Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/Lizer S. Paol da Philemon

Eus Wikimammenn
troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 414-415)



LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
da
PHILEMON.


————


CHABISTR I.


PAOL, prizonier Jesus-Christ, hag hor breur Timoteus, da Philemon hor muia-karet, hag hor c’hen-labourer ; (2) ha d’hor muia-karet Apphia, ha da Archippus, hor c’hen-vreur en armou, ha d’an Iliz a zo en da di. (3) Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus-Christ !

(4) Trugarekaad a ran va Doue, oc’h ober bepred memor ac’hanoud em pedennou ; (5) o klevet hano euz da feiz en Aotrou Jesus, hag euz da garantez e-kenver an holl zent ; (6) evit ma teui ar feiz, oc’h en em skullia euz an eil var egile, da gaoud nerz, dre an anaoudegez euz an holl vad a rer en ho touez, evit Jesus-Christ. (7) Rag, va breur, da garantez he deuz roet deomp eur joa hag eur gonsolation vraz, o veza ma ec’h euz lakeat ar joa e calonou ar zent.

(8) Dre-ze, petra-benag ma em euz eul liberte vraz er C’hrist evit gourc’hemen d’id ar pez a zo deread, (9) koulskoude gwell eo ganen da bedi, petra-benag ma’z oun Paol, avanset en oad, ha breman memeus prizonier Jesus-Christ, (10) da bedi, en hano ar garantez, evit va mab Onesimus, em euz engehentet pa oann er chadennou ; (11) evit heman pehini a oa gwech-all hep talvoudegez evidoud, hag a vezo breman talvoudus d’id, kerkoulz ha d’in-me, hag a gassan breman d’id var he giz. (12) Digemer eta anezhan evel ma tigemerfez eur bugel d’in. (13) C’hoant em boa d’he zerc’hel assambles ganen, evit ma c’hellje servichoud d’in en da blas em liammou evit an Aviel. (14) Mes n’eo ket bet fellet d’in ober netra hep da ali, evit na vije ket ar vad a rez evidoun, evel eun dra dre fors, mes a volontez-vad. (15) Rag marteze n’eo bet dispartiet ouzid e-pad eur pennad amzer, nemed evit ma c’helljez hen kaoud a-nevez evit ato ; (16) n’e ket mui evel eun esclav, mes dreist eun esclav, evel eur breur karet meurbed ganen-me, ha muioc’h c’hoas ganez-te, hervez ar c’hig, hag hervez an Aotrou. (17) Mar kemerez eta ac’hanoun evel a-unan ganez, digemer anezhan eveld’oun-me va-unan. (18) Mar hen deuz great eur gaou-benag ouzid, pe mar tle eun dra-benag d’id, laka kement-se var va c’hount-me. (19) Me, Paol, a scriv kement-man d’id gant va dorn va-unan, hen paea a rin d’id, hep lavaret d’id ez oud da-unan em gle. (20) Ia, va breur, ra em bezo ar blijadur-ze diganez en Aotrou ; ro joausted d’am c’halon en Aotrou. (21) Scriva a ran d’id leun a fizians e senti ouzin, o c’houzoud ervad e ri zo-ken mui eged na lavaran. (22) Mes er memeus amzer prepar d’in eul lojeis, rag esperoud a ran e vezin rentet deoc’h dre ho pedennou.

(23) Epaphras, va c’hen-brizonier en Jesus-Christ, Marc, (24) Aristarkus, Demas, ha Lucas, va c’hen-labourerien, a zalud ac’hanoud.

(25) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo gant ho spered ! Amen.


————