Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/Lizer S. Paol d’ar Golossied

Eus Wikimammenn
troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 384-390)



LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
d’ar
GOLOSSIED.


————


CHABISTR I.


PAOL, abostol Jesus-Christ, dre volonlez Doue, ha Timoteus hor breur, (2) d’ar breudeur er C’hrist, ar zent hag an dud fidel a zo en Colossa. Gras ha peoc’h deoc’h digant Doue hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus-Christ.

(3) Renta a reomp grasou da Zoue, Tad hon Aotrou Jesus-Christ, er pedennou a reomp heb ehan evidoc’h, (4) o veza klevet komz euz ho feiz en Jesus-Christ, hag euz ar garantez hoc’h euz evit an holl zent ; (5) abalamour d’an esperans a zo miret deoc’h en envou, euz a behini hoc’h euz bet anaoudegez a-ziaraog dre ar gomz a wirionez euz an Aviel, (6) pehini a zo en ho touez, evel ive er bed holl, hag a zoug frouez eno, evel ive en ho touez, abaoe an deiz m’hoc’h euz her c’hlevet, ha m’hoc’h euz anavezet gras Doue er wirionez ; (7) evel ma hoc’h euz ive hen desket gant Epaphras, hor c’hen-zervicher karet-mad, pehini a zo evidoc’h eur ministr fidel euz ar C’hrist, (8) ha pehini hen deuz roet deomp da anaoud ho karantez hervez ar Spered. (9) Dre-ze ni ive adaleg an deiz ma hon euz klevet kement-se, n’hon euz ket paouezet da bedi evidoc’h, ha da c’houlen ma viot leun euz an anaoudegez euz he volontez, en pep furnez hag ententamant spirituel ; (10) en hevelep doare ma valeot en eun doare dign euz an Aotrou, evit plijoud dezhan en pep tra, en eur dougen frouez dre bep seurt oeuvrou mad, hag o creski en anaoudegez a Zoue ; (11) o veza krenveet en pep doare hervez he c’halloud glorius, evit kaout pep patianted, hag hir-c’houzanvedigez gant joa ; (12) o renta grasou d’an Tad, pehini hen deuz hon rentet capabl da gaout lod euz a heritach ar zent er sclerijen ; (13) pehini hen deuz hon delivret euz a c’halloud an devalijen, hag hen deuz hon lakeat da vond en rouantelez he Vab muia-karet, (14) en pehini hon euz ar redemption dre he oad, ar pardon euz ar pec’hejou.

(15) Hen eo an imach euz an Doue invisibl, ar c’henta-ganet euz an holl grouadurien. (16) Rag dreizhan eo bet crouet an holl draou pere a zo en envou ha var an douar, an traou visibl hag an traou invisibl, pe an troniou, pe an dominationou, pe ar princelezou, pe ar puissansou. An holl draou a zo bet crouet dreizhan hag evithan. (17) Hen a zo araog pep tra, ha pep tra dreizhan a gendalc’h en he za. (18) Hag hen eo ar pen euz a gorf an Iliz ; hen eo ar pen-kenta, ar c’henta ganet a-douez ar re varo, evit ma talc’ho ar plas kenta en pep tra. (19) Rag plijet eo bet da Zoue lakaad da choum enhan peb leunder ; (20) hag unani dreizhan pep tra ganthan he-unan, o veza roet ar peoc’h, dre ar goad euz he groaz, ken d’an traou a zo var an douar, ken d’ar re a zo en env. (21) C’houi ive, pere gwech-all a oa estranjourien hag enebourien dre ho sonjezonou ha dre hoc’h oberou fall, (22) a zo bet unanet ganthan, er c’horf euz he gig, dre he varo, evit ho lakaad dirazhan santel, pur ha didamal ; (23) gant ma teuot da genderc’hel fontet er feiz ha ferm en ho sa, heb dilezel an esperans euz an Aviel hoc’h euz klevet, pehini a zo bet prezeget da bep crouadur dindan an env, hag euz a behini me, Paol, a zo bet great ministr.

(24) En em rejouissa a ran breman em souffransou evidoc’h, hag e peur-achuan da zouffr em c’hig ar rest euz a boaniou Jesus-Christ evit he gorf, pehini eo an Iliz, (25) euz a behini ez oun bet great ministr, hervez ar garg hen deuz roet Doue d’in en ho kenver, evit discleria deoc’h ger Doue pen-da-ben, (26) ar myster a oa kuzet en holl amzeriou hag en holl oajou, mes a zo breman discleriet d’he zent ; (27) da bere eo bet plijet gant Doue rei da anaoud pegen pinvidic eo ar gloar euz ar myster-man e-touez ar Jentiled ; da lavaret eo : ar C’hrist enoc’h-hu, an esperans euz ar gloar. (28) Hen eo an hini a brezegomp, oc’h exhorti peb den, hag o teski peb den en peb furnez, evit renta peb den parfet en Jesus-Christ. (29) Evit se ive eo e labouran, o combatti dre he vertuz, pehini a labour nerzus enoun.


CHABISTR II.


RAG me a fell d’in e teufec’h da c’houzout pegen braz eo ar gombat em euz da zouten evidoc’h, hag evit ar breudeur a Laodicea, hag evit ar re holl n’ho deuz james va gwelet va-unan. (2) Evit ma vezo consolet ho c’halonou, hag unanet assambles er garantez, evit beza pinvidikeet euz a eun ententamant vad, evit anaoud myster Doue an Tad, hag ar C’hrist, (3) en pehini ema dastumet an holl denzoriou euz ar furnez hag euz ar skiant. (4) Kement-man a lavaran, evit na deui den d’ho trompla gant komzou kaer. (5) Rag, mar d’oun pell diouzoc’h a gorf, emoun prezant en ho touez a spered, leun a joa, o velet an urz vad en ho touez, hag ho feiz stard er C’hrist.

(6) Evel eta ma hoc’h euz recevet Jesus-Christ an Aotrou, baleit assambles ganthan, (7) o veza griziennet ha fontet enhan, ha krenveet er feiz, evel ma oc’h bet desket, o creski enhi, gant actionou a c’hras.

(8) Likit evez na zeufe den da c’hounid ac’hanoc’h dre philosophi ha touellerez goullo, hervez giz an dud, hervez kenta kenteliou ar bed, ha nann hervez ar C’hrist. (9) Rag enhan ema an holl leunder euz an divinite o choum en eur c’horf. (10) Ha c’houi hoc’h euz pep leunder enhan, pehini eo ar pen euz a bep princelez hag a bep galloud. (11) Enhan ive oc’h bet circonciset, gant eur circoncision great hep dorn ebed, en eur delivra ar c’horf euz a bec’hejou ar c’hig, rag honnes eo circoncision ar C’hrist ; (12) o veza bet sebeliet assambles ganthan er vadiziant ; enhan ive ez oc’h resussitet, dre ar feiz en galloud Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a-douez ar re varo. (13) Ha pa oac’h maro en ho pec’hejou hag en ho kig dicirconcis, hen deuz ho tigasset d’ar vuez assambles ganthan, o veza pardonet deoc’h hoc’h holl bec’hejou. (14) Effacet hen deuz ar pez a oa en hon enep, an obligation euz an ordrenansou pehini en em zave a-enep deomp ; hag hen deuz he rentet nul, o staga anezhi ouz ar groaz ; (15) o veza divisket ar princelezou hag ar puissansou, lakeat hen deuz anezhe da spectacl dirag an holl, o veza ho zrec’het var ar groaz-ze.

(16) Diwallo den d’ho condaoni divarben an debri pe an eva, pe divarben eun devez gouel, pe eul loar nevez pe deiziou ar sabbat ; (17) an traou-ze a oa ar skeuden euz an traou da zond, mes ar c’horf anezhe a zo er C’hrist. (18) Diwallo den da lemmel diganeoc’h ho recompans dre eur zeblant a humilite, ha dre adoration an elez, o sourcial ouz traou ha n’hen deuz ket ho gwelet, o veza c’houezet a ourgouil gant skiant ar c’hig, (19) hag heb en em derc’hel stag ouz ar pen, euz a behini e teu ar c’horf, unanet gant ar mellou hag al liammou, da greski euz eur greskadurez hervez Doue.

(20) Mar d’oc’h eta maro assambles gant ar C’hrist, evit ar pez a zell an diskadurez dister euz ar bed-man, perag e karger ac’hanoc’h euz an ordrenansou-ze, evel pa vijec’h c’hoas o veva er bed ? (21) En eur lavaret deoc’h : Na zebr ket, na danva ket, na douch ket ; {gourc’hemenou hag a dro holl da fall dre an usach direiz) hervez maximou ha kelenadurezou an dud, (22) traou pere ho deuz evit-gwir eur zeblant a furnez, o veza eur servich a volontez-vad, great gant eun neubeud-benag a humilite, hag o castia ar c’horf, heb sourci e-bed euz ar pez a ra plijadur d’ar c’hig.


CHABISTR III.


MAR d’oc’h eta resussitet assambles gant ar C’hrist, klaskit an traou a zo d’an neac’h, en pe leac’h ema ar C’hrist azezet a-zeo da Zoue. (2) Likit ho karantez en traou a zo d’an neac’h, ha nann en traou an douar ; (3) rag maro oc’h, hag ho puez a zo kuzet gant ar C’hrist en Doue ; (4) mes pa zeuio ar C’hrist, pehini eo ho puez, d’en em diskouez, neuze c’houi ive a vezo diskouezet assambles ganthan er gloar.

(5) Lakit eta da vervel en hoc’h izili kement a zo euz an douar, al lubricite, an impurete, ar gwall-ioulou, an deziriou fall, hag an avaristed, pehini a zo eun idolatriach ; (6) rag evit an traou-ze eo e teu coler Doue var vugale an dizentidigez ; (7) en traou-ze hoc’h euz ive baleet gwech-all, pa oac’h o veva enhe. (8) Mes breman c’houi ive dilezit anezhe holl : ar goler, ar gassoni, an drougviez, ar gwall-deodadou, ar c’homzou udur ; diwallit na zeufe hini euz ho kenou. (9) Na livirit ket a c’hevier an eil d’egile ; p’az oc’h en em divisket euz an den koz, hag euz he oberou, (10) ha pa’z oc’h en em visket euz an den nevez, pehini a zo adnevezet, ebarz an anaoudegez, hervez imach an hini hen deuz he grouet. (11) Aman n’euz na Grek na Judeo, na circonciset na dicirconcis, na Barbar, na Scythiad, nag esclav na den libr ; mes ar C’hrist a zo holl en holl.

(12) En em viskit eta, evel tud choazet gant Doue, santel ha muia-karet, a entraillou a drugarez, a vadelez, a humilite, a zousder, a batianted ; (13) oc’h en em supporti an eil egile, hag o pardoni an eil d’egile, mar hen deuz unan-benag eur c’hlem a-enep unan all. Evel ma hen deuz pardonet ar C’hrist ac’hanoc’h, c’houi, grit ive evel-se. (14) Mes dreist-holl en em viskit euz ar garantez, pehini eo an ere euz ar berfection. (15) Ha ra zeui peoc’h ar C’hrist, da behini ez oc’h bet galvet en eur c’horf hepken, da rên en ho calonou ; ha bezit leun a anaoudegez-vad. (16) Ra zeui Ger ar C’hrist da choum enoc’h gant he holl leunder, m’ho kargo a bep furnez. En em deskit, hag en em exhortit an eil egile, dre salmou, canaouennou ha canticou spirituel, o cana en ho calonou d’an Aotrou gant anaoudegez-vad. (17) Ha kement tra a reot, dre gomzou pe dre oberou, grit pep tra en hano an Aotrou Jesus, o trugarekaad Doue an Tad dreizhan. (18) Gragez, plegit d’ho priejou, evel ma’z eo deread hervez an Aotrou. (19) Goazed, karit ho kragez, ha na gemerit ket kaz outhe. (20) Bugale, sentit ouz ho tadou hag ho mamou en pep tra ; rag kement-se a zo agreabl d’an Aotrou. (21) Tadou, na hegazit ket ho pugale, gant aoun ne zeufent da goll courach. (22) Servicherien, sentit en pep tra ouz ho mistri hervez ar c’hig, o servicha anezhe, nann hepken dirag ho daou-lagad, evel o klask plijoud d’an dud ; mes gant eur galon eün en doujans Doue. (23) Ha kement tra a reot, grit-hen a galon-vad, evel evit an Aotrou, ha nannevitandud ; (24) o c’houzout penaos e recevfot digant an Aotrou ar recompans euz an heritach, rag c’houi a zervich Christ, an Aotrou. (25) Mes an hini a ra ar pez a zo injust, a recevo hervez he injustis ; ha na vez diskouezet preferans ebed evit den.


CHABISTR IV.


MISTRI, rentit d’ho servicherien ar pez a c’houlen al lealded hag an honestis diganeoc’h, o c’houzout penaos, c’houi ive hoc’h euz eur Mestr en envou.

(2) Kendalc’hit da bedi, ha bezit aketus d’hen ober gant actionou a c’hras ; (3) pedit er memeus amzer evidomp-ni, evit ma tigoro Doue deomp eun nor evit ar gomz, evit annons myster ar C’hrist, abalamour da behini emoun ive er chadennou ; (4) hag evit ma hen roin da anaoud, evel ma tlean komz divar he ben. (5) En em gomportit gant furnez e-kenver ar re a zo a-ziaveaz, o prena an amzer. (6) Ra vezo ho komz leun a c’hras, ha saouret-mad gant holen, evit ma c’hellot respont da bep hini evel ma’z eo dleet.

(7) Tychikus, ar breur muia-karet, ar ministr fidel, ha va c’hen-zervicher en Aotrou, a roio da anaoud deoc’h kement a zell ouzin. (8) Kasset em euz anezhan deoc’h evit kement-man, evit ma c’hanavezo e pe stad emaoc’h, ha ma consolo ho calonou, (9) gant Onesimus, eur breur karet ha fidel, pehini a zo euz ho pro ; int a roio da anaoud deoc’h kement tra a c’hoarvez dre aman.

(10) Aristark, va c’hen-brizonier, a zalud ac’hanoc’h, ha Marc ive, kinderv da Varnabas, divarben pehini hoc’h euz recevet urzou ; (mar d’a d’ho kavoud, digemerit anezhan). (11) Jesus, les-hanvet Justus, a zalud ac’hanoc’h ive. Ar re-man a zo euz ar circoncision, hag e-touez va c’hen-labourerien evit rouantelez Doue, ar re-man hep-ken a zo bet eur gonsolation evidoun. (12) Epaphras, pehini a zo euz ho touez, ha servicher d’ar C’hrist, a zalud ac’hanoc’h ; ne ehan ket da gombatti evidoc’h en he bedennou, evit ma viot parfet ha peur-c’hreat en holl bolontez Doue. (13) Rag me a ro testeni dezhan, penaos hen deuz eur zel vraz evidoc’h hag evit ar re a zo en Laodicea, hag ar re a zo en Hierapolis. (14) Lucas, ar medeusin muia-karet, a zalud ac’hanoc’h, ha Damas a ra ive. (15) Saludit ar breudeur euz a Laodicea ha Nymphas, hag an Iliz a zo en he di. (16) Ha pa vezo bet lennet al lizer-man en ho touez, grit ma vezo lennet ive en Iliz al Laodiceed, ha lennit, c’houi ive, an hini d’al Laodiceed. (17) Ha livirit da Archippus : Laka evez-mad ouz ar garg ec’h euz recevet digant an Aotrou, evit gallout he ober ervad.

(18) Me, Paol, a zalud ac’hanoc’h gant va dorn va-unan. Ho pezet sonj euz va liammou. Ar c’hras ra vezo ganeoc’h ! Amen.


————