Textes bretons inédits pour servir à l’histoire du théâtre celtique

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


Textes bretons inédits pour servir à l’histoire du théâtre celtique


skrivet gant Anatol ar Braz


1910



A. LE BRAZ
————


TEXTES BRETONS INÉDITS


POUR SERVIR A


l'Histoire du Théâtre celtique


————



PARIS
HONORÉ CHAMPION, ÉDITEUR
9, quai Voltaire, VIIè
1904



AVANT-PROPOS


――――


Dans mon Essai sur l’histoire du théâtre celtique, j’ai donné la traduction d’un certain nombre d’extraits empruntés aux mystères bretons. Il y a intérêt à ce que l’on puisse confronter ces traductions avec le texte original. Pour les textes qui ont été imprimés déjà, il suffira de se référer aux éditions indiquées en note. Ce sont les fragments inédits seulement que l’on trouvera dans les pages qui suivent. J’ai, en général, respecté l’ordre dans lequel ces morceaux figurent dans l’Essai sur l’histoire du théâtre celtique ; j’ai cependant jugé plus rationnel de grouper ensemble tous ceux qui sont tirés du même mystère. Les indications portées à la Table des matières permettront de s’orienter sans difficulté.



――――――――


LA CREATION DU MONDE
(Mt. de la Bibliothèque de Quimper)


Eva

Adam, ma guir briet, chanchamant a gafan
Ebars em oll mempro. Fatig on ar voes man.
Ma goinclo a so bras. Allas ! ne harsan quet.
Mar pat ousin tri de mervoel a veso ret.
Reit din och asistans, mo pet, Doue an tat.
Aru eo sur an neur ma hannin merc’h pe vab.
Huy, ma friet Adam, chomet bopret presant.
Ho presans a so din cals a gontantamant.
Pardon, ma guir Doue ! Ret eo cuitat ar bed…
Huy o poa ma chrouet da vout exant a boan
Ha breman eman an amser ma souffrin ma human.

(Histoire du théâtre celtique, p. 273.)


Caïn parle

Ma Doue Eternel, poc’heus ma excillet,
Evel eur vagabont da valle dre ar bed,
An den a voellin a rancontrin quentan
Me requet diguenach ma teuyo dam lasan.


Dieu le Père parle

Me lavar dit, Caïn, ne hoarveo quet se…
Abalamour da crim a da fechantete,
Evit memor, me aya da forgean,
A quent ma cuitay, me renq da siellan
Ma vesy remarquable dar bed oll da voellet
En quement a ma hy da valle dre ar bed.
An douar pehinin menmeus a laboury
Ne broduo netra evit da substantin.

(Histoire du théâtre celt., p. 274.)


Caïn

Na meus quet ar pouvoar darettin eur gamet
Na da bosin nemeur ebars enep canton…
Mes pa gomant Doue eo ret obeissan :
Me a valeo partout, franc avoalch eo ar bed man.

(Histoire du théâtre celt., p. 275.)

Zerubin

Chetu aman, Sept, ar plas ma voe crouet
Guesal o tat Adam gant créateur ar bed,
Goude se voe tennet eur gosten dean
Da formin e briet aman Eva………
Aman evoen crouet en pep sort dilliso.
Ne voant quet dar houls se juget sur dar maro ;
Panevert ma pechont dre o fragilite
O tont da dransgressin gourhemenno Doue.

(Hist. du théâtre celt., p. 275-276.)


Zerubin parle

Hennes a represant, ma mignon, ar portret
An ninni a gle dont da rediman ar bed ;
Hennes eo an eil Adam ac a vo causion
Evit quement peher a vo………,
An ninin pehinin certen a digoro
Perger ar barados da guement den en pedo,
Al lacay eur chaden voar gorf an drouc speret,
Mar fel dean muy tentin e vignonnet.
Dallet, chetu ase me re dach teer sclusen
Demeus a un aval deus ar menmeus goeen.
A reman a lequet, pa vo maro o tat,
Unan en e henno, diou enn e saoulagat.
Demeus a re se e safo teer goeen
Ac a vo proffitabe evit ar beherien.
Ar goe se a savo ac a veso hanvoet
Sedres a Sifres ac un al ollivet,
A veso necesser nun unan da gafet
Da douguen map doue da bean ar pehet.

(Hist. du théâtre celt., p. 276.)


La première personne noyée parle

Fors ! Pellech ehime ? Conqueret eo ar bed
Partout gant an dour bras. Ne on pellach monet.
Goellet a meus deia tut o font gant an dour.
Non petra a rain evit enem sicour.
Pa ne meus gallet quent enem souvetein
Eo ret chom en dour bras, sivoas din ! da veuin.

La seconde noïée

O maleur detestable! Petra eo quement man?
Credin a ran penos ezeo fachet Doue…
Ne voellan nemert dour corrompet dre oll.
Me larr adiou dar bed. Sivoas ! Esan da goll.

La 3e p. noïée

O pegen bras maleur a so ari voar ar bed !
An dut ac al loennet a so dija beuet.
Caer a meus sogeal ( ?), na choman voar an dour ;
Ne voellan tam douar evit enem sicour.
Ma Doue ! Ma hrouer, o pet ousin true !
Nam gret quet quen malurus efel an drouc Elle !

La 4e p. noïée

O fury ! O maleur ! O tempest infernal !
Petra eo an delug man a gonquer an douar ?
Nen deus manet deia na groague na merhet,
Na man voar ar bed man nan dint deja beuet.
Me songe bean exant dimeus an danger,
O voellet evoan chomet aman voar an uel.

Une femme avec un enfant

O Doue Eternel, oman eo ar glachar
A so ari, sivoas ! aman voar an douar !
Allas ! Ma hrouadur, te na enevoes quet
E tle breman da vam a te bean beuet.
Ne allan quet pelloch e drainan dre an dour.
Na te na me, sivoas ! nellomp enem sicour.

(Hist. du théâtre celt., p. 277-278.)


VIE DE SAINTE ANNE
ET DE SAINTE EMERANSIENNE
(Ms. de la collection de A. de la Borderie)


Ar belec bras a coms

Herve ma remerquan scler aman, ma sut quer,
Nen deus hinin hanoch choaset gant on Crouer
Da vean da Vary enep feson priet.
Bete hent na voelan fleuren aparisset.
Joseph, pe evit tra guenechu no heus quet
Digasset eur voalen, pam boa dech ordrenet ?

Joseph

Otro ar belec bras, mar deut da permettin,
Me a lavaro dech assuret hep fansin,
Evel ma remerquet, me a so ancien ;
Nen deo quet ma esper dimisin birviquen…

Ar belec bras

Martese, evidoch da vean ancien,
Evige ô hinin a dougche eur rosen

Joseph

Ma sat, me a eneo penos em goapaet.
Mes, evit quement se, Doue da vo meulet !

F° 62, v°
(Hist. du théâtre celt., p. 283-284.)



Ar belec bras a coms

Mil a mil goes ar bet e ve quent consommet
Evit na chome ô coms hep cavet nep effet,
Ma Doue ! Ar voalen a songemp neubeutan
E deveus fleurisset. Graso dech a rentan.
Hac ar Speret santel en form eur stereden
Disquenet, caëran gras ! goude voar ar voalen.
Joseph, hep laquat mar, hui eo sur an inin
A houlen un Doue a ve par da Vary.

F° 63, r°
(Hist. du théâtre celt., p. 284.)



Joseph

An nent a so vil meurbet ; ô cas dy ne garen
Voar treit ; Mary, hui a yel voar un azen.
Un jgen da voersan guenenb a yel ive,
Da ober on beag, mar be ret dimp dale.

F° 74, v°
(Hist. du théâtre celt., p. 284-285.)




VIE DE SAINT JEAN-BAPTISTE
(Ms. de ma collection)


L’Ange

Zachary, Zachary, mignon bras da Doue,
Clewet e da beden, na spe dout euz a ze.
Dirac an tribunal euz a auteur ar bed,

Ar bobl a Israël a zo en graç bepret.
En berr a vezo ive delivret an tado
A zo ebars ar lim, nombr braz a amzer zo,
O c'hortos ar Messy evit ho rediman.
Mes en berr a halloint e noun rejouissan.
Me larr dit, Zachary, eun dra zo remerquabl :
Pennoz Elisabeth a gonsevo eur mab
Daouest d’hi holl gosny, a vezo Ian hanvet,
A vezo precepteur da redempteur ar bed.
Dont a rai da vevoan en eur vue divin.
Na deuio da efan biquen na gist na guin.
Cals a nonn rejouisso euz he nativite,
Ernes bean vo ive agreabl he vue.

Zacharie

O pebeus fantasy, o pebeus illusion
En deveus ma troublet en evelet feçon ?
Pe pa ven en templ, pe otramant e mes,
E clewan laret treo ac ne charesong james.

L'Ange

Na pe quet, Zachary, nep sort illusion.
Ar pez a lavaran dit a zo oll treo guirion.

Zacharie

A piou out-te o parlant euz treo zo quer huel ?

L'Ange

Me a zo Gabriel, cannat an Eternel.

Zacharie

Leret din-me, ma Doue, ia ma permetet,
Pennoz a c’hallfe arruout ar pez a leveret…
Pennoz Elisabeth, zo pewar uguent bloaz,
Pennoz a consevfe enn hi nep crouadur
Hounnez a zo serten eunn urve dreist an natur.
Hor Doue a discoe an exempl se expres,
Pa veont dija coz na dougont quen a froes ;
Ispicialamant eur voëen pehiny
Na deuz quet produet biscoaz a froes en-hy.
Zo eunn dra impossubl goude sterilite
Arriout an amzer euz ar fertilite.

L’Ange

An neb a neuz crouet an douar ac an env,
Pa hai plijet gantan hep nep difficulte,
A neuz ar buissanç ive, na doutet quet,
Ewit accompiissan ar pez a neuz laret.
Rac se na doutet quet euz puissans Doue.
Ar pez a neuz laret a zo oll guirione.

Zacharie

Poan vraz a meuz o tont da gridin quement se.
Rac se, en ho supplian humblamant, ael Doue,
Ma hai guir quement se, dont da reï sclerigen din
Ma hellin fermamant dont neuze da gredin.

L’Ange

Balamour, Zachary, ma hout quen incredul
D’ar pez a zo guirroc’h ewit ma neo scruitur,
Ewit punition des incredulite
Ac ewit discoe dit a laran guirrione,
Ahann da nao mis crenn a teuy da vezan mut,
Hep gallout en nep guiz laret guir deuz an dut,
Hac ar c’hentan burzud a ray da vab Ian hanvet,
A vezo, Zachary, roet dit ar prezec.

P.7-8
(Hist. du théâtre celt., p. 286-288.)



L’Epilogue

Fin a so deuz a bep tra, nemert da c’hraç Doue ;
D’on histoar Tragedy e heuz fin ive.
Er bloas mill seiz kant try ac try-uguent,
Bue Ian Badezour, ar brassan deuz ar sent,
Hor neuz discleriet dac’h, gant pep sort guirione,
Herve rapport ur levr, dre wir facilite,
A so en Pluzunet, me a assur, scrivet
Gant eun den iaouank, me ho ped, intentet.
Bolonte vras a moa da laket hi c’hoary ;
Mes, allas ! difennet eo ebars en Escopty.
Dre ordrenanç an Escop, Dom Guyon ar Born,
Eo difennet absolu an Tragedienno.
Ajoutet eo memeuz er c’hajo reservet
Penos resitan bue ar sent so pec’het…
Ac e vec’h birwiquen e feuilletin levrio

Ac ar Scritur santel anciennan so er vro,
Na gueffet quet memeuz a ve pec’het veniel
Donet da resitan ar buéo santel.

P. 106
(Hist. du théâtre celt., p. 503-504.)



VIE DE SAINT PIERRE ET DE SAINT PAUL
(Mt. de la Bibliothèque de Quimper)


Justinien

Ja, pa ve ret din angagin ma leuve,
Goersan ma ol deillat a clasc ma boet bemde,
Mar gallan e hafet, ne roan quet a gas,
Ha hillin vomissan voarnesy ma arag.
Rac se, men o supli, men o ped, ma breur caër,
Da gaët soingn a Clemant evel o quir vuguel.
Lequet an voar ar scol a groet desan disquin.
Me gret emeus moyen evit o contantin.
A men a ya breman dre ar bet da vale
Da glasq ar vichantes, ma meso e bue.

P. 48
(Hist. du théâtre celt., p. 290.)



Masidian a continu da coms

Ottro, mar plig guenech, reit din an nalusen.
Men a so affliget, ne allan en eum souten.
Ha Doue o peo deus ar mat a reet
En andret an dut paour hac ar re affliget.

Justinien a coms

Ne meus netra da rein dar sort truanterrien,
Ispicialamant entreoch Christennien,
Rac nen deus nation voar ar bet o renin
A ve quen obstinet na quer fal tut ac y.
Men a voa dimeset jvoe deur gristenes…
Men a songe penos evoa eur vroec onest.
Ebars en aparans evoa fur a modest ;
Hac eo bet quer carguet a disirio charnel
Ma seo ait deus ar guer, ar vil, gant e mevoel
A daou am buguale so ait yvoe ganty…
Rac se, lavar din me ar voirionez breman,
Ha te enneusi goelet o tremen dre aman ?

Masidian a coms

Ma caffach o priet, otro, leveret din,
Ha huy o pe ar galonn da ober drouc desy ?

Justinien a coms

Men a gare e hafet evouit tri hant teston,
Men blante ma hlenve a dreus dre e halon.

Masidian a coms

Mes martese es eo ahuset fossamant.

Justinien a coms

Nep en deussi goelet a so un den prudant.
Rac se, lavar din a te e teussi goelet.

Masidian a coms

Evit dre an nent man nen deo quet tremenet ;
Mes me lavaro dech en antier an tenor.
An de al e clevis e veuas voar ar mor
Pevoar den a voa ait en eur vaguic vian.
Hac a voa ar sort tut oheus contet aman.

Jutinien a coms

Men o trugarequa, Doueo evurus !
Mar deo hoarveet se eson meurbet joaus.
Evit e recompans de hinfidelitte
E credan me parfet o heus permettet se.
Abalamour mo heus roet din quelo mat,
Dalet try louis aour ase en un donat.
Birvouiquen ne cessan dre ar vro da vale
Quen am beso gallet gousout ar voirionez.

Masidian a coms

Men o trugarequa, otro, a vouir galon ;
Ne vouijach quet ober a vrassoch aluson.

(Hist. du théâtre celt., p. 291-292.)

Le Prologue

Hoc on cals deus a sent..............
A so o bueo en bresonec rimmet ;
Ha sant Per..................................
Quen a voa nevoes so nen deus bet hoanteet

Da rimman e vue ebars en bresonec...
Nombras a ylyso da sant Per dedyet...
Memeus cals so a dut pere na ousont quet
Petore tourmancho en deus sant Per souffret...
Ma voamp bet oblyget...
Da souffran an ystoar en langag naturel,
Gant Hairy Congar deus a barous Servoel,
Hac a bet umblamant quement den en lenno
Da yscusin ar fotto a so en ne verjo.

P. 197-198.
(Hist. du théâtre celt., p. 438-439.)




VIE DE L’ANTECHRIST ET JUGEMENT DERNIER
(Ms. de la collection Vallée)


Selui qui fait le Proloc dit

Jesus Maria credo ! Petra eou quemen man ?
Estonet eou ma challon, comans a ran spontan.
Malleur dim, Cristennien, cheute an Antecrist
Pehini a declar ynimi Jesus-Christ
Hac on goll valtretou...........
Neamoins couscoude ret eou dim resistan
Da gombatin oute a voellan ma elfom.
Birfiquen on lesen assur na dilesom.

P. 1.
(Hist. du théâtre celt., p. 295.)



Le 3e mort par[le]

Cos ha jauanc, bras ha bian,
Ententet oll petra laran ;
Pel a sou a po heus clevet
Gant tut savanthoch...
Eou justifiet ar maro...
Ho trangredin gourhamenou
Doue.........
Songet gleet oll eur veag
E renquet tremen ar pas...
Noble ha partap quitibunan.
Ar re a sou can vla bevet,

Cant vla a sou dè tremenet.
A renquet bras ha bian songal
Andurin maro a renquar.

P. 8-9.
(Hist. du théâtre celt., p. 296.)



Lamme parle

Ret eou enta, ma Doue, dillesen ar corf man...
Ha chans an neill (?) trist ous ar vro selestiel,
An douar ous an enf, ar maro ous ar vue etemel...

Le Cort

Allas ! pive as contrain da quitat ma fresans ?

Lamme

Ar lesen favorab Doue oll buissant.

Le Cort

Nen deus quet a scurpul evit on disparti ?

Lamme

E vollante eou ; breman eou poen reposin.

Le Cort

Formet on da vout dit lauguis perpaituel.

Lamme

Toret eou an aret gant Doue eternel.

Le Cort

Pa viom separet, pellech vou eside ?

Lamme

Da gomeret posesion gant an otro Doue.

Le Cort

Pa meus bet lot an drouc, na bo quet ive ar mat ?

Lamme

Chom a ri choas en douar hep cafet da venat.

Le Cort

Mar glean posedin eur voes, lavar di men,
Petra ne dan breman guenit de bosedin ?

Lamme

Ne blis quet gant Doue es ahes ves ar bet man.

Le Cort

Ma tribullou tremenet a choullen reposin.

Lamme

Donet a rai an de ma vi recompaset.

Le Cort

Pive am diguemerou pa viom aquitet ?

Lamme

An douar, on mam, didan ar monimam.

Le Cort

Petra a rin, dastumet bars er sort logaman ?

Lamme

Brillantoch mil goes a retorni enout.
Evit eclarcisan es an ves ahanout.

P. 45-46.
(Hist. du théâtre celt., p. 297-298.)



Le Cort

Adieu anta laran, pan deou din neseser.

Lamme

Adieu, ma guir gorf, adieu, ma minon quer.

Le Cort

Adieu, ma guir vue ha ma muan caret.

Lamme

Adieu te am servig fidel bopret.

Le Cort

Adieu, dre da gondu es an en assurans.

Lamme
Adieu, douguet e heus din bopret reverans.
Le Cort

Adieu, te am chare bopret fidellamant ;
Adieu, te cheus douguet da cargou consatant.
Mar am eus souffret tribul, Doue a roi din gras.

Lamme

Evelse esout sur er baradoues er plas.

Le Cort

Joa emeus ho vean heullet ar lesen fidellamant.

Lamme

En repos evesi bete de ar jugaman.

Le Cort

Adieu enta, ma ostis, adieu in anos Doue.
Que da guemer posision ves an eritas se.
Ma dive choarn ha ma doulagat a faies en offis.
Ne meus memp er bet oll a rahe din servig.
Crenan ra ma hesquern. Maro eou ma ine.
Ne ouffes quet ouspen logan pelloch guene.
Adieu, adieu, ma bue ! Contataman an enf huel,
Joaus herve da desir ves ar gloar eternel.

P. 46-47.
(Hist. du théâtre celt., p. 299.)



Leviatan

En Doue james na gret din
Na nen car tam draist pep hiny.
Les a goste ar vertuou.
Groa da vollante, en pep bro,
Des e mallet, des e groague,
Parjur hep fent de largente...
Dar sullou ha dar gollou din
Carque da corf demeus a voin ;
Groa das nesan ober ive,
Hac a vou salvet da ine...
Munter a dersir hac efet ;
James da den na bardon quet :
Anem vangin a so gleet
Mar querer leal besan salvet...

Groa da esech ha dar groague
Bean lucsur bepret...
Ne ra james cofision,
Pinigen na satificaxion.
Que prontaman da sacramantin
Pa po debret da dejuni.
Dar sullou ha dar goellou
A dle bout digor franc ar guenou...
Nep ma lesen a observou
Men hep doutans en recompasou
Na birfiquen doanet na vesou
En crais sitern an iffernou.

P. 13-14.
(Hist. du théâtre celt., p. 300.)



Belsibut

Hogon que dam poan ne meus quet,
Rac quemen oll a desiran
A deu guenem oll ar bla man.
En Quernef emeus ballehet
Ha quemen corn eni gafet,
Ive memes dre ar querjou,
Quemen a garan a ran ennou.
Ha men en Quemper Caurantin
Bete mont da Gastel ha lin,
Ha Castel an touas da Gares,
Ehane e teven da Vontroulles
............... ha da Lescornou...
E commansan en Poul friac
Hac ehane e tevan da Blijidi
Hac o quemeran tri ha try...


Mamonat

Dre Spain ha dre an Etalli
Hac yve memes dre Hollandy
E teon guene hep eston
Ma fe, men gret, eur million.
Ha choas na meus quet enno tardet.
Dar Roch em boa hast da vonet :
Pequemen benac ma se bian,
Ehane meus bet ar muan.
Credet mar queret, men lar hep fent,
Poan vras emeus ous ho douguen.

P. 90-91.
(Hist. du théâtre celt., p. 414.)
Saint Michel

Sevet oll dut varo ! Deut da resitan !
Deut oll dirac Doue da mem comparisan.
Anem compariset oll en trovien Josafa
Da vout recompaset ves ho trouc hac o mat.

P. 148.
(Hist. du théâtre celt., p. 301.)



Les clou de pié parle

Danserien eimpudic milliguet
Dre ho traidou o heus offanset
Quemen Jesus ma choes an staguet.
E drait er groas dre ho pechet.

P. 152.
{Hist. du théâtre celt., p. 302.)



La crachat dit

Na chui, merchet ar bleuf friset,
Ho pisas frotet, dantelleset,
Pan deou ho callon dissollet,
Evit temtin ar gourtisanet,
Allas ! bleuf Jesus a voa tennet
Ha memes gante trainet,
Hac e varo ive displantet,
En punision do hol pechejou.
Chui a sou cos ma voa crashet
Voar e visas sach.................
Ha pa no heus groet pinigen,
Chui a vou losquet da viquen.

P. 154.
(Hist. du théâtre celt., p. 302-303.)



Lé trant denié parle

Ussellerien, tostait ive.
Goellet aman madou ou hente
Ha te na heus quet restituet...
Allas ! Jesus, ar guir barner,
A voe goerset tregont diner
Aballamour da havaritet.
En deus souffret poannou callet.
Penos, peherien, ha posib ve

E credet dont dirac un Doue,
Rac chui a sou desan ocasion
Da souffrin maro ha passion,
No pas hepquen en mene Calvar
Mes............
Quen lies voes mo heus pechet.........
Leset cheus ar crerou (?) mat
Ha heullet an diaul ho tat.
Quitat Doue, quitat Jessus,
Evit besan james mallerus.

P. 154-155.
(Hist. du théâtre celt., p. 303.)



La ter parle

Men eou an douar asou quen glaharet
Dre ar bech poner ves ar pechet
Cometet gant tut mallerus...
Pa voen men gant Doue crouet
Eur gueret cair ha biniguet
A brodure a bep sort lousou...
Ne voa nemert ros an dilicou ;
Amser cair en pep bro.
Exsant anvi hac a boan
Er baradoues voar ar bet man.
Mes dre ar pehet quen exsecrap
Eson men rentet quen misirab...
Netra pelloch ne broduan,
Gant malles Doue eson condanet,
Nemert tant spern ha lousou fal
Dre ar pechet groet gant an dut fal.
Vengans, o ma Doue, vengans !
Enep ar beherien ret ive ar setans,
Quen du ha quen criminel !...
Na viriton quet ho cœllet,
O ma Jesus, Salver ar bet.
Dioret eou ma oll intralou
Dou hangloutin en iffernou...
Eindint int da gafet pardon,
Indulugans na remision.


Le cielle parle

Men eou an enf a sou coaviet.
Na harsan mun, Crouer ar bet,

Da roin clerigen dar beherien
En deus toret ho courhamen.
Quen bras orer e meus oute
Ma choullenan, o ma Doue,
Dre ho justis hac o tivinite,
Ho exterminan corf hac ine...
Men a choullen vengeans, o ma Doue,
Deus an dut fal ha didalve...
I deus o dispennet quic ha goat...
Ne harse mun an ellamanchou
Da suportin ar pechejou...
Quessetin pel ves ho presans,
Corf hac ine da virfiquen
Da lisquin en crais puns an ifern...
Deut da vangin ho harogans.
An eol, al loar hac ar steret
A choullen ar setans no henep.

P. 157-159.
(Hist. du théâtre celt., p. 303-304.)



Le 3 doane dit ensamble

Adieu enta, Salver ar bet,
Adieu eta, goat sach vidom cullet !
Adieu ! E coesan en iffern !
Adieu da james, pemp Goulli !
Adieu dachui, Goerhes Vari !
Adieu, Elle, sent ha senteset !
Adieu, querent ha minonet !
Malles dit, tat, malles dit, mamp,
Chui a sou cos dam foan efflam !
Malles dit, person milliguet,
En deffot ne poa ma coriget !
Malles dit, covesour ingrat,
Na poa ma coriget er fat !
Malles dit, mestr ha mestreset,
An defot na poa ma coriget !
Malles dan dinsou ha dar cartou !
Malles dar bal ha dan dansou !
Malles dar guin ha dan dut fal
A sou bet acosion dam goal !
Arragin a ran en guis ar chas.
Strahinet om oll gant Satanas.
Ar airet hac ar serpantet

A vesou da james on boet.
Allas ! Allas ! pive a charse
En tan ardant corf hac ine,
Hep consomin na besan losquet
En tan ru ha milliguet !

P. 163-164.
(Hist. du théâtre celt., p. 304-305.)



VIE DE SAINT LAURENT
(Ms. de la collection Vallée)


Satant parle

Salut dach, prins Orans, e voan o tremen bro,
Ma heo bet chancet din don enno halleo.
Evit nam annafet, me so dimeus o coat.
0 tat em anave, evit ne ra e vap.
Iscus a choullenan mar emeus groet ofans
Bezan het quen hardy da dont de nem avans
Da antren en no touar hep besan goullennet
Ho conge da quentan, evel ma dleet.

Orans parle

Iscuset och, otro, me so o serviger,
Rac me a gret ezoch hunan deus ma mignonet quer ;
Mes, amy, avit o coms, me no annavan quet.
Mar doch dimeus ma goad, o hannou a leret.
Me meus bepret respet evit ma allians,
Ne diansavin den, mar de a ras an noblans.

Satant parle

Abeurs ho mam, otro, eo hon herentiach,
A voa a Eberny, chui a voar se hep flach ;
He breuder a voa ol prinset a baronet,
Bars en suit ar Roue bepret voa ho cavet.
Hon tato a bep tu a voa a allians
Hac enem respete ar re quentan oblans.
Meur a vla so breman a boe ma voan me bet
Er guer a Uscoa, mes breman hon antreet.

Orans parle

O certen a vreman me meus anoudegues.
Clevet emeus coms ahanoch allies.

Joa emeus dre ma le ous o diguemeret ;
Me ameus evidoch pep enor a respet.
Ret eo din contan dach evel dam car breman
Ar sujet an discour a voa guenemp aman.
Bezan on deus eur map nen de quet choas badeet,
Eur buguel vangansus hac on rent surprenet.

Satant parle

Me gare dre o cras goellet o map, otro.
Mar de start a humeur dre ras an naturio,
No peset quet a queuf o voellet un den jaouanc
En e princip quentan o vesan suffisant.

P. 51-52.
(Hist. du théâtre celt., p. 314-315.)



Laurent

Antreet, otro, hardiamant...
Caër ocheus essa enem dennan,
A beurs Doue ho arrettan.
Respontet aman din en eur guir :
Ha chui so cristen ?...

Callot

Me lar dit ne non quet cristen,
Na catholiq, na map romen.
Quement a houlles diousin
Dre an hent se a dissansavin.

(Laurent lui jette le stolle, Callot cri).

Laurent parle

Caër echeus, aër Rouan, crial,
Chette te arrettet ; ar sal
Aman a renques bout staget
Quen nem caffo an doctoret.
Queset, Orans, tut dre ar canton
Da glasq an dut a fesson.
Nobl a partapl, ret eo donnet
Da voellet an diaoul staguet.

P. 149.
(Hist. du théâtre celt., p. 318.)
Laurent

Orsa, choas repettet o comso.
Gant dour santel me as contraigno.
Dre Jesus, ar sent hac an Elle,
Lar dirac an ol piou oude.

Le diable cry et dit

Pavoes ! Me les gant da dour sant !
Me laro dit hep cavet tourmant.
Me so diaoul, map de Sattan :
Callot eo ma hanno ma hunan,
A so tregont vla so en ty man,
Es plas te eo a dlefoa besan.
Men nen non quet map dan otro.
Un diaoul me em hanno.

Laurent parle

Ret eo dit coms publiquamant.
Ha pan dout de map dan aërouan,
Penos a regout de da antre ?
Quita prest abit an den se.

Il quitte l'habit, il cry.

Berit

Chete an ol guenen collet.
Berit voan, Berit hon hanvet.
Te a so map dan otro man,
A me nen don netra desan.
Pa voas bian es mailluro,
Me as cassas divoar o zro
Dan es pic, da jardin ar pap.
Te so sant ha me miserabl.
Groet emeus dese mil tourmant
Ho clasq o lacat da neant.
Me voel eo collet ma ol poan din,
Pan dout ary dam conjurin.

Lorans a coms

Map Sattan, cren enem dennet !
Lest ma zut en passiantet.
Me as miro gant gras Doue
Nas po nep velly voarnese.

Enem dent prest dious an ty
Pe autromant lech ma query.

Berit a lar

Me lar dit na sortiin quet
Hep cavet ar gag so dleet.
An tat pe ar vam a reet din,
Pe un al bennac a dut an ty.

Lorans a coms

Coz fleryer, ha choas enem arretet,
Pa comsan, na vin quet credet.
  Tol a ra dour biniguet. An diaoul a cry. Lorans a lar :
Gortos, me as recompanso, map Sattan,
Evit recompansin deus da boan.

Berit parle

Charny Sacré ! Pellech ehin ?
Fallach, te a ra din detestin.
Mar dan dar guer hep pris abet,
Ehon sur a vout chabistret.

Lorans a coms

Abrenonsio da Satanas a laran ;
Leret guene ar comso man.
Vade, Vade, map Jupiter,
Renoncet, diaoul, dar manner.

Berit a coms

Malles an ol ellemancho
Dide, Lorans, gant da ol comso !
Me disparfoeltro gant ma dent
Quement a queffin voar ma hent.

P. 151-153.
(Hist. du théâtre celt., p. 319-320.)



L’Oublier entre avec un jeu d’assard et dit :

Me ya deus an eil quer deben,
A doug ma houbli voar ma hain.
Oubli ! Oubli !.........
........... Piou a entend choary ?

Me eo potr an assard !
Un diner ous eur liard,
Me na ran fors ous piou choary
Hac effe cant scoet ar barty.

Callot

Or sa, ret eo caffet breman
Passetans da nem rejouisan.
Ma caffen me un assarder,
Me chouarife en e quenffer.

L’Azardeur aproche en dissant

Pa voan o tremen dor ar gambr,
Emeus o clevet o parlant.
Me so hanvet avanturier
Hac avans ma hoary dre quer.
Ha mar ocheus choant da choary,
Ma nadoue dach a presantyn.

Callot

Peguement a cousdou dime
Pemp tol pe choach gant da nadoue ?

L’Azardeur

Po peso laquet eur pistolet,
Me a chago en doubl bopret.

Callot

Azar eta eo ar barty.
Me ya da comans e choary.

L’Azardeur

Me discoës dach dre reglen
An tol man a so tennet guen.

P. 91-92.
{Hist. du théâtre celt., p. 321-322.)



Callot

Pal lemorbiach ha par fin,
Ma ne meus diousit eur goel fin !...
Me gol dega daou pistolet.
Mais me ya choas. Azard vo din,
Sorcer out pe e gounezin.

L’Azardeur

Otro, na deut quet da fachan...

Callot

Charny, coquin, magistien,
Me col ma archant ha ma foan.
Heman vo ma zol divoesan.
Me ya couragus da dennan.

L’Azardeur

Peet, otro. Guellet a ret,
Dleout a ret try pistollet ;
Ar hoary a ra bette breman
A nep a gol a rencq pëan.

Callot

Clenquet o stal, enem retiret !
Hep touch guennec na pistolet,
Enem retiret deus ma chuichen
Gant o cardant aigouilleten.

L’Azardeur

Otro, ma fean a rencquet.
Me crio fors ma nam peet.

Callot

Gortait, a me o contanto.
Gant ma cleve me o peö.
Dallet evit o falsente
A dreus do corf un tol clevez. — Tué Lé.

L’Azardeur

Fors ! ma bue ! Coeset o aman.
Lazet on gant an den fal man.
Eman eo ar malheur emeus rancontret.
Cant goes e voan avertiset.
Ma frofit o heuilly goel choary,
Chetu ma malheur diouty.

P. 92-94.
(Hist. du théâtre celt., p. 322-323.)
AR FARVEL GOAPAER
(Manuscrit de la Bibliothèque du Port de Brest)


Sioul

Dalit, Ioen kéméromp ann amzer ével ma teu... pa en deveuz ar mestr madelez évid-omp é hallomp profita anezi...

Ioen

... Hon greg, Jaketta, a ioa he c’hoar vager... Chétu pérag é kar hor bugalé. O weled a ra ével hé ré propr.

Sioul

Nè ket lavaret nèn défé ket bet eul loaiad eveuz ho iod... Hogen né vérit ket ann dra-zé néc’hi eunn den honest. Né gémérinn sourzi ér-bed war kount va gréek, mar gra hé afferou é kuz. Ha ma né m’euz van anézo, her c’harinn koulz a biskoaz... Né ouzonn tra sotoc’h ével hon-unan hor c’hlac’har.

Ioen

Hag é réoc’h manifik... Evel a livirit am eus gréad... E livirinn d’éoc’h, Sioul, diez eo né vemp holl kornek. Ne-z-omp jamez en hon ti ; bepred er meziou. Epad ann amzer-zé-ta, al labousitérien... Hogen bez ez-ouzomp ervad é ranker trémen éno

(Hist. du théâtre celt., p. 388-389.)


Hervé he-unan

E m’ounn ’ta deuet a benn euz ar pez a zounjen... Né gortozann mui breman nemert ar gwir inchu... da lavaroud eo, va fortun... Hogen, me a raio da Sioul rémémori ann dra-zé... Hogen, da viana, e ranker hé lézel hed ann eizved oc’h ober he vicher tost d'hé c’hreg iaouang abarz mont d’hé dévalaat dré afferou siriuz.

(Hist. du théâtre celt., p. 391.)


IAN MÊLARGÉ
(Ms. de ma collection)


Ar hont
Arsa, gout a ouses-te ober ar guegin ?
La Tulipe

Ober gueginet ?... Goelet emeus bet ane o nijal meur a voech, mais ober ne ont quet.

Ar hont

Ne gosean quet did deus a gueginet, deus boet da zibï...

La Tulipe

Ah ! ha ! vit da zibi boet ne meus biscoas cavet ma far.

Ar hont

Ha da ficha ane ?

La Tulipe

A vit an drase non quet.

Ar hont

Me ia da zisqui did. Comer a ri da guenta col ac a tibabi ane.

La Tulipe

Pab so enne ta ?

Ar hont

Polisson so achanout ! Ne quet se a laran did. Choas an tamo mat digant an tamo fal.

La Tulipe

Ah ! han ! Compren a ran.

P. 6-7.
{Hist. du théâtre celt., p. 393-394.)



VIE DE MALLARGE DE TRISTEMINE,
SA FEMME, ET DE SES ENFANTS
(Ms. de ma collection)


Mallargé

Ebien, ma friet, ari eo an delle
Da quement so er bet da gaffet liberte.
Evit ober chervat netra na espernier,
Na paour na pinvidic, quement a el ober.
Me ameus assinet ma ol abitantet,
Breudeur a quendirvi, ma ol bredesoret,

Evït solemnissan en eur banquet leal
A rin ebars em si evit an de quentan.
Me so Roue Bagus voar ar mes hac en quer.
Dirac ar cheffo bras voar an dol em chesser ;
Hac a so direat da bep sort qualite ;
Partout em anaveer dreit pep re er hontre.

P. 3.
(Hist. du théâtre celt., p. 396.)



Mallargé

Mes abars mervel emeus hoant
Da rein dach avertissamant,
E vo goude ma maro en em gueret...
Pemp map o heus hac a so potret vat
Hac o tiou verch o sal er fat.
Bezet soursius a neze.
A chuy, clevoet, ma bugale,
Nam interet quet ; eur sotis e cafan.
Ma carjen bout dalhet da effan,
Ne voan quet hoas maro breman.
Mes hoas eur voes e hesperan
Eur voes ar bloa ressusittan.
Adieu, sivoas ! mervel a ran.
Mes evit ober malarge
Gant tud ma bro a ma hontre
Ma ne deuan evin tromplet,
Car esper emeus da donnet.
Rac se, ma lequet gant enor,
Evel ma ehon aman, em hador,
En eur gambr a so a drecq dusse ;
Ma lest eno voar guement se.
Mar gallan hoas caffet bue,
Me deuyo dam horf adare.
Ma ne deuan oar ben eur bloa,
Teulet an nen tu da vreinnan.
En dro dam sy eheus touffeso ;
Mat avoalch evo ma horf eno.
Ma desir emeus disclerriet :
Pa vin maro, groet a gueret.
Ayaou ! Ayaou ! Achu e da reus,
Paour ques Mallarge ! Poan vras e teus.
Achu eo ma houraihg ; e varvoan.
Ma soutenet : quean a ran.

P. 67-68.
(Hist. du théâtre celt., p. 401.)
LA PASSION DE NOTRE-SEIGNEUR
(Ms. de la collection Vallée)


Le Prologue

Re just eo ho canvou. Pe neo dan sujet se
Ezoch quen hirvoudet, allas ! me sou yve.
Mais gortait un neubet me sechin me daerrou,
Neuze dar bobl ha dach, ma gallan, me discleriou.

i, v°.
(Hist. du théâtre celt., p. 406-407.)



MYSTERE D’EULOGIUS
(Ms. de la Bibliothèque nationale n° 28)


Ouz an otronne ar vellien iscus a goullennan,
Mar be ho bollante, quent dont da finnissan ;
Diouzach, tud gentil, ha choui, dimesselet,
Hac ouz ar general quement asso ouz ma clevet ;

Marche

Hac ouz an ol gloer quement asso presant,
Me a goulen pardon hac iscus umblamant ;
Me gret gant an dud fur effeomb iscuset :
Peb hinin an deus groet guellan men deus gallet.

Marche

Ma figemb bet en Rouan pe otramant en Paris
Bet education, effigemb, do havis,
Contantoch don guellet evit nan doch breman.
Nin garrje couls ha choui bout bet o studian.

Marche

Mes na el quet eur goulm, daouist de diovesquel,
Monnet evel an nel na ningal quen uel.
Nin yve pareilliamant na ellom quet choari
Evel ar gloer jauanch asso bet er studi.

Marche

Choaz quent evit finissan me a goullen umblamant
Iscus a voir gallon ouz ar merchet jauanc
Perre bemde evit enem entretenin
A deui da droug coms ahanomb, memes don detractin.

Marche

Na deut quet da qaquettal er gis se, merchet jauanc,
Hac en eur faisson al nin o rento contant.
A na deut quet da droug coms ves a acteur erbet,
Martesse effe hennez a alloch da gaffet.

{Hist. du théâtre celt., p. 409.)


VIE DE MOÏSE
(Êpilogue copié par Luzel, en ma possession)


Quent ewit finissan a po ar charite
Da dont choas d’hor clewet, mar be ho bolonte,
Da dont d’ho cannad, rac na pe ancoëzet,
An dever pep hinin a so dac’h oll gleet.
Na ne quet suramant ewit ho obligean,
Donnet en ho toës a tisquenno breman
Daou deuz an actorrien gant peb a plaat en dro,
Pep hinin ac’hanoc’h a reï ho deverio.
Rac dre ho madeles hac o civilite
Da donnet da vidomp ewit koanian fete ;
Goude an donezon a deufet da ober,
Nin a reï, gant graç Doue, eun tam cher-vad en berr.
Darn demeuz ac’hanoc’h a so libr a galon
A reï, da sicour koanian, pezio daou scoëdigenn,
Darn all pezio tri livr, pezio dek-raëllet,
Rac eur bagat mad homp, pa vefomp daspuignet.
Re-all a so aze couard gant ho mado,
Mes ewit quement-se eo mad ho c’halonno
Ac a distribuo en toës an actorrien
Demeuz a gouplado pezio dek-gwenneyen.
Anfin, tud a brudanç, ho dever oll eo se.
Goud a ouzoc’h kouls ac me hor neuz fraëzio ive ;
Da vezan eunn theatr placet ac equipet,
A dilaas dimp dija eun nao pe un dek scoët.
Ewit quement-se tout, pa na rofac’h netra,
A meuz ouz pep hinin ac’hanoc’h kals a joa,
D’hor bezan henoret demeuz a ho presanç
En pad an deziou-man, gant pep perseveranç.

(Hist. du théâtre celt., p. 411-412.)

VIE DE SAINT GARAN ET DE SAINT DENIS
(Ms. de ma collection)


Consideret aman ve arj ar mis may
Ebars en eur verge pep tra a ve oll gay,
Ramplisset ve ar goez aes a pep fleurio ;
Oll ehint admirabl herve o naturio ;
Eur barat drouc avoel allas a ario
Hac assaillo ar bleun quercouls hac an dellio :
Er guisse an diaoul so sivoas nos ha de
O tont da ruinan berge an otro Doue.

(Hist. du théâtre celt., p. 424.)


LA PASSION ET LA RESURRECTION
DE NOTRE-SEIGNEUR
(Ms. de la Bibliothèque nationale n° 13)


Eun den staguet enny, masacret...
Dre mil andret deus e gorf e teue goaziou goad ;
Ha disech he heno, ha seret he zaoulagad.
E gorf tout remplisset a crach hac en hudur ;
E guic en mil andret meultriset dreist musur ;
He vochen leun a voat ha asambles simantet ;
E esquern partout a voa euzus meurbet ;
(He ziouvrech) oa staguet a grouiet ous e guien ;
(E) entraillo cassy quen callet ac ar meïn.

(Hist. du théâtre celt., p. 424.)


MYSTERE DE COGNOMERUS
ET SAINTE TREFINE
(Ms. de la Bibliothèque nationale n° 39)


Prologue de Louis Eunius

An nistoar man ne voa bet bicoas raportet
Er stum me vou hirie, an expirians e rai guellet ;
Rac dre ol evoa gueagal carguet ves a fotou.
Hiri chai coriget en lies mangnerou,
Dre un oteur yaouanc a bas ves a speret ;

Gant poan hac anui, er blaves tremenet,
Heneusan bet dreset herve e fantasi,
Amploch a fasiloch comprenabl de bep hinin.
An ninin en neussi hadverset contrel der stum me voa
A sou un den triuvoach la a Vréec en Ploua,
Dre men deffoa guellet an nistoar en gallec.

(Hist. du théâtre celt., p. 440-441.)


SAINTE GENEVIEVE DE BRABANT
(Ms. de la Bibliothèque nalionale n° 24)


Notes de Conan

A goude boud lened levriou a lesen
E commansas neuse len scritur an dioulou.
Quend er fin e cavas lerf an Alibarden :
En ennes e tisquas e gentel pen da ben.

P. 285.
(Hist. du théâtre celt., p. 442.)



Rac, allas ! sivoas din, me vo dibourve a dister,
Goloed a gonfusion, pa ariin dirac ma barner ;
Ma na me ar boneur da vean proteged,
Nem voelin malerusamand mesc an dud reprouvet.
Mes esperin a ran er Voerches hac e mam Santes Annan ;
Ar Batriarched, ar Brofeted a dei dam asistan,
Pa meus gant atansion renouveled o vertuio,
Hac nem ancouefont quet en eur deus ma maro.
A te, amy Lecteur, pa glevi e vin maro,
Es pe jonj ahanon bars en da bedenno ;
Ped Doue da gad misericor deus ma ine,
A, mar me ma flas en env, me bedo vidoud ive.

P- 5-6.
(Hist. du théâtre celt., p. 445.)



Dispac ta, Conan gos, da ol atansion
Da riman ar vue man gand peb perfecsion,
Hac es pou vid da boain, pa ny deus ar bed man
Benedicsion santes Genovefa.

Arsa ta, Conan gos, poend eo dit riman,
Mar teus hoant e vou groed souden an heured man.

Aman es pou labour, pours ques Conan,
Da scrivan ar bresel dious da dra da unan.

Ne ran qued a von o scrivan a lech man :
Ar heillen hac ar hoen a sou ous ma nehan.

Conan a sou contand da sedin e vicher,
Rac ari e re gos da voud breman rimer.

Martel sou bed savant, voar a glevan lared,
Mes Conan a sou yve, eb dale e voelfed.

Conan sou contand da disquin he vicher
Dan inin aneus hoaind da nem ober rimer.
Ma, ma, Conan, te gemer poan spered
Evid ar recompans a sou dit prepared.

Arsa ta, Conan gos, poend eo dit breman
Scrivan eur senen deus a Genovefa,
Ma voelfeomb Golo gand e amourousted
Clasc poqued d’ar brainses ; mes me gred ne rey qued.

Conan, diavis oud re jenin da spered :
Goude ma vi maro, an tref man vo toled
A toled a goste,
Me lar did, Conan, gant da vugale.

Conan a nije rimed eun omb a istoairio,
Ma voelche e botred o len en e levro ;
Mes na ne qued da len e lequond o amser :
E maind e clasc an tu da antren er viser.

Horsa ta, Conan gos, red a vou agoutin ;
Evit quemer Avinon a vou red combatin.
Hac evelse, Jean gos, studiet ho quentel,
Rac divoar o tanve vou red or ar bresel.

Souden me renonsou dan etad a rimer ;
Ari on scuis o col lif, plu a paper.
Considerabl eo a me ary quer cos,
Nemed pa ven o scrivan na gemeran repos.

Courag, Courag, pour ques Conan !
Rac chede te anter. Pou quet a gun des poan.
Eman voersy er fad hac es pou eun tam archand,
A goude ry eun al adare, pes pou hoand.

Te, Conan, sou gueled gant cals vid eur sorser,
A darn al es quemer evid eun difuner ;
Mes ma ne voay quet guir, a me gred ne voay quet,
Gand ar gos hast cos evy breman disqued.

Conan, groed eteus guechal ar tricoto se ?
— Ho, ne meus qued louen, a drugare Doue.
Ne meus groed poan da den na ne rin james,
Nemed laqued hoairzin dre eur vadineres.

Petra leres, Conan, voair sujet an otro Golo ?
— Lared e poend dean mond gand an dioulo,
Eun tirand, eun traitour, hac eun den impudic,
Goais vid Robespier d’amser ar Republic.

Conan sou ansien, a cos ardiamant.
Mar quered o plïjadur, ne gemered quet eur vroeg coant,
Rac march Amon sou nos de en louag,
Duman irie, a duse vou arhoais.

Conan na houl neb comers gand ar maro ;
Couscoude eb dale ameus aon e reiou.

Hebien eta, Conan, breman e vou gueled
A te rey distrujin ar vroaich evel ma he dleed.

Tadiou cos Robespier, eme Conan, evoay Golo ;
Biscoais den ne meus cleved o lared : Doue den pardono !
Breman eou red, Conan, clasc er fad ar rimo,
Evid or diframan ar merheter Golo.

Lared ispoay, Conan, ben guelo Nedelec
E reinghes caed fin ; diouail ne ves tromped.
Goustadet ez gantan, comans a res scuisan.
Courag hoais eun neubed, plijadur es pou gantan.

Harsa, Conan, chede fin dan istoair
A discoe dimb providans Doue aman voair an douar...

Breman, Compannones, er fin o suplian,
Mar sou pliget d’ach eur poend benac ebars en istoair man,
O ped sons a Gonan a neus an traduised
Deus an istoair gallec, rimed en bresonec.
Lered dar bianan, quen moned da gousqued ;
« Doue da bardono an inin neus an scrifed ! »
Ar recompans a desir Conan evid e boan
E protecsion santes Genovefa, pa ney deus ar bed man.

(Hist. du théâtre celt., p. 446-448.)


FEUILLETS MANUSCRITS
DE LA COLLECTION LUZEL
(en ma possession)


Notes de Conan

Me a larou de, dar bianan,
Mar nam hevond quet mad da jeneral,
Procurin din ar grad a gaporal,
Cabiten, pe port-ansein, potramant isinier,
A contand on ive da vean tabouriner.
Rac arif ar houls a vou mar parti a re al,
El lezel ahanon er gard nasional,
Me rei ma facotil da vont o sennyre...
Me rei eur rijimand deus ar hairran corfou,
Potred an actou fos, displanterien ar hroajou
Lairron a volerien, tud fal iscumunuged,
Tud deus ar galeou a violerien merched,
Touerien Doue, meverrien, tud insecrab,
A me o homandou hac o feou er fad ;
Hac er fin e mou hoas an dud gentil gos hac ar veleien
Hac a re se a vou ma ofisierien.

P. 1-2.
(Hist. du théâtre celt., p. 442-443.)



Ma Doue ! Ma Doue ! Petra a rin breman ?
Anvius a vo din pa nellin quen scrifan !
Deut on quen imparfet, non quet mest dam izili.
Queun a meus em c’halon a querse vo ganin !

P. 5.
(Hist. du théâtre celt., p. 444.)

Cals a Iar din hon sod, ha me no hredan quet ;
Rac Doue dre e gras a neus ma inspired
Da renouvelin istoari cos deus servijerien da Doue.
A panevert ar sort din na ve quet comset ane,
A me so bed ordinal jalous deus ar Scritur,
Deus ar batriarchet, profetet, tud savant a fur.
Enfin peb ini a reï evel ma garo...
Caid a ma leso Doue anon en bue hac en ieched,
Me a gontinuo evel ma voan comanset.
Ar pes a gonsol ahanon, pa hin deus ar bed ma,
A vo gueled ma ano ouspen ahand da gand vla.

P. i.
(Hist. du théâtre celt., p. 444-445.)




VIE DE JACOB
(Ms. de la collection Vallée)


Doue ne difen ousimp enne c’hourc'hamenou
Netra e nep fesson, nemer ar pec’hejou...
Mes enorin ar Sent nen deus quet difennet.
Ho bue disclerier, dre ar c’homidianchou,
Ho vertuou santel, hac ou finigennou...
Lennet Scrittur, sant Augustin, sant Jerom, sant Ambrois,
A sant Jan chrissostom, na ne guefet james
E fe Cas reservet disclerian bue ar Sent
Ebars en amser man, quen neubet evel quend.
Lennet c’hoas davantag an ol gassuistet
Hac ar pes a raport an Evangelistet,
Na ne guefeet quet, an dra se a sou scler,
An difen sou breman en Goelou, en Treguer.
Fallout a ra lemel, gout a ret couls ha me,
Diant ar bobl commun a bep sort liberte.
Hac e fent eccleret evel ur Ciceron,
Pe un Tertulien, pe un Doctor Gresson,
Me mije an amser de disclerian dese
Vergeou voar ar memes matier, me a gaffe
Evige, guir a serten, quen ne alge hini
Dre resoniou probabl donet de gontestin.

P. 283-284.
(Hist. du théâtre celt., p. 504.)
VIE DE HUON DE BORDEAUX
(Ms. de ma collection)


Er blaves mil seiz cant ha tregont...
Ar choézec a viz goéren oe serten eun arret
A difenne questal men assur fermamant
Didan boan da gouea en pemp cant livr amand
Hac ugent livr amand oa d’an neb a deuje
Ebars en nep fesson da rei ajistans d’he.
Hag ober appliquan an arret zo bet groet.
Ni a ra foei, me re man, deus eun nep sort arret ;
Reit dimp eun dra bennag ha neus forz para vo,
Pe eun tam quig bennag, pe aman, pe uo.
Quement se so mad d’imp, heman pe eguile ;
Roët d’imp pez a po herve o polonte,
Ha goude deut domb had, absolution po
Nemet navanco quet ober tragedio...

(Hist. du théâtre celt., p. 505.)



————
TABLE DES MATIÈRES
————
Histoire
du théâtre celt.
Textes
bretons
Avant-propos .............................................................. 3
La Création du Monde ................................................ 273-278 5
Vie de sainte Anne et de sainte Emeransienne .......... 283-288 6
Vie de saint Jean-Baptiste .......................................... 503-504 8
Vie de saint Pierre et de saint Paul ............................ 290-292,438
439

11
Vie de l’Antechrist et Jugement dernier ...................... 295-300,414,
302-305

13
Vie de saint Laurent .................................................... 314-323 21
Ar Farvel goapaër ....................................................... 391 27
Ian Mêlargé ................................................................. 393-394 27
Vie de Mallargé, de Tristemine sa femme et de ses
enfants ........................................................................

396-401

28
La Passion de Notre-Seigneur (ms. Vallée) ................ 406-407 30
Mystère d’Eulogius ...................................................... 409 30
Vie de Moïse ................................................................ 411-412 31
Vie de saint Garan et de saint Denis ........................... 424 32
La Passion et la Résurrection de Notre-Seigneur (ms.
de la Bibl. nat.) .............................................................

424

32
Cognomerus et sainte Tréfine ...................................... 440-441 32
Sainte Geneviève de Brabant ...................................... 442-448 33
Feuillets manuscrits de Luzel ....................................... 442-445 36
Vie de Jacob ................................................................. 504 37
Vie de Huon de Bordeaux ............................................. 505 38


--------x--------