Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/I. Lizer S. Paol da Dimoteus

Eus Wikimammenn
troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 399-406)



KENTA LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
da
DIMOTEUS.


————


CHABISTR I.


PAOL, abostol Jesus-Christ, hervez gourc’hemen Doue, hor Zalver, hag an Aotrou Jesus-Christ, hon esperans, da Dimoteus, va gwir vab er feiz. (2) Gras, trugarez ha peoc’h a-berz Doue hon Tad, ha Jesus-Christ hon Aotrou.

(3) Exhorti a ran ac’hanoud, evel m’em euz great dija pa guitaiz Macedonia, da choum en Ephesus evit recommandi da eur certen tud diwall da brezeg eun doctrin estranjour, (4) ha d’en em rei da fablennou ha da ligneou ha n’ho deuz fin e-bed, pere a laka da zevel disputou, e-leac’h edifia en Doue dre ar feiz. (5) Ar fin euz ar gourc’hemen eo ar garantez, pehini a zeu euz a eur galon bur, euz a eur goustians vad, hag euz a eur feiz leal. (6) Lod anezhe, o veza dilezet kement-se, a zo en em faziet gant ho c’homzou didalvoudus ; (7) o pretanti ez int doctored euz al lezen, petra-benag ne gomprenont nag ar pez a leveront, nag ar pez a assuront. (8) Hogen, ni a oar penaos al lezen a zo mad evit an hini a ra eun usach vad anezhi, (9) evit an hini a oar penaos al lezen n’eo ket bet great evit an den just, mes evit ar re direiz ha dizent, an dud impi hag ar bec’herien, ar re n’ho deuz relijion e-bed, ar re ne reont van e-bed euz ar pez a zo santel, evit muntrerien ho zad hag ho mam, hag ar re a laz tud all, (10) evit an dud libertin, ar re a ra louzdoni gant goazed, laeron tud, an dud gaouiad, ar re a ra leou faoz, ha kement tra a zo control d’an doctrin vad, (11) hervez Aviel glorius an Doue benniget, pehini a zo bet fiziet enoun-me.

(12) Ha trugarekaad a ran Jesus-Christ hon Aotrou, pehini hen deuz va c’hrenveet, abalamour ma hen deuz kavet ac’hanoun fidel, ouz va lakaad en he zervich, (13) me pehini a oa diagent eur gwall-gomzer, eur persecuter, eun den ter ; mes kavet em euz trugarez, abalamour ma em euz great kement-se dre ignorans, o veza ne greden ket. (14) Ha gras hon Aotrou a zo cresket dreist bar enoun, assambles gant ar feiz hag ar garantez a zo en Jesus-Christ. (15) Ar gomz-man a zo gwir ha dign a bep fizians : Jesus-Christ a zo deuet er bed evit savetei ar bec’herien, a bere ez oun ar c’henta. (16) Mes abalamour da gement-man eo em euz kavet trugarez, evit ma teuje Jesus-Christ da ziskouez, enoun-me da genta, eur vadelez parfet, evit servichoud da skouer d’ar re a gredo enhan, evit ar vuez eternel. (17) Da Roue an holl amzeriou, immortel, hag invisibl, da Zoue en pehini hep-ken ema ar furnez, ra vezo rentet henor ha gloar da viken ! Amen.

(18) Ar c’hemen-man a roan d’id, va mad Timoteus, hervez ar profesiou a zo bet great a-ziaraog divar da ben, ma combatti hervez ar profesiou-ze ar gombat vad, (19) o terc’hel ar feiz hag eur goustians vad ; hinienou o veza kollet ar goustians vad-ze, ho deuz great naufrach e-kenver ar feiz ; (20) en niver ar re-ze ema Hymeneus hag Alexandr, pere em euz livret da Satan, evit ma teskint diwall da lavaret gwall-gomzou.


CHABISTR II.


EXHORTI a ran eta, araog pep tra, ma vezo great goulennou, pedennou, supplicationou hag actionou a c’hras evit an holl dud ; (2) evit ar rouane, hag ar re holl a zo er c’hargou huel, evit ma c’hellimp heuil en peoc’h eur vuez tranqil, en pep piete hag honestis. (3) Rag kement-se a zo mad ha deread dirag daoulagad Doue hor Zalver, (4) pehini a fell dezhan e vez salvet an holl dud, ha ma teufent da anaoud ar wirionez ; (5) rag n’euz nemed eun Doue hep-ken, hag eur Mediator hep-ken etre Doue hag an dud, an den Christ Jesus, (6) pehini a zo en em roet he-unan da rançon evit an holl ; hennes eo an desteni roet en he amzer. (7) Evit an desteni-ze eo, (ar wirionez a lavaran er C’hrist, ne lavaran ket a c’hevier,) ez oun bet lakeat da brezeger, da abostol ha da zoctor d’ar Jentiled er feiz hag er wirionez.

(8) Me a fell d’in eta e pedfe an dud en pep leac’h, o sevel daouarn pur, hep coler hag hep chican ; (9) hag er memeus doare ive, ma teui ar gragez d’en em gempen gant dillad deread, gant furnez ha gant honestis, n’e ket gant bleo ganset, na gant aour, perlez ha dillad coustus ; (10) mes gant oberou mad, evel ma tere ouz merc’hed hag a ra profession da zervicha Doue. (11) Ra zeui ar vaouez da zelaou ar gelennadurez er silans, gant pep soumission ; (12) rag ne bermettan ket d’ar vaouez kelen, na kemeret otorite var ar goaz ; mes ar silans a dle da zerc’hel. (13) Rag Adam a zo bet great da genta, hag Eva goude-ze. (14) Ha n’e ket Adam a zo bet tromplet ; mes ar vaouez, o veza bet tromplet, a zo bet kwezet er pec’hed. (15) Koulskoude saveteet e vezo o tond da veza mam, mar kendalc’h gant modesti er feiz, er garantez hag er zantelez.


CHABISTR III.


AR gomz-man a zo gwir : Mar deu unan-benag da c’hoantaad ar garg a eskop, eun oeuvr vad meurbed eo a c’hoanta. (2) Red eo eta da eun eskop beza didamal, pried da eur vreg hep-ken, moderet, leun a evez, renket-mad, prest da zigemer en he di, capabl da gelen ; (3) arabat eo e vez douget d’ar gwin, na ter, na douget d’ar gounid dizhonest, mes dous, aketus da dec’het euz ar c’hannou, hag heb avaristed, (4) eun den hag a c’houarn mad he di, o terc’hel he vugale en doujans, gant pep honestis. (5) Rag mar d’euz unan-benag ha na oar ket gouarn he di he-unan, penaos ec’h hallo hen gouarn Iliz Doue ? (6) Arabat eo e vez nevez convertisset, gant aoun, o veza c’houezet gant an ourgouil, na deufe da gweza e condaonation an diaoul. (7) Red eo ive hen defe testeni vad digant ar re a-ziaveaz, gant aoun ne gwezfe, en dismegans hag en pech an diaoul.

(8) Er memeus doare, ra vezo an diaconed tud poellec, hep tromplerez ; arabat eo e vent douget d’ar gwin, na d’ar c’hounidegez disleal ; (9) o terc’hel stard myster ar feiz gant eur goustians pur. (10) Ha ra vezo ar re-man, ive eprouvet da genta : ha ma raint neuze ho c’harg, mar d’int didamal. (11) Er memeus doare, ho gragez a dle beza merc’hed a zoare, diwall ouz an drouk-prezegerez, beza fur, ha fidel en pep tra. (12) Ra n’ho devezo an diaconed nemed eur vreg hep-ken, o ren mad ho bugale hag ho ziez ho-unan. (13) Rag ar re ho devezo great mad ar garg-se, a c’hounez eur renk henorabl, hag eur fizians vraz er feiz a zo er C’hrist Jesus.

(14) An traou-man a scrivan d’id, oc’h esperout mond hep dale d’az kavout, (15) mes mar talean pell, evit ma ouezi penaos e tleer en em gomporti en ti Doue, pehini eo Iliz an Doue beo, ar pilier hag ar fount euz ar wirionez. (16) Hag, evel ma teu an holl d’hen anzav, braz eo ar myster euz ar biete : Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, a zo bet justifiet dre ar Spered, gwelet gant an elez, prezeget d’ar Jentiled, credet er bed, ha savet er gloar.


CHABISTR IV.


AR Spered a lavar sclear penaos en amzeriou diveza darn a droio kein d’ar feiz, oc’h en em rei da sperejou tromplus, ha da zoctrinou an droug-sperejou ; (2) dre hipocrizi doctored faoz, euz a bere ar goustians a vezo merket gant an houarn tom, (3) o tifen dimezi, hag o c’hourc’hemen en em briva euz a voued pere a zo bet crouet gant Doue, evit ma teuio ar re a gred hag ar re ho deuz anavezet ar wirionez da ober usach anezhe gant actionou a c’hras. (4) Rag kement tra a zo bet crouet gant Doue, a zo mad, ha netra na dle beza taolet kuit, pa rer usach anezhan gant actionou a c’hras ; (5) rag santifiet eo dre c’her Doue, ha dre ar beden.

(6) En eur lakaad an traou-ze d’ar breudeur, dirag ho daoulagad, e vezi eur servicher mad da Jesus-Christ, maget gant komzou ar feiz hag an doctrin vad ec’h euz heulliet gant aked. (7) Mes taol diouzid ar fablennou profan ha sod, ha laka da boan da greski er biete. (8) Rag an exercis euz ar c’horf n’eo talvoudec nemed evit neubeud a dra ; mes ar biete a zo talvoudec evit pep tra, o veza m’he deuz ar bromessa euz ar vuez-man hag euz an hini da zond. (9) Ar gomz-man a zo gwir, ha dign euz a bep fizians. (10) Rag abalamour ma c’hesperomp en Doue beo, pehini eo Salver an holl dud, ha dreist pep tra Salver an dud fidel, eo ec’h anduromp kement a labouriou ha kement a zismegans. (11) Kemen ha desk an traou-ze. (12) Ra ziwallo pep den da ober disprij var da yaouankiz ; mes bez da-unan eur skouer d’ar re a gred, dre ar gomz, dre ar vuez vad, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar burete. (13) Ken a zeuin, en em ro da lenn, da exhorti, da gelen. (14) Na lez ket didalvoud an donezon a zo enoud, pehini a zo bet roet d’id dre ar brofesi, pa ho deuz conseil ar re Ancien astennet ho daouarn varnoud. (15) Sonj mad en traou-ze, dalc’h da spered bepred sourciet ganthe, evit ma vezo anat en pep tra penaos e creskez. (16) Laka evez ouzid da-unan hag ouz an doctrin ; kendalc’h en traou-ze, rag en eur ober kement-se, en em zavetei da-unan, hag ar re a zelaou ac’hanoud.


CHABISTR V.


NA repren ket rust eun den koz ; mes exhort anezhan evel eun tad ; an dud yaouank evel breudeur ; (2) ar gragez koz evel mammou ; ar re yaouank evel c’hoarezed, gant pep purete.

(3) Rent henor d’an intanvezed pere a zo gwir intanvezed. (4) Mes mar he deuz eun intanvez-benag bugale, pe bugale d’he bugale, ra zeskint da genta henori ho famill ho-unan, ha renta d’ho zadou ha d’ho mammou ar pez ho deuz bet diganthe ; rag kement-se a zo mad hag agreabl da Zoue. (5) Hogen, an hini a zo gwir intanvez hag a zo choumet he-unan, a esper en Doue hag a gendalc’h er beden hag en orezon noz-deiz. (6) Mes an hini a vev er plijadurezou, a zo maro hag hi o veva. (7) Kemen dezhe an traou-ze eta, evit ma vezint direbech. (8) Mar d’euz unan-benag ha na zeu ket da bourvei d’he dud, ha dreist-holl d’ar re euz he di he-unan, hennes hen deuz nac’het ar feiz, hag a zo gwassoc’h eged eur paian. (9) Eun intanvez na dle ket beza lakeat var ar rol, nemed oajet e vez a dri-ugent vloaz, hag intanvez euz eur pried hep-ken ; (10) ha nemed beza he defe an desteni euz he oeuvrou mad, an desteni da veza savet he bugale, da veza digemeret an estranjourien, gwalc’het ho zreid d’ar Zent, sicouret an dud afflijet, ha da veza lakeat he foan en peb seurt oeuvrou mad. (11) Mes diwall da receo an intanvezed yaouankoc’h ; rag pa zeu al lubricite d’ho lakaad a-enep ar C’hrist, e fell dezhe dimezi ; (12) ha kement-se a reont evit ho c’hondaonation, abalamour ma ho deuz dilezet ho feiz kenta. (13) Ha gant kement-se e teskont beza didalvez, o rodal euz an eil ti d’egile ; ha n’int ket hep-ken didalvez, mes ive barbillerezed ha merc’hed curius, ha lavaret a reont traou ha n’int ket deread. (14) Me a fell d’in eta e teufe ar re yaouank da zimezi, da gaoud bugale, da c’houarn ho zi, ha ne rofent d’an enebour leac’h e-bed da zroug-komz. (15) Rag hinienou a zo dija troet da heuil Satan. (16) Mar hen deuz eur goaz pe eur vaouez fidel-benag intanvezed, sicourint anezhe, ha na lezit ket an Iliz da veza bec’hiet ganthe, evit ma hello sicour ar re a zo gwir intanvezed.

(17) Ra vezo ar re Ancien hag a c’houarn mad, istimet dign euz a eun henor doubl ; dreist-holl ar re a labour evit prezeg hag evit kelen. (18) Rag ar Scritur a lavar : Ne vinelli ket an eujen a zo o torna an ed ; hag al labourer a zo dign euz he bae. (19) Na zigemer tamal e-bed a-enep unan euz ar re Ancien, nemed beza e vefe daou pe dri dest. (20) Repren, dirag an holl, ar re a bec’h, evit m’ho devezo ar re all aoun ive.

(21) Da gonjuri a ran dirag Doue, dirag an Aotrou Jesus-Christ, hag an elez choazet, da viret an traou-man heb beza douget evit den, ha da ziwall ne rafez netra dre breferans. (22) Ne asten da zaouarn var den re vuhan, ha na gemer ket lod en pec’hejou ar re all, en em vir pur da-unan. (23) Na gendalc’h ket da eva dour hep-ken ; mes kemer eun neubeud gwin, abalamour da c’hestomac ha d’an diezamanchou a gwez varnoud alies.

(24) Pec’hejou darn euz an dud a zo sclear da velet, memeus araog ma vent barnet ; mes beza ez euz pec’hejou all ha na veler nemed goude. (25) Er memeus doare ive oberou mad darn a zo sclear da velet ; ha ma n’int ket sclear dioc’h-tu, ne hellont ket choum kuzet.


CHABISTR VI.


RA zeuio ar mevelien a zo dindan ar yeo a esclavach, da gonsideri ho mistri evel dign a bep respet, evit na vezo ket gwall-gomzet divar-ben hano Doue hag he zoctrin ; (2) hag ar re ho deuz tud a feiz evit mistri, diwallint d’ho disprijout, var digarez ma’z int breudeur ; mes ra zeuint d’ho zervicha gwelloc’h a ze, abalamour ma’z int tud a feiz, tud karet-mad, hag a laka ho foan da ober vad dezhe. Desk an traou-man dezhe, hag exhort anezhe d’ho miret.

(3) Mar deu eun den-benag da gelen en eun doare all, ha mar n’en em ro ket da gomzou a zilvidigez hon Aotrou Jesus-Christ, ha d’an doctrin a zo hervez ar biete, (4) hennes a zo c’houezet gant an ourgouil, ha ne oar netra ; mes klanv eo gant klenved ar procezou hag an disput var ar c’homzou, hag ac’hane e teu an anvi, ar c’hannou, an droug-prezegerez, ar sonjezonou fall divarben ar re all, (5) hag an disputou inutil etre tud hag a zo corrompet ho spered, privet euz ar wirionez, ha pere a laka ar biete da veza eur zourcen a c’hounidegez. En em disparti euz ar seurt tud-se.

(6) Hogen, ar biete gant eur spered contant a zo eur c’hounidegez vraz. (7) Rag n’hon euz digasset netra er bed, hag a-dra-sur na hellomp kas ganeomp netra er meaz anezhan. (8) Dre-ze, gant m’hon devezo boued ha peadra d’en em viska, n’hon euz ezom euz a netra en tu-all. (9) Mes ar re a fell dezhe beza pinvidic, a gwez en tentation hag en eur pech, hag en meur a c’hoant sod ha noazus, pere a veuz an dud er vizer, hag o c’has da goll. (10) Rag ar garantez evit an arc’hant eo ar c’hrizien euz a bep droug ; ha darn o veza possedet gant ar garantez-ze, ho deuz troet kein d’ar feiz, hag a zo en em daolet ho-unan er poaniou brassa.

(11) Mes te, O den Doue ! tec’h diouz an traou-ze, ha klask ar justis, ar biete, ar feiz, ar garantez, ar batianted an dousder. (12) Combat ar gombat vad euz ar feiz, tap crog er vuez eternel, da behini ez oud bet ive galvet, hag en abek da behini ec’h euz great eur brofession vad dirag kalz a destou. (13) Me a ali stard ac’hanoud dirag Doue, pehini a ro buez d’an holl draou, ha dirag Jesus-Christ, pehini dirag Pons-Pilat a reaz eur govezion gaer, da viret ar gourc’hemen, (14) hep tarch e-bed ha didamal, beteg donedigez hon Aotrou Jesus-Christ ; (15) pehini a vezo diskouezet en he amzer gant an hini a zo eürus, ha n’euz hini Souveren e-bed nemerthan, gant Roue ar rouane, Aotrou an aotronez, (16) pehini hep-ken na hell ket mervel, hag a choum en eur sclerijen ha na heller ket tostaad outhi, ha n’eo ket bet gwelet, ha na hell beza gwelet gant den ; dezhan an henor hag ar galloud da viken ! Amen.

(17) Kemen d’ar re a zo pinvidic er bed-man, na vezint ket ourgouillus, na lakaint ket ho fizians er pinvidigezou a heller da goll, mes en Doue beo, pehini a ro deomp en abondans pep tra da jouissa anezhe ; (18) ma raint vad, ma vezint pinvidic en oberou mad, prest da rei, da zioueret lod euz ho danvez ; (19) o tastum evel-se evit an amzer da zond eun tenzor savet var eur fondamant vad, evit gallout kaoud ar vuez eternel.

(20) O Timoteus ! mir ar pez a zo bet fiziet enoud, oc’h en em virout diouz ar c’homzou didalvoudec ha dizantel, hag euz a zisputou eur skiant galvet evel-se en faoz ; (21) hinienou o veza heulliet ar skiant-se, ho deuz troet kein d’ar feiz.

Ra vezo ar c’hras ganez ! Amen.


————