Trogadek (An Uhel)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Trogadek.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 68-70)



TROGADEK.
________


   ’Baoe m’eo maro Trogadek,
Den en he di na euz padet.

   Ur belek iaouank a Leon,
Un den gardiz, kriz a galon,

   A oa deut un dewez d’he di,
Espres ewit hen konjuri.

   Ar belek iaouank c’houlenne,
Euz Trogadek, p’hen konjure :

   — Trogadek, d’in-me lavaret,
Pe-re ’nn torfedou oc’h euz gret ? —

   — Tric’houec’h vloas ’zo, mar na euz c’hoaz,
’Baoe m’on ’n ifern losket poaz! —

   — Gaou a lavaret, Trogadek,
Rag n’euz ket ter zun tremenet ;

   Eman ar varw-skanv war ho pe,
Abaoe ho servij eiz de. —

   — Mar ’man ar varwskanv war ma be,
M’ ho ped, hen lammet ac’hane ;

   N’ roët ket din dour-benniget,
Nemet kreski ma foan na ret. —

   — Trogadek, d’in-me lavaret,
Petra ’zo kaoz ma ’z oc’h daonet ? —

   — Keit ’zo ’tre Brest ha Leznevenn,
Am euz laeret gant ma gwalenn ;

   Am euz laeret a serj Paris,
O chacha m’ gwalenn war hi giz.

   P’am bije gwerzet ter gwalenn,
Nemet diou-anter na drohenn ;

   Nemet diou-anter na drohenn,
Ma werzenn pemp skoed ar walenn.

   Un ti newez am euz savet,
Gant ’nn arc’hant drouk akuizitet ;

   Gant ’nn arc’hant drouk akuizitet,
Me garrie he lein war he oaled !

  Ar men huella ’nn izella !……
Allas ! diwezad ’on brema.


   It d’ar ger, laret d’am friet,
Donet d’ann ifern d’am gwelet ;

   Donet d’ann ifern d’am gwelet,
Pa vo arru n’ zistroo ket.

   Mar karrie bout rot hep-goud d’in
Ann aluzon ebars hi zi,

   ’Vije unan hon daou zalwet,
Brema hon daou ez omp kollet ! —

   — Ha penaoz reï a-hep-goud d’ec’h ?
War ar bara oa alc’houezet,

   War ar bara oa alc’houezet
Ar bleud el laouer oa merket ; —

   — Hag ’vije ’r bara alc’houezet,
Hag ar bleud el laouer merket ;

   Hag ar bleud el laouer merket,
Ann ed en arc’h na zellenn ket ! —


Kanet gant Mari-Yvonn AR ROUE, 70 vloas.
Plouaret, 1867.


___________