Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/I. Lizer S. Ian

Eus Wikimammenn
troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 453-460)



KENTA LIZER SANT IAN, ABOSTOL.


————


CHABISTR I.


AR pez a oa adaleg ar pen-kenta, ar pez hon euz klevet, ar pez hon euz gwelet gant hon daou-lagad, euz a behini hon euz sellet piz, hag hon euz touchet gant hon daouarn hon-unan, divarben Ger ar vuez ; (2) (rag ar vuez a zo bet diskouezet, ha ni hon euz he gwelet, hag e roomp testeni anezhi, hag e tiscleriomp deoc’h ar vuez eternel, pehini a oa gant an Tad, hag a zo en em ziskouezet deomp ;) (3) ar pez hon euz gwelet ha klevet eo a ziscleriomp deoc’h, evit ma ho pezo-c’houi communion ganeomp. Hogen, hor c’hommunion a zo gant an Tad ha gant Jesus-Christ he Vab. (4) Ha ni a scriv an traou-man deoc’h, evit ma vezo parfet ho joa.

(5) Hogen, ar c’helou hon euz klevet diganthan, hag a ziscleriomp deoc’h, eo ma’z eo Doue sclerijen, ha n’ez euz tevalijen e-bed enhan. (6) Mar leveromp hon euz communion ganthan, ha mar baleomp en devalijen, e leveromp gaou, ha ne heulliomp ket ar wirionez. (7) Mes mar baleomp er sclerijen, evel ma ema he-unan er sclerijen, hon euz communion an eil gant egile, ha goad Jesus-Christ he Vab a neta ac’hanomp a bep pec’hed. (8) Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, en em dromplomp hon-unan, hag ar wirionez n’ema ket enomp. (9) Mar c’hanzavomp hor pec’hejou, hen a zo fidel ha just evit ho fardoni deomp, hag evit netaad ac’hanomp euz a bep injustis. (10) Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, e lekeomp anezhan da c’haouiad, hag he c’her n’ema ket enomp.


CHABISTR II.


VA bugaligou, scriva a ran an traou-man deoc’h, evit na bec’hot ket. Ha mar d’euz unan-benag hag hen deuz pec’het, hon euz eun avocat dirag an Tad, Jesus-Christ ar Just. (2) Hen eo ar zacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou ; ha n’e ket hep-ken evit hon re-ni, mes ive evit re ar bed holl. (3) Ha dre gement-man ec’h ouzomp penaos hon euz anavezet anezhan, mar miromp he c’hourc’hemenou. (4) An hini a lavar : Me em euz anavezet anezhan, ha na vir ket he c’hourc’hemenou, a zo eur gaouiad, hag ar wirionez n’ema ket enhan. (5) Mes an hini a vir he c’her, a zo en gwirionez karantez Doue parfet enhan, ha dre an dra-ze ec’h anavezomp emomp enhan. (6) An hini a lavar e ra he zemeurans enhan, a dle he-unan ive bale evel ma hen deuz-hen baleet.

(7) Breudeur, na scrivan ket deoc’h eur gourc’hemen nevez, mes eur gourc’hemen koz, an hini hoc’h euz bet adaleg ar pen-kenta ; ar gourc’hemen koz-ze eo ar ger hoc’h euz klevet adaleg ar pen-kenta. (8) Koulskoude, e scrivan deoc’h eur gourc’hemen nevez, ar pez a zo gwir enhan hag enoc’h, rag an devalijen a dremen, hag ar gwir sclerijen a zo dija o lugerni. (9) An neb a lavar ema er sclerijen, hag hen deuz kâs ouz he vreur, a zo c’hoas breman en devalijen. (10) Neb a gar he vreur, a choum er sclerijen, ha n’euz netra enhan hag a hell hen lakaad da gweza. (11) Mes an hini hen deuz kâs ouz he vreur, a zo en devalijen, hag a vale en devalijen, ha na oar ket da beleac’h ez a, rag an devalijen he deuz dallet he zaou-lagad.

(12) Scriva a ran deoc’h, bugaligou, dre ma’z eo pardonet deoc’h ho pec’hejou abalamour d’he hano. (13) Scriva a ran deoc’h, tadou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an hini a ao adaleg ar pen-kenta. Scriva a ran deoc’h, tud yaouank, abalamour ma hoc’h euz trec’het var an drouk-spered. (14) Scriva a ran deoc’h, bugaligou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an Tad. Scrivet em euz deoc’h, tadou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an hini a zo adaleg ar pen-kenta. Tud yaouank, scrivet em euz deoc’h, abalamour m’az oc’h krenv, ha ma choum ger Doue enoc’h, ha ma hoc’h euz trec’het var an drouk-spered. (15) Na garit ket ar bed, nag an traou a zo er bed. Mar d’euz unan-benag hag a gar ar bed, karantez an Tad n’ema ket enhan ; (16) rag kement a zo er bed, droug-ioul ar c’hig, droug-ioul an daou-lagad, hag ourgouil ar vuez, na zeu ket euz an Tad, mes euz ar bed. (17) Hag ar bed a dremen, hag he zroug-ioul ive ; mes an hini a ra bolontez Doue a choum da viken.

(18) Bugaligou, hou-man eo an heur diveza ; hag evel ma hoc’h euz klevet e tle dond an Ante-Christ, brema dija ez euz meur a ante-christ ; dre eno ec’h anavezomp ema an heur diveza. (19) Eat int er meaz euz hon touez, mes ne oant ket euz hon re-ni ; rag ma vijent bet euz hon re-ni, e vijent choumet ganeomp, mes kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vije discleriet penaos n’int ket holl euz hon re-ni. (20) Evidoc’h-hu a-berz an Hini santel eo hoc’h euz recevet an onction, hag ec’h anavezit pep tra. (21) Scrivet em euz deoc’h n’e ket abalamour na ouzoc’h ket ar wirionez, mes abalamour ma c’hanavezit anezhi, hag abalamour na zeu gaou e-bed euz ar wirionez. (22) Piou eo ar gaouiad, nemed an hini a nac’h penaos Jesus eo ar C’hrist ? Hennes eo an ante-christ, pehini a nac’h an Tad hag ar Mab. (23) Kement hini a nac’h ar Mab n’hen deuz ket ken neubeud an Tad ; an hini a anzav ar Mab, hen deuz ive an Tad. (24) Ra choumo eta enoc’h ar pez hoc’h euz klevet adaleg ar pen-kenta. Mar choum enoc’h ar pez hoc’h euz klevet adaleg ar pen-kenta, c’houi ive a choumo er Mab hag en Tad. (25) Hag ar bromessa hen deuz great deomp eo ar vuez eternel. (26) An traou-man em euz scrivet deoc’h divarben ar re a drompl ac’hanoc’h. (27) Mes an onction hoc’h euz recevet diganthan, a choum enoc’h ; ha n’hoc’h euz ket ezom e teufe den e-bed d’ho kelen ; mes evel ma teu an onction-ze da zeski deoc’h pep tra, ha ma’z eo gwirion, ha ma n’eo ket eur gaou, evel-se, hervez ma’z eo bet desket deoc’h ganthi, choumit enhan. (28) Breman eta, buga1igou, choumit enhan, evit ma hon devezo fizians, pa zeuio, ha n’hor bezo ket a vêz dirazhan en he zonedigez. (29) Mar gouzoc’h ez eo hen just, gouezit penaos piou-benag a ra ar pez a zo just, a zo ganet euz anezhan.


CHABISTR III.


GWELIT pebez karantez hen deuz diskouezet an Tad en hor c’henver-ni, pa’z omp galvet bugale Doue ! Ar bed na anavez ket ac’hanomp, abalamour n’hen deuz ket anavezet anezhan. (2) Bugale muia-karet, breman ez omp bugale da Zoue, hag ar pez a vezimp n’eo ket bet c’hoas diskouezet ; mes gouzoud a reomp penaos pa en em ziskouezo, e vezimp henvel outhan, rag her gwelet a raimp evel ma ema. (3) Ha kement hini hen deuz an esperans-ze enhan, en em burifi he-unan, evel ma’z eo hen he-unan pur. (4) Piou-benag a ra ar pec’hed, a dor ive al lezen ; rag ar pec’hed a zo eun tor-lezen. (5) Hogen, gouzoud a rit penaos Jeeus-Christ a zo deuet evit lemmel hor pec’hejou, ha penaos n’euz ket a bec’hed enhan. (6) Piou-benag a choum enhan, na bec’h ket ; piou-benag a bec’h, n’hen deuz ket gwelet anezhan ha n’hen deuz ket he anavezet. (7) Bugaligou, diwallit na deufe den d’ho trompla : an hini a ra ar pez a zo just, a zo just evel ma’z eo just he-unan. (8) An hini a ra ar pec’hed a zo euz an diaoul ; rag an diaoul a bec’h adaleg ar pen-kenta. Hogen, Mab Doue a zo deuet evit distruja oberou an diaoul. (9) Piou-benag a zo ganet euz a Zoue, na ra ket ar pec’hed, rag an had euz a Zoue a choum enhan ; ha na hell ket pec’hi, abalamour ma’z eo ganet euz a Zoue. (10) En kement-se eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d’en em rei da anaoud. Piou-benag na ra ket ar justis ha na gar ket he vreur, n’eo ket euz a Zoue. (11) Rag ar pez a zo bet annonset deoc’h, hag hoc’h euz klevet adaleg ar pen-kenta, eo ma teuimp d’en em garet an eil egile ; (12) n’eo ket evel Caïn, pehini a oa euz an diaoul, hag a lazaz he vreur. Ha perag e lazaz anezhan ? Abalamour ma oa fall he oberou he-unan, ha mad re he vreur.

(13) Breudeur, na vezit ket souezet mar deu ar bed d’ho kasaad. (14) Pa garomp hor breudeur, ec’h anavezomp ez omp tremenet euz ar maro d’ar vuez. An hini na gar ket he vreur a choum er maro. (15) Piou-benag hen deuz kaz ouz he vreur a zo eur muntrer ; ha gouzoud a rit penaos muntrer e-bed n’hen deuz enhan ar vuez eternel. (16) Ni hon euz anavezet ar garantez, dre ma hen deuz-Hen roet he vuez evidomp ; ha ni a dle ive rei hor buez evit hor breudeur. (17) Hogen, an hini hen defe madou ar bed-man, hag o velet he vreur o kaoud ezom, a zerfe he galon outhan, penaos e choumfe karantez Doue enhan ? (18) Va bugaligou, diwallomp da garet dre gomz, ha divar beg hon teod, mes karomp dre hon oberou, hag en gwirionez. (19) Rag evel-se eo ec’h anavezomp penaos ez omp euz ar wirionez, hag ec’h assurimp hor c’halonou dirazhan ; (20) rag mar deu hor c’halon da gondaoni ac’hanomp, Doue a zo brassoc’h eged hor c’halon, hag anaoud a ra pep tra. (21) Bugale muia-karet, mar na gondaon ket hor c’halon ac’hanomp, hon euz ñzians dirag Doue. (22) Ha petra-benag a c’houlennomp, hen recevomp diganthan, o veza ma viromp he c’hourc’hemenou, ha ma reomp ar pez a blij dezhan. (23) Ha setu aman he c’hourc’hemen : ma credimp en hano he Vab Jesus-Christ, ha ma en em garimp an eil egile, evel ma hen deuz gourc’hemenet deomp. (24) An hini a vir he c’hourc’hemenou, a choum en Doue, ha Doue enhan ; hag anaoud a reomp e choum enomp dre ar Spered hen deuz roet deomp.


CHABISTR IV.


BUGALE muia-karet, na gredit ket da bep spered, mes amprouvit ar sperejou, evit gouzoud hag int a zo a-berz Doue ; rag kalz a fals-profeted a zo deuet er bed. (2) Anavezit Spered Doue en kement-man : kement spered hag a anzav penaos Jesus-Christ a zo deuet er c’hig, a zo a-berz Doue ; (3) ha kement spered ha na anzav ket ez eo Jesus-Christ deuet er c’hig, n’eo ket a-berz Doue. Hogen, hennes eo spered an Ante-christ, divar-ben pehini hoc’h euz klevet lavaret ema o tond, ha pehini a zo dija breman ebarz ar bed. (4) C’houi, bugaligou a zo euz a Zoue, hag hoc’h euz trec’het anezhe, rag an hini a zo enoc’h, a zo brassoc’h eged an hini a zo er bed. (5) Int a zo euz ar bed, dre-ze e komzont hervez ar bed, hag ar bed a zelaou anezhe. (6) Ni a zo euz a Zoue ; an hini a anavez Doue, a zelaou ac’hanomp ; an hini n’eo ket euz a Zoue, na zelaou ket ac’hanomp : dre gement-se ec’h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a c’haou.

(7) Bugale muia-karet, en em garomp an eil egile ; rag ar garantez a zeu euz a Zoue, ha kement hini a gar, a zo ganet euz a Zoue, hag a anavez Doue. (8) An hini na gar ket, n’hen deuz ket anavezet Doue, rag Doue a zo karantez. (9) Karantez Doue en hor c’henver a zo en em diskouezet dre ma hen deuz digasset Doue he Vab unic er bed, evit ma vevimp dreizhan. (10) E kement-man ema ar garantez : n’e ket ni eo hon euz karet Doue, mes Doue eo hen deuz hor c’haret, hag hen deuz digasset he Vab, da veza eur sacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou. (11) Bugale muia-karet, mar hen deuz Doue hor c’haret evel-se, ni a dle ive en em garet en eil egile. (12) Den e-bed n’hen deuz biscoas gwelet Doue ; mar en em garomp an eil egile, Doue a choum enomp, hag he garantez a zo peur-c’hreat enomp. (13) E kement-man ec’h ouzomp penaos e choumomp enhan hag hen enomp, o veza ma hen deuz roet deomp euz he Spered. (14) Ha ni hon euz gwelet, hag e roomp testeni penaos an Tad hen deuz digasset ar Mab, Salver ar bed. (15) Piou-benag a anzavo ez eo Jesus Mab Doue, Doue a choum enhan, hag hen en Doue. (16) Evidomp-ni, hon euz anavezet ar garantez hen deuz Doue evidomp hag hon euz credet enhan : Doue a zo karantez ; hag an hini a choum er garantez, a choum en Doue, ha Doue enhan. (17) E kement-man eo peur-c’hreat ar garantez enomp, evit ma hor bezo fizians en deiz ar varn ; rag evel ma’z eo he-unan, evel-se ez omp ive er bed-man. (18) Er garantez ne vez aoun e-bed, mes ar garantez parfet a daol kuit an aoun ; rag pa vez aoun, e vez ive eur bunition-benag, hag an hini hen deuz aoun n’eo ket parfet er garantez. (19) Evidomp-ni, ni a gar anezhan, abalamour ma hen deuz hor c’haret da genta. (20) Mar d’euz unan-benag hag a lavar : Me a gar Doue, ha mar deu da gasaad he vreur, hennes a zo eur gaouiad ; rag an hini na gar ket he vreur hag hen o velet anezhan, penaos ec’h hell-hen karoud Doue, pa na vel ket anezhan ? (21) Hag ar gourc’hemen-man hon euz bet diganthan : An hini a gar Doue ra zeui ive da garet he vreur.


CHABISTR V.


PIOU-BENAG a gred penaos Jesus eo ar C’hrist, a zo ganet euz a Zoue ; ha piou-benag a gar Doue pehini en deuz he anjandret, a gar ive an hini a zo ganet euz anezhan. (2) Anaoud a reomp e karomp bugale Doue, mar karomp Doue, ha mar miromp he c’hourc’hemenou. (3) Rag karantez Doue eo ma virimp he c’hourc’hemenou ; hogen, he c’hourc’hemenou n’int ket dies, (4) rag kement a zo ganet euz a Zoue, a zo treac’h d’ar bed, hag ar victor he deuz trec’het ar bed, eo hor feiz. (5) Piou eo an hini a zo treac’h d’ar bed, nemed an hini a gred penaos Jesus a zo Mab Doue ? (6) Ar Jesus-se, ar C’hrist, eo a zo deuet gant an dour hag ar goad ; n’e ket gant ar dour hep-ken, mes gant an dour hag ar goad ; hag ar Spered eo a ro testeni euz a gement-se, rag ar Spered eo ar wirionez. (7) Rag beza ez euz tri hag a ro testeni (en env, an Tad, ar Ger, hag ar Spered-Santel, hag an tri-ze a zo unan. (8) Ha beza ez euz ive tri hag a ro testeni var an douar) ar Spered, an dour, hag ar goad ; hag an tri-ze en em rapport da eun dra hep-ken. (9) Mar recevomp testeni an dud, testeni Doue a zo pounneroc’h ; hogen, honnes eo an desteni hen deuz rentet Doue divarben he Vab. (10) An hini a gred en Mab Doue, hen deuz testeni Doue enhan he-unan ; an hini na gred ket Doue, a dremen anezhan da c’haouiad, pa’z eo gwir n’hen deuz ket credet d’an desteni hen deuz roet Doue divarben he Vab. (11) Ha setu aman an desteni : Doue hen deuz roet deomp ar vuez eternel ; hag ar vuez-ze a zo en he Vab. (12) An neb hen deuz ar Mab, hen deuz ar vuez ; an neb n’hen deuz ket Mab Doue, n*hen deuz ket ar vuez.

(13) An traou-man em euz scrivet deoc’h-hu pere a gred en hano Mab Doue, evit ma c’hellot gouzoud hoc’h euz ar vuez eternel, hag evit ma credot en hano Mab Doue. (14) Hag ar fizians hon euz enhan eo penaos, mar goulennomp eun dra-benag hervez he volontez, e selaou ac’hanomp. (15) Ha mar gouzomp e selaou ac’hanomp, petra-benag a c’houlennomp, ec’h ouzomp hon euz diganthan an traou hon euz goulennet. (16) Mar gwel unan-benag he vreur o pec’hi dre eur pec’hed ha na gas ket d’ar maro, e pedo, ha Doue a roio dezhan buez ar re ne reont ket eur pec’hed hag a gas d’ar maro. Beza ez euz eur pec’hed hag a gas d’ar maro ; ne lavaran ket pedi evit ar pec’hed-se. (17) Pep tra fall a zo pec’hed ; mes beza ez euz eur pec’hed ha na gas ket d’ar maro.

(18) Gouzoud a reomp penaos piou-benag a zo ganet a Zoue, na bec’h ket ; mes an hini a zo ganet a Zoue, en em vir he-unan, hag an drouk-Spered na douch ket outhan. (19) Ni a oar penaos ez omp euz a Zoue, ha penaos ar bed holl a zo beuzet er fallentez. (20) Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion ; hag emomp en Hini gwirion-ze, en he Vab Jesus-Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel. (21) Bugaligou, en em virit ouz an idolou ! Amen.


————