1. — Jezuz-Krist.— Va map, ne d-oc’h ket evit kaout bepred eur garantez vraz evit ar mad hag evit ar furnez ; ne d-eo ket ive hoc’h ene evit sevel bepred etreze Doue dre ar beden er stad ann uc’hela ; rak o veza ma’z oc’h bet ganet er pec’hed, dre-ze ez eo red d’e-hoc’h a wechou ober traou dister, ha dougen a-enep d’e-hoc’h ha gant doan, beac’h ar vuez gollidik-man.
Keit ha ma viot er c’horf-man a rank mervel, c’houi ho pezo anken ha poan spered. Endra m’ema hoc’h ene stag ouz ho korf, ez eo red d’e-hoc’h eta hirvoudi enn abek d’ho korf hoc’h euz eur beac’h anezhan, hag a vir ouz-hoc’h d’en em rei hep paouez da draou ann env, ha da zevel hoc’h ene war-zu Doue dre ar beden.
2. — Mad eo d’e-hoc’h neuze en em rei gant eur galoun izel da labouriou ar c’horf hag en em ziskuiza oc’h ober mad-oberiou. Mad eo d’e-hoc’h gortoz gant fisians ma teuinn euz ann env daved-hoc’h ; mad eo d’e-hoc’h gouzanv hep klemm, endra m’emoc’h war ann douar, ar zec’hor a zo enn ho kaloun, ken na zeuinn adarre d’ho kwelet ha da denna peb anken diwar-n-hoc’h.
Rak dre-z-oun, va map, ec’h ankounac’haot ho poaniou hag ho pezo peoc’h ann ene. Digeri frank a rinn d’e-hoc’h dor ar Skritur sakr, evit mac’h hellot a-neuze redek gant karantez enn hent euz va gourc’hemennou enn eur lavaret : Poaniou ar vuez-man ne d-int netra e-skoaz gloar ar vuez da zont a vezo roet d’e-omp.
Trei hon ene war-zu Doue hag he garet, trei adarre hon ene etrezek enn-han hag he garet a nevez, setu aze ar Baradoz. Er bed-man, ann ene a zeu a-wechou da gaout ar gwir levenez ho deuz ar re euruz enn env. Neuze ann ene a zao. dreist-han he-unan, neuze ez eo birvidik holl ha karget a levenez, hag e lavar : na peger mad eo dce-omp beza aman ! A-benn nemeur, siouaz, e teu ar boan, red eo diskenn diwar menez Thabor ha kerzet enn hent euz ar groaz.
Euruz eo ann hini a oar choum e peoc’h, hep klemm hag heb en em zigalounekaat, pa vez dilezet hag enkrezet, pa vez he ene er zec’hor. Euruz eo ann ene a zo feal da Jezuz o vervel war ar groaz, hag a ia kalounek war he lerc’h war venez Kalvar ; euruz eo ann ene a zo azezet oc’h taol e-kichen he Bried hag a c’hoanta kaout he lod enn he boaniou, enn eur lavaret evel ann Abostol : ha ni ivez, deomp ha marvomp gant-han.