a gave d’in em oa trawalc’h, hag a deuas er meaz da gemer an ear iac’h. Demdost da gloued an hent houarn, diou blac’h iaouank a zivize, a c’hoarze. Me a zonje e ranke Soazig, va c’heniterv, beza unan anezo, ha mont a ris beteg eno, lawenik.
Pa oan tost d’ezo, e welen n’oa ket va Saozig ganto, hag e oan o vont da dec’het diouto, n’o anavezen ket, n’em oa ket ezom d’en em emell deus o c’hoziou.
— Ne gleves ket, paotr koant, Mari aman he deus c’hoant ober eun dousik diouzid ! a lavaras unan anezo. Te a zo kenderv da Saozig Trojoa, ne ket ta ?
— Ia, emeve, en eur zistrei oc’h an diou blac’h iaouank.
An diou ganfartez iaouank a deuas beteg ennon da gaozeal ganen. Mari a oa he elin deou war skoaz gleiz he mignonez, c’hoarzin a reent o diou ouzin, tan ar garantez a lakea o c’halonou da virvi. Me ive a verve va gwad em gwazied, o sellet oc’h ar gened a bare splann war taliou diroufen an diou blac’h c’houezek vloaz. Evit ar wech kenta em buhez, e santis nerz ar garantez o kemer va c’halon hag o lakat da drelli va daoulagad. Chomet e vijen bet da gomz gant an diou douken iaouank epad pell amzer, ma ne vije ket deuet va eontr d’am galver da vont gantan d’e di gard e Trojoa. C’hoant awalc’h am oa da ziskouez va c’harantez d’an diou blac’hig koant, met sonjal a rean oa pec’hed pokat d’ar merc’hed iaouank, hag e kwitaïs anezo, va c’halon broudet gant kleze ar garantez.
Pelloc’h goude ne welis ken an diou heizez iaouank, daoust ma ’z oun bet meur a wech e Trojoa. Koulskoude, pep tro ma tremenan dre c’har Plouigno, e ran eur zell war al leac’h em oa bet an eurvad da welet ar plac’h kenta a entanas va c’halon. Abaoue ive e prizan ar c’hoef-touken war an holl goefou a Vreiz-Izel, rak seblantout a ra d’in gwelet dindan ar c’hoef-ze lagad koant va mestrez kenta o lugerni evel eur c’hef-tan alaouret.
Antronoz da ziv heur goude lein, e kemeris an trein ha wardro teir heur e oan e gar Lanndi. Eur c’hart heur goude, va c’halon a dride o sellet oc’h kloc’hdi va farrez, n’em oa gwelet bloaz a ioa. Ar pardaez a oa o tont, pa oan oc’h en em gaout er gear. Va mamm a oa war an daol o wriat, etal eur prenestr bihan. Sebezet oa bet p’am gwelas, rak ne oa ket oc’h va gortoz. Va zad a oa aet da wriat war ar meaz, d’ober enn dillad justin a oa red o c’haout abenn Sul bras ar Rozera. Me oa azezet e kougn ar c’heuneut, etal an tan, p’en em gavas va zad dioc’h e zervez. Va mamm kerkent a lavaraz d’ezan oan en em gavet er gear.
— Pegwir eman o klask poan ? a lavaras va zad.
Me a lampas gantan evit pokat d’ezan.
— Ha petra ri breman, va mab kez ? a c’houlennas ouzin.
Va mamm n’oa ket bet nec’het evit kavout respont :
— Da Lesneven e zaio e c’haol en deiziou-all-man.
Me ne lavaren netra, hag a leze ober.
Pell a oa e vije va mamm bep lun e Lesneven o werza koz-dillad nevez great gant dillad koz. Oc’h ober an tammig kemverz-ze e talc’he bara d’he bugaligou. Va zad a laboure koulz lavaret noz ha deiz, hag aliez sul-gouel, evit sikour va mamm da ober bonedou rond ha chosouneier mezer, tennet deus mantellou koz.
D’ar mare-ze, an aotrou E… a oa person e T… demdost da Lannilis. Eul lastez kar oa d’am mamm, eun den a galon oa ive, red oa gwelet hag hen a roche enn dra bennag da sikour paëa ar skolaj evidon.
Eul lunvez da noz, goude he marc’had e Lesneven, va mamm a gemeras penn an hent evit mont war droad da Lannilis da loja. War an hent e kavas eur vaouez vad, bet e Lesneven o werza priach, hag a lavaras d’ezi sevel er c’har, e vije kaset war hed tri-c’hart leo eus he lojeiz.
Antronoz vintin va mamm a ieas da T. P’en em gavas er presbital, oa an aotrou E. er gegin, echu gantan e oferen. Goude m’he devoa kontet va mamm he c’haoz, ar beleg a lavaras d’ezi e ranke va gwelet, araok mac’h asantche rei evidon eun dra bennag e skolach Lesneven.
Eur sadornvez goude lein, divez miz here 1885 oa, va mamm ha me a ieas war droad da gouskat da, Lesneven ; demdost da hemp leo hor boa da ober.
Antronoz, raktal goude an oferen, e kemeremp penn an hent evit mont da T. peder leo hanter eus Lesneven. Ar gousperou a oa oc’h echui pa en em gavchomp er bourk. Mont a rachomp raktal d’ar presbital, ha kaout a rachomp ar eontr er gear. Hogen eur vadiziant a ioa er porched, me a ieas da gana an Te Deum, evit diskouez d’am eontr beleg e ouien kana. Pa oa echuet ar vadiziant, e teujomp hon daou d’ar presbital. Neuze ar beleg a c’houlennas ouzin perag n’oan ket chomet e Poitiers.
— N’en em blijen ket keit-se eus ar gear, aoun em oa na vije marvet va zud gant ar rann galon, ha kalz a draou all c’hoaz a ioa o nec’hi va spered.
Abenn divez an abaden, ar beleg mad a lavaras e roje dek lur bep miz evit sikour paëa ar skol evidon. Kalon va mamm a dride, me ive a oa lawen. Antronoz vintin, goude beza poket start d’am eontr beleg ha d’e c’hoar, e pignen asamez gant va mamm en eur c’har a dlie hor c’has beteg Lesneven. Va mamm a reas he marc’had, ha me a droidellas e kear, da c’hortoz ar pardaez. Araok pignat er c’har hon c’hase da Vodilis, va mamm a ioa bet o kavout Rener ar skolach, o lavaret d’ezan e tlien en em gavout d’al lun warlerc’h 2 a viz du 1885. Setu me a wel da veza kraouiet evit eur pennad mad.
Al lunvez-ze a erruas re vuan. Pa oan o tebri va lein en eun hostaleri e Lesneven, eur vaouez pinvidik eus a Winevez, a oa em c’hichen, hag a gomze oc’h va mamm :
— Hag ho mab a zo o vont d’ar skolach, a c’houlennas-hi.
— Ia, ia, eme va mamm, en drede klas e za.
— Va mab d’in-me a zo ive en drede, a lavaras ar vaouez pinvidik.
— Gwasa zo, eme va mamm, heman ar paourkeaz paotr-man, a zo paour raz, ha mil boan em bezo o telc’her bara d’ezan, rak pemp all a zo c’hoaz er gear.
— Deuit ganen-me bremaïk, maouez, a lavaras plac’h Gwinevez d’am mamm ha me a gaozeo gant Keginerez ar skolach, ha mar teuan a-benn eus va zaol, ne gousto ket eul liard d’eoc’h maga ho mab.
Va mamm geaz ha me a valee skanv warlerc’h mamm ar beleg a zeuaz goude Misioner er C’hanada. Wardro div’heur e iajomp d’ar skolach, hag eur pennad goude e oamp o varvaillat gant keginerez ar skolach.
— Heman ar paotr-man, Mari, ne vezo tamm ebet falloc’h evit sikour ac’hanoc’h da walc’hi al listri, ha c’houi, evit e boan, a roio d’ezan souben kig ha bara chomet en dilerc’h ar skolaerien.
— Oh ia avad, eme va madoberourez, leiz e gof en devo bemdez ma kar va sikour da zistaolia da vare lein ha da vare koan.
Setu ’ta, trugarez da vaouez Gwinevez, ma oa tennet eur beac’h pouner diwar diouskoaz va zad ha va mamm geaz. Diou wech bemdez, raktal m’em bije lipet va zouben, e tennen digant ar skolaerien ar plajou, an derinennou a ioa ar re war an taoliou, hag e kasen anezo d’ar vatez da walc’hi. Neuze e teuen da zebri ar pez a vije roet d’in, ha kerkent ma vije lipet an askourn, e kemeren eun torch-listri, hag e sikouren ar vatez, va madoberourez, da sec’hi ha da renka al listri. Gwech ha gwech e chome e dilerc’h va c’henskolaerien tammou bras a gig-moc’h, hag en doare-ze, bep lun, e c’hallen rei d’am mamm a deue d’am gwelet, peadra da derri o naoun d’ar c’hoarezed ha d’am breur er gear.
Eun devez, sonj em eus evel pa vije deac’h, e oan o pourmen war an dachen pa deuas eur paotr eus ar c’hlas uhela da chacha war va roched, a deue er meaz eus va bragou !
Eur c’hoarz a savas, an holl a deuas trum en-dro d’in, da
weled petra ioa c’hoarvezet. Neuze ar rhetorisian a lavaras d’ar
c’hanfarted :
— Voyez sa culotte de missionnaire ! Mettons chacun deux sous, et on va lui en payer une neuve ! »
Kerkent ar peziou daou wennek a gouezas puill e tok ar paotr iaouank, hag antronoz me em oa eur bragez hag eur sae-stamm nevez da wiska.
Lorc’h a ioa ennon, daoust m’em oa bet eun tammik mez.
Nag a blijadur em eus bet e skolach Lesneven epad tri bloaz ! Mennout a ran gouela, pa zonjan hirio en amzer evurus em eus tremenet er skolach sioul-ze, eleac’h n’em eus bet nemed mignoned. Pa ian da Vrignogan, e sellan bep tro oc’h an aod eleac’h e vijemp bep bloaz da C’houel Iann o neuial. Nag a ebat hor bije eno o c’hourvez war an teven, pe o redeg etouez ar reier goloet a vezin glaz. Nag a blijadur hor boa o vont bep sul goude ar gousperou da ober eur valeaden da Sant-Egarek, eur c’hart-leo eus kear. O leac’h dudius, n’ez ankounac’hain biken !
Pa deue miz gouere, pa vijemp krog gant deveriou ar priziou, neuze, da veurz ha da iaou goude lein, e iamp holl da neuial da lenn Penmarc’h, e parrez Sant-Fregann. An heol tomm, ar parkeier leun a ed melen, ar girsier marellet gant bokedou a bep seurt liou, a ioa evit ar skolaerien iaouank eun daolen dibriz a c’hened dispar. Skolach Lesneven a zo bet a viskoaz brudet evit beza gant ar re wella a zo en Akademi Raozon.
Me a en em gave deus Poitiers, eleac’h n’oa ket war dost ken krenv ar skol. Biskoaz e skolach ar Jezuisted n’em oa klevet lavaret e vije roet gwerziou latin da ober. Hogen, deustu en devez kenta e Lesneven, e ranken kregi da ober al labour-ze. Va c’henseurted a oa ganto er c’hlas peb a leor hanvet : Gradus ad Parnassum. Me ne ouien hano ebet eus al leor-ze, ha pa oa roet unan d’in, ne ouien ket petra da ober gantan.
Antronoz vintin e oa deiz al littérature grecque. Va c’henseurted o devoa abenn ar bevare a viz du boulc’het al labour-ze, ha me a oa evel eur genaouek, ne ouien ket zoken skriva hano ar barz brudet Homère skriva rean : Au maire ; Et radote. eleac’h Hérodote. Biskoaz n’em oa klevet hano eus a gement all !
Boutet en eun taol abalamour d’am oad er c’hlasiou uhel, ne c’hellen ket gouzout ar pez a vije desket er c’hlasiou izel. Ne ouien na tamm istor grek na tamm istor an amzer goz e Rom. Setu ma oan evel eur genaouek etouez va c’henseurted o devoa holl tremenet dre ar c’hlasiou izel. Evelse n’oun bet biskoaz krenv em c’hlasiou, diez e vije bet d’in beza. Ouspenn, kustum da veza ato tostoc’h d’al lost eget d’ar penn, e talc’hen mad d’am renk, rak biskoaz n’em eus bet ioul da veza da genta. Evelse, pa deue mare ar priziou, ar mare da vont d’ar gear, e vije gwelloc’h ganen gwelet piou a roje d’in eur bragou koz, eur vantell goz, eget gwelet piou a roe ar priziou. Gouzout a rean e pliche muioc’h ar re-ze d’am zud eget leoriou ru ar skolach. Er bloavez 1887, em oa dastumet eur zac’had brageeier koz hag eur zac’had mantellou, roet d’in gant heman ha gant henhont. Eur zac’had bara hag eur banerad kig moc’h em oa bet ive, peadra evit ar gear. Evelse va zad a oa lorc’h ennan о капа er c’har en eur vont d’ar gear. О kerc’hat ahanon me oa bet, hag eur banne bennag en devoa lipet war an deiz gant eun amezeg koz d’ezan, hag a oa d’ar mare-ze goveller e Lesneven.
Pemzek dez goude ma oan en em gavet er gear, e teuas paper d’am zad eus ar skolach. Arc’hant bras a ioa da baea eno, tremen daou-c’hant lur dilerc’h a verke ar paper.
Me neuze, diez va fenn, a skrivas d’am eontr beleg, evit goulen outan bag e sonj e oa da baea evidon. Lavaret a ris d’ezan ouspenn em oa great va zonj da vont da vartolod, e oan о vont da Vrest da glask beza digemeret er Fourriered, ne feile ket d’in kendelc’her gant ar studi beleg.
Eur mignon d’in eus Bodilis va foulzas ha va zouellas, en eur lavaret d’in e vijen kalz evurusoc’h, e vije ebatoc’h va doare evel martolod eget evel beleg.
« Pa vezi martolod, a lavare hen d’in, e c’hounezi deustu arc’hant founnus, e c’helli deustu rei sikour d’az tud. Ma zez da veleg avad, e peus labour gortoz c’hoaz, ha da dud keiz a vezo bepred dindan о beac’h ganez. Setu aze eman da dad о terri e gorf e gopr-eost, ha te koulz ha me a zo dre aman о trei mein da zec’hi. Deomp da vartoloded hon daou, kemeret e vezimp da skriva er bureoiou. »
Tri pe bevar devez goude, ec’h en em gave eul lizer digant va eontr-beleg ha lavaret a rea d’in n’oan nemed eur farser, eur penn-skanv. Va c’hoar eo a lennas al lizer d’am mamm, ha p’en em gavis en ti evit debri va c’huchen batatez kroc’hen hag ail, e oant о diou о ouela etal an oaled. Va mamm neuze a lavaras :
« Te, va mab eo ar c’hosa eus va bugale, ha ganes eo em eus ar pounera kroaz. Gwel, eman echu dija ganes da studi, er bloaz a zeu, ma ves kontant e zi d’ar seminer, e vezi evurus, ha ni ganes. Hag emaoud e sonj breman freuza al labour great, ec’h ankounac’haes ar boan hor beus bet ganes, da dad ha me ! »
Gouela rean, ha pokat a rean a-greiz va c’halon d’am mamm ha d’am c’hoar en anken. Goulen a ris pardon onto, ha raktal e skrivis d’am eontr, da lavaret d’ezan e kendalc’hen gant va studi, em oa keuz da veza re vuan selaouet va mignon toueller.
Goude ’n eost 1887 oan eta eat adarre d’ar skolach, er rhetorik e iean. A-zevri oan en em laket gant va leoriou, rak e miz gouere 1888 oa d’in tremen kendamouez (examen) ar Seminer. Ouspenn, breman em oa c’hoant mont d’ar Seminer, evit tec’hout eus ar vicher soudard. Va zad a oa bet e Landi o tenna em leac’h d’ar billed, ha tennet en devoa an niveren 134, war 167 a oa en tenn er bloavez-ze e kanton Landi.
Evel kustum, va mamm a deue bep lun d’am gwelet ha da ober he marc’had ; plijadur he dije ato o konta d’in nevezentiou Bodilis, ha me ive em bije ebat o klevet menek eus ar pez a dremene.
Bep lun ive koulz lavaret, eur paotr bennag eus ar skolach a roe d’in dre guz eul lizer bennag da gas e kear, hep tremen dre zaouarn ar Rener. Me a roe al lizerou-ze dre guz ive d’am mamm. Gouzout a rean e tizenten oc’h reolen ar skolach o rei en doare-ze lizerou d’am mamm da lakat er post e kear. Met bah ! ar baotred a roe al lizerou-ze d’in-me, a roe d’in ive meur a dra, dillad hag eur gwennek bennag ouspenn. Ne zonjen ket kennebeut oa ken grevus evel ma oa ar pez a rean.
Eun devez, va mamm a oa deus ar pardaez-noz o lakat gaz-mill el lamp ; kregi reas an tan ennan, hag ar pez a ioa gwasoc’h, e bleo va mamm e krogas ive, ha panefe va c’hoar gosa, a daolas eul linser d’ezi war he fenn, e vije bet devet ez veo. An dra-ze oa e miz meurz 1888.
Va mamm a rankas chom teir zizun bennag war he gwele. Va zad neuze a deuas e leac’h va mamm da ober marc’had Lesneven gant eur zac’hadig dillad-koz. Ne vije ket aliez, rak va mamm ne leze ket kalz a dro gantan da vond.
Eul lunvez eta va zad a deuas d’am gwelet, just d’ar mare ma oa ar skolaerien o vont d’ar studi. Me her gwelas e toull an nor, a dec’has eus ar renk hag a ieas da lavaret kenavo d’ezan. Dre-guz e rois d’ezan eul lizer, hag e lavaris d’ezan her lakat er vouest. Va zad a lakeas al lizer trum en e c’hodell ha gantan etreseg ar post. E oa o vont da deuler ar paper en toull, pa welas n’oa timbr ebet warnan. Neuze, e teuas en dro d’ar skolach, hag e c’houlennas va gwelet ha kaozeal ganen.
— Ar Floc’h, eme ar porzier, a zo o studia, mar ho peus eun dra bennag da rei d’ezan, roit anezan d’in, ha me her roio d’ezan.
— Eul lizer en deus roet d’in bremaik, ha n’eus timbr ebet warnan, hag oun nec’het gantan, eme va zad.
— Roit al lizer d’in, ha me bremaik a entento outan evel m’eo dleet, a lavaras paotr an nor.
Va zad ne zonje ket hirroc’h, a gave d’ezan e c’helle beza dinec’h o rei al lizer-ze d’an hini a ioa karget eus holl gefridiou ar skolach.
Ar zervicher feal a ieas raktal da ziskouez al lizer da rener ar skolach, hag eun hanter-heur goude e oa galvet Ar Floc’h da vont da gaout ar Principal. E meur a dra e sonjen en eur vont goustadik.
Marteze, emeve, eman va eontr beleg aze, deuet da baea evidon, ha da lavaret d’in kemer kalon beteg ar penn diveza.
En eur ger, e mil dra e sonjen, ha ne zonjen ket el lizer. Pa oan eat e kampr ar Rener, oan laket da azeza war eur gador. E oan o sonjal en dle em oa dastumet, pa ziskouezas an aotrou eul lizer d’in, ha n’oa timbr ebet warnan.
— C’est comme cela que vous oubliez d’affranchir les
lettres que vos amis et collègues vous donnent pour mettre
dans les boîtes aux lettres de la ville ?
Darbed oa bet d’in sempla o klevet ar c’homzou-ze. An aotrou Rener a reas d’in eun tamm sermon freaz ha dichek, met ken sabatuet oan ma ne gleven na n’ententen netra.
— Enfin ! à Pâques nous vous dirons ce que vous aurez à faire, vous pouvez vous sauver » a lavaras d’in en eur zigerri dor e gampr.
Gwenn evel eur goaren werc’h oan c’hoaz pa oan azezet er studi, ha va diouskouarn a voudinelle, ha va daoulagad a drelle em fenn. Edoug an nozvez ze ne serris ket eul lagad, ne rean nemed sonjal em buhez tremenet, hag ar gwabren eus va buhez da zont a welen o para uz-d’am fenn, tenval oa-hi meurbed. Sonjal a rean oan bet torret eus a gurust, oan bet ta let er meaz eus skol Poitiers, hag e oan adarre entremar da veza taolet war vor kounnaret ar bed.
Evelato, vakansou Pask a deuas, ha d’al lun da greizdeiz, e oamp holl oc’h taol o tebri kig ha farz, pa erruas paotr al lizerou en ti. Me a redas er meaz da ouela, e keit ma oa va c’hoar o lenn al lizer dirak ar famill a-bez. Eur pennad goude, e welis va mamm glac’haret o tont da harpa-he fenn oc’h moger diaveaz an ti, ha prestik va c’hoar gosa a reas eveldi. O diou ec’h hirvoudent, e skuillent eur mor a zaelou. Me, kuzet adreg eur c’hrac’hell geuneut, a hirvoude eveldo. Koulsgoude, pa oa ehanet eun tamm o daelou da redek, e redis beteg enno, hag asamez ganto ec’h is d’an ti. Va zad a oa e penn an daol, doaniet e galon, enkrezet e spered, gouzout a rea petra en devoa great. Ober a reas eur zell ouzin, eur zell a dristidigez hag a c’hlac’har divent, pa oan o kregi el lizer milliget, lezet war an daol etouez ar bruzun farz.
— Petra ri breman, va mab kez ? a c’houlennas hen ouzin, en eur waska va dourn en e hini.
— Da soudard e zin bremaik, goude an eost, hag emichans em bezo muioc’h a eurvad eno eget n’em eus bet beteghen er skolachou. Da c’hortoz, e klaskin labour en eun tu bennag, evit gounit va zamm kreun.
— D’ar zadorn warlerc’h oan bet e Landerne asamez gant va zad, war droad oamp eat, evel kustum. Pa oamp o tremen Ti Robée, war bord an hent koz eur c’hart leo deus Sant-Servez, daou baotr iaouank, daou vignon d’in a oa war treujou o dor. Mont a ris d’o c’haout, ha va zad, dierc’hen, a iea ato gant an hent. Pedet da gemer eur banne, va zad a deuas en-dro. Meur a gont a oa bet etre an daou vreur ha me, lavaret a rean d’ezo n’oan ket mui er skolach. Ar re-man a lavaras d’in neuze e tlefen mont da ober skol d’ezo, e oant o studia evit o brevet, nemed e oant pell c’hoaz da veza desket awalc’h.
— Kaozeit araok gant ho tud-koz, hag em berr en dizro eus a Landerne, c’houi a lavaro d’in pe ec’h asantint pe ne raint ket.
An daou goz a asante, ha d’al lun warlerc’h e oan kelenner e Sant-Servez, en ti ma z’eo ganet ennan Yann d’Argent.
En ti-ze em oa va boued hag ugent real ar zizun. N’oa ket druz ar bae, met va labour n’oa ket tenn. Skol a rean bemdez d’an daou baotr iaouank, hag ouspenn e studien va unan evit esa tremen ar brevet, evit mont da vestr-skol.
D’ar 16 a viz gouere 1888 e oan bet e Brest oc’h esa tremen ar brevet, ha korbellet oan bet deustu en devez kenta, dre ma n’em oa ket kavet an tu da lavaret just petra oa ar c’homzou-man.
— « Démontrez que chacun est le fils de ses œuvres, et que cette assertion est plus vraie aujourd’hui qu’autrefois. »
Daou ha daou ugent oamp, ha nao ha tregont a oa bet korbellet. Eun tammik mez em oa goudeze oc’h en em ziskouez d’am daou skolaer iaouank.