Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/Lizer S. Paol d’an Ephezied

Eus Wikimammenn
troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 369-377)



LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
d’an
EPHEZIED.


————


CHABISTR I.


PAOL, abostol Jesus-Christ dre volontez Doue, d’ar zent ha d’an dud fidel er C’hrist Jesus, pere a zo en Ephesus. (2) Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus-Christ !

(3) Benniget ra vezo Doue, Tad hon Aotrou Jesus-Christ, pehini hen deuz hor benniget gant peb bennoz spirituel el leac’hiou celestiel, dre ar C’hrist ; (4) hervez ma hen deuz hor choazet enhan, araog fondation ar bed, evit ma vezimp santel ha divlam dirazhan dre ar garantez ; (5) o veza hor choazet a-ziagent da veza he vugale a adoption dre Jesus-Christ, dre ma’z eo bet plijet kement-se d’he volontez ; (6) da veuleudi ar gloar euz he c’hras, hen deuz roet deomp en gratis en he Vuia-karet. (7) En pehini hon euz ar redemption dre he oad, ar pardon euz ar pec’hejou, hervez ar pinvidigezou euz he c’hras, (8) hen deuz skulliet varnomp dre bep seurt furnez ha skiant-vad ; (9) o veza m’hen deuz roet deomp da anaoud ar myster euz he volontez, hervez an dessein a drugarez hen doa formet a-ziagent enhan he-unan, (10) hag a dlie beza digasset da vad ganthan, pa vije deuet da ren an amzeriou merket ganthan, da lavaret eo, da zastum assambles an holl draou er C’hrist, koulz ar re a zo en envou, evel ar re a zo var an douar. (11) Dre enhan ive eo ez omp deuet da veza heritourien, (o veza bet choazet a-ziagent, hervez ma oa bet merket gant an Hini a ra an holl draou hervez ma plij d’he volontez he-unan) ; (12) evit ma servichimp da veuleudi he c’hloar, ni pere a zo bet ar re genta o lakaad hon esperans er C’hrist. (13) Enhan ez oc’h ive, goude beza bet klevet ar ger euz ar wirionez, an Aviel euz ho silvidigez, ha beza bet credet enhan, c’houi a zo bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet ; (14) pehini eo an arrez euz hon heritach, evit ar redemption euz ar re hen deuz prenet, evit meuleudi he c’hloar.

(15) Abalamour da ze, me ive, o veza klevet komz euz ho feiz en Aotrou Jesus, hag euz ho karantez evit an holl zent, (16) na baouezan ket da renta grasou evidoc’h, oc’h ober memor ac’hanoc’h em pedennou ; (17) evit ma teuio Doue hon Aotrou Jesus-Christ, an Tad a c’hloar, da rei deoc’h eur spered a furnez hag a revelation en he anaoudegez ; (18) ma sclerijenno daou-lagad hoc’h intentamant ; ma teuot da anaoud an esperans da behini ez oc’h galvet, ha petra eo pinvidigezou ar gloar euz he heritach ebarz er zent ; (19) ha petra eo brazder immans he c’halloud en hor c’henver-ni, pere a gred, hervez ar vertuz euz an nerz euz he c’ha11oud, (20) diskouezet ganthan er C’hrist, pa hen deuz resussitet anezhan a-douez ar re varo, hag hen deuz hen lakeat da azeza en tu-deo dezhan el leac’hiou celestiel, (21) dreist pep gouarnamant, peb otorite, pep galloud, pep mestr, ha dreist peb hano a heller da henvel, nann hepken er bed-man, mes ive er bed da zond. (22) Hag hen deuz lakeat pep tra dindan he dreid, hag hen deuz lakeat anezhan ar mestr kenta dreist pep tra d’an Iliz, (23) pehini eo he gorf, al leunder euz an hini a deu da leunia pep tra en holl.


CHABISTR II.


C’HOUI ive a oa maro en ho kwallou hag en ho pec’hejou, (2) (e pere gwech-all hoc’h euz baleet, hervez giz ar bed-man, hervez ar prins euz a c’halloud an ear, ar spered-se pehini a labour breman e bugale an dizentidigez ; (3) e-touez pere ive e vevemp holl gwech-all, hervez ar ioulou euz hor c’hig, oc’h ober hervez deziriou ar c’hig hag hor sonjezonou ; hag e oamp dre natur bugale ar goler, evel ar re all.) (4) Mes Doue, pehini a zo pinvidic a drugarez, abalamour d’ar garantez vraz gant pehini hen deuz hor c’haret, (5) pa oamp maro en hor pec’hejou, hen deuz hon rentet d’ar vuez assambles er C’hrist, (6) (dre c’hras eo ez oc’h salvet ;) hag hen deuz hon resussitet assambles, hag hen deuz hon lakeat da azeza assambles el leac’hiou celestiel, en Jesus-Christ ; (7) evit diskouez, en amzeriou da zond, ar pinvidigezou dreist muzul euz he c’hras, dre he vadelez en hor c’henver-ni en Jesus-Christ. (8) Rag dre c’hras eo ez oc’h salvet, dre ar feiz ; ha kement-se na zeu ket ac’hanoc’h hoc’h-unan, donezon Doue eo ; (9) n’e ket dre an oberou, evit na zeui den d’en em c’hlorifia. (10) Rag he labour omp, o veza bet crouet en Jesus-Christ evit an oberou mad, pere a zo bet preparet gant Doue a-ziaraog, evit ma kerzimp enhe.

(11) Dre-ze, ho pezet sonj penaos c’houi, pere a oa gwech-all Jentiled er c’hig, ha pere a oa galvet ar re dicirconcis gant ar re a c’halver circonciset er c’hig dre zorn an den, (12) e oac’h en amzer-ze heb ar C’hrist, er meaz euz a republic Israel, estranjourien e-kenver alliansou ar bromessa, o veza heb esperans, hag heb Doue er bed. (13) Mes breman, en Jesus-Christ, c’houi pere gwech-all a oa pell, a zo bet digasset tost dre oad ar C’hrist. (14) Rag hen eo hor peoc’h, hen pehini hen deuz lakeat an daou bobl a-unan, en eur diskar ar voger a zisparti ; (15) o veza distrujet en he gig ar pez a oa caoz d’ar gassoni, lezen ar gourc’hemenou, eul lezen a ordrenansou ; evit ober enhan he-unan, euz a zaou, eun den hep-ken, eun den nevez, goude beza great ar peoc’h ; (16) ha ma teuje, en eur distruja he-unan ar gassoni a oa etrezhe, da reconcilia gant Doue, dre ar groaz, an eil rum hag egile en eur c’horf hep-ken. (17) Ha deuet eo evit annons kelou mad ar peoc’h deoc’h-hu, pere a oa pell, ha d’ar re a oa tost ; (18) rag dreizhan hon euz digemer, an eil hag egile, digant an Tad, en eur memeus Spered. (19) Evelse n’oc’h mui breman estranjourien, na tud a-ziaveaz, mes kenvrois d’ar zent, hag euz a di Doue ; (20) o veza savet var fondamant an ebestel hag ar brofeted, euz a behini Jesus-Christ he-unan eo ar mean-corn, (21) en pehini an holl vatis, o veza frammet ervad assambles, a zav da veza eun templ santel d’an Aotrou ; en pehini ez oc’h ive c’houi savet assambles, evit beza ti Doue er Spered.


CHABISTR III.


ABALAMOUR da ze, me, Paol, a zo prizonier Jesus-Christ evidoc’h-hu, Jentiled ; (2) mar hoc’h euz en gwirionez klevet petra eo ar garg a zo bet roet d’in, da zispans evidoc’h ar c’hras a Zoue ; (3) dre revelation eo hen deuz roet da anaoud d’in-me ar myster-ze, evel ma’z oun o paouez scriva en ber gomzou. (4) Dre eno, en eur lenn, ec’h hellit compren an anaoudegez em euz euz a vyster ar C’hrist, (5) eur myster eo ha na oa ket bet roet da anaoud da vugale an dud, en amzer dremenet, evel ma’z eo bet diskouezet en amzer-man, dre ar Spered, d’he ebestel santel ha d’ar brofeted ; (6) da lavaret eo, penaos ar Jentiled a zo ken-heritourien, hag e reont eur c’horf hep-ken, hag ho deuz lod en he bromessa er C’hrist dre an Aviel ; (7) euz a behini ez oun bet great ministr, dre eun donezon euz a c’hras Doue, a zo bet roet d’in dre ar vertuz euz he c’halloud. (8) D’in-me, an distera euz an holl zent, eo bet roet ar c’hras-se da brezeg, e-touez ar Jentiled, ar pinvidigezou incomprenabl euz ar C’hrist, (9) ha da lakaad sclear dirag daou-lagad an holl, petra eo ar garg euz ar myster a oa kuzet a bep amzer en Doue, pehini hen deuz crouet pep tra dre Jesus-Christ, (10) evit ma teuio breman ar furnez euz a Zoue pehini en em ziskouez en peb seurt feçon, d’en em rei da anaoud dre an Iliz d’ar princelezou ha d’ar puissansou el leac’hiou celestiel, (11) hervez an dessein hen doa a bep amzer, hag hen deuz digasset da vad dre Jesus-Christ, hon Aotrou, (12) en pehini hon euz al liberte da dostaad ouz Doue gant fizians, dre ar feiz enhan.

(13) Rag-se e c’houlennan diganeoc’h ne gollot ket a gourach abalamour d’an trubulliou a anduran evidoc’h ; kement-se a ra ho kloar. (14) Evit-se eo e plegan va daoulin dirag Tad hon Aotrou Jesus-Christ, (15) euz a behini kement famill a zo en env ha var an douar a denn he hano ; (16) ma roio deoc’h, hervez ar pinvidigezou euz he c’hloar, da veza krenveet meurbed dre he Spered, en den a-ziabarz, (17) evit ma rai ar C’hrist he zemeurans en ho calonou, dre ar feiz ; (18) hag evit, o veza griziennet ha fontet er garantez, ma c’hellot compren, assambles gant an holl zent, petra eo al lec’hed, an hed, an dounder hag an huelded, (19) hag anaoud karantez ar C’hrist, pehini a zo dreist pep gwiziegez, evit ma veot leuniet gant an holl leunder a Zoue. (20) Hogen, d’an Hini hen deuz galloud da ober kalz en tu-all d’ar pez a c’houlennomp pe a zonjomp, dre ar galloud a labour enomp ; (21) dezhan ar gloar en Iliz, dre Jesus-Christ, en holl amzeriou, ha da viken ! Amen.


CHABISTR IV.


RAG-SE, me, prizonier an Aotrou, a bed ac’hanoc’h da heuil eur vuez dign euz ar vocation dre behini oc’h bet galvet, (2) gant pep humilite ha pep dousder, gant eur spered a batianted, oc’h en em supporti an eil egile gant karantez ; (3) o lakaad ho poan da genderc’hel a-unan er memeus spered, dre liam ar peoc’h. (4) N’euz nemed eur c’horf hag eur Spered hep-ken, evel ive ma’z oc’h bet galvet da eun esperans hep-ken, dre ho vocation. (5) Eun Aotrou hep-ken, eur feiz hep-ken, eur vadiziant hep-ken ; (6) eun Doue hep-ken ha Tad an holl, pehini a zo dreist an holl, dre an holl, hag enoc’h holl. (7) Mes da bep hini ac’hanoc’h eo roet ar c’hras, hervez ar muzul euz donezon ar C’hrist. (8) Rag-se eo bet lavaret : Pa eo bet savet d’an neac’h, hen deuz kasset ganthan eun niver braz a gaptived, hag hen deuz distribuet donezonou d’an dud. (9) Hogen ar c’homzou-man : Eo bet savet, petra a zinifiont-hi, nemed ma oa bet diskennet araog el leac’hiou izel euz an douar ? (10) An hini a zo bet diskennet, eo ar memeus hini hag a zo bet ive savet dreist an holl envou, evit ma leunje pep tra. (11) Hen ive eo hen deuz lakeat lod da ebestel, ha lod da brofeted, ha lod da avielerien, ha lod da bastored ha da zoctored ; (12) evit lakaad ar zent da greski e perfection, evit labour ar garg a vinistr, evit edification corf ar C’hrist ; (13) ken a vezimp holl deuet da veza a-unan er feiz hag en anaoudegez euz a Vab Doue, e stad eun den parfet, d’ar muzul euz a vent parfet ar C’hrist ; (14) evit na vezimp mui bugaligou, douget ho troet aman hag a-hont gant peb avel a zoctrin, gant tromplerez an dud, hag ho ijin fall da drompla dre finessa ; (15) mes ma teuimp, en eur heuil ar wirionez er garantez, da greski en pep tra, en hini a zo ar pen, ar C’hrist ; (16) euz a behini ar c’horf holl, o veza frammet-mad hag unanet stard assambles, dre ar zicour a zeu dezhan euz he holl juntrou, a denn he grescans, hervez an nerz roet da bep ezel, evit ma vezo edifiet he-unan er garantez.

(17) Setu aman eta ar pez a lavaran hag a destenian aberz an Aotrou : N’ho pezit mui ar memeus comportamant evel ar Jentiled all, (18) pere a heuil ar vanite euz ho spered ; o veza tenvaleet ho intentamant, hag o veza pell euz ar vuez a Zoue, abalamour d’an ignorans a zo enhe, dre ar galeder euz ho c’halon ; (19) o veza kollet pep santimant, ez int en em roet d’an diroll, evit ober peb louzdoni, gant eur ioul direiz. (20) Mes c’houi, n’e ket evel-se hoc’h euz desket ar C’hrist ; (21) da vihana, mar hoc’h euz selaouet anezhan, ha mar d’oc’h bet, hervez ar wirionez a zo en Jesus, desket enhan, (22) evit ar pez a zell ho puez tremenet, da deurel diouzoc’h an den koz, pehini a zeu da gorrompi dre ar c’hoantadennou tromplus ; (23) da veza renevezet dre ar Spered en hoc’h intentamant ; (24) ha da viska varnoc’h an den nevez, a zo crouet da imach Doue, er justis hag er zantelez euz ar wirionez.

(25) Dre-ze, goude beza taolet diouzoc’h ar gaou, ra zeuio pep hini da gomz d’he nessa hervez ar wirionez, rag ni a zo izili an eil euz egile. (26) Mar en em lakit en coler, diwallit da bec’hi ; diwallit ne deufe an heol da guzat var ho coler ; (27) ha na roit ket a zigor d’an diaoul. (28) Ra zeuio an hini a laere, da choum hep laerez mui ; mes kentoc’h ra labouro gant he zaouarn da eun dra vad-benag, evit m’hen devezo peadra da rei d’an hini a zo en dienez. (29) Mirit na zeuio er meaz euz ho kenou komz divalo e-bed ; mes ra vezo ho komzou, komzou talvouduz ha mad evit edifia, evit ma raint vad d’ar re ho zelaou. (30) Ha na gontristit ket Spered-Santel Doue, dre behini ez oc’h bet siellet evit dervez ar redemption. (31) Ra vezo taolet kuit euz ho touez pep c’houervder, pep kassoni, pep coler, pep scrijaden, pep gwall-deodat, hag ive pep drougviez. (32) Mes bezit mad an eil e-kenver egile, truezus, o pardoni an eil d’egile, evel ma hen deuz Doue pardonet deoc’h ive er C’hrist.


CHABISTR V.


KLASKIT eta beza henvel ouz Doue, evel bugale muia-karet ; (2) ha baleit er garantez, evel ar C’hrist, pehini hen deuz karet ac’hanomp, hag a zo bet en em offret he-unan da Zoue evidomp en offrans hag en sacrifis a c’houez-vad. (3) Diwallit na vezo zo-ken hanvet en ho touez, nag al lubricite, na louzdoni all e-bed, nag an avaristed ken-neubeud, evel ma’z eo deread da zent ; (4) na komz udur e-bed, na komz foll, na farcerez, pere a zo traou ha na gonvenont ket ; mes ra vezo klevet kentoc’h actionou a c’hras. (5) Rag anaoud a rit an dra-man, penaos den lubric e-bed, na den impur, na den avaricius, hag a zo ive eun idolatr, n’hen deuz lod en heritach euz a rouantelez ar C’hrist ha Doue. (6) Diwallit ne deufe den d’ho trompla gant komzou goullo ; rag abalamour d’an traou-ze eo e teu coler Doue var ar vugale dizent. (7) N’ho pezit eta lod e-bed ganthe. (8) Rag gwechall e oac’h tevalijen, mes breman ez oc’h sclerijen en Aotrou ; baleit evel bugale ar sclerijen ; (9) rag frouez ar Spered a zo en pep seurt madelez, er justis hag er wirionez. (10) Klaskit anaoud ar pez a zo agreabl da Zoue. (11) Ha n’ho pezet lod e-bed en oeuvrou difrouez an devalijen, mes kentoc’h condaonit anezhe. (12) Rag mezus eo memeus lavaret an traou a ra an dud-se en kuz. (13) Mes kement tra a zo condaonet a zo diskouezet gant ar sclerijen ; rag kement tra a ziskouezer a zeu da veza sclerijen. (14) Abalamour da ze ez eo bet lavaret : Dihun, te pehini a gousk, ha sav a-douez ar re varo, hag ar C’hrist a sclerijenno ac’hanoud.

(15) Lakit eta evez, ha baleit eün, n’e ket evel tud foll, mes evel tud fur ; (16) prenit an amzer ; rag deveziou fall a ra. (17) Rag-se na vezit ket diboell, mes comprenit pehini eo bolontez an Aotrou. (18) Diwallit d’en em vezvi gant gwin, pehini a zoug d’an diroll ; mes bezit leun euz ar Spered ; (19) komzit etrezoc’h assambles dre salmou, hymnou ha canticou spirituel, en eur gana hag en eur salmi en ho calon d’an Aotrou ; (20) rentit grasou bepred evit pep tra da Zoue an Tad, en bano hon Aotrou , Jesus-Christ. (21) Plegit an eil d’egüe en doujans Doue.

(22) Gragez, plegit d’ho priejou, evel d’an Aotrou, (23) rag an ozac’h eo pen ar vreg, evel ma’z eo ar C’hrist ive ar pen euz an Iliz, pehini eo he gorf, euz a behini ez eo ar Zalver. (24) Hogen, evel ma’z eo an Iliz sentus ouz ar C’hrist, ra vezo ive ar gragez sentus euz ho friejou en pep tra. (25) Goazed, karit ho kragez, evel ma hen deuz ar C’hrist ive karet an Iliz, hag ez eo en em roet he-unan evithi ; (26) evit he zantifia, o veza purifiet anezhi gant ar vadiziant a zour, dre he c’her ; (27) evit lakaad anezhi da zond dirazhan eun Iliz leun a c’hloar, hep tarch e-bed, na roufen, na netra euz ar seurt-se, mes eun Iliz santel ha divlam. (28) Evel-se eo e tle ar goazed karet ho gragez evel ho c’horfou ho-unan. An hini a gar he vreg, en em gar he-unan. (29) Rag den n’hen deuz biskoas kemeret kaz ouz he gorf he-unan, mes hen maga, hag hen antreteni a ra, evel ma her gra an Aotrou e-kenver an Iliz ; (30) rag ni a zo an izili euz he gorf, o veza euz he gig, hag euz he eskern. (31) Abalamour da ze an den a guitai he dad hag he vam, hag en em unano gant he vreg ; hag ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep-ken. (32) Ar myster-ze a zo braz ; divarben an Iliz hag ar C’hrist eo e komzan. (33) Rag-se, ra zeui pep hini ac’hanoc’h da garet he vreg evel-d’han be-unan, hag ar vreg da respeti he goaz.


CHABISTR VI.


BUGALE, sentit ouz ho tadou hag ouz ho mamou hervez an Aotrou ; rag kement-se a zo just. (2) Henor da dad ha da vam ; (hennes eo ar gourc’hemen kenta hen deuz eur bromessa) ; (3) evit ma vezi eürus, ha ma vevi pell var an douar. (4) Ha c’houi tadou, na hegazit ket ho pugale, mes savit anezhe en deskadurez hag en kelennadurez an Aotrou.

(5) Servicherien, sentit ouz ho mistri hervez ar c’hig gant doujans ha gant aoun, gant lealded a galon, evel ouz ar C’hrist ; (6) n’e ket en eur servicha anezhe dirag ho daoulagad hep-ken, evel pa vec’h o klask plijoud d’an dud, mes oc’h ober bolontez Doue a galon vad, evel servicherien ar C’hrist ; (7) o servicha gant karantez an Aotrou, eleac’h servicha an dud hep-ken ; (8) o c’houzout penaos pep hini, pe hen a zo esclav, pe hen a zo den libr, a recevo digant an Aotrou hervez ar mad hen devezo great. (9) Ha c’houi, mistri, grit ar memeus tra en ho c’henver, ha lezit ar gourdrouzou, o c’houzout penaos hoc’h euz evel-d’he eur Mestr en env, ha penaos, dirazhan, n’euz preferans evit den e-bed.

(10) A-hend-all, va breudeur, en em grenvait en Aotrou, hag en he nerz holl-c’halloudec. (11) Gwiskit varnoc’h holl armou Doue, evit ma c’hellot stourm kalet ouz finessaou an diaoul. (12) Rag n’e ket a-enep ar c’hig hag ar goad hon euz da gombati, mes a-enep ar princelezou, a-enep ar puissansou, a-enep prinsed an devalijen euz ar bed-man, a-enep ar puissansou spirituel euz an droug el leac’hiou celestiel. (13) Rag-se kemerit holl armou Doue, evit ma c’hellot derc’hel stard en devez fall, ha goude beza trec’het pep tra, choum en ho sa. (14) Bezit eta ferm, gouriz ar wirionez en-dro d’ho kroazellou, ha gwisket gant cuirassen ar justis, (15) gwisket en ho treid gant ar garantez euz a Aviel ar peoc’h ; (16) o kemer, dreist-holl, tiren ar feiz, gant pehini ec’h hellot dalla holl flemmou tanus an drouk-spered. (17) Kemerit ive tok-houarn ar zilvidigez, ha kleze ar Spered, pehini eo ger Doue ; (18) o pedi bepred gant pep seurt peden ha supplication dre ar Spered ; o veillia var gement-se gant pep perseverans, (19) hag o pedi evit an holl Zent, hag evidoun-me ive, evit ma vezo roet d’in ar galloud da gomz em liberte, ha gant hardiegez, evit rei da anaoud myster an Aviel, (20) evit pehini e ran ar garg a gannad er chadennou, evit ma c’hellin komz euz anezhan gant hardiegez, evel ma tlean hen ober.

(21) Hogen, evit ma ouezot ive ar pez a zell ouzin, hag ar pez a ran, Tychikus, ar breur muia-karet, hag ar ministr fidel en Aotrou, a roi deoc’h da anaoud pep tra. (22) Hen kasset em euz deoc’h espres, evit ma ouezot ar pez a zell ouzomp, ha ma consolo ho calonou. (23) Ra vezo ar peoc’h, ar garantez assambles gant ar feiz var ar breudeur, a-berz Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus-Christ ! (24) Gras d’ar re holl a gar hon Aotrou Jesus-Christ, hag her gra' dalc’h-mad ! Amen.