Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/Apocalyps (pe Revelation) S. Ian

Eus Wikimammenn
troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 464-494)



APOCALYPS


(pe revelation),


SANT IAN AN THEOLOGIAN.


CHABISTR I.



REVELATION Jesus-Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep-dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher ; (2) pehini hen deuz discleriet ger Doue, ha testeni Jesus-Christ, ha kement hen deuz gwelet. (3) Eürus an hini a len, hag ar re a zelaou ar c’homzou euz ar brofesi-man, hag a vir an traou scrivet enhi ; rag an amzer a zo tost.

(4) Ian, d’ar seiz Iliz a zo en Azi. Gras ha peoc’h a-berz an Hini a zo, a oa, hag a vezo, hag euz a-berz ar seiz spered pere a zo dirag he dron ; (5) hag euz a-berz Jesus-Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a-douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar. (6) D’an hini hen deuz karet ac’hanomp, hag hen deuz hor gwalc’het euz hor pec’hejou dre he oad, hag hen deuz hor great rouane ha beleien da Zoue he Dad ; dezhan ar gloar hag ar galloud da virviken ! Amen. (7) Setu, ema o tond var ar goabrennou, ha pep lagad a velo anezhan, hag ar re memeus ho deuz toullet anezhan ; hag an holl boblou euz an douar a skoio va boul ho c’halon dirazhan. Ia, Amen.

(8) Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin, eme an Aotrou, an Hini a zo, a oa, hag a vezo, an Holl-C’halloudec.

(9) Me, Ian, ho preur hag ho consort en drubuil hag er rouantelez, hag er batianted en Jesus-Christ, a oa en enezen a c’halver Patmos, abalamour da c’her Doue, ha d’an desteni a Jesus-Christ.

(10) Ravisset e oenn a spered da zeiz an Aotrou, hag e kleviz adre d’in eur vouez vraz, evel hini eun drompil, (11) hag a lavare : Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza ; ar pez a velez, scriv-hen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea. (12) Neuze e tistroiz evit gwelet a be leach e teue ar vouez a gomze ouzin ; hag o veza distroet, e veliz seiz cantoleur aour ; (13) hag e-kreiz ar seiz cantoleur, unan henvel ouz Mab an den, gwisket gant eur zae hir, ha gourizet var boul he galon gant eur gouriz aour. (14) He ben hag he vleo a oa gwenn, evel gloan gwenn, evel an erc’h, hag he zaoulagad a oa evel eur flam-tan ; (15) he dreid, henvel ouz coevr euz ar c’haera, a luc’he evel pa vijent en eur fournez a dan, hag he vouez a oa evel mouez an doureier braz. (16) Bez’ e oa ganthan en he zorn deo seiz stereden ; euz he c’henou e teue eur c’hleze lem euz an daou du, hag e vizach a lugerne evel an heol e-kreiz he nerz. (17) Hogen, pa veliz anezhan, e kweziz d’he dreid evel pa vijen maro, hag hen a lakeaz he zorn deo varnoun, en eur lavaret d’in : Na pez ket a aoun ; me eo ar c’henta hag an diveza, an hini a zo beo ; (18) bet oun maro, ha setu ez oun beo da virviken, Amen ; ha ganen ema alc’houezou an ifern hag ar maro. (19) Scriv an traou ec’h euz gwelet, an traou a zo hag ar re a dle c’hoarvezoud goude ar re-man. (20) Setu aman myster ar seiz stereden ec’h euz gwelet em dorn deo, hag ar seiz cantoleur aour : Ar seiz stereden eo an elez euz ar seiz Iliz ; hag ar seiz cantoleur ec’h euz gwelet, eo ar seiz Iliz.

CHABISTR II.



SCRIV d’an eal euz a Iliz Ephesus :

Setu aman ar pez a lavar an hini a zalc’h ar seiz stereden en he zorn deo, ha pehini a vale e-kreiz ar seiz cantoleur aour : (2) Anaoud a ran da oberou, ha da labour, ha da batianted ; ha gouzoud a ran penaos na hellez ket anduri an dud fall ; hag ec’h euz amprouvet ar re a lavar ho-unan ez int ebestel, ha n’int ket, hag ec’h euz ho c’havet gaouiad. (3) Gouzanvet ec’h euz bet, hag ec’h euz bet patianted, hag ec’h euz labouret evit va hano, ha n’ec’h euz ket kollet a gourach. (4) Mes me em euz kement-man en da enep, dilezet ec’h euz da garantez kenta. (5) Dalc’h sonj eta a be leac’h ez oud kwezet, kemer keuz, ha gra da oberou kenta ; anez e teuin d’az kavoud dizale, hag e lammin da gantoleur euz he blas, ma na zistroez ket. (6) Koulskoude ec’h euz an dra-man, kâs ec’h euz ouz oberou an Nicolaïted, ouz pere em euz kâs ive. (7) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, de zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou : D’an hini a vezo treac’h, me a roio dezban da zebri euz ar vezen a vuez, pehini a zo e-kreiz barados Doue.

(8) Scriv ive d’an eal euz a Iliz Smyrn :

Setu aman ar pez a lavar ar C’henta hag an Diveza, pehini a zo bet maro, hag a zo deuet adare da vuez : (9) Anaoud a ran 9 da oberou, ha da drubuliou, ha da baourentez, (petra-benag ma’z oud pinvidic,) ha droug-prezegerez ar re a lavar ez int Judevien, ha n’int ket, mes a zo eur sinagog euz a Satan. (10) N’az pez aoun rag netra euz an traou e pezo da c’houzanv ; setu, an diaoul aia da deurel darn ac’hanoc’h er prizon, evit ma veot amprouvet ; ha c’houi ho pezo eun affliction a zeg devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez. (11) An hini hen deuz diouskouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou : An hini a drec’ho, na recevo koll e-bed euz an eil maro.

(12) Scriv ive d’an eal euz a Iliz Pergamus :

Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar c’hleze lem euz an daou du : (13) Anaoud a ran da oberou, hag al leac’h en pehini emoud o choum, el leac’h ma ema tron Satan ; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz memeus en deiz ma’z eo bet lakeat d’ar maro Antipas va merzer fidel en ho touez, el leac’h ma ema Satan o choum. (14) Mes eun draic-benag em euz en da enep, beza ec’h euz aze tud hag a heuil doctrin Balaam, pehini a zeske da Valak lakaad eun occasion a bec’hed dirag bugale Israel, evit lakaad anezhe da zebri traou sacrifiet d’an idolou, ha da gweza ebarz an impudicite. (15) Evel-se, te ive, ec’h euz aze tud hag a zalc’h doctrin an Nicalaïted ; hag em euz kâs euz a gement-se. (16) Distro eta ; anez me a zeuio d’az kavoud hep-dale, hag e combattin en ho enep gant ar c’hleze euz va genou. (17) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou : D’an hini a drec’ho, me a roio dezhan da zebri euz ar mann kuzet ; hag e roin dezhan eur vilien venn, ha var ar vilien-ze e vezo scrivet eun hano nevez, ha n’eo anavezet gant den e-bed, nemed gant an hini a receo anezhan.

(18) Scriv ive d’an eal euz a Iliz Thyatira :

Setu aman petra a lavar Mab Doue, pehini hen deuz daoulagad evel eur flam-tan, hag he dreid henvel ouz coevr euz ar c’haera. (19) Anaoud a ran da oberou, da garantez, da zervich, da feiz, ha da batianted ; ha gouzoud a ran ema da oberou diveza en tu-all d’az re genta. (20) Mes beza em euz eun draic-benag en da enep : lezel a rez Jesabel, ar vreg-se pehini a bretant beza profetez, da zond da gelen ha da drompla va zervicherien, evit ho lakaad da gweza en impurete, ha da zebri traou sacrifiet d’an idolou. (21) Ha me em euz roet amzer dezhi da zistrei euz he impurete; mes n’eo ket fellet dezhi hen ober. (22) Setu, ez an da deuler anezhi var eur gwele a boan ; hag ar re a ra avoultriach ganthi a vezo en eun affliction vraz, mar ne deuont ket da zistrei deuz ho oberou. (23) Hag e lakain be bugale da vervel ; hag an holl Ilizou a ouezo penaos ez oun an hini a zont ar c’hroazellou hag ar c’halonou ; hag e roin da bep hini ac’hanoc’h hervez he oberou. (24) Mes lavaret a ran deoc’h-hu, ha d’ar re all en Thyatira, ha da gement hini ha na heuil ket an doctrin-man, ha pere, emezhe, n’ho deuz ket anavezet an dounder euz a Satan : Ne daolin beac’h-all e-bed varnoc’h; (25) mes da vihana dalc’hit mad ar pez hoc’h euz, bete ma teuin. (26) Rag d’an hini hen devezo trec’het, hag a raio va oberou beteg ar fin, me a roio dezhan galloud var an nationou. (27) Ho gouarn a rai gant eur walen houarn, hag evel ma vruzuner vesseliou pri, evel ma em euz ive recevet ar galloud-se a-berz va Zad. (28) Hag e roin dezhan stereden ar mintin. (29) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.


CHABISTR III.



SCRIV ive d’an eal euz an Iliz a zo en Sardis :

Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar seiz spered a Zoue hag ar seiz stereden : Anaoud a ran da oberou ; ar brud ec’h euz da veza beo ; mes te a zo maro. (2) Laka evez, ha krenva ar pez a choum c’hoas hag a zo o vond da vervel ; rag n’am euz ket kavet da oberou parfet dirag Doue. (3) Dalc’h sonj-mad eta euz ar pez ec’h euz recevet ha klevet, dalc’h anezhe, ha distro. Mar na gerez diwall, me a zeuio varnoud evel eul laer, ha na ouezi ket da be heur e teuin varnoud. (4) Beza ec’h euz ive en Sardis eun neubeud tud pere n’ho deuz ket saotret ho dillad, ha pere a valeo ganen en dillad gwenn, rag dign int a gement-se. (5) An hini a drec’ho, hennes a vezo gwisket gant dillad gwenn, ha na effacin ket he hano divar levr ar vuez ; mes anzav a rin he hano dirag va Zad ha dirag he elez. (6) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.

(7) Scriv ive d’an eal euz a Iliz Philadelphia :

Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri ; hag a zer, ha den na hell digeri : (8) Anaoud a ran da oberou ; setu, em euz digoret eun nor dirazoud, ha den na hell he zerri ; abalamour ma c’heuz neubeud a nerz, ha ma c’heuz miret va ger, ha n’ec’h euz ket nac’het va hano. (9) Setu e roin d’id darn euz a zinagog Satan, pere a lavar ez int Judevien, ha n’int ket, mes pere a lavar gevier ; setu e rin dezhe dond d’en em brosterni dirag da dreid, evit ma ouezint em euz karet ac’hanoud. (10) Abalamour ma ec’h euz miret ar ger euz va fatianted, me ive a viro ac’hanoud euz a heur an dentation pehini a dle dond var ar bed holl, evit amprouv ar re a zo o choum var an douar. (11) Emoun prest da zond ; dalc’h stard ar pez ec’h euz, evit na gemero den da gurunen. (12) An hini a drec’ho, me a lako anezhan da bilier en templ va Doue, ha n’ez ai ken er meaz ; hag e scrivin varnezhan hano va Doue, hag hano ar gear euz va Doue, ar Jerusalem nevez, pehini a zisken euz an env, euz a-gichen va Doue, ha va hano nevez. (13) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.

(14) Scriv ive d’an eal euz a Iliz Laodicia :

Setu aman ar pez a lavar an Amen, an Test fidel ha gwirion, ar Pen-kenta euz a grouidigez Doue : (15) Anaoud a ran daoberou ; gouzoud a ran n’ez oud na ien na tom-bero. Oh! ma vijez bet pe ien pe 16 tom-bero ! (16) Evel-se, abalamour ma’z oud klouar, ha na’z oud na ien na tom-bero, me a daolo ac’hanoud er meaz euz va genou. (17) Rag te a lavar : Me a zo pinvidic, hag em euz dastumet madou, ha n’am euz ezom a netra ; ha na ouzoud ket penaos ez oud maleürus, ha mizerabl, ha paour, ha dall, hag en noaz. (18) Alia a ran ac’hanoud da brena diganen-me aour eprouvet gant an tan, evit ma vezi pinvidic ; (19) ha dillad gwenn, evit ma vezi gwisket, ha na vezo ket gwelet ar vêz euz da noazder, ha louzou da lakaad ouz da zaou-lagad, evit ma teui da velet. Repren ha castiza a ran ar re holl em euz karantez evithe ; az pez zel eta, ha distro. (20) Setu, emoun e-tal an nor, hag e skoan ; mar teu unan-benag da glevet va mouez ha da zigeri an nor d’in, ec’h antrein en he di, hag e koanin assambles ganthan, hag heñ assambles ganen. (21) An hini a drec’ho, me hen lakai da azeza ganen var va zron, evel ma em euz-me ive trec’het hag emoun azezet gant va Zad var he dron. (22) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.


CHABISTR IV.



GOUDE kement-se a selliz, hag e veliz eun nor digor en env ; hag ar vouez kenta em boa klevet, henvel ouz hini eun drompil hag a gomze ouzin, a lavaraz : Sav aman, hag e tiskouezin d’id an traou a dle c’hoarvezoud goude ar re-man. (2) Ha kerkent e oenn ravisset en spered ; hag e veliz eun tron savet en env hag unan azezet var an tron-ze. (3) Hag an hini a oa azezet, a zeblante beza henvel ouz eur mean jasp ha sardoin ; hag eur ganeveden a oa en-dro d’an tron, ha da velet e oa henvel ouz eur mean emeraud. (4) En-dro d’an tron e oa pevar-var-n’ugent tron all ; ha var an troniou-ze e veliz pevar-var-n’ugent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwenn, ha var ho fen e oa curunennou aour. (5) Hag euz an tron e teue luc’hed, ha kurunou ha moueziou ; ha dirag an tron e teve seiz lamp ardant, pere a zo ar seiz spered a Zoue. (6) Bez’ e oa ive dirag an tron eur mor gwer henvel ouz cristal, hag e-kreiz an tron hag en-dro d’an tron, pevar aneval leun a zaou-lagadou araog hag adren. (7) Ar c’henta aneval a oa henvel ouz eul leon ; an eil aneval a oa henvel ouz eul leue ; an trede aneval hen doa eur vizach henvel ouz hini eun den ; hag ar pevare aneval a oa henvel ouz eun egl o nijal. (8) Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en-dro hag en diabarz e oant leun a zaou-lagadou ; ha ne ehanent, noz-deiz, da lavaret : Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl-C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo ! (9) Hag e-pad ma oa an anevaled- se o rei gloar hag henor hag actionou a c’hras d’an hini a oa azezet var an tron, d’an hini a zo beo da virviken, (10) ar pevar-var-n’ugent Ancien en em brosterne dirag an hini a oa var an tron hag ec’h adorent an hini a zo beo da virviken, hag e taolent ho c’hurunennou dirag an tron, en eur lavaret : (11) Dign oud, Aotrou da receo ar gloar, hag an henor hag ar galloud ; rag te ec’h euz crouet pep tra, ha dre da volontez eo emaint, hag ez int bet crouet


CHABISTR V.



NEUZE e veliz en dorn deo an hini a oa azezet var an tron, eul levr scrivet en diabarz hag en diaveaz, siellet gant seiz siel. (2) Gwelet a riz ive eun eal galloudus, o crial gant eur vouez krenv : Piou a zo dign da zigeri al levr, ha da zistaga he ziellou ? (3) Ha ne oa den en env, na var an douar, na dindan an douar hag a helle digeri al levr, na sellet outhan. (4) Ha me a gommansaz da ouela dourec, abalamour na oe kavet den e-bed dign da zigeri al levr, na d’hen len, na da zellet outhan. (5) Hag unan euz ar re Ancien a lavaraz d’in : Na ouel ket ; setu, al leon, pehini a zo euz a dribu Juda, euz a c’hrizien David, hen deuz trec’het evit digeri al levr ha distaga ar seiz siel anezhan. (6) Hag e selliz, hag e veliz e-kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e-kreiz ar re Ancien, eun Oan pehini a oa eno evel pa vije bet lazet ; beza hen doa seiz corn ha seiz lagad, pere eo ar seiz Spered a Zoue, kasset dre ar bed holl. (7) Hag hen a zeuaz, hag e kemeraz al levr euz a zorn deo an hini o oa azezet var an tron. (8) Ha pa hen doe kemeret al levr, ar pevar aneval hag ar pevar-var-n’ugent den Ancien en em brosternaz dirag an Oan, ha gant pep hini anezhe telennou ha besseliou aour leun a draou a c’houez-vad, pere eo pedennou ar Zent. (9) Hag e canent eur c’hantic nevez, en eur lavaret : Dign oud da gemeret al levr, ha da zigeri he ziellou ; rag te a zo bet lazet, hag ec’h euz hor prenet da Zoue gant da oad, euz a bep tribu, euz a bep langach, a bep pobl, hag a bep bro, (10) hag ec’h euz great ac’hanomp rouane ha beleien d’hon Doue ; hag e renimp var an douar. (11) Neuze e selliz, hag e kleviz mouez kalz a elez en-dro d’an tron ha d’an anevaled ha d’ar re Ancien ; hag an niver anezhe a oa meur a vilion. (12) Lavaret a reant a vouez huel : Dign eo an Oan a zo bet lazet da receo galloud, ha pinvidigez, ha furnez, ha nerz, hag henor, ha gloar, ha meuleudi. (13) Klevet a riz ive an holl grouadurien a zo en env, var an douar, ha dindan an douar, nag ar re a zo er mor, hag an holl draou a zo enhe, o lavaret : D’an hini a zo azezet var an tron, ha d’an Oan, ar veuleudi, hag an henor, hag ar gloar, hag ar galloud da virviken. (14) Hag ar pevar aneval a lavare ; Amen. Hag ar pevar-var-n’ugent den Ancien en em brosternaz hag a adoraz an hini a vev da virviken.


CHABISTR VI.



HA me a zellaz, pa hen doe digoret an Oan ar ziellou, hag e kleviz unan euz ar pevar aneval o lavaret gant eur vouez evel ar gurun : Deuz, ha gwel. (2) Hogen, sellet a riz, hag e veliz eur marc’h gwenn, hag an hini a oa var he gein a oa eur warec ganthan, hag e oe roet dezhan eur gurunen, hag ez eaz evel unan custum da drec’hi, hag o vond da c’hounid ar victor.

(3)Ha pa hen doe an Oan digoret an eil siel, e kleviz an eil aneval o lavaret : Deuz, ha gwel. (4) Hag e teuaz er meaz eur marc’h all a liou an tan ; ha d’an hini a oa var he gein e oe roet ar galloud da gas kuit ar peoc’h divar an douar, evit ma teuje an dud d’en em laza an eil egile ; hag e oe roet dezhan eur c’hleze braz.

(5) Ha pa hen doe an Oan digoret an trede siel, e kleviz an trede aneval o lavaret : Deuz, ha gwel. Hag e selliz, hag e veliz eur marc’h du, hag an hini a oa var he gein a oa ganthan en he zorn eur re-balansou. (6) Hag e kleviz e-kreiz ar pevar aneval eur vouez, hag a lavare : Eur muzurad gwiniz evit eun diner, ha tri muzurad heiz evit eun diner ; mes diwall da goll an eol hag ar gwin.

(7) Ha pa hen doe an Oan digoret ar pevare siel, e kleviz mouez ar pevare aneval o lavaret : Deuz, ha gwel. (8) Hag e selliz, hag e veliz eur marc’h droug-livet ; hag an hini a oa var he gein, a oa he hano an Ankou, hag an Ifern a gerze var he lerc’h ; hag e oe roet dezhe ar galloud var ar bederved loden euz an douar, evit lakaad an dud da vervel dre ar c’hleze, gant an naoun, dre ar c’hlenved, hag al loened gwez euz an douar.

(9) Ha pa hen doe an Oan digoret ar pemved siel, e veliz dindan an aoter eneou ar re a oa bet lakeat d’ar maro abalamour da c’her Doue, hag abalamour d’an desteni ho doa dalc’het da rei. (10) Hag e crient a vouez huel, o lavaret : Pegeit, Aotrou Souveren, te, pehini a zo santel ha gwirion, e choumi c’hoas hep barna, hag hep venji hon goad a-enep ar re a zo o choum var an douar ? (11) Hag e oe roet saeou gwenn da bep hini anezhe, hag e oe lavaret dezhe gortoz c’hoas eun neubeud amzer, ken a vije peur-leuniet an niver euz ho c’hen-zervicherien hag euz ho breudeur pere a dlie beza lakeat d’ar maro evelthe. (12) Hag e selliz, pa hen doe an Oan digoret ar c’houec’hved siel, ha setu ma choarvezaz eur c’hren-douar braz, hag an heol a zeuaz da veza du evel eur sac’h reun, hag al loar a zeuaz da veza evel goad. (13) Ha stered an env a gwezaz var an douar, evel ma taol eur vezen-fiez he fiez glaz, pa vez hijet gant eur bar-avel. (14) Hag an env en em dennaz kuit evel eul levr a vez rollet ; hag an holl meneziou hag an holl enezennou a oe loc’het euz ho flas ; (15) ha rouane an douar, hag ar re vraz, hag ar re binvidic, ar c’habitaned hag ar re galloudus, peb esclav ha peb den libr, en em guzaz er c’haverniou hag e reier ar meneziou ; (16) hag e lavarent d’ar meneziou ha d’ar reier : Kwezit varnomp, ha kuzit ac’hanomp euz a brezans an hini a zo var an tron, hag euz a goler an Oan ; (17) rag deuet eo an devez braz euz he goler, ha piou a hello kenderc’hel en he za ?


CHABISTR VII.



GOUDE-ZE e veliz pevar eal en ho za var bevar c’horn an douar, hag a zalc’he ar pevar avel, evit na chouezje avel e-bed var an douar, na var ar mor, na var gwezen ebed. (2) Neuze e veliz eun eal all o sevel e costez ar Sav-heol, ha siel an Doue beo ganthan, hag e criaz gant eur vouez krenv d’ar pevar eal ho doa bet ar galloud da noazoud d’an douar ha d’ar mor, en eur lavaret : (3) Na noazit ket d’an douar, na d’ar mor, na d’ar gwez, ken hon devezo merket gant eur ziel servicherien hon Doue var ho zal.

(4) Hag e kleviz an niver euz ar re a oa bet merket : pevar ha seiz ugent mil a oe merket euz an holl dribuou euz a vugale Israel ; (5) euz a dribu Juda, daouzec mil merket ; euz a dribu Buben, daouzec mil merket ; euz a dribu Gad, daouzec mil merket ; (6) euz a dribu Ascer, daouzec mil merket ; euz a dribu Nephthali, daouzec mil merket ; euz a dribu Manasse, daouzec mil merket ; (7) euz a dribu Simeon, daouzec mil merket ; euz a dribu Levi, daouzec mil merket ; euz a dribu Issacar, daouzec mil merket ; (8) euz a dribu Zabulon, daouzec mil merket ; euz a dribu Josef, daouzec mil merket ; euz a dribu Benjamin, daouzec mil merket.

(9) Goude kement-se e selliz, hag e veliz eun niver braz ha na helle den ho c’hounta, a bep nation, a bep tribu, a bep pobl, hag a bep langach ; en em zerc’hel a reant en ho za dirag an tron ha dirag an Oan, gwisket gant saeou gwenn, ha palmez en ho daouarn ; (10) hag e crient gant eur vouez krenv, en eur lavaret : Ar zilvidigez a zeu euz hon Doue, pehini a zo azezet var an tron, hag euz an Oan. (11) Hag an holl elez en em zalc’he en-dro d’an tron, ha d’ar re Ancien, ha d’ar pevar aneval ; hag ar re-man en em brosternaz var ho bizach dirag an tron, hag ec’h adorjont Doue, en eur lavaret : (12) Amen ! Ar veuleudi, ar gloar, ar furnez, an actionou a c’hras, an henor ar galloud hag an nerz d’hon Doue, da virviken ! Amen.

(13) Neuze unan euz ar re Ancien a gommansaz da gomz, hag a lavaraz d’in : Piou eo ar re-ze a zo gwisket gant saeou gwenn, hag a be leac’h ez int-hi deuet ? (14) Ha me a lavaraz dezhan : Aotrou, her gouzoud a rez. Hag hen a lavaraz d’in : Ar re-ze eo ar re a zo deuet er meaz euz an drubuil vraz, hag ho deuz gwalc’het ho zaeou, hag ho deuz gwennet anezhe en goad an Oan. (15) Abalamour da ze emaint dirag tron Doue, hag e servichont anezhan noz-deiz en he dempl ; hag an hini a zo azezet var an tron, a astenno he danten varnezhe. (16) N’ho devezo mui a naoun, ha n’ho devezo mui a zec’hed ; hag an heol na skoio ken varnezhe, na tomder ebed ; rag an Oan, pehini a zo e-kreiz an tron ho reno evel eur mesaer, hag ho c’hunduo da feunteuniou a zour beo, ha Doue a zec’ho an holl daelou euz ho daou-lagad.


CHABISTR VIII.



PA hen doe an Oan digoret ar seizved siel, e-pad eun hanter heur pe var-dro, ne oe klevet trouz e-bed en env. (2) Hag e veliz ar seiz eal a vez en ho za dirag Doue, hag e oe roet dezhe seiz trompil.

(3) Hag eun eal all a zeuaz hag en em zalc’haz tost d’an aoter, ha ganthan eun ezansouer aour, ha roet e oe dezhan kalz a ezans da offr, gant pedennou an holl zent, var an aoter aour a zo dirag an tron. (4) Hag ar moged euz an ezans, gant pedennou ar zent, a zavaz d’an neac’h, euz a zorn an eal dirag Doue. (5) Neuze an eal a gemeraz an ezansouer hag hen leuniaz euz a dan divar an aoter, hag hen taolaz var an douar ; hag e c’hoarvezaz moueziou, ha curunou, ha luc’hed, hag eur c’hrennamant douar.

(6) Neuze ar seiz eal, a oa ar seiz trompil ganthe, en em breparaz, da zon gant an trompillou.

(7) Hag an eal kenta a zonaz, hag e teuaz kazerc’h ha tan kemmesket gant goad da gweza var an douar ; hag an drederen euz ar gwez a oe devet, hag an holl yeot glaz a oe devet.

(8) Hag an eil eal a zonaz gant an drompil, hag e oe sklapet er mor evel eur menez braz entanet-holl ; hag an drederen euz ar mor a oe troet en goad. (9) Hag an drederen euz ar grouadurien a oa er mor, hag ho doa buez, a varvaz ; hag an drederen euz ar batimanchou a oe distrujet.

(10) Hag an trede eal a zonaz gant he drompil, hag e kwezaz euz an env eur stereden vraz henvel ouz eul lamp o tevi, hag e kwezaz var an drededen euz ar steriou, ha var vamennou an doureier. (11) Hag hano ar stereden-ze a oa Huelenc’hoero ; hag an drederen euz an doureier a oe troet en huelen-c’hoero ; ha kalz a dud a varvaz gant an dour, dre ma oa deuet da veza c’hoero.

(12) Neuze ar pevare eal a zonaz gant he drompil ; hag e oe skoet an drederen euz an heol, hag an drederen euz al loar, hag an drederen euz ar stered, en hevelep doare ma oe tenvaleet an drederen anezhe, ha ma kollaz an drederen euz an deiz he sclerijen, kerkoulz hag an noz.

(13) Goude-ze e veliz, hag e kleviz eun eal o nijal dre greiz an env, en eur lavaret a vouez huel : Malheur, malheur, malheur d’ar re a choum var an douar, abalamour d’ar zon euz trompillou an tri eal a dle dond c’hoas da zon !


CHABISTR IX.



HAG ar pemved eal a zonaz gant he drompil, hag e veliz eur stereden kwezet euz an env d’an douar ; hag alc’houez punz an abim a oe roet d’an eal-ze. Hag e tigoraz punz an abim, hag e savaz euz ar punz eur vogeden, henvel ouz moged eur forn vraz ; hag an heol hag an ear a oe tenvaleet gant ar moged euz ar punz ; (3) hag euz ar moged-se e teuaz killeien-raden pere a zeuaz da c’holo an douar ; ha roet e oe dezhe eur galloud henvel ouz galloud ar scorpioned euz an douar. (4) Hag e oe lavaret dezhe diwall da ober droug e-bed d’ar yeot euz an douar, na da netra a c’hlaz, na da vezen e-bed ; nemed hep-ken d’an dud n’ho deuz ket siel Doue var ho zal. (5) Hag e oe roet dezhe ar galloud, nann d’ho laza, mes d’ho zourmanti e-pad pemp mis, hag ho zourmant a oa henvel ouz an hini a ra ar scorpion pa ro eun taol-flem da eun den. (6) En deiziou-ze an dud a glasko ar maro, ha n’her c’havint ket ; hag e c’hoantaint mervel, mes ar maro a dec’ho kuit diouthe. (7) Ar c’hilleien-raden-man a oa henvel ouz kezec prest evit ar brezel ; bez’ e oa var ho fennou evel curunennou henvel ouz aour, bag ho bizach a oa henvel ouz bizach tud. (8) Bleo ho doa hag a oa evel bleo merc’hed, hag ho dent a oa henvel ouz dent leoned. (9) Beza ho doa cuirasennou evel cuirasennou houarn ; hag an drouz euz ho diou-askel a oa henvel ouz trouz kirri ha kalz a gezec o redec d’ar brezel. (10) Beza ho doa lostou henvel ouz lostou ar scorpioned, hag eur flem en ho lost ; hag ho galloud a oa da noazoud d’an dud e-pad pemp mis. (11) Beza ho doa varnezhe eur roue, eal an abim, galvet enn hebreach Abaddon, hag en gregach Apollyon (Distrujer).

(12) Ar c’henta gwalen tremenet, setu ma teu c’hoas diou walen all goude honnes.

(13) Hag ar c’houec’hved eal a zonaz gant he drompil ; hag e kleviz eur vouez o tond euz a bevar c’horn an aoter aour a zo dirag Doue, (14) hag a lavare d’ar c’houec’hved eal a oa an drompil ganthan : Tenn ho liammou d’ar pevar eal a zo stag var ar ster vraz Euphrates. (15) Kerkent e oe distaget ar pevar eal pere a oa prest d’an heur, d’an deiz, d’ar mis, d’ar bloaz, da laza an derved loden euz an dud. (16) Hag an niver euz a gavalierien an arme-ze a oa daou c’hant milion ; rag klevet a riz an niver anezhe. (17) Hogen evel-hen e veliz ar c’hezec er vision ; ar re a oa var ho c’hein ho doa cuirasennou a liou tan hag hyacinth ha soufr ; pennou ar c’hezec a oa henvel ouz pennou leoned ; hag euz ho genou e teue tan, ha moged, ha soufr. (18) An drederen euz an dud a oe lazet gant an tri dra-man, gant an tan, gant ar moged, ha gant ar soufr a zeue er meaz euz ho genou. (19) Hag ho galloud a oa en ho genou, hag en ho lostou, hag ho lostou, henvel ouz serpanted, ho doa pennou ; ha gant ar re-man e reant drouk. (20) Hag ar rest euz an dud pere ne oant ket lazet gant ar gwalennou-man n’ho doe ket a geuz euz a oberou ho daouarn, evit paouez da adori an diaoulou hag an idolou aour, hag arc’hant, ha mean ha coat, pere na hellont na gwelet, na klevet, na bale. (21) N’ho doe ket a geuz euz ho lazerezou, nag euz ho zorselachou, nag euz ho libertinach, nag euz ho laeronsiou.


CHABISTR X.



HAG e veliz eun eal galloudec all, o tisken euz an env, eur goabren en-dro dezhan, hag eur ganeveden var he ben ; he vizach a oa evel an heol, hag he dreid evel pillierou tan. (2) Bez e oa ganthan en he zorn eul levr bihan digor ; hag e lekeaz he droad deo var ar mor, hag he hini kleiz var an douar ; hag e criaz gant eur vouez krenv, evel eul leon o iudal, ha pa hen doe criet, ar seiz curun a roaz da glevet ho moueziou. (4) Ha pa ho doe ar seiz curun roet ho moueziou da glevet, ez ean da scriva ; hag e kleviz eur vouez euz an env hag a lavare d’in : Dalc’h siellet an traou ho deuz lavaret ar seiz curun, ha na scriv ket anezhe. (5) Hag an eal em boa gwelet en he za var ar mor ha var an douar, a zavaz he zorn etrezeg an env, (6) hag a douaz dre an hini a zo beo da viken, pehini hen deuz crouet an env hag an traou a zo enhan, an douar hag an traou a zo enhan, ar mor hag an traou a zo enhan, penaos na vije mui a amzer, (7) mes en deiziou ma roje ar seizved eal he vouez da glevet, pa zonje gant an drompil, e vije accomplisset myster Doue, evel ma hen doa discleriet d’ar brofeted, he zervicherien. (8) Hag ar vouez em boa kievet euz an env a gomzaz c’hoas ouzin, hag a lavaraz d’in : Kea, kemer al levr bihan a zo digor en dorn an eal a zo en he za var ar mor, ha var an douar. (9) Mond a riz da gavoud an eal, hag e liviriz dezhan : Ro d’in al levr bihan ; hag hen a lavaraz d’in : Kemer, ha debr anezhan ; karga a raio da entraillou a c’hoervder ; mes en da c’henou e vezo dous evel mêl. (10) Hag e kemeriz al levr bihan euz a zorn an eal, hag e tebriz anezhan ; hag e oe em genou dous evel mêl, mes pa em boe lounket anezhan, va entraillou a oe leun a c’hoervder. (11) Neuze e lavaraz d’in : Red eo d’id profetisa c’hoas divarben kalz a boblou, a nationou, a langachou hag a rouane.


CHABISTR XI.



NEUZE e oe roet d’in eur gorzen henvel ouz eur wialen ; hag an eal a zeuaz, hag a lavaraz : Sav, ha deuz da vuzuri templ Doue, hag an aoter, hag ar re a zo eno oc’h adori. (2) Mez lez ar porz a zo a-ziaveaz an templ, ha na vuzur ket anezhan ; rag roet eo bet d’ar Jentiled ; hag int a flastro gant ho zreid ar gear zantel e-pad daou vis ha daou-ugent. (3) Ha me a roio d’am daou dest ar galloud da brofetisa, e-pad mil daou c’hant ha tri-ugent devez, gwisket gant sier. (4) Ar re-man eo an diou olivezen, hag an daou gantoleur pere en em zalc’h dirag Aotrou an douar. (5) Ha ma fell da unan-benag ober droug dezhe, e teuio er meaz euz ho genou tan hag a zevoro ho inimied ; rag mar fell da unan-benag ober droug dezhe, e ranko perissa evel-se. (6) Beza ho deuz ar galloud da zerri an env, evit na rai ket a c’hlao, e-pad ma profetizint ; ha beza ho deuz ar galloud da drei an dour en goad, ha da skei an douar a bep seurt gwalennou, ken alies ha ma fell dezhe.

(7) Ha pa ho devezo echuet da rei ho zesteni, al loen a zav euz an abim a rai brezel dezhe, a vezo treac’h varnezhe, hag ho lazo. (8) Hag ho c’horfou maro a vezo var blasen ar gear vraz, pehini a zo galvet spirituelamant Sodom hag Egypt, e pe leac’h ive eo bet cruciñet hon Aotrou. (9) Ha tud a-douez pep pobl, ha pep tribu, ha pep langach, ha pep nation, a velo ho c’horfou maro, e-pad tri devez hanter, ha na lezint ket ho lakaad en beziou. (10) Hag an dud a choum var an douar en em rejouisso abalamour dezhe, hag en em roio d’al levenez, hag e kassint prezanchou an eil d’egile, rag an daou brofet-se ho devezo tourmantet habitanted an douar. (11) Mes goude an tri devez hanter-ze, ar Spered a vuez digasset a-berz Doue a antreaz enhe, hag e savjont adare var ho zreid, hag eur spount vraz a gwezaz var ar re a velaz anezhe, (12) hag e klevjont eur vouez vraz euz an env, hag a lavare dezhe : Savit aman ; hag e savjont en env en eur goabren, hag ho inimied a velaz anezhe. (13) En heur-ze ive e c’hoarvezaz eur gwall-grennamant douar ; hag an degved loden euz ar gear a gwezaz, hag er c’hrennamant douar-ze e oe lazet seiz mil den, hag ar re all a oe spountet braz, hag e rojont gloar da Zoue an env.

(14) An eil gwalen a zo tremenet ; setu an drede gwalen a zeui dizale.

(15) Hogen, ar seizved eal a zonaz gant an drompil ha moueziou braz a oe klevet en env, hag a lavare : Rouantelezou ar bed a zo lakeat dindan galloud hon Aotrou hag he Ghrist, hag hen a reno da virviken. (16) Hag ar pevar-var-n’ugent den Ancien, pere a zo azezet var ho zronou dirag Doue, a gwezaz var ho bizach, hag a adoraz Doue, en eur lavaret : (17) Renta a reomp grasou d’id, Aotrou Doue holl-c’halloudec, pehini a zo, pehini a oa, ha pehini a vezo, abalamour ma ec’h euz kemeret da c’halloud braz en da zorn, ha ma’z oud antreet en da rouantelez. (18) Ar boblou a zo droug enhe ; mes da goler a zo deuet, hag ive an amzer da varn ar re varo, ha da rei recompans d’az servicherien ar brofeted, ha d’ar zent, ha d’ar re ho deuz doujans evit da hano, bihan ha braz, ha da goll ar re a goll an douar.

(19) Ha templ Doue a zigoraz en env, hag e oe gwelet en he dempl an arc’h euz he allians ; hag e teuaz luc’hed, moueziou, ha curun, hag eur c’hrennamant douar, ha kazerc’h braz.

CHABISTR XII.



HOGEN, eur sin braz a oe gwelet en env, eur vreg gwisket gant an beol, hag al loar dindan he zreid, ha var he fen eur gurunen a zaouzec stereden. (2) Brazez e oa, hag e crie gant ar goentrou hag ar boan o wilioudi. (3) Eur sin all a oe gwelet ive en env : setu eun aerouant braz liou an tan, hag hen doa seiz pen ha deg corn, ba seiz curunen var he bennou ; (4) hag he lost a gasse ganthan an drederen euz a stered an env, hag ho zaolaz d’an douar. Neuze an aerouant a choumaz en he za dirag ar vreg a oa prest da wilioudi, evit devori he bugel pa vije ganet ganthi. (5) Hogen genel a reaz eur mab, pehini a dlie gouarn an holl boblou gant eur wialen houarn, hag he bugel a oe savet d’an neac’h etrezeg Doue hag etrezeg he dron ; (6) hag ar vreg a dec’haz en eun dezert, en pe leac’h hen doa preparet Doue eur plas dezhi, evit ma vije maget eno e-pad mil daou c’hant ha tri-ugent devez.

(7) Neuze e oe eur brezel en env. Mikeal hag he elez a gombatte a-enep an aerouant ; hag an aerouant a gombatte gant he elez. (8) Hag elez an aerouant ne oent ket ar c’hrenva, ha ne oe mui kavet ho flas en env. (9) Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan. (10) Neuze e kleviz en env eur vouez vraz, hag a lavare : Breman eo deuet ar zilvidigez hag an nerz, ha rouantelez hon Doue, ha galloud he Ghrist ; rag tamaller hor breudeur, an hini a damalle anezhe noz-deiz dirag hon Doue, a zo bet taolet d’an traon. (11) Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu-all d’armaro. (12) Rag-se en em rejouissit, envou, ha c’houi pere a zo enhe o choum. Mameur deoc’h-hu pere a choum var an douar ha var ar mor ; rag an diaoul a zo diskennet etrezeg enoc’h gant eur goler vraz, o c’bouzout penaos eo arru her be amzer.

(13) Hogen, pa velaz an aerouant e oa bet taolet d’an douar, e redaz varlerc’h ar vreg pehini he doa ganet eur mab. (14) Mes roet e oe d’ar vreg diou-askel an egl braz, evit ma c’halje nijal d’an dezert, d’he flas he-unan, e pe leac’h e oe maget e-pad eun amzer, hag amzeriou, hag an hanter euz a eun amzer, pell diouz prezans ar serpant. (15) Hag ar serpant, euz he c’henou, a daolaz dour, evel eur ster, varlerc’h ar vreg, evit ma’z aje gant an dour euz ar ster. (16) Mes an douar a zicouraz ar vreg, hag an douar a zigoraz hag a lounkaz ar ster hen doa an aerouant taolet euz he c’henou. (17) An aerouant en em lekeaz en coler ouz ar vreg, hag ez eaz da ober brezel ouz ar rest euz he lignez pere a vir gourc’hemenou Doue, hag ho deuz testeni Jesus-Christ.

Hag e choumiz em za var an treaz euz ar mor ;


CHABISTR XIII.



HAG e veliz o sevel euz ar mor eul loen pehini hen doa seiz pen ha deg corn, ha var he gerniel deg curunen, ha var he bennou eun hano a vlasphem. (2) Hag al loen a veliz a oa henvel ouz eul leopard ; he dreid a oa evel treid eun ours, hag he c’henou evel genou eul leon. Hag an aerouant a roaz dezhan he nerz, hag he dron, hag eur galloud braz. (3) Hag e veliz unan euz he bennou evel glazet d’ar maro ; mes ar gouli marvel-ze a oe pareet, hag ar bed holl souezet, a ieaz var lerc’h al leon. (4) Hag e oe adoret an aerouant hen doa roet he c’halloud d’al loen ; hag ec’h adorjont ive al loen, en eur lavaret : Piou a zo henvel ouz al loen, ha piou a hello combatti outhan ? Ha roet e oe dezhan eur genou hag a lavare traou braz ha blasphemou ; ha galloud a oe roet dezhan da ober brezel e-pad daou vis ha daou-ugent. Hag hen a zigoraz he c’henou evit gwall-gomz a-enep Doue, a-enep he hano hag he dabernacl, hag a-enep ar re a choum en env. (7) Hag e oe roet ive dezhan ar galloud da ober brezel d’ar zent, ha da veza treac’h dezhe. Hag e oe roet dezhan galloud var bep tribu, ha langach, ha nation. (8) Hag ar re holl a zo o choum var an douar, ha n’eo ket scrivet ho hanoiou, adaleg crouidigez ar bed, el levr a vuez euz an Oan a zo bet lakeat d’ar maro, a adoraz anezhan. (9) Mar d’euz unan-benag hag hen deuz diou-skouarn, ra zelaouo. (10) Mar d’euz unan-benag hag a gas d’ar gaptivite, ez ai he-unan d’ar gaptivite ; mar d’euz unan-benag hag a laz gant ar c’hleze, e ranko he-unan beza lazet gant ar c’hleze ; aman ema patianted ha feiz ar zent.

(11) Neuze e veliz eul loen all o sevel euz an douar, hag hen doa daou gorn henvel ouz re eun oan, hag al loen-ze a gomze evel eun aerouant. (12) Gouarn a rea gant holl c’halloud al loen kenta en he brezans, ha lakaad a rea an douar hag ar re holl a zo o choum varnezhan da adori al loen kenta, a behini ar gouli marvel a oa bet pareet. (13) Hag ober a rea burzudou braz, beteg lakaad tan da zisken euz an env d’an douar, dirag daou-lagad an dud. (14) Ha trompla a rea an dud a oa var an douar, dre ar burzudou a oe roet ar galloud dezhan da ober dirag al loen, o lavaret d’an dud euz an douar ober eun imach d’al loen, pehini goude beza bet taol ar maro digant ar c’hleze, a oa c’hoas en buez. (15) Hag e oe roet dezhan ar galloud da rei buez da imach al loen, evit ma teuje imach al loen da gomz, hag e lekeaz laza ar re holl ne adorent ket imach al loen. (16) Hag ober a rea d’an holl, bihan ha braz, paour ha pinvidic, tud libr pe esclaved, kemer eur merk var ho dorn deo, pe var ho zal. (17) Ha den na helle prena na gwerza, nemed an hini hen doa ar merk pe an hano euz al loen, pe an niver euz he hano. (18) Aman ema ar furnez. An hini hen deuz intentamant, ra gounto an nombr euz al loen, rag eun nombr a zen eo, hag an niver anezhan a zo c’houec’h kant c’houec’h ha tri-ugent.


CHABISTR XIV.



GOUDE-ZE e selliz, hag e veliz an Oan en he za var menez Sion, ha ganthan kant pevar ha daou-ugent mil den, pere ho doa hano he Dad scrivet var ho zal. (2) Hag e kleviz eur vouez euz an env, henvel ouz trouz an doureier braz, hag henvel ouz trouz eur gurun vraz, hag e kleviz eun trouz a delennerien o son gant ho zelennou. (3) Hag e canent evel eur c’hantic nevez dirag an tron, ha dirag ar pevar aneval hag ar re Ancien ; ha den na helle diski ar c’hantic-se, nemed ar c’hant pevar ha daou-ugent mil, pere a zo bet prenet euz an douar. (4) Ar re-ze eo ar re n’int ket bet en em souillet gant merc’hed ; rag gwerc’h int. Ar re-ze eo ar re a heuil an Oan, pe leac’h-benag ma’z a. Ar re-ze eo ar re a zo bet prenet a-douez an dud, evel ar c’henta-frouez da Zoue ha d’an Oan ; (5) hag en ho genou n’euz ket bet kavet a faozentez ; rag dinam int dirag tron Doue.

(6) Hag e veliz eun eal all o nijal dre greiz an env, hag an Aviel eternel ganthan, evit he brezeg d’ar re a zo o choum var an douar, da bep nation, da bep tribu, da bep langach ha da bep pobl, (7) en eur lavaret gant eur vouez krenv : Doujit Doue, ha roit gloar dezhan, rag deuet eo heur he varn ; hag adorit an hini hen deuz great an env hag an douar, ar mor ha mamennou an doureier.

(8) Hag eun eal all a heulliaz anezhan, en eur lavaret : Kwezet eo, kwezet eo, Babylon, ar gear vraz, abalamour ma he deuz roet da eva d’an holl nationou ar gwin euz he lubricite diroll.

(9) Hag unan all, an trede eal a zeuaz varlerc’h ar re-man, en eur lavaret a vouez huel : Mar deu unan-benag da adori al loen hag he imach, ha da gemer he verk var he dal, pe var he zorn, (10) hennes a evo ive ar gwin euz a goler Doue, gwin pur preparet er c’halir euz he goler, hag e vezo tourmantet en tan hag er soufr, dirag an elez santel, ha dirag an Oan. (11) Hag ar moged euz ho zourmant a zavo da virviken ; hag ar re ho devezo adoret al loen hag he imach, ha piou-benag hen devezo kemeret ar merk euz he hano, n’ho devezo ehan e-bed, nag en noz nag en deiz. (12) Setu aman patianted ar zent, setu aman ar re a vir gourc’hemenou Doue, ha feiz Jesus.

(13) Hag e kleviz eur vouez euz an env, hag a lavare d’in : Scriv : Eürus divar vreman ar re varo pere a varv en Aotrou ! Ia, eme ar Spered, rag diskuiza a reont euz ho labouriou, hag ho oberou a ia d’ho heuil.

(14) Sellet a riz c’hoas, hag e veliz eur goabren venn, hag unan azezet var ar goabren henvel ouz Mab an den, ha var he ben eur gurunen aour, hag en he zorn eur falc’h lem. (15) Hag eun eal all a zeuaz er meaz euz an templ, o crial gant eur vouez krenv d’an hini a oa azezet var ar goabren : Taol da falc’h, ha med ; rag deuet eo an amzer da vedi, rag eost an douar a zo daro. (16) Neuze an hini a oa azezet var ar goabren, a daolaz he falc’h var an douar, hag an douar a oe medet.

(17) Hag eun eal all a zeuaz er meaz euz an templ, a oa en env, ha ganthan ive eur falc’h lem. (18) Ha dond a reaz er meaz euz an aoter eun eal all, hag hen doa galloud var an tan, hag he-man a griaz, gant eur vouez huel, d’an hini a oa ganthan ar falc’h lem, en eur lavaret dezhan : Taol da falc’h lem ha dastum ar bodennou rezin euz a winien an douar, rag ar rezin anezhi a zo daro. (19) Hag an eal a daolaz he falc’h var an douar, hag a zastumaz frouez ar winien euz an douar, hag e taolaz anezhe er veol vraz euz a goler Doue. (20) Hag ar veol a oe gwasket en diaveaz a gear ; hag e teuaz euz ar veol goad hag a zave bete crabestou ar cliezec var hed c’houezec kant stad.


CHABISTR XV.



HAG e veliz en env eur burzud all braz ha souezus : seiz eal ha ganthe ar seiz gwalen diveza ; rag dreizhe eo accomplïsset coler Doue.

(2) Gwelet a riz ive evel eur mor gwer, mesket gant tan ; hag ar re ho doa trec’het al loen, hag he imach, hag he verk, hag an niver euz he hano, en em zalc’he var ar mor gwer-ze, ha telennou Doue ganthe. (3) Hag e canent cantic Moises, servicher Doue, ha cantic an Oan, en eur lavaret : Braz hag admirabl eo da oberou, O Aotrou Doue holl-c’halloudec ! Just ha gwir eo da hentchou, O Doue ar zent ! (4) Piou na zoujfe ket ac’hanoud, O Aotrou, ha na rentfe ket gloar d’az hano ? Rag te hepken a zo santel ; evel-se an holl nationou a zeuio hag en em brosterno dirazoud, rag da varnedigezou a zo bet diskouezet.

(5) Goude-ze e selliz ha setu an templ euz a danten an desteni a zigoraz en env. (6) Hag ar seiz eal, pere a zalc’he ar seiz gouli, a zeuaz er meaz euz an templ, gwisket gant lin glan ha gwenn-kan, ha gourizet var boul ho c’halon gant gourizou aour. (7) Neuze unan euz ar pevar aneval a roaz d’ar seiz eal seiz scudel aour leun a goler an Doue a vev da virviken. (8) Hag an templ a oe karget a voged abalamour da c’hloar Doue ha d’he c’halloud ; ha den na hellaz mond ebarz an templ ken na oe accomplisset ar seiz gouli euz ar seiz eal.


CHABISTR XIV.



HAG e kleviz eur vouez o tond euz an templ, hag a lavare d’ar seiz eal : It ha skullit var an douar ar scudellou euz a goler Doue.

(2) Hag ar c’henta eal a ieaz, hag a skulliaz he scudel var an douar ; hag an dud ho doa merk al loen, hag ar re a adore he imach, a oe skoet gant eur gouli fall ha danjerus.

(3) An eil eal a skulliaz he scudel er mor, hag e teuaz da veza evel goad eun den maro ; ha kement tra beo a oa er mor a varvaz.

(4) An trede eal a skulliaz he scudel var ar steriou ha var mamennou an doureier ; hag e oent troet en goad. (5) Hag e kleviz eal an doureier, o lavaret : Te a zo just, Aotrou, pehini a zo, pehini a oa ha pehini a vezo santel, abalamour ma ec’h euz barnet evel-se. (6) Abalamour m’ho deuz skulliet goad ar zent hag ar brofeted, ec’h euz roet dezhe goad da eva, hag her meritout a reont. (7) Hag e kleviz unan all e tu an aoter, hag a lavare : Ia, Aotroü Doue Holl-c’halloudec, gwirion ha just eo da varnedigezou. (8) Hag ar pevare eal a skulliaz he scudel var an heol, hag e oe roet dezhan ar galloud da zevi an dud gant an tan. (9) Hag an dud a oe devet gant eun domder vraz, hag e vlasphemjont hano Doue, pehini hen deuz galloud var ar gouliou-ze ; ha na zistrojont ket evit rei gloar dezhan.

(10) Ar bempved eal a skulliaz he scudel var dron al loen ; hag he rouantelez a zeuaz da veza teval ; ha gant ar boan ho devoa, an dud a groge en ho zeod ho-unan gant ho dent. (11) Hag e vlasphemjont a-enep Doue an env, abalamour d’ho foaniou ha d’ho gouliou ; ha na zeuaz ket a geuz dezhe euz ho oberou.

(12) Ar c’houec’hved eal a skulliaz he scudel var ar ster vraz Euphrates ; hag he dour a zeuaz da zec’ha, evit ma vije preparet hent ar rouane euz ar Sav-heol. (13) Hag e veliz o tond er meaz euz a c’henou an aerouant, hag euz a c’henou al leon, hag euz a c’henou ar fals-profet, tri spered impur, henvel ouz gleskered. (14) Rag ar re-ze a zo sperejou diaoulou, pere a ra burzudou, pere a ia etrezeg rouane an douar hag ar bed holl, evit ho dastum assambles evit ar gombat vraz euz a zervez an Doue holl-c’halloudec. (15) Setu, e teuan evel eul laer. Eürus an hini a choum dihun, hag a vir he zillad, evit na gerzo ket en noaz, ha na vezo ket gwelet he vez. (16) Hag e oent dastumet assambles en eul leac’h galvet en hebrach Armageddon (menez an tro-kein). (17) Ar seizved eal a skulliaz he scudel en ear ; hag e teuaz eur vouez vraz euz a dempl an env, euz an tron, hag a lavare : Erruet eo an taol. (18) Hag e clioarvezaz moueziou, ha curunou, ha luc’hed, hag eur c’hren-douar braz ; ar seurt n’euz ket bet abaoe ma’z euz tud var an douar. (19) Hag ar gear vraz a oe rannet e teir loden ; diskaret e oe keariou an nationou, ha Doue a zeuaz memor dezhan euz ar gear vraz a Vabylon, evit rei dezhi calir ar gwin euz a fulor he goler. (20) Ha peb enezen a dec’haz kuit, hag ar meneziou ne oent mui kavet. (21) Hag e kwezaz euz an env var an dud grizil ken pounner hag eun talant ; hag an dud a vlasphemaz a-enep Doue, abalamour d’ar grizil, rag ar gouli a reaz a oe braz meurbed.


CHABISTR XVII.



HAG unan euz ar seiz eal a oa ar seiz scudel ganthe, a zeuaz hag a lavaraz d’in : Deuz, hag e tiskouezin d’id barnedigez ar c’hast vraz, pehini a zo azezet var an doureier braz, (2) gant pehini rouane an douar ho deuz great traou mezus, ha pehini he deuz mezviet habitanted an douar gant ar gwin euz he lubricite. (3) Hag e kassaz ac’hanoun dre ar spered ebarz an dezert ; hag e veliz eur vaouez azezet var eul loen liou an tan, leun a hanoiou a vlasphem, hag he doa seiz pen ha deg corn. (4) Ar vaouez a oa gwisket gant dillad a liou pourpr ha tan, ornet gant aour, gant mein pricius ha gant perlez ; beza e oa ganthi en he dorn eur c’halir aour, leun a abominationou hag a louzdoniou he micher mezus. (5) Ha var he zal e oa scrivet eun hano : Myster, Babylon, ar gear vraz, mam an dud lubric hag abominationou an douar. (6) Gwelet a riz ar vaouez-ze mezo gant goad ar zent ha gant goad merzerien Jesus, ha pa veliz anezhi, e oenn mantret-holl. (7) Hag an eal a lavaraz d’in : Perag ez oud-de ker souezet ? Me a lavaro d’id ar myster euz ar vaouez, hag euz al loen a zoug anezhi, pehini hen deuz ar seiz pen hag an deg corn. (8) Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’eo mui ; dleoud a ra sevel euz an abim, ha mond da goll ; hag an dud euz an douar, euz a bere an hanoiou n’int ket scrivet el levr ar vuez, adaleg crouidigez ar bed, a vezo souezet, o velet al loen, rag bet eo ha n-eo mui, daoust ha ma’z eo. (9) Aman ema an intentamant hag hen deuz furnez. Ar seiz pen a zo seiz menez, var bere ema azezet ar vaouez. (10) Beza int ive seiz roue, pemp a zo kwezet ; unan a zo beo, egile n’eo ket deuet c’hoas, ha pa vezo deuet, e tle pad neubeud a amzer. (11) Hag al loen a oa, ha n’eo mui, a zo he-unan eun eizved roue ; euz ar seiz eo, ha mond a ra da goll. (12) Hag an deg corn ec’h euz gwelet, a zo deg roue, pere n’ho deuz ket c’hoas recevet ar rouantelez ; mes, evit eun heur, e recevint, assambles gant al loen, ar galloud evel rouane. (13) Ar memeus mennoz ho deuz, hag e roint ho galloud hag ho nerz d’al loen. (14) Combatti a raint ouz an Oan, mes an Oan a vezo treac’h dezhe, rag hen eo Aotrou an aotronez, ha Roue ar rouane ; hag ar re a zo assambles ganthan eo ar re c’halvet, ar re choazet hag ar re fidel. (15) Goude-ze e lavaraz d’in : An doureier ec’h euz gwelet, var bere eo azezet ar c’hast, a zo poblou, hag eur foul vraz, ha nationou, ha langachou. (16) Hag an deg corn ec’h euz gwelet var al loen, ho devezo kassoni ouz ar c’hast ; glac’hari a raint anezhi, lakaad a raint anezhi en noaz hag e tebrint he c’hig, hag e tevint anezhi en tan. (17) Rag Doue hen deuz lakeat en ho c’halonou ober he volontez, ha kaoud ar memeus mennoz, ha rei ar rouantelez d’al loen, bete ma vezo accomplisset komzou Doue. (18) Hogen, ar vaouez ec’h euz gwelet, eo ar gear vraz pehini a ren var rouane an douar.


CHABISTR XVIII.



GOUDE-ZE, e veliz eun eal all, o tisken euz an env, hag hen doa eur galloud braz. An douar a oe sclerijennet gant he c’hloar. (2) Hag e criaz krenv hag a vouez huel, hag e lavaraz : Kwezet eo, Babylon ar gear vraz, kwezet eo, ha deuet eo da veza demeurans an drouk-sperejou, hag eur plas a repu da bep spered louz, hag eur gaoued da bep lapous louz hag heuzus. (3) Rag an holl nationou ho deuz evet euz a win a fulor euz he lubricite, ha rouane an douar a zo en em roet d’al lubricite ganthi ; ha marc’hadourien an douar a zo en em binvidikeet gant an abondans euz he zraou kaer.

(4) Goude-ze e kleviz eur vouez all euz an env, hag a lavare : It kuit er meaz anezhi, va fobl ; gant aoun, o kaoud lod en he fec’hejou, n’ho pefe ive lod en he gouliou ; (5) rag he fec’hejou a zo savet beteg an env, ha Doue hen deuz bet memor euz he fallenteziou. (6) Grit dezhi evel ma he deuz great deoc’h, rentit dezhi en doubl kement he deuz great deoc’h. Er memeus calir m’he deuz roet deoc’h da eva, roit dezhi da eva, daou c’hement-all. (7) Kement ha ma’z eo en em roet d’an ourgouil ha ma’z eo en em veuzet en delisou, roit dezhi ive kement-all a enkrez hag a c’hlac’har, rag lavaret a ra en be c’halon : Azezet oun evel eur rouanez, ha n’oun ket intanvez, ha na velin ket ar c’haon. (8) Abalamour da ze he gouliou, ar maro, ar c’haon hag an naoun, a zeuio er memeus dervez, hag e vezo devet gant an tan ; rag galloudus eo an Aotrou Doue pehini a varn anezhi. (9) Ha rouane an douar, pere ho deuz great impurete ha bevet en dilisou ganthi, a ouelo dezhi, hag a skoio var boul ho c’halon abalamour dezhi, pa velint ar moged euz an tan a zev anezhi. (10) En em derc’hel a raint pell diouthi, gant aoun rag he gwall-boaniou, hag e livirint : Malheur ! Malheur ! Ar gear vraz Babylon, ar gear galloudus, rag he barnedigez a zo deuet en eun heur ! (11) Ha marc’hadourien an douar a ouelo hag a hirvoudo varnezhi, rag den na breno mui ho marc’hadourez : (12) Marc’hadourez aour hag arc’hant, mein pricius, perlez, lien fin, pourpr, sei ha tane, pep seurt coat a c’houez-vad, pep seurt meubl great gant oliphant, gant coat koustus bras, arm, houarn ha marbr, (13) cinnamon, parfumou, baumou a c’houez-vad, ezans, gwin, eol, tumen bleud, ed, loened labour, denved, kezec, kiri, corfou hag eneou tud. (14) Ar frouez a c’hoanta da ene a zo eat kuit diouzid, hag an holl draou delicat ha kaer a zo kollet evidoud ; a-vreman n’ho c’havi ken hiviziken. (15) Ar re a verze an traou-ze, ha pere a oa deuet da veza pinvidic ganthi, en em zalc’ho pell diouthi, gant aoun rag he gwall-boan, o ouela hag oc’h hirvoudi, (16) hag o lavaret : Malheur ! Malheur ! ar gear vraz, pehini a oa gwisket gant lien fin, gant dillad pourpr ha liou tan, ornet gant aour, mein pricius ha perlez ! Rag en eur ober eun heur an holl binvidigezou-ze a zo bet distrujet ! (17) Ha kement sturier, ha kement hini a ia var ar batimanchou, ar vortoloded, ha kement hag a ra trafic var vor, en em zalc’he pell diouthi, (18) hag o velet ar moged a zave euz an tan a zeve anezhi, e crient : Peleac’h ema ar gear a oa par d’ar gear vraz-ze ? (19) Teuler a rent poultren var ho fennou, hag o ouela hag oc’h hirvoudi, e lavarent en eur grial : Malheur ! Malheur ! ar geaz vraz, en pehini e oa en em pinvidikeet dre he zraou koustus ar re holl ho doa batimanchou var ar mor, a zo bet rentet dezert en eun heur hep-ken ! (20) O env, en em laouenna abalamour dezhi, ha c’houi ive, ebestel ha profeted santel ; rag Doue hen deuz accomplisset varnezhi he varnedigezou abalamour deoc’h.

(21) Neuze eun eal galloudus a gemeraz eur mean henvel ouz eur mean milin braz, hag a sklapaz anezhan er mor, en eur lavaret : Evel-se e vezo taolet d’an traon Babylon, ar gear vraz, ba den na hello mui he c’havout. (22) Ha moueziou an delenerien, hag ar vusicianed, hag ar fleüterien, hag an drompillerien na vezint mui klevet enoud ; ha micherour e-bed, a be seurt micher-benag ec’h hell beza, na vezo mui kavet enoud ; ha trouz ar mean milin na vezo mui klevet enoud. (23) Ar sclerijen euz ar goulou na skedo mui enoud, ha mouez an ozac’h-yaouank hag ar vreg-yaouank na vezo mui klevet enoud ; rag da varc’hadourien a oa ar re vraz euz an douar ; rag dre da zorselachou an holl nationou a zo bet tromplet ; (24) rag enhi eo bet kavet goad ar brofeted hag ar zent, hag ar re holl a zo bet lakeat d’ar maro var an douar.


CHABISTR XIX.



GOUDE-ZE e kleviz evel mouez eun niver braz a dud, en env, hag e lavarent : Alleluia ! (Meulit Doue.) Ar zilvidigez, hag ar gloar, hag an henor, hag ar galloud d’an Aotrou hon Doue ! (2) Rag gwirion ha just eo he varnedigezou, rag barnet hen deuz ar c’hast vraz, pehini a gorrompe an douar gant he lubricite, hag hen deuz venjet goad he zervicherien a oa bet skulliet gant he dorn. (3) Hag e leverjont adare : Alleluia ! hag he moged a zav da virviken. (4) Hag ar pevar-var-n’ugent den Ancien, hag ar pevar aneval en em brosternaz, hag a adoraz Doue a oa azezet var an tron, en eur lavaret : Amen, Alleluia ! (5) Hag eur vouez a zeuaz euz an tron, hag a lavare : Meulit hon Doue, c’houi holl, he zervicherien, ha c’houi pere hoc’h euz doujans evithan, bihan ha braz. (6) Hag e kleviz evel mouez eur bobl vraz, hag evel mouez kalz a zoureier, hag evel mouez curunou braz, pere a lavare : Alleluia ! rag an Aotrou Doue, an Doue Holl-c’halloudec a ren. (7) En em rejouissomp, ha diskouezomp hon levenez, ha rentomp gloar dezhan ; rag deuet eo eured an Oan, hag he bried a zo en em gempennet. (8) Hag ez eo bet roet dezhi d’en em viska gant lien fin, pur ha gwenn-kan, rag al lien fin eo justis ar zent. (9) Neuze an eal a lavaraz d’in : Scriv : Eürus ar re a zo galvet d’ar banket euz a eured an Oan ! Lavaret a reaz d’in ive : Ar re-ze eo gwir gomzou Doue. (10) Ha me en em daolaz d’he dreid evit hen adori ; mes hen a lavaraz d’in : N’a ket da ober kement-se ; me a zo ken-servicher ganez, ha gant da vreudeur pere ho deuz testeni Jesus. Ador Doue, rag testeni Jesus eo ar spered a brofesi.

(11) Neuze e veliz an env digor, ha setu eur marc’h gwenn, hag an hini a oa var he gein, a oa galvet an hini Fidel ha Gwirion, pehini a varn hag a gombat gant justis. (12) He zaou-lagad a oa evel eur flam-tan ; ha var he ben e oa meur a gurunen. Beza hen doa eun hano scrivet ha n’eo anavezet gant den nemed ganthan he-unan. (13) Gwisket e oa gant eur vantel livet gant goad, hag he hano a zo, Ger Doue. (14) An armeou a zo en env, gwisket gant lien fin gwenn-kan, a iea var he lerc’h var gezec gwenn. (15) Euz he c’henou e teue eur c’hleze lem evit skei an nationou, rag gouarn a rai anezhe gant eur wialen houarn hag e wasko gant he dreid beol ar gwin euz a goler hag euz a indignation an Doue holl c’halloudec. (16) Ha var he vantel, ha var he vorzed, hen doa an hano-man scrivet :

Roue ar Rouane hag Aotrou an Aotronez.

(17) Gwelet a riz eun eal en he za en heol, hag a griaz gant eur vouez krenv, en eur lavaret d’an holl lapoused a nije dre greiz an env : Deuit, hag en em dastumit assambles evit fest an Doue braz ; (18) da zebri kig ar rouane, kig ar c’habitaned, kig ar re c’halloudec, kig ar c’hezec hag ar re a ia var ho c’hein, ha kig an holl, ar re libr hag an esclaved ar re vihan hag ar re vraz.

(19) Hag e veliz al. loen, ha rouane an douar hag ho armeou, en em dastumet assambles evit ober brezel d’an hini a oa var ar marc’h, ha d’he arme. (20) Mes al loen a oe tapet, ha ganthan ar fals-profet, pehini hen doa great burzudou dirazhan, dre bere hen doa tromplet ar re ho doa recevet merk al loen, hag ho doa adoret he imach ; ho daou e oent taolet e-beo ebarz al lenn a dan ardant, e-kreiz ar soufr. (21) Hag ar rest a oe lazet gant ar c’hleze a zeue er meaz euz genou an hini a oa var ar marc’h ; hag an holl lapoused a oe maget gant ho c’hig.


CHABISTR XX.



GOUDE-ZE e veliz eun eal o tisken euz an env, ha ganthan alc’houez an abim, hag eur chaden vraz en he zorn ; (2) hag e crogaz en aerouant, ar serpant koz, pehini eo an diaoul ha Satan, hag e chadennaz anezhan evit mil bloaz. (3) Hag e taolaz anezhan ebarz an abim, hag e serraz varnezhan, hag e lekeaz eur siel varnezhan, evit na deuje mui da drompla ar boblou, ken a vije peur-dremenet ar mil bloaz-ze ; ha goude-ze e ranko beza dichadennet evit eun neubeud amzer.

(4) Hag e veliz tronou, hag ec’h azezaz varnezhe tud, hag e oe roet dezhe ar galloud da varn. Hag e veliz ive eneou ar re a oa bet dibennet abalamour da desteni Jesus, hag abalamour da c’her Doue, hag ar re n’ho doa ket adoret al loen, nag he imach, ha pere n’ho doa kemeret he verk na var ho zal, na var ho daouarn. (5) Hag ar re-ze a vevaz hag a renaz gant ar C’hrist e-pad mil bloaz. Mes ar rest euz ar re varo na zistrojont ket d’ar vuez, ken a oe tremenet ar mil bloaz-ze. Honnes eo ar resurrection genta ! (6) Eürus ha santel an hini hen deuz lod er resurrection genta ! An eil maro n’hen deuz ket a c’halloud varnezhe ; mes beza e vezint beleien da Zoue ha d’ar C’hrist, hag e renint ganthan e-pad mil bloaz.

(7) Ha pa vezo tremenet ar mil bloaz-ze, Satan a vezo leusket euz he brizon. (8) Hag e teui er meaz evit trompla an nationou a zo e pevar c’horn an douar, Gog ha Magog, hag ho dastumo assambles evit ar gombat ; hag an niver anezhe a zo evel an treaz euz ar mor. (9) Hag e savjont var c’horre an douar, hag en em lakejont tro-var-dro da dachen ar zent, ha d’ar gear muia-karet ; mes eun tan a ziskennaz euz an env a-berz Doue hag ho devaz. (10) Hag an diaoul, pehini a dromple anezhe, a oe taolet el lenn a dan hag a soufr, en pe leac’h ema al loen hag ar fals-profet ; hag e vezint tourmantet noz-deiz, da virviken.

(11) Neuze e veliz eun tron braz ha gwenn, hag an hini a oa azezet varnezhan. An douar hag an env a dec’haz a-zirag he faç, he ne oe mui kavet ho flas. (12) Gwelet a riz ive ar re varo, bihan ha braz, en ho za dirag Doue ; hag al levriou a oe digoret. Digoret a oe ive eul levr all, an hini a zo al levr a vuez. Hag ar re varo a oe barnet hervez ho oberou, diouz an traou a oa scrivet el levriou. (13) Hag ar mor a rentaz ar re varo a oa enhan ; ar maro hag an ifern a rentaz ive ar re varo a oa enhe, ha pep hini a oe barnet hervez he oberou. (14) Hag ar maro hag an ifern a oe taolet el lenn a dan : hennes eo an eil maro. (15) Ha piou-benag na oe ket kavet scrivet el levr a vuez, a oe taolet el lenn a dan.


CHABISTR XXI.



GOUDE-ZE e veliz eun env nevez hag eun douar nevez ; rag an env kenta hag an douar kenta a oa tremenet, hag ar mor ne oa mui. (2) Ha me, Ian, a velaz ar gear zantel, ar Jerusalem nevez, o tisken euz an env a-gichen Doue, kempennet evel eur vreg-yaouank evit he fried. (3) Hag e kleviz eur vouez vraz euz an env, hag a lavare ; Setu tabernacl Doue gant an dud, hag hen a rai he zemeurans ganthe ; int a vezo he bobl, ha Doue he-unan a vezo ganthe, hen a vezo ho Doue. (4) Ha Doue a zec’ho an holl daelou euz ho daou-lagad, hag ar maro na vezo mui. Na vezo mui na kaon, na garm, na poan ; rag an traou kenta a zo tremenet. (5) Hag an hini a oa azezet var an tron a lavaraz : Setu, ober a ran nevez an holl draou. Neuze e lavaraz d’in : Scriv ; rag ar c’homzou-man a zo gwirion ha sur. (6) Lavaret a reaz d’in ive : Achu eo pep tra ; me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin. D’an hini hen deuz sec’hed e roin en gratis euz a feunteun an dour a vuez. (7) An hini a drec’ho, a herito pep tra ; ha me a vezo he Zoue, hag hen a vezo va mab. (8) Mes, evit ar re aounic, ar re difeiz, ar re abominabl, ar muntrerien, an dud lubric, an ampoezonerien, an idolatred, hag an holl c’haouiaded, ho lod a zo el lenn ardant a dan hag a soufr ; he-man eo an eil maro.

(9) Neuze e teuaz d’am c’havout unan euz ar seiz eal ho doa bet ar seiz scudel leun gant ar seiz gouli diveza, hag e komzaz ouzin, en eur lavaret : Deuz, ha me a ziskouezo d’id ar vreg yaouank, greg an Oan. (10) Hag e tougaz ac’hanoun en spered var eur menez braz hag huel, hag e tiskouezaz d’in ar gear vraz, ar Jerusalem zantel, o tisken euz an env a-berz Doue, ha gloar Doue ganthi. (11) Skedus e oa evel eur mean precius meurbed, evel eur mean jasp, sclear evel cristal. (12) Beza he doa eur voger vraz hag huel, gant daouzec dor, hag e-tal an daouzec dor daouzec eal hag hanoiou scrivet varnezhe, pere eo hanoiou an daouzec tribu euz a vugale Israel. (13) Var-zu ar Sav-heol, teir dor ; var-zu an Hanter-noz, teir dor ; var-zu ar C’hreisteiz, teir dor ; var-zu ar C’huz-heol, teir dor. (14) Moger ar gear he doa daouzec fondation, var bere hanoiou daouzec abostol an Oan. (15) Hag an hini a gomze ouzin hen doa eur gorzen aour evit muzuri ar gear, hag he dorojou, hag he moger. (16) Ar gear he doa pevar c’horn, ha keit e oa he hed hag he lec’hed ; hag hen a vuzuraz ar gear gant he gorzen, daouzec mil stad a bep costez ; he hed, he lec’hed hag he huelded a oa keit ha keit. (17) Muzuri a reaz ive ar voger, pevar ilinad ha seiz ugent, diouz mezur eun den, pihini a oa hini an eal. (18) Ar voger a oa great gant mein jasp, mes ar gear a oa aour pur, henvel ouz gwer pur. (19) Ha fondationou moger ar gear a oa ornet gant a bep seurt mein precius. Ar c’henta fondation a oa euz a jasp ; an eil, euz a zaphir ; an trede, euz a galsedoin ; (20) ar pevare a emeraud ; ar bempved, euz a zardonix ; ar c’houec’hved, euz a zardius ; ar seizved, euz a grysolith ; an eizved, euz a beryl ; an naoved, euz a dopaz ; an decved, euz a ghrysopraz ; an unecved, euz a hyacinth ; hag an daouzecved, euz a amethyst. (21) An daouzec dor a oa daouzec perlezen ; pep dor a oa great gant eur berlezen hep-ken, hag ar blasen euz ar gear a oa euz a aour pur henvel ouz gwer pur. (22) Ne veliz templ e-bed enhi ; rag an Aotrou Doue holl-c’halloudec hag an Oan eo an templ anezhi. (23) Hag ar gear n’he deuz ket a ezom euz an heol, nag euz al loar evit he sclerijenna ; rag gloar Doue a sclerijen anezhi, hag an Oan eo he goulou. (24) Hag an nationou a vezo bet salvet, a valeo diouz he goulou, ha rouane an douar a gasso enhi ho gloar hag ho henor. (25) He dorojou na vezint ket serret bemdez, rag eno ne vezo noz e-bed. (26) Digasset e vezo di gloar hag henor an nationou. (27) Ha na antreo ebarz netra a impur, na den hag en em ro d’an traou abominabl ha d’ar gevier ; mes ar re-ze hep-ken pere a zo scrivet el levr a vuez euz an Oan.


CHABISTR XXII.



GOUDE-ZE, an eal a ziskouezaz d’in eur rivier a zour beo, sclear evel cristal, hag a zeue er meaz euz a dron Doue hag an Oan. (2) Hag e-kreiz plasen ar gear, hag en daou du euz ar rivier, e oa eur vezen a vuez hag a zouge daouzec frouezen, hag a roe he frouez bep mis : ha deliou ar vezen a oa evit iac’haad ar Jentiled. (3) Na vezo malloz e-bed ken ; ha tron Doue hag an Oan a vezo enhi, hag he zervicherien a zervicho anezhan. (4) Gwelet a raint he faç, hag he hano a vezo var ho zal. (5) Ne vezo mui noz e-bed, ha n’ho devezo ket ezom a c’houlou, nag a sclerijen an heol, rag an Aotrou Doue a sclerijenno anezhe ; hag e renint da viken.

(6) Goude-ze e lavaraz d’in : Ar c’homzou-man a zo sur ha gwirion, hag an Aotrou, Doue ar brofeted santel, hen deuz digasset he eal, evit discleria d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezoud hep-dale. (7) Setu, e teuan dizale ; eürus an hini a vir komzou profesi al levr-man !

(8) Ha me, Ian, eo an hini hen deuz gwelet ha klevet an traou-ze. Ha goude beza ho c’hlevet ha gwelet, en em daoliz ouz treid an eal ho diskoueze d’in, evit hen adori (9) Mes hen a lavaraz d’in ; Diwall da ober kement-se ; rag me a zo ken-servicher ganez, ha gant da vreudeur ar brofeted, ha gant ar re a vir komzou al levr-man. Ador Doue.

(10) Lavaret a reaz ive d’in : Ne laka ket dindan ziel ar c’homzou a brofesi euz al levr-man ; rag an amzer a zo tost. (11) An hini a zo injust, ra vezo injust c’hoas ; an hini a zo souillet ra zeui da veza muioc’h souillet c’hoas ; hag an hini a zo just ra zeui da veza justoc’h c’hoas ; hag an hini a zo santel ra zeui d’en em zantifia c’hoas muioc’h. (12) Hogen, setu, e teuan dizale, ha va gobr a zo ganen evit renta da bep hini hervez ma vezo bet he oberou. (13) Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag ar diveza, ar c’hommansamant hag ar fin. (14) Eürus ar re a zalc’h he c’hourc’hemenou, evit m’ho devezo lod euz ar vezen a vuez, ha ma c’hellint mond ebarz ar gear dre an norojou ! (15) Mes en diaveaz e vezo an dud impudic, an ampoezonerien, ar re lubric, ar muntrerien, an idolatred, ha kement hini a gar hag a ra ar gaou.

(16) Me, Jesus, em euz kasset va eal, evit renta deoc’h testeni euz an traou-man en Ilizou. Me eo grizien ha lignez David, ar stereden lugernus euz ar mintin.

(17) Ar Spered hag ar Pried a lavar : Deuz. Hag an hini a glev, lavaro ive : Deuz. Hag an hini hen deuz sec’hed, ra zeuio ; ha piou-benag a fell dezhan kaoud dour beo, recevo en gratis.

(18) Discleria a ran da gement hini a glev komzou ar brofesi euz al levr-man, penaos mar deu unan-benag da lakaad en-ban ger e-bed ouz-pen ar pez a zo scrivet, Doue a lakai da gweza varnezhan ar gouliou a zo scrivet el levr-man ; (19) ha mar deu unan-benag da lemmel euz a gomzou al levr a brofesi-man, Doue a lammo he lod euz al levr ar vuez, hag euz ar gear zantel, hag euz an traou a zo scrivet el levr-man.

(20) An hini a ro testeni euz an traou-man, a lavar : Ia, dond a ran, dizale. Amen ! Ia, deuz, Aotrou Jesus !

(21) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h holl ! Amen.




FIN.