Mont d’an endalc’had

Tro Mari-Job ar Gergéno

Eus Wikimammenn


Tro Mari-Job ar Gergéno


dastumet gant Anatol ar Braz




ANATOLE LE BRAZ
____________________


TRO MARI-JOB AR GERGÉNO[1]
________

Homan, Mari-Job ar Guergeno, a oa commissionérez en Enez-Veur, hac a c’hê eur wech ar zun da varc’had Lannuon, a zo ar iaou, ével ma ouzoc’h, ’n eun tammik kar hanter brewet, stag onthan eun tammik loen striz. Ha c’hoaz oa strîssoc’h an ekipach wit an aneval, tout quaji war lasso. Eur miracl zur e bet pa na n’ê ket bet zac’het n’onn ket pet kwech an ini goz hag he loen war hent an ôd, mesk ar gornegello pe ar gerek, ’n eur vond, d’an daze, deuz an Enes d’an Douar-braz. Rak, pe chonch, Vije noz sac’h ar peurvuan pa vije o tremen, penegwir e partiè ordinal ’rôk tarz an dé, ha coulz loar pa vijè o retorn. Ia, pa vije loar. Eun dra estonuz kement all e gweled penoz n’arriê drouk bet ganthi en bêaj, rak, fé d’am doustek, n’ê ket pôtred discurpul a vank en dro da Bleuveur ha da Drébeurden. Ha homan vijè ganthi ’n he c’har eur bern marc’hadourez, peadra da denti gwerzed vrao na n’eont marfad d’ar peusse met en defot da gad welloc’h da dastum.

Pa vije goullet diganthi :

— Ma, Mari-Job, peuz ket aon ie o ruza vesse dre ’n henchou, hag hen noz ?

— Bah ! ’meï, ar re all eo a gémer doan diwin. Pa glewont ma c’har o wigourad a chonch ganthê c’hê kar an ankô.

Ha gwir a lare, rak gwigourad a re moal he c’har kement ha kement, kement ha kement a didrille an hern coz, hag ar marc’h a oa ken hanval ouz eul loen spont, ken a oa ezet awalc’h nem drompa ganthe war vetek se. Ha neuze, n’e ket awalc’h, met eun dra oa ha na lare ket Mari-Job : tremenet oa homan gant an dud wit bea eun tammik zorseres. Goud a wie secrejo. Ha, marfad, oa well gant friponed fall ar vro non pas tostaad re dionthi, betegout tapout he malloz. Berz ar fin, couscoude, ec’h arrias ganthi eun dra drôl awalc’h da glewed.

Ze oa en kreiz ar goan, avanset mad gant miz du. Bet a oa eur zun scorn, cap da faouti ar meïn bez er verred, ha, ma oa custum Mari-Job da vond en amzer, couscoude defa touet mad en dro-man n’aje ket da Lannuon, ma talc’hje ar riou, ha pa na vije nemet abalamour da Voji, na defa, emeï, na kar na par nemerthan. Ia met, setu arri ar merc’her da noz, coulz an Angelus, ha hi o weled oc’h antren Glaouda Gô, ar varc’hadourez butun, vel pa larfac’h he gwella pratik.

— Daoust hag hen ve gwir ar vrud a zo, Mari-Job, penoz n’e man ket ’n oc’h ide mond warc’hoaz d’ar marc’had ?

— Para, Glaouda, emeï, chonjal ra ganec’h a mije eur gonsians christen, ma voutjen Mogi e mès gant eun amzer vel homan, hag hen paket ho fri gant ar ianned hoc’hunan.

— Fe, couscoude, ’mê eben, me ’m eus c’hoant a c’hafac’h, pa na ve nemet abalamour d’in. Goudouzoc’h n’ê ket aboue hirie c’hon o rei d’ec’h da c’honid. En nan Doue, Mari-Job, na rifuset ket anon. Setu et quaji tout ma butun carot, ha ma na me ket hini fresk ’ben disul, para larin-me d’ar bôtred ar meïn pa deufont tout, goude ’n ofern veure, da brena chik wit ober ho zunwez ?

An Enes-Veur, c’houi war ze, c’hê bro ar bikerrien-veïn : e-mant eno d’an neubeuta eun trî pe eur pewar c’hant bennag o laboured ar gerrek d’ober meîn minerez ha, mer d’am doustek, a sort-se n’int ket bomde tud commod, vel ma c’hellet credin, surtout ma zo kement a Normantet anhê evel a Vretoned. N’ê ket hep rêzon e tourmantê Glaouda Gô, rak tud a oant da foueltra kement tra oa ’n he zi, ma vije hi na gavjent ket ar pez a defoa eom. Ha Mari-Job a wie ze rez mad, en assans oa hi a digwéè d’heï mond bop iaou da gerc’hed ar butun d’ar Burew : hag, ablamour da ze, e teue keun d’hei, memes-tra, ’n eur jonjal e tapje kroz he c’hommer, ha mateze girio vil, ar zul warlerc’h, abalamour d’heï. Ia met, Mogi, wit-se ! ar paour-kes Mogi ! Ha neuze eun dra all oa c’hoaz hag a lare d’hei non pas mond en hent, pe vije kersé ganthi. Klewet a re en diabars eur vouez hag a lare d’hei : « N’es ket da chanch a zantîmant : chomm er ger, pa teuz laret chomm ! »

Eben couscoude a dalc’he war-n-hi bopred, ha kement ha kement a rès ma lares ben ar fin Mari-Job, rak eur vaoues sansib a oa, withi da véa brusk.

— Hanta ia, mad e, bea po ho putun.

Ha hi dustu d’ar c’hraou d’ober eun tamm prepari da Voji, vel ma rê ordinal arok mond en hent.

Ha, fe, arri an dewarlerc’h, coulz an daze, ha hi mès an Enes, marc’h ha kar, evel ec’h ordinal, paket he daouarn ganthi n’he manego gloan rouz ha chouchet he diouskoa ’n he mantel stoup, ha hu, Mogi ! Nebonn, heman a bikè stard an awel ’n he ziouskouarn, vel pa vije bet gant eur c’hant noadeïo. Ha, fe da Doue, groac’h coz ha marc’h coz oa ken trist o vond an eil hag éguilè. Kement a réjont couscoude ma c’harrijont bew ha iac’h en ker Lannuon. An hosteleri lec’h e tiskenne Mari-Job oa en Ewr-Arc’hant, dremdost d’ar c’hê, en tu-man d’ar gwez, ha pa n’em gavas eno, achu he c’hommissionnou ganthi, e c’houllas an hostizes onthi :

— Jesu Maria ! Marfad na intentet ket mond d’ar gêr ? Met c’hoant ho pe da vea vel eun tamm scorn wit arriout en Enes- Veur.

Laret oe d’heï chomm da gousked. Met inutul a oe.

— Vel ec’h on deut e retornin, emeï. Met a rofet d’in, mar plich, eun tassad café tomm gant eur bannec’h gloria.

Memes-tra, oa ezet gweled na oa ket warnhi he liou mad ; hac arri ’r c’houlz da laret kenavo d’an hostizez e laras d’heï gant eur vouez trîst :

— Bea ’m euz ide, ’meï, vo caled ma zro. Zon fall a glewan ’n em skouarn gleï.

Met ze na harzas ket ’nheï da reï eur strakaden da Voji ha da vond d’ar gêr, arri dija an noz prim, vel ma chonjet. Ha hi arok ’ta, groet ganthi sin ar groaz, vel just ha rêzon, vel pop christen badéet, wit laked Doue a du ganthi. Setu tremenet ganthi Pleuveur war he dip a doba, hep drouk abed, nemet an amzer c’hê bopred war Wassâd, hag e commansê Mari-Job da vorgousked war he bank, corf ha spered, mesk ar pakajo trew a oa ’n he c’har. Para res-hi, wit essa ehomm difun, nemet tenna he chapelet ’mès he godel ha nem laket da debita ’nean greunen ha greunen gant an dorn na oa ket o conduin, ’n eur laret ar pedenno a vouez huël betegoud da venel kousked. Met ar c’hontrel eo arrias, rak dre forz pedi ha luskellad, e kouéas cousket stard, betek coll he memor. Ha setu a greiz tout e seblantaz d’eï santout eun dra bannag a estranj. Ha da frotta he daoulagad, vel just ; deut d’eï he spered hag hi o weled oa arrétet ar wetur :

— C’hanta, Moji ! emeï.

Moji a hijaz he ziouskouarn blewek, mes na voujaz ket. Ha hi da fouetta. Al loen paour na voujaz ken neubeut. Hi neuze da skeï warnhan gant troad ar fouett. Moji na res met torta he geïn dindan an tolio. True oa gweled he gorf o tic’houeza vel eur souffles, diou vogeden wenn o tond e mes he fri, gant ar scornet oa an noz, arri pell an amzer, scler an oabr ha glaz at stered.

— Newentiz zo, meus aouenn, eme Vari-Job.

Aboue tost da seitek la ma oa Moji ganthi oc’h ober tïegez ho daou, herve ma oa custum da lared, na defa bet biscoaz mann da lared d’al loen, ken prest hag a vije heman ordinal da vond dustu dre lec’h a blije d’he berc’hen. Na para ’ta c’hoarie ganthan vesse, a greiz tout, hag hen ken presset, marfad, d’arrioud en tomder he graou vel Mari-Job en tomder he gwele. Ben ar fin ha hi da diskenn ’n eur grozal, da weled para oa a dreuz en hent, marteze eun den mew bannag manet war he c’héno. Ha hi da zelled arôk d’eï en dewalijen. Ben neuze oant arri en gra Traou-Wern, lec’h e tro an hent da vond da gâd an ôd. Ha hi ’ta da zelled, da zelled. Ma fe da Doue, ha pa venn beteg arc’hoaz o conta d’ec’h, pa na wele netra, na welè netra. An hent a oa ’vel en ordinal, na den abed warnhan, na tra bed ken neubeut, nemet skeud an torgosso derw ’n ho za aman ha duhont war ar c’hleuïo.

— Allo, Moji ! ’mè ’n hini goz, wit bouta ’nhean war arôk.

Ha hi crigin ’n he vrid. Met setu hen neuze da c’hourignal war bouez he benn, ha da hija he c’houk, ha da reudi he ziouc’har arôk, ha da stourm net. Zur awalc’h renke béa eun dra bannag o c’harz, ha na oa ket naturel. Ma vije eun all vije bet en plass Mari-Job, marfad a vije croget ar spont ennhan. Met ’laret meus d’ec’h oa homan eun assans zorserez has a wiè pe sort jesto d’ober ha pe sort girio da laret, deuz ma vijè an trew. Hi da dapout troad ar fouett ha d’ober ganthan eur groaz war an hent, ’n eur laret :

— Dré ar groaz-man a ran gant ma buegez, me a gommand d’ar pez a zo aze, pe den, pe bara ê, ha na wélan ket anéan, ma laro abeurs piou ec’h ê, pe abeurs Doue, pe abeurs Diaoul.

Oa ket peurachuet he gir ma teuaz eur gomz deuz fons an touffle, hag a laraz :

— Ar pez a dougan eo a zo kiriek ma n’all ket ho marc’h mond war arôk.

Hi da vond, hep aouen, he fouett ganthi ’n he c’herc’hen, da gâd lec’h e defa clewet cozeal. Ha hi o weled éno eun dénik bihan coz, coz, cluchet war he varlocho, mesk ar ieot, vel pa na vijè ket cap da vond kén. Ha ken skuiz a oa da wéled, ha kén trîst, ha ken divalo, ma kemeraz hi true onthan.

— Para, ’meï, na para zonjit-hu, ma dén ansien, o chomm aze vessé, eun noswez ’vel homan, nemet c’hoant a pe da bèrissa ?

— Fé, ’méan, me zo aman o c’hortoz eun ine mad bannag da jikour anon da zével.

— C’hanta, ’meï, n’euz forz para oc’h, pe gorf eun dén, pe skeud eun ine, pe gristen, pe héritik, ingal ê, n’ê ket ajistans Mari-Job ar Gêrgéno a Vo laret vo bet manket d’ec’h.

Hac ar vaouès kez da bléga d’he gâd, ha da jikour anéan da zével ’n he za. Met wit-han da véa tennet ac’hanè, memes-tra chomme krommet he geïn ganthan, vel pa vije bet eur zamm bannag war he ziouskoa.

— Para, ’mê Vari-Job, palec’h ’ta ’man ar pez a douget hag a neuz pouar da sponta ’l loëned.

Hen neuze da gommans klemm, ha da laret :

— Ma na wélet ket anéan gant ho taoulagad, ho marc’h a zant anean gant he fri. Goudouzoc’h al loëned a oar aliès ar pez na oar ket an dud. Ho hini na dalc’ho ’n he hent ken na zanto ken anon nag arok d’éan na war he lerc’h.

— Couscoudé, ’meï, n’ man ket ar zonj ganec’h marfad e taleïn-me aman bete vitam œternam. Me meuz eom da vond d’an Enès—Veur. Ha, breman, pa meuz rentet chervij d’ec’h, c’hê d’ec’h ie diskleria d’in para fell d’ec’h a rafen c’hoaz.

— Goull, éméan, n’allan ket : d’ec’h ê da offr.

Biskoaz c’hoaz bete neuze, marteze, na oa bet Mari-Job ken jenet all. Ha da vedîta, vel just :

— Nac arôk, na war lerc’h war an hent ? Na penôs a rin-me ?

Met kerkent :

— Han han ! emeï, pa vefet n’em gwetur, na vefet ken war an hent. Deut ebars !

— Bennoz Doue warnoc’h ! ’mè ’n denik coz. Cad c’heuz just.

Hag hen da dreigna he gorf da gad ar c’har, crommet he geĩn ganthan, ha da bignel ebars gant calz a boan, me lar d’ec’h, hag hen Mari-Job o vouta warnhan diwar bouez he diouvrec’h. Daro oe d’ar mouël plega dindan-han, pa ’nem loskaz da gouéa war ar bank, hag eur strak dionthan, vel pa ve stoket plenken. Eur pôtr drôl, laran d’ec’h, a oa heman. An hini goz nem fourraz n’he gichen, vel ma c’hallaz, ha Moji kerkent d’an drott, ha couscoude na oa ket caër warnhan trottal, memes pa gommanse c’houessad he varchossi.

— Ma, ’mê Vari-Job, wit laret eun dra bannag, hag ec’h ê beteg an Enes-Veur e man o tro ?

— Ia, émè ar pôtr coz.

Rak cozeal zec’h a re héman, pé chonch. Na oa ket drailler cojo, c’herwê, ha pleget he chouk ganthan bopret ha chouchet abominabl, marfad abalamour d’ar bec’h a dougé, daoust para oa.

— Ma, emeï, m’eus ket a jonch da vea nem gad biskoaz ganec’h.

— Oh ! nann, êméan, ré iaouank a oac’h c’hoaz, pa c’hiz kwit.

— A bell e teuet ’ta, herwè credin ?

— A well bell, éméan.

O véa ma oant arri dremdost d’ann ôd, Mari-Job na gozéaz ken : peadra ’walc’h defa d’ober teurel plê d’ar vouillennô fank ha d’ar gerrek dû a bep costè d’ar c’hoz karden, na oa hent all abed nemert-hi d’ar c’houlz-se. Ha, c’herwè ma zeblante d’eï, ec’h ê ar rojo calz donnoc’h en trêz wit en ordinal.

— Sapristî, ’meï, pa nem zonjaz, mez aon ec’h omp gwall garget !

Couscoude n’ê ket ar pez a gommissionô a defa kemerret en kêr, hag an denik coz aboan ma oa pouez eur c’hrennard dionthan. Ha gant-se oa ret crédin penôz oa ar pez a douge eo a roë kement-se a vec’h. Ha, ’vel just, Mari-Job na oa ket gwall dranquil he speret, nac hini Moji marfad na oa ket iè, rak arri oa bêr an tan ganthan ha buttin rê quaji pop kammed, ha me zo zûr na oa ket warnhan eur vlewen zec’h pa dapaz couscoudè an Enès-Veur. Eno, ’vel ouzoc’h, zo daou hent, unan da dreï a gleï da Zant-Salwer, éguilè da vond war ewn d’ar bourg, lec’h oa Mari-Job o chomm. Pa welaz homan ec’h arretè Moji, marfad wit tenna he alen, hi da laret d’he c’homper coz oa zioul mad ’n he c’hichen (ha credet hardi defa hast awalc’h da weled ’néan êt diganthi) :

— Arsa ! meï, setu nimp en Enès, ma dén ansien. Douè d’ho conduo ’n ho rout !

— Ma, emè an denik (hag hen trist o laret sé).

Hag hen da essê zevel, met kerkent e couéaz adarrê ’n he goazè. Ha ma na oa ket a bouez ganthan, wit gant ar pez a dougê a oa zur mad, rak plega rês adarre ar moël kar, hag adarre oe clewet an drouz plenken.

— Jamès na vin cap, éméan.

Ken trîst a oa o laret ze, ma teuaz calonad da Vari-Job.

— Allo, ’meï, widoc’h da gad fessonio drôl, ha d’in-me da gâd c’hast d’arrioud er gêr, memes-tra, ma zo c’hoaz eun dra bannag c’hon-me cap d’ober aneï ewidoc’h, na c’heuz ken met laret.

— C’hanta ! ’méan, kasset anon bete berred Sant-Salwer.

D’ar verred ? D’ar c’houlz-se noz ! Ma fe, Mari-Job, wit-hi da vea eur vaouez chentil, oa vond da respond d’ean na rajet ket se, fad, met na oa ket ar gir ’n he géno, ma troaz Moji da gad Sant-Salver ’vel pa nije intentet para vankê d’an denik coz. Ha Mari-Job manet battet gant an eston. Arri tost d’an douar binniget, setu oa dior frank ar barrier elec’h béa zerret ’vel en ordinal. Hag ar beajour estranj-man da grial joa !

— Han, ’mean, gwelet a ret a ver o c’hortoz anon. Poent awalc’h a oa, en gwirionè !

Deut oa he nerz d’èan, a c’herwè, rak en dro-man e lampaz prim d’an traou.

— Well ê ze ’ta, ’me Vari-Job.

Ha hi prest da laret d’éan kenavo. Met ret è credin oa éom aneï c’hoaz, rak aboan defa laret, vel éman ar c’hiz, « kenavo eur wech all, » ma respontaz an denik coz :

— Non pas, mar plich ! Breman, pa c’hoc’h deut ganin beteg aman, n’oc’h ket lib da vond kwit a c’han ma mo achu ar pez ameuz d’ober, petraman c’heï war ho chouk ar pez a dougan war ma hini. Wit hoc’h interest a laran ze d’ec’h, hag o véa ma c’heus bet true diwin. Diskennet a lessé ha deut war ma lerc’h.

Mari-Job ar Gergéno, ’vel meuz laret d’ec’h, na oa ket eur plac’h dont a benn aneï, met, deuz ar fesson ma cozéè an denik coz, e santaz a oa welloc’h pléga. Ha hi en traou ’més ar c’har, losket ganthi ar gijo war gein Moji.

Setu aman, ’mê éguilè. Eom a meuz da c’houd pelec’h ê interret an hini zo marw da diwêa en ti ar Baskioët.

— Oh ! ma n’ê met sé, ’meï. Me oa en interramant. Deut ganin.

Ha hi da glask etouez ar méin bé oa éno quaji stok a stok, ha dré ma oa sklêr ar stéred, e cafaz êzet an hini oa laret.

— Heman ê, ’meï, gant he groaz newe flamm. Sellet hac hen na man ket warnhan hano Jan-Yvôn Paskio, groëg d’ar Skérent… Me n’a meuz ket bet a dud da gass anon d’ar skôl da diski lenn.

— Ha me, mê ’n denik coz, zo pell zo aboue a meuz didisket. Gweled mad a vo hag hen ê heman ê.

Ha kerkent hag hen da stouin d’an douar dirak ar bé. Ha ec’h arriaz neuze eun dra euzuz, eun dra abominab da laret. Tamm ha tamm a zavaz ar men war unan he gosteïô, memes-tra vel pa vije bet golo eun arc’h a vijè, ha Mari-Job ar Gergéno o tond d’eï war he bizaj eur c’houézaden ién, c’houézaden ar maro, ha hi o clewed dindan an douar eun drouz ponner, vel pas stok an arched en fons ar bé ; ha hi da laret n’eur grénan gant ar spont :

— Douè da bardona ’n Anaon !

— Daou ine c’heuz dilivret er memes tôl, a laras n’he c’hichen mouez éguilè a oa reut ’n he za breman, ha chanchet tout, vel pa na vije ket bet ar memes hini, evn he gorf ganthan, ha deut brassoc’h a greiz tout da wéled. Met pa sellaz Mari-Job da gad he visaj, Jesus ma Doue, na oa fri ’bed na daoulagad ’bed ennhan.

— N’ho pet ket aon, Mari-Job Kergéno, éméan ; michans peuz clewed comz gwech all, gant ho tad, deuz a Vathiaz Karvennek, rak camarado oamp pa oamp iaouank ; ha pa gouejomp hon daou d’an tenna, Patris Paskio ha me, e teuas gant ar bôtred all da gass anomp bete beg ar c’hra. Se oa coulz an Napoléon Coz. Digwéa rez d’imb béa kasset d’ar brézel er memes rujumant. Patrîs a dapaz eun tenn, ’n em c’hichen, hac hen neuze hac o laret d’in, en ambulans : « En dro-man c’hê groet ma jeu. Dal ar pez arc’hant a meuz ha lak interrin anon lec’h vo ezet d’id goud pelec’h, abalamour d’id, ma chommes bew, da gass ma rélégo ganit d’an Enes-Veur, wit ma voint interret gant ré ma zud en douar ma farrouz. » Calz arc’hant a néfa, tost da daou c’hant skoet. Laket riz ober, ’vel néfa laret d’in, eun toul espres ewit-han, met, tréménet an amzer, achu ar brézel, ha zinet ma c’honje, setu me ken joaüz ken a ankouëiz ar pez a oa bet kéménet d’in gant Paskio, hag o tond d’ar gêr hep-han, goude béa touet mad diass anéan ganin. ’Benn neuze oa êt ma zud deuz an Enès-Veur hag êt da derc’hel tîégez da Lokémo. Ha mé d’i ganthè, vel just ; hag éno ec’h on bet dimêt d’am zro, éno éman ma bugale, éno iè ec’h on marwet, breman zo pemzek la. Med na oan ket ét mad em bé ma renkiz dont é-mes. Eur glé ’ma da bëa, hac ahann mijè kerc’het Paskio na oa peuc’h abed ewit-hon. Vessé oa compt. Ha me ’ta da wit Paskiô. Pemzek la c’hon bet o valè, adalek kuz heol bete ma kanê ar c’hok, ha c’hoaz a renn war zouz an noziou par an anter hac an anter deuz an anter deuz an hent a mije groet an noziou dispar, ha ganin war ma chouk arched Patris a oa ennhan pouez ar wéen bet o fournis ar plenken d’ober ’néan. Hen eo a glewec’h vesse oc’h ober trouz coat amzer hag amzer. Pénéverd ec’h oc’h bet mad ewidon, c’hwi hag ho marc’h, a ma c’hoaz ouspenn eur bla d’ober arok fin ma finijen. Met breman ma amzer zo peurachu, ha c’houi, Mari-Job Kergéno, Doué bëo anoc’h arôk vo pell. Et d’ar ger war ho peuc’h, hac arc’hoaz laket urz ’n he trew, rak ar veaj-man vo ho hini diwéa, d’ech ha d’ho marc’h Moji. Kenavo ar c’henta er Joaïo.

Na oa ket fin d’he gomz, ma nem gavaz an hini goz hec’h unan ’touez ar béio. Eguile oa disparesset. Se oa just pa oa horloj an ilîz o zon tôlio hanter-noz. Ar paour-kès Mari-Job, scornet he goad ennhi, a hastaz buan mond ’n he c’har, ha d’ar gêr, fé d’am doustek. Pa deuaz an dé warlerc’h Glaouda Gô da gerc’had he butun, oa Mari-Job ’n he gwelé.

— Para ’ta, clan oc’h ? émeï, ’n eur gozéal braw dionthi.

— Ia ’n om fassion c’hon oc’h antren, émè Vari-Job ar Gergéno, ha c’houi zo kiriek ; met ingal ê, coz awalc’h a meuz bewet. Trewalc’h po groet, ewidon, mar keret mond da glask eur bêlek.

An dé-sé varwaz, Doue d’hi fardono ! Ha, péchonch, eur wech interret Mari-Job, a oe ret pleal da blanta Moji, oa reudet he gorf ’n he graou, pa c’hes an dud da wéled.

(Contet gant Annetès Coz, o clask he bara, er Sklerder).
  1. Nous croyons faire plaisir à nos lecteurs en donnant ici le texte breton d’une des histoires publiées et traduites par A. Le Braz dans la seconde édition de sa Légende de la Mort chez les Bretons armoricains (t. II. pp 162-176) C’est, d’abord, un spécimen exact de breton parlé, sans aucune retouche de grammaire ou de vocabulaire. C’est, de plus, un document intéressant pour ceux qui seraient tentés de soutenir que le folklore recueilli exactement sous la dictée des conteurs populaires ne présente jamais de qualités de composition ni de style et que l’authenticité d’un récit est exclusivement garantie par l’absence de valeur littéraire.  (G. D.).