Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Jesus, hemâ eo ar guer charmant.
TREGONTVET CANTIC.
Evit en-em excita da garet Jesus e poent ar Gommunion ha da bep poent. Var an ear gallec : O ! Dieu, que douce est la pensée.
Jesus, hemâ eo ar guer charmant !
A draou so ennâ comprenet !
Leun eo eus à eur gontantamant
A so ous tud ar bed cuzet.
Jesus eo va laouennidigues,
Ha na zesiran nemetan ;
Va c’halon e pep tristidigues
A guêf e fligeadur ennân.
Penaos, va Jesus, e ve possubl
E ve nep calon ouzoc’h yen ?
Ah ! m’ar deus nicun quen insansibl,
Va hini-me, ne vet biquen.
Pa vez ur galon deoc’h, va Jesus
Hy a zo à zouçder carguet !
Hac en zo hini quer malheürus
A ell beva hep ho caret !
Perac n’ameus-me an avantach
Da zerc’hel mad d’ho carantes ?
Allas ! va c’halon so quer volach
Ma ho car a boan un derves.
Va Jesus, na bermetit pelloc’h
E ven ingrat en oc’h andret ;
Grit ma vezin d’ho craç fidelloc’h,
Na vanquin jamès d’ho caret.
Caromp Jesus a gar ac’hanomp,
Caromp-en eus hon oll c’hallout ;
Estranch eo e vadelez ouzomp,
Ha n’en deo quet just e anaout ?
M’ho car, va Jesus, hac ho caro ;
Ha dre ho carantes bepret
E fell din souffr bete ar maro
Beza evidoc’h goal-dretet.
Deut, va Jesus, deut prest em c’halon,
Evit m’ho carin mui-ous-mui,
Ha na zilessot quet ac’hanon
Da zont biquen d’oc’h offanci.
|