Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/An Aviel hervez S. Marc

Eus Wikimammenn
troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 63-103)


AN AVIEL HERVEZ SANT MARC.


————


CHABISTR I.


COMMANSAMANT Aviel Jesus-Christ, Mab Doue. (2) Hervez ar pez a oa bet scrivet er brofeted : Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent araog d’id : (3) Mouez an hini a gri en dezert : Preparit hent an Aotrou ; grit eün he wenojennou.

(4) Ian a vadeze en dezert, hag a brezege badiziant ar gonversion, evit remission ar pec’hejou. (5) Ha bro ar Jude holl ha tud Jerusalem a iea d’he gavout, hag e oant holl badezet ganthan e rivier ar Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.

(6) Ian hen doa eur wiskamant great gant bleo kanval, hag eur gouriz ler en-dro d’he groazel, hag he voued a oa killeien-raden ha mel gwez. (7) Prezeg a rea en eur lavaret ; Dond a ra var va lerc’h unan, hag a zo galloudussoc’h eged’oun, da behini n’oun ket dign da blega, evit dizeren correou he voutou. (8) Evidoun-me em euz ho padezet en dour, mes hen ho padezo er Spered-Santel.

(9) En amzer-ze e c’hoarvezaz ma teuaz Jesus euz a Nazaret, kear euz a C’halile, hag e oe badezet gant Ian er Jourdan. (10) Ha rag-tal, evel ma save euz an dour, e velaz an envou o tigeri hag ar Spered-Santel o tisken varnezhan evel eur goulm. (11) Hag eur vouez a zeuaz euz an envou, hag a lavaraz : Te eo va mab muia-karet en pehini eman va holl flijadur.

(12) Ha rag-tal ar Spered a gassaz Jesus ebarz an dezert. (13) Hag e chomaz eno en dezert daou ugent devez, o veza tentet gant Satan ; hag e oa e-touez al loened gwez, hag an elez a zerviche anezhan.

(14) Hogen, pa oe bet lakeat Ian er prizon, Jesus a ieaz en Galile, en eur brezeg aviel rouantelez Doue, hag en eur lavaret : (15) An amzer a zo accomplisset, ha rouantelez Doue a zo tost. En em gonvertissit ha credit d’an Aviel.

(16) Hogen, evel ma valee a-hed mor Galile, e velaz Simon hag Andre ha vreur, pere a daole ho rouejou er mor ; rag pesketerien e oant. (17) Neuze Jesus a lavaraz dezhe ; Heullit ac’hanoun, ha me ho lako da besketerien tud. (18) Ha kerkent, o lezel ho rouejou, ec’h heuljont anezhan.

(19) Hag o veza eat ac’hane eun neubeut pelloc’h, e velaz Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur, pere a oa o tressa ho rouejou en eur vag. (20) Kerkent e c’halvaz anezhe : hag int, o lezel ho zad Zebede er vag gant an devejourien, a ieaz var he lerc’h.

(21) Neuze ec’h antrejont en Capernaüm ; ha Jesus, o veza eat er sinagog kerkent ha ma oa deuet deiz ar Sabbat, a gommansaz da gelen. (22) Hag e oant souezet gant he gelennadurez ; rag ho diski a rea evel unan hag {Reizh|o|a}} oa otorite ganthan, ha n’e ket evel ar Scribed.

(23) Hogen, bez’ e oa en ho zinagog eun den possedet gant eur spered impur, pehini a griaz, hag a lavaraz : (24) Ah ! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret ? Ha deuet oud-de evit hon c’holl ? Gouzoud a ran piou oud ; ar Zant a Zoue. (25) Mes Jesus a c’hourdrouzaz anezhan en eur lavaret ; Ro peoc’h, ha kea er meaz euz an den-ze. (26) Neuze ar Spered impur, oc’h hija anezhan stard, a ieaz er meaz anezhan, en eur leuskel eur griaden vraz.

(27) Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe : Petra eo an dra-man ? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou-man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo-ken, hag e sentont outhan ? (28) Hag ar vrud anezhan a redaz kerkent dre an holl vro var dro da C’halile.

(29) Goude beza eat er meaz euz ar sinagog, e teujont kerkent gant Jakes ha Ian da di Simon hag Andre. (30) Hogen, mam-gaer Simon a oa en he gwele, klanv gant an derzien ; ha rag-tal e komzjont outhan divar he fen. (31) Neuze, o tostaad, e roaz he zorn dezhi hag e savaz anezhi ; ha kerkent, an derzien he c’huitaaz, hag e servichaz anezhe.

(32) Diouz an abardaez, pa oe kuzet an heol, e tigasjont dezhan an holl dud klanv hag ar re bossedet gant drouk-sperejou. (33) Hag ar bobl holl euz a gear a oa dastumet dirag an nor. (34) Hag e iac’heaz kalz a dud, pere a oa klanv gant peb seurt klenved, hag e kassaz kuit kalz a zrouk-sperejou, hag e tifenne outhe lavaret ec’h anavezent anezhan.

(35) O veza savet mintin mad, pa oa c’hoas teval, hen a zortiaz hag ez eaz en eul leac’h distro, hag e pede eno.

(36) Ha Simon, hag ar re a oa assambles ganthan, a ieaz d’he glask. (37) Ha p’ho doe kavet anezhan, e leverjont dezhan : An holl a zo o klask ac’hanoud. (38) Hag hen a lavaraz dezhe : Deomp d’ar villajennou a zo tro-var-dro, evit ma prezegin ive eno ; rag evit se eo ez oun deuet. (39) Hag e prezege en ho zinagogou, dre an holl C’halile, hag e-kasse kuit an drouk-sperejou.

(40) Hag e teuaz d’he gavout eun den lor, pehini oc’h en em deurel var he zaoulin dirazhan, a bedaz anezhan, en eur lavaret : Mar fell d’id, ec’h hellez va netaad. (41) Ha Jesus, o kaout truez outhan, a astennaz he zorn, a douchaz outhan, hag a lavaraz dezhan : Ia, fellout a ra d’in, bez eta net. (42) Ha kerkent m’hen doe lavaret kement-se, al lorgnez a ieaz kuit, hag an den-ze a oe neteet. (43) Ha Jesus a gassaz anezhan kuit rag-tal gant eun difen stard, en eur lavaret dezhan : (44) Diwall na liviri netra da zen e-bed ; mes kea, hag en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez hen deuz gourc’hemenet Moises evit ma zervicho kement-se da desteni dezhe. (45) Mes o veza eat er meaz, an den-ze a gommansaz da gonta d’an holl ar pez a oa c’hoarvezet, ha da lakaad kement-se da veza anavezet tro-var-dro, en hevelep doare na helle mui Jesus mond en kear e-touez an dud ; mes choum a rea el leac’hiou dizarempred, hag a bep tu e teuet d’he gavout.


CHABISTR II.


EUN neubeut deveziou goude, Jesus a zeuaz adare da Gapernaüm, (2) ha kerkent ha ma oe klevet e oa en ti, e teuaz kement a dud, ken ne oa ket a blas evithe memeus en-dro d’an nor ; hag hen a brezege dezhe ger Doue.

(3) Neuze e teuaz tud d’he gavout pere a zigasse dezhan eur paralitic hag e oa pevar o tougen anezhan. (4) Mes evel na hellent ket tostaad outhan abalamour d’ar foul, e savjont an doen a-uz d’ar plas e leac’h ma hen em dalc’he Jesus, hag o veza great eun toul, e tiskenjont dre eno ar gwele var behini e oa gourvezet ar paralitic. (5) Neuze Jesus, o velet ho feiz, a lavaraz d’ar paralitic : Va mab, da bec’hejou a zo pardonet d’id. (6) Hag eur re-benag euz ar Scribed, hag a oa azezet eno, a rezone evel-hen en ho c’halonou : (7) Perag e lavar he-man gwall-gomzou evel-se ? Piou a hell pardoni ar pec’hejou nemed Doue hep-ken ? (8) Ha Jesus o veza gouezet kerkent, dre he spered, ar pez a zonjent enhe ho-unan, a lavaraz dezhe : Perag hoc’h euz-hu ar seurt sonjou-ze en ho calonou ? (9) Pehini eo an ezeta, pe lavaret d’ar paralitic : Da bec’hejou a zo pardonet d’id, pe lavaret dezhan : Sav, kemer da vele, ha kerz ? (10) Hogen, evit ma ouezot hen deuz Mab an den ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou, e lavaraz d’ar paralitic : (11) Me a lavar d’id : Sav, crog en da vele, ha kea d’ar gear. (12) Ha kerkent e savaz, hag o veza kemeret he vele, ez eaz er meaz dirag an holl, en hevelep doare ma oe souezet braz an holl, ha ma c’hlorifient Doue, o lavaret : Biskoas n’hon euz gwelet kement all.

(13) Neuze Jesus a ieaz adare da gostez ar mor ; hag an holl bobl a zeue d’he gavout, hag e kelenne anezhe.

(14) Hag en eur dremen, e velaz Levi, mab Alfe, azezet en bureo ar c’hargou ; hag e lavaraz dezhan : Deuz var va lerc’h. Hag hen a zavaz, hag a heulliaz anezhan.

(15) Hag e c’hoarvezaz, pa edo ouz taol en ti an den-ze, m’hen em lakeaz ive ouz taol gant Jesus hag he ziskibien kalz a bublicaned hag a bec’herien ; rag bez’ e oant kalz hag ho doa heulliet anezhan. (16) Hag ar Scribed hag ar Farizianed, o velet ma tebre gant ar bublicaned hag ar bec’herien, a lavare d’he ziskibien : Perag e tebr hag ec’h ev-hen gant ar bublicaned hag ar bec’herien ? (17) Ha Jesus, o veza klevet kement-se, a lavaraz dezhe : N’e ket ar re a zo iac’h ho deuz ezom a vedeusin, mes ar re a zo klanv ; n’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.

(18) Hogen, diskibien Ian hag ar Farizianed a iune alies, hag e teujont da gavout Jesus hag e leverjont dezhan : Perag e iun diskibien Ian ha re ar Farizianed, ha da ziskibien-te ne iunont ket ? (19) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Daoust ha mignoned ar pried a hell iun e-pad ma ema ar pried ganthe ? E-keit ha ma ema ar pried ganthe, na hellont ket iun. (20) Mes dond a rai an deiziou ma vezo lammet ar pried diganthe, ha neuze e iunint en deiziou-ze. (21) Den na stag eun tam mezer nevez ouz eur zae goz ; anez an tam mezer nevez a rogfe ar mezer koz, hag ar rogaden a vefe gwassoc’h. (22) Den ken neubeut na laka gwin nevez en barikennou koz ; anez ar gwin nevez a freuzfe ar barikennou, ar gwin a redfe, hag ar barikennou a vefe kollet ; mes red eo lakaad ar gwin nevez en barikennou nevez.

(23) Hag e c’hoarvezaz, pa oa Jesus o tremen a-dreuz an ed, eun devez sabbat, ma commansaz he ziskibien, en eur vale, da denna tamoezennou. (24) Hag ar Farizianed a lavaraz dezhan : Sell, perag e reont-hi ar pez n’eo ket permetet en deiziou ar Sabbat ? (25) Mes hen a lavaraz dezhe : Ha n’hoc’h euz-hu ket biskoas lennet ar pez a reaz David, pa hen doe ezom ha pa hen doe naoun, hen hag ar re a oa assambles ganthan ? (26) Penaos ez eaz en ti Doue, en amzer Abiathar, ar beleg-braz, hag e tebraz ar baraou consacret da Zoue, pere ne oa ket permetet ho dibri nemed d’ar veleien hepken, ha penaos e roaz ive lod d’ar re a oa assambles ganthan ? (27) Neuze e lavaraz dezhe : Ar sabbat a zo bet great evit an den, ha nann an den evit ar sabbat. (28) Evel-se Mab an den a zo mestr memeus var ar sabbat.


CHABISTR III.


J ESUS a antreaz eur vech all er sinagog, ha bez’ e oa eno eun den hag oa dizec’het he zorn. (2) Hag int a zelle piz outhan da velet hag hen a iac’haje anezhan da zeiz ar sabbat, evit gallout hen tamal. (3) Hag e lavaraz d’an den a oa dizec’het he zorn : Sav ha choum aze er c’hreiz. (4) Neuze e lavaraz dezhe : Ha permetet eo da zeiz ar sabbat ober vad pe ober drouk ? savetei eun den, pe hen lezel da berissa ? Mes na rojont respont e-bed dezhan. (5) Neuze, o sellet gant coler ouz ar re a oa en-dro dezhan, glac’haret o velet pegen kaledet e oa ho c’halonou, e lavaraz d’an den-ze : Astenn da zorn. Hag ben a astennaz anezhan, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile. (6) Hag ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz rag-tal gant an Herodianed a-enep dezhan, evit gouzout petra da ober evit hen koll.

(7) Mes Jesus en em dennaz gant he ziskibien etrezeg ar mor, hag eur foul braz hen heulliaz euz a C’halile, hag euz ar Jude, euz a Jerusalem, euz an Idume hag euz an tu all d’ar Jourdan. (8) Hag an dud divar dro Tir ha Sidon, o veza klevet ar burzudou a rea, a zeuaz ive d’he gavoud e niver braz. (9) Hag hen a lavaraz d’he ziskibien derc’hel prest eur vag dezhan, abalamour d’ar bobl vraz-ze, gant aoun na vije re-wasket ganthe. (10) Rag bez’ hen doa iac’heet kalz anezhe, en hevelep doare ma en em daole varnezhan kement hag ho doa gwall-glenvejou evit gallout touch outhan. (11) Hag ar sperejou impur, pa her gwelent, en em brosterne dirazhan, hag a grie, o lavaret : Te eo Mab Doue ! (12) Mes hen a c’hourc’hemene stard dezhe diwall da ziscleria anezhan.

(13) Goude-ze e pignaz var eur menez, hag e c’halvaz d’he gavoud ar re a felle dezhan, hag e teujont d’hen kavout. (14) Hag hen a lekeaz daouzec anezhe evit beza assambles ganthan, evit ho c’has da brezeg, (15) ha da gaoud ar galloud da iac’haad ar c’hlenvejou ha da gas kuit an drouk-sperejou. (16) Ar re-man a oe Simon, da behini e roaz an hano a Ber ; (17) ha Jakes mab Zebede, ha Ian breur Jakes, da bere e roaz an hano a Boanerjes, da lavaret eo, mibien ar gurun ; (18) hag Andre, Philip, Barthelemi, Maze, Thomas, Jakes mab Alfe, Tadde, Simon ar C’hananead, (19) ha Juda Iscariot, an hini a drahissaz anezhan.

(20) Neuze e tistrojont d’an ti ; hag ar bobl en em zastumaz adare eno, en hevelep doare na hellent ket zoken dibri ho boued. (21) Pa glevaz he gerent kement-se, ez ejont evit cregi enhan ; rag lavaret a reant : Kollet eo he skiant ganthan.

(22) Hag ar Scribed, pere a oa diskennet euz a Jerusalem, a lavare : Possedet eo gant Beelzebul, ha dre brins an drouk-sperejou eo e kas kuit an drouk-sperejou.

(23) Mes Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe dre barabolennou : Penaos ec’h hell Satan kas Satan kuit ? (24) Rag mar bez eur rouantelez diviset a-enep dezhi he-unan, na hell ket ar rouantelez-ze choum en he za ; (25) ha mar bez eun ti diviset a-enep dezhan he-unan, na hell ket an ti-ze choum en he za ; (26) mar sav eta Satan a-enep dezhan he-unan ha mar ema diviset, na hell ket derc’hel da bad ; mes fin a zo dezhan. (27) Den na hell antren en ti eun den krenv ha kemeret he vadou diganthan, nemed ereet hen defe da genta an den krenv-ze ; ha neuze e kemero kement tra a zo en he di. (28) E gwirionez hen lavaran deoc’h, pep pec’hed a vezo pardonet da vugale an dud, hag ive pep gwall-gomz dre behini ho devezo gwall-gomzet ; (29) mes piou-benag hen devezo gwall-gomzet a-enep ar Spered-Santel, na vezo biken pardonet dezhan ; mes coupabl eo euz a eur pec’hed eternel. (30) Jesus a gomzaz evel-se, abalamour ma lavarent : Possedet eo gant eur spered impur.

(31) He vreudeur hag he vam a zeuaz eta, hag o choum er meaz, e kasjont tud d’hen gervel ; hag ar bobl a oa azezet en dro dezhan. (32) Hag e oe lavaret dezhan : Setu da vam ha da vreudeur a zo du-hont er meaz o klask ac’hanoud. (33) Mes hen a respontaz : Piou eo va man, ha piou eo va breudeur ? (34) Neuze en eur zellet ouz ar re a oa azezet en dro dezhan, e lavaraz : Setu aman va mam ha va breudeur. (35) Rag piou-benag a rai bolontez Doue, hennes eo va breur, ha va c’hoar ha va mam.


CHABISTR IV.


J ESUS a gommansaz adare da gelen e-tal ar mor, ha kement a dud en em zastumaz var he dro, ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz enhi, hag an holl bobl a oa var an douar e bord ar mor. (2) Hag hen a zeske dezhe kalz a draou dre barabolennou, hag e lavare dezhe en he gelennadurez :

(3) Selaouit : Eun hader a ieaz er meaz evit hada ; (4) ha pa oa oc’h hada, e c’hoarvezaz da zarn euz an had kweza a-hed an hent, hag al lapoused a zeuaz hag hen debraz holl ; (5) lod all a gwezaz en eul leac’h meinec, e pe leac’h n’hen doa ket kalz a zouar ; hag e savaz kerkent, dre ma ne oa ket doun en douar ; (6) mes pa oe savet an heol, e oe devet, ha dre n’hen doa ket a c’hrizien, e sec’haz ; (7) lod all a gwezaz e-touez ar spern ; hag ar spern a zavaz hag a vougaz anezhan, ha ne roaz ket a frouez ; (8) ha lod all a gwezaz en douar mad hag e roaz frouez, pehini a zavaz hag a greskaz, en hevelep doare ma rapportaz unan tregont, eun all tri-ugent, hag eun all kant. (9) Hag e lavaraz dezhe : Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn da glevet.

(10) Hogen, pa edo he-unan, ar re a oa en dro dezhan gant an Daouzec, a c’houlennaz diganthan divarben ar barabolen-ze. (11) Hag e lavaraz dezhe : Roet eo deoc’h da anaoud myster rouantelez Doue ; mes d’ar re a zo a ziaveaz e vez lavaret pep tra dre barabolennou ; (12) evit o velet, ma velint ha na apercevint ket ; hag o klevet, ma klevint ha na gomprenint ket ; gant aoun na zistrofent ha na vez pardonet dezhe ho fec’hejou. (13) Hag e lavaraz dezhe : Ha na gomprenit-hu ket ar barabolen-ze ? Penaos eta e comprenot-hu ar parabolennou all.

(14) An hader a had ar Ger. (15) Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re a zo hadet ar Ger enhe, mes kerkent m’ho deuz he glevet, e teu Satan hag e lam kuit ar Ger a oa bet hadet en ho c’halonou ; (16) er memeus doare, ar re a receo an had el leac’hiou meinec, eo ar re pere, kerkent ha ma klevont ar Ger, a receo anezhan gant joa ; (17) mes n’ho deuz ket a c’hrizien enhe ho-unan, ha ne badont nemed eur momant, neuze kerkent ha ma sav trubul pe bersecution abalamour d’ar Ger, e vezont scandalizet. (18) Hag ar re a receo an had e-touez ar spern, eo ar re a zelaou ar Ger ; (19) mes sourciou ar bed-man, tromplerez ar madou ha meur seurt desiriou all o tond varnezhe, a voug ar Ger, hag e teu da veza difrouez ; (20) mes ar re ho deuz recevet an had en douar mad, eo ar re a zelaou ar Ger, hag a receo anezhan, hag a zoug frouez, unan tregont, eun all tri-ugent, hag eun all kant.

(21) Lavaret a eure c’hoas dezhe : Daoust ha digasset e vez eur c’houlaouen evit he lakaad dindan eur boezel, pe dindan eur gwele ? Ha n’ed eo ket kentoc’h evit he lakaad var eur c’hantoleur ? (22) Rag n’euz netra kuzet ha na dle beza discleriet, ha netra goloet ha na dle beza rentet anat. (23) Mar hen deuz unan-benag diou-skouarn da glevet, ra zelaouo.

(24) Lavaret a reaz c’hoas dezhe : Likit evez ouz ar pez a glevit. Diouz ar muzur gant pehini e vuzurit e vezo muzuret deoc’h, ha deoc’h-hu pere a zelaou e vezo roet c’hoas muioc’h. (25) Rag an neb hen deuz e vezo roet dezhan ; mes an hini n’hen deuz ket, e vezo lammet diganthan zoken ar pez hen deuz.

(26) Lavaret a reaz c’hoas : Rouantelez Doue a zo henvel ouz eun den hag hen deuz taolet had en douar ; (27) pe hen a gousko pe hen a vezo var ar bale, koulz en noz evel en deiz, an had ne ehan ket da ziwann ha da greski hep ma oar an den penaos. (28) Rag an douar a ro anezhan he-unan, da genta ar yeot, neuze an damoezen, ha goude-ze ar c’hreunen en damoezen. (29) Ha pa vez dare ar frouez, e lekeer rag-tal ar fals enhan, rag an eost a zo deuet.

(30) Lavaret a eure c’hoas : Deuz a betra e lavarimp ez eo henvel rouantelez Doue, pe dre be seurt parabolen ec’h hallimp-ni hen rei da gompren ? (31) Henvel eo ouz eur c’hreunen moutard, pehini, pa vez hadet, a zo ar bihana euz an holl hadou a vez taolet en douar ; (32) mes goude ma vez hadet, e sav hag e teu da veza brassoc’h eged an holl louzou all, hag e taol brancou braz, en hevelep doare ma hell lapoused an env choum dindan he disheol.

(33) Dre galz a barabolennou euz ar seurt-se e tisclerie dezhe ar Ger, hervez ma c’hallent compren anezhan. (34) Ha na gomze ket outhe hep parabolen ; mes, pa en em gave he-unan gant he ziskibien, e tisclerie pep tra dezhe.

(35) En devez-se, pa oe deuet an abardaez, e lavaraz dezhe : Tremenomp en tu all d’ar mor. (36) Hag o veza kasset kuit ar bobl, e kasjont Jesus ganthe evel ma oa er vag ; ha bez’ e oa ive bagou bihan all hag a iea assambles ganthan. (37) Neuze e savaz eur barrad gwall amzer, hag o veza ma en em daole ar mor var ar vag, e oa erru dija karget a zour. (38) Mes hen a oa e pen adre ar vag, kousket var eur pluec ; dihuna a rejont anezhan, hag e leverjont dezhan : Mestr, ne rez van e-bed eta, vid hon gwelet o vond da goll ? (39) Mes hen, o veza dihunet, a gomzaz gant otorite ouz an avel, hag a lavaraz d’ar mor : Ro peoc,h ha choum sioul. Hag an avel a davaz, hag an amzer a zeuaz da veza calm braz. (40) Neuze e lavaraz dezhe : Perag hoc’h euz-hu aoun ? Penaos n’hoc’h euz-hu ket a feiz ? (41) Hag int spouronet-holl a lavare an eil d’egile : Piou eta eo he-man, pa rank zo-ken an avel hag ar mor senti outhan ?


CHABISTR V.


ARRUOUT a rejont en tu all d’ar mor, en bro ar Gadarened. (2) Ha kerkent ha ma oe diskennet Jesus euz ar vag, e teuaz d’he zialben eun den a oa o tond euz ar beziou, hag a oa possedet gant eur spered impur. (3) He-man a rea he choumach er beziou, ha ne halle den he zerc’hel stag zoken gant chadennou ; (4) rag alies, goude ma oa bet lakeat hualou var he dreid, ha ma oa bet staget gant chadennou, e oa bet diframmet ganthan ar chadennou ha toret an hualou ; ha den na helle dond a-ben anezhan. (5) Hag e choume atao, noz deiz, var ar meneziou hag er beziou, o crial hag oc’h en em vlonsa gant mein.

(6) Pa hen doe gwelet Jesus a-ziabell, e teuaz en eur redec d’en em brosterni dirazhan, (7) hag e lavaraz, en eur grial a vouez huel : Petra a zo etre te ha me, Jesus, Mab an Doue Holl-galloudec ! Da gonjuri a ran, dre an hano a Zoue, na dourmant ket ac’hanoun. (8) Rag Jesus a lavare dezhan : Spered impur, kea er meaz euz an den-se. (9) Ha Jesus a c’houlennaz diganthan : Pe hano ec’h euz ? Hag hen a respontaz : Lejion eo va hano, o veza ma’z omp kalz. (10) Hag e pede stard anezhan na gasche ket anezhe er meaz euz ar vro-ze.

(11) Hogen, bez’ e oa eno, var gostez ar meneziou, eur vanden vraz a voc’h o peuri. (12) Hag an holl drouk-sperejou a bede anezhan, en eur lavaret : Kas ac’hanomp er moc’h-ze, evit ma’z aimp enhe. Ha rag-tal Jesus a bermetaz dezhe. (13) Neuze ar sperejou impur-ze, o veza eat er meaz, a antreaz er moc’h, hag ar vanden, a oa anezhe var-dro daou vil, en em daolaz d’an traon er mor, hag e oent beuzet eno. (14) Hag ar re a oa o vessa ar moc’h a redaz kuit, hag a gassaz ar c’helou-ze en kear ha var ar meaz. (15) Hag an dud a zeuaz er meaz da velet ar pez a oa c’hoarvezet ; hag e teujont etrezeg Jesus, hag e veljont an hini a oa bet dalc’het gant al lejion a zrouk-sperejou, azezet, gwisket hag en he skiant vad ; hag e teuaz aoun braz dezhe. (16) Hag ar re ho doa gwelet kement-se, a gontaz dezhe ar pez a oa c’hoarvezet gant an den possedet ha gant ar moc’h. (17) Neuze en em lekejont d’hen pedi da vont kuit euz ho bro.

(18) Ha pa oe pignet er vag, an hini a oa bet dalc’het gant an drouk-spered a bedaz anezhan d’hen lezel da choum ganthan. (19) Mes Jesus na bermetaz ket dezhan, hag a lavaraz dezhan : Kea d’az ti da gavoud da dud, ha lavar dezhe an traou burzudus hen deuz great an Aotrou d’id, ha penaos hen deuz bet truez ouzid. (20) Hag ez eaz kuit, hag en em lakeaz da ziscleria en Decapolis an traou burzudus hen doa great Jesus dezhan ; hag an holl a oe souezet braz.

(21) Jesus o veza adare treuzet ar mor er vag hag eat d’an tu all, eur foul braz a dud en em zastumaz en dro dezhan, hag hen a oa tost d’ar mor.

(22) Hag unan euz a chefou ar sinagog, hanvet Jairus, o veza gwelet anezhan, en em daolaz d’he dreid, (23) hag a bedaz stard anezhan, en eur lavaret : Va merc’h vihan a zo prest da vervel ; deuz da astenn da zaouarn varnezhi, evit ma vezo iac’heet, hag e vevo. (24) Ha Jesus a ieaz ganthan ; hag e oe heulliet gant eur bobl vraz, pehini a waske anezhan.

(25) Neuze eur vaouez, hag a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz, (26) hag he doa souffret kalz etre daouarn meur a vedeusin, hag he doa dispiniet kement he doa, hep kaout soulajamant e-bed, mes kentoc’h en em gavet gwassoc’h c’hoas, (27) o veza klevet komz euz a Jesus, a zeuaz a-ziadre e-touez ar foul hag a douchaz ouz he zae. (28) Rag lavaret a rea ; Mar gellan hep-ken touch ouz he zae, e vezin pare. (29) Ha rag-tal he dioada a ehanaz ; hag e santaz en he c’horf e oa pareet euz he c’hlenved. (30) Kerkent, Jesus oc’h anaoud enhan he-unan ar vertuz a oa eat euz anezhan, a zistroaz e-kreiz ar bobl, en eur lavaret : Piou hen deuz touchet ouz za dillad ? (31) Hag he ziskibien a lavaraz dezhan : Gwelet a rez e wask ar bobl ac’hanoud, hag e leverez : Piou hen deuz touchet diouzin ? (32) Hag e selle en dro dezhan, evit gwelet an hini hen doa great kement-se. (33) Neuze ar vaouez, spountet hag en eur grena, o c’houzoud ar pez a oa bet great enhi, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid, hag a lavaraz dezhan ar wirionez var he hed. (34) Ha Jesus a lavaraz dezhi : Va merc’h, da feiz hen deuz da zaveteet ; kea en peoc’h ha bez pare euz da glenved.

(35) Pa oa c’hoas o komz, e teuaz tud euz a di ar chef euz ar sinagog da lavaret dezhan : Da verc’h a zo maro ; na choum ket pelloc’h da skuiza ar Mestr. (36) Kerkent ha m’hen doe Jesus klevet ar gomz-ze, e lavaraz da chef ar sinagog : Bez hep aoun, cred hep-ken. (37) Ha na bermetaz da zen mond var he lerc’h, nemed da Ber, da Jakes ha da Ian, breur Jakes. (38) O veza erruet en ti ar chef euz ar sinagog, e velaz an drouz vraz a oa ganthe ha tud o wela, hag o crial var bouez ho fen. (39) Hag o veza eat ebarz, e lavaraz, dezhe : Perag e rit-hu an drouz-ze, ha perag e welit-hu ? N’eo ket maro ar bugel, mes kousket hep-ken. (40) Hag e rent goab anezhan ; mes hen, goude beza great dezhe holl mond er meaz, a gemeraz tad ha mam ar bugel, hag ar re a oa assambles ganthan, hag ec’h antreaz el leac’h ma oa gourvezet ar bugel. (41) Hag, o veza kemeret he dorn, e lavaraz dezhi : Talitha coumi ; da lavaret eo : Plac’h vihan, sav, me hen lavar d’id. (42) Ha rag-tal ar plac’h vihan a zavaz hag en em lekeaz da vale, rag daouzec vloaz he doa. Hag e oent souezet meurbed. (43) Hag e c’hourc’hemenaz stard dezhe lakaad evez na ouvezje den kement-se ; hag e lavaraz dezhe rei dezhi da zibri.


CHABISTR VI.


J ESUS o veza eat achane, a zeuaz d’he vro he-unan, hag he ziskibien a heulliaz anezhan.

(2) Ha pa oe deuet deiz ar sabbat, e commansaz da gelen er sinagog ; ha kalz, o klevet anezhan, a oe souezet meurbed, hag e lavarent : A be leac’h e teu an holl draou-ze d’an den-man ? Petra eo ar furnez ze a zo bet roet dezhan, hag a be leac’h e c’hoarvez ma veler burzudou ker braz great dre he zaouarn ? (3) Ha n’eo ket he-man ar c’halvez, mab Mari, breur Jakes, Joses, Jud ha Simon ? He c’hoarezed ha n’emaint-hi ket aman ganeomp ? Hag e kavent leac’h enhan da veza scandalizet. (4) Mes Jesus a lavaraz dezhe : Eur profet n’ed eo disprizet nemed en he vro, e-touez he gerent hag en he di he-unan. (5) Ha na hellaz ober eno burzud e-bed, nemed ma iac’heaz eun niver bihan a dud klanv, en eur lakaad he zaouarn varnezhe. (6) Hag e oa souezet o velet ne gredent ket ; hag ez eaz dre ar villajennou tro-var-dro, en eur gelen.

(7) Neuze e c’halvaz an Daouzec, hag e commansaz ho c’has daou-ha-daou, hag e roaz dezhe galloud var ar sperejou impur ; (8) hag e tifennaz outhe kemer netra evit an hent, nemed eur vaz hep-ken ; na bissac’h, na bara, nag arc’hant en ho c’houriz ; (9) mes e rankjent mond en hent gant sandalou en ho zreid, hag heb dougen diou zae. (10) Lavaret a reaz ive dezhe : E pe ti-benag ma c’hantreot, choumit enhan bete ma’z eot kuit euz al leac’h-se. (11) Ha piou-benag n’ho tigemoro ket, ha na zelaouo ket ac’hanoc’h, pa’z eot kuit ac’hane, hejit ar boultren euz ho treid en testeni a-enep dezhe. E gwirionez hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da Sodom ha da Gomor en deiz ar varn, eged d’ar gear-ze. (12) O veza eat kuit, e prezegjont d’an dud en em gonvertissa, (13) hag e kasjont kuit kalz a zrouk-sperejou, hag ec’h eoljont gant eôl kalz a dud klanv, hag e iac’hejont anezhe.

(14) Hogen, ar roue Herodes a glevaz komz euz a Jesus, rag he hano a oa dija brudet braz, hag e lavaraz : Ar Ian-ze, pehini a vadeze, a zo savet a-douez ar re-varo ; ha se a zo caoz ma veler burzudou great ganthan. (15) Re all a lavare : Elias eo hennes ; ha lod all a lavare : Eur profet eo, pe evel unan euz ar brofeted. (16) Herodes eta, o veza klevet komz divar he ben, a lavaraz : Hennes eo Ian, an hini em euz lakeat da zibenna ; savet eo a-douez ar re varo.

(17) Rag Herodes hen doa kasset tud da gregi e Ian, hag hen doa lakeat he staga er prizon, abalamour da Herodias, greg Philip, he vreur, rag hen a oa dimezet dezhi. (18) Rag Ian a lavare da Herodes : N’eo ket permetet d’id kaout greg da vreur. (19) Rag-se Herodias he doa drouk outhan, hag he doa c’hoant d’hen laza ; (20) mes na helle ket, rag Herodes a zouje Ian, o c’houzoud e oa eun den just ha santel ; respet hen doa evithan ; ober a rea memeus meur a dra hervez he avizou, hag hen selaou a rea gant plijadur. (21) Mes eun dervez favorabl a erruaz. Herodes, da zeiz he c’hanedigez, a reaz eur fest d’ar pennou braz euz he balez, d’he genta officerien, ha d’ar re huella euz a C’halile. (22) Merc’h Herodias a antreaz eno, hag o veza danset, ha plijet da Herodes ha d’ar re a oa azezet ouz taol ganthan, ar roue a lavaraz d’ar plac’h yaouank : Goulen diganen ar pez a giri, hag hen roin d’id. (23) Hag e touaz dezhe : Petra-benag a c’houlenni diganen, me hen roio d’id, ha pa vez an hanter euz va rouantelez. (24) Hag, o veza eat er meaz, hou-man a lavaraz d’he mam : Petra a c’houlennin-me ? Hag he mam a lavaraz : Pen Ian ar Badezour. (25) Hag o veza deuet gant hast da gavoud ar roue, e reaz he goulen, en eur lavaret : Me a fell d’in e rofez breman d’in, en eur plad, pen Ian ar Badezour. (26) Hag ar roue a oe glac’haret braz ; koulskoude, abalamour d’al le hen doa great ha d’ar re a oa azezet assambles ganthan, na fellaz ket dezhan refusi anezhi. (27) Hag ar roue a gassaz kerkent unan euz he warded, hag e c’hourc’hemenaz dezhan digas pen Ian. (28) Ar gward a ieaz, hag a droc’haz he ben dezhan ebarz er prizon ; hag o veza he zigasset en eur plad, e roaz anezhan d’ar plac’h yaouank, hag ar plac’h yaouank, hen roaz d’he mam. (29) Ha diskibien Ian, o veza klevet kement-se, a zeuaz hag a gemeraz he gorf, hag e lekejont anezhan en eur bez.

(30) Hag an ebestel a zeuaz assambles etrezeg Jesus, hag a gontaz dezhan pep tra, kement ho doa great, ha kement ho doa kelennet. (31) Hag e lavaraz dezhe : Deuit a-gostez, en èul leac’h dezert, ha kemerit eun tam repos. Rag kement a dud a oa o tond hag o vond, ma n’ho doa ket zo-ken amzer da zibri. (32) Hag ez ejont ac’hane en eur vag, a-gostez en eul leac’h dizarempred.

(33) Mes ar bobl a velaz anezhe o vond kuit, ha kalz a anavezaz anezhan ; hag e redjont di, var droad, euz an holl geariou, hag o veza en em gavet araog dezhe, en em dastumjont dirazhan. (34) Neuze Jesus, o veza deuet er meaz, a velaz kalz a bobl ; hag hen doe truez outhe, dre ma oant evel denved ha n’ho deuz pastor e-bed ; hag en em lekeaz da ziski kalz a draou dezhe.

(35) Hag evel ma oa dija divezad, he ziskibien a zeuaz d’he gavoud, hag e leverjont dezhan : Al leac’h-man a zo dezert, ha divezad eo dija ; (36) kas anezhe kuit, evit ma’z aint er villajennou hag er bourcou divar dro, hag evit ma prenint bara ; rag n’ho deuz netra da zibri. (37) Hag e lavaraz dezhe : Roit c’houi hoc’h-unan da zibri dezhe. Hag e leverjont dezhan : Ha mond a rankimp-ni da brena evit daou c’hant diner a vara, evit rei dezhe da zibri ? (38) Hag e lavaraz dezhe : Ped bara hoc’h euz-hu ? It ha gwelit. Ha pa ho doe gwelet, e leverjont : Pemp bara ha daou besk. (39) Neuze e c’hourc’hemenaz dezhe ober d’an holl azeza, a vandennou, var ar yeot glaz. (40) Hag ec’h azezjont, a renkajou a gant hag a hanter-kant. (41) Ha Jesus a gemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag, o sevel he zaou-lagad var-zu an env, e rentaz grasou, hag e toraz ar baraou, hag ho roaz d’he ziskibien, evit ho frezanti d’ar bobl ; hag e rannaz ive an daou besk etrezhe holl. (42) Hag e tebrjont holl hag e oent rassaziet ; (43) hag e tastumjont daouzec panerad leun euz an demoranchou bara, hag euz ar pesked. (44) Hogen, ar re ho doa debret euz ar baraou-ze a oa var-dro pemp mil den anezhe.

(45) Kerkent goude, e reaz d’he ziskibien pignad er vag, ha mond en he raog en tu all d’ar mor etrezeg Bethsaida, e-pad ma kasje kuit ar bobl. (46) Ha goude m’hen doe ho c’hasset kuit ez eaz var ar menez da bedi.

(47) Ha pa oe deuet an abardaez, ar vag a oa e-kreiz ar mor, ha Jesus a oa he-unan var an douar. (48) Hag e velaz penaos ho doa kalz a boan o roenvia, dre ma oa an avel control dezhe ; ha var-dro ar bederved beilladen euz an noz, e teuaz etrezeg enhe, o vale var ar mor, ha c’hoant hen doa da veza araog dezhe. (49) Mes int pa veljont anezhan o vale var ar mor, a gredaz penaos e oa eun teuz, hag e commansjont da grial. (50) Rag holl e veljont anezhan, hag e oent spountet ; mes kerkent hen a gomzaz outhe, hag a lavaraz dezhe : Ho pezet fizians, me eo ; n’ho pezet ket aoun. (51) Neuze e pignaz en ho zouez er vag, hag an avel a davaz ; hag e oant souezet meurbed hag en eun estlam euz ar vrassa. (52) Rag n’ho doa ket comprenet miracl ar baraou, dre ma oa ho c’halonou kaledet.

(53) Ha pa ho doe treuzet ar mor, e teujont da vro Jenezaret ; hag e touarjont eno.

(54) Kerkent ha ma oent deuet er meaz euz ar vag, tud ar vro-ze a anavezaz anezhan, (55) hag e redjont dre an holl vro-ze, hag en em lakjont da zigas dezhan var gweleou bihan ar re a oa klanv, e pe leac’h-benag ma klevent e oa. (56) Hag e pe leac’h-benag ma c’hantree, er bourcou, pe er c’heariou, pe var ar meaz, e lekeent an dud klanv var ar plasennou, hag e pedet anezhan ma c’heljent da vihana touch ouz bord he zae ; ha kement hini a douche outhan a oa pareet.


CHABISTR VII.


NEUZE ar Farizianed hag eun neubeut Scribed, pere a oa deuet euz a Jerusalem, a zeuaz assambles da gavout Jesus ; (2) hag, o velet e tebre lod euz he ziskibien ho boued gant daouarn souillet, da lavaret eo, hep beza gwalc’het, e kavent abec enhe. (3) (Rag ar Farizianed hag an holl Judevien na zebront ket hep beza gwalc’het ho daouarn beteg ho ilin, o terc’hel evel-se tradition ar re goz ; (4) ha pa zeuont euz ar plasou-marc’had, na zebront ket ken neubeut heb beza en em walc’het. Kalz a draou all ho deuz ive pere ho deuz recevet evit ho miret, evel gwalc’hi an tassou, ar podou, al listri-arm hag ar gweleou.) (5) Neuze ar Farizianed hag ar Scribed a c’houlennaz diganthan : Perag da ziskibien-te na heulliont-hi ket tradition ar re goz, hag e kemeront ho boued heb gwalc’hi ho daouarn ?

(6) Hen a respontaz : Hipocrited ma’z oc’h ! Profetiset mad hen deuz Isaias divar ho pen, pa hen deuz lavaret : Ar bobl-man a henor ac’hanoun a vuzellou ; mes ho c’halon a zo gwall bell diouzin. (7) Mes en ven eo ec’h henoront ac’hanoun, o tiski doctrinou pere a zo gourc’hemenou tud. (8) Rag, o lezel gourc’hemen Doue, e virit tradition an dud, o walc’hi ar podou, hag an tassou, hag oc’h ober kalz a draou all euz ar seurt-se.

(9) Lavaret a reaz ive dezhe : Gouzoud a rit mad terri gourc’hemen Doue, evit miret ho tradition ; rag Moises hen deuz lavaret : (10) Henor da dad ha da vam ; ha piou-benag a daolo malloz var he dad pe var he vam ra vezo lakeat d’ar maro ; mes c’houi a lavar : (11) Ia nemed lavaret hen defe eun den d’he dad pe d’he vam : Kement em euz evit galloud da zicour a zo corban, da lavaret eo, eun donezon consacret da Zoue. (12) Ha neuze n’hen lezit mui da ober netra evit he dad pe he vam ; (13) o lakaad evel-se en plas ger Doue ho tradition great ganeoc’h hoc^h unan ; hag e rit c’hoas kalz a draou all euz ar seurt-se.

(14) Neuze, o veza galvet an holl bobl, e lavaraz dezhe : Selaouit holl ac’hanoun, ha comprenit an dra-man : (15) Netra euz a-ziaveaz an den hag a antre enhan, na hell hen souilla ; mes ar pez a zeu er meaz euz anezhan, setu eno ar pez a souil an den. (16) Mar hen deuz unan-benag diou-skouarn da zelaou, ra zelaouo.

(17) Pa oe eat en ti, goude beza kuiteet ar bobl, he ziskibien a interrojaz anezhan divarben ar barabolen-ze. (18) Hag hen a lavaraz dezhe : Daoust ha c’houi ive a zo hep ententamant ? Ha na gomprenit-hu ket penaos kement tra a-ziaveaz hag a antre en den, na hell ket souilla anezhan ? (19) Rag na antre ket er galon, mes er c’hov, a be leac’h e kwez el leac’h distro, o rei da anaoud ez eo disouillet pep seurt boued. (20) Lavaret a rea eta : Ar pez a zeu er meaz euz an den, setu eno ar pez a souil an den. (21) Rag a ziabarz, da lavaret eo, euz a galon an dud, eo e teu ar zonjezonou fall, an avoultriachou, al libertinach, (22) al lazerezou, al laeronsiou, an avaristed, ar fallenteziou, an dromplerez, al lubricite, ar zellou leun a anvi, an drouk-komzou, an ourgouil, ar follentez. (23) An holl viçou-ze a zeu euz an diabarz, hag a souil an den.

(24) Ha goude, o veza eat kuit ac’hane, ez eaz var bord douar Tir ha Sidon ; hag o veza eat en eun ti, e felle dezhan na vije kement-se gouezet gant den e-bed ; mes ne hellaz ket beza kuzet.

(25) Hag eur vreg, hag a oa dalc’het he merc’h gant eur spered impur, o veza klevet komz anezhan, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid. (26) Ar vreg-se a oa Grekes, ginidic euz a Syrophenisia ; hag e pedaz anezban da gas an drouk-spered er meaz euz he merc’h. (27) Ha Jesus a lavaraz dezhi : Lez da genta ar vugale da gaoud ho gwalc’h ; rag n’eo ket deread kemeret bara ar vugale, hag he deurel d’ar chass bihan. (28) Mes hi a respontaz hag a lavaraz : Gwir eo, Aotrou ; koulskoude ar chass bihan a zebr, dindan an daol, bruzunenou ar vugale. (29) Neuze e lavaraz dezhi : Abalamour d’ar gomz-se, kea ; eat eo an drouk-spered er meaz euz da verc’h. (30) Ha pa oe distroet d’he zi, e kavaz e oa eat an drouk-spered kuit, hag he merc’h gourvezet var ar gwele.

(31) Ha Jesus, o veza kuiteet broiou Tir ha Sidon, a zeuaz beteg mor Galile, en eur dremen dre vro Decapolis.

(32) Hag e oe digasset dezhan eun den bouzar, hag a oa dalc’het en he gomz ; hag e pedent anezhan da astenn he zaouarn varnezhan. (33) Hag o veza tennet anezhan a-gostez euz a-greiz ar bobl, e lekeaz he vizied en he ziou-skouarn ; hag o veza kemeret cranch, e touchaz ouz teod an den-ze. (34) Neuze, o sevel he zaou-lagad etrezeg an env, ec’h huanadaz hag e lavaraz dezhan : Effatah, da lavaret eo, Digor. (35) Ha rag-tal he ziou-skouarn a oe digoret, he deod a oe diliammet, hag e komze freaz.

(36) Ha Jesus a zifennaz outhe n’hel lavarjent da zen e-bed ; mes seul-vui ma tifenne outhe, seul-vui e vrudent anezhan. (37) Ha souezet meurbed, e lavarent : Kement holl a ra a zo burzudus ; ar c’hlevet a ro d’ar re vouzar, hag ar gomz d’ar re vud.


CHABISTR VIII.


EN amzer-ze, e oa gant Jesus eur bobl vraz a dud, ha dre n’ho doa netra da zibri, e c’halvaz he ziskibien, hag e lavaraz dezhe : (2) Truez em euz ouz ar bobl-ze, rag tri devez zo dija emaint ganen, ha n’ho deuz tam da zibri. (3) Ha mar kassan anezhe d’ho zi, var iun, e semplint en hent ; rag lod anezhe a zo deuet euz a bell. (4) Hag he ziskibien a respontaz dezhan : A be leac’h ec’h helfet kaout bara da derri ho naoun dezhe aman en dezert ? (5) Hag hen a c’houlennaz diganthe : Ped bara hoc’h euz-hu ? Hag int a lavaraz : Seiz. (6) Neuze e c’hourc’hemenaz d’ar bobl azeza var an douar ; hag, o veza kemeret ar seiz bara, ha rentet grasou, e torraz anezhe, hag ho roaz d’he ziskibien da zistribui ; hag e tistribujont anezhe d’ar bobl. (7) Beza ho doa ive eun neubeut peskedigou ; ha Jesus,' o veza rentet grasou, a lavaraz lakaad anezhe ive dirazhe. (8) Hag e tebrjont hag e oent rassaziet ; hag e oe dastumet seiz panerad euz an tammou choumet a-zilerc’h. (9) Hogen, ar re ho doa debret a oa var-dro pevar mil anezhe ; ha goude ho c’hassaz kuit.

(10) Neuze e pignaz en eur vag gant he ziskibien, hag e teuaz en douarou Dalmanutha.

(11) Hag e teuaz eno Farizianed, pere a gommansaz disput ganthan, en eur c’houlen diganthan, evit he denti, eur miracl-benag euz an env. (12) Ha Jesus, oc’h huanadi doun en he spered, a lavaraz : Perag e c’houlen ar generation-man eur miracl ? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo roet hini e-bed dezhi. (13) Hag, o veza lezet anezhe, e pignaz adare er vag, hag e tremenaz en tu-all d’ar mor.

(14) Hogen, an diskibien ho doa ankounac’heet kemer bara ganthe, ha n’ho doa nemed eur bara hep-ken ganthe er vag. (15) Hag e reaz outhe an difen-man : Diwallit-mad ouz goell ar Farizianed, hag ouz goell Herodes. (16) Hag int a rezone etrezhe ho-unan, o lavaret : Abalamour n’hon euz ket a vara eo e komz evel-se. (17) Ha Jesus, oc’h anaoud kement-se, a lavaraz dezhe : Perag e rezonit-hu divarben n’hoc’h euz ket a vara ? Ha c’houi a zo c’hoas hep skiant hag hep comprenezon ? Ha bepred eman dall ho calonou-c’houi ? (18) O kaoud daou-lagad, ha na velit-hu ket ? O kaoud diou-skouarn, ha na glevit-hu ket ? Ha n’hoc’h euz-hu ket a vemor ? (19) Pa doriz ar pemp bara evit ar pemp mil den, ped panerad leun a dammou ho poa hu dastumet ? Int a lavaraz dezhan : Daouzec. (20) Ha pa doriz ar seiz bara evit ar pevar mil den, ped panerad leun a dammou ho poa-hu dastumet ? (21) Int a lavaraz : Seiz. Hag e lavaraz dezhe : Penaos eta na gomprenit-hu ket ?

(22) Ha Jesus o veza deuet da Vethsaida, e oe digasset dezhan eun den dall, hag hen pedjont da douch outhan. (23) Neuze, o veza kemeret dorn an den dall, e kassaz anezhan ganthan er meaz euz ar bourg, hag e lekeaz cranch var he zaou-lagad, ha goude beza astennet he zaouarn varnezhan, e c’houlennaz diganthan hag hen a vele eun dra-benag. (24) Hag an dall, o sellet, a lavaraz ; Gwelet a ran tud o vale hag a zo henvel ouz gwez. (25) Jesus a lekeaz c’hoas he zaouarn var he zaou-lagad, hag a lavaraz dezhan sellet ; hag e oe pareet, hag e vele sclear anezhe holl. (26) Hag e kassaz anezhan d’he di, en eur lavaret dezhan : Diwall da vond d’ar bourg, na da lavaret kement-man da zen e-bed euz ar bourg.

(27) Ha Jesus a ieaz ac’hane gant he ziskibien da villajennou Cezare-Philip ; ha var an hent ec’h interroje he ziskibien, o c’houlen diganthe : Piou oun-me, hervez lavar an dud ? (28) Int a respontaz : Darn a lavar ez oud Ian ar Badezour ; ha darn all, Elias ; ha darn all unan euz ar brofeted. (29) Hag hen a lavaraz dezhe : Ha c’houi, piou a livirit-hu ez oun- me ? Per a respontaz, hag a lavaraz dezhan : Te eo ar C’hrist. (30) Hag e tifennaz stard outhe lavaret da zen e-bed an dra-man divar he ben.

(31) Neuze e commansaz discleria dezhe e oa red da Vab an den souffr kalz, beza nac’het gant ar re Ancien, prinsed ar veleien hag ar Scribed, beza lakeat d’ar maro, ha resussita tri deiz goude. (32) Komz a rea freaz var an traou-ze. Neuze Per, o kemer anezhan a-gostez, a gommansaz d’hen repren. (33) Mes Jesus, o veza distroet hag o sellet ouz he ziskibien, a reprenaz Per, en eur lavaret dezhan : Tec’h kuit diouzin, Satan ; rag da zonjezonou n’emaint ket en traou hag a zell ouz Doue, mes er re a zell ouz an dud.

(34) Hag, o veza galvet ar bobl gant he ziskibien, e lavaraz dezhe : Mar fell da unan-benag dond var va lerc’h, ra zeui da renons dezhan he-unan, ra zougo he groaz, ha ra heullio ac’hanoun. (35) Rag piou-benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo ; mes piou-benag a gollo he vuez abalamour d’in ha d’an Aviel, hennes a zaveteo anezhi. (36) Rag petra a dalfe da eun den gounid ar bed holl, mar teufe da goll he ene ? (37) Pe petra a helfe eun den da rei evit rançon d’he ene ? (38) Rag piou-benag hen devezo bet mez ac’hanoun hag euz va c’homzou, e-touez ar raç-tud avoultr ha pec’her-man, Mab an den hen devezo ive mez anezhan, pa zeui en gloar he Dad gant an elez santel.


CHABISTR IX.


LAVARET a reaz ive dezhe : E gwirionez e lavaran deoc’h, bez’ ez euz hinienou aman prezant, ha na varvint ket ken ho devezo gwelet rouantelez Doue o tond gant galloud.

(2) C’houec’h devez goude, Jesus a gemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian, hag ho c’hassaz assambles ganthan a-gostez var eur menez huel ; hag e oe transfiguret dirazhe. (3) He zillad a zeuaz da veza lugernus, gwenn evel an erc’h, ker gwenn ken n’euz kandier e-bed var an douar a helfe renta ker gwenn-ze. (4) Hag e veljont dirazhe Elias ha Moises, pere a gomze gant Jesus. (5) Neuze Per, o komz ouz Jesus, a lavaraz : Mestr, aman eo mad deomp choum ; greomp teir danten, unan evidoud, unan evit Moises, hag unan evit Elias. (6) Rag na ouie ket petra a lavare, dre ma oant spountet braz. (7) Hag e teuaz eur goabren hag a c’holoaz anezhe : hag eur vouez a zeuaz euz ar goabren, hag a lavaraz : He-man eo va Mab muia-karet, selaouit anezhan. (8) Ha kerkent o veza sellet en dro dezhe, na veljont mui den ganthe nemed Jesus hep-ken.

(9) Ha pa oant o tisken divar ar menez, e tifennaz outhe lavaret da zen ar pez ho doa gwelet, ken a vije resussitet Mab an den a-douez ar re varo. (10) Hag e talc’hjont ar gomz-se, o c’houlen an eil digant egile petra a zinifie resussita a-douez ar re varo.

(11) Hag ec’h interrojent anezhan, en eur lavaret : Perag e lavar ar Scribed ez eo red e teufe Elias da genta ? (12) Hen a respontaz : Gwir eo penaos Elias a dle dond da genta hag e reizo a-nevez an holl draou ; ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo scrivet divar he ben, a dle souffr kalz, ha beza disprizet. (13) Mes hen lavaret a ran deoc’h, Elias a zo deuet dija, evel ma’z eo scrivet divar he ben, ha great ho deuz dezhan kement a felle dezhe.

(14) Hag, o veza deuet etrezeg an diskibien all, e velaz eur bobl vraz en dro dezhe, ha Scribed o tisput ganthe. (15) Ha rag-tal, evel ma velaz an holl bobl-ze anezhan, e oent souezet braz, hag o tiredec, e saludjont anezhan. (16) Neuze e c’houlennaz digant ar Scribed : Divarben petra e tisputec’h-hu ganthe ? (17) Hag unan euz ar bobl, o komz, a lavaraz : Mestr, digasset em euz d’id va mab pehini a zo dalc’het gant eur spered mud. (18) E pe leac’h-benag ma ve pa grog enhan, e vez stlapet d’an douar ganthan ; ne ra nemed eonenni, skrigna he zent, ha dizec’ha ; hag em euz pedet da ziskibien d’hen kas kuit ; mes n’ho deuz ket gallet. (19) Neuze Jesus a respontaz dezhe : O raç incredul, pegeit e choumin-me ganeoc’h ? pegeit e supportin-me ac’hanoc’h ? Digassit-hen d’in. (20) Int eta hen digassaz dezhan; ha kerkent ha ma velaz Jesus, ar spered a zifretaz anezhan gant nerz, hag e kwezaz d’an douar, hag en em rullie oc’h eonenni. (21) Neuze Jesus a c’houlennaz digant he dad : Pegeit amzer a zo abaoe ma c’hoarvez kement-man ganthan ? An tad a lavaraz : Adaleg he vugaleach. (22) Hag alies hen deuz ar spered-se taolet anezhan en tan hag en dour, evit hen lakaad da berissa mes mar gellez eun dra-benag, sicour ac’hanomp ha kemer truez ouzomp. (23) Jesus a lavaraz : Mar gellez credi, pep tra a zo possubl d’an hini a gred. (24) Ha rag-tal tad ar bugel a griaz hag a lavaraz, en eur wela: Cridi a ran, Aotrou, sicour ac’hanoun em incredulite. (25) Ha pa velaz Jesus penaos e tirede ar bobl assambles, e c’hourdrouzaz ar spered impur, en eur lavaret dezhan : Spered mud ha bouzar, me a c’hourc’hemen d’id, kea er meaz euz ar bugel-ze, ha na antre mui enhan. (26) Hag ar spered a zortiaz en eur leuskel eur griaden vraz hag en eur hija anezhan gant nerz ; hag ar bugel a zeuaz da veza evel maro, en hevelep doare ma lavare meur a hini : Maro eo. (27) Mes Jesus, o kemeret he zorn, a reaz dezhan sevel ; hag e choumaz en he za.

(28) Pa oe eat Jesus en ti, he ziskibien a c’houlennaz diganthan a-gostez : Perag n’hon euz-ni ket gallet kas kuit an drouk-spered-se ? (29) Hag hen a respontaz dezhe : Ar seurt drouk-sperejou-ze na hellont beza kasset kuit nemed dre ar beden ha dre ar iun.

(30) Hag o veza eat ac’hane, e treuzjont ar Galile ; ha Jesus na fellaz ket dezhan e vije gouezet kement-man gant den. (31) Koulskoude e kelenne he ziskibien, hag e lavare dezhe : Mab an den a ia da veza livret etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhan d’ar maro; mes goude ma vezo bet lakeat d’ar maro, e resussito an trede deiz. (32) Mes int na gomprenent ket ar gomz-se ; ha ne gredent ket goulen diganthan.

(33) Dond a reaz goude-ze da Gapernaum, ha pa edo en ti, e c’houlennaz diganthe : Divarben petra e tisputec’h-hu etrezoc’h en hent ? (34) Mes int a dave ; rag disputet ho doa etrezhe en hent, evit gouzoud piou anezhe a vije ar brassa. (35) Hag hen, o veza azezet, a c’halvaz an daouzec hag a lavaraz dezhe : Mar fell da unan-benag beza ar c’henta, e vezo an diveza euz an holl, ha servicher an holl. (36) Hag o veza kemeret eur bugel bihan, e lekeaz anezhan en ho c’hreiz ; hag, o terc’hel anezhan etre he zivrec’h, e lavaraz dezhe ; (37) Piou-benag a receo unan euz ar vugaligou-man em hano, a receo ac’hanoun ; ha piou-benag a receo ac’hanoun, n’eo ket me eo a receo, mes an hini hen deuz va digasset.

(38) Neuze Ian, o komz outhan, a lavaraz : Mestr, gwelet hon euz eun den ha na heul ket ac’hanomp, o kas kuit an drouk-sperejou en da hano, hag hon euz difennet outhan ober kement-se, abalamour ne heul ket ac’hanomp. (39) Mes Jesus a lavaraz : Na zifennit ket outhan ; rag n’euz den hag a ra burzudou em hano, hag a helfe kerkent drouk-komz ac’hanoun. (40) Rag an hini n’ema ket a-enep deomp, a zo evidomp. (41) Ha piou-benag a roio deoc’h da eva eur verennad dour em hano, abalamour ma’z oc’h d’ar C’hrist, e gwirionez hen lavaran deoc’h, na gollo ket he recompans ; (42) mes piou-benag a roio gwall exempl da unan euz ar re vihan-ze pere a gred enoun, gwelloc’h e vez dezhan e vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag e vez taolet er mor.

(43) Mar gra da zorn d’id kweza er pec’hed, troc’h anezhan ; gwell eo d’id antren monz er vuez, eget kaout da zaou zorn, ha mond en ifern, en tan ha na varvo biken, (44) e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket. (45) Ha mar gra da droad d’id kweza er pec’hed, troc’h anezhan ; gwell eo d’id antren er vuez, o kaoud eun troad hep-ken, eget kaoud da zaou droad, ha beza taolet en ifern, en tan ha na varv, ket, (46) e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket. (47) Ha mar gra da lagad d’id kweza er pec’hed, difram anezhan ; gwell eo d’id antren en rouantelez Doue, o kaoud eul lagad kep-ken, eget kaoud daou-lagad, ha beza taolet en eun ifern a dan (48) e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket.

(49) Rag pep den a vezo sallet gant tan ; ha pep sacrifis a vezo sallet gant holen. (50) Eun dra vad eo an holen ; mes mar deu an holen da goll he vlaz, gant petra e sallot-hu anezhan ? (51) Ho pezet holen enoc’h hoc’h-unan, ha bezit en peoc’h etrezoc’h.


CHABISTR X.


JESUS, o veza eat kuit ac’hane, a zeuaz var bord ar Jude, a-hed ar Jourdan ; hag ar bobl en em zastumaz c’hoas var he dro, hag hervez he gustum, e kelennaz anezhe adare.

(2) Neuze ar Farizianed a dostaaz outhan hag a c’houlennaz diganthan, evit hen amprouv : Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg ? (3) Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe : Petra a zo bet gourc’hemenet deoc’h gant Moises ? (4) Int a lavaraz dezhan : Moises hen deuz permetet ober eur scrid a zivors hag he c’has kuit. (5) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Abalamour d’ar galeder euz ho calonou eo hen deuz Moises scrivet deoc’h ar gourc’hemen-ze. (6) Mes er pen-kenta euz ar grouidigez, Doue a reaz eur goaz hag eur vaouez hep-ken. (7) Abalamour da ze e tilezo an den he dad hag he vam, hag en em roio d’he vreg ; (8) hag ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep-ken ; evel-se n’ed int mui daou, mes eur c’hig hep-ken. (9) Arabad eo eta d’an den dispartia ar pez a zo unanet gant Doue.

(10) Hag ebarz an ti, he ziskibien hen interrojaz adare divarben ar memeus tra ; (11) hag e lavaraz dezhe : Piou-benag a gasso kuit he vreg hag a gemero unan all, a ra eun avoultriach en he c’henver ; (12) ha mar deu eur vreg da guitaad he ozac’h, ha mar timez da unan all, e ra avoultriach.

(13) Neuze e oe digasset dezhan bugale vihan, evit ma touchje outhe ; mes an diskibien a c’hourdrouze ar re ho digasse. (14) Ha Jesus, o velet kement-se, a oe indiniet, hag a lavaraz dezhe : Lezit ar vugaligou da zond d’am c’havout, ha na virit ket outhe ; rag rouantelez Doue a zo evit ar re a zo henvel outhe. (15) E gwirionez hen lavaran deoc’h, piou-benag na recevo ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, na antreo ket enhi. (16) Hag o veza ho c’hemeret etre he zivrec’h, ec’h astennaz he zaouarn varnezhe hag ho bennigaz.

(17) Ha pa oa o vond er meaz evit en em lakaad en hent, eun den a ziredaz, hag a zaoulinaz dirazhan, en eur c’houlen diganthan : Mestr mad, petra a dlean-me da ober evit herita ar vuez eternel ? (18) Jesus a lavaraz dezhan : Perag em galvez-te mad ? N’euz hini mad e-bed, nemed Doue hep-ken. (19) Anaoud a rez ar gourc’hemenou : Na ra ket a avoultriach ; na laz ket ; na laer ket ; na lavar ket a desteni faos ; na ra gaou e-bed ouz den ; henor da dad ha da vam. (20) Hen a respontaz : Mestr, miret em euz an holl draou-ze adaleg va yaouankiz. (21) Ha Jesus, o sellet outhan, hen karaz hag a lavaraz dezhan : Mankoud a ra d’id eun dra : Kea, gwerz kement ec’h euz, ha ro-hen d’ar beorien, hag ez pezo eun tenzor en env ; neuze deuz, doug da groaz hag heul ac’hanoun. (22) Mes he-man en em gavaz nec’het gant ar gomz-se, hag ez eaz kuit gwall drist, rag madou braz hen doa.

(23) Neuze Jesus, o sellet en dro dezhan, a lavaraz d’he ziskibien : Pegen dies eo d’ar re ho deuz madou antren en rouantelez Doue ! (24) Hag he ziskibien a oe souezet gant ar c’homzou-ze. Mes Jesus, o komz outhe, a lavaraz : Va bugale, pegen dies eo d’ar re a laka ho fizians er madou antren en rouantelez Doue ! (25) Ezetoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged da eun den pinvidic antren en rouantelez Doue. (26) Hag e oent c’hoas muioc’h souezet, hag e lavarent an eil d’egile : Piou eta a hell beza salvet ? (27) Mes Jesus, o sellet outhe, a lavaraz : Kement-se a zo impossubl d’an dud, mes n’eo ket impossubl da Zoue ; rag pep tra a zo possubl da Zoue.

(28) Neuze Per a gommansaz lavaret dezhan : Setu, ni hon euz dilezet pep tra, hag hon euz heulliet ac’hanoud. (29) Ha Jesus a respontaz : E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos n’euz den hag hen deuz dilezet ti, pe vreudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe vam, pe vreg, pe vugale, pe douarou, abalamour d’in ha d’an Aviel, (30) ha na recevo divar vreman, en amzer a zo o ren, kant gwech kemend all a diez, a vreudeur,a c’hoarezed, a vammou, a vugale, a zouarou, gant persecutionou ; hag, er bed da zond, ar vuez eternel. (31) Mes kalz euz ar re genta a vezo an diveza, hag ar re ziveza a vezo ar re genta.

(32) Hogen, evel ma oant en hent, o pignad da Jerusalem, Jesus a iea araog dezhe ; hag e oant spountet, hag ho doe aoun en eur vond var he lerc’h. Ha Jesus, o kemeret adare an daouzec a-gostez, a gommansaz lavaret dezhe ar pez a dlie c’hoarvezout ganthan. (33) Setu, e pignomp da Jerusalem, ha Mab an den a vezo livret da brinsed ar veleien ha d’ar Scribed, hag e condaonint anezhan d’ar maro, hag e livrint anezhan d’ar Jentiled. (34) Ober a raint goab anezhan, hag e skourjezint anezhan, hag e cranchint ouz he vizach, hag hen lakaint d’ar maro ; mes an trede deiz e resussito.

(35) Neuze Jakes ha Ian, mibien Zebede, a zeuaz d’he gavoud en eur lavaret : Mestr, ni a garfe e rafez deomp ar pez a c’houlennimp. (36) Hag hen a lavaraz dezhe : Petra a fell deoc’h a rafen deoc’h ? (37) Int a lavaraz dezhan : Accord deomp ma vezimp azezet unan a-zeo, hag egile a-gleiz d’id, en da c’hloar. (38) Jesus a lavaraz dezhe : Na ouzoc’h ket petra a c’houlennit. Ha gallout a hellit-hu eva ar c’halir a dlean-me da eva, ha beza badezet gant ar vadiziant gant pehini e tlean beza badezet ? (39) Hag e leverjont dezhan : Gallout a reomp. Ha Jesus a lavaraz dezhe : Eva a reot evit-gwir ar c’halir a dlean da eva, ha badezet e veot gant ar vadiziant gant pehini e tlean beza badezet ; (40) mes evit beza azezet a-zeo pe a-gleiz d’in, n’eo ket d’in-me eo hen rei, nemed d’ar re evit pere eo preparet kement-se.

(41) An deg all, o veza klevet kement-se, a zavaz droug enhe ouz Jakes ha Ian. (42) Mes Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe : Gouzoud a rit penaos ar re a dremen evit mistri var an nationou a zav varnezhe ; ha penaos ar re vraz ho deuz otorite varnezhe. (43) Mes na vezo ket evel-se en ho touez ; er c’hontrol, piou-benag a fello dezhan beza ar brassa en ho touez, a vezo ho servicher. (44) Ha piou-benag ac’hanoc’h a fello dezhan beza ar c’henta en ho touez, a vezo esclav d’an holl. (45) Rag Mab an den n’eo ket deuet evit beza servichet, mes evit servicha, hag evit rei he vuez da rançon evit kalz.

(46) Ha goude e teujont da Jerico ; hag evel ma’z ea kuit euz a Jerico gant he ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime, an dall, a oa azezet var bord an hent, o c’houlen an aluzen. (47) Hag, o veza klevet e oa Jesus a Nazaret an hini a oa o tremen, e commansaz da grial, ha da lavaret : Jesus, Mab David, bez truez ouzin ! (48) Ha meur a hini a c’hourdrouze anezhan, evit ober dezhan tevel ; mes hen a grie c’hoas krenvoc’h : Mab David, bez truez ouzin ! (49) Ha Jesus, o choum en he za, a lavaraz gervel anezhan. Gervel a rejont eta an den dall, hag e leverjont dezhan : Kemer courach, sav, gervel a ra ac’hanoud. (50) Hag, o teurel kuit he vantel, e savaz hag e teuaz da gavout Jesus. (51) Neuze Jesus, o komz outhan, a lavaraz : Petra a fell d’id a rafen evidoud ? Hag an dall a respontaz : Aotrou, ma kavin ar gwelet. (52) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Kea, da feiz hen deuz da iac’heet. Ha kerkent e kavaz ar gwelet, hag ec’h heullie Jesus en hent.


CHABISTR XI.


EVEL ma tostaent ouz Jerusalem, ouz Bethfaje ha Bethani, tost da venez Olived, Jesus a gassaz daou euz he ziskibien, hag a lavaraz dezhe : (2) It d’ar villajen a zo dirazoc’h ; ha kerkent ha ma veot eat enhi, e kefot eun azen yaouank stag, var behini n’eo c’hoas pignet den ebed ; distagit-hen, ha digassit-hen d’in-me. (3) Ha mar lavar unan-benag deoc’h : Perag e rit-hu an dra-ze ? livirit penaos an Aotrou hen deuz ezom anezhan, ha kerkent e tigasso anezhan aman.

(4) Mond a rejont eta, hag e kavjont an azen yaouank stag e-tal an nor er meaz, en eur c’hroaz-hent ; hag e tistagjont anezhan. (5) Hag hinienou euz ar re a oa eno a lavaraz dezhe : Perag e tistagit-hu an azen yaouank-se ? (6) Hag e leverjont dezhe evel m’hen doa gourc’hemenet Jesus ; hag e lezjont anezhe da vond. (7) Hag e tigasjont an azen yaouank da Jesus, hag e lekejont ho dillad varnezhan, ha Jesus a bignaz var he gein.

(8) Ha kalz a astenne ho dillad var an hent, ha re all a droc’he brancou-gwez, hag ho zaole var an hent. (9) Hag ar re a iea araog, hag ar re a zeue var lerc’h, a grie : Hosanna ! benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou ! (10) Benniget ra vezo rouantelez hon tad David a zeu en hano an Aotrou ! Hosanna en huella euz an envou !

(11) Jesus a antreaz evel-se en Jerusalem, hag en templ ; hag o veza sellet tro-var-dro ouz pep tra, evel ma oa dija divezad, ez eaz da Vethani gant an daouzec.

(12) An deiz var lerc’h, evel ma’z eant er meaz euz a Vethani, e teuaz naoun dezhan. (13) Hag o velet a-ziabell eur vezen-fiez hag he doa deliou, ez eaz da velet hag hen a gavche eun dra-benag enhi ; mes pa dostaaz outhi, ne gavaz netra nemed deliou ; rag ne oa ket amzer ar fiez. (14) Neuze Jesus, o komz, a lavaraz : Biken den na zebro frouezen e-bed ac’hanoud. Hag he ziskibien a glevaz kement-se.

(15) Dond a rejont goude da Jerusalem ; ha Jesus, o veza eat en templ, a gommansaz da gas er meaz ar re a oa o verza hag o prena ebarz en templ, hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze coulmed. (16) Ha na bermete da zen dougen bessel e-bed dre an templ. (17) Hag e kelenne anezhe, en eur lavaret : Ha n’ed eo ket scrivet : Va zi a vezo galvet eun ti a beden evit an holl nationou ? mes c’houi hoc’h euz great anezhan eur c’havern laeron.

(18) Ar Scribed ha prinsed ar veleien, o veza klevet kement-se, a glaske penaos ec’h heljent distruja anezhan ; rag aoun ho doa a-razhan, abalamour ma oa an holl bobl en admiration euz he zoctrin.

(19) Pa oe deuet an abardaez, Jesus a ieaz er meaz euz a gear.

(20) Ha deuz ar mintin, evel ma tremenent, he ziskibien a velaz ar vezen-fiez sec’het beteg he griziou. (21) Neuze Per, a deuaz sonj dezhan euz ar pez a oa bet c’hoarvezet, hag a lavaraz dezhan : Mestr, setu ar vezen-fiez var behini ec’h euz taolet da valloz, a zo dizec’het. (22) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Ho pezet feiz en Doue ; (23) rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, piou-benag a lavaro d’ar menez-ze : Sav alese, hag en em daol er mor, hep doueti en he galon, mes en eur gredi penaos e c’hoarvezo kement a lavar ; great e vezo dezhan kement hen devezo lavaret. (24) Rag-se me a lavar deoc’h ; Kement a c’houlennot en eur bedi, credit penaos e recevot anezhan ; hag e vezo roet deoc’h.

(25) Mes, pa deuot da bedi, mar hoc’h euz eun dra-benag a-enep uuan-benag, pardonit dezhan evit ma teuio ive ho Tad pehini a zo en env, da bardoni deoc’h hoc’h offansou. (26) Mes ma na bardonit ket, ho Tad pehini a zo en env na bardono ket ken neubeud deoc’h hoc’h offansou.

(27) Neuze e teujont adare da Jerusalem ; hag evel ma oa o vale en templ, prinsed ar veleien, ar Scribed hag ar re Ancien a zeuaz d’he gavoud, hag e leverjont dezhan : (28) Dre be otorite e rez-te an traou-ze, ha piou hen deuz roet d’id an otorite-ze da ober ar pez a rez ? (29) Jesus a respontaz, hag a lavaraz dezhe : Eun dra a c’houlennin ive diganeoc’h, respontit d’in, hag e livirin deoc’h dre be otorite e ran an traou-man. (30) Badiziant Ian, hag euz an env e oa, pe otramant euz an dud ? Respontit d’in. (31) Hogen, int a rezone enhe ho-unan, en eur lavaret : Mar leveromp : Euz an env ; e lavaro : Perag eta n’hoc’h euz-hu ket credet dezhan ? (32) Ha mar leveromp : Euz an dud ; e toujomp ar bobl ; rag an holl a grede e oa Ian eur gwir brofet. (33) Neuze e respontjont da Jesus : Na ouzomp ket. Ha Jesus a respontaz dezhe : Ha me, na lavarin ket deoc’h kenneubeud dre be otorite e ran an traou-man.


CHABISTR XII.


J ESUS a gommansaz neuze da gomz outhe dre barabolennou : Eun den, emezhan, a blantaz ew winien, a lekeaz eur c’harz en-dro dezhi, a doullaz enhi eur plas evit eur waskerez, hag a zavaz eun tour, ha goude beza he roet en feurm da verourien, ez eaz kuit. (2) Pa oe erru amzer ar frouez, e kassaz eur mevel etrezeg ar verourien, evit receo digant ar verourien frouez euz ar winien. (3) Mes, o veza croget enhan, e kannjont anezhan, hag her c’hasjont kuit en goullo. (4) Kas a reaz dezhe c’hoas eur servicher all ; mes int a sklapaz mein outhan, hag e c’hloazjont anezhan en he ben, hag her c’hasjont kuit, goude beza hen tretet gant dismegans. (5) Hag e kassaz c’hoas unan all hag a oe lazet ganthe, ha kalz a re all, a bere lod a oe kannet ha lod all lazet. (6) Er fin, o veza m’hen doa c’hoas eur mab hag a garie meurbed, e kassaz anezhan dezhe an diveza, en eur lavaret : Douja a raint d’am mab. (7) Mes ar verourien-ze a lavaraz etrezhe : He-man eo an heritour ; deuit, lazomp anezhan, hag he heritach a vezo deomp-ni. (8) Hag, o veza croget enhan, e lakjont anezhan d’ar maro, hag e taoljont anezhan er meaz euz ar winien. (9) Petra a rai eta aotrou ar winien ? Dond a rai, hag e tistrujo ar verourien-ze, hag e roio ar winien da dud all. (10) Ha n’hoc’h euz-hu ket lennet ar gomz-man euz ar Scritur : Ar mean a oa bet taolet a-gostez gant ar re a oa o vatissa, a zo deuet da veza ar c’henta mean-corn ? (11) An Aotrou eo hen deuz great kement-se, hag eun dra souezus eo d’hon daou-lagad.

(12) Neuze e klaskjont cregi enhan ; rag anaoud a reant ervad hen doa lavaret ar barabolen-ze a-enep dezhe ; mes, o veza m’ho doa aoun rag ar bobl, e lezjont anezhan, hag ez ejont kuit.

(13) Goude-ze e kasjont dezhan darn euz ar Farizianed hag euz an Herodianed, evit tapoud anezhan en he gomzou. (14) O veza eta deuet d’he gavoud, e leverjont dezhan : Mestr, gouzoud a reomp ez oud gwirion, ha penaos ne glaskez plijoud da zen e-bed ; rag na zellez ket ouz apparans an dud, mes diski a rez hent Doue hervez ar wirionez. Ha permetet eo paea an tribut da Cezar, pe n’eo ket ? Ha paea a raimp-ni, pe na baeimp ket ? (15) Mes hen, oc’h anaoud ho hipocrizi, a lavaraz dezhe : Perag e tentit-hu ac’hanoun ? Dïgassit d’in eun diner, evit ma her gwelin. (16) Hag e tigasjont dezhan unan. Neuze e lavaraz dezhe : Imach piou, hag hano piou eo ar re-man ? Hag e leverjont dezhan : Re Cezar. (17) Ha Jesus a respontaz dezhe : Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. Hag e oent souzet braz ganthan.

(18) Neuze ar Saduseed, pere a lavar n’euz ket a resurrection, a zeuaz d’he gavoud, hag a interrojaz anezhan, o lavaret :

(19) Mestr, Moises hen deuz gourc’hemenet deomp mar marv breur unan-benag, ha mar lez he vreg hep bugale, e ranko he vreur kemeret an intanvez evit sevel lignez d’he vreur. (20) Hogen, bez’ e oa seiz breur. Ar c’henta a gemeraz eur vreg, hag a varvaz hep lezel bugale. (21) An eil a zimezaz dezhi, hag a varvaz ive, hep lezel bugel e-bed. Hag an trede en hevelep doare. (22) Ho seiz e timezjont dezhi, ha na lezjont ket a vugale. Hag ar vreg a varvaz ive, an diveza anezhe holl. (23) Er resurrection eta, pa resussitint, da behini euz ar re-man e vezo-hi greg ? rag ho seiz ho deuz bet anezhi evit pried.

(24) Ha Jesus a respontaz, hag a lavaraz dezhe : Ha n’oc’h-hu ket en errol, dre na anavezit ket ar Scrituriou, na galloud Doue ? (25) Rag pa vezo ar resurrection, ar oazed na gemerint ket a c’hragez, nag ar gragez priejou ; mes beza e vezint evel an elez a zo en env. (26) Hag, evit ar pez a zell resurrection ar re varo, ha n’hoc’h euz-hu ket lennet e levr Moises, penaos Doue a gomzaz outhan er voden-spern, en eur lavaret : Me eo Doue Abraham, Doue Isaac, ha Doue Jacob ? (27) Doue n’eo ket Doue ar re varo ; mes Doue ar re veo. Rag-se emoc’h en eun errol vraz meurbed.

(28) Neuze unan euz ar Scribed, hag hen doa klevet anezhe o tisput, o velet hen doa respontet mad dezhe, a dostaaz hag a c’houlennaz diganthan : Pehini eo ar c’henta euz an holl gourc’hemenou ? (29) Jesus a respontaz dezhan : Ar c’henta euz an holl gourc’hemenou eo he-man : Selaou, Israel, n’ed euz nemed eun Aotrou, pehini eo an Aotrou, hon Doue. (30) Karoud a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, euz da holl ene, euz da holl spered, hag euz da holl nerz. Hennes eo ar c’henta gourc’hemen. (31) Ha setu aman an eil pehini a zo henvel outhan : Karoud a ri da nessa eveld’oud da-unan. N’euz gourc’hemen all e-bed brassoc’h eged ar re-man.

(32) Hag ar Scrib a respontaz dezhan : Mestr, komzet mad ec’h euz, ha gant gwirionez ec’h euz lavaret penaos n’euz nemed eun Doue hep-ken, ha penaos n’euz Doue all e-bed nemethan ; (33) ha penaos he garoud euz a greiz ar galon, euz an holl spered, euz an holl ene, hag euz an holl nerz, ha karoud hon nessa eveld’omp hon-unan, a zo mui eged an holl offransou devet, hag an holl sacrifisou. (34) Jesus, o velet hen doa respontet gant furnez, a lavaraz dezhan : N’oud ket pell euz a rouantelez Doue. Ha den na grede mui interroji anezhan.

(35) Hag evel ma oa Jesus o kelen en templ, e lavaraz : Penaos e lavar ar Scribed ez eo ar C’hrist mab da Zavid ? (36) Rag David he-unan hen deuz lavaret dre ar Spered-Santel : An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou : Azez a-zeo d’in, bete ma likiin da inimied da scabel dindan da dreid. (37) Pa’z eo gwir eta David he-unan a c’halv anezhan Aotrou, penaos ec’h hell hen beza he vab ? Hag eur bobl vraz a gemere plijadur o selaou anezhan.

(38) Lavaret e rea dezhe c’hoas, en he gelennadurez : Diwallit ouz ar Scribed pere a gar pourmen gant zaeou hir, ha beza saludet er plasennou public ; (39) hag a gar ar c’hadoriou kenta er sinagogou, hag ar plasou kenta er festou, (40) pere a zevor tiez an intanvezed, hag evit digarez a ra pedennou hir ; ar re-man ho devezo eur gondaonation vrassoc’h.

(41) Ha Jesus, o veza azezet dirag ar c’hef, a zelle penaos e taole ar bobl arc’hant er c’hef, (42) ha kalz a dud pinvidic a daole kalz enhan. Dond a reaz ive eun intanvez paour, pehini a daolaz ebarz daou bezic arc’hant pere a ra eul Hard. (43) Neuze, o veza galvet he ziskibien, e lavaraz dezhe : E gwirionez e lavaran deoc’h : an intanvez paour-ze he deuz taolet ebarz ar c’hef muioc’h eged ar re all holl. (44) Rag holl ho deuz taolet ebarz euz ar pez ho doa a re ; mes hou-man he deuz taolet ebarz euz ar pez a oa necesser dezhi, kement a oa choumet ganthi evit beva.


CHABISTR XIII.


PA oa Jesus o vond er meaz euz an templ, unan euz he ziskibien a lavaraz dezhan : Mestr, sell pebez mein ha pebez edifisou kaer ! (2) Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan : Gwelet a rez-te an edifisou kaer-ze ; na vezo lezet mean var vean hep na vezo diskaret.

(3) Ha pa edo azezet var menez Olived, dirag an templ, Per, Jakes, Ian hag Andre a reaz a-gostez ar goulen-man diganthan : (4) Lavar deomp peur e c’hoarvezo an traou-ze, ha dre be seurt sin e vezo gouezet ez int prest da erruout ? (5) Ha Jesus, o respont, a gommansaz lavaret : Diwallit na zeufe den d’ho trompla. (6) Rag dond a rai kalz em hano hag a lavaro : Me eo ar C’hrist ; ha kalz a vezo tromplet ganthe. (7) Hogen, pa glevot komz a vrezel hag a vrud-brezel, na vezit ket troublet ; rag red eo da gement-se c’hoarvezout ; mes ne vezo ket c’hoas ar fin. (8) Rag sevel a rai eur bobl a-enep eur bobl all, hag eur rouantelez a-enep eur rouantelez all ; ha beza e vezo krenamanchou-douar e meur a leac’h ha kernez, ha trubuil. An traou-ze a zo ar gommansamant euz ar poaniou.

(9) Mes likit evez ouzoc’h hoc’h-unan ; rag kas a raint ac’hanoc’h dirag an tribunaliou hag ar sinagogou ; skourjezet e viot, ha kasset abalamour d’in dirag ar gouarnerien hag ar rouane, evit rei testeni d’in dirazhe. (10) Mes da genta eo red ma vez prezeget an Aviel d’an holl nationou. (11) Hogen, pa gassint ac’hanoc’h evit ho livra, na vezit ket en poan da c’houzoud araog petra ho pezo da lavaret, ha na choumit ket da zonjal e kement-se ; mes livirit ar pez a vezo roet deoc’h da lavaret en heur-ze ; rag n’eo ket c’houi a gomzo, mes ar Spered-Santel.

(12) Hogen, neuze ar breur a livro he vreur d’ar maro, hag an tad he vugel ; hag ar vugale a zavo a-enep ho zad hag ho mam, hag ho lakaint da vervel. (13) Hag e viot kaseet gant an holl abalamour d’am hano, mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet.

(14) Hogen, pa velot an abomination euz an dezolation, euz a behini hen deuz komzet ar profet Daniel, o ren el leac’h na dle ket beza (ra lako evez mad an hini hen lenn) ; neuze ar re a vezo er Jude, ra dec’hint var ar meneziou ; (15) hag an hini a vezo var an doen, diwallo da zisken en ti, na da vond ebarz evit kemeret tra e-bed euz he di ; (16) hag an hini a vezo er park, diwallo da zistrei var he c’hiz evit kemeret he zae. (17) Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou-ze. (18) Pedit evit ne rankoc’h ket tec’hel er goanv. (19) Rag beza e vezo en deiziou-ze eun affliction ker braz, ken n’euz bet biskoas hini henvel outhi, abaoe ma’z eo crouet ar bed gant Doue beteg hirio, ha ne vezo biken. (20) Ha ma n’hen divije ket an Aotrou diveret an deveziou-ze, na vije bet saveteet den e-bed ; mes diveret hen deuz an deveziou-ze abalamour d’ar re a zo bet choazet ganthan.

(21) Neuze mar lavar unan-benag deoc’h : Setu ar C’hrist aman ; pe : Setu-hen a-hont ; na gredit ket. (22) Rag sevel a rai Christed faos ha fals profeted, hag e raint miraclou ha burzudou evit trompla memeus ar re choazet ma vije gallet. (23) Likit evez eta ; setu, em euz discleriet deoc’h pep tra en avans.

(24) En deiziou-ze goude an dribulation-ze, an heol a devalaio, hag al loar na roio ket he sclerijen ; (25) ar stered a gwezo euz an env, hag ar puissansou a zo en envou a vezo bransellet. (26) Ha neuze e vezo gwelet Mab an den o tond var ar goabrennou, gant eur galloud hag eur gloar braz ; (27) hag e kasso he elez da zastum he re choazet euz ar pevar avel, adaleg ar c’horn pella euz an douar beteg ar pen pella euz an env.

(28) Diskit kement-man dre barabolen ar vezen-fiez : Pa zeu he brancou da deneraad hag he deliou da zispaka, ec’h ouzoc’h ema tost an hanv. (29) Evel-se ive c’houi, pa velot an traou-ze o c’hoarvezoud, gouezit ema tost Mab an den hag ema e-kichen an nor. (30) E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos na dremeno ket ar generation-man, ken a vezo c’hoarvezet an holl draou-ze. (31) An env hag an douar a dremeno ; mes va c’homzou-me na dremenint ket.

(32) Evit ar pez a zell an deiz hag an heur-ze, den na anavez anezhe, nag an elez a zo en env, nag ar Mab ? nemed an Tad hep-ken.

(33) Likit evez, veillit ha pedit ; rag na ouzoc’h ket peur e teuio an amzer-ze. (34) Rag henvel eo ouz eun den pehini, o vond en hent evit eur vro bell, a lez he di, a ro d’he vevelien ar gondu anezhan, a verk da bep hini he labour, hag a c’hourc’hemen d’ar porzier beza var evez. (35) Beillit eta, rag na ouzoc’h ket peur e teuio mestr an ti, pe d’an abardaez, pe da hanter-noz, pe pa gano ar c’hilloc, pe deuz ar mintin ; (36) gant aoun, oc’h erruout en eun taol, ne vec’h kavet ganthan kousket. (37) Hogen, ar pez a lavaran, hen lavaret a ran d’an holl : Beillit.


CHABISTR XIV.


GOUEL ar Pask hag ar bara hep goell a dlie digouezoud daou zevez goude ; hag ar Scribed a glaske an tu da gemeret Jesus dre finessa ha d’hen lakaad d’ar maro. (2) Mes lavaret a reant : Arabad eo e vez e-pad ar gouel gant aoun ne deufe trouz da zevel e-touez ar bobl.

(3) Ha Jesus, o veza en Bethani, en ti Simon an den lor, pa edo ouz taol, e teuaz eur vaouez gant eur bessel alabastr, leun a eol a c’houez-vad hag a briz vraz, hag o veza torret ar bessel, e skulliaz an eol var he ben. (4) Hag unan-benag anezhe a oe droug enhe, hag a lavare : Da betra beza kollet an eol a c’houez-vad-se ? (5) Rag gallet e vije gwerza anezhan ouz-pen tri c’hant diner, hag ho rei d’ar beorien. Hag e vurmurent a-enep d’ar vaouez-ze.

(6) Mes Jesus a lavaraz : Lest-hi ; perag e rit-hu nec’hamant dezhi ? Eun oeuvr vad he deuz great em c’henver. (7) Rag peorien ho pezo atao en ho touez ; hag ec’h hellit ober vad dezhe pa garfot ; mes n’ho pezo ket ac’hanoun-me atao. (8) Great he deuz ar pez he deuz gallet ; ambaumet he deuz va c’horf evit servichoud en avans d’am sebelia. (9) E gwirionez hen lavaran deoc’h, e pe leac’h-benag dre ar bed holl ma vezo prezeget an aviel-man, ar pez he deuz great a vezo lavaret ive e memor anezhi.

(10) Neuze Judas Iscariot, unan euz an daouzec, a ieaz da gavout prinsed ar veleien evit hen livra dezhe. (11) Ar re-man a zelaouaz anezhan gant joa, hag e prometjont rei arc’hant dezhan ; hag adaleg neuze e klaskaz an tu d’hen livra dezhe.

(12) An deiz kenta euz ar baraou hep goell, en amzer ma sacrifient ar Pask, he ziskibien a lavaraz dezhan : E peleach e fell d’id ez afemp da brepari ar pez a zo ezom evit debri ar Pask ? (13) Neuze e kassaz daou euz he ziskibien, hag e lavaraz dezhe : It en kear, hag e kavfot var hoc’h hent eun den o tougen eur podad dour ; it var he lerc’h. (14) Hag e pe leac’h-benag ma c’hantreo, livirit da vestr an ti : Ar mestr a lavar : Pe leac’h ema ar zal en pehini e tebrin ar Pask gant va diskibien ? (15) Hag hen a ziskouezo deoc’h eur zal vraz d’an neac’h, lakeat en urz ha prest ; preparit eno ar Pask evidomp. (16) He ziskibien eta a ieaz en hent, hag o veza erruet en kear, e kavjont pep tra evel m’hen doa lavaret dezhe ; hag e preparjont ar Pask.

(17) Pa oe deuet an abardaez, e teuaz gant an daouzec. (18) Ha pa edont ouz taol, o tebri, Jesus a lavaraz : En gwirionez e lavaran deoc’h penaos unan ac’hanoc’h, hag a zo o tibri ganen, a drahisso ac’hanoun. (19) Neuze e commansjont beza glac’haret ; hag e leverjont dezhan an eil goude egile : Ha me eo ? (20) Hen a respontaz dezhe : Unan euz an daouzec eo, hag a laka he zorn ganen er plad. (21) Mab an den evit-gwir a ia evel ma’z eo scrivet divar he ben ; mes malheur d’an den gant pehini eo trahisset Mab an den ; gwell e vije d’an den-ze na vije ket bet ganet.

(22) Hag evel ma tebrent, Jesus a gemeraz bara, hag, o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag hen roaz dezhe, en eur lavaret : Kemerit, debrit, he-man eo va c^horf. (23) Hag o veza kemeret ar c’halir, ha rentet grasou, e roaz anezhan dezhe, hag ec’h evjont holl euz anezhan. (24) Hag e lavaraz dezhe : He-man eo va goad, ar goad euz an allians nevez, pehini a zo skuliet evit kalz. (25) E gwirionez hen lavaran deoc’h, na evin mui euz ar frouez-ze euz ar winien beteg an deiz ma c’hevin anezhan nevez en rouantelez Doue.

(26) Ha goude beza canet ar c’hantic, ez ejont kuit da Venez Olived.

(27) Neuze Jesus a lavaraz dezhe : En noz man e vezin evidoc’h holl eun occasion da gweza ; rag scrivet eo : Skei a rin ar pastor, hag an denved a vezo disperset. (28) Mes goude ma vezin resussitet, me a ielo araog deoc’h en Galile. (29) Ha Per a lavaraz dezhan : Ha pa zeufe an holl da veza scandalizet, evidoun-me ne vezin ket. (30) Neuze Jesus a lavaraz dezhan : En gwirionez e lavaran d’id, penaos hirio, en noz-man zo-ken, araog m’hen devezo canet ar c’hilloc diou wech, te az pezo va nac’het teir gwech. (31) Mes hen a lavare c’hoas krenvoc’h : Ha pa ve red d’in mervel ganez, na nac’hin ket ac’hanoud. Hag holl e lavarent ar memeus tra.

(32) Neuze ez ejont en eul leac’h a c’halvet Gethsemane. Ha Jesus a lavaraz d’he ziskibien : Azezit aman ken am bezo pedet.

(33) Hag e kemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian ; hag e commansaz da veza spouronet hag ankeniet braz. (34) Hag e lavaraz dezhe : Trist eo va ene beteg ar maro ; choumit aman ha beillit. (35) Hag o veza eat eun neubeud pelloc’h, hen n’em brostemaz d’an douar, en eur bedi ma’z aje, mar d’oa possubl, an heur ze pell diouthan. (36) Hag e lavare : Abba ! Tad ! pep tra a zo possubl d’id ; distro diouzin ar c’halir-ze ; koulskoude ra vezo great n’e ket ar pez a fell d’in, mes ar pez a fell d’id.

(37) Dond a reaz neuze d’ho c’havoud hag ho c’havaz kousket ; hag e lavaraz da Ber : Simon, choumet oud kousket ! n’ec’h euz ket eta gallet beillia eun heur ? (38) Beillit ha pedit, gant aoun da gweza en dentation ; ar spered a zo pront, mes ar c’hig a zo sempl.

(39) Mond a reaz adare, hag e pedaz, o lavaret ar memeus komzou.

(40) Hag o veza distroet, ho c’havaz adare kousket, rag ho daou-lagad a oa pounereet ; ha na ouient petra da respont dezhan.

(41) Hag e teuaz d’ho c’havoud evit an deirved gwech, hag e lavaraz dezhe : Kouskit breman, ha kemerit ho repos ! Awalc’h eo ! deuet eo an heur ; setu, Mab an den a zo livret etre daouarn ar bec’herien. (42) Savit, deomp, setu o tostaad an hini a drahis ac’hanoun.

(43) Ha kerkent, evel ma oa c’hoas o komz, e teuaz Judas, unan euz an daouzec, ha ganthan eur vanden vraz a dud gant klezeier ha bizier, a-berz prinsed ar veleien, ar Scribed hag ar re Ancien. (44) Hogen an hini a drahisse anezhan hen doa roet dezhe ar sin-man : An hini a bokin dezhan, hennes eo ; crogit enhan, ha kassit anezhan ganeoc’h, en eur diwall anezhan mad. (45) Kerkent eta evel ma oa erruet, e tostaaz outhan hag e lavaraz dezhan : Mestr, Mestr ; hag e pokaz dezhan. (46) A-neuze e toaljont ho daouarn var Jesus, hag e crogjont enhan.

(47) Hag unan euz ar re a oa eno a dennaz he gleze, a skoaz gant eur mevel d’ar beleg braz, hag a droc’haz he skouarn dezhan.

(48) Neuze Jesus, o komz outhe, a lavaraz : C’houi a zo deuet gant klezeier ha bizier da gregi enoun, evel en eul laer. (49) Bemdez e oann en ho touez, o kelen ebarz an templ, ha n’hoc’h euz ket croget enoun ; mes kement-man a c’hoarvez evit ma vezo accomplisset ar Scrituriou.

(50) Neuze he holl diskibien, o veza dilezet anezhan, a dec’haz kuit.

(51) Ha bez’ e oa ouz he heul, eun den yaouank gwisket gaut eul linsel hep-ken en-dro d’he gorf ; hag an dud yaouank a grogaz enhan. (52) Mes hen, o lezel he linsel, a dec’haz kuit deuz tre ho daouarn en noaz.

(53) Neuze e kasjont Jesus da di ar beleg braz, e pe leac’h e oa dastumet holl brinsed ar veleien, ar re Ancien hag ar Scribed.

(54) Per a heuliaz anezhan a-ziabell bete porz ar beleg braz. Hag e oa eno azezet assambles gant an domestiket, hag o tomma e-kichen an tan.

(55) Hogen, prinsed ar veleien hag ar c’honseil holl euz ar Sanhedrin a glaske eun testeni-benag a-enep Jesus, evit hen lakaad d’ar maro ; ha ne gavent hini e-bed. (56) Rag kalz a roe testeni faoz en he enep ; mes ho zesteniou n’en em accordent ket. (57) Hinienou a zavaz neuze, hag a zougaz eun testeni faoz a-enep dezhan, en eur lavaret : (58) Hen klevet hon euz o lavaret : Me a ziskaro an templ-man, pehini a zo bet great gant daouarn an dud, hag en tri devez e savin eun all ha na vezo ket great gant daouarn tud. (59) Mes ho zesteniou n’en em accordent ket. (60) Neuze ar beleg braz, o sevel en he za e-kreiz an assamble euz ar Sanhedrin, a interrojaz Jesus, en eur lavaret : Na respontez netra ? Petra eo an dra-ze a leveront a-enep d’id ? (61) Mes Jesus a davaz, ha na respontaz netra.

Ar beleg braz a reaz c’hoas ar goulen-man diganthan, hag a lavaraz dezhan : Ha te eo ar C’hrist, Mab an Doue benniget ? (62) Ha Jesus a lavaraz : Bez’ ez oun ; ha c’houi a velo Mab an den azezet a-zeo d’ar galloud euz a Zoue, hag o tond var goabrennou an env. (63= Neuze ar beleg braz a rogaz he zillad, hag a lavaraz : Daoust hag ezom hon euz-ni mui a destoü ? (64) Klevet hoc’h euz ar blasphem ; petra a zonjit-hu var gement-se ? Neuze holl e varnjont anezhan dign a varo. (65) Hag hinienou a gommansaz da granchad outhan, hag o veza goloet he vizach, e roent crabanadou dezhan, en eur lavaret : Difin ! Hag ar serjanted a skoe varnezhan gant bizier.

(66) Hogen, evel ma oa Per d’an traon ebarz ar porz, e teuaz eno unan euz a vitizien ar beleg braz ; (67) hag, o velet Per o tomma, e sellaz outhan, hag e lavaraz : Te a oa ive gant Jesus a Nazaret. (68) Mes hen nac’h a reaz, en eur lavaret : Na anavezan ket anezhan ha na ouzon ket petra a leverez. Mond a reaz neuze er meaz er vestibul, hag ar c’hilloc a ganaz. (69) Hag ar vatez-ze, o veza gwelet anezhan adare, en em lekeaz da lavaret d’ar re a oa eno : An den-man a zo deuz an dud-se. (70) Mes hen hen nac’haz adare. Hag eur pennad goude, ar re a oa eno a lavaraz adare da Ber : Evit-gwir te a zo ive euz an dud-se, rag Galilead oud, ha da langach a zo henvel ouz ho hini. (71) Neuze e commansaz da zrouk-pedi ha da douat en eur lavaret : Ne anavezan ket an den-ze a behini e komzez. (72) Hag ar c’hilloc a ganaz evit an eil gwech ; hag e teuaz sonj da Ber euz ar gomz hen doa lavaret Jesus dezhan : A-barz m’hen devezo ar c’hilloc canet diou wech, te az pezo va nac’het teir gwech. Hag o veza eat buhan er meaz, e commansaz da wela.


CHABISTR XV.


KERKENT ha ma oe deiz, prinsed ar veleien, gant ar re Ancien, ar Scribed hag ar c’honseil holl euz ar Sanhedrin, o veza en em guzuliet assambles, a gassaz Jesus liammet, hag hen livraz da Bilat.

(2) Ha Pilat a c’houlennaz diganthan : Ha te eo roue ar Judevien ? Jesus a respontaz dezhan : Hen lavaret a rez. (3) Ha prinsed ar veleien a accuse anezhan euz a galz a draou. (4) Mes Pilat a interrojaz c’hoas anezhan hag a lavaraz dezhan : Ha na respontez netra ? Gwel a begement a draou e roont testeni a-enep d’id. (5) Mes Jesus na respontaz mui netra, en hevelep doare ma oa Pilat estonet braz.

(6) Hogen, hen a oa custum d’ar gouel-«e, da leuskel ganthe eur prizonier, an hini a c’houlennent. (7) Ha bez’ e oa er prizon assambles gant ar re ho doa sicouret anezhan, unan hanvet Barabbas hag hen doa great eur vuntrerez e-kreiz eur revolt. (8) Hag ar bobl a gommansaz da c’houlen, en eur grial a-bouez ho fen, ma raje evel m’hen doa great a-viskoas dezhe. (9) Pilat a respontaz dezhe : Ha c’houi a fell deoc’h e laoskfen deoc’h roue ar Judevien ? (10) Rag gouzoud a rea e oa dre jalouzi ho doa prinsed ar veleien livret anezhan.

(11) Mes ar re-man a boulzaz ar bobl da choulen ma vije leusket kentoc’h Barabbas ganthe. (12) Mes Pilat, o komz c’hoas outhe, a lavaraz : Petra eta a fell deoc’h e rafen euz an hini a hanvit roue ar Judevien ? (13) Hag int a griaz adare : Crucifi anezhan ! (14) Ha Pilat a lavaraz dezhe : Mes pe seurt drouk hen deuz-hen great ? Hag int a griaz c’hoas krenvoc’h : Crucifi anezhan !

(15) Pilat eta, o c’hoantaat contanti ar bobl, a leuskaz ganthe Barabbas ; ha goude beza lakeat skourjeza Jesus, e livraz anezhan da veza crucifiet.

(16) Neuze ar zoudarded a zigassaz anezhan en diabarz ar palez, da lavaret eo, er pretouer, hag e tastumjont eno an holl vanden zoudarded ; (17) hag e lakejont dezhan eur vantel ruz-pourpr, hag o veza great eur gurunen spern, e lekejont anezhi var he ben. (18) Hag e commansjont da zaludi anezhan, en eur lavaret : Salud, roue ar Judevien ! (19) Hag e skoent var he ben gant eur gorzen, hag e cranchent outhan, hag o taoulina, e stouent dirazhan.

(20) Goude beza great goab anezhan, e lamjont ar vantel pourpr divarnezhan, hag o veza gwisket anezhan gant he zillad he-unan, e kasjont anezhan ganthe evit hen crucifia.

(21) Hag evel ma oa eun den euz a Cyren, hanvet Simon, tad da Alexandr ha da Rufus, o tremen dre eno, o tistrei euz ar parkou, e rejont dezhan dougen croaz Jesus. (22) Hag e kasjont anezban en eul leac’h hanvet Golgotba, da lavaret eo, leac’h ar Pen-maro. (23) Hag e rojont dezhan da eva gwin mesket gant mirrh ; mes na gemeraz ket anezhan.

(24) Ha goude m’ho doe crucifiet anezhan, e rejont partach var he zillad, hag e tennjont d’ar sort varnezhe, evit gouzoud ar pez hen divije pep hini.

(25) An trede heur e oa pa grucifijont anezhan.

(26) Ar sujet euz he gondaonation a oa scrivet evel-hen : ROUE AR JUDEVIEN.

(27) Crucifia a rejont daou laer assambles ganthan, unan a-zeo, hag egile a-gleiz dezhan. (28) Evel-se e oe accomplisset ar gomz-man euz ar Scritur : Lakeat eo bet e renk an dorfetourien.

(29) Hag ar re a dremene dre eno a outraje anezhan, en eur hija ho fen hag o lavaret : Ac’han-ta ! te, pehini a ziskar an templ, hag a zav anezhan a-nevez en tri deiz ; (30) en em zaveta da-unan, ha disken euz ar groaz. (31) Evel-se ive prinsed ar veleien hag ar Scribed a rea goab anezhan, hag a lavare etrezhe : Saveteet hen deuz ar re all, ha n’eo ket evit en em zavetei he-unan. (32) Ra ziskenno eta breman euz ar groaz ar C’hrist, roue Israel, ma velimp ha ma credimp. Hag ar re a oa crucifiet ganthan, a zrouk-komze ive outhan.

(33) Pa oa deuet ar c’houec’hved heur, e oe tevalijen var an douar holl, beteg an naoved heur.

(34) Ha d’an naoved heur, Jesus a griaz gant eur vouez krenv : Eloï, Eloï, lamma sabachthani ? Da lavaret eo : Va Doue, va Doue, perag ec’h euz-te va dilezet ? (35) Hag hinienou euz ar re a oa eno, o veza klevet anezhan, a lavare : Setu, ema o c’hervel Elias. (36) Hag unan anezhe a redaz, hag a leuniaz eur spoue gant gwin-egr, hag o veza hen lakeat e pen eur gorzen, e roaz da eva dezhan, en eur lavaret : Lezit ; gwelomp ha dond a rai Elias d’hen lemmel euz ar groaz.

(37) Neuze Jesus, o veza leusket eur griaden vraz, a rentaz ar spered.

(38) Hag ar voal euz an templ a freuzaz en daou, adaleg an neac’h beteg an traon.

(39) Hag ar c’hantener, pehini a oa eno dirazhan, o velet penaos e oa tremenet en eur grial evel-se, a lavaraz : An den-man en gwirionez a oa Mab Doue.

(40) Bez’e oa ive eno gragez hag a zelle a-ziabell, e-touez pere e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam da Jakes ar yaouanka ha da Joses, ha Salome, (41) pere hen heullie hag hen serviche pa edo en Galile, ha kalz a re all pere a oa pignet ganthan da Jerusalem.

(42) Evel ma oa dija divezad, ha ma oa deiz ar breparation, da lavaret eo, an deiz di-araog ar sabbat, (43) Josef a Arimathe, eur senatour henoret braz, pehini ive a c’hortoze rouantelez Doue, a ieaz heb aoun da gavout Pilat, hag a c’houlennaz diganthan corf Jesus. (44) Pilat a oe souezet o klevet e oa maro dija ; hag o veza galvet ar c’hantener, e c’houlennaz ha pell a oa abaoe ma oa maro. (45) Ha p’hen doe klevet gant ar c’hantener, e roaz ar c’horf da Josef. (46) Ha Josef, o veza prenet eul linsel, a ziskennaz anezhan euz ar groaz, a lekeaz al linsel en- dro dezhan, hag a lekeaz anezhan en eur bez a oa bet kleuzet er roc’h ; hag e rulliaz eur mean ouz dor ar bez.

(47) Ha Mari Magdalen, ha Mari, mam Joses, a zelle pe leac’h e lakeet anezhan.


CHABISTR XVI.


PA oe tremenet ar sabbat, Mari Magdalen, ha Mari, mam Jakes, ha Salome, a brenaz louzou a c’houez-vad, evit dond da ambaumi anezhan. (2) Hag an deiz kenta euz ar sizun e teujont d’ar bez mintin-mad, goude sao-heol. (3) Hag e lavarent etrezhe : Piou a denno deomp ar mean diouz dor ar bez ? (4) Hag o sellet, e veljont e oa bet lammet kuit ar mean ; hogen, gwall vraz eo a ar mean-ze.

(5) Neuze, o veza antreet er bez, e veljont er c’hostez deo eun den yaouank azezet, gwisket gant eur zae venn ; hag e oent spountet. (6) Mes hen a lavaraz dezhe : Na vezit ket spountet ; klask a rit Jesus a Nazaret pehini a zo bet crucifiet ; resussitet eo, n’ema ket aman ; setu aman al leac’h en pehini ho doa lakeat anezhan. (7) Mes it, ha livirit d’he ziskibien ha da Ber ema o vond araog deoc’h en Galile ; eno e velot anezhan, evel m’hen deuz lavaret deoc’h. (8) Mond a rejont kerkent er meaz euz ar bez, hag e redjont kuit ; rag spouronet-holl e oent hag en eun estlam vraz. Ha na leverjont netra da zen, rag spountet e oant.

(9) Hogen Jesus, o veza resussitet diouz ar mintin, ar c’henta deiz euz ar sizun, en em ziskouezaz da genta da Vari Magdalen, euz a behini hen doa kasset kuit seiz drouk-spered. (10) Hag hi a ieaz da annonsi d’ar re a oa bet ganthan, ha pere a oa er glac’har hag en daelou. (11) Mes int, pa glevjont penaos e oa beo, hag e oa bet gwelet ganthi, na gredjont ket.

(12) Goude-ze, hen en em ziskouezaz en eun doare all da zaou anezhe, pa oant o vale evit mond var ar meaz. (13) Hag ar re-man a ieaz da annonsi kement-se d’ar re all, mes na gredjont ket dezhe ken neubeud.

(14) Da ziveza en em ziskouezaz d’an unnec abostol, pa edont ouz taol, hag e rebechaz dezhe ho incredulite hag ar galeder euz ho c’haloun, abalamour n’ho doa ket credet ar re ho doa gwelet anezhan resussitet.

(15) Hag e lavaraz dezhe : It dre ar bed holl, ha prezegit an aviel d’an holl grouadurien. (16) An neb a gredo, hag a vezo badezet, a vezo salvet ; mes an neb na gredo ket, a vezo condaonet. (17) Setu aman ar miraclou a heullio ar re a gredo : Kas a raint kuit an drouk-sperejou em hano ; komz a raint langachou nevez ; (18) cregi a raint en serpanted ; ha pa ho devezo evet eun evach ampoezonet-benag, na rai ket a zroug dezhe ; lakaad a raint ho daouarn var ar re glanv, hag e vezint pare.

(19) An Aotrou, goude m’hen doa komzet outhe, a oe savet en env, hag ec’h azezaz en tu deo da Zoue.

(20) Hag int, o veza eat er meaz, a brezegaz dre-holl ; hag an Aotrou a laboure ganthe, hag a roe nerz d’ar Ger dre ar burzudou a heullie anezhan.