Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/II. Lizer S. Per

Eus Wikimammenn
troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 449-453)



EIL LIZER SANT PER, ABOSTOL.


————


CHABISTR I.


SIMON PER, servicher hag abostol Jesus-Christ, d’ar re ho deuz bet en partach eur feiz euz ar memeuz priz gant hon hini-ni, er justis euz hon Doue ha Salver Jesus-Christ. (2) Ra vezo cresket deoc’h ar c’hras hag ar peoc’h, en anaoudegez euz a Zoue hag euz a Jesus hon Aotrou.

(3) Evel ma hen deuz he c’halloud divin roet deomp kement a zell ouz ar vuez hag ar biete, dre an anaoudegez euz an hini hen deuz hor galvet dre he c’hloar hag he vertuz ; (4) dre bere eo bet roet deomp ar promessaou braz ha precius meurbed, evit ma teuot, dre ar re-man, da gaoud lod euz an natur divin, o pellaad ouz ar gorruption a zo o ren dre ar bed dre ar c’hoantaennou diroll ; (6) evel-se, o lakaad hoc’h holl boan d’hen ober, unanit assambles gant ho feiz ar vertuz, gant ar vertuz ar wiziegez ; (6) gant ar wiziegez an demperans ; gant an demperans ar batianted ; ha gant ar batianted ar biete ; (7) gant ar biete ar garantez a vreur ; ha gant ar garantez a vreur ar garantez. (8) Rag ma ema an traou-ze enoc’h, ha mar emaint en abondans, ne lezint ket ac’hanoc’h da veza na didalvez, na difrouez en anaoudegez euz hon Aotrou Jesus-Christ. (9) Mes an hini n’ema ket an traou-ze enhan, a zo dall, ber-velet eo, hag ankounac’heet hen deuz ar burification euz he bec’hejou tremenet. (10) Rag-se, breudeur, bezit muioc’h-mui aketus da grenvaad ho kalvedigez hag ho choazedigez ; rag en eur ober kement-se, ne deuot biken da gweza ; (11) hag evel-se an antre e rouantelez eternel hon Aotrou ha Salver Jesus-Christ a vezo roet deoc’h gant largentez.

(12) Setu perag, ne vankin ket da zigas da zonj deoc’h dalc’hmad euz an traou-man, petra-benag ma c’hanavezit anezhe, ha ma’z oc’h krenveet er wirionez pehini a zo ganeoc’h. (13) Ha me a gred ez eo just, e-keit ha ma vezin ebarz an danten-man, e tihunfen ac’hanoc’h dre va aliou, (14) o c’houzout penaos, hep-dale e tilezin an danten-man, hervez ma hen deuz hon Aotrou Jesus-Christ roet d’in da anaoud. (15) Mes soagn em bezo da ober ar pez a zo red evit ma c’hellot, goude va zremenvan, kaout sonj bepred euz an traou-ze. (16) Rag n’e ket en eur heuil fablennou great gant finesse eo hon euz roet da anaoud deoc’h galloud ha donedigez hon Aotrou Jesus-Christ ; mes goude beza gwelet he vajeste gant hon daou-lagad hon-unan. (17) Rag recevet hen deuz digant Doue an Tad henor ha gloar, pa oe adresset dezhan ar vouez-man gant ar Gloar souveren : He-man eo va Mab muia-karet, en pehini em euz lakeat va holl garantez. (18) Ha ni hon euz klevet ar vouez-ze a zeue euz an env, pa oamp assambles ganthan var ar menez santel. (19) Beza hon euz ive komz ar brofeted hag a zo eur gomz ferm meurbed, ouz pehini e rit mad teurel evez, evel ouz eur c’houlaouen hag a lugerne en eul leac’h teval, ken a deuje an deiz da c’houlaoui ha ken a zavje stereden ar mintin en ho calonou ; (20) gouezit da genta an dra-man penaos, profesi ebed euz ar Scritur na zeu euz a zantimant an den he-unan. (21) Rag ar brofesi n’eo ket bet digasset gwech-all dre volontez an den, mes tud santel a Zoue ho deuz komzet, douget da gement-se gant ar Spered-Santel.


CHABISTR II.


HOGEN evel ma’z euz bet fals profeted e-touez ar bobl, e vezo ive fals doctored en ho touez, pere a roio digor e-kuz da hereziou danjerus, tud pere, o nac’h an Aotrou pehini hen deuz ho frenet, a denno a-daol ar gollidigez varnezhe ho-unan. (2) Ha kalz a heullio ho c’helennadurezou a gollidigez, ha blasphemet e vezo an hent euz ar wirionez abalamour dezhe. (3) Ha dre avaristed e raint trafic ac’hanoc’h dre gomzou tromplus ; mes abaoe pell amzer ne ehan ho c’hondaonation da dostaad, hag ho c’hollidigez na choum ket mor-gousket. (4) Rag mar n’hen deuz ket espernet Doue an elez pere ho doa pec’het, mes mar hen deuz ho zaolet ebarz an abim, staget gant chadennou a devalijen, o veza livret anezhe evit beza diwallet eno da c’hortoz ar varn ; (5) ha mar n’hen deuz ket espernet ar bed koz, ha mar hen deuz preservet Noe, an eizved den, ar prezeger euz ar justis, pa hen deuz digasset an diluj var bed an dud impi ; (6) ha mar hen deuz condaonet Sodom ha Gomorrh da veza distrujet, o renta ar c’heariou-ze en ludu, evit ho rei da exempl d’ar re a vevje en impiete ; (7) ha mar hen deuz delivret Lot, an den just, pehini a oa glac’haret braz gant ar vuez diroll euz an dud iffam-ze ; (8) (rag an den just-se, pehini a oa o choum en ho zouez, a oa glac’haret bemdez he ene just, abalamour d’ar pez a vele hag a gleve divarben ho oberou fall ;) (9) an Aotrou a ouezo delivra euz an dentation an dud a rent henor dezhan, ha derc’hel ar re injust evit beza punisset deiz ar varn ; (10) mes dreist-holl ar re a vale hervez ar c’hig, en dezirou an impurete, hag a ra disprij var an otorite, ar re a zo leun a hardiegez, divergont, ha n’ho deuz ket a aoun rag gwall-gomz euz an digniteou, (11) e-leac’h an elez, petra-benag ma’z int brassoc’h en nerz hag en galloud, na zougont ket a varnedigez a zismegans en ho eneb dirag an Aotrou. (12) Mes ar re-man, henvel ouz loened direzon, pere na heulliont nemed an natur, ganet evit beza kemeret ha distrujet, a wall-gomz euz an traou na ententont ket, hag a vezo distrujet dre ho c’horruption ho-unan, o receo ar recompans euz ho gwall vuez. (13) Karoud a reont beza bemdez en delisou ; tarchou ha louzdoni int ; kemer a reont plijadur en ho zromplerezou, pa zebront assambles ganeoc’h ; (14) ho daoulagad a zo leun a avoultriach, ha na baouezont ket da bec’hi ; klask a reont tapoud an eneou n’int ket diazezet mad ; ho c’halon a zo desket-mad en avaristed ; bugale a valloz int, (15) pere, goude beza dilezet an hent eün, a zo en em gollet, oc’h heuil hent Balaam, mab Bosor, hag a garaz gopr an injustis, mes pehini a oe gourdrouzet divarben he fallentez ; (16) eun azenez vud, hag a gomzaz gant mouez an den, a enebaz ouz follentez ar profet. (17) Ar re-ze a zo feunteuniou hep dour, koumoulennou taolet ha distaolet gant an avel-dro ; hag an devalijen euz an noz a zo reservet evithe e-pad an eternite. (18) Rag en eur lavaret komzou c’houezet gant ar vanite, e klaskont tapoud dre wall-ioulou ar c’hig hag al lubricite, tud hag ho doa en gwirionez tec’het diouz ar re a vev en diroll ; (19) o prometi dezhe al liberte, petra-benag ma’z int ho-unan esclav d’ar gorruption ; rag dond a rer da veza esclav d’an hini gant pehini e vezer bet trec’het. (20) Rag, mar deuont, goude beza tec’het euz a louzdoniou ar bed, dre an anaoudegez euz an Aotrou ha Salver Jesus-Christ, d’en em luya enhe a-nevez ha da veza trec’het ganthe, ar stad diveza euz an dud-se a zeu da veza gwassoc’h eged ar c’henta. (21) Rag gwell e vije bet dezhe n’ho divije ket anavezet hent ar justis, eged, goude beza anavezet anezhan, dond da drei kein d’ar gourc’hemen santel a oa bet roet dezhe. (22) Mes c’hoarvezet eo bet ganthe ar pez a lavar ar proverb gwirion-man : Ar c’hi a zo distroet d’he rechetaden, hag ar wiz, goude beza bet gwalc’het, a zo eat d’en em rullia er fank.


CHABISTR III.


BREUDEUR muia-karet, setu aman an eil lizer a scrivan deoc’h. Enhe ho daou e tihunan gant va c’helennadurez hoc’h intentamant vad ; (2) evit ma ho pezo sonj euz ar c’homzou a zo bet lavaret diaraog gant ar brofeted santel, hag euz hor gourc’hemen-ni, ebestel an Aotrou hag ar Zalver. (3) O c’houzout da-genta kement-man, penaos e teuio en deiziou diveza goaperien, pere a valeo hervez ho droug-ioulou ho-unan, (4) hag a lavaro : Peleac’h ema ar bromessa euz he zonedigez ? Rag abaoe ma’z eo maro hon tadou, an holl draou a choum evel ma oant adaleg ma’z eo bet crouet ar bed. (5) Rag a volontez-vad ec’h ignoront kement-man, penaos eo dre c’her Doue eo bet crouet an envou gwech-all, hag ez eo bet tennet ive diouz an dour, an douar pehini a veve dre an dour ; (6) ha penaos eo dre an traou-ze e perissaz ar bed euz an amzer-ze, beuzet dindan an dour. (7) Hogen, an envou hag an douar a-vreman a zo diwallet dre ar memeus ger, ha reservet evit an tan, en deiz ma vezo barnet ha kollet an dud impi. (8) Koulskoude, va breudeur muia-karet, arabad eo deoc’h choum heb anaoud eun dra : penaos dirag an Aotrou euz devez a zo evel mil bloaz, ha mil bloaz evel eun devez. (9) An Aotrou na laka ket he bromessa da zale, evel ma’z euz lod hag a gred e tale ; mes kemer a ra patianted en hor c’henver-ni, o veza na fell ket dezhan ez afe den da goll, mes e teufe an holl d’ar gonversion. (10) Hogen, deiz an Aotrou a zeuio evel eul laer en noz ; en amzer-ze an envou a dremeno gant eun drouz vraz, hag an elemanchou entanet a vezo teuzet, hag an douar, gant al labouriou a zo enhan, a vezo devet holl. (11) O veza eta ma tle an holl draou-ze, dond da deuzi, na pe seurt tud ne dlefec’h-hu ket beza dre ar zantelez euz ho puez, ha dre ho piete, (12) o c’hortoz, hag oc’h hasta donedigez an dervez a Zoue, en pehini an envou entanet a vezo diforc’het, hag an elemanchou entanet a vezo teuzet ? (13) Hogen ni, hervez he bromessa, a c’hortoz envou nevez hag eun douar nevez en pehini ar justis a rai he zemeurans.

(14) Abalamour da ze, breudeur muia-karet, en eur c’hortoz an traou-man, grit ho possubl evit beza kavet dinam ha didamal dirag he zaou-lagad er peoc’h. (15) Ha credit penaos ar batianted vraz euz hon Aotrou eo ho silvidigez, evel ma hen deuz ive scrivet deoc’h Paol, hor breur muia-karet, hervez ar furnez a zo bet roet dezhan ; (16) hag evel ma her gra en he holl lizerou, pa gomz enhe euz an traou-man ; etouez pere ez euz lod dies da entent, hag a vez troet e-gin koulz hag ar Scrituriou all, gant tud heb anaoudegez ha di-assur, hag a ra kement-se evit ho c’holl ho-unan. (17) Rag-se, breudeur muia-karet, pere a zo bet berzet, bezit var evez, gant aoun da veza treinet gant tromplerez an dud impi, ha da zond da gweza deuz ho fermder. (18) Mes creskit en gras hag en anaoudegez hon Aotrou ha Salver Jesus-Christ. Ar gloar dezhan, breman, ha da viken ! Amen.


————