Marc’hadourien Paris, marc’hadourien Roazon
Na dit ket da Gerhaez da loja ti’r Beskond
Yannig a Vontroulez a zo bet varlene
A roaz kerc’h ha brenn d’e louachig kerne.
II
Pa zao Monik ar plac’h d’e grampr da varvailhat,
Yannig, “ar bon gargon” a c’hoarz a galon vat ;
Mez pa glev e zeus greg ha bugale’n e di,
Monig, ar plac’h yaouang, a stag da hirvoudi.
III
— Perag’ta hirvoudi, Monik, gwella matez ?
— Yannig, paour kêz Yannig, te gollo da vuez ;
Sell dindan da wele eur gountel braz eston ;
Ama’vez lazet tud, bep foâr ha bep pardon
IV
Vit ar foar ziveza, tri gwaz zo bet lazet
— Mottig, o Monig vat, ro d’in skoazel bepred,
Me meus tri breur er gêr, tri breur krenv eveldon,
Te zibabo an hini ’ blijo d’az kalon.
V
Gwelit brema Monig, o kaerra prinsez Breiz !
Gant he bouklou arc’hant ha gant he lerou seiz
Dimezet eo da Job, breur ar Montroulezad
Hag e Montroulez eo Rouanez ar Marc’had.